◄ Barzed ar bobl : Juluan Godest | Gwerz diwar-benn an hegas a rer deuz ar c’hongregasionou dre-holl ebarz Franz |
brezonek gant gouarnamant Bro-C’hall.
――――――
M’ho ped, Drinded adorabl, Tad, Mab, Spered Santel,
Reit d’in gras da ziskleria dre-holl en Breiz-Izel
Ar brezel a zo breman ’barz en Frans asuret
Eneb d’al lezen gristen, eneb d’ar brezonek.
Me gred an holl diaoulou zo en ifern taolet
Gant Doue Holl C’halloudek ’balamour d’ho fec’hed,
Pa ’defoa dre o ourgouil savet eneb Doue
Int diskaret en ifern hed an eternite ;
Me gred e maint en malis deuz an holl gristenien
Dre ma welont anezê o voned a vanden
Da gemer ar plas a oa evitê prientet
Ma vijent chomet fidel ha beza bet sentet.
Implia rent o malis ebarz en peb fêson,
Klask lakaat ar gristenien da chenj relijion,
Da zevel eneb Doue, vel m’o deuz gret ive
D’o c’has gantê d’an ifern, hed an eternite.
Evel keillen, kreiz an hanv, dre Frans int bet redet
Ha kalz deuz a sperejou o deveuz bet tromplet;
Ha deuet int bet a benn d’o gonid ken buën
M’o deuz ’n em roet d’ezê evel zervijerien.
Labourat rent dre adres ebarz en peb fêson
Klask diskar dre-holl en Frans ar gwir relijion,
Ha dreist-holl en Breiz-Izel, hon bro ken karantek,
E klaskont, ouspenn, diskar hon iez ar brezonek.
Goût ouzont ar Vretoned a zo katoliked
Ha ’barz en iez brezonek e vent holl kelennet ;
Difenn zo komz brezonek d’ezê en neb doare
Vid diskar dre ze, esoc’h, hon spered hag hon fe.
Mad meurbed eo, asuret, e ve gret skol gallek.
Mad e ve ober ive eun tamm skol brezonek,
Ma c’hello ar vugale derc’hel kiziou o bro
Ha dond da lenn brezonek vel ma rê o zado.
Ma vo d’ar Gall ar gallek, d’ar Breizad, brezonek !
D’ar Gaskogn e c’haskonach, d’ar Pologn, polognek !
D’an Afrik ar iez arab, malgach da Vad’gaskar,
’N eur gir, he iez da beb bro dre-holl war an douar.
Rag Doue Holl C’halloudek an neuz gret ar iezo,
Roet dre e vadelez he iez zur da beb bro ;
Pa glevet eun ’komz ho iez, e tom outan ho kwad,
Evel eur bugel bihan ouz e vam hag e dad.
Pa vo êt eun den bennag pell braz demeuz e vro
E lec’h na glev ken e iez, vel eur sklavour êo ;
Pa gav eun den deuz e vro, raktal komzfont ’n o iez,
Ze a ro skler da intent ’deuz outan karantez.
Mar na ve skrivet en Breiz netra ’med ar gallek
Buan a vo ankouaet hon iez ar brezonek,
Kollet a vo ine Breiz, kollet vo he bue
Kollet vo an tenzor kaër roet d’emp gant Doue.
Demeuz an holl denzoriou roet d’emp gant Doue
An daou denzor ar c’haëra zo ar Gomz hag ar Fe.
Vel ma lar ar veleien, « ar brezonek, ar feiz,
Zo roet d’emp gant Doue vel breur ha c’hoar en Breiz. »
Mar kaser ar brezonek er meaz a Vreiz-Izel
Neuze ’ta ar fe, he c’hoar, iel da heul vo ket pell,
Neuze ive, siwaz d’eï, Breiz a vo dilezet,
An dud a vo Gallaoued hag holl framasoned !
Miromp hon iez, hon c’hreden, holl dud a Vreiz-Izel,
Gouzanvomp holl ar maro kent vid ho dilezel,
Miromp hon c’hreden, hon iez, d’emp ha d’hon bugale
Hag e vemp holl kurunet eun de ebarz an ne.
Lavaromp d’an Enebour hep doned da sponta,
Pa zeuio d’hon argasi, hardi ar c’homzou-ma :
Kentoc’h e leuzfen tenna ma zeod ermeaz ma bek
’Vid dihan da gozeal ma iez ar brezonek.
Dleet eo d’emp, dre daou dra, doned holl d’e viret.
’Balamour ma ’c’h eo Doue an neuz han d’emp roet,
Ha dre respet d’hon tadou, a goz amzer meurbed
Aboue amzer Tour Babell ’zigas d’emp brezonek.
Tour Babell a oa zavet ’barz en amzer Jafet :
Hennez oa mab da Noë, tad hon iez binniget ;
Gomer oa mab da Jafet, a gomze brezonek,
E vugale ouen da ouen ’deuz han d’emp digaset [1].
Goude, eun den hanvet Kelt a zeu deuz e ligne,
(Eun den fur, honest, disket, ha galloudus ive),
Gant e gerent, en Breiz-Veur ec’h eo bet diskennet
Ha dreizan nimp holl a zoug an hano Keltied.
Pa zeuaz hon zadou-koz deuz Breiz-Veur d’ar vro-mê
Tigaschont en Breiz-Vihan brezonek ha gwir fe,
’Boue ’spenn pevarzek kant ’lâ, mad o deuz o miret,
En despet d’ar brezellou a zo bet d’ezê gret.
’Balamour da ze, Doue an neuz o binniget
Memez Enezen ar Sent Breiz-Izel oa hanvet [2],
Doue neuz roet d’ezê bugale galloudus
A zo bet en emgannou a-viskoaz kourajus.
War vor koulz ha war zouar, ’kement lec’h ma vale
Ar soudard breizad-kristen, dre-holl kaloneg ê !
Pa glev an enebourien komz deuz ar Vretoned
O gwad en o gwaziou zeu da veza sklaset.
Pa vent ’barz an emgannou, hint zo vel leoned
Pe c’hoaz evel an tigred, fumet ha kounaret ;
Biken na souzfont a-dren deuz o enebourien
Rag Doue a zo d’ezê an nerz hag ar souten.
Daoust ma klask ar C’hallaoued hon gwall waska brema,
Red eo d’ê bepred anzao holl ar wirione-ma :
Mar ’deuz bet kalz viktoriou en peb bro deuz ar bed
Ar Vretoned kalonek o deuz o zikouret.
Mar ’boa gwechall Breiz-Izel deuz a Vro-Chall staget
A oa dre wir union, war ar paper merket ;
Rag mar bije dre vrezel e vijemp bet forset
Vijemp marvet war ar plas kent vid beza pleget.
Pa ’dije rentet Breiziz an dlead d’ar roue
Vijent lezet ’n o frankiz ebarz en peb mare,
Evid heul o c’hredennou, o fe, o brezonek
Hag holl giziou Breiz-Izel vel m’o dije karet.
Mez ar renerien vrema o deveuz ankouaet
An emgleo a oa gwechall gret gant ar Vretoned.
Choant zo deut d’ê d’hon flastra ’n hon brezonek,’n hon fe,
D’hon lakat framasoned, da vlasfemi Doue.
Mez ni a zo tud leal ha kourajus meurbed.
Sentus omp d’ar Republik, herve ar c’horf bepred.
Mez hon iez ar brezonek ha kiziou Breiz-Izel
Kentoc’h vid o dilezel teufomp holl da vervel.
Vidon da veza rimer, asur na c’houllan ket
Dond da steui ar ravolt en neblec’h dre ar bed.
Goull ’a ran unvaniez, peuc’h ha gwir garante,
Ha gras goude hon maro da voned ëon d’an ne.
[Gwerz gret en mil nao c’hant tri, ’barz en miz gwengolo ;
Kalz a dud dre vesk ar glo a zorne o edo.
Gant arne braz en Argoat kalz a draou zo kollet,
Gwalen gasti, gant Doue, war Frans a oa skoet.
Ha mar fellfe d’ac’h gouzout piou an neuz he rimet
Juluan Godest eo zur, deuz a barroz Kallek,
Oajet a ugent mil de, ha warnê eun tri chant,
En e vicher labourer ema bepred kontant.