Mont d’an endalc’had

Dastumaden gwerziou poblus/a-bezh

Eus Wikimammenn


DASTUMADEN
GWERZIOU
POBLUS

SAVET GANT

Juluan GODEST

Mêrour en Kallak


DISPAKET HA KEMPENNET GANT

Taldir JAFFRENNOU

HAG EMBANNET GANT MADELEZOU

Theodor BOTREL


(Vendu au profit de l’Union Régionaliste Bretonne)

0 fr. 50

SANT-BRIEK

R. PRUD'HOMME, MOULLER-LEVRER

1904

(En gwerz en holl leorstaliou a-zoare, ha ti Botrel pe Jaffrennou).



DASTUMADEN


GWERZIOU POBLUS



DASTUMADEN

GWERZIOU

POBLUS

SAVET GANT

Juluan GODEST

Mêrour en Kallak


DISPAKET HA KEMPENNET GANT


Taldir JAFFRENNOU


HAG EMBANNET GANT MADELEZOU


Theodor BOTREL


(Vendu au profit de l’Union Régionaliste Bretonne)


0 fr. 50


SANT-BRIEK


R. PRUD’HOMME, MOULLER-LEVRER


1904

BRETONS :

ce recueil de vers

du vieux Barde-fermier Godest

a pu être imprimé

grace à la générosité

du vaillant et aimable Barde

Théodore BOTREL

qui a bien voulu offrir

la somme nécessaire à l’éditer

————

Merci a lui

pour les bardes indigents

DE NOTRE

Basse-Bretagne !

BREIZIZ :

An dastumaden gwerziou-ma

gant ar Barz koz Mêrour Godest

a zo bet gallet hi moulla

bennoz da vadelez

ar Barz kalonek ha karantezus

Theodor BOTREL

pehini an neuz kinniget

peadra d’hi embann.

————

Trugarez d’ezan

evid Barzed ezommek

hon

Breiz-Izel !

Nota Bene. — Le produit de la vente servira à créer un prix qui sera consacré aux Concours poétiques populaires de l’Union Régionaliste Bretonne (Kevredigez Broadus Breiz).

François JAFFRENNOU,

Secrétaire Général Adjoint.

Carnoët, par Callac, 1-11-03.

À nos derniers Bardes champêtres

Soyons charitables et doux,

Car c’est l’âme de nos ancêtres

Qui chante au cœur de leurs binious !…

Théodore BOTREL.


Port-Blanc, par Penvénan, 28-10-03.

BARZED AR BOBL : JULUAN GODEST


————


N’am meuz ket santet biskoaz brasoc’h lawenidigez, evid an deiz-ze ma tigouezaz ganin war leur-gear Kallak eur c’houër arru war an oad, hag a lavaraz d’in : « C’houi n’anveet ket ahanon, Aotrou, mez me oar mad piou oc’h-hu ha pesort labour e ret evid ar brezonek. C’houi hag ho seurt eo ho peuz harzet hon iez da vond da goll… »

Souezet e oan o klevet eul labourer-douar o komz evelse, ken nebeut boazet emomp-ni, siwaz, da gleved tud ar bobl izel o kemeret aket en traou o mam-vro hag o mam-iez.

Mez an den koz a oa diragon na oa ket deuz niver al labourerien a lavar eo awalc’h d’ezo « turc’hial o douar » ; heman, daoust d’ezan da veza eur mêrour hag eur poanier, a zave a vare da vare e ene war zu krec’h, hag a daole e zellou tresek an amzer gaër dremenet. E galon, entanet gant karantez e vro hag e iez, en nevoa great d’ezan ober gwerziou kaër.

Lavaret a reaz d’in e vije gret anezan Juluan Godest. E oad ? Pemp bloaz ha hanter kant ! Er bloavez 1849 e oa ganet en keriaden Mene-Houarnek, parroz ar Chapell-Neve. Mab hena oa deuz a c’houec’h a vugale. E dad na oa nemed eur mêrour paour, ha dre ze na oa bet nag amzer, na peadra, da gas Juluan d’ar skol. Mez dre ze ive, biskoaz « skol gallek » na labeaz e natur breton !

Dre ma kreskaz, Juluan Godest a droaz war ar rimou, ha meur a wech, moarvad, en amzer e iaouankiz, e tiduaz e genvroiz gant e zoniou hag e zisputou, e-pad ar festou-noz hag an nëadeier. Donezonet e oa d’ezan gant Doue eur memor ledan-dreist, hag a vire ar zonj piz deuz kement rimell a zave.

Dimezi a reaz Juluan da eur bloaz warnugent : (iaouank e timezer en Breiz !) hag e diegez a greskaz buan betek kaout dek a vugale — war bere n’euz brema nemed daou veo. — Flamm Godest evid ar varzoniez brezonek a greske ive mui-ouz-mui. Evid gallout lenn Gwerziou en e iez, e lakeaz en e benn diski al lizerennou. Dond a reaz e daol gantan, hag eun nebeud bloavejou goude e briadelez e c’halle lenn ar c’hanaouennou poblus-ze a ve kavet da brena war leuriou ar marc’hajou hag ar pardoniou. Pebez nerz-kalon e oe red d’ezan kaout evid dond a-benn deuz e venô ! Ni, tud bet disket er skolajou, ha staget abred da ziluia levriou, n’hon euz ket zur eun ide deuz ar boan a dle kaout eun den great, evid diski lenn, hep sikour na kentel eur mestr.

Ahanta, bravoc’h c’hoaz a zeuaz gant hon barz. Pa oe deut da labourat mêredi Ar Marouz Braz, en kommun Kallak, e fellaz d’ezan diski skriva brezonek. An noz, deuz sklerijen al lutik rousin, e komansaz esa formi war eur paper lizerennou-moull henvel deuz ar re a wele war e levr. Tammik ha tammik, e c’hallaz lakaat skritur-moull en e zao. Goudeze, ha gant eur basianted dreist-ordinal, e teuaz a-benn da chench e c’hiz-skriva ha da baka an tu da gaout eur skritur-plean, dam henvel awalc’h deuz skritur unan bet er skol !



AN NOZ OUZ SKLERIJEN AL LUTIK…[1]


Neuze e oa lawen braz Juluan Godest ! Brema ’ta e c’hallje, da vihana, skriva ar bern gwerziou a oa red d’ezan miret anezo en e empenn ! Brema e c’hallje, ouspenn lenn oberou ar varzed hag ar c’helaouennou, rei e oberou e-hun da lenn d’ar re-all ! Beza en neuz en e di eun dousen bennag a gaïerou war bere en neuz skrivet e werziou, e zoniou, e zisputou hag e gantikou. Rag beb sort zujedou a zeu gant ar barz poblus-ma — petra bennag na gavo al lenner e-barz al levrik-ma nemed eun nebeudik bihan euz e varzoniezou.

En 1895, Juluan Godest a zeuaz da chom da vêredi Kerlaë, tostik da Gallak. Eno ’ma o chom brema, o c’honid e vara gant c’houezen e dal — pez na vir ket outan da gaout amzer da zevel rimelladennou hir en hon iez karet.

Aze ’meuz lavaret ar gir rimelladennou. N’eo ket gwirion ar gomz-ze. Kemm braz a zo etre eur rimeller ha Godest. Juluan Godest a zo eur barz, gret war batrom ar re-goz. En e greiz, a-dreuz d’ar c’hantvejou, eo beo an hevelep tan hag a lake da zaillat evit o iez hag o bro kalonou barzed evel Gwic’hlan, Aneurin, ha war o lerc’h ar C’hloareien a deuz skrivet ar mysteriou, an nouelou, hag ar c’hanaouennou koz a lenner er Barzaz Breiz.

Evit gwir, e rimou n’o deuz ar stum gwiziek o divije bet, mar vije bet Godest eur barz disket : awechou int hir eun tam, awechou na ve ket pell evit trei diwar e vam-skrid, awechou ec’h adlavar ar memez traou, awechou eur gir gallek bennag a zo sklabeet ama hag ahont en e vrezonek... mez daoust da gement-se, ar Vretoned a gavo plijadur ha diduamant ouz lenn gwerziou poblus eur c’hoziad ken dister ha n’en neuz ken c’hoant nemed meuli e vro, ha lakat ar re all d’hi meuli.

Skouer ha frealz da galz a dud a vo ar gwerziou-ma. Diskouez a refont n’eo ket maro war ar meazou an tan-zakr a lak da c’henel an ebestel en pajen izella an denelez ; diskouez a refont d’ar varzed, d’ar skrivanierien ha da gement hini a labour evit mad hag interest Breiz, n’eo ket poan gollet hon hini hag e kouez hon had en meur a galon e-lec’h ma tic’hoan founnus, diwarnan awechou eur c’haër a eost.



Fanch « Taldir » JAFFRENNOU.




————


GWERZ diwar-benn ar brezel gret d’ar

brezonek gant gouarnamant Bro-C’hall.


――――――


(War don Gwerz Santez Anna).


M’ho ped, Drinded adorabl, Tad, Mab, Spered Santel,
Reit d’in gras da ziskleria dre-holl en Breiz-Izel
Ar brezel a zo breman ’barz en Frans asuret
Eneb d’al lezen gristen, eneb d’ar brezonek.

Me gred an holl diaoulou zo en ifern taolet
Gant Doue Holl C’halloudek ’balamour d’ho fec’hed,
Pa ’defoa dre o ourgouil savet eneb Doue
Int diskaret en ifern hed an eternite ;

Me gred e maint en malis deuz an holl gristenien
Dre ma welont anezê o voned a vanden
Da gemer ar plas a oa evitê prientet
Ma vijent chomet fidel ha beza bet sentet.

Implia rent o malis ebarz en peb fêson,
Klask lakaat ar gristenien da chenj relijion,
Da zevel eneb Doue, vel m’o deuz gret ive
D’o c’has gantê d’an ifern, hed an eternite.


Evel keillen, kreiz an hanv, dre Frans int bet redet
Ha kalz deuz a sperejou o deveuz bet tromplet;
Ha deuet int bet a benn d’o gonid ken buën
M’o deuz ’n em roet d’ezê evel zervijerien.

Labourat rent dre adres ebarz en peb fêson
Klask diskar dre-holl en Frans ar gwir relijion,
Ha dreist-holl en Breiz-Izel, hon bro ken karantek,
E klaskont, ouspenn, diskar hon iez ar brezonek.

Goût ouzont ar Vretoned a zo katoliked
Ha ’barz en iez brezonek e vent holl kelennet ;
Difenn zo komz brezonek d’ezê en neb doare
Vid diskar dre ze, esoc’h, hon spered hag hon fe.

Mad meurbed eo, asuret, e ve gret skol gallek.
Mad e ve ober ive eun tamm skol brezonek,
Ma c’hello ar vugale derc’hel kiziou o bro
Ha dond da lenn brezonek vel ma rê o zado.

Ma vo d’ar Gall ar gallek, d’ar Breizad, brezonek !
D’ar Gaskogn e c’haskonach, d’ar Pologn, polognek !
D’an Afrik ar iez arab, malgach da Vad’gaskar,
’N eur gir, he iez da beb bro dre-holl war an douar.

Rag Doue Holl C’halloudek an neuz gret ar iezo,
Roet dre e vadelez he iez zur da beb bro ;
Pa glevet eun ’komz ho iez, e tom outan ho kwad,
Evel eur bugel bihan ouz e vam hag e dad.


Pa vo êt eun den bennag pell braz demeuz e vro
E lec’h na glev ken e iez, vel eur sklavour êo ;
Pa gav eun den deuz e vro, raktal komzfont ’n o iez,
Ze a ro skler da intent ’deuz outan karantez.

Mar na ve skrivet en Breiz netra ’med ar gallek
Buan a vo ankouaet hon iez ar brezonek,
Kollet a vo ine Breiz, kollet vo he bue
Kollet vo an tenzor kaër roet d’emp gant Doue.

Demeuz an holl denzoriou roet d’emp gant Doue
An daou denzor ar c’haëra zo ar Gomz hag ar Fe.
Vel ma lar ar veleien, « ar brezonek, ar feiz,
Zo roet d’emp gant Doue vel breur ha c’hoar en Breiz. »

Mar kaser ar brezonek er meaz a Vreiz-Izel
Neuze ’ta ar fe, he c’hoar, iel da heul vo ket pell,
Neuze ive, siwaz d’eï, Breiz a vo dilezet,
An dud a vo Gallaoued hag holl framasoned !

Miromp hon iez, hon c’hreden, holl dud a Vreiz-Izel,
Gouzanvomp holl ar maro kent vid ho dilezel,
Miromp hon c’hreden, hon iez, d’emp ha d’hon bugale
Hag e vemp holl kurunet eun de ebarz an ne.

Lavaromp d’an Enebour hep doned da sponta,
Pa zeuio d’hon argasi, hardi ar c’homzou-ma :
Kentoc’h e leuzfen tenna ma zeod ermeaz ma bek
’Vid dihan da gozeal ma iez ar brezonek.


Dleet eo d’emp, dre daou dra, doned holl d’e viret.
’Balamour ma ’c’h eo Doue an neuz han d’emp roet,
Ha dre respet d’hon tadou, a goz amzer meurbed
Aboue amzer Tour Babell ’zigas d’emp brezonek.

Tour Babell a oa zavet ’barz en amzer Jafet :
Hennez oa mab da Noë, tad hon iez binniget ;
Gomer oa mab da Jafet, a gomze brezonek,
E vugale ouen da ouen ’deuz han d’emp digaset [2].

Goude, eun den hanvet Kelt a zeu deuz e ligne,
(Eun den fur, honest, disket, ha galloudus ive),
Gant e gerent, en Breiz-Veur ec’h eo bet diskennet
Ha dreizan nimp holl a zoug an hano Keltied.

Pa zeuaz hon zadou-koz deuz Breiz-Veur d’ar vro-mê
Tigaschont en Breiz-Vihan brezonek ha gwir fe,
’Boue ’spenn pevarzek kant ’lâ, mad o deuz o miret,
En despet d’ar brezellou a zo bet d’ezê gret.

’Balamour da ze, Doue an neuz o binniget
Memez Enezen ar Sent Breiz-Izel oa hanvet [3],
Doue neuz roet d’ezê bugale galloudus
A zo bet en emgannou a-viskoaz kourajus.


War vor koulz ha war zouar, ’kement lec’h ma vale
Ar soudard breizad-kristen, dre-holl kaloneg ê !
Pa glev an enebourien komz deuz ar Vretoned
O gwad en o gwaziou zeu da veza sklaset.

Pa vent ’barz an emgannou, hint zo vel leoned
Pe c’hoaz evel an tigred, fumet ha kounaret ;
Biken na souzfont a-dren deuz o enebourien
Rag Doue a zo d’ezê an nerz hag ar souten.

Daoust ma klask ar C’hallaoued hon gwall waska brema,
Red eo d’ê bepred anzao holl ar wirione-ma :
Mar ’deuz bet kalz viktoriou en peb bro deuz ar bed
Ar Vretoned kalonek o deuz o zikouret.

Mar ’boa gwechall Breiz-Izel deuz a Vro-Chall staget
A oa dre wir union, war ar paper merket ;
Rag mar bije dre vrezel e vijemp bet forset
Vijemp marvet war ar plas kent vid beza pleget.

Pa ’dije rentet Breiziz an dlead d’ar roue
Vijent lezet ’n o frankiz ebarz en peb mare,
Evid heul o c’hredennou, o fe, o brezonek
Hag holl giziou Breiz-Izel vel m’o dije karet.

Mez ar renerien vrema o deveuz ankouaet
An emgleo a oa gwechall gret gant ar Vretoned.
Choant zo deut d’ê d’hon flastra ’n hon brezonek,’n hon fe,
D’hon lakat framasoned, da vlasfemi Doue.


Mez ni a zo tud leal ha kourajus meurbed.
Sentus omp d’ar Republik, herve ar c’horf bepred.
Mez hon iez ar brezonek ha kiziou Breiz-Izel
Kentoc’h vid o dilezel teufomp holl da vervel.

Vidon da veza rimer, asur na c’houllan ket
Dond da steui ar ravolt en neblec’h dre ar bed.
Goull ’a ran unvaniez, peuc’h ha gwir garante,
Ha gras goude hon maro da voned ëon d’an ne.

[Gwerz gret en mil nao c’hant tri, ’barz en miz gwengolo ;
Kalz a dud dre vesk ar glo a zorne o edo.
Gant arne braz en Argoat kalz a draou zo kollet,
Gwalen gasti, gant Doue, war Frans a oa skoet.

Ha mar fellfe d’ac’h gouzout piou an neuz he rimet
Juluan Godest eo zur, deuz a barroz Kallek,
Oajet a ugent mil de, ha warnê eun tri chant,
En e vicher labourer ema bepred kontant.



————


GWERZ diwar-benn an hegas a rer deuz ar

brezonek gant gouarnamant Bro-C’hall.


――――――


(War don Santez Genovefa pe Ar Roue Salomon).


Krouer an ne hag an douar
Ar stered, an heol, hag al loar,
Doue kement a zo krouet
Roet sklerijen d’am spered.

Da ziskleria ar venjanso
Zo dre-holl en Frans en peb bro
Eneb an holl relijiuzed,
Beleien, breudeur, seurezed.

An holl c’hongregasionou
Pere ra eurusted hon bro
Na glaskent ’med ober ar vad
Pephini anê ’barz e stad.

Hi zo servijerien Doue :
Outê hen an neuz karante :

Pa resevomp grasou Doue
Deuz an ne e teuont dreizê [4].

Dre o finijen, o feden,
Tennont gras Doue war hon fenn
Trei diwar Frans ar gwalennou
Chechet dre nerz hon fec’hejou.

Mar kendalc’h ar Frans da bec’hi
Mar chom an dud-se hep pedi,
Serten buanegez Doue
A gouezo warnê hep dale.

Sethu ama ar skouer a ze
Arru gwecball en gwirione.
Pe kredfet pe na gredfet ket
Ar wirione eo, asuret.

’N Aotrou Doue a lavare
Da Abraham eun de a oe,
O komz demeuz ar gwalenno
Oa prest da stlapa war ar vro :

« Mar be en Sodom ha Gomor
Dek den a rafe d’in enor
Dek den santel am zervijfe
Pardonfen holl ablamour d’ê. »


An dek den na oant ket kavet.
Ar gourdrouzou oa sevennet.
Glo-tan-foëltr deuz krec’h a gouezaz
Hag an diou gear fall a loskaz.

Ouspenn, ebarz en hon amzer,
Zo arru c’hoaz eun ekzempl kaër
Asur war ar memez zujed :
Hen komprenet mad, me ho ped.

Ar Martinik hoc’h euz klevet
Zo kalz anezi distrujet
Dre ma ’deveuz, en gwirione
Gret disprizanz vraz euz Doue.

Mene Peillet aboue kant lâ
Na daole na tan na netra,
Pa ’deuz tud ar vro melitet,
Doue, dreizan, neuz o devet !

Doue, mestr ar meneiou-tan
Ha da beb tra, braz ha bihan,
Pa gomzo, peb tra a vo gret
Vel m’an deveuz gourc’hemennet.

Mar kendalc’h tud ar Frans ive
Gwaska servijerien Doue,
Pa vezo ar muzul baret
Gant gwalennou e voïnt skoet.


Doue an neuz pasianted,
Mez ankouaus, sur ne n’eo ket,
Mar kendalc’her ar blasfemou
Tigaso warnomp gwalennou.

Allaz, allaz, ar Fransizien
Gant Satan eo touellet o fenn,
Ho laket an neuz en maliz
Deuz Jezus-Krist hag e iliz.

Gwechall ive, Israelis
Pa oa war ar bed Jezus-Krist
En deuz han laket d’ar maro
Evid e holl vadobero.

En Frans, memez tra a c’hoarve
Gant gwir servijerien Doue.
Ober reont vad en dro d’ê
Ha bepred e zo droug outê.

Ar re zo karget da brezeg,
Heul lézen Doue o deuz gret.
Gret ’deuz brezel d’an holl siou
Da beb bro roet avizou.

Ar re zo karget deuz studi
Bepred deuz roet mad ali.
O skolajou a zo mad sur
Neb o hennto a vezo fur.


Ar breudeur, seurezed ive
A ra skol reiz d’ar vugale,
Roet d’ezê kelennou mad,
Disket d’ê senti deuz o zad.

Vit netra labouront bepred,
Ar gouarnamant n’o faë ket,
Paëa rent zoken truajou
Vid o zier, o skolajou.

Piou n’en divije ket kredet
E vijent dre holl Frans karet ?
Mez ar c’hontrol krenn a rer d’ê :
Er meaz a Frans kaser anê.

Ha petra zo kiriek da ze ?
An holl hen goar kenkoulz ha me.
Dre m’o deuz c’hoant en o c’halon
Da ziskar ar relijion.

Gout a ret dour ar feuntennou
A gas dour ’barz ar rivierou,
A ra d’ar pesked dond nombrus
Ha kreski diskoill ha founnus.

Mar be sec’het ar feuntennou
E vanko dour ’barz ar steriou,
Ar pesked zeui da berisa
Hep dale ’c’h efont da netra.


An dud santel zo feuntennou
Zigas d’emp dour ar gwir grasou,
Mar bent er meaz a Frans kaset
Ar fe gristen vo diskaret.

Sethu e krozmol tud dife
Eneb ar galloud a Zoue !
Mez gwënn ar fe a zo plantet,
He griou na voïnt ket tennet.

Doue a bermet ze, ouspenn,
Vid amprou e zervijerien,
Nep vo fidel bet’ ar maro
A vo kurunet en nevo.

Doue denno e c’hloar ouspenn
Deuz poaniou e zervijerien.
Rag pa na ve ket a gombad
N’ouzer ket piou zo soudard mad.

Ha mar be diskaret ar wënn
En he flas a zeui dek planten,
Hag ar plant ië-ze a raio
Joa da galon roue ’n nevo.

Goude ze ’taolfont bleun skeudus
Gant eur c’houez ken dilisius.
Joaüsaet e vo peb bro
Gant ar c’houez dous euz ar bleunio.


Goude e taolfont kalz freuz mad
Da ginnig da Zoue An Tad,
Da Jezus, ar Mab eternel
Hag ive d’ar Spered Santel.

Da c’hortoz ma tigoueo ze,
Kimiadomp brema gant true
Deuz kement hini zo forset
Da vond ’meaz a Frans hep sujet.

Kri vije ’r galon na ouelje
En tier-ze neb a vije,
O weled gouarnerien kri
O vouta ’nê demeuz o zi.

Et int d’ar broiou estranjour
N’ouzon pelec’h tu-all d’an dour,
Kalz anezê en eur vro goue
Renko achui o bue.

An holl dud keaz-ze gimiade
Deuz kement hini o c’hare,
Mantret o c’halon gant glac’har
Oant prest da zempli d’an douar.

Ar re oa beo o zad, o mam,
D’o c’havout ec’h eent buan,
Gant glac’har braz ha huanad
An daërou en o daoulagad.


— « Salud, ma zad ha ma mam geaz,
Deut on da ober d’ac’h enkrez.
Dond ran siwaz, d’ho klac’hari,
Red eo d’emp ober disparti. »

An tad, ar vam, p’o deuz klevet,
Zo chomet o c’halon mantret,
Semplet int eno d’an douar,
Ha fatiket gant ar glac’har.

— « Ni zonje d’emp, o bugel mad,
C’houi a zerrje hon daoulagad. »
— « Lezen heuzus, barbar ha kri !
Red eo d’emp en em zepari ! »

— « Keno, breudeur, c’hoarezed keaz,
Deut on da ober d’ac’h enkrez ;
Ennon e oa hoc’h holl fianz,
Red eo d’in mond er meaz a Frans. »

Ar breudeur hag ar c’hoarezed
Da ouela hi zo komanset,
Glebia rent eno an douar
En eur skuill daërou a c’hlac’har.

— « Keno, kerent ha mignoned,
Ha kemend am c’har war ar bed,
O ma Doue, roet nerz d’in
Pe war ar plas ama varvin ! »


Brema ’man tro ar vugale
D’ober kimiad ar garante
Deuz ar frered, ar seurezed,
Pere ’devoa o skolaet.

An holl dud paour-ma a boke
Da bephini ar vugale,
Gant glac’har braz ha huanad,
An daërou en o daoulagad.

— « Keno, emê, bugale geaz,
Deuz ho kuitaat ni ’meump enkrez,
Ni garche chom ganac’h ama
Vid ho kelenn hag ho skolia.

Eul lezen ’n hon eneb zo gret,
Er meaz a Frans renkomp moned !
En gras Doue bevet diflam,
Sentet euz o tad hag o mam. »

Ar vugale p’o deuz klevet
Zo chomet o c’halon mantret,
Darn anê zemple d’an douar
Dre an nerz demeuz o glac’har.

Pa oa ’r vugale dizemplet
Da grial hi a zo kroget :
Sklasa rea ar c’halono
Demeuz o c’hleved o ouelo.


— « Ha posubl e ve, tud santel,
Ve gret eul lezen ken kruel ?
— « Lezen heuzus, barbar ha kri !
Red eo d’emp en em zepari ! »

— « Mil bennoz Doue d’ac’h bepred
Da veza bet hon skolaet,
Hon disket da garet Doue
Hon zud hag hon nesa ive. »

Biskoaz kimiad sur na oa bet
Muioc’h estlammus da gleved.
Gant ar gri, tistone ar vro
Vel an hekleo ’barz ar c’hoajo.



Goude kemend deuz a enkrez
Kemeromp eun tam levenez,
Red eo d’emp raog en em guitat
Doned holl d’en em joaüsat.

Ha pedi an Aotrou Doue
Da joaüsat kemend zo bev,
Da bardoni hon fec’hejou
Evid ma iemp holl d’an nevou.


[Mil nao c’hant tri, ’barz en miz Est,
Er c’houlz ’ma ar Republik mestr,
Dre gloeier braz war ar bed
Am meuz ar werz-ma kompozet.

Eun den dister on, asuret,
Juluan Godest on hanvet,
Ha oajet ec’h on skleramant
Deuz a bemp plâ ha hanter kant.

Mez mar am meuz, deuz hi laret
Eun den bennag drouk-kontantet,
Iskuz, pardon a c’houlennan
Ha gras d’emp holl da vond d’ar joa. Amen]



————


PREZEGEN pe DISKOURZ diwar-benn an
holl votadejer deuz ar vro.


――――――


(War an ton a junto).


Me ho ped pinvik ha paour da bresta ho silanz
Ma teuin da ziskleria ebarz en ho prezanz
Ar pez zo war ma spered en devez a hirie
Mez na lavarin netra nemed ar wirione.

Mam-skrid ma frezeg a zo an eleksiono
Pere ebarz en Bro-C’hall a ve gret en peb bro.
Evid choaz kandidaded da zoned d’hon difenn,
Dirag ar gouarnamant da ober al lezen.

Renti ran meulodiou da Chouarnamant Frans
Pehini a c’hourc’hemenn gant kalz deuz a brudanz,
Mez en eleksionou na ve ket lealded
Na justis nag honestiz evel ma c’h eo dleet.

Ha daoust d’ar gourc’hemenn mad pehini zo roet
E weler dislealded ’barz en peb bro bepred.
Gant tud pinvik ha tud paour, tud a beb kalite
E weler dislealded ebarz en peb kontre.


Tud pinvik zo a bretant komandi d’ar re baour,
Dre m’o deveuz da zispign kalz a arc’hant hag aour.
Hag ar re baour a renko senti zur dioutê
Pe, pa vo kavet an tu, vo venjet warnezê.

Ar c’handidad vo mignon, evitan vo votet
Pa ve dislealla den zo war c’hourre ar bed !
Lavaret d’in me ho ped, herve ho konstianz,
Hag evelse eo lakat ar peuc’h ebarz en Franz ?

Pa ’man an eleksion ebarz en librente
Da bephini da voti herve e volonte.
Perag eo dleet d’ar paour kavout komandamant
Ha renkout mond da voti eneb e zantimant ?

Mar choazet eun disleal, c’houi c’houlenn dizurzou
Eveltan c’houi vo kablus deuz e falloberou.
Eur ho maro, da Zoue kont a ze e rentfet
Rag herve hoc’h oberou c’houi a vezo barnet.

Tud all zo hag a lavar : Vid me na votin ket
Mar na zeuer da rei d’in butun da vutunet,
Mar na garger d’in ma c’hof demeuz a win-ardant
En eur voned da voti me na vin ket kontant!

Pa vo karget d’ê o c’hof demeuz a win-ardant
Neuze an elektourien ’c’h ei da voti kontant,
Da voti d’ar c’handidat, joaüs braz ha lawen,
Pa dlefe an de warlerc’h goulenn terri o fenn ;


Neuze diwar an evach, vo gwelet dizurzou
’Barz en kear ha war ar meaz hag ebarz ar bourkou,
Ha kannou ha lac’hadek meur a wech vo gwelet
Ha dre beb seurt reveulzi vo Doue ofanset.

Lavaret d’in, me ho ped, mar ’peuz eun tam kalon,
Hag evelse eo doned d’ober eleksion ?
Da c’houlen hon advantach, mad, hag enor hon bro,
Ha kemend hon euz ezom war ar meaz tro war dro ?

Evid doned da voti evel ma c’h eo dleet
Ec’h eo red mad da genta beza dizoloet
Piou vo ar muia leal hag ar Breizad gwellan
Ha neuze gant gwirione c’houi voto evitan.

Na n’euz forz deuz a be renk, na pesort kalite,
Na dleomp ket zellet ze er c’handidat neve.
Tud leal, ha Bretoned, ha barrek d’hon difenn
Sethu ar c’handidaded a dleomp da c’houlenn.

N’euz forz pez c’houarnamant evid difenn ar Frans
Gant ma vo gouest ha leal ha leun euz a brudanz,
Ha mar difenn krenv ha stard lezen ar gwir Doue,
Mad hag eürusted ar bobl, peuc’h ha sioulder ive.

Mar choaz Breiz Bretoned vad, zo da esperi holl
E reio hint o fosubl evid sikour an holl,
Na espernint nag o foan na memez o mado
Ober refont o fosubl evid sevel hon bro.


Mar choazet eun disleal, na fiet ket ennan,
Pa zonjfet an nebeuta, hen zeui d’ho trahisan,
Hen a laëro ahanoc’h mar deu d’en em fachan,
Ken a vo laket kraban ar Justis warnean.

Dre an deputeed fall, ar c’honsaillerien foll,
An drougiez hag an avi a vo mestrou dre holl,
Ar vugale deuz o zud a vezo direspet
An taillou war gein ar bobl a vern a vo stlapet.

Vel eur profet me lavar asur d’ar Fransizien,
Maleur d’ê mar diskaront ama ar fe gristen,
Rag gant an Aotrou Doue Frans a vo kastizet,
Ha dre beb sort gwalennou hi a vo diskaret.

Brema vel en peb amzer, pobl ar Frans adarre
’Neuz c’hoant chench relijion, dilezel ar gwir fe,
Mez pa vo bar ar muzul, Doue o c’hastizo
Ha neuze ar Challaoued deuz ze a anduro.

M’ho ped da lakat evez da bez a lavaran,
Vid ho prasa interest me a gan kement-man.
Pa deufet holl da voti, choazet kandidaded
A vezo demeuz ho touez, ha kristenien bepred ;

Tud hag a viro ervad gourc’hemennou Doue
Tud hag a garo an holl gant eur wir garante,
Vid ma c’hallo potred Breiz beva holl en o êz
Adkavout arre ar peuc’h hag an unvaniez.


Rag kaëra tra zo dre-holl war c’hourre an douar
Eo ar peuc’h hag ar sioulder, diguz me hel lavar.
Gwir, ha Reiz, hag Union, Sioulder ha Karante
Sethu aze pez a ra eürusted ar vue.

’N em unanomp, paizanted, votomp holl en eur vouez,
Da gandidaded kristen ha kriomp asamblez :
Enor d’ar c’handidaded a zo umbl ha vaillant
Ar re-ze hon difenno ’penn ar gouarnamant !

[Juluan Godest an neuz, an diskourz-ma zavet,
Karout ra e genvroiz, hep espern den a-bed.
Pevar ha hanter kant miz en tu-all da c’houec’h kant,
Sethu aze vid an holl ma oad sur, skleramant.

Na n’on ket bet er studi ebarz ar skolajou,
Disket am meuz eun tammik lenn al lizerennou,
Gant gras Doue ha ma foan, me am meuz bet disket
Skriva ha lenn brezonek, hag eun tammik gallek.]



————


GWERZ NEVEZ evid ober meulodi d’an holl Varzed ha d’an holl dud kalonek pere a laka o foan da zifenn hon bro brezonek hag holl giziou mad Breiz-Izel, hag evid ober meulodi d’an holl gristenien a zo sentus ouz komziou an dud vad-se.


――――――


(War an ton a junto ar gwella).


M’ho ped, Drinded adorabl, Tad, Mab, Spered-Santel,
Reit d’in ar c’hras da ober em bro a Vreiz-Izel
Ar meulodi zo dleet en Breiz d’an holl Varzed
Deuz ho karet, hag ho kar, hag ho karo bepred.

Na c’houllan sevel netra hep goulenn ho sikour
O Drinded Holl-C’halloudek war zouar ha war zour.
Daoust pegen gwiek e ver, na ve zavet mann vad
Hep ho pennoz, ho skoazel, hep goulenn ho krad vad.

Ma spered a zo dister, c’houi hen goar, ma Doue,
Evid ober meulodi tud zavant evelse,
Pere deuz diskadurez ebarz en peb fêson.
Da zifenn ar brezonek staget en o c’halon.


D’ac’h ma Doue, da genta, e roan meulodi
C’houi hoc’h euz krouet ar bed, ha krouet pephini,
D’ar Vretoned kalonek c’houi a ro nerz bepred
Evid difenn o c’hreden hag o iez brezonek.

Aboue amzer Tour Babel, c’houi peuz gret ar iezo
Roet dre ho madelez he langach da beb bro,
Meur a gant lâ zo aboue, ha peb pobl zo chomet,
Dre eo natural d’ezan, fidel d’e iez bepred.

Me na lavaran netra ’barz em c’hanaouenno
War zujed an dud keaz-ze a ra brezel d’hon bro,
An drouk-spered milliget ’neuz touellet o ene
An dud keaz-ze a gred d’ê reont mad marteze.

Eur gor a zo bulumus a c’hell ober gouli
Ha mar stokomp dioutan, a c’hell noazout d’emp-ni,
Na hentomp ket an dud-se pe ni a vo tromplet,
Hon fe hag hon brezonek vo ganemp dilemmet.

Ni holl ’barz en Breiz-Izel, dre omp katoliked,
Choant zo lemmel diganemp hon iez ar brezonek
O sonjal teufemp ive da zilezel ar fe,
Da veza framasoned, da blasfemi Doue.

Mez dre ar c’hras a Zoue, ze na erruo ket.
Kentoc’h e ve ’barz en Breiz ar gwad breton skuillet !
Doue c’hall hen permeti evit hon amproui,
Mar hen pedomp a galon, e rei skoazel d’emp-ni.


Dre-holl ’barz en Breiz-Izel, me wel plant dic’hoanet ;
Kalz a dud leun a fianz, hag a hanver Barzed,
Tud a zo meurbed gwiek, ha meurbed kourajus
Da zifenn hon brezonek hag hon c’hiz enorus.

An dud-ze zo gant Doue vel plant iaouank hadet.
Pa vent neve dic’hoanet e vent dinerz meurbed.
Mez pa astenn o griou, teuont da veza braz
Ha da daol bleuniou seder ha freuz ken douz o blaz.

Tanveet zo ’barz en Breiz kalz deuz o freuzenno
Ha kavet int mad meurbed gant an dud en peb bro,
Freuzennou ar c’homzou mad ha soniou ar Varzed
Pere ebarz en holl Vreiz zo mad digemeret.

Dre skol an dud-ze en Breiz, tud all c’hoaz a zavo
Barzed ha tud kalonek evid difenn ar vro.
’Benn eun nebeud blavejou gant sikour hon Doue
E-lec’h beza dismantret, e kresko an dud-ze.

Meulodi d’ac’h, Beleien, meulodi d’ac’h, Barzed,
Meulodi da gemend den a gemer poan bepred
Da zifenn ar brezonek ha skiant Breiz-Izel :
Dalc’het bepred d’o difenn, pa ve ret d’ac’h mervel

Rag en eur deuz ho maro, e vo dor an nevou
Digor frank d’ho tigemer en palez an Aotrou ;
Herve m’ho po labouret, c’houi a vo kurunet,
Hag holl e vefot eürus en palez an Drinded.


Meulodi da gemend den a vo sentus bepred
Da gomzou mad an Druizien, da gelenn ar Varzed,
Vid ma vo braz ar vanden deuz denved an Aotrou,
Ha ma vemp holl a-unan e-kreiz gloar an nëvou !

[Er blavez mil nao c’hant tri, ebarz en miz here
An meuz savet ar werz-ma, dre eur gwir garante
Evid kana meulodi en Breiz d’an holl Varzed
D’ar Veleien kourajus ha d’an holl dud gwiek.

Nebeud am meuz a studi, ma spered zo dister,
N’on ket evit hi rima ’barz en brezonek skler,
Mez entrezoc’h-c’houi, Barzed, me ho ped d’hi reizan
D’hi reseo dre garante, evel ma hi skrivan.

Mar kavet e ve diez chench komzou em gwerzio
Me ho ped d’ho embannad en brezonek hon bro,
Asur dre-holl ’barz en Breiz vefont kemeret mad,
Mar be bolante Doue, hi a daolo freuz mad.

Pa vezo eur gwir soudard kalonek en argad
Engal eo pesort fuzul, gant ma tenno ervad,
Na pa nefe labouret nemed gant eur zabren,
Forz zo, mar deu da drec’hi e holl enebourien.

Na n’on ket bet er studi, er skolajou ive,
Disket am meuz eun tammik lenn war an a-b-c,
Gant gras Doue ha ma foan, goude me ’meuz disket
Skriva ma-hun ma gwerziou en hon iez brezonek.


Siwaz, me a zo koziad : em amzer, ar gallek
A vije mesk-divesket ’samblez gant brezonek !
Eur goz wênn dic’hoanet kam zo diez da eona,
Me a zo arru re goz evid dond da reiza.

Koulskoude ha pa glevfet e vo Godest maro
Lâret vo maro eun den hag a gare e vro,
E fe hag e vrezonek, ha giziou Breiz-Izel,
Biskoaz e pad e vue n’eo deut d’o dilezel.

An den a zo sempl meurbed, fazia ra bepred,
Drouk-kontanti kalz a dud hep sonjal droug a-bed,
Mar ’meuz ’ta en eur rimal drouk-lavaret netra
Digant an holl, umblamant, iskuz a c’houlennan,

O Doue Holl-C’halloudek, a zo mestr d’ar bed-holl
M’ho ped da lakat ar peuc’h en Breiz etrezomp holl,
Me ho ped da bardoni d’emp hon holl pec’hejou
Ha da rei d’emp an eurvad da bignat d’an nevou.

Evelse-bezet-gret.]



————


STAGADEN


————


[War-lerc’h gwerziou poblus ar barz koz Godest, savet dreist-holl war zujedou breton ha relijius, daoust ha na ve ket natural diskouez ive d’al lennerien eur skouer bihan deuz ar c’hiz ma rime gwechall — brema ’zo war dro pevar-c’hant vloaz — barzed poblus Breiz-Izel an amzer-ze ?

Sethu ama eur pennad tennet diwar eun « nouël » brezonek deuz divez ar xvied kantved. Abaoue, hon iez he deuz chenchet, evel ma chench holl iezou beo ar bed, mez na vo ket koulskoude re diez da intent evid ar Vrezonegerien disket.) (Ar c’hempenner.)


Kanomp Nouel vuel (1) da Nedelek [5]
Ha d’hon mestrez, Gwerc’hez roanez c’huek
A c’hanaz Doe hon Roe. Ha na oe c’huek ?
Braz eo he gloar en memoar peb kloarek.

Predestinet kent doned en bed-man
Oe ; ha krouet dre spled (2) an Spered-Glan.

Ne gomzin mui : theologi zo bihan
Da rei rezon ar berson a homan.

Pemp mil blizen (3) serten, ha tremenet,
E oe en poan ha saouzan (4) pobl an bed,
En tan ha fler gant Lucifer, dre red.
Dre ’r basion ê ’r ranson pardonet.

El Gabriel vuel, pa hi gwelaz
Fur dre vurzud, astut (5) hi saludaz
Dre eun ave. Neuze e konsevaz
An goar (6) Mari hon Roe ni, ’r Mesiaz.

En eun supot (7) peur-devot ha notoer
An (7’) Werc’hez-man zeuaz glan hep manier
Roe ’r Iuzevien, oe Doe ha Den m’hen goer ;
Rag-se gramp fest hervez test an Histoer.

Ganet eo Doe hon Roe, nep hon kroëaz !
En testeni, nep a brofesiaz
Oe Izaï, Heli, Hieremiaz,
Ar brofeded. Gwen o bed (8) o c’hredaz !

Hiviziken (9) gret peb den levenez.
Deut eo Iezu. Sethu. Dre veur druez
N’hon ankoueaz p’hon lemmaz a lastez ; (10)
Hen eo hon kar, dispar e drugarez.

A stad uhel, izel oe Doe ’n Elez
En korf Mari, hep mui aotroniez (11).
An Spered-Glan na lakaz nep annoez (12)
D’ei d’hen genel, d’hen derc’hel war he laez.


Eur bern mernent (13) a bep hent zo entromp
Multipliet (er pec’hed dre m’edomp).
Serten Iezu dre bep tu zo uz d’omp :
’Ma hon hostiz digoantiz (14), a iz (15) d’omp !

Komun eman pebunan ahanomp.
A bep pec’hed bezomp net ; ha pedomp
Ar Werc’hez-man da biv glan e kanomp !
Nep gwez (16) d’ezi, gwâ (17) d’ompni, mar faziomp

Ker mam Iezu, ho siej-hu zo uhel,
Hag ar bediz en languiz (18) zo izel !
Gwerc’hez an Sent, mir hon hent ’n ez kentel,
Ma ’z aimp prest da Fest an Ebestel, Amen. [6]


DISKLERIADUREZOU :

(1) Umblamant. (2) Oberianz. (3) Bloavez. (4) Sortilach (5) Gant doujanz. (6) An aounik Mari. (7) Lec’h. (7’) Euz ar. (8) Eurüs o stad. (9) Diagent. (10) Enkrez. (11) Stad an neb zo Aotrou. (12) Poan. (13) Glac’hariou. (14) Hep braventez. (15) Dindan. (16) Gwech abed. (17) Gwaleur. (18) Dienez. Droughirnez.


————


TAOLEN AR PEJOU


————


Deillennou



————


————

11-1903. — Saint-Brieuc, Imprimerie René Prud’homme.

————
  1. Skeuden tennet euz An Delen Dir, levr gant Jaffrennou.
  2. Ar barz a zispleg ama an histor koz herve e greden. (Ar c’hempenner).
  3. Breiz-Veur eo e vije great Enezen ar Sent anezi. (Noten ar c’hemp.)
  4. Ar barz a lavar amploc’h ’vid just marteze. (Ar c’hempenner).
  5. En eul linen a zek silaben, ar 4ed silaben, ar 6ed pe ar 7ed, engal eo, hag an 9ed a rim an eil gant heben.
  6. Mar ’neuz c’hoant unan bennag da studia ar brezonek koz, ha da ziski her lenn hag her c’homprenn, n’euz nemed labourat leoriou great war ze gant an Aotrone Loth hag Ernault.