――――――
M’ho ped, Drinded adorabl, Tad, Mab, Spered-Santel,
Reit d’in ar c’hras da ober em bro a Vreiz-Izel
Ar meulodi zo dleet en Breiz d’an holl Varzed
Deuz ho karet, hag ho kar, hag ho karo bepred.
Na c’houllan sevel netra hep goulenn ho sikour
O Drinded Holl-C’halloudek war zouar ha war zour.
Daoust pegen gwiek e ver, na ve zavet mann vad
Hep ho pennoz, ho skoazel, hep goulenn ho krad vad.
Ma spered a zo dister, c’houi hen goar, ma Doue,
Evid ober meulodi tud zavant evelse,
Pere deuz diskadurez ebarz en peb fêson.
Da zifenn ar brezonek staget en o c’halon.
D’ac’h ma Doue, da genta, e roan meulodi
C’houi hoc’h euz krouet ar bed, ha krouet pephini,
D’ar Vretoned kalonek c’houi a ro nerz bepred
Evid difenn o c’hreden hag o iez brezonek.
Aboue amzer Tour Babel, c’houi peuz gret ar iezo
Roet dre ho madelez he langach da beb bro,
Meur a gant lâ zo aboue, ha peb pobl zo chomet,
Dre eo natural d’ezan, fidel d’e iez bepred.
Me na lavaran netra ’barz em c’hanaouenno
War zujed an dud keaz-ze a ra brezel d’hon bro,
An drouk-spered milliget ’neuz touellet o ene
An dud keaz-ze a gred d’ê reont mad marteze.
Eur gor a zo bulumus a c’hell ober gouli
Ha mar stokomp dioutan, a c’hell noazout d’emp-ni,
Na hentomp ket an dud-se pe ni a vo tromplet,
Hon fe hag hon brezonek vo ganemp dilemmet.
Ni holl ’barz en Breiz-Izel, dre omp katoliked,
Choant zo lemmel diganemp hon iez ar brezonek
O sonjal teufemp ive da zilezel ar fe,
Da veza framasoned, da blasfemi Doue.
Mez dre ar c’hras a Zoue, ze na erruo ket.
Kentoc’h e ve ’barz en Breiz ar gwad breton skuillet !
Doue c’hall hen permeti evit hon amproui,
Mar hen pedomp a galon, e rei skoazel d’emp-ni.
Dre-holl ’barz en Breiz-Izel, me wel plant dic’hoanet ;
Kalz a dud leun a fianz, hag a hanver Barzed,
Tud a zo meurbed gwiek, ha meurbed kourajus
Da zifenn hon brezonek hag hon c’hiz enorus.
An dud-ze zo gant Doue vel plant iaouank hadet.
Pa vent neve dic’hoanet e vent dinerz meurbed.
Mez pa astenn o griou, teuont da veza braz
Ha da daol bleuniou seder ha freuz ken douz o blaz.
Tanveet zo ’barz en Breiz kalz deuz o freuzenno
Ha kavet int mad meurbed gant an dud en peb bro,
Freuzennou ar c’homzou mad ha soniou ar Varzed
Pere ebarz en holl Vreiz zo mad digemeret.
Dre skol an dud-ze en Breiz, tud all c’hoaz a zavo
Barzed ha tud kalonek evid difenn ar vro.
’Benn eun nebeud blavejou gant sikour hon Doue
E-lec’h beza dismantret, e kresko an dud-ze.
Meulodi d’ac’h, Beleien, meulodi d’ac’h, Barzed,
Meulodi da gemend den a gemer poan bepred
Da zifenn ar brezonek ha skiant Breiz-Izel :
Dalc’het bepred d’o difenn, pa ve ret d’ac’h mervel
Rag en eur deuz ho maro, e vo dor an nevou
Digor frank d’ho tigemer en palez an Aotrou ;
Herve m’ho po labouret, c’houi a vo kurunet,
Hag holl e vefot eürus en palez an Drinded.
Meulodi da gemend den a vo sentus bepred
Da gomzou mad an Druizien, da gelenn ar Varzed,
Vid ma vo braz ar vanden deuz denved an Aotrou,
Ha ma vemp holl a-unan e-kreiz gloar an nëvou !
[Er blavez mil nao c’hant tri, ebarz en miz here
An meuz savet ar werz-ma, dre eur gwir garante
Evid kana meulodi en Breiz d’an holl Varzed
D’ar Veleien kourajus ha d’an holl dud gwiek.
Nebeud am meuz a studi, ma spered zo dister,
N’on ket evit hi rima ’barz en brezonek skler,
Mez entrezoc’h-c’houi, Barzed, me ho ped d’hi reizan
D’hi reseo dre garante, evel ma hi skrivan.
Mar kavet e ve diez chench komzou em gwerzio
Me ho ped d’ho embannad en brezonek hon bro,
Asur dre-holl ’barz en Breiz vefont kemeret mad,
Mar be bolante Doue, hi a daolo freuz mad.
Pa vezo eur gwir soudard kalonek en argad
Engal eo pesort fuzul, gant ma tenno ervad,
Na pa nefe labouret nemed gant eur zabren,
Forz zo, mar deu da drec’hi e holl enebourien.
Na n’on ket bet er studi, er skolajou ive,
Disket am meuz eun tammik lenn war an a-b-c,
Gant gras Doue ha ma foan, goude me ’meuz disket
Skriva ma-hun ma gwerziou en hon iez brezonek.
Siwaz, me a zo koziad : em amzer, ar gallek
A vije mesk-divesket ’samblez gant brezonek !
Eur goz wênn dic’hoanet kam zo diez da eona,
Me a zo arru re goz evid dond da reiza.
Koulskoude ha pa glevfet e vo Godest maro
Lâret vo maro eun den hag a gare e vro,
E fe hag e vrezonek, ha giziou Breiz-Izel,
Biskoaz e pad e vue n’eo deut d’o dilezel.
An den a zo sempl meurbed, fazia ra bepred,
Drouk-kontanti kalz a dud hep sonjal droug a-bed,
Mar ’meuz ’ta en eur rimal drouk-lavaret netra
Digant an holl, umblamant, iskuz a c’houlennan,
O Doue Holl-C’halloudek, a zo mestr d’ar bed-holl
M’ho ped da lakat ar peuc’h en Breiz etrezomp holl,
Me ho ped da bardoni d’emp hon holl pec’hejou
Ha da rei d’emp an eurvad da bignat d’an nevou.