War-raok, o bugale, o Breiziz kalonek,
Re ar bloavez pemzek hag ar bloavez c’houezek !
Eus ar menez Arre, eus ar meneziou Du,
Eus an enezen Vaz beteg ouf ar Pouldu,
An holl a renk sevel evit difenn ar vro
’C’hoantaer da gemer, da wasta tro-war-dro.
Tenn e vo ar stourmad : Prusianed villiget
E pevar c’horn ar bed o devoa embannet :
« Ar Frans ’vo kabestret ha kaset da netra. »
Da c’hortoz e laeront broiou ’vit o saotra !
Ganto an ilizou ’vez dispennet, devet ;
An tïez diskaret, ar maeziou dismantret ;
Gwall-breizata ’reont dre ma c’hellont bale,
Laza ar re c’hloazet, mac’hagna bugale,
Divouzella merc’hed pa ne reont gwasoc’h…
Paotred vad ar Frankiz, gouzanv seurt banden moc’h
’Zo beza torfetour, dare d’ar wazoniez !
Mont a refet eta en hevelep breuriez ?
Ha ! nann biken !
Ha ! nann biken !
Harz war ar Brusianed, enebourien d’an holl !
An nask war o fennou, war o goug ar wakol !
Paotred Breiz, war ho hent ra vo d’ec’h avel vad :
Ra baro ’us d’ho penn daouarn Doue an Tad !
Krogit ’ta en alar ha ruilh d’ar c’hilhorou !
Troït, hadit irvi beteg an talarou ;
Ar greun a ziwano eun deiz evit hor bro,
Evel er Bibl santel : re-all a zastumo.
’Kreiz ober ho tlead kalz a renko klenvel,
Diwaska poaniou kriz, beza gloazet…, mervel !
Ar vuhez, piou n’her goar, ’zo leun a drubuilhou,
Karget eo a c’hlac’har, a wad hag a zaerou.
Met, pa vo deut an trec’h, e pep ti ’vo gweet
Kurunen d’hor broïz ’vo en dachen kouezet ;
A-zioc’h d’al leuriou-kêr, e-kreiz ar berejou
E vezo garanet, moulet o hanoiou
Da dalvezout da skouer d’an holl remziou da zont.
Ha da viret o sonj gant kalon hag hep spont
Da virviken !
Da virviken !!