N’ankounac’haomp ket !

Eus Wikimammenn
Imprimerie Francisque Guyon, 1919  (p. 24-25)



N’ankounac’haomp ket !
————


D’ar c’hommandant Yvon ar Morvan.


Adstignet ho telen, o Barzed a wechall,
Kanit, Marzin, Gwenklan, Taliesin ha Riouall ;
Sent koz karantezus, bepred ken galloudus,
Pemp bloaz ’zo dilezet ’n ho chapel vurzudus,
Nomenoe, Lan Vras, Alan Baro reustlet,
Bertram, dukez Anna, holl Vretoned vrudet,
Brezelourien dispar, merdeidi ha re-all,
Skoazellerien hon Breiz hag hon Mamm vat, Bro-C’hall,
Tridit a levenez, fin a zo d’hon glac’har,
Ar Frans a chom ’n he zao ha da gement douar,
D’ar C’hermaned c’haro a vennas he flastra,
He yeoa da viken, en eur ger he moustra,
N’oufen re hen embann, hon Gouen he deus desket
Ez eo atao hon Breiz bro ar baotred kalet.
Keit ma redo ho kwad en hon gwaziennou,
Keit ma renoc’h warnomp ha war hon sperejou,
E pep lec’h, dre bep hent ni a c’hello bale
Evit difenn ar Gwir, an Urz, al Liberte !

Breman pa ’n em ziskouez ’vidomp ar peoc’h padus,
Aozomp d’hon stourmerien deveziou c’houek, frealzus,
Saludomp o distro gant kalon, levene ;
Lakomp war o fennou kurunennou lore !
N’o meulimp morse re, ne ganimp re o brud ;
Petra ’kreiz ar poaniou n’o deus ket graet hon tud
Dindan an aezennou, an tan, ar c’hanoliou ?
Gwelit war o askre kleizenn o goulïou !

Penaos, o mignoned, penaos ankounac’hât
Ar zoudarded o deus du-hont skuilhet o gwad ?
Ni a zalc’ho o sonj, ni a glevo o mouez
A lavar d’eomp raktal : « D’al labour hep paouez ! »
Tadou ha mammou keiz, merc’hed yaouank poaniet,
N’en em veuzit pelloc’h ’n eur vuhez ankeniet ;
Mar ho peus dleadou e-kenver pep maro,
Ez oc’h c’hoaz dleetoc’h en andred ho mamm-Vro.
Pedomp an Esperans da zont ’n hon c’halonou,
An amzer sioul da ren dindan hon tôennou.

Eur vouez all a gleven e doun va c’houstians ;
Komz a ra ken freaz, kement ’ro d’in fizians
Ken na oufen tevel an dra a gelen d’in,
Hag an holl ’gavo mat ar pez a lavarin :
’Pad ar goanv e weler, pa c’houez ar wall-avel,
Strolladou brini du o plava o eskell
A-us d’an trevadou, evit kavout ar pled
Da furcha, da skrabat ha da zibri an ed.
Hopadennou ar mestr o laka da bellât,
Met eur pennad hepken ma na ziwaller mat.
’Vel-se ar C’hermaned a glasko a-nevez
’N em zila ’n hon c’hêriou, ha zoken war ar mêz.
Harz war ar bleizi-ze ! Serrit buan ho tor !
O reseo en ho ti ’vefe eun dizenor,
Noazout ouz ar re veo, ober gaou d’ar maro,
Skuilha war e vaz-skaon eun ezans gwall-c’houero.
Piou ’gredfe ’n em zaotra gant eur seurt dismegans ?
Chomomp Breiziz e Breiz ha Fransizien er Frans !

(Meurz, 1919).


————