Mont d’an endalc’had

Kan Re Varo ar Brezel

Eus Wikimammenn
Imprimerie Francisque Guyon, 1919  (p. 22-23)



Kan re-Varo ar brezel
————


D’an Aotrou A. ar Braz e
koun e vab, lazet er Brezel

I


Brallan a ra ar c’hleier,
Son an drompilh a glever,
Skleur tantad ar meneziou
’Luc’h beteg war hon beziou.

diskan


Gwelet ’reomp en dremwel
Eun heol nevez o sevel ;
Evel-se ’skuilhjomp hon gwad
Hep keuz evit hon Bro vad,
Ha mar bez ganec’h peurgraet
Hon oberou arzaoet,
Eürus ’vezimp da viken
Dindan douar an talben.

II


Ar Peoc’h, pebez kelou mat !
A zo embannet, moarvat !…
Da viken ni hen miro !
Setu le ar Re-Varo.

III


Ni ’harzo ouzoc’h ar spont
A weljomp, eun de, o tont
Da enkrezi hon c’hêriou,
Ha gwasoc’h c’hoaz hon maeziou.

IV


Hon c’horfou ’zo bet muntret,
Met biskoaz ne voemp trec’het,
Start ’tiwaljomp hon linenn :
Ar German n’oa ’vit tremen !

V


Ma teu c’hoant d’e vugale
Klask hon tagan adarre,
E savo hon relegou,
Gwir armead an Ankou.

VI


Ni ’zougo falc’h ar Maro :
A-hed, a dreuz e trouc’ho !
It d’ho labour, dibreder,
Dindan kan an alc’houeder.

VII


C’houi hen klevo o kana
En oabl, bemde, hosanna !
War vab-den, o kan bennoz,
Evnig drant ar Gelted koz !

(1919).


————