[War-lerc’h gwerziou poblus ar barz koz Godest, savet dreist-holl war zujedou breton ha relijius, daoust ha na ve ket natural diskouez ive d’al lennerien eur skouer bihan deuz ar c’hiz ma rime gwechall — brema ’zo war dro pevar-c’hant vloaz — barzed poblus Breiz-Izel an amzer-ze ?
Sethu ama eur pennad tennet diwar eun « nouël » brezonek deuz divez ar xvied kantved. Abaoue, hon iez he deuz chenchet, evel ma chench holl iezou beo ar bed, mez na vo ket koulskoude re diez da intent evid ar Vrezonegerien disket.) (Ar c’hempenner.)
Kanomp Nouel vuel (1) da Nedelek [1]
Ha d’hon mestrez, Gwerc’hez roanez c’huek
A c’hanaz Doe hon Roe. Ha na oe c’huek ?
Braz eo he gloar en memoar peb kloarek.
Predestinet kent doned en bed-man
Oe ; ha krouet dre spled (2) an Spered-Glan.
Ne gomzin mui : theologi zo bihan
Da rei rezon ar berson a homan.
Pemp mil blizen (3) serten, ha tremenet,
E oe en poan ha saouzan (4) pobl an bed,
En tan ha fler gant Lucifer, dre red.
Dre ’r basion ê ’r ranson pardonet.
El Gabriel vuel, pa hi gwelaz
Fur dre vurzud, astut (5) hi saludaz
Dre eun ave. Neuze e konsevaz
An goar (6) Mari hon Roe ni, ’r Mesiaz.
En eun supot (7) peur-devot ha notoer
An (7’) Werc’hez-man zeuaz glan hep manier
Roe ’r Iuzevien, oe Doe ha Den m’hen goer ;
Rag-se gramp fest hervez test an Histoer.
Ganet eo Doe hon Roe, nep hon kroëaz !
En testeni, nep a brofesiaz
Oe Izaï, Heli, Hieremiaz,
Ar brofeded. Gwen o bed (8) o c’hredaz !
Hiviziken (9) gret peb den levenez.
Deut eo Iezu. Sethu. Dre veur druez
N’hon ankoueaz p’hon lemmaz a lastez ; (10)
Hen eo hon kar, dispar e drugarez.
A stad uhel, izel oe Doe ’n Elez
En korf Mari, hep mui aotroniez (11).
An Spered-Glan na lakaz nep annoez (12)
D’ei d’hen genel, d’hen derc’hel war he laez.
Eur bern mernent (13) a bep hent zo entromp
Multipliet (er pec’hed dre m’edomp).
Serten Iezu dre bep tu zo uz d’omp :
’Ma hon hostiz digoantiz (14), a iz (15) d’omp !
Komun eman pebunan ahanomp.
A bep pec’hed bezomp net ; ha pedomp
Ar Werc’hez-man da biv glan e kanomp !
Nep gwez (16) d’ezi, gwâ (17) d’ompni, mar faziomp
Ker mam Iezu, ho siej-hu zo uhel,
Hag ar bediz en languiz (18) zo izel !
Gwerc’hez an Sent, mir hon hent ’n ez kentel,
Ma ’z aimp prest da Fest an Ebestel, Amen. [2]
(1) Umblamant. (2) Oberianz. (3) Bloavez. (4) Sortilach (5) Gant doujanz. (6) An aounik Mari. (7) Lec’h. (7’) Euz ar. (8) Eurüs o stad. (9) Diagent. (10) Enkrez. (11) Stad an neb zo Aotrou. (12) Poan. (13) Glac’hariou. (14) Hep braventez. (15) Dindan. (16) Gwech abed. (17) Gwaleur. (18) Dienez. Droughirnez.