[War-lerc’h gwerziou poblus ar barz koz Godest, savet dreist-holl war zujedou breton ha relijius, daoust ha na ve ket natural diskouez ive d’al lennerien eur skouer bihan deuz ar c’hiz ma rime gwechall — brema ’zo war dro pevar-c’hant vloaz — barzed poblus Breiz-Izel an amzer-ze ?
Sethu ama eur pennad tennet diwar eun « nouël » brezonek deuz divez ar xvied kantved. Abaoue, hon iez he deuz chenchet, evel ma chench holl iezou beo ar bed, mez na vo ket koulskoude re diez da intent evid ar Vrezonegerien disket.) (Ar c’hempenner.)
Kanomp Nouel vuel (1) da Nedelek [1]
Ha d’hon mestrez, Gwerc’hez roanez c’huek
A c’hanaz Doe hon Roe. Ha na oe c’huek ?
Braz eo he gloar en memoar peb kloarek.
Predestinet kent doned en bed-man
Oe ; ha krouet dre spled (2) an Spered-Glan.
- ↑ En eul linen a zek silaben, ar 4ed silaben, ar 6ed pe ar 7ed, engal eo, hag an 9ed a rim an eil gant heben.