Na delien na bleuen ! yeot skornet er prajou ;
Boueden an ed, er park, kousket en ervennou ;
En henchou, el leur-gêr, an erc’h o peurdeuzi ;
Ar yer o pigosat skubelladur an ti,
O vont, goude, nec’hef da buchat war o c’hlud,
E-pad ma c’houez er porz eun avel ven ha yud.
Setu aze Genver, er maeziou, en deiz-man.
Goanvez ne voe biskoaz tristoc’h eget heman !
Koulskoude, me a gred e klev al labourer,
E mouez kloc’h ar barrez o tason er pellder,
Geriou nerzus ha krenv : Ar boan n’ez eo netra,
Ma teu diouti eur Mad, mar hon c’has war wella !…
Me ivez, en desped d’am spered gwall-sammet,
Am eus atao fizians, rak en eur hir-zellet
Ouz startder ha kalon hon holl difennourien,
’C’houzanv merzerenti, du-hont war al linenn,
E kredan e pigno an heol lugernusoc’h
War dremwel hon Bro ger, kresket ha yac’husoc’h.