E-harz menez Are, e parrez ar Fouilhez,
Bugel yaouankik-flamm, e kleven alïes
Meuli an dud a vor, enor hon c’horn-douar,
E peb amzer dizaon, iskuit, taer ha dispar.
Breman, war ziskar-oad, o chom en eur gêr vras,
E veulin anezo kaeroc’h evit biskoaz
O stourm war an Izer, du-hont en Hanternoz.
A-gevret gand tud vat ar Veljig ha Bro-Zôz.
O vailhantiz ’zo bet, o burzud souezus !
Ken anat, ken uhel, ken bras, ken talvoudus
Ma laka sebezet hon Enebour touet,
Ma vez brud anezo e pep lec’h eus ar bed !
Ar begad-douar-ze a zo breman santel,
Rak warnan e voe graet eun taol-kaer a vrezel,
Gwella hini, moarvat, ’voe graet dindan an nenv,
Hag hen bet, war eun dro, ha talvoudus ha krenv !
Eun taol-kaer ’n deus kresket da vro-Frans he brud vat,
Diskouezet n’ez a ket he buhez war fallât,
Hag embannet ez eo galvet da virviken
Da veza digabestr ’n he zao rak an Estren.
Dindan eur gwir-Vreizad, Ronarc’h, o amiral,
Hag int nebeut a dud [1], met holl tud didamall,
E-pad pevar devez urziet da enebi,
E stourmjont peder zûn hep morse diskregi.
A drugarez d’ezo ar « Prus » ’goll an devez ;
Derc’hel start a reomp kêr Dunkerk, porz Kalez,
Hag ar « C’haizer » a wel e zoudarded garo
O koueza a-steiou, falc’het gant ar maro.
Hon martoloded Breiz, gwell c’hoaz ’vit ar zouaved,
A red a-dreuz d’an tan, o souezi ar Veljed,
Gleb, goloet a fank, dihelc’het o youc’hal :
« Dao atao ! Boul-c’hurun ! Er-maez, banden chatal ! »
Ar c’homzou-man ’glevis gant eur Belj ’oa eno :
— « Biskoaz ne voe gwelet, biken den ne welo
Kaeroc’h ’vit ’m eus gwelet : tud a vor kounnaret,
Lufr en o daoulagad, o koueza mac’hagnet,
O sevel kalonek, da gregi a-nevez
Keit ma chome ganto eun tamm nerz ha buhez,
O pedi, kent mervel, Doue en eur goueza :
« ’Traou Doue benniget ! Fiat voluntas tua ! »
Tud dizaon evel-se a ra enor d’o bro.
N’oufen hep daskrena, zoken hep skuilh daero
Achui va diviz… Va c’halon ’renk frailha : » —
Hag e kuzas e benn heb ardou da ouela.
Eur pennadig goude ’echuas evelhen :
« Dindan an obuziou, hep paouez, hep souten
E-mesk ar re varo, e fosiou ar vered,
’Pad ma weled korfou diouz o beziou strinket
Ha ma kleved e tour iliz Sant-Nicolas
Ar c’hloc’h bras bruzunet da Zixmud o son glaz
Eun ofiser ’grie d’eur zoudard diarmet :
Torret eo da fusul !… Gant da benn skô kalet !…
Evit venji e vreur, kouezet en e gostez,
Unan all a lazas gant e vaionetez
En eun asailh foultrus daou war-nugent German :
Trei a rês e spered pa gemeras alan !…
Da fin an emgannou, ker Dixmud ne oa ken
Nemet eur bern ludu. ’N e zao ne jome mên…
Pet a varvas neuze ’n eur ober o dever !
Izel m’o zaludo d’am distro d’o c’henver.
Eno ar wech kenta ha n’eo ket e Verdun
’Zasonas ar ger-man : « Ne dremeno nikun !… »
Hag aboue pevar bloaz — r’hen gouezo pep amzer ! —
N’eus gallet enebour treuzi ster an Yser.
O enor d’ech, aotrou ! Enor d’ec’h ha d’ho tud,
P’eo gwir oc’h kenvroad da Vretoned Dixmud ! » —
Da ’voe ganen klevet ken kaer meuleudigez…
Lavaromp ni ivez : « Gloar, enor, trugarez !
Ya, gloar d’hon tud a vor ! Ha gloar d’hon Breiz-Izel
’Oar maga sort tud vat, tud a galon-uhel ! »
|