Mont d’an endalc’had

Pajenn:Godest - Dastumaden Gwerziou poblus.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —

Neve. Mab hena oa deuz a c’houec’h a vugale. E dad na oa nemed eur mêrour paour, ha dre ze na oa bet nag amzer, na peadra, da gas Juluan d’ar skol. Mez dre ze ive, biskoaz « skol gallek » na labeaz e natur breton !

Dre ma kreskaz, Juluan Godest a droaz war ar rimou, ha meur a wech, moarvad, en amzer e iaouankiz, e tiduaz e genvroiz gant e zoniou hag e zisputou, e-pad ar festou-noz hag an nëadeier. Donezonet e oa d’ezan gant Doue eur memor ledan-dreist, hag a vire ar zonj piz deuz kement rimell a zave.

Dimezi a reaz Juluan da eur bloaz warnugent : (iaouank e timezer en Breiz !) hag e diegez a greskaz buan betek kaout dek a vugale — war bere n’euz brema nemed daou veo. — Flamm Godest evid ar varzoniez brezonek a greske ive mui-ouz-mui. Evid gallout lenn Gwerziou en e iez, e lakeaz en e benn diski al lizerennou. Dond a reaz e daol gantan, hag eun nebeud bloavejou goude e briadelez e c’halle lenn ar c’hanaouennou poblus-ze a ve kavet da brena war leuriou ar marc’hajou hag ar pardoniou. Pebez nerz-kalon e oe red d’ezan kaout evid dond a-benn deuz e venô ! Ni, tud bet disket er skolajou, ha staget abred da ziluia levriou, n’hon euz ket zur eun ide deuz ar boan a dle kaout eun den great, evid diski lenn, hep sikour na kentel eur mestr.

Ahanta, bravoc’h c’hoaz a zeuaz gant hon barz. Pa oe deut da labourat mêredi Ar Marouz Braz, en kommun Kallak, e fellaz d’ezan diski skriva brezonek. An noz, deuz sklerijen al lutik rousin, e komansaz esa formi war eur paper lizerennou-moull henvel deuz ar re a wele war e levr. Tammik ha tammik, e c’hallaz lakaat skritur-moull