Gwerz diwar-benn an hegas a rer deuz ar c’hongregasionou dre-holl ebarz Franz | Gwerz nevez evid ober meulodi... ► |
holl votadejer deuz ar vro.
――――――
Me ho ped pinvik ha paour da bresta ho silanz
Ma teuin da ziskleria ebarz en ho prezanz
Ar pez zo war ma spered en devez a hirie
Mez na lavarin netra nemed ar wirione.
Mam-skrid ma frezeg a zo an eleksiono
Pere ebarz en Bro-C’hall a ve gret en peb bro.
Evid choaz kandidaded da zoned d’hon difenn,
Dirag ar gouarnamant da ober al lezen.
Renti ran meulodiou da Chouarnamant Frans
Pehini a c’hourc’hemenn gant kalz deuz a brudanz,
Mez en eleksionou na ve ket lealded
Na justis nag honestiz evel ma c’h eo dleet.
Ha daoust d’ar gourc’hemenn mad pehini zo roet
E weler dislealded ’barz en peb bro bepred.
Gant tud pinvik ha tud paour, tud a beb kalite
E weler dislealded ebarz en peb kontre.
Tud pinvik zo a bretant komandi d’ar re baour,
Dre m’o deveuz da zispign kalz a arc’hant hag aour.
Hag ar re baour a renko senti zur dioutê
Pe, pa vo kavet an tu, vo venjet warnezê.
Ar c’handidad vo mignon, evitan vo votet
Pa ve dislealla den zo war c’hourre ar bed !
Lavaret d’in me ho ped, herve ho konstianz,
Hag evelse eo lakat ar peuc’h ebarz en Franz ?
Pa ’man an eleksion ebarz en librente
Da bephini da voti herve e volonte.
Perag eo dleet d’ar paour kavout komandamant
Ha renkout mond da voti eneb e zantimant ?
Mar choazet eun disleal, c’houi c’houlenn dizurzou
Eveltan c’houi vo kablus deuz e falloberou.
Eur ho maro, da Zoue kont a ze e rentfet
Rag herve hoc’h oberou c’houi a vezo barnet.
Tud all zo hag a lavar : Vid me na votin ket
Mar na zeuer da rei d’in butun da vutunet,
Mar na garger d’in ma c’hof demeuz a win-ardant
En eur voned da voti me na vin ket kontant!
Pa vo karget d’ê o c’hof demeuz a win-ardant
Neuze an elektourien ’c’h ei da voti kontant,
Da voti d’ar c’handidat, joaüs braz ha lawen,
Pa dlefe an de warlerc’h goulenn terri o fenn ;
Neuze diwar an evach, vo gwelet dizurzou
’Barz en kear ha war ar meaz hag ebarz ar bourkou,
Ha kannou ha lac’hadek meur a wech vo gwelet
Ha dre beb seurt reveulzi vo Doue ofanset.
Lavaret d’in, me ho ped, mar ’peuz eun tam kalon,
Hag evelse eo doned d’ober eleksion ?
Da c’houlen hon advantach, mad, hag enor hon bro,
Ha kemend hon euz ezom war ar meaz tro war dro ?
Evid doned da voti evel ma c’h eo dleet
Ec’h eo red mad da genta beza dizoloet
Piou vo ar muia leal hag ar Breizad gwellan
Ha neuze gant gwirione c’houi voto evitan.
Na n’euz forz deuz a be renk, na pesort kalite,
Na dleomp ket zellet ze er c’handidat neve.
Tud leal, ha Bretoned, ha barrek d’hon difenn
Sethu ar c’handidaded a dleomp da c’houlenn.
N’euz forz pez c’houarnamant evid difenn ar Frans
Gant ma vo gouest ha leal ha leun euz a brudanz,
Ha mar difenn krenv ha stard lezen ar gwir Doue,
Mad hag eürusted ar bobl, peuc’h ha sioulder ive.
Mar choaz Breiz Bretoned vad, zo da esperi holl
E reio hint o fosubl evid sikour an holl,
Na espernint nag o foan na memez o mado
Ober refont o fosubl evid sevel hon bro.
Mar choazet eun disleal, na fiet ket ennan,
Pa zonjfet an nebeuta, hen zeui d’ho trahisan,
Hen a laëro ahanoc’h mar deu d’en em fachan,
Ken a vo laket kraban ar Justis warnean.
Dre an deputeed fall, ar c’honsaillerien foll,
An drougiez hag an avi a vo mestrou dre holl,
Ar vugale deuz o zud a vezo direspet
An taillou war gein ar bobl a vern a vo stlapet.
Vel eur profet me lavar asur d’ar Fransizien,
Maleur d’ê mar diskaront ama ar fe gristen,
Rag gant an Aotrou Doue Frans a vo kastizet,
Ha dre beb sort gwalennou hi a vo diskaret.
Brema vel en peb amzer, pobl ar Frans adarre
’Neuz c’hoant chench relijion, dilezel ar gwir fe,
Mez pa vo bar ar muzul, Doue o c’hastizo
Ha neuze ar Challaoued deuz ze a anduro.
M’ho ped da lakat evez da bez a lavaran,
Vid ho prasa interest me a gan kement-man.
Pa deufet holl da voti, choazet kandidaded
A vezo demeuz ho touez, ha kristenien bepred ;
Tud hag a viro ervad gourc’hemennou Doue
Tud hag a garo an holl gant eur wir garante,
Vid ma c’hallo potred Breiz beva holl en o êz
Adkavout arre ar peuc’h hag an unvaniez.
Rag kaëra tra zo dre-holl war c’hourre an douar
Eo ar peuc’h hag ar sioulder, diguz me hel lavar.
Gwir, ha Reiz, hag Union, Sioulder ha Karante
Sethu aze pez a ra eürusted ar vue.
’N em unanomp, paizanted, votomp holl en eur vouez,
Da gandidaded kristen ha kriomp asamblez :
Enor d’ar c’handidaded a zo umbl ha vaillant
Ar re-ze hon difenno ’penn ar gouarnamant !
[Juluan Godest an neuz, an diskourz-ma zavet,
Karout ra e genvroiz, hep espern den a-bed.
Pevar ha hanter kant miz en tu-all da c’houec’h kant,
Sethu aze vid an holl ma oad sur, skleramant.
Na n’on ket bet er studi ebarz ar skolajou,
Disket am meuz eun tammik lenn al lizerennou,
Gant gras Doue ha ma foan, me am meuz bet disket
Skriva ha lenn brezonek, hag eun tammik gallek.]