Mont d’an endalc’had

Pajenn:Godest - Dastumaden Gwerziou poblus.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



BARZED AR BOBL : JULUAN GODEST


————


N’am meuz ket santet biskoaz brasoc’h lawenidigez, evid an deiz-ze ma tigouezaz ganin war leur-gear Kallak eur c’houër arru war an oad, hag a lavaraz d’in : « C’houi n’anveet ket ahanon, Aotrou, mez me oar mad piou oc’h-hu ha pesort labour e ret evid ar brezonek. C’houi hag ho seurt eo ho peuz harzet hon iez da vond da goll… »

Souezet e oan o klevet eul labourer-douar o komz evelse, ken nebeut boazet emomp-ni, siwaz, da gleved tud ar bobl izel o kemeret aket en traou o mam-vro hag o mam-iez.

Mez an den koz a oa diragon na oa ket deuz niver al labourerien a lavar eo awalc’h d’ezo « turc’hial o douar » ; heman, daoust d’ezan da veza eur mêrour hag eur poanier, a zave a vare da vare e ene war zu krec’h, hag a daole e zellou tresek an amzer gaër dremenet. E galon, entanet gant karantez e vro hag e iez, en nevoa great d’ezan ober gwerziou kaër.

Lavaret a reaz d’in e vije gret anezan Juluan Godest. E oad ? Pemp bloaz ha hanter kant ! Er bloavez 1849 e oa ganet en keriaden Mene-Houarnek, parroz ar Chapell-