Mont d’an endalc’had

Kenavo eur zoudard « territorial » d’e varc’h « Laou »

Eus Wikimammenn
Imprimerie Francisque Guyon, 1919  (p. 5-6)



Kenavo eur zoudard ” territorial ”
d’e varc’h ” Laou ”
————


Da Ivon Genver, Huelgoat.


Bannac’hou ’m boa evet ’n eur laret kenavo…
Penaos eta kuitât heb ober giz ar vro,
Hep mont da zaludi ha trinka da yec’hed
Mignoned ha kerent, amezeien garet ?

Klevet ’meus alïes ’man ar wirionez wenn
Nan e spered an dud met e deun [1] eur werenn,
Kemerit ar fizians, em fluen ’man ive
Ar pez a dremenas, ar pez a ris neuze.

Diouz an abardaez, a-raok dibri va c’hoan,
’C’h aen da welet va marc’h, d’eun tammig kraou balan ;
An nec’h a oa, siouaz, skignet war va ene
Evel eur goumoulen war griben ar mene.

’Vit netât va c’herc’hen, ’vel ’n eur gador govez,
Raktal me ’zisklêrias hervez ar wirionez :
« En derveziou da zont marteze n’hellfomp ken
Mont da brajou ar stêr, da barkou ar porz-mên ;

Ogedi douarou, arat gwaremou koz,
Bale aman, du-hont, kouls en deiz hag en noz ;
Teila ar c’hriennou, ludua ’r prajeier,
Kerc’hat maerl ha temzou, falc’hat ar foenneier ;

A-gevret [2] dastum êst, rei tro d’an dornerez,
Tenna legumachou, gwaskellat ar frouez,
Hep heug ha gwarizi skoazia ar pinvidig,
’Vit diboania ar paour c’hoantek d’en em ginnig.

Mar ’teus bet a-wechou niver a ehanou
P’edon puchet er c’hleuz oc’h ober kornadou,
Ganen ’teus gouzanvet re a bevar-amzer :
Da blijadur ’zo bet kemmesket a vizer.

Me ’meus en diskennou re wech da wall-gaset,
Hag alïes ivez er c’hrec’hiou re garget…
Oh ! pardon ac’hanoun, o va c’henseurt kêz Laou !
Piou a zo atao fur ? piou n’ez a ket e gaou ? » —


Neuze e tostaan ha d’am marc’h e pokan ;
En e voue e krogan, e c’houg a vriatan ;
Goude va loen karet, gant e lagad tener,
’Zellas ouz va c’hostez, a zeuas d’am c’henver.

Dilavar, sebezet, en em zalc’homp hon daou…,
Ar sioulded, ar peoc’h a rene ’barz ar c’hraou,
Pa zeuas va maouez d’am c’hlask ha d’am gervel :
An nor ’brennan buan ; er-mêz e oa tenvel…

En despet d’am c’halon, antronoz pa zavis,
Va glac’har a oa bras, ha dreist-oll pa glevis
Holl kejer ar penker o kana war o c’hlud,
El leuriou, er porziou o c’houeza ’n avel-yud.

’Vel eun danvad kollet, eur paotrig leun a aon,
En noz en e wele pa zonj en trist Anaon,
Me a oa ken euzet ma ris eur youc’haden :
Ma marc’h a respontas dre eur c’hrisinkaden.

Krena ’reas va c’horf, va ene a rannas,
Va daouarn a groazas, war va glin me ’gouezas…
Pa ’n em gav gwall-amzer kalz a wazed dife
A anzav eul lezen, a zistro da Zoue !

(Genver 1915)


————
  1. E fons
  2. Asamblez