AR
MARVAILLER
BREZOUNEK
PE
MARVAILLOU BREZOUNEK
DASTUMET
Gant ar C’horonal A. TROUDE ha G. MILIN
Ar gallek a zo dirak ar brezounek
BREST
J.B. HAG A. LEFOURNIER, LEORIERIEN
86 RU VRAZ 86
-
1870
Tous droits réservés
Ne d-euz ket kalz a draou, a gav d’e-omp, hag a blijfe muioc’h evit ar marvaillou d’ann dud diwar ar meaz enn hor bro ; oc’h ho c’hlevet e vezont laouen, ker laouen ma kavont re verr atao ho nozvesiou hirra. Marvaillou a zo hag a bad e-pad eiz ha pemzek nozvez zo-ken, hep biskoaz na ve enouet ar re a glev hag a zelaou anezho ; hep na ve skuiz na berr biskoaz ivez ar marvailler.
Ne glaskomp ket gouzout ama euz a be vro e c’hell beza ginidik marvaillou Breiz-Izel, na kennebeud all ne livirimp ez int pe ne d-int ket tra hon tadou koz. Ar pez ma’z eo eta ar marvaillou-ma ez int, ha nemet e vezo gallet anaout dre-z-ho petra eo giz prezeg ar Vretouned etre-z-ho hag ann traou kaer a zo er brezounek, a zo kemend hag a ranker.
Piou ar re-ze a zo hano anezho gant marvaillerien Breiz ? Ann Aotrou Doue, ann elez, hag ar zent ; ann den atao hag ann drouk-spered aliez ivez, al loened braz ha bihan, ha traou all zo-mui-ken ne d-euz bet biskoaz anezho, nemet e sperejou a zo.
E-touez kement-se a draou a zo er marvaillou, dibaot eo ne ve ket gwelet enn-ho ar re vihan, ar re baour, ar re reuzeudik o tont, goude eur bern poaniou, da veza braz, pinvidik, euruz.
Kement-se a ziskouez, e gwirionez, kaloun vad tud hor bro : karet a reont kaout truez oc’h kement a zo stag ar boan out-ho, ha lakaat ar fisians da ziwana enn ho c’haloun.
Ar re a zispleg ho marvaillou d’ar re all e Breiz, n’ho deuz ket kavet ho-unan ar pez a lavaront. Traou int, eur c’halz anezho, hag a dle beza koz ha bet klevet a rumm da rumm gant ar re goz, ha bet e gwerz, enn amzer a zo bet, eunn darn anezho ivez.
Marvaillerien a zo hag a laka a-wechou daou pe dri marvaill stag-oc’h-stag enn unan, dre ma karont rei tro d’ho marvaillou ; re all a zistag aliez ar pez ne gavont ket a ve brao er marvaillou, evit ho fenselia gant traou all kaeroc’h, war ho mennoz.
Ar gallek a zo bet lakeat ama dirak ar brezounek. Ar gallek-ze, klevit, a zo gweach eil-geriet, kouls lavaret, oc’h ar brezounek, evil dont, pa vez red, da skei ann tosta, ma’z eo bet gallet, d’ar brezounek. Eur seurt labour hen-nez hag a vezo marteze kavet mad, a gav d’e-omp.
Ar marvaillou brezounek-ma a zo e iez Leon, ha skrivet hervez doare skriva ann aotrou Ar Gonidek. Ann doare skriva-ze a zo heuliet a bell zo, ha brema muioc’h eget biskoaz, gant ann darn vrasa euz ar skrivagnerien brezounek.
E-touez ar marvaillou evelato, ez euz eur marvaill, unan hep-mui-ken, hag a lamm eunn draik dreist ann doare skriva-ze ; du-ze pelloc’hik e vezo gwelet perak.
A-raok staga gant-hi. — Asa, va zud, eme ann ozac’h, ien eo ann amzer hirio ha n’eo ket ebad beza er-meaz. Ma vemp holl eta ama dirak eur c’horadenn vad a dan, ne ve ket drouk d’e-omp, a gav d’in, klevet marvaillou kaer hed ann noz — Gwir a livirit enn taol-man a-vad, eme ar c’hrek ; sada tud ama, leiz ann ti anezho, ha ne badfent ket da zelaou marvaillou kaer ar vro ma krenfent gant ar riou ; rak ne ket a-walc’h komzou, red eo oc’h-penn e ve pep-hini enn he eaz ha war he du.
Neuze ez eaz dioc’h-tu ann ozac’h da gerc’hat eur c’hrisienn zero tennet, kant vloaz a ioa, euz a Goat ann Noz. Kement oa ha kef Nedelek ha leiz ar siminal a ioa anezhi. Dre ma kroge ann tan er c’hrisienn, e teue tomder enn ezel ann dud dastumet eno evel eur c’helc’h braz enn-dro d’ann oaled. Enn ho zouez edo ar Marvailler braz, lekeat gant ann ozac’h da azeza war he skabell.
— Brema, eme ar goazed hag ar merc’hed, eo staga gant-hi.
Goude c’houeza he fri ha pasaat da skarza he c’houzouk, ha lakaat he vorzed deou war he vorzed kleiz, ar Marvailler helavar enn eur ober sin ar groaz : — Va zud vad, eme-z-han, mont a rit da glevet hirio komz diwar-benn Labous ar wirionez. Piou ac’hanoc’h en deuz klevet ar marvaill-man c’hoaz ? — Den e-bed, eme unan. — Eunn dra gaer e ve, eme eunn all, klevet falla gaouiad a zo er vro (nemet me e ve) o vont da brezeg d’e-omp, evel ann aotrou persoun er gador, diwar-benn ar wirionez ! — Daoust ha perak ne rafe ket, eme ar Marvailler ? Ha ne vez ket kenteliet mad aliez ar re fur gant ar re ziskiant ? Ha nemet ez afe e-biou d’as fri-te, teod kaer ma’z oud, ar wirionez ne d-a morse da goll ; diwana ra e pep bro, ha kaer a vez klask ann dro da guzet ha da vouga anezhi, atao e sav war c’horre ann dour hag e teu da vad. Selaouit gan-en, ann dra-man a vezo gwelet divezatoc’h, gant ma tigorot mad, va zud, ho tiskouarn.
Arabad eo a-vad e ve grik e-bed, rak eur c’halz ac’hanomp a zo evel eur belek er gador ; pa choum he-man da zellet oc’h unan-bennag e leac’h derc’hel krog atao enn he neudenn, ez a he deod e gouzouk eunn all, hag e choum, eunn troad leue enn he c′henou he-unan. Neuze eo bourd.
Setu penaoz eo ar varvaillerien, pa vezont distroet diwar ho hent gant eur gomz-bennag all.
Brema emounn gant-hi.
Gwechall-goz ez oa e Breiz eur roue hag en doa eur map penn-her a reat Kalounek anezhan.
Pa oe ar bugel-man deut d′ann oad da vont d′ar skol, ar roue a glaskaz, da zeski anezhan, ann den gwizieka ha fura a ioa er vro.
Ar roue, den a skiant, a lavare ez oa ann deskadurez enn tu all d′ar madou ha d′ann enoriou. Deski mabik, eme-z-han, a zo gwelloc′h evit dastum madou d′ezhan. Eur wezenn gaer eo ann deskadurez, eme-z-han c′hoaz, eur wezenn a zo war he fenn eunn tokad avalou melen aour ker kaer ha ker mad ha ma′z int huel dioc′h ann douar ; ann holl ne d-int ket evit tizout anezho.
Kavet e oe ann den a glaske ar roue anezhan ; kavet e oe, ha c′houi a gredfe, pell dioc′h kear, e-kichenn ar mor, enn eunn tiik soul. He-unan edo eno o choum, hag en em vaga a rea gant koz tammou grisiou louzou pe gant eur peskik bihan-bennag a bake enn aod. Maga kaer he gorf ne rea ket ; he spered a-vad a rea founnuz noz-deiz gant he levriou, hag aliez e teue d′ezhan dizonjal dibri he voed, kement e kroge doun enn traou a lenne. Abarz nemeur ez eaz dre ar vro ar brud euz he wiziegez, hag a bep korn e teuet a voleadou da c′houlenn kelenn digant-han, o veza ma teue pep tro da vad ar pez a veze great dioc′h he lavar.
Ar roue eta o veza klevet hano anezhan, hag ivez ez oa gwir ar pez a ioa bet lavaret diwar he benn, a gemennaz d′ezhan dont d′al lez d′he gaout evit lakaat he vap etre he zaouarn.
E skol eur mestr ken desket, map ar roue a zeuaz da veza gwiziek e berr amzer ; hag e-pad ma oar a veac′h ar vugaleigou all lenn ha skriva, ar prins iaouank a wie eur garg traou, kouls lavaret.
A-benn nebeud bloaveziou goude, ez eaz map ar roue gant he vestr da ober eunn dro dre ar broiou bell da zeski penaoz e veve ann dud etre-z-ho ha pe c′hisiou, pe lezennou a ioa gant-ho ; emichans ez oa ivez evit ma raje al lezennou gwella da dud he vro pa vije roue he-unan. Eur zonj all en doa bet m′oar-vad ar roue o kas he vap d′ar rouantelesiou all ; evit lakaat anezhan da anaout ann hini a blijfe muia d′he galonn evit pried divezatoc′h, rak dont a rea enn oad dimezi.
Hogen kaer ho doe mestr ha skolaer mont ha dont, bale dre ama ha dre a-hont, e nep leac′h map ar roue ne gavaz botez d′he droad, na merc′h dioc′h he c′hoant. Distrei d′ar gear a reaz, hag evel a-raok mont kuit, ec′h en em lekeaz a-nevez da labourat gant he vestr.
Dre ho frezeg e tivizent bemdez ho daou diwar-benn peoc′h ba brezel, diwar-benn furnez, spered ha kant tra all. A-wechou ivez, evit aveli he benn, ar prins iaouank a iea he-unan da ober eur bale e kear ha war ar meaz, o c′houlenn oc′h he-man hag oc′h hen-hont petra reant, penaoz e vevent ha petra a gredent diwar-benn ar roue hag ar rouantelez.
Eunn dervez ma′z oa eat pelloc′h evit ma′z oa boaz, ec′h en em faziaz war he hent. Mont a reaz enn eunn ti zoul da c′houlenn dre be leac′h oa d′ezhan distrei e kear. Pa zigoraz ann or, e welaz eno azezet war ann oaled eunn den deut war ann oad, hag enn he gichenn eur verc′h koant c′houezek vloaz pe war-dro. Hou-man a lenne d′he zad enn eul leor koz-koz.
Map ar roue a zelaouaz anezhi eur pennad euz a lost ann ti hep lavaret ger, hag o veza tosteet ha goulennet he hent, e reaz eur zell oc′h ar plac′h iaouank a ioa kaer evel ann deiz, petra-bennag n′oa enn he c′herc′henn nemet dillad dister, evel re ar merc′hed diwar ar meaz. Oc′h he gwelet, map ar roue a zeuaz he galoun da deneraat ha da domma ; ha p′en doe klevet anezhi o prezeg, e oe tost d′ezhan choum mantret, ker brao oa he c′homzou.
Ar plac′h iaouank-man a zerraz he leor hag, hep gouzout piou a ioa eno, a lavaraz da vap ar roue ez aje, mar karje, da ziskouez d′ezhan ann hent. — Ia a-vad, eme he-man ; hag hi dioc′h-tu ha mont d′he ambroug eur pennad.
Map ar roue distro d′al lez, ne oe mui evit dizonjal er plac′h iaouank en doa gwelet e ti ann tiek koz, ha kaer en devoe goude-ze lenn ha skriva muia ma c′helle, ne wie tamm petra rea, o veza ma′z edo he spered atao gant ar plac′h iaouank. Evit lavaret berr, dont a reaz da garet kement anezhi, ma koazaz a-zeiz da-zeiz ha ma kouezaz klanv.
Galvet e oe medisined d′he gaout, da welet petra a c′hoarie gant-han ; hag ar re-man, goude goulenn e pe leac′h en doa poan, a lavaraz d′ar roue oa kaloun he vap stag enn tu-bennag, hag e kare eur plac′h iaouank ne grede ket lavaret piou oa.
War gement-man ez eaz ar roue da gaout he
vap. Goulenn a reaz out-han hag ez oa gwir e kare
eur verc′h iaouank : — Lavar d′in piou eo, eme-z-han,
n′as pez aoun e-bed, rak ha pa ve merc′h
eur pillaouer e ve, es pezo anezhi evit pried, mar
fell d′id he c′haout.
Neuze ar map o tihuna evel euz eunn huvre, a lavaraz : — Ia, va zad, karet a ran merc′h eul labourer douar, hag o welet pegement a gemm a ioa etre he stad ha va-hini-me, petra-bennag ma teu pep stad digant Doue, evelato ne gredenn ket lavaret ger d′e-hoc′h diwar-benn ann hini a garen, gant aoun n′ho pije tamallet ac′hanoun. Bet ounn e meur a vro hag e nep leac′h biskoaz n′em euz gwelet eur verc′h ker kaer ha ker fur.
— Mad ! eme ar roue ; e pe leac′h ema-hi o choum, ma′z inn bremaik dioc′h-tu d′he goulenn d′id evit pried ? Kalounek a lavaraz neuze d′he dad e pe du e kavche anezhi ha penaoz en doa he anavezet hen he-unan.
Ar roue, den a c′her a ieaz dioc′h-tu hep marc′hata da di ann tiek koz. O tibri he lein edo he-man p′en em gavaz ar roue a c′houlennaz ha n′oa den e-bed o choum gant-han. — Eo da, eme ann tiek ; eur verc′h iaouank am euz hep-ken ; eat eo d′ar skol. O veza n′ounn ket pinvidik ha n′e devezo war va lerc′h na madou na leve, em euz kredet e vije ar gwella d′ezhi beza desket mad. Ann deskadurez, a gav d′in, a zo evel ann heol a bella pep tevalijenn.
— Mad a livirit, eme ar roue, hag eunn den fur oc′h, a gredann ; dre gefridi ez ounn deut d′ho kaout ; evit ho merc′h eo. Bremaik e lavarac′h n′ho poa madou na leve da rei d′ezhi ; me am euz madou braz ha mar kirit rei anezhi d′am map evit pried, e vezo euruz ; karet meurbed eo gant-han. Me zo roue e Breiz ha va map a vezo ivez war va lerc′h.
Ann tiek koz a lavaraz ne virche ket oc′h he verc′h da zimizi gant ann hini a garche. War gement-se e raio dioc′h he mennoz, ha nemet e vezo euruz gant he fried, n′euz forz pe map tiek, pe map roue. Evelato gortozit eur pennad, eme-z-han, va merc′h ne zaleo ket d′en em gavout.
N′oa ket he c′her peur-lavaret gant ann tiek koz, ma tigoraz ann or ha ma welaz ar roue n′oa ket gaou en doa klevet gant he vap. Souezet-meurbed e oe dirak kemend all a c′hened ha biskoaz, hag hen koz, n′en doa gwelet merc′h e-bed a vije, na tost zo-ken, ker kaer hag ar plac′h iaouank-man.
Dioc′h-tu ar roue, hep klask troidell e-bed d′he gomzou, a lavaraz d′ezhi : — Va merc′h, ha falvezout a rafe d′e-hoc′h dimizi gant va map, ann den iaouank oc′h bet, brema ez euz eur pennad, o lakaat war he hent.
Ar plac′hik koant, pa glevaz ar c′homzou-ze hag ez oa ar roue he-unan oa, a rusiaz evel eur c′hlaouenn dan hep lavaret ger ; ne wie e pe leac′h mont nag e pe du trei, pa c′houlennaz neuze he zad out-hi ha bez′ e vije evit karet map ar roue ?
— Ia, mar d-eo fur ha desket evel m′oar-vad ez eo, eme ar verc′h.
— Neuze, eme ann tiek, ez oud a-vrema pried
feal d′ezhan, endra vezo buez enn da galoun.
— Ia, va zad, eme ar verc′h.
Ar roue, pa glevaz anezhi, a oe laouen holl hag a zistroaz buhan ac′hano da zigas ar c′helou d′he vap. He-man a oe pare hep dale, hag a-benn nemeur e oe great ann eured.
Ann holl beorien euz ar vro a oe pedet da vont da lez ar roue, hag a-raok ar fest, a badaz teir zizun hed-da-hed, e oent gwisket a-nevez flamm penn kil ha troad. Pep-hini anezho, enn eur zistrei goude d′ar gear, a lavare : — Ra vezo euruz merc′h-kaer ar roue, ra vezo euruz gant he fried hag he fried ivez !
Kalounek, map ar roue, a gare meurbed he bried iaouank ; evelato ne choumaz er gear gant-hi nemet eunn tri miz pe war-dro. Ar roue, he dad, dre ma′z oa re goz anezhan evit mont euz he rouantelez, a lekeaz he vap enn he leac′h e penn brezelerien ar vro evit mont a-enep ar Zaozon fall a ioa dilammet e Breiz. N′oa ket da zale ha mall oa stourm out-ho, rak ar brud a ioa e lazent hag e tevent dre ma′z eant. Rankout e oe ′ta d′ar prins iaouank mont dioc′h he garantez. A-raok kuitaat dioc′h ar gear, e lavaraz d′he vamm ha d'he dad lakaat evez ne c'hoarvezche drouk e-bed gant he bried karet : — Eur c′hrek fur am euz, eme-z-han, ha birvikenn ne droio da fall. Rak-se ′ta na list ket anezhi da gaout diouer nag ezomm a netra e-bed ; ann nep a raio poan d′ezhi, a raio d′in ivez. Goude-ze map ar roue a gimiadaz dioc′h he bried ker ha dioc′h he dad hag he vamm.
Kalounek e penn he zoudarded ne oe ket pell evit lakaat ar Zaozon da dec′het enn he raok ; bep taol ho deveze lamm.
Koulskoude he bried choumet el lez, p′en em welaz he-unan eno, a ieaz enn he c′hampr e pe leac′h ne rea mui nemet gwela bemdez. Da genta he mamm-gaer a lezaz anezhi da ober evel a gare ; ann dra-man a-vad ne badaz ket pell. Taget gant ar warisi o welet pegement ez oa karet merc′h ann tiek gant he map, ar rouanez koz a lekeaz enn he fenn koll he merc′h-kaer. Evit dont a-benn a ze, e lekeaz tud da deurel evez oc′h kement a rea ar c′hrek iaouank ; ha kaer e devoe ann hini goz, ne gavaz netra da damall d′ezhi.
Eur miz goude ma′z oa eat Kalounek d′ar brezel, ar rouanez a skrivaz d′ezhan e save eunn nebeud brinidenn ha tavancher he bried, evit rei da anaout d′ezhan ez edo o tont da veza brazez. Laouen e oe Kalounek gant ar c′helou-ze, rak he bried he-unan a skrive d′ezhan ivez hevelep tra.
Nebeud-a-nebeud goude-ze ar vamm-gaer a dennaz digant pried he map ar plac′hed hag ar re all a ioa bet lekeat da zervicha anezhi ; nebeud-a-nebeud ivez e oe miret out-hi da vont er-meaz hag, evit lavaret berr, e oe kaset kuit euz al lez enn eur c′hoz-ti e korn eul liorz. Eno neuze e oe lamet digant-hi liou ha paper, evit miret na skrivche d′he fried, hag a-benn eur pennad e wilioudaz d′he amzer.
Ann dra-ze eo a c′hortoze ar vamm rouanez ; eunn den dioc′h he dourn e doa lekeat e-kichenn he merc′h-kaer. Hou-man a c′hanaz tri map bihan, kaer evel-d-hi ha ken hevel ho zri n′oa den evit anaout ann eil dioc′h egile, nemet dre verkou ho skoaz deou. Unan en doa merk eur gwarek, eunn all evel eunn houarn gwaff hag ann trede eur c′hleze. Ho mamm, tennet euz he foan-bugale, ne c′hellaz ket gwelet ann tri-man, ha da gredi e oe roet d′ezhi e doa bet tri gi bihan. Kement-man a oe ivez kemennet da Galounek ha, dre al lizer a lavare d′ezhan ar c′helou-ze, e oe goulennet out-han petra vije great oc′h ann tri gi bihan.
Kalounek a lavaraz derc′hel anezho el lez gant ho mamm ha miret n′ho divije diouer e-bed ken na vije distro. Map ar roue en doa diskred war he vamm, dre ma′z oa maro he dad ha ma rea hou-man breman ar pez a gare.
Ar brezel a ioa tost da echui, ha Kalounek en doa mall da zistrei da welet he bried, pa zeuaz ar c′helou d′ezhan ez oa maro. Neuze ar prins (n′oa ket c′hoaz sakret roue e leac′h he dad), mantret he galoun gant ar c′hlac′har, en em lekeaz gwasoc′h-gwaz da skei war ar Zaozon, ma oe red d′ezho goulenn ar peoc′h. Kalounek, skuiz gant ar brezel, petra-bennag m′en doa klasket mervel abaoue m′en doa klevet ez oa maro he bried hag he garantez, a reaz ar peoc′h evit dont d′ar gear ha klevet petra a ioa bet c′hoarvezet. Kaout a rea d′ezhan atao ez oa bet great eunn drouk-bennag d′ezhi.
Ar pez a grede n′oa ket gaou. Ar rouanez e doa kaset he bried pell dioc′h al lez, enn eunn toull doun dindan ann douar gant ann tri gi bihan. Eno e veze roet d′ezho ho fevar, dour ha bara zeac′h da zibri ha da eva. A-walc′h oa evit ar chas, hogen evit ar c′hrek iaouank, ar boed-ze a ioa ken dister ma treutaaz evel eur geuneudenn.
Pa oe klevet edo ar roue iaouank o tistrei, e oe tennet ann tri gi bihan er meaz ha great stad anezho.
Kalounek, p′en em gavaz, a glaskaz gouzout penaoz ez oa maro he bried ; goulenn a reaz oc′h he-man hag oc′h hen-hont, ha pep-hini a lavare ez oa maro gant anken ha keuz d′ezhan. Gevier oa ha biskoaz ne c′hellaz anaout ar wirionez, rak ann holl a ioa bet gounezet gant he vamm evit nac′h out-han ar pez aioa bet c′hoarvezet. Evelato kaer en doa n′oa ket evit distrei dioc′h he spered ar zonj euz he bried karet ; aliez zo-ken ec′h huvree diwar he fenn, ha bep gweach e kave d′ez-han gwelet anezhi glac′haret ha dismantr evel eur spez, oc′h en em erbedi out-han hag oc′h he c′hervel, astennet he divreac′h gant-hi etrezek enn-han.
War-benn eur bloaz-bennag goude, he vamm, o welet pegen ankeniet oa Kalounek, a lavaraz e vije mad d′ezhan dimezi adarre. — Nann, nann, eme he-man, ne zimezinn birviken ken, rak evel m′am euz karet merc′h ann tiek paour ne garfenn grek all e-bed.
Diwar neuze e oe lezet da goaza he c′hlac′har gwella ma c′helle. D′he levriou e tistroaz evel pa oa iaouank. Eul leor mad, a lavare, a zo ar gwella mignoun a c′hallfet da gaout, o veza ne lavar netra nemet evit pep mad ann den.
Distroomp brema war hor c′hiz ha deomp da dri bugel pried ar roue iaouank, a zo bet lezet gan-e-omp du-ze etre daouam ho mamm-goz.
Hou-man a c′hourc′hemennaz ober eur c′havell koat e doare eur vag, goloet kloz gant eur goulc′her. Lakaat a reaz ebarz ann tri bugel hag enn ho c′hichenn eur warek, eunn houarn-gwaff hag eur c′hleze ; hag oc′h-penn aour hag arc′hant e-leiz. Neuze e c′hourc′hemennaz stlepel anezho er ster a dremene eno tost d′al lez.
Ar c′havell, o vont gant ann dour, a oe kaset e stank eur vilin er mare ma′z ea ar miliner da zigeri ar ranvell ha da lakaat ar vilin da vala. Souezet o welet ar pez koat-man war ann dour enn he stank, ar miliner a oe souezetoc′h c′hoaz, pa oe tennet gant-han ar c′havell war ar zeac′h ha pa oe digoret gant ann alc′houez a ioa oc′h ar potaill, o welet ez oa enn-han tri vugel kaer gant armou hag eur maread a arc′hant. Kas a reaz buhan ar vugale d′he c′hreg, ar vilinerez, enn eur lavaret d′ezhi e tlie sevel ha maga anezho evel he bugale he-unan.
Ar c′hrek-man, kaloun eur vamm enn he c′hreiz, a lavaraz d′e han e vije great evel ma kare, ha dioc′h-tu e walc′haz hag e wiskaz anezho, gwella ma c′hellaz.
Ann tri vreur-man, dre aked ho zad hag ho mamm mager, a zavaz a-zeiz da-zeiz enn-dro d′ar vilin, ker koant ha ker kaer ha teir wezennik haleg hed ann dour. Dre ma kreskeat ez eant da c′hoari e-touez ar vugale all a rea anezho Gwarek, Gwaff ha Kleze, hervez hano ar merkou a ioa war skoaz deou pep-hini anezho hag ann armou a ioa bet kavet enn ho c′hichenn.
Eunn dervez e-pad ma′z edont a-zevri gant-hi, o c′hoari ar gornigell, e savaz kroz etre Gwarek ha map hena ar miliner. He-man, drouk enn-han, a lavaraz : — Te n′oud ket breur d′in, na Gwaff na Kleze ken-nebeud, ha va zad ha va mamm n′int ket ivez tad, na mamm d′e-hoc′h ; n′ho deuz great nemet ho maga.
Ann tri vreur, pa glevchont ann dra-ze, a ieaz ac′hano dioc′h-tu da gaout ar vilinerez da lavaret d′ezhi petra ho doa klevet. Hou-man, evit ho lakaat da zont war ho zu, a lavaraz d′ezho ez oa gaou ho doa klevet, ez oa hi ho mamm hag ar miliner ho zad. Evelato, kaer e devoe, ne c′hellaz biskoaz diwar neuze lakaat anezho da gredi ez oant bet ganet er vilin e-touez ar vugale all, hag oc′h-penn n′oant hevel tamm e-bed out-ho. Diwar neuze Gwarek, Gwaff ha Kleze, ho zri atao ho-unan, a c′hoarie etre-z-ho. Muia ma c′hellent e pelleant dioc′h ar vugale all, o veza, eme-z-ho, n′oant ket karet gant-ho. Evel-se nebeud-a-nebeud ec′h en em guzulient diwar-benn ho doa da ober.
Pa oe paket ho c′houezek vloaz gant-ho, ann hini a reat Gwarek anezhan a lavaraz d′he zaou vreur all a felle d′ezhan mont kuit. — Pa′z eo gwir a lavarer, eme-z-han, n′emomp ket aman er gear ha n′hon euz hon tri na tad, na mamm anavezet, me breman a fell d′in klevet ha gouzout euz a be leac′h ounn.
Evel-d-oun-me, c′houi ivez breudeur, hoc′h euz klevet meur a weach hano euz a Labous ar wirionez ; ne ve ket fall, a gredann, d′ann eil goude egile ac′hanomp, mont da glask her paka, ha pa vezo paket e wezimp diout-han piou eo hor c′herent hag e pe vro emaint.
— Gwir a leverez, eme ann daou all, ha breman p′emomp enn oad da vale, ez eo red d′e-omp mont enn hon tro, pa n′omp ket ginidik ac′hann. — Mad, eme Gwarek, me ielo da genta warc′hoaz da c′houlou-deiz. Setu aman ar warek a zo bet roet d′in gant ar miliner ; mont a rann da staga anezhi oc′h ar wezenn lore a zo aze e korn ar liorsik. Pa welot e vezo kouezet d′ann douar, e c′hellot lavaret e vezinn maro, ha neuze unan ac′hanoc′h a ielo d′he dro da glask Labous ar wirionez, ha goude ann eil, ez aio ann trede da ziveza.
A-unan ho zri war gement-man, Gwarek, pa oe distro d′ar gear enn deiz-ze, a lavaraz d′ar vilinerez : — Warc′hoaz abred, va mamm, e fell d′in mont kuit ac′han, ha mont a rinn. — Ha da be leac′h ez i-te ? Petra ec′h euz ezomm, ha n′en em gavez-te ket eaz ama ? Piou a ra poan d′id ? — Den na netra, eme Gwarek ; evelato mont kuit a rinn, e leac′h ma karo Doue va c′has. Rak-se ′ta, va mamm, va list da vont, lekeat eo em fenn gan-en.
Ar vilinerez a welaz neuze er-vad ne vije ket evit hen distrei. Rei a reaz d′ezhan muia ma c′hellaz a arc′hant, hag antronoz a-raok sao-heol, Gwarek en doa kimiadet dioc′h he dad hag he vamm mager ha dioc′h he zaou vreur ivez a ieaz eur pennad da ambroug anezhan.
Daou zervez a ioa abaoue ma′z edo o vale p′en em gavaz d′ar pardaez e-kreiz eur gompezenn ledan hag huel. Ac′hano e wele a bell ann heol ruz-flamm o steredenna evel eur pez kelc′h tan, a-raok mont da guzet. Gwarek neuze a c′houlenne enn he galoun beza sklerijennet gant heol ar wirionez, gant ar c′houlaouenn gaer-ze edo o klask dre bep hent, evit ren anezhan war-zu he dad hag he vamm.
He zaoulagad savet enn env, ne welaz ket neuze enn he gichenn eur gornandounez koz-koz o c′houlenn eunn tamm bara digant-han enn eur astenn he dourn. — Eunn tamm bara, eme Gwarek, pa glevaz ha pa welaz anezhi, n′em euz tamm e-bed mui, mammik koz ; arc′hant a-vad ho pezo mar kirit. — Bennoz Doue ! a-walc′h eo, ha gouzout er-vad a rann hoc′h euz kaloun vad ; n′em euz ezomm e-bed a arc′hant ; eunn tamm bara a vije bet gwell gan-en, m′ho pije bet da rei d′in. Va den mad, eme-z-hi, da be leac′h ez it-hu dre ann hent-man ? — Diez e ve d′in lavaret, mamm goz, rak ne ouzounn ket va-unan. Mont a rann da glask Labous ar wirionez ; al labous-ze n′euz hini evel-d-han hag a lavar da nep a c′hell he baka ar pez en deuz c′hoant pe ezomm da anaout.
— Mar d-eo Labous ar wirionez a glaskit, eme
ar c′hrac′h koz, me a c′hell ho kelenn diwar-benn
tizout anezhan. Tri dervesiad bale a zo c′hoaz
da ober a-raok en em gavout gant al labous-ze ;
bez′ ema e bek eur wezenn vraz hag huel enn eur
gaoued aour. Ar wezenn m′ema al labous-ze ebarz
a zo e-kreiz eul letonenn ledan, dirak eur maner
a zo kaer-meurbed. Miret eo eno gant pep seurt
loened heuzuz a strink tan ha luc′hed dre ho
daoulagad, dre ho genou hag ho fronellou. Selaouit
c′hoaz : Al labous a glaskit, ar c′haera zo, a
zo ivez Labous ar gaou ken na vez paket. Dre-ze
eta na gredit ket ar pez a lavaro d′e-hoc′h, pa
viot o pignat oc′h ar wezenn. D′ar c′houls-ze he
vouez flour a vezo evel aezenn ann hanv, ha
lavaret a raio d′e-hoc′h : — Sell d′ann traon, map,
sell oc′h da dad, sell oc′h da vamm ! Neuze arabad
her selaou, arabad plega ho penn nag ho taoulagad,
rak dioc′h-tu e kouezfac′h hag e varvfarc′h evel
e-leiz a re all a welot eno mik tro-war-dro.
Red eo oc′h-penn e vec′h eno d′ann taol a gresteiz.
Goude selaou piz ann hini goz, Gwarek a ieaz adarre, hag a-benn tri dervez en em gavaz dirak gwezenn Labous ar wirionez. Tostaat a reaz war-benn ma vije kresteiz klok. Pa glevaz ann taol kenta o seni er maner, e lammaz oc′h ar wezenn hep sellet oc′h al loened heuzuz a ioa gourvezet ha kousket tro-war-dro e-mesk ar re varo.
Al labous, pa welaz anezhan o pignat, a lvaraz : — Mignounik, te zo, ha n′eo gwir, o klas da dad ha da vamm ; mar kerez ho gwelet, sell d′ann traon ; emint aze dira-z-oud.
Gwarek, he c′hoad o virvi hag ankounec′heet gant-han kelenn ar gornandounez koz, a reaz eur zell a gorn oc′h traon, ha dioc′h-tu he zivreac′h a zounnaz out-han hag e kouezaz maro d′ann douar.
N′oa ket c′hoaz he gorf astennet mad war al letoun, ma koueze ivez e kornik liors ar miliner ar warek en doa staget oc′h ar wezenn lore. Ann daou vreur, pa weljont dre gement-se ez oa maro ho breur, a lavaraz etre-z-ho : — Pehini ac′hanomp a ielo breman da glask Labous ar wirionez ? — Me, eme Gwaff ; va zro zo deuet, ha pa weli kouezet d′ann douar ann houarn gwaff-man a lakaann e leac′h gwarek hor breur, neuze e vezo deut da dro da zont war va lerc′h, rak, maro e vezinn ivez.
Gwaff a ieaz eta antronoz hag a ieaz, kouls lavaret, war roudou he vreur penn-da-benn. Gant Gwaff ivez ec′h en em gavaz ar gornandounez koz e doa kelennet Gwarek, hag evel m′oa maro he-man dre choum hep heulia ann aliou mad en doa bet digant-hi, evel-se ivez Gwaff a varvaz e-tal gwezenn Labous ar wirionez.
Ar pez a c′hoarvezaz gant ann daou-man a zesk d′e-omp ez eo red senti oc′h kelennadurez ar re fur, n′euz forz piou int, pe anez e varvimp hep dont a-benn da ober ar pez a fell d′e-omp. Ann houarn gwaff a ioa bet staget oc′h ar wezenn lore, a gouezaz ivez er mare ma koueze he vestr.
Kleze brema, o welet ez oa maro he zaou vreur, a ia kuit d′he dro euz a di ar miliner, goude planta doun he gleze er wezenn lore. En em gavet ive gant ann hini goz, hou-man, evel ann diou weach kenta, a c′houlennaz eunn tamm bara digant-han. — Ia da ! eme Gleze, bez′ ho pezo ; dalit ha debrit endra bado. — Ha gortoz a rafac′h, den iaouank, eme ar c′hrac′hik koz, ken n′am bezo debret eunn tamm ? — Perak ne c′hortozfenn-me ket, eme Gleze, amzer am euz ; e nep leac′h brema den e-bed ne c′hed ac′hanoun. — A gav d′e-hoc′h ! Me ne gredann ket ann dra-ze evel-d-hoc′h, ha pa ho pezo paket Labous ar virionez emoc′h o klask, neuze e welot koulz ha me e tleit kaout fisians, hag ez oc′h gortozet gant meur a hini. Selaouit ha klevit mad ac′hanoun : Dre ama, n′euz ket gwall-bell c′hoaz, ez euz tremenet daou zen iaouank all hevel ouz-hoc′h hag ho preudeur, m′oar-vad ; ho daou int maro o veza n′ho deuz ket great ar pez am boa lavaret d’ezho. Setu eta aman ar gelenn am euz roet da bep-hini anezho ha d’e-hoc’h-hu ivez breman. Labous ar wirionez, n’euz hini evel-d-han er bed, a zo e bek eur wezenn gaer, enn eur gaoued aour, dirak eur maner n’en deuz ket he bar war ann douar. E traon ar wezenn a lavarann hag a zo e-kreiz eul letonenn vraz, ez euz o tiwall al labous e-leiz a loened spountuz a strink tan dre ho genou, dre ho daoulagad hag ho fronellou. Ken na vez paket, Labous ar wirionez a zo Labous ar gaou ; rak-se ’ta na gredit ger d’ezhan, pa lavaro d’e-hoc’h sellet d’ann traon, dre ma pignot oc’h ar wezenn. Na rit van eta oc’h he glevet, prennit ho tiou-skouarn ha savit atao ho taoulagad d’ann neac’h, rak gant eur zellik hep-ken, eur zellik d’ann traon, e kouezfac’h maro e-kichenn ho taou vreur. Bez’ e tleit en em gavout e-tal ar wezenn d’ann taol kenta a gresteiz. Er mare-ze eo e kousk al loened, ha ne zihunont nemet eunn hanter heur goude. D’ar c’houlz-ze a-vad e vezo red d’e-hoc’h beza great ho tro ha beza pell dioc’h ar wezenn, rak ma vec’h neuze war-nez taol d’al loened, e vec’h taget a-grenn gant-ho.
Pa ho pezo paket Labous ar wirionez, kaoued hag all, ha diskennel d’ann traon, likit dindan fri ho taou vreur hag ar re varo all a zo eno, al louzou-man a roann d’e-hoc’h, hag e savint dioc’h-tu beo-buezek evel biskoaz, hag enn distro deut d’am c’haout gant ho taou vreur. Grit eta evel a lavarann d’e-hoc’h, stardit ho kaloun hag e teuot a-benn da veza treac’h ha da gaout e berr amzer ho tad hag ho mamm.
Goude lavaret ann dra-ze, ann hini goz a deuzaz a-zirak Kleze.
He-man a reaz penn-da-benn hervez ma’z oa bet kelennet ; en em gavout a reaz e-tal ar wezenn da gresteiz ; pignat a reaz out-hi hep selaou komzou kaer Labous ar wirionez a oe distaget gant-han, kaoued hag all, ha diskennet buhan d’ann traon.
Dioc’h-tu m’en devoe harp d’he dreid enn douar, Kleze, hep diskregi tamm euz ar gaoued, a dennaz euz he c’hodell louzou ar gornandounez koz hag a lekeaz anezho dindan fri ar re a ioa maro eno. Sevel enn ho zav a rejont holl rak-tal, ha goude trugarekaat Kleze, e kimiadchont diout-han ha dioc’h he zaou vreur a ioa bet savet beo da genta. Ann tri vreur neuze a dec’h ac’hano buhana ma c’hell ho divesker kas anezho, hag o veza en em gavet war letonenn ar gornandonnez koz, e welchont anezhi o tont etrezeg enn-ho.
Laouenik oa, dreist-holl pa zelle oc’h Kleze. — C’houi, eme-z-hi hoc’h euz heuliet va c’helenn, ha mad boc’h euz great. Pevar c’hant vloaz zo emounn ama oc’h alia ar re a zo bet eat da glask Labous ar wirionez, ha petra-bennag n’oa diez ober ar pez a lavarenn, evelato den e-bed, nemed-hoc’h-hu, n’en deoz sentet ouz-in. Ho taon vreur zo ama a oar brema petra dalv va c’homzou-me. Evid-hoc’h-hu, Kleze, va mignoun, n’hoc’h euz brema nemet goulenn digant Labous ar wirionez kement hoc’h euz c’hoant da c’houzout diwar-benn ho tad hag ho mamm, hag e viot kuzuliet er-vad gant-han ; hen a lavaro d’e-hoc’h piou int, hag e pe vro emaint o choum.
E kement-se, a-raok ma’z eot kuit, ez eo red d’in ho trugarekaat ivez ha lavaret d’e-hoc’h piou ounn. Me a zo merc’h eur rouanez vraz euz a bell bro ; hoc’h oad am boa, a gav d’in, pa oe lavaret d’in gant va maerounez (eur gorrigez vad ha leal) mont da gerc’hat d’ezhi Aval ar gened a ioa enn eunn enezenn vihan e-kreiz eul lenn vraz. Ann aval-ze, eme-z-hi, a zo oc’h eur wezenn deut diwar skourr Gwezenn ann drouk hag ar mad, ha miret eno gant ann Ankou, krog enn he falc’h da drouc’ha neudenn ar vuez da gement hini a falvezfe d’ezhan paka ann aval-ze.
Va maerounez a gelennaz mad ac’hanoun : — Bale war ann dour a ri, eme-z-hi, gant ar re voutou seiz-man a roann d’id, ha pa vezi tost d’ann enezenn ha d’ar falc’her braz, n’es pezo ger da lavaret nemet steki ar meanik glaz-man oc’h bek he falc’h a ielo e ludu dioc’h-tu ha ne raio drouk e-bed d’id ; anez a-vad, eme-z-hi c’hoaz d’in, e c’hellfez mervel evel ma’z eo marvet ar re all ho deuz bet c’hoant da dizout ann aval-ze.
Me neuze, iaouank ha penn-skanv evel ho taou vreur, a zelaoue va maerounez gant eur skouarn hep-ken hep teurel evez, kouls lavaret, oc’h he aliou. Mont a riz eta, hag o welet pegen eaz oa bale war ann dour e choumiz pell da redek enn-dro d’ann enezenn, da c’hoari ha da ober goap euz ann Ankou. He-man, evel war ael, a droe enn tu ma’z eenn, he falc’h gant-han savet atao enn ear, war-nez tizout ac’hanoun. Eur weach enn eur drei evel-se diwar herr, e riz eul lamm krenn war ann enezenn, hag e-pad ma klaskenn va meanik glaz em godell, bek falc’h ann Ankou a stokaz enn-oun hag e koueziz eno dioc’h-tu. Ma ne varviz ket evel ar re all, e oe, m’her goar brema, dre c’halloud va maerounez en em gavaz eno hag am digasaz gant-hi d’he c’hear. Evit deski skiant d’in, va maerounez a lekeaz goude ac’hanoun da zont dindan eur gornandounez koz hag iskiz, evel a welit, ha da choum el letonenn vraz-man, dindan ann douar, gant kefridi ha kemenn da zont da gelenn ar re a vije evel-d-hoc’h o vont da glask paka Labous ar virionez. Lekeat oa d’in ivez gant-hi choum ama ken na vije paket gant unan pe unan. Dre-ze e welit er-vad, Kleze, hoc’h euz va zennet a boan, hag e tleann ho trugarekaat, evel m’hoc’h euz trugarekeet ac’hanoun.
Breman e teuinn d’am oad kenta, iaouank ha kaer evel ma’z oann pa oenn lekeat da gornandounez koz gant va maerounez.
Hou-man en em gavaz eno neuze. Gwisket oa gant eur zae wenn-kann ; hag hi koz-meurbed, iaouank-flamm oa da welet. War he zal a lugerne ez oa eur gurunenn ar gaera great gant mein a bep seurt liou, evel teuzet e-mesk ann aour hag ann arc’hant. Enn eur gregi e dourn he filiorez, a zeuaz ivez kaer ha koantik holl, e lavaraz da Gleze : — Evit ar pez hoc’h euz great d’am filiorez, oc’h-penn trugarekaat a zo red. Setu e teuot da veza eur roue braz e Breiz goude ho tad ; kement ho pezo c’hoant da ober a reot evit ar gwella ; enebour e-bed na c’hello herzel ouz-hor’h pell ; ho nerz a vezo enn tu all da bep galloud ann dud, gant ma viot leal e pep tra. Hogen evit hoc’h alia e-kever a reot, setu ar meanik glaz am boa roet d’am filiorez evit paka d’in Aval ar gened. Ne d-eo ket bet talvezet nemet da boan d’ezhi ; ra vezo gwelloc’h etre ho taouarn ! Kre-meurbed eo, rak distaget eo bet gan-en dioc’h penn ar mean-braz a dro war-n-han ar bed, evel eur rod war he ael ; tan na dir ne reont gaou out-han ; nemet ann drouk ne ra. N’ho pezo nemet kemeret anezhan pa ho pezo c’hoant euz a eunn dra-bennag ha, gant ma vezo mad ann dra-ze, ho pezo pep tra dioc’h ho c’hoant. Mar bez fall a-vad ho mennoz, ar mean glaz a rusio da genta hag a deuzo goude, mar kendalc’hit e drouk. Sentit ouz-in eta, Kleze, evel hoc’h euz sentet oc’h va filiorez. Me a wie er-vad e tliac’h dont d’he zenna a boan ; me eo am euz ho tigaset d’he c’haout evit ma vije euruz dre-z-hoc’h ha c’houi ivez dre-z-hi. Evel ma’z oc’h map da roue, hi a zo merc’h ; he zud a zo o ren war eur vro gaer enn tu all d’ar mor, hag a-benn pevar bloaz ama, va filiorez, kelennet mad evel-d-hoc’h dre ar boan, a vezo goulennet d’e-hoc’h gant ho tad da bried, goude eur brezel en devezo bet oc’h ar Zaozon fall, hag ho pezo c’houi trec’het dre nerz ho meanik glaz. Dre-z-han ivez ho pezo anezhi da bried, hag e viot euruz gant-hi hed ho puez.
Goude lavaret ann dra-man, maerounez ha filiorez a ieaz evel eul luc’hedenn, den ne oar da be leac’h.
Gwarek ha Gwaff a lavaraz neuze da Gleze goulenn oc’h Labous ar wirionez piou oa ho zad hag ho mamm, hag e pe leac’h e kavchent anezho.
Al Labous, pa oe goulennet out-han, a lavaraz : — Ho tad a zo map eur roue euz a Vreiz hag he-unan roue breman ; he hano zo Kalounek. Ho mamm, merc’h eul labourer douar, a zo bet lekeat gant ho mamm-goz, ar rouanez, enn eunn toull doun dindan ann douar e pe leac’h ne wel berad sklerijenn, ha n’e deuz ken boed nemet dour ha bara zeac’h. Ar rouanez koz e deuz lavaret d’ho tad ez oa maro ho mamm nebeud amzer goude beza ganet d’ezhan tri map, a oe lekeat tri gi bihan enn ho leac’h ; c’houi ho tri oa ann tri map-ze. Ho tad a zo o choum enn eur gear vraz e Breiz-Vihan, war lez ar mor, e penn ar bed. He gavout a reot o trei war-zu ar c’huz-heol hag o vont ac’han a gleiz rag-eeun.
Ann tri vreur-man a ieaz dioc’h-tu enn ho hent, hag a-benn eiz dervez goude ec’h en em gavchont war eur grec’henn huel a be leac’h e welent ar mor. Ann aod a ioa goloet war-n-hed c’houeac’h leo dro gant eur gear ar gaera a c’hellfet da welet. Eno ann tri-man a c’houlennaz oc’h al Labous hag er gear-ze eo ez edo ho zad ? — Ia, eme-z-han, ebarz ema, ha warc’hoaz, mar kirit, e c’hellot he welet ha komz out-han.
Eur roue eo ho tad ha n’euz roue hevel out-han. N’euz soudard e-bed war he dro, na war-dro he lez ; miret ha diwallet mad eo evel kent gant he bobl a gar anezhan evel ho zad.
Warc’hoaz kenta e welot anezhan, eme al Labous, ha mar kirit goulenn out-han lakaat ac’hanoun-me da gana ha da brezeg, pa vezo oc’h taol gant tud he lez ha gant he gerent nesa, me a roio d’ezhan da anaout ez oc’h he vugale.
Evel a lavaraz al Labous a reaz ann tri vreur. Ar roue, pa welaz anezho ho zri ken hevel ann eil oc’h egile hag oc’h-penn c’hoaz hevel-buez oc’h be bried, a zeuaz he galoun da deneraat enn he greiz : — Ia, ia, eme-z-han out-han he-unan, ann tri baotr iaouank-man a zo ken hevel oc’h va fried keaz p’oa iaouank, ma kredann er-vad ez int va bugale. Deut, eme-z-han d’ezho, deut heb aoun warc’hoaz, ha me a zelaouo ho Labous ha c’houi ivez.
Mont a rejont antronoz, d’ar mare ma’z oa bet lavaret d’ezho, hag ar roue dioc’h-tu a droaz oc’h Kleze hag a c’houlennaz out-han dirak ann holl petra en doa c’hoant da ober ?
— C’hoant am euz, eme Gleze, da lakaat diraz-hoc’h holl al Labousik-man da gana, ha goude da lavaret d’in ar pez am euz c’hoant da c’houzout diwar benn meur a dra a zo. A-raok a-vad ez eo red e ve prennet ann dorojou, rak anez va Labous na ganfe, na ne lavarfe ger.
Prennet e oe dioc’h-tu ann dorojou, hag al Labous da gana, ma oe ann holl mantret. Biskoaz skouarn na glevaz eur ganaouenn ken dudiuz ; lavaret e vije bet ez oa eunn ograou enn he c’houzouk. Mouez ann eostik hag ann alc’houeder n’oant netra e-kever kan al Labousik bihan-man. Pa oe distaget dioc’h he gan, ann holl a c’houlennaz a be vro oa. — Euz a vro ar wirionez, eme Gleze, ha bremaik e klevot gant-han traou hag ho lakaio souezetoc’h c’hoaz. — Va Labousik-me, eme ann den iaouank, sell oc’h ar re a zo ama oc’h ann daol, ha lavar d’in piou a zo er penn huela ? — Ar roue da dad ha tad da zaou vreur eo. — Ha n’ema ket he bried ivez e-touez ar merc’hed a zo ama ? — Nann, eme al labous ; he bried n′ema ket tost ama ; darn zo hag a gred ez eo maro, hag evel-d-oun-me meur a hini all a oar er-vad ez eo beo hag ema du-ze pell enn eunn toull doun dindan ann douar, e pe leac′h n′e deuz d′en em vaga nemet dour ha bara zeac′h. — Ha piou, va Labousik koant, en deuz lekeat anezhi eno ? — He mamm gaer ha re all zo ama, a zo bet gwalc′het ho daouarn d′ezho gant he arc′hant, evit tevel hag evit nac′h ar wirionez. Ar rouanez koz, gwarisi leiz he c′haloun oc′h he merc′h-kaer, a roaz da gredi d′ho tad e doa he bried ganet d′ezhan tri gi bihan. Ar re-ma a oe lekeat enn he c′hichenn el leac′h m′ema breman, hag ann tri gi-ze a oe tennet er-meaz, pa zeuaz ho tad euz ar brezel. Evelato, gant disfisians euz he vamm, ho tad distro d′ar gear, kaer en devoe goulenn oc′h he-man hag oc′h ben-nez, ne oe ket evit anaout ar wirionez ; kuzet e oe out-han kement tra a ioa bet great d′he bried e-pad ma′z edo e penn he zoudarded. Ha c′houi ho tri, c′houi he vugale, a oe lekeat enn eur c′havell e doare eur vag, ha stlapet e-kreiz ar ster a ia aze e-biou.
Setu petra zo c′hoarvezet, eme al Labous, ha kement a lavarann a zo gwir.
Ar roue iaouank, pa glevaz kement-se, a zavaz enn he zav hag a lammaz da c′houzoug he dri vap, enn eur lavaret a-boez he benn : — E-touez ar re a zo ama hag ho deuz lekeat ho daouarn da ober drouk d′am fried ha d′am bugale, hini e-bed ne d-aio er-meaz hep kaout gopr he labour. A-vrema e fell d’in e ve treac’h ar wirionez d’ar gaou. Ar gaou, m’hen argarz ! a zo tad ann drouk ; trouc’het e vezo, m’hen tou, beteg ar beo, e pe leac’h-bennag e vezo. N’euz stad dioc’h stad, na gwenn dioc’h gwenn evit ar gaouiad ; barnet e vezo gant ar wirionez, hag evel en devezo great d’ar re all a vezo great d’ezhan.
Va mamm, eme-z-han, ar penn kenta euz ann drouk hag euz ar boan am euz bet, a ielo e leac’h va fried da welet, d’he zro, hag ebad eo beva pell dioc’h goulou ann deiz, diwar bara ha dour. Evit ar re all, ne fell d’in gwelet hini anezho mui ; gouzout mad a rann piou ha ped int ; n’euz ezomm d’ho henvel. Setu !
Dioc’h-tu ar roue a lekeaz kregi enn he vamm ha mont gant-hi da gaout he bried. Hou-man, enn eur wela, en em strinkaz da c’houzoug ar roue pa glevaz piou oa, rak ne anaveze mui anezhan, hag hen ivez ne anaveze mui he bried, ker kastizet oa gant ann diouer euz a bep tra. Ar garantez ho doa ann eil oc’h egile e doa hep-ken dal’c’het anezho beo, dreist-holl merc’h ann tiek paour. Hou-man, ker mad atao ha ma’z oa bet ann dud fall enn be c’hever, pa welaz he fried o vont da lakaat ar rouanez koz enn he leae’h, a lavaraz : — Arabad eo e ve great poan da zen evid-oun-me, rak ne vezinn euruz birviken e-pad ma ouezinn en devezo eunn all da c’houzanv ar pez am euz gouzanvet. Beza pell dioc’h goulou ann deiz, beza beo hep beza e-touez ann dud, a zo diou boan ne ket diwar ar bed-man int. Arabad eta, arabad eo e ve den e poan evid-oun. Va fried ker, her goulenn a rann ouz-hoc’h dre ar garantez hoc’h euz ouz-in, dre ar rann-galoun am euz bet pell amzer o veza eat diouz-hoc’h.
He fedenn a oe kavet mad gant ar roue a laoskaz neuze he vamm da vont ac’hano d’al leac’h ma karche. Ne oe klevet abaoue hano e-bed anezhi.
Dre nerz he c’harantez, ar rouanez iaouank a c’hellaz c’hoaz en em harpa er bed. Beva a reaz nousped bloaz goude ha mervel euruz etre di-vreac’h he fried, he bugale hag he bugale-vihan.
Evel e doa lavaret ar gorrigez koz da Gleze, a c’hoarvezaz. Sevel a reaz adarre brezel a-enep ar Zaozon, hag ar re-man a oe trec’het abred dre nerz map ar roue ne roaz ehan d’ezho ken na oent lekeat war ho genou, ken na oe red d’ezho goulenn ar peoc’h evit-mad digant roue Breiz.
Neuze Kleze a c’houlennaz oc’h he dad dimezi ha goulenn evit-han merc’h eur roue-bennag da bried. hep lavaret piou a falveze d’ezhan da gaout, dre ma wie e tlie beza ar brinsez iaouank a anaveze.
Ar roue a gasaz unan euz he berz da glask, enn tu all d’ar mor, merc’h roue Breiz-Veur en doa klevet hano anezhi, ha d’he goulenn evit pried d’he vap. Dre c’halloud ar meanik glaz n’en doa biskoaz kollet he liou nag he nerz, e oe aotreet d’ezhan hag e oe great ann eured gant-ho a-benn c’houeac’h sizun goude. Eur banvez a oe euz ar seurt ne oe gwelet nag a-raok na goude. Ann holl a oe pedet gant ar roue Kalounek da zont d’he lez ; ha kemend hini a ieaz di, ken paour, ken pinvidik, holl e tistrojont laouen d’ar gear o kana e pep leac’h kant ha kant bennoz all d’ar roue ha d’he dud holl.
Evel heol Doue dreist ar menez
E par goulou ar wirionez.
Setu !
Grit ho mad gant kemend hoc’h euz klevet, ar pez a garfenn eo.
- Evel-se bezet. — Amen.
Gwechall-goz ez oa e Lannuon eur plac’h iaouank
a wenn vad hag eur paotr iaouank a gouls
wenn. Ann daou-man a zeuaa d’en em anaout,
d’en em garet ha da zimezi ; na petra ’ta ! Goude
ho eured ez ejont da choum war ar meaz, e pe
leac’h e vevchont euruz e-pad eunn nebeud bloavesiou,
ken na zeujont d’en em enoui dre veza
bep bugale. Neuze e savaz trouz etre-z-ho ha
ne baoueze, bep tro, nemet dre ar rebechou hag
ar c’homzou trenk a lavarent ann eil d’egile. Ar
c’hrek a damalle ann ozac’h, hag he-man d’he dro
a daole ar beac’h war he c’hrek.
Eunn dervez evelato hag ann ozac’h ha dont da zonjal ne c’helle ket ar vuez-ze padout gant-ho, hag hen ha mont da gaout eunn den brudet-kaer evit he furnez, hag a lavare ann dud eunn tammik sorser anezhan ; ha kredi a-walc’h a rafenn.
Sada ann ozac’h eta o vont da gaout hen-nez ha lavaret d’ezhan petra oa he vuez gant he c’hrek, ha diwar-benn petra oa buez fall gant-ho. Dreist-holl, eme-z-han, abaoue ann triouec’h miz diveza hor c’hear-ni a zo eunn ifern, ha ne c’hell ket padout er c’hiz-ze gan-e-omp. Deut ounn d’ho kaout, eme ann ozac’h d’ar fur, da c’houlenn kelenn digan-e-hoc’h evit beza tennet a boan, va greg ha me. — Bez’ e viot, eme egile ; evit eunn nebeud bloavesiou e vezo hep-ken a-vad. Deut gan-en el liors, va mignoun.
Setu neuze ar sorser ha kas ann ozac’h war he lerc’h el liors da gichenn eur wezenn a ioa enn-hi tri aval : unan glaz, unan melen hag unan gwenn. Lavaret a ra goude d’ezhan : — Va mignoun, kemerit ann hini a fell d’e-hoc’h ha debrit hen. — He-man a gemeraz ann aval gwenn, ha pa oe debret gant-han, ar sorser a lavaraz : — Debret hoc’h euz ann aval a raio d’e-hoc’h kaout eur map a-benn nao miz hag eunn dervez ama. Neuze c’houi hag ho kreg a vezo euruz ha laouen, ken euruz ha ma c’hell beza tad ha mamm gant bugel. Ann dervez a-vad ma vezo krog enn he bemzek vloaz, ann dervez-ze ez aio euz ar gear ha n’her gwelot mui. Abarz ma’z aio kuit, kaer ho pezo kinnig d’ezhan a bep seurt, ne gemero netra digan-e-hoc’h, ha lavaret zo-ken a raio : — Deut ounn hep netra enn ho ti, hag hep netra ez inn kuit, evel ma’z ounn deut. Ne falvezo ket d’ezhan zo-ken ez afac’h d’he ambroug, ha war gement-se e leverot d’ezhan : — Kemer dihana, va map, ar pez a weli er c’hoz ti kouezet a zo du-ze e penn ar vali.
Sad’ aze, eme ar sorser, kernent am euz da lavaret d’e-hoc’h ; it d’ar gear breman ha kredit ez eo gwir kemend am euz lavaret d’e-hoc’h.
Ann ozac’h a zistro d’ar gear ker laouen hag ann heol ; lavaret a ra d’he c’hreg e devezo eur map a-benn nao miz. — Gwell a ze, eme hou-man ne wie ket petra a dlie c’hoarvezout divezatoc’h, rak he fried, a c’hellit kredi, n’oa ket bet ken diskiant da lavaret d’ezhi ar pez en doa klevet gant ann den fur.
Tremen a ra daou, tri miz, gwellaat a ra d’ann itronn. — Mad ar stal, eme ann aotrou, gwir am euz klevet. — Ha gwir oa, rak a-benn ann nao miz hag eunn dervez, ar c’hreg a c’hanaz eur map kaer-meurbed ha ker kre ma vije lavaret en doa bloaz. Brema ar bugel-man a zo maget gant he vamm ha diwallet gant pep seurt aked, a c’hellit kredi. Ann tad hag ar vamm ho doa madou, ha ne espernchont netra evit sevel ho map gwella ma c’hellent.
Dre ma teue ar bugel-man enn oad, ann tad a zizec’he, kouls lavaret, diwar he dreid. He c’hreg, o welet he gastiz, a c’houlennaz out-han petra a c’hoarie gant-han : — Ar pez, eme-z-han, a c’hoarvezo gan-e-hoc’h ivez a-benn nebeud aman, siouaz ! Ne lavare ket gaou, rak tost oa he vap da baka he oad.
Ann deiz a-raok ma oe paket he bemzek vloaz gant-han, ez eaz da gaout he dad hag he vamm : — Pemzek vloaz a zo, eme-z-han, abaoue m’emounn enn ho ti ; euruz ounn bet gan-e-hoc’h hag ho trugarekaat a rann ; n’hoc’h euz lezet ac’hanoun hep gonuout netra a gement a c’hell da zeski ha da c’houzout eur bugel evel-d-oun. Ho trugarekaat eta a rann enn eur lavaret d’e-hoc’h ez eo warc’hoaz ann deiz d’in da vont kuit diouz-hoc’h.
Ha petra-bennag m’ho doa bet ann tad hag ar vamm kalz a aked da viret na glevche pe oad en doa, ne dalvezaz netra ann dra-ze d’ezho, o veza ma’z oa bet lekeat ann deiz ma ranke ho map mont kuit d’ar c’houls-ze. — He vamm a ginnigaz aour hag arc’hant d’ezhan da vont enn hent ; ne gemeraz gwennek a-vad, ha lavaret a reaz d’ezhi : — Va mamm, pa’z ounn bet ganet gan-e-hoc’h ez oann noaz-glez ; rak-se ive ez eo red d’in mont kuit hep kemeret netra. Dalc’hit ho madou ha grit gant-ho ar pez a gerrot ; evid-oun-me a ia brema, mall eo d’in ; n’am gwelot hivizikenn ken, m’oar-vad ; kenavezo !
Antronoz da c’houlou-deiz, evel m’en doa gwisket he zillad, e teuaz da gaout he vamm hag he dad ; poket a reaz d’ezho pep eil, ha kenavezo er bed all ! — Red eo d’id dibri eunn tamm-bennag a-raok mont, eme he vamm. — Seurt e-bed, eme-z-han, n’em euz ket a naoun. — Ann tad a falvezaz d’ezhan mont d’he ziambroug, ha deut oa war ann treuzou evit se, pa lavaraz : — Va zad, ne fell ket d’in e teufac’h pelloc’h ; it da gaout va mamm ha list ac’hanoun da vont va-unan d’al leac’h ma’z eo rankout d’in. — Va map, eme ann tad, pa ne fell ket d’id ez afenn pelloc’h, ha pa ne gemerez netra a gement hon euz c’hoant, kas gan-ez dihana ar pez a gavi er c’hoz ti zoul a zo kouezet e penn ar vali. — Gwelet a rinn, eme ar map ; kenavezo ! kenavezo ! hag enn hent.
Ar paotr-man en em gavet e penn ar vali, a ioa o vont e-biou d’ann ti zoul, pa zeu da zonj d’ezhan ar pez en doa lavaret he dad ; sellet a ra ebarz ha p’en devoe poulzet ann or, e wel eno eur marc’h dibret ha sternet. — Em euz aoun va zad ne felle ket d’ezhan e vijenn eat war droad, hag e feiz, pa’z ema ar marc’h-man aman, ez ann d’he gemeret ha d’he vareka.
Brema setu hor paotr, great he gimiad gant-han hag enn hent. O veza n’en doa diner na gwennek enn he c’hodell, ne ra nemet bale hep dibri, nag eva, nag ehana.
Eunn dervez en em gavet e penn eul lannek vraz, ez eaz da dreuzi anezhi, ha pa’z edo e-kreiz al lannek, setu e kleo eunn trouz enn ear kement ma sao he benn da zellet, hag hen ha gwelet diou vran oc’h en em ganna. E-pad ma selle piz out-ho evit gouzout diwar-benn petra oa, e wel eunn dra-bennag o koueza digant-ho. — Daoust petra eo, eme he-man, red eo d’in mont da c’houzout. — Gwelloc’h, eme he varc’h, e ve d’id mont gant da hent hep distrei da goll da amzer. — Petra ! eme ar paotr, te oar komz ivez ’ta ? — Ia da, eme ar marc’h, ker kouls ha te, ha marteze eunn draik gwelloc’h. — Mad ! mad ! n’euz forz, feteiz ne d-inn ac’han n’am bezo gwelet petra zo kouezet digant ar re-hont.
— Keuz as pezo, eme ar marc’h, ha divezad e vezo d’id. Evelato, pa fell d’id mont da heul da benn, e lezann ac’hanoud da vont ; gwaz a ze evid-oud !
Hor paotr en em gav el leac’h ma’z oa kouezet, hag o welet ez oa eur varvouskenn, e krog enn-hi enn eur c’hoarzin hag o lavaret : — Hou-man a vezo mad eunn deiz pe zeiz, ha pa na ve ken nemet d’en em zic’hiza e deisiou Morlarjez. — Lez ar varvouskenn-ze, eme ar marc’h, ha kred ac’hanoun hag e ri mad. — Foeltr tamm ne rinn ; mont a raio gan-en. — Hag he-man neuze, p’en doe troet ha distroet anezhi, a welaz skrivet e lizerennou aour ez oa barvouskenn ar roue Fortunatus oa. Dastum a ra anezhi enn he c’hodell hag ac’hano da vale adarre, ken a en em gavaz enn eur vro bell.
Tremen a rea dre eur c’hoat braz, hag eno he varc’h a lavaraz d’ezhan : — Asa, paotr, me ve mad d’in choum aman, mar karfez sevel d’in eul lochenn gant brankou gwez. Pa vezo great, e lezi ac’hanoun hag ez i da-unan. Tost aman ez euz eur gear vraz, eur roue a zo enn-hi, ha mar kerez mont d’he di da c’houlenn servicha anezhan, e kavi tro, a gredann, da gaout labour. Gra ar pez a vezo lavaret d’id, n’euz forz petra vezo, ha neuze e teui ama d’am gwelet eur wechik enn amzer ; me roio d’id aliou mad.
He-man a reaz kemend en doa lavaret ar marc’h d’ezhan, ha pa oe en em gavet e lez ar roue,e c’houlennaz oc’h mestr ar mevellien ha n’en doa labour e-bed da rei d’ezhan. — Nemet ho kemeret a rafenn da baotr mechosi ; n’em euz netra ken da ginig d’e-hoc’h. — A-walc’h eo, eme ar paotr, me ne rann forz petra da ober.
Sada ma oe kaset d’ar mechosi ha diskouezet d’ezhan ann daou varc’h en divije da voeta ha da skrivella. Ar paotr-man, evel am euz lavaret, a ioa eunn dremm kaer a zen ; bravoc’h evit-han a vije bet diez da gaout. Ann dra-man a lekeaz kemend hini a ioa el lez da gaout avi out-han, ha dreist-holl ar baotred mechosi all. Oc’h-penn a oe c’hoaz : he gezek da he-man a wellae, ma’z oa eunn drugar ho gwelet, hag eunn tamm brao muioc’h evit ar re all. Ma teue neuze ar baotred mechosi da lavaret etre-z-ho ez oa red e laerche boed ho c’hezek da rei d’he re. Kaer ho doe teurel evez out-han, ne c’hellchont ket morse kaout tro d’he damall, hag a be leac’h ho divije gallet, pa n’oa ket gwir ? rak ne rea tamm gwelloc’h d’he gezek evit na rea ar re all ; ha mar larteant er c’hiz-ze ez oa, m’oar-vad, o veza ma’z oant a wenn da lartaat ; na petra ’ta !
Ar baotred mechosi-man a veze roet da bep-hini anezho eur c’houlaouenn bemdez da zevi ; ha d’hor paotr e veze roet kemend all. He-man a-vad na zeve hini e-bed, ha setu perak. Ann noz kenta ma kouskaz er mechosi a-zioc’h he gezek, e oe dihunet gant ar sklerder a ioa enn he gampr, hag o sellet petra a strinke kemend all a sklerijenn, e welaz ez oa ar varvouskenn a ioa deut gant-han oa ; hou-man kouezet enn noz euz he c’hodell a sklerijenne ar gampr gant-hi kemend ha gant ann heol e-kreiz ann deiz. — A zo mad, eme ar paotr, ha c’hoaz, eme-z-han, e lavare va marc’h d’in lezel ar varvouskenn-man. Breman me wel em euz great mad derc’hel anezhi, rak n’em bezo ket ezomm da gaout goulou er mechosi hed ann noz gant va barvouskenn. Kement-se muioc’h a ielo em godell, o veza ma c’hellinn derc’hell ann arc’hant a vezo roet d’in da brena goulou.
Mad ar stal ; hag he-man da zastum he varvouskenn. Kousket a eure, hag antronoz da bardaez e stagaz anezhi oc’h ann treust, ma oa kaeroc’h gant-hi ar mechosi evit na d-oa lez ar roue.
Eur miz pe zaou a ia eon dro er c’hiz-ze, ma teuaz deisiou Morlarjez. Petra ra hor paotr ? Mont d’en em zic’hiza pa oe echu he labour, hag hen ha lakaat ar varvouskenn-ma da vont da ober eunn dro dre gear. Eur wiskamant kaer a lekeaz ive, ma oa ann holl souezet ha ma lavarent : — Red eo e ve he-man eur prins braz ha brasoc’h zo-ken evit hor roue-ni, rak eul lugern a strink diout-han ma’z eo sklerijennet kear gant-han dre ma’z a.
Ar roue a glev tud o lavaret petra a ioa hag a ia da welet. Souezet d’he dro, ez a da gaout he baotr mechosi hag e ped anezhan da vont gant-han d’al lez. Ne wie tam piou oa, na petra ’ta ! Ar paotr mechosi, fouge ha lorc’h enn-han leiz he reor, a ra digorou d’ar roue a c’houlenn out-han piou eo hag euz a be leac’h. — Me, eme-z-han, a zo Iann va hano ; ginidik ounn euz a eur vro bell ac’han hag aman ounn deut da choum eur pennad zo. — Enn eur lavaret ann dra-man, Iann a vousc’hoarze o welet ne anaveze ket ar roue anezhan. — Ker kaer ha ma’z oc’h, eme ar roue, e tleit beza map eur prins braz-bennag ! — A gav d’e-hoc’h, erme Iann ? War gement-se ’ta, c’houi gred n’euz nemet ar rouanez hag ho bugale a gement a ve kaer ; distroit diwar ho mennoz, aotrou ; ar re all a c’hell, me gred, n’euz forz a be wenn int, beza ker kaer hag hi ; hag oc’h-penn zo, me gred ez euz paotred mechosi hag a dalv rouanez war gement-se, ma ne dalvezont ket muioc’h zo-ken. — Paotred mechosi, eme ar roue, n’int ket gwisket kaer evel ma’z oc’h, ha n’ho deuz ket barvouskennou evel ann hini a zougit-hu.
— Koulskoude, eme Iann, me zo paotr mechosi, ha red eo e vec’h dall pa na anavezit ket ac’hanoun. — Petra, eme ar roue, te eo Iann, va faotr mechosi ! — Ia da, roue, me eo Iann ! kenavezo breman. — Deport, deport, eme ar roue a grap er varvouskenn ; sad’ ama unan hag a garfenn gwelet he ferc’henn, rak bez’ en deuz eur verc’h, war am euz klevet, hag a zo ar gaera a zo war ar bed. Euz a be leac’h, eme ar roue, ec’h euz-te bet barvouskenn ar roue Fortunatus ? — E feiz, eme Iann, kavet em euz anezhi du-ze e-kreiz eur park, laosket eno gant diou vran louet a ioa eur jolori gant-ho diwar he fenn.
Ar baotred mechosi all o veza klevet petra a ioa bet diwar-benn ar varvouskenn, a ieaz da lavaret d’ar roue ec’h anaveze Iann ar-roue Fortunatus, hag en doa lavaret aliez d’ezho en divije bet, mar karje, he verc’h digant-han. Ar re-man a lavare ann dra-ze evit kaout tro d’en em zizober anezhan. — Mad ar stal neuze, eme ar roue, me welo ha gwir a lavar ; hag ar roue gervel Iann da vont d’he gaout.
— Petra am euz klevet, Iann ? Evit doare e c’heuz lavaret es pije, mar karjez, merc’h ar roue Fortunatus. — Piou ar gaouiad, eme Iann, a zo bet o lavaret ann dra-ze d’e-hoc’h ? Biskoaz, a c’hellit kredi, n’em euz bet eur zonj a gement-se. — Na d-a ket da zislavaret ar pez a zo gwir, eme ar roue, rak ar baotred mechosi ho deuz klevet ac’hanoud-te aliez o komz diwar he fenn hag o lavaret ez oaz gwest, mar karjez, da gaout anezhi. — Konchou int ha netra ken, eme Iann, konchou n’euz nemet liou ar gevier war-n-ezho. Ne gredit ket eta em be-me kavet ar varvouskenn-ze e-kreiz eur waremm ? Oh tra ! gwell eo gan-e-hoc’h ez afenn da glask d’e-hoc’h eur verc’h n’em euz foeltr biskoaz klevet hano diwar he fenn. Sad’ ama eur c’hoari d’in-me a-vad evit eur varvouskenn ne wienn ket piou oa he ferc’henn. — N’euz forz pe c’hoari eo, eme ar roue, mont a rankez da gerc’hat houn-nez d’in ; hag he c’herc’hat a ri, ha pa ve diez, pe da ler a zamanto.
Iann, bete neuze, n’en doa bet sonj e-bed euz he varc’h ; neuze en devoe a-vad hag ez eaz trumm ha trumm d’he gaout enn eur wela evel eul leue. — Ac’hanta, eme ar marc’h, pa welaz anezhan o tont ; me wie er-vad e tliez dont hep dale d’am gwelet, ha setu oud deut. N’em boa-me ket lavaret d’id ? n’ec’h euz ket sentet ouz-in, setu petra en em gav gan-ez brema. Mad ! mad ! eme ar marc’h, ke da gaout ar roue ha lavar d’ezhan pourchas timad tri lestr d’id ; tri lestr, kleo, hag a vezo euz ar re gaera ; unan karget a ejenned palefarzet pe drouc’het pep-hini e peder rann ; ann eil karget a gerc’h hag ann trede a vill ; ha goude ez aimp, te ha me, d’al leac’h ma’z eo red.
Iann a ieaz da gaout ar roue hag a c’houlennaz digant-han kemend enn doa lavaret he varc’h d’ezhan. P’en doe bet he c’houlenn, ez eaz da gerc’hat he varc’h, ha kuit gant-han ha gant he listri. Ar mor hag ann avel a ioa mad, ma reugjont hent eunn drugar, ha mac’h en em gavchont e penn eur ster hag a ioa enk ha red mad d’ezho mont ebarz. war a lavare ar marc’h. — Aman eo. eme he-man. e tigor ar c’hoari gan-e-omp, Iann. Taol evez mad ha laka brema teurel er mor, dre ma’z aimp, ann ejenned palefarzet. tamm ama, tamm a-hont. Al loened gouez a zo o tont d’e-omp hag em-berr hor bezo c’hoari. ma na vezomp ket evit stanka mad ho genou d’ezho.
Sada ma oe stlapet ejenned palefarzet d’al loened a oe laouen-braz, ha roue al loened ivez. He-man, leun he gof, goude lipat he vourenn ker mad oa ar bevin, a lavaraz da Iann : — Eur paotr mad oud, ha brema pac’h euz roet d’e-omp peadra da stanka hor gouzouk hag hor c’hof, ez eo leal, a gav d’in, e vez digollet eunn draik gan e-omp ; ar re all a raio ar pez a garint ; evid-oun-me, sada zo : tenn eur reunenn euz a voedenn va lost ha gorro hi mad, ha p’as pezo ezomm ac’hanoun, n’es pezo nemet va gervel dre ar reunenn-ze, hag ec’h en em gavinn gan-ez. me ha va bandenn.
— A zo mad, eme Iann, bennoz Doue ha kenavezo ! Ha Iann kuit ac’hano.
Pa oent en em gavet pelloc’hik, marc’h Iann a lavaraz d’ezhan : — Brema eo teurel ar mill er-meaz, rak ema ar merienn o tont d’hon dibri, nemet peadra a vez ivez da stanka anezho bete toull ho gouzouk. — Ha mont Iann ha teurel d’ezho sac’had enn tu-man, sac’had enn tu-hont, hag ar merienn a lamm war-n-ezho ker buhan, ma oent goullonderet hep na oe kollet eur c’hreunenn. Ar re-man n’ho doa ket bet eur seurt boeta pell a ioa.
Roue ar merienn a oe kel laouen ma lavaraz da Iann : — N’euz den par d’id, paotr, hag evit da zigoll, kemer unan euz va zreid adre ha lak hen e-touez eunn tamm paper, ha dre ann troad-ze, p’as pezo ezomm, n’ec’h euz nemet va gervel hag e teuinn me ha va c’hruc’hell d’as kaout.
Iann hag he varc’h a ia breman adarre gant ho hent, hag abarz nemeur ec’h en em gavchont e bro ar gwazi. Eno he varc’h a lavaraz da Iann diskarga he gerc’h d’ezho ; ma oe great, hag ar gwazi laouen, hag ho roue o tont neuze d’he gaout ha lavaret d’ezhan : — Kemer eur bluenn euz va lost, ha dre-z-hi goulenn ac’hanoun, p’as pezo ezomm, hag e vezi tennet a boan. — Trugarekaat, eme Iann o vont kuit.
Brema ar re-man en em gav er gear m’ema o choum ar roue Fortunatus. Iann dioc’h-tu a ia d’al lez da ober he gefridi : — Asa, eme-z-han, aman ez euz eur c’hoari ; ne ouzoc’h ket, m’oar-vad, da betra ounn-me deut d’ho kaout ? — A be leac’h ec’h oufenn-me, pa n’am euz ket klevet ? — Selaouit mad neuze, eme Iann : evit doare, roue, hoc’h euz kollet ho parvouskenn ? — Ia da, kollet am euz anezhi hag, e feiz, e vije bet gwell gan-en koll ann hanter euz va rouantelez evit he c’haout. — Mad ! me oar gant piou ema ; eur pennad ema ac’han, du-ze er c’huz-heol, gant roue Breiz. Me am boa kavet anezhi e-kreiz eur waremm, pa’z edo o paouez koueza euz a c’henou diou vran a zache war-n-ezhi, evel pa vije bet kollet ho fenn gant-ho ; en em ganna a reant diwar he fenn ken a zistage ar plun diout-ho ker stank hag ann erc’h o koueza. A-benn eur pennad, e kouezaz ho parvouskenn euz ho bek, ha me a zastumaz anezhi hag a ieaz gant-hi ac’hano da di roue Breiz. He-man a-vad o welet peger kaer oa (lugerni a rea evel ann heol), a gemeraz anezhi digan-en, ha pa lennaz hoc’h hano a ioa skrivet dindan he c’hern, e lavaraz d’in e rankenn mont da gerc’hat d’ezhan ho merc’h. Eur verc’h hoc’h euz, a lavar, n’euz ket enn tu all d’he gened war douar hor Zalver. Deuet ounn eta d’he c’herc’hat, ha dont a raio gan-en emichans, eme Iann.
— Ia, ia, eme ar roue Fortunatus, mont a raio gan-ez, mar grez ar pez a livirinn d’id — Mar gellann, roue, e vezo great — Mad ! mad ! eme ar roue Fortunatus, gwelet e vezo warc’hoaz ; evelato da c’hortoz, ke da zibri ha da eva ar pez a raio vad d’as kaloun, rak skuiz e tleez beza o tont euz a geid all, ha naoun ec’h euz ivez, m’oar-vad. — Eunn tamm hag eur banne a iafe gan-en, eme Iann, a stagaz gant-hi dibismig.
P’en doe debret hag evet, e oe kaset d’he wele. — Warc’hoaz, eme ar roue, o vont d’he gas, me lavaro d’id petra am euz c’hoant a rafez.
Iann eat d’he lala, ne oe ket rankout luskella he garavell, ha kousket dibreder a eurehep divorfila tamm beteg antronoz. Evelato Iann a zihunaz eunn draik abarz tarz ann deiz hag a ieaz da gaout ar roue. — Ac’hanta, roue, eme-z-han, setu me ama ; petra a zo da ober ? — Nebeud a dra : deuz gan-en. Hag ar roue Fortunatus ha kas Iann enn eur vagazenn vraz leun a c’hreun touesiet mesk-e-mesk. — Sad’ ama da labour, paotr ; ar greun-man a rank beza didouesiet euz ann eil heol d’egile. Iann pa wel petra zo, a lavar out-han he unan : — Hou-man zo eur gudenn d’in-me da zifuilla ! — N’euz forz, eme-z-han d’ar roue Fortunatus, ma n’hoc’h euz nemet labouriou er c’hiz-ze da rei d’in-me, ne vezo ket diez d’in kaout ho merc’h. — Hag ar roue kuit enn eur c’hoarzin, ha Iann hag en em astenn a stok he gorf war eur bern drazed da gousket.
Deut mare kresteiz, Iann a ioa mik atao hag a roche evel eur moroc’h, pa zeuaz ar plac’h da zigas he lein d’ezhan ; rankout mad e oe d’ezhan dihuna. — Mar d-eo evel-se e labourez-te, eme-z-hi, ne vezo ket pell ar stal gan-ez ama ; diwall oc’h da groc’henn, mar kerez ; dont a raio ann noz war-n-oud ha ne vezo great netra. — Digas va lein d’in, eme Iann, ha lez da stolok brema, ne ket te a zamanto emichans. Ha Iann ha dibri he lein, fumi eur c’hornad butun ha dao adarre war he livenn [1] da gousket.
Tost oa ann heol da guzet, pa zihunaz : — Asa evelato, eme-z-han, pred eo ober eunn dra-bennag, a gredann, gant aoun na venn gwasoc’h. — Roue ar merienn, eme Iann, te as poa lavaret d’in ez pije dizammet ae’hanoun euz va foan, m’am bije. Deuz ’ta, te ha da vandenn ; deuz affo da renka ar greun-man pep-hini enn he vern, evel ma’z euz lavaret d’in. — Hag ar merienn, o tont dioc’h-tu euz a bep korn, a zastum ar greun buhanoc’h evit ma lavarann d’e-hoc’h. Kement a ioa anezho, ma choumaz unan da zellet oc’h Iann drouk enn-hi, o veza n’e doa kavet greunenn e-bed da zougen ; eat oant holl gant ar re all.
Great al labour, ar roue Fortunatus en em gav da guz-heol, hag o welet ez oa deut Iann a benn euz he daol, e skrabe he benn hep kaout debron. Iann a-vad a ioa laouen ha fouge enn-han. — Ac’hanta, roue, koan a vezo emichans ! — Ia, ia, eme ar roue, deuz, rak naoun a dleez da gaout. — Eunn nez-damant ; gwasoc’h labour am euz great, ne d-eo nemet eur belbiach hoc’h euz roet d’in.
Iann a zebr neuze he goan, a ev eur banne hag a gousk divorfil. — Brao ! Antronoz vintin ar paotr a ia seder da gaout ar roue Fortunatus hag a lavar : — Petra zo c’hoaz da ober dre ama, livirit ? Arabad eo d’e-hoc’h lezel ac’hanoun da c’hoari, evel deac’h. — Nann, nann, eme ar roue, ne c’hoarie ket ; deuz gan-en. Hag ar roue Fortunatus ha kas Iann e-c’harz eul lenn vraz ; evel eur mor oa al lenn-ze. Setu petra zo da ober, eme ar roue : teurel ann dour euz al lenn-man aze, enn tu all, gant ar skudell-man, ha lakaat dioc’h eunn tu ar pesked a zo mad da zibri, hag ar re vihan a lezi da veva dioc’h eunn tu all. Labour brema ac’han da noz pe evel a giri, rak da guz-heol e ranko beza great ar pez a lavarann d’id. — Ne vezo ket red d’in c’houezi, eme Iann : It atao, roue, kaer ho pezo, ho merc’h a vezo d’in, pa lavarann.
Ar roue war gement-man a ia kuit ac’hano ha Iann a grog enn he skudell. — Pet diaoul ! eme-z-han o trei hag o tristrei he skudell a ioa eur grogenn vrennik toull. Ia, e feiz, eme-z-han, sad’ ama eur benvek da labourat ! N’euz forz, great e vezo al labour, p’am bezo amzer e-verr a-raok kuz-heol. Ha Iann ha gourvez eno dindan eur wezenn fao da ober eur vorenn bete lein. Ar plac’h a zeu da zigas he bred d’ezhan, ha Iann a oe red he zihuna adarre. — Sad’ ama eunn oristal a-vad, eme ar plac’h ; ne ra nemet dibri boed ha kousket peb eil, hag evelato e vez great he labour e poent hag enn amzer ; red eo ma ve eur sorser ha n’ema ket he-unan. — Daoust ha piou a ve ama nemed-oun-me, eme Iann ? Tavit ho kenou, me ho ped, va flac’hik-me, rak ha pa na rafenn-me foultr vad, petra ra ze d’e-hoc’h ? Iann neuze a zebr he lein, a fum he gornad butun hag en em laka da gousket koulz ha biskoaz.
Dihuna a reaz war-dro eunn heur a-raok kuz heol. — Asa, eme-z-han, kaout a ra d’in eo divezad anezhi ; red eo obet eunn dra-bennag. Hag hen ha gervel d’he gaout roue ar gwazi, ha lavaret d’ezhan diwar-benn petra oa. — Pa oe deut ar vandenn, ar gwazi a lavaraz da Iann : — Ne vezo ket pell ann abadenn, ma n’euz nemet dizec’ha al lenn-ze. Hag ar gwazi ha mont ha dizec’ha al lenn gant peb a vekad dour, kement a ioa anezho. Ar pesked braz a oe taolet war ar zeac’h hag ar re vihan e dour al lenn nevez.
Ar roue Fortunatus en em gavaz da guz-heol hag o welet ez oa great gant Iann kemend en doa gourc’hemennet, e teuaz poan spered d’ezhan. — Em euz aoun, eme-z-han, na rankinn koll va merc’h en taol-man. Evelato gwelet e vezo c’hoaz, ha mar bez da roue Breiz, e c’hounezo anezhi. — Iann a zelle oc’h ar roue Fortunatus enn eur c’hoarzin goap ; egile a-vad a c’hoarze melen hag en doa nec’h, ha n’oa ket heb abek, rak Iann a wie e teuje a-benn euz he daol, n’euz forz petra vije roet d’ezhan da ober.
Ar paotr Iann a zebraz hag a evaz hag a gouskaz evel ann dervesiou a-raok. Antronoz vintin e oe kaset gant ar roue da eur c’hoat braz, hag eno e oe roet d’ezhan binviachou euz ar re wella : eur bal, eunn tranch hag eur vouc’hal brenn evit diskar ar c’hoat, he fagodi, he faouta hag he gordenna abarz ann noz ; kant devez arat-bennag a ioa dindan ar c’hoat-ze. — Ar roue-man a zo eunn den diot, eme Iann, ha kredi a ra d’ezhan ez inn-me da derri va c’horf da ober va labour ? — Hag ar paotr ha foultri he bal, he dranch hag he vouc’hal oc’h ar wezenn genta en em gavaz eno ha terri anezho, ker bresk oant. — Kea atao, koz roue, kaer as pezo klask miret na zeufe da verc’h gan-en-me, dont a raio, m’hen tou, ha pa ve drouk enn-oud. Da c’hortoz, me ia da ober eur vorenn. — Ha Iann da gousket dioc’h-tu. Goude dibri he lein, e kouskaz adarre beteg ar pardaez, ha pa welaz ez oa ann heol izel, e klaskaz reunenn roue al loened hag e c’halvaz anezhan. — He-man en em gav diwar herr : — Petra zo, Iann eme-z-han ? — Ar c’hoat-man da ziskar, da faouta, da fagodi, da vernia. — N’euz ken, eme roue al loened. — Nann, eme Iann, goude ec’h ehani. — Neuze ne vezo ket hirr ar pennad labour, eme roue al loened, rak ema great brema ha great mad. — Gwell a ze, eme Iann, hag ho trugarekaat.
Ann heol a ioa o vont da guzet, p’en em gav ar roue Fortunatus enn eur skrabat he benn, evel pa vije bet o ranvat lin. — Foutouillenn, ne dalv ket d’in, eme-z-han, klask c’hoari ouz-id, kaoc’h ounn gan-ez, mestr ann dud oud, va faotr, ha birviken n’em bije kredet e vije bet eunn den evit ober traou ker burzuduz. Eur maout oud, a lavarann d’id, ha gounezet ec’h euz va merc’h, n’ounn mui evit miret ouz-id da gas anezhi gan-ez d’as pro.
Iann laouen, a c’hellit kredi, o klevet ar roue Fortunatus, a zebraz evel daou, a evaz evel c’houeac’h hag a gouskaz evel eur varrikenn. Pa zavaz antronoz, ann heol a ioa huel. Merc’h ar roue Fortunatus a ia neuze d’he gaout hag a lavar d’ezhan : — Red mad eo d’in, eme-z-hi, kuitaat va zad evit mont gan-e-hoc’h da gaout roue Breiz, en deuz va goulennet da bried. Evelato, abarz m’en devezo ac’hanoun-me e vezo souezet, rag arabad eo kredi ne gavinn-me ket labour d’ezhan da ober, ha d’he dud ivez.
Iann hag he brinsez a ieaz ac’hano neuze war-zu Breiz, e pe leac’h ec’h en em gavchont abred. Digemeret mad e oent, rag er vro-ze a-viskoaz euz bet great enor d’ar merc’hed. Evelato, ar brinsez e devoa keuz, gwalc’h he c’haloun, o veza eat kuit euz he bro ha dioc’h he zad. Enn eur vont e tifrunke puill ann dour euz he daoulagad hag e lavare : — Kenavezo va zad, kenavezo tud va bro, kenavezo va c’hastell kaer, te zo douget gant peder chadenn aour ha gant pevar leon ar re greva a zo er bed ! Enn-oud-te ounn bet ken euruz ! Ha da alc’hueziou aour, da betra e vent-hi mad d’in-me hiviziken, nemet da greski va glac’har ha va anken ? — Enn eur lavaret ann dra-ze, e stlapaz anezho pell diout-hi er mor.
Roue Breiz, pa welaz ar brinsez kaer-man, a oe laouen he galoun hag a lavaraz d’ezhi e karje beza karet gant-hi. — Fisians am euz, eme-z-han, e vezimp eureujet abarz nemeur ama, pa’z oc’h deut d’am zi. — Salokras, eme ar brinsez, ne vezinn ket c’hoaz, rak a-raok m’ho pezo ac’hanoun-me, e kafot hirr ann amzer. Abarz dimezi, me a rank kaout ama va c’hastell kaer a zo douget war beder chadenn aour ha gant pevar leon. — Penaoz a livirit, prinsez, eme roue Breiz ? Piou a ve birviken evit digas d’e-hoc’h ho kastell ama ? — Digaset e vezo, roue, eme-z-hi, pe anez ne zimezot gan-en birviken. Ann hini a zo bet oc’h va c’herc’hat-me da zont ama, a zo den a-walc’h evit digas va c’hastell ivez, me gred. — Neuze, eme ar roue, e ranko mont pe astenn he c’houzoug dindan ar gountell.
— Grit evel a gerrot war gement-se, hogen evit ar pez a lavarann-me a vezo great, pe ne vezinn birviken pried d’e-hoc’h. Neuze roue Breiz a c’halvaz Iann da zont d’he gaout. — Asa, eme ar roue d’ezhan, ama ez euz eur c’hoari all ; red eo d’id, paotr, mont da gerc’hat kastell aour merc’h ar roue Fortunatus. — Red eo, roue, e ve kollet ho skiant gan-e-hoc’h ; mont da gerc’hat euz a geid all ama eur c’hastell enn he bez ! Piou en deuz roet d’e-hoc’h da gredi e venn evit ober traou er c’hiz-ze ? — Ne ket a-walc’h komzou, eme ar roue ; mont a rankez, pe a-benn tri dervez hag hirio e varvi ; gra brema ar pez a giri, n’em euz mui netra da lavaret d’id. Iann a oe neuze nec’hetoc’h evit na oa bet biskoaz : — Evit doare, eme-z-han, ne vezo distag e-bed d’al labouriou. — Hag ar paotr da gaout he varc’h adarre, enn eur skuilla daelou hag o lavaret d’ezhan e varvche enn dro-man. — Hag evit petra, eme ar marc’h ? — O veza ma’z eo red d’in mont da gerc’hat kastell aour merc’h ar roue Fortunatus, a zo dindan-han peder chadenn aour ha pevar leon ar re greva a zo er bed.
— Kelennet mad am boa ac’hanoud, eme ar marc’h ; me wie er-vad petra vije en em gavet gan-ez ; dizent oud bet ha brema oud kastizet, gwaz aze ! Warc’hoaz ez aimp enn hent, hag e welimp ha ni a vezo evit kaout d’ar roue ar pez en deuz goulennet.
Antronoz ar re-man a ieaz ac’hano, hag o veza en em gavet e-kichenn kear ar roue Fortunatus, ar marc’h a lavaraz da Iann klask he reunenn ha gervel roue al loened. Iann a reaz dioc’h lavar ar marc’h, ha setu al loened oc’h en em gaout gant ho roue. — Setu ni ama, Iann, petra zo da ober ? — Eunn tamm labour ha n’eo ket ebad, rak ar pevar leon braz a zo dindan kastell ar brinsez a rank beza lazet, mar d-oc’h evit-ho, eme Iann. — Mar d-omp evit-ho, eme roue al loened, bremaik e welot, ne vezo ket pell ann abadenn.
Sada neuze dioc’h-tu eur brezel hag eur freuz digounnar o tigeri gant ar baotred vrao-man ; ficha a rea gant-ho ar bleo hag ar c’hik ma’z oa eunn drugar, hag eunn trouz oc’h-penn ma krene gant-ho ar vro tro-war-dro. Sada lazet unan euz a leoned ar c’hastell ; frigas a zo gwasoc’h c’hoaz, daou leon all a zo blonset, koueza ha mervel a reont ; brema n’euz mui nemet unan. Ne oe ket hirr he abadenn, ha ne c’hellaz herzel pell oc’h ar re all.
Pa oe lazet ar pevar leon, e oe sachet war ar c’hastell diwar bouez ar peder chadenn aour hag ez eaz etrezek ar mor ha choum eno war ann dour, kompez evel eul lestr. Ma oe staget neuze gant ar peder chadenn oc’h diadre lestr Iann a dennaz anezhan d’he heul, ker brao ha tra. Ann avel neuze o tont da c’houeza mad d’ho c’has d’ar gear, ec’h en em gavchont abretoc’h evit na oant gortozet.
Roue Breiz, o veza ma veze bemdez enn he brenestr o sellet hag hen a welche Iann o tont, a welaz da genta al lestr hag ar c’hastell war he lerc’h ; diredet a eure da lavaret d’ar brinsez. — Deut da welet, eme ar roue, sellit, gwelet a rit a-hont ho kastell kaer ; ema o tont a-hont enn tu all da enez Benniget. Dent ’ta buhan da welet hag e welot ez eo gwir a lavarann. Hou-man ne grede ket, ha pa welaz e lavaraz : — Gwir eo, eme-z-hi, va c’hastell-me eo, anaout mad a raon anezhan ; en em gaout a raio hep dale, rak ann avel hag ar mor a zo mad d’ezhan da zont.
— Brema emichans, eme ar roue, n’euz netra e-bed ken a gemend a virfe ouz-hoc’h da eureuji gan-en. — A gav d’e-hoc’h, eme ar brinsez ? Me wel er-vad ema va c’hastell aze ; na petra dalv ? Sellit mad out-han, roue Breiz, ha ne welit-hu ket eo prennet ann dorojou ? Koulskoude, penaoz ez inn-me ebarz, ma n’euz ket a alc’houesiou ? Ha ne d-euz hini, rak taolet int bet gan-en er mor, n’ouzounn pe leac’h, pa’z edounn o tont. Kasit unan euz ho perz da glask anezho e rouantelez ar pesked ha d’ho digas d’in ; anez m’her lavar d’e-hoc’h, birviken ne eureujinn.
— Sad’ ama eur c’hoari all, eme ar roue ; foeltr biskoaz n’em euz gwelet merc’h par da hou-man. Ha perak ann diaoul ounn-me bet ken diot da vont keid all da glask eur c’hrek, p’am bije kavet dre ama koulz ha gwelloc’h eunn tamm brao ? Evelato, ha pa ne fellfe ket d’ezhi, eureujet e vezimp, pe e vezo gwelet, rak e feiz, n’ounn ket eat bete keit-man evit choum brema a zav krenn e-kreiz ann hent. Lavaret ne vezo ket war va lerc’h ez eo bet eur verc’h rok ha morgant treac’h d’in-me.
Ar roue a lavare ann traou-ze etre he zent, a
c’hellit kredi, rak n’oa ket diot anezhan da vont
da glemm kre diwar-benn ar pez brao-ze ; keuz
en divije bet. — Ha penaoz, eme-z-han neuze
kre d’ezhi, penaoz e vezo kavet ann alc’houesiou-ze,
mar d-emaint du-ze e gweled ar mor, ne oar
den e pe leac’h, nemet Doue hag ar pesked ? Gwelloc’h e ve, a gav d’in, lakaat ober alc’houesiou
nevez, alc’houesiou aour evel ar re all ha kouls
hag hi, pa c’hellot gant-ho serra ha prenna dorojou
ho kastell. — Me n’em euz ezomm e-bed euz
a alc’houesiou all, va alc’houesiou-me eo a fell
d’in ha bez’ em bezo anezho, pe ni welo. Ma ne
fell ket d’e-hoc’h, n’hoc’h euz nemet lavaret ha
leuskel ac’hanoun da zistrei da di va zad. — Oto !
oto ! eme ar roue, hoc’h alc’houesiou ho pefe
digan-en, ma venn evit rei anezho d’e-hoc’h ; ne
gav ket d’in e c’hallfenn, gwasa zo ! rak n’euz den
em rouantelez hag a ve evit ho c’haout hag ho
digas d’in euz a weled ar mor. — Ha n’hoc’h euz
ket aze Iann, eme-z-hi neuze, gwest a-walc’h eo
d’ho c’haout, emichans, p’en deuz digaset ac’hanoun-me
ama ha va c’hastell ivez ; n’euz nemet-han
a gement a ve evit ober ar pez a lavarann,
hag ober a raio, pe birviken me ne zimezinn gan-e-hoc’h :
grit brema evel a gerrot, eur weach evit-mad.
Great e vezo, eme ar roue, ha dioc’h-tu ha kemenn Iann da zont d’he gaout. — Eunn dra-bennag a nevez a zo adarre, eme-z-han, ha n’em bezo peoc’h nag ehan e-bed evit doare, ken na vezinn maro ; deomp da welet, pa’z eo red. Ha Iann ha mont hag ar roue ha lavaret d’ezhan : — Ama, paotr, ez euz eur c’hoari all ; kalz a droiou ac’h euz great beteg-hen, hag ann dro-man ne vezo ket ar vihana ; ann diveza e vezo, a gredann, a-vad. Setu petra zo. Digaset ec’h euz ama kastell merc’h ar roue Fortunatus ; ha ne kwir ; — Ia da, eme Iann. — Eveseat ec’h euz out-han, prennet kloz e oa war-n-han ann doriou hag ar prenestrou, ha da zigeri anezho n’euz alc’houez e-bed. Ann alc’houesiou-ze a ioa gant ar brinsez p’ac’h euz digaset anezhi ama, hag, enn eur zont, e stlapaz anezho er mor, ha brema e lavar e ranko ho c’haout, petra-bennag ne oar den e pe leac’h emaint. — Ha penaoz, roue, e kavinn-me anezho ? — Me ne rann forz penaoz ho c’havi ; kavet e vezint pe diwall oc’h da groc’henn. — Mad ! mad ! eme Iann, pa’z eo red, ez inn. — Ha kuit ac’hano da gaout he varc’hik, enn eur grafat kostez he benn.
En em gavet er c’hoat ma’z edo, Iann a lavaraz : — Asa, va marc’h keaz, eme-z-han, me garfe beza maro pa zonjann e kement a zo red d’in da ober. Brema ez euz lavaret d’in gant ar roue e rankann kaout alc’houesiou aour ar brinsez, a zo kollet du-ze er mor, taolet gant-hi ne oar ket e pe leac’h. — Kea atao, Iann, eme ar marc’h, n’oud ket tost da baouez. Lavaret em boa d’id es pije bet keuz da veza kaset gan-ez ar c’hoz varvouskenn-ze. N’ec’h euz ket sentet ouz-in, ha brema e welez petra zo. Warc’hoaz, eme ar marc’h, ez aimp adarre enn hent evit gwelet ha ni a c’hello kaout ann alc’houesiou-ze.
Antronoz, sada int-hi war ar mor glaz, hag ar marc’h ha lavaret da Iann : — Kleo gan-en, laka karga da ganoliou ha tenn hep distag, dioc’h ann daou du, ken na zeuio roue ar pesked da c’houlenn digan-ez petra a fell d’id. — Iann neuze a ra tenna gant he ganoliou, ken a gren ann douar hag ar mor, pesked hag all. Roue ar pesked a zeu d’he gaout hag a lavar : — Asa, Iann, pe seurt drouk hon euz-ni great d’id, lavar, evit dont da denna war-n-omp evel a rez ? — N’hoc’h euz great drouk e-bed d’in, eme Iann, ha mar tennann, evel a rann, eo dre m’am boa c’hoant da welet ac’hanoc’h ha da glevet gan-e-hoc’h eunn dra-bennag diwar-benn alc’houesiou aour a zo kollet er mor. Daoust ha n’ho pe ket kavet anezho ? — E feiz, Iann, ne oufenn lavaret ger d’id war gement-man ; meur a dra a vez kollet bemdez er mor ha labour a ve da glask ma ve rankout kaout anezho. Evelato, me ia da welet ha ne vezo ket gallet kaout ann alc’houesiou a c’houlennez, mar gellez lavaret d’in e pe du int kouezet er mor. — Penaoz e lavarfenn, eme Iann, ne ouzounn ket va-unan. Ann alc’houesiou-ze a ioa gant merc’h ar roue Fortunatus, pa’z edo o tont euz a di he zad da Vreiz, hag o veza ma oa drouk enn-hi, m’oar-vad eo e deuz strinket anezho er mor.
— Mad ! mad ! eme roue ar pesked, mar kerez lezel ac’hanomp e peoc’h hivizikenn, me a lakaio digas anezho d’id, pe ne raio den, a gredann. — Peoc’h ho pezo, eme Iann, n’hoc’h euz brema nemet labourat. — Ha roue ar pesked gant eur zutadenn ha gervel ar re all d’he gaout, hag hi dioc’h-tu ha dont enn-dro d’ezhan stankoc’h evit gwenan enn eur gestad. Lavaret a ra d’ezho : — Tostait ama ann eil goude egile, ma welinn piou oc’h. Hag hi ha dont, hag ar roue, o sellet piz, a welaz n’edo ket ar miner enn ho zouez. — E pe leac’h eo choumet ann treineller fall-ze adarre, eme ar roue ? Hen-nez ne d-eo morse evit en em gaout gant ar re all, pa vez ezomm.— Ema hen o tont, eme unan euz ar pesked, eunn difred zo war he gorf[2], evel pa ve o sacha eur pez karrek war he lerc’h. — Asa, eme ar roue, petra eo d’id beza ken divezad o tont, lochore braz ma’z oud ! — E feiz, eme ar miner, me a ioa o sevel va lojeiz, hag evit ober va labour, e rankenn klask danvez ; sammet ounn c’hoaz, evel a welit, gant ar pez am euz kavet evit ober va c’hastell evel ma’z eo dleet. — Ha petra eo ann dra-ze ac’h euz kavet, eme ar roue d’ezhan ? — N’ounn dare, eme ar miner, gwelit hoc’h-unan. — Ar roue, pa zellaz out-han, a welaz ez oa ann alc’houesiou a glaske Iann anezho oant. — Sell, eme roue ar pesked da Iann, sad’ ama ann alc’houesiou a c’houlennez, m’oar-vad ; kemer anezho pa ec’h euz ezomm. Arabad eo dont hiviziken a-vad da ober poan e-bed d’e-omp, rak ni ne reomp gaou oc’h den hag a lez ann dud war ann douar, ha ne c’houlennomp digant-ho nemet ma lezint ac’hanomp ivez er mor, da veva ha da vervel. — Gwir a livirit, ha mar gellann, eme Iann, n’ho pezo drouk e-bed mui euz va ferz ; m’am euz great eunn tammik trouz d’e-hoc’h, oa rankout d’in ober evit kaout ann alc’houesiou-man. Ho trugarekaat eta, roue ; kenavezo ! — Ha da zistrei da Vreiz gant he alc’houesiou hag he varc’h.
P’en em gavaz, e oe mall gant-han mont da gaout ar roue a oa lorc’h enn-han, pa welaz Iann distro ken abred. — Petra, eme-z-han, distro oud, Iann ? — Ia da, roue, ha gan-en, gwella a zo, ann alc’houesiou aour hoc’h euz goulennet. — Eunn den oud, Iann, eme ar roue, ha ne ouzounn ket petra da rei d’id evit kemend all a boan ec’h euz bet evid-oun. — Gwella a gavchenn a ve mad, eme Iannik, eo m’ho pe ar vadelez d’am lezel hiviziken da ziskuiza ; gwall dorret eo va c’horf gant al labouriou am euz great pell zo. Ne ve ket drouk d’in brema, a gredann, choum er gear hep mont da foeta hent dre gement bro a zo. — Hiviziken, eme ar roue, n’es pezo mui bale e-bed da ober, ha pa vezinn-me eureujet gant merc’h ar roue Fortunatus, me a zigollo ac’hanoud evit kement ac’h euz great evid-oun. Evit brema, e gwirionez, ez ounn re douellet gant ar brinsez-ze evit gallout ober netra all e-bed. Gortoz eta, Iann, da boan ne d-aio ket da goll. — Hag ar roue ha kemeret ann alc’houesiou aour, ha Iann kuit ac’hano.
Ar roue a ieaz dioc’h-tu gant ann alc’houesiou-ze da gas anezho da verc’h ar roue Fortunatus. — Enn taol-man, eme-z-han, ez oc’h d’in, rak ne gredann ket e c’hellfac’h digarezi pelloc’h beza va fried. — Nann, eme-z-hi ; n’em euz ken nemet eunn dra da gaout digan-e-hoc’h a-raok dimezi, ha kredi a rann em bezo ann dra-ze, p’am euz bet ann traou all. Ar reked-ze am euz da c’houlenn eo ma vezo devet e-beo Iann, e-kreiz leur gear.
— Petra, eme roue Breiz ! Penaoz a rinn-me evit devi eur paotr en deuz great kemend a vad evid-oun, goude m’emounn o paouez lavaret d’ezhan e vije digollet mad divezatoc’h evid kement en deuz great. — Gwaz a ze, eme ar brinsez, mar hoc’h euz c’hoant d’am c’haout, eo red e ve great kement-se. — Mad ! mad ! pa’z eo red, e vezo great, rak n’eo ket eunn den a viro ouz-in da gaout ac’hanoc’h.
Sada beac’h, enn taol-man, war gorf Iann adarre ! Ar roue a laka kemenn d’ezhan dont d’he gaout. Iann, pa glev ez eo galvet gant ar roue, a zo lorc’h enn-han o kredi, war he vennoz, ez eo evit kaout he c’hobr eo enn dro-man. Paour keaz Iannik ! Distroet e vezo da benn d’id bremaik, pa glevi petra zo a nevez.
Sounn he benn gant-han, ez eaz da gaout ar roue ; izel e tistroaz ac’hano. — Petra zo, roue, eme Iann ; galvet ounn gan-e-hoc’h, am euz klevet. — Ia da, Iann, hag eur boan vraz eo d’in lavaret petra zo ; goude kement ac’h euz great, ne oufe c’hoarvezout gwasoc’h gan-ez, kleo : Merc’h ar roue Fortunatus a c’houlenn ma vezi devet e beo e-kreiz leur gear, ha barnet oud da veza devet ; rak-se ’ta gra brema da bak, kenta ma c’helli ; ne dalv ket d’id klask gina, devet e vezi, pa fell d’ar verc’h vrao-ze. — A zo mad, roue, eme Iann ; evelato, astenn d’in va huez e-pad daou zervez hed-a-hed a gavfenn a ve mad da ober va fakad. Ouspenn zo, ne ket brao distalia diwar ar bed ker buhan ha lavaret, rak marteze ne venn ket digemeret mad er bed all. — Daou zervez as pezo, Iann, dioc’h da c’houlenn. — Ho trugarekaat, roue, eme Iann, a ia ac’hano ker sioul ha tra, da gaout he varc’h d’ar c’hoat. Enn eur vont, e lavar out-han he-unan : — Sad’ ama penaoz ema ar rouanez, setu va gobr-me ; talvezout a ra ar boan mont d’en em laza evit ober vad da seurt-ze ; enn ho c’hreiz, evit doare, n’euz nemet mein e leac’h kaloun.
Iann en em gavet gant he varc’h, a lavaraz d’ezhan : — Deut ounn er weach-man da gimiada diouz-id evit-mad ; great ar stal gan-en, ha barnet ounn gant ar roue da veza devet e-beo e-kreiz leur gear. Kenavezo ’ta, va marc’hik keaz, en em guitaat a rankomp brema ; a-benn daou zervez hag hirio ne vezo mui nemet ludu ac’hanoun. — Sad’ aze petra eo choum hep senti ; ma n’as pije ket kemeret ar c’hoz varvouskenn-ze, e vijez kuit brema da veza devet. Evelato marteze ne vezi ket devet c’hoaz. Selaou gan-en : Ha n’ec’h euz-te ket eur mignoun-bennag e mechosi ar roue ? — Eo da, eme Iann ; unan am euz hag a rafe eur vad-bennag evid-ounn. — Mad ! eme ar marc’h ; kea d’he gaout ha lavar d’ezhan klask d’id eur voutaill, eur stouf d’he bounta, eur skrivell hag eur bros pe balouer. Ne d-euz ezomm netra e-bed ken. P’as bezo bet ann traou-ze digant-han, deuz ama affo d’am c’haout, ha me a lavaro d’id petra as pezo da ober.
Iann dioc’h-tu a zistro ac’hano da gaout he vignoun d’ar mechosi, hag en devoe digant-han ar pez a c’houlennaz ; ha d’ar red, kuit war he c’hiz, da gaout he varc’h d’ar c’hoat. He-man a lavar da Iann : — Skrivell mad ac’hanoun ha dastum er voutaill, gant ar palouer, ar boultreun ha kement a gouezo diouz-in. — P’en devoe great Iann ar pez a lavare he varc’h d’ezhan, ar voutaill ne oa ket hanter leun, na tost zo-ken. — N’euz forz, eme ar marc’h, laka dour ebarz da beur-garga anezhi, ha diwall d’he c’holl a-vad. Breman n’as pezo mui ken tra da ober nemet mont da gaout ar roue, ha lavaret d’ezhan e karfez ober da lochenn e-kreiz ar bern keuneud a zo dastumet da zevi ac’hanoud ; ha goulenn ive digant-han amzer da ober da bedennou, a-raok ma’z i da glask rouantelez ar Baradoz. Kas gan-ez eur skabell da azeza. Neuze, eat ebarz, e tenni da roched diwar da dro, ha gant ar pez a zo er voutaill e walc’hi da izili hag e froti anezho endra c’helli. Goude m’as pezo en em c’hlebiet evel-se penn kil ha troad, gant ar pez a choumo er voutaill, e walc’hi ive da roched, ha p’as pezo ket mad anezhi enn-dro d’id, e lavari d’ar roue c’houeza ann tan, pa garo, war-n-oud.
Iann a reaz penn-da-benn kement a ioa bet lavaret d’ezhan gant he varc’h, ha p’en devoe lavaret d’ar roue c’houeza ann tan, ar flamm dioc’h-tu a lammaz ker buhan gant ar c’heuneud, ma oent devet buhanoc’h evit n’am euz lekeat da skriva ann dra-ze ama.
Pa’z edo ann holl o keusia da Iann hag o lavaret ez oa pec’hed devi eur seurt paotr koant, eur paotr a galoun vad evel-d-han, setu neuze ha Iann hag ober eul lamm euz a douez ar glaou ruz, enn eur grena enn he holl izili gant ar riou ; n’oa ket evit herzel, eme-z-han. — Burzud ! burzud ! a lavaraz ann holl, eur zant eo pe eunn diaoul. — Ne ket eunn diaoul eo, eme ann dud o voda enn-dro d’ezhan ; sellit out-han peger kaer eo ! Ann hanter eo koantoc’h evit na d-oa a-raok. — Ha gwir a-vad, hag ann holl a ioa eno souezet ha mantret, a c’hellit kredi.
Ar brinsez, deut da zellet, a oe souezet ive kement
hag ar re all, hag he c’haloun neuze o tont
enn eunn taol da garet Iannik, o welet peger koant
oa deut da veza, ar brinsez a lavaraz d’ar roue :
— Sad’ aze eur paotr a-vad ! Ma vijec’h-hu bet ker
brao den ha Iann, e vijec’h bet mellezour va daou-lagad,
hag e vijenn bet euruz war ann douar.
— Ha ma rafenn-me evel-d-han, eme ar roue d’ar
brinsez, marteze e teufenn ive ker kaer ba ma’z
eo ? — E c’hallfac’h dont marteze ; eme ar brinsez.
Hou-man ne lavare ann dra-ze nemet evit paka ar roue, dre m’e devoa brema muioc’h a c’hoant da zimezi gant Iannik eget da vont d’ann dour d’en em veuzi.
Ar roue, ken diot hag eul leue briz, a laka digas di eur pez bern keuneud ; mont a ra enn he greiz evel Iann, ha dioc’h-tu e oe c’houezet ann tan war-n-han. Ne badaz ket pell tantad ar roue ; enn eunn taol-kount e oe mouget, devet ha pulluc’het kik, kroc’henn, eskern hag all, hep na choumaz anezhan nebeutoc’h evit netra. Evel-se e oe great eur paotr koant anezhan !
Neuze ar brinsez laouen a lavaraz da Iann : — Te eo ec’h euz great ann taoliou kaera, te eo dre-ze a dle beza roue brema, ha roue e vezi, ha me da rouanez.
Hep dale e oe great ann eured gant-ho gant pep
seurt lid ha levenez ; ha kredi a c’hellit e oe gant-ho
eur friko ar seurt ne oa ket bet gwelet pell a
ioa. Goude ma oe distaget dioc’h ann eured, Iann a
ieaz da gaout he varc’h d’he gastell brankou, da
lavaret d’ezhan petra a ioa c’hoarvezet, ha d’he
drugarekaat evit kement vad en doa great d’ezhan
abaoue ma oa deut euz a di he gerent. Ar marc’h
neuze a lavaraz : — Brema me ia da zistrei d’am
bro, n’am gweli mui hiviziken, rak hiviziken
ken-nebeud n’es pezo ezomm ac’hanoun. Kenavezo ’ta
evit-mad ! Lavaret em boa em bije great vad d’id
endra c’helljenn ; great em euz, a gredann, hervez
va galloud ; kenavezo da viken !
Hag ar marc’h ac’hano kuit d’ar gear, ha Iann d’he lez da gaout he rouanez iaouank.
War am euz klevet e oe euruz gant-hi e-pad he vuez, hag e oe ker mad out-han ha ma’z oa bet rok a-raok oc’h ar roue.
Evit peur-lavaret brema : Ar marc’h a zo bet kemend all a hano anezhan er marvaill-man, a ioa tad Iannik, deut da zeski skiant d’ezhan ha d’he ren dre hent poaniuz ar vuez.
Iann he vaz houarn a ioa map eunn inkarder euz a Ger-Savater. E-pad tri bloaz hanter e oe maget gant he vamm, ha pa veze eat hou-ma da walc’hi he dillad, pe d’ar fourn da boazat, Iannik a zave euz he wele hag a rede da glask anezhi, enn eur wela, evel eul leue war-lerc’h he vamm.
Eunn dervez e oa eat Biganna d’ober kouez ; da wener oa ann dra-man, siouaz ! ha Iannik ar Pennok, evel a rea anezhan ann amezeien, ha mont da gaout ar poull-kanna, herr enn-han. Pa en em gavaz eno : — Mamm, bronn d’in, eme ar skil-baotr, ken teo he zivesker hag he ziou-vreac’h ha postou eur gwele kloz, ha ker braz he benn hag eur girin da lakaat dienn. — M’ho kaso du-ze, ampouaill dizoare, eme ar merc’hed all a ioa enn-dro d’ar poull. Gant ar vez dihana ! paotr braz, keit da zent hag eur vioc’h koz ! Bremaik n’hi ho kaso da zeski chaogat bara pelloc’h.
Biganna ne lavare ger, rak mez e devoa gant he c’holladenn, hag aoun o senti ouz he moumoun keaz, enn avantur na vije great goap anezhi ivez. — Jezuz ! Gwerc’hez Vari ! eme eur c’hrek, daoust ha n’emoc’h ket e santimant da zizouna ar paotr iaouank-ze morse, va c’homer geaz ? — E feac’h eo, eme Biganna, ha pell zo emounn zo-ken o klask ann dro d’hen ober, rak feaz-maro ounn o vaga va map. N’ouzounn ket a-vad penaoz dont a-benn euz va zaol, hag oc’h-penn zo, ar bara a zo bihan, evel a ouzoc’h, ha va hanter-tiegez, mar d-eo mad da c’hounid, a zo gwelloc’h c’hoas da zispign. — Ravoderez, eme ar merc’hed all enn eur vouez, ha netra ken ! Biskoaz bravoc’h tro ; list ar golladenn-ze da c’houlenn kement ha ma karo ; choumit aze seder hag en devezo mez.
Iannik a reaz eunn talabao mar d-oa spount, o pidi hag oc’h aspidi be vamm da vont da rei bronn d’ezhan.Pa oe skuiz, a-benn eur pennad, ar paotr a ieaz d’ar gear da gerc’hat eur skabell goat, hag a zeuaz bete dindan fri he vamm da lavaret d’ezhi dont da rei bronn d-ezhan.
Ar merc’hed all ne rejont nemet c’hoarzin ha lavaret d’ar paotr min-livriz, pep-hini he besiad, kaeroc’h ann eil evit egile. Unan anezho, o welet n’oat ket evit dont a-benn anezhan a hend-all, a ieaz d’he gaout ha souba anezhan el lenn, o rei pensadou d’ezhan, ken na c’houlennfe dour da eva. — List ac’hanoun da vont kuit, eme-z-han. — Lavar na zeni mui eta birviken. — Biken ne zeninn mui, eme Iann ; hag hen kuit gant he skaon, kel lostok hag eul louarn paket gant eur iar.
Abaoue, Iann ne garaz ket gwelet ober kouez da wener. Biganna e devoe eunn toullad mez ; n’e devoe ket a geuz a-vad, dre ma krede e oa penn-kaos d’he mabik keaz da veza oc’h-penn ann hanter krevoc’h evit ar vugale all euz he oad. Ha krevoc’h e oa evit gwir, rak Iann Ker-Savater, hag hen c’hoaz iaouankik-flamm, a veze o c’hourenn ouz ar baotred iaouank hag o tougen ar baniell, da zul, e-tro ar vered. N’oa nemet eur pevarzek vloaz-bennag pa’z eaz d’al leur nevez da Gerne ; hag ac’hano e teuaz gant-han maout ar c’hourennadek.
Eunn dervez, Iann a ieaz euz ar gear hag a oe kollet e koat ar Ruskek, e-kichennik Sant-Herbot, pa edo o tistrei d’ar gear. O veza n’en em gave ket diwar eur mare, ann holl a gredaz ez oa bet plaouiet gant eur bleiz pe eur penn-moc’h gouez-bennag, ha great kaon d’ezhan. Darn a lavare koulskoude : — Piou ar bleiz, a gav d’e-hoc’h, hag a garfe tostaat oc’h Iann ; he hano a zo ken anavezet, ma ve a-walc’h evit lakaat holl bleizi menez Are da redek, evel pa ve eunn diaoul war ho lerc’h, pe eur skod tan dindan ho lost. — Daoust da ze, Iann a iea hag a rede evel eunn difelc’het, ken a gouezaz war he fri, feaz-maro. Kiliet[1] e oa bet, m’oar-vad, gant ar c’heler a-red enn noz dre ar c’hoajou ha dre ar parkeier.
Miliner Treiz-logod o tont er-meaz euz ann ti goude he iod, a glevaz eunn dra-bennag hag a ieaz dioc’h ann tu-ze, enn eur chaokat he damm kreun. Setu hag hen hag en em gaout gant Iann. — Petra c’hoari gan-e-hoc’h, va den mad, eme ar miliner pa her gwelaz ? Eunn truez eo ho kwelet ! — Aotrou sant Herbot benniget, kalz a draou, siouaz ! eme Iann. Dare ounn gant ann naoun, ha feaz-maro o c’haloupat er c’hoajou-ma. — Dalit, va den keaz, eme ar miliner, o rei da Iann ann delienn vara a choume c’hoaz enn he zourn.
— He-ma zo mad, eme Iann o lounka bara ar miliner enn eur c’henaouad. Kant bennoz Doue d’e-hoc’h ! Rekouret hoc’h euz va huez d’in. Biskoaz ne gaviz eunn eskenn voed ker c’houek d’am c’haloun hag ann tamm bara-ma. — Neuze setu ha Iann hag a zao war he ellou. — Deomp ac’han d’ar vilin, eme baotr Treiz-logod, rak gwall-dirapar eo ho tillad enn-dro d’e-hoc’h ha leun bri oc’h ivez. Krena a rit oc’h-penn gant ar riou pe ann dersienn. — Iann n’en doa ket a nerz a-walc’h da vale, hag ar miliner ha rei ann doum d’ezhan. Hag ann daou-ze neuze d’ar vilin war ho fouezik.
Iann Ker-Savater a gave den brao miliner Treiz-logod, evit-han da veza eul laer bleud, evel m’en doa klevet ez oa ar vilinerien peurliesa :
Ar mlliner laer ar bleud
A vo daonet beteg he veud ;
Hag he veud ann daoneta
A ia er zac’h da genta.
Ar miliner-ma, o veza m’oa dour kre d’ann nmpoent-ze enn he vilin, evel a lavarer, a zalc’haz Iann da bortezat. Biskoaz mevell e-bed par da Iann, na tost zo-ken. Pa veze ezomm da zevel ar mean milin da lemma, Iann ne d-ea ket da glask na kordenn na troell, nemet sevel ar mean diwar bouez he zivreac’h. Kas a rea ive mui a ed hag a vleud d’ar marc’had, war he chouk, eget marc’h e-bed euz a Gerne hag euz a Leon, zo koantoc’h.
Dre-ze ar miliner o welet ez oa Iann eunn den dispar ha mad-distaill da labourat, a ginnigaz he verc’h d’ezhan da bried. Iann a-vad, pa glevaz, a oe souezet, hag o veza ne gomprene ket a draou evel-se, e krogaz mez enn-han, hag hen mont ha tec’het kuit dre laer, evel p’en divije great eunn torfed-bennag.
Enn eur vont er-meaz euz ar vilin, e welaz eunn houarn braz eno, e-tro kein ann or, ha tapout peg enn-han hag he gas gant-han evel eur wialennik skanv. Ma tigouezaz Iann gan milin Lenn-veur, ha gwelet eno eur paotr iaouank o c’hoari ’r c’horn gant eur varrikenn ha daou vean milin. Ha mont Iann dioc’h-tu ha tenna he dok : — Demateoc’h, va mestr, eme-z-han. — Ha d’e-hoc’h ive, va den mad, eme egile. C’houi a lavar va mestr, em euz douet c’houi a zo paotr mad ivez. — Bete vrema n’em boa ket kavet va far, eme Iann ; c’houi a-vad a zo eur barr enn tu all d’in c’hoaz. — Deut ama ho paz d’in, eme egile, ha krogit er pesiou, da welet ha c’houi a raio ho taol. — Diwallit, eme Iann, na ve koueza a rafe va baz war ho treid, rak pounneroc’h eo evit eur wialenn gelvez. — M’euz aoun eo eunn houarn milin a zo gan-e-hoc’h da vaz. — Ia da, eme Iann o kregi enn daou vean milin, hag o teurel he bez kenta pell dreist ar varrikenn, e-touez ar ieot er prad, ha darbet d’ezhan zo-ken koueza er ganol a ioa pell enn tu all. — A-walc’h, eme baotr ar vein vilin, gant aoun da goll ar pesiou. Hag hep beza re ranel, eme-z-han c’hoaz, ha c’houi lavarfe d’in-me o vont da be leac’h emoc’h ? — O vont da redek bro, eme Iann ; dont a rit ivez ? — Ker laouen hag ann heol, eme egile ; hag hen lakaat eur pez e pep godell, ha kregi er varrikenn da c’hoari enn eur vont gant ann hent.
Marvaillou a zavaz gant ann daou-ma o kounta ho c’hoariou kaer ann eil d’egile. Chetu ne wient doare, ken na weljont eunn den o kerc’hat dour gant eunn donell. — Demateoc’h, paotred vad, eme-z-han, ma teuit-hu ha ma’z it-hu evel-se ? — C’houi a zo kouls goaz ha ni, war a welann, eme Iann he vaz houarn ; ni zo o redek bro, ha mar c’hoantait e teuot ivez gan-e-omp ? — Mont a-walc’h a rinn, eme baotr ann donell, rak biskoaz ne gleviz hano a dud par d’e-hoc’h-hu, na tost. — Hag hi enn hent ho zri, evel tri gamarad, eur jolori hag eur marvaillou gant-ho ; eunn ebad oa ho c’hlevet hag ho gwelet.
Digouezout a rejont e-tal eur feunteun, hag hi da eva dour ann eil goude egile. Iann a ioa war-lerc’h, ha pa’z edo o sevel enn he za evit mont da baka ann daou all, e welaz eur c’hrac’hik koz-koz evel ann douar, o tont enn eul lamm euz a douez ar beler, hag o lavaret d’ezhan e pleg e skouarn : — Laka evez, va mabik keaz, rak aze, e-kreiz ar c’hoat, ez euz tri jeant braz ha krevoc’h evit Samson gwechall, hag a zo e servich eur roufl koz a zo o choum eun eur c’hastell-kre, kant goured dindan ann douar. He-ma a glev c’houez ar c’hristen teir leo round diouz he vaner, ha p’en deuz naoun e kas he jeanted da baka tud d’ezhan da zibri. Tri gi braz a zo ivez noz-deiz o tiwall ar c’hastell. Te a vezo paket da genta, ma ne lakez ket evez, rak da zaou gamarad n’int ket badezet, hag ar roufl ne glevo ket buhan ar c’houez euz ar re-ze.
Setu ama, va mabik, ann aour-ieotenn dastumet oc’h sklerijenn al loar, d’ar c’houec’hved dervez, hag a rento servich vad d’id. N’as pezo nemet lavaret d’ezhi evelhen : Ieotennik, grit ho teverik. — Chans vad d’id mabik… Hag hi e-touez ar beler, hep n’oe na klevet, na gwelet nemet gant Iann. He-ma a gemeraz he amzer o trei komzou ar c’hrac’h koz war he spered.
— Me gleo tud o vale er c’hoat, eme ar roufl koz.Eon hent buhan ! paotred vad. Me gleo c’houez ar c’hristen, eme-z-han, kerkent ha m’en doa taolet Iann he droad er c’hoat. Herr ha beac’h ! Me laka e reot eunn dervez mad hirio. — Hag ann tri jeant braz ha lakaat ho boutou a nao c’houred bep kammed. N’oent ket pell evit digwezout gant paotr ar vein milin ha paotr ann donell. — Petra eo d’e-hoc’h beza ken afrontet da zont er c’hoat-ma, eme unan anezho, hep na goulenn na diskenn ? N’hoc’h euz nemet ar maro da c’hedal brema. — Ni a welo bremaik ha c’houi zo kouls goazed hag a livirit, eme paotr ar vein milin. Pe laza pe beza lazet, gwell eo beza kiger eget beza leue. Dao ! eur mean milin oc’h penn ar jeant brasa, hag hen oc’h torgenn. — Dal a unan, eme paotr ar vein milin. — Dao ! eur mean all oc’h penn ar jeant all, hag hen oc’h traon ivez. — Dal a zaou, eme-z-han.
Ann trede jeant ne bakaz nemet eunn taol barrikenn, ha ne reaz ket nemeur a van. Lammet ra evel eur c’hi kounnaret da daga ann daou-ze hag ho zamma war he chouk, ha d’ar c’hastell gant-ho enn eur zutal evel eur gadouner, diouz ar pardaez, pa vez daou dakoun besk gant-han enn he zac’h, o tistrei d’ar gear dre ama.
Etretant, Iann he vaz houarn a ioa digwezet tost a-walc’h evit gwelet darn euz ann abadenn, ha klevet lod euz ar gaoz, hep beza bet diskuliet. Hag hen war-lerc’h ar jeant d’ar c’hastell, ha mont pa oe eno, ha lakaat he skouarn oc’h stolikez eur c’hoz prenestr a ioa eno war eur zal vraz, ha klevet ar roufl koz o lavaret d’ar jeant : — Em euz douet euz bet eur gwall abadenn gan-e-hoc’h, va mabik. — E fi-Doue ! Ia da, eur gwall grogad zo-ken a zo bet, foeltr-biskoaz ne weliz kemend all ; va daou vreur kosa a zo choumet war dachenn ar brezel, maro-mik.
Hag ar jeant ha dont da zonj d’ezhan ez edo atao he zaou breiz war he chouk, hag ho zeurel eno war al leur-zi evel daou zac’had pillou, enn eur lavaret d’ar roufl koz ha drouk enn-han : — Chetu aze daou evit daou, gwall ger ho c’havann. Ar re-ma ne ket tud int, diaoulou eo. — Tud int, va mabik paour, tud divadez hep-mui-ken. — Mad ! pep-hini anezho a dale ouzpenn kant den badezet, rak n’am euz gwezet doare, ken n’am euz gwelet unan anezho o teurel eur mean milin oc’h penn va breur kosa a gouezaz eno oc’h traon maro-mik. Ha ker buhan all e tennaz eur mean milin all euz he c’hodell, ha dao oc’h penn va breur all ; hag hen ivez d’ann traon maro. Etretant, egile a daolaz eur varrikenn oc’h va fri-me, ha me badinellet ivez, ken a weliz tri heol o para, ha kant steredenn o lugerni. M’en divije kavet eur skod dero koz pe eur roc’h-bennag dre eno, oa great va zro gan-en ivez.
Kemer eul louzou-bennag, va mabik, eme ar roufl koz, ha gra eur pennadik kousket, hag abarz nemeur e vezi kuit ha pare. Muioc’h a aoun ec’h euz bet evit a c’hloaz. Me a-vad a zo gwall dizet, rak petra e teuinn-me da veza, ker koz ha ma’z ounn, mar teuez-te da vankout d’in brema ? Hast affo, va mabik paour, rapari da nerz, rak me gleo c’houez ar c’hristen. Ne blij ket nemeur kik ar baganed d’in ; gwelloc’h a vezo em-berr, a gredann, eme ar roufl koz, o lipat he vuzellou gant he deod ; ann daou breiz-ma n’int mad nemet d’ann tri gi-porz a zo war iun eur pennad zo.
Ann tri gi stag-ze n’ho doa ket ehanet da razaillat abaoue m’oa distroet ar jeant, gant mall da lammet war eunn tamm kik, pe gant drouk oc’h Iann he vaz houarn. Stag mad oant a-vad oc’h peb a chadenn dir hag a ioa teo ha gwenn evel arc’hant, kement e troent hag e tistroent ouz ho stag.
Iann, o welet en doa eur pennad amzer da c’hedal ar jeant da ziskuiza, a reaz eur bale enn-dro d’ar c’hastell evit gwelet ann doareou dre eno ha klask ann tu da gaout ann ardamez evit dont beteg ar brinsez a ioa er c’hastell, dioc’h a lavare ar roufl koz d’ar jeant. Ha Iann, dre ma’z ea, a skoe taoliou baz houarn gant ann douar hag ar mogeriou, hag a furche kement prenestr a gave war he hent, enn eur lavaret : — Tud zo aze ?
P’oe digwezet enn eur fos doun a ioa, e lekeaz he fri enn eunn toullik bihan a ioa eno, hag e lavaraz adarre : — Tud zo aze ? — Ia, va den mad, eme eur vouezik tano ha displet evel mouez eur bugel, hag a zeue dre zindan ann douar. — Petra rit-hu aze ? ha piou oc’h-hu ? eme Iann. — Me a zo merc’h roue ann Hiberni, eme ar brinsez iaouank. — Ha c’houi, eme-z-hi, pe zen pe eal oc’h-hu ? — Me a vez great Iann he vaz houarn ac’hanoun, hag a zo map eunn inkarder euz a Ger-Savater, e Breiz-Izel, hag a rento servich vad d’e-hoc’h, mar gellann ; fisians am euz da zont a-benn d’ho tenna euz ann toull daonet-ze. — Doue r’ho kennerzo, kaloun vad a zen ! va eal mad eo ho tigas ama, rak va zad-koz a ioa ivez euz a Vreiz-lzel, ha biskoaz den ne d-eo deut beteg ama, nemet ar re a vez paket, evel-d-oun-me, evit beza lounket gant ar roufl koz hag he chas kounnaret. — Kenavezo ar c’henta m’hellinn ! eme Iann, ha pedit Doue hag ar Werc’hez Vari d’am diwall, hag hirio pe warc’hoaz me a zigaso kelou mad d’e-hoc’h.
Endra edo Iann o tec’het kuit, e klevaz ar brinsez o lavaret : — Hon Tad ao enn env, hor mirit dioc’h drouk ! Santez Mari, pedit evid-omp brema ! Eal Doue, kendalc’hit bepred da deurel evez ac’hanoun ! — Evel-se bezet great, eme Iann o tec’het sioul-sibouroun evel eul laer ; hag he er c’hoat, ha pignat enn eur wezenn gant he vaz, enn eur lavaret out-han he-unan : — Mar d-ann da vale er c’hoat, ar jeant a zeuio war va lerc’h hag a bako ac’hanoun, ha mar mankann war ann taol kenta, eo sklear va abadenn. Lezomp hen da zont d’am c’hlask da welet.
E-leal n’oe ket pell ma teuaz a c’hammejou braz-divent, evel n’en doa biskoaz gwelet Iann den e-bed oc’h ober, hag ar jeant ha gwelet Iann e gaol he wezenn : — Aze emoud eta, previk douar, eme-z-han. Diskenn d’ann douar ac’halesse ma kaozeimp eunn tammik. — Tamm e-bed, eme Iann, ha mar c’hoantaez kaozeal, kaozeomp. — Gwall afrontet oud, paour keaz bugel. Piou en deuz roet d’id ann hardisegez da zont er c’hoat-ma hep goulenn na diskenn ? — Em euz douet te eo ec’h euz taget va daou gamarad, eme Iann, ker rok hag ar jeant bep ger. Laka evez ouz ar vaz houarn-ma. Hou-ma a dorro da benn d’id ha kement kostenn a zo enn da gorf milliget. Paotr ar vein milin ha paotr ann donell ac’h euz sammet evit gwir. Ar re-ze a-vad n’oant nemet krenn-baotred, eme Iann. Tosta ’ta ouz-in, koz skarinek digaloun, tosta ’ta buhan, mar kredez ?
Neuze ar jeant a lentaaz o klevet Iann, hag o welet he benn-baz houarn. Setu ma lavaraz : — Greomp ar peoc’h. — Mad a rez, eme Iann, ha diwall ouz-in atao, mar klaskez ober drouk e-bed. Oc’h-penn zo ; n’es pezo foeltr peoc’h digan-en-me, ma ne valeez ket atao em raok, ha bale eeun zo-ken, pe me dorro da zivesker. — Hag e rinn, eme ar jeant, a ioa brema eur pez bern kaoc’h tomm enn he vragez. — Ha Iann neuze ha diskenn euz he wezenn, ha d’ar c’hastell, he vaz houarn gant-han enn he zourn, hag ar jeant enn he raok atao, enn avantur na vije o klask ober eunn taol fobiez-bennag d’ezhan.
— Brema, eme ar jeant, pa oent en em gavet er c’hastell, me zo o vont da ziskouez eur gampr d’e-hoc’h da guzet, rak ma oufe ar roufl emoc’h ama, dioc’h-tu e lazfe ac’hanoun hag a rafe stripou gant va eskern. Rak-se, arabad eo d’e-hoc’h en em ziskouez da zen, nemet d’in-me, nag ober ann distera trouz. Boed, dillad ha kement tra ho pezo ezomm, a gavot enn ho kampr. — Me a zo poent d’in distrei da gaout ar roufl koz.
— Me gleo c’houez ar c’hristen, eme ar roufl koz, kerkent ha m’oe distroet ar jeant d’he gaout. — Ia, tad koz, c’houez ann daou zen am boa digaset d’e-hoc’h deac’h. — Ar re-ze a ioa tud divadez, va faotrik-me, ha me gleo c’houez ar c’hristen, ha c’houez pounner zo-ken. — Ia, c’houez ar brinsez iaouank. — Tro wenn ac’h euz great hirio, em euz douet ? — Ia da, eme he-ma, ne ket marz, rak deac’h am boa great eur gwall dervez ive. — Mad, kea adarre, buhana ha ma c’helli, d’ober eunn dro dre’r c’hoat, rak ne dle ket beza pell ac’han ann den a glevann ar c’houez anezhan. Kas daou gi gan-ez ; ar re-ze a wezo, gwell evid-oud, ann tres euz ann den badezet-ze, hag a roio skoaz d’id, mar bez ezomm evel deac’h. Ha chans vad d’id ; ha taol evez, rak petra e teuinn-me da veza ma c’hoarvezfe d’id mankout, evel da zaou vreur ?
Ar jeant a ieaz neuze da gaout Iann he vaz houarn, hag he-ma a bedaz ar jeant da ziskouez d’ezhan ann ardamez dre ann ti.
Setu ma’z ejont, ar jeant o vont ebarz hag o tont er-meaz euz ar c’hamprou, ha Iann war he lerc’h, he vaz atao gant-han enn he zourn dre ma’z eant. Ar jeant a lavare da Iann hano ar c’hamprou ha da betra e servichent.
Digwezout a rejont em-berr gant eur skalier vean ; hag hi da ziskenn, ha Iann o welet eunn orik voan hag izel enn eur c’horn eno, a c’houlennaz : — N’omp ket bet ama c’hoaz ? — Peoc’h, eme ar jeant, aze eo ema merc’h roue ann Hiberni, o c’hortoz ma plijo gant ar roufl koz he dibri ; ha mar d-afemp-ni da zigeri ann or-ze, e klevfe ann tad-koz ac’hanomp marteze, ha kerkent ez afe kounnar enn-han, hag e vemp malet etre he zent pe draillet gant he ivinou a zo ker kalet hag ann houarn. — Petra, eme Iann, daoust ha n’hellfez ket diskouez al loen fall-ze d’in-me, hep m’hon defe drouk e-bed ?
— Eo da, eme ar jeant, m’ho pefe ann aour-ieotenn, pe ar velchenenn a bemp delienn da lakaat d’ezhan enn he voed, rak neuze e rafe eur c’housk a beder heur war-n-ugent, hep dihuna, hag e c’hellfe beza lazet dre he gousk. Evit a hend all n’euz na den, na diaoul e-bed hag a ve evit dont a benn anezhan, rak sorset eo gant eur c’hrac’h koz a zo o choum e-kever eur feunteun, enn tu all d’ar c’hoat braz du-hont, hag e deuz breou hag ardou Satan, war a lavarer. — Me laka d’in ema mad ar bed brema, eme Iann out-han he-unan. Ha te, eme-z-han, petra ’ra d’id beza ama oc’h ober ar vicher a rez, eunn den evel-d-oud-te ? — Peoc’h war gement-se, eme ar jeant, ha kenavezo em-berr. Setu aze dor ho kampr ; me a zo mall braz d’in mont enn hent adarre, gant aoun na oufe ar roufl koz em euz daleet keit all. Serrit kloz dor ha prenestou war-n-hoc’h, rak c’houez ar c’hristen a gleo ar roufl koz, a zo, m’oar-vad, ar c’houez ac’hanoc’h-hu.
P’oe eat ar jeant kuit, Iann en em lekeaz da gompren ar pez en doa klevet gant ar jeant diwar-benn ar zorserez koz. — Va brepoz, eme-z-han, houn-nez a rank beza ar c’hrac’h koz e deuz komzet ouz-in e-tal ar feunteun, ha lavaret hano d’in diwar-benn ar c’hastell-ma hag al laboused treud a zo enn-dro d’ezhan. Chetu ama c’hoaz ann aour-ieotenn erm godell, hag a rentfe servich vad d’in ma ve red, eme-z-hi. — Grac’hik koz, eme Iann, ma ve gwir a lavarac’h, ar roufl koz a zo ar maro etre he zent, ha goude me welo piou a vezo ar mestr enn ti-ma.
Iann a glevaz ar roufl koz o roc’hal gwasoc’h evit eur moroc’h, ken a grene ar c’hastell gant-han. — Evit brema, eme Iann, e c’hellann mont d’ober eur bale, da welet penaoz ema ar bed gant ar brinsez, ha da gas kelou d’ezhi euz ann doare m’ema ar bed dre ama. — Ha Iann, goustadik war he barlochou, da gaout ar prenestr moan a ioa war doull ar brinsez. — Aze emoc’h, va frinsez keaz, eme-z-han. — Ia da, pell zo zo-ken, eme-z-hi, emounn oc’h ho kortoz. Atao emoc’h e buez ive ? — O ia e feac’h, hep aoun da vervel c’hoaz ; me a denno ac’hanoc’h ac’halesse hep dale. — O ! ma ve gwir a lavarac’h, e C’hellfenn eta gwelet c’hoaz sklerijenn ann heol benniget, ha bale e-touez ar gristenien all ! Hogen na d-it ket da drahisa eur plac’h iaouank e deuz great he c’himiad da holl draou ar bed-ma, ha d’he lakaat da gredi, diwar c’hoari, e tistroio daved he zad evit beza c’hoaz pell amzer enn he flijadur. — Me gollo va buez da genta, eme Iann ker kalounek. ha tra, ma n’ho tennann ket ac’halesse abarz diou pe beder heur war-n-ugent ama. Kenavezo ar c’henta, rak mall eo d’in distrei. — Kenavezo, den iaouank karantezuz, eme ar brinsez, ha kant bennoz Doue d’e-hoc’h, ha chans vad da gas ho mennoz da benn !
Iann a zistroaz d’he gampr evel m’oa deut, hag ar roufl koz a roc’he atao. Em-berr e tistroaz ar jeant, hag hen da gaout Iann. — Ac’hanta, eme Iann, em euz douet n’euz preiz e-bed enn da sac’h ? — Nann da, eme ar jeant, ar c’hoat a zo ker brudet, na dremen ket nemeur a dud dre-z-han pell-braz zo, nag a dost zo-ken ; ha n’hi n’hellomp ket mont er meaz euz ar c’hoat kennebeut, dindan boan da goll hon nerz hag hon ijin. Koantoc’h zo, ar roufl koz en deuz peadra eur pennad mad a amzer gant ann daou am boa paket deac’h, rak ne zebr ket nemeur a dra brema, ha p’en devezo naoun, e kavo ar brinsez iaouank, da c’hortoz eur preiz all-bennag.
— Va brepoz, eme Iann, gan-en-me ez euz ama eunn tamm ieotenn ; daoust ha ma rofez anezhan d’ar roufl koz, e-touez he voed, rak me a zo mall gan-en gwelet anezhan ? — Mad, eme ar jeant, n’euz netra easoc’h evit gwelet ha nerz e deuz ho ieotenn.
Eunn heur goude m’oa bet debret he bred-boed gant ar roufl koz, e roc’he ken a horjelle ar c’hastell traon ha kreac’h, hag ar jeant neuze ha dont da lavaret da Iann diskenn, pa garje, da welet ar roufl koz heb aonn e-bed. — Biskoaz, eme-z-han, n’em euz he welet o kousket evel hirio, nag o roc’hal ker kre. Daoust hag hen a varvfe, eme ar jeant ? Marteze al louzaonenn-ze a zo ampoezon ? — Kalz a geuz as pe d’ezhan, eme Iann ? — Keuz e-bed, eme ar jeant, rak feaz-maro ounn oc’h ober ar vicher a rann ama, dreist-holl brema, p’eo maro va breudeur. — Mar kerez, me a zo o vont da zistaga eunn taol baz houarn gant-han, da welet pe veo pe varo eo. — Amzer, eme ar jeant, o krena evel eur barr deliou. Red eo da genta laza ann tri gi-porz, pe emomp draillet gant-ho kerkent ha ma vezo glazet ar roufl koz. — Kent a ze, eme Iann, setu ama eunn tamm ieotenn all ; laka anezhi e boed ar chas braz, ha marteze e kouskint evel ar roufl. — Gwir a-walc’h e lavare, rak a-veac’h m’oe debret ho boed gant-ho, ann tri gi kounnaret n’oa peoc’h diouz ho genou na deiz na noz, a gouskaz mik ; ha Iann ha mont ha rei eunn taolik baz da bep-bini anezho, diwar gern ar skouarn, hag ann tri gi braz hag astenn ho fevar ivin ha choum reud e-kichenn ho zoull. — Ouf ! eme Iann. kel laouen ha tra.
Ar roufl koz a roc’he bepred kouls ba biskoaz. — Hastomp affo, eme Iann, p’ema ar voul gan-e-omp. — Hag hi da gaout ar roufl koz, ha Iann ha mont ha darc’hai eunn taol baz houarn gant-han diwar he benn hag he laza. hep na reaz zo-keit na bramm na klemmadenn. — Ouf ! eme Iann, lamet ann dersienn diwar-n-han brema, rak, bete neuze oa gwenn-kann he zremm, ha krena a rea evel eur barr deliou, ken en doa beac’h o choum war he ellou. — Deomp ac’han brema, eme-z-han, da welet penaoz ema ar bed gant ar brinsez. — Amzer, eme ar-jeant, houn-nez a zo d’in-me, rak me eo em euz miret he dibri…. — Lez da drouz, eme Iann, ha deomp atao d’he c’haout ; goude ni a gaozeo euz a galz a draou all. — Setu ama ann alc’houez, eme ar jeant da Iann. — Kea a-raok atao, eme Iann, rak evel-se eo great ar marc’had gan-e-omp. — Gwir eo, eme ar jeant ; hag he-ma ha mont ha digeri ann or voan hag izel, ha goude-ze diou zor all a ioa adre kein ann hini a skoe war ar skalierou. Hag ann daou-ma ha diskenn neuze e kampr ar brinsez ; souezet maro e oe o welet Iann eno.
— Mad ar bed, eme-z-hi out-hi he-unan, hag hi kel laouen hag ann heol benniget. — Kelou mad a zigasann d’e-hoc’h, va frinsez, eme ar jeant. Lazet eo bet ar roufl koz hag ar chas braz gan-e-omp, ha chetu c’houi zo kuit ha pare diouz ar maro kriz a c’hourdrouze ac’hanoc’h bep mare. Mar kirit e choumot ama atao gan-en, pe mar d-eo gwell gan-e-hoc’h, e tistroot da di ho tad. — Hag ar brinsez keaz a ioa nec’het-maro o klask gouzout petra da lavaret war gement-se, rak ne wie ket penaoz edo ar bed etre ar jeant ha Iann he vaz houarn. Iann a gomprenaz ann dra-ze, hag a lavaraz neuze : — Greomp kaeroc’h ; deomp hon daou da gas ar brinsez da di he zad a zo glac’haret-braz he galoun, ha goude dizoania anezhan, e tistroio ar brinsez ama adarre pe e choumo eno, evel ma kavo gwella.
Ar jeant ne grede ket lavaret nann dirak Iann, ha gwelet a rea er-vad ouzpenn, dioc’h ann doare euz ar brinsez, e doa mall da zistrei d’he bro. — Setu hag hi enn hent ho zri.
Iann he vaz houarn a ioa atao war evez, rak ar jeant a glaske choum war-lerc’h, war bouez eunn digarez-bennag. Dre-ze Iann en doa diskred, enn aoun na raje eur gwall dro-bennag d’ezhan, kenta ma kavche ann tu. P’oent digwezet e-tal ar feunteun m’edo ar c’hrac’hik koz enn he c’hichenn, Iann a choumaz eur pennadik brao war-lerc’h ar re all hag a lavaraz : — Mammik koz, enn hano Doue, hag aze emoc’h ? — Ia, va mabik paour. — Kant bennoz Doue d’e-hoc’h, rak anez-d-hoc’h-c’houi, me ioa va c’hroc’henn o sec’ha, pe a bez e kof ar roufl koz pell zo. — Laka evez, va mabik-me, oc’h ar jeant-ze ivez, rak ker kriz eo hag ar roufl koz, nemet ne ket hevel out-han a ziaveaz. Torr he benn out-han kenta ma kavi ann tu ; laka evez a-vad da vankout war da daol. Chetu ama adarre eul louzaouenn all, ar velchenenn a bemp delienn, ha mar gellez lakaat anezhan da danva anezhi, e tigwezo gant-han evel gant ar roufl koz hag he chas kounnaret, ha neuze ne vezo ket diez d’id dont a-benn anezhan. Kenavezo ; brema n’as kwelinn birviken mui. Chans vad d’id ha taol evez ! — Me na ankounac’hainn biken ac’hanoc’h, mammik koz, ha m’ho pe ezomm ac’hanoun eur mare-bennag, me rento servich vad d’e-hoc’h, evel hoc’h euz great d’in. Iec’hedou ha buez hirr !
Ha Iann gant he vaz houarn war-lerc’h ar brinsez. Hogen ar jeant, ann haillevod anezhan, en doa digaset he voutou braz gant-han ha sammet ar brinsez war he gein. hag herr enn-han etrezek ann Hiberni, keit ha m’edo Iann o varvaillat gant ar c’hrac’hik koz. Iann, o welet n’oa ket evit paka anezho, a gomprenaz, diwar eunn nebeud, oa bet great eunn dro louz-bennag d’ezhan. — Mar d-eo eat ar jeant da gas ar brinsez da di he zad, eme Iann ont-han he-unan, ne ket braz ann drouk ; hogen mar en deuz sammet anezhi ha kaset d’he vaner, houn-nez a zo eunn dra all.
Ha Iann enn dro da gaout ar feunteun : — Mammik koz, eme-z-han, chetu me ken nec’het ha biskoaz, rak kaer am euz bet bale, n’em euz na gwelet, na klevet menek euz a brinsez na jeant e-bed. Aoun am euz na ve eat ar brinsez gant ar jeant d’ar c’hastell, rak c’hoant en doa d’he derc’hel eno, goude maro ar roufl koz hag ar chas braz. Enn hano Doue, kelennit ac’hanoun eur weach c’hoaz !
— N’euz erruet drouk e-bed, va mabik ; ar jeant en deuz aoun ar maro ra-z-oud, anez e vije bet eat d’he gastell gant ar brinsez, pe saillet gan-ez er c’hoat, evel m’en divije great, ma vijez eat eur c’hammed-bennag enn he raok. Kenta a ioa da ober, a gave d’ezhan, oa samma ar brinsez ha redek gant-hi da di he zad evit he c’haout da bried, a-raok ma vezi-te en em gavet eno, ha goude-ze distrei gant-hi d’he gastell rak-tal. Lez anezhan da ober ; ne zigwezo drouk e-bed gant merc’h ar roue, a-raok m’en em gavo e palez he zad, ha te a vezo ivez eno tost-da-vad kerkent hag hi ; ha goude-ze e vezo mad ar bed gan-ez. Kea ’ta enn hent affo, ha iec’hedou ! — Kant ha kant bennoz Doue, mammik koz !
Pa zigwezaz Iann e palez roue ann Hiberni, ez oa eur cholori hag eunn talabao war-dro eno, ma oe nec’het-braz bor paotr, gant aoun na vije fest ann eured. Hag hen mont ha goulenn ouz ar porsier petra ioa a nevez dre eno, ma’z oa kel Jaouen ann holl. — Petra, va den mad, eme ar porsier, c’houi rank beza a bell ac’han, pa ne ouzoc’h ket eo distroet merc’h ar roue a grede ann holl a ioa maro pell a ioa ? — Ha dimezet eo ivez ? eme Iann. — O ! ne d-eo ket c’hoaz ; evelato m’oar-vad, unan euz ann deisiou-ma e vezo eureujet d’ar jeant en deuz digaset anezhi hep drouk e-bed d’he zad. N’euz ken kaoz dre ama, enn-dro d’ar palez hag e kear ivez, nemet euz ann dra-ze.
— Me garfe lavaret eur ger ouz ar brinsez, eme Iann, pe dihana kas kelou d’ezhi emounn ama, ma ve ho madelez. — Feiz eo, eme ar porsier, labour gedal ho pezo, m’oar-vad, rak ann holl brinsed hag ann holl dudchentil vraz euz ar vro a zired d’ar palez, dre ma klevont ar c’helou, pe dre zoujans, pe gant fisians da zimezi d’ar brinsez iaouank. — Daoust pegen dister ounn, eme Iann, ma oufe ar brinsez emounn-me ama, ne zalefe ket da zigas d’in euz he c’helou, ha da lavaret d’in petra am euz da ober, rak en em anaout mad a reomp. — Chetu aze gwella den a zebr bara dre ama ; pedit-hen da ober ho kefridi. Den ne oufe ober gwelloc’h evit-han.
— Demateoc’h, aotrou, eme Iann, m’ho pe ar vadelez d’am zelaou, me lavarfe eur gerik pe zaou d’e-hoc’h. — Ia da, paour keaz den, komzit hep aoun e-bed, evit beza n’em euz ket amzer da zale. — Me garfe, eme Iann, gwelet ar brinsez ha prezek out-hi. C’houi a wel ar vaz-ma ? Lakit ho tourn out-hi da welet petra eo. aotrou, mar plij gan e-hoc’h. — Houarn eo, em euz aoun, eme ann aotrou-ze. — Mad ! m’ho pe ar vadelez da lavaret da verc’h ar roue ema Iann he vaz houarn e-tal ann or-borz, e rafac’h kalz a vad d’in-me ha d’ar brinsez ivez, a gredann. — Ma ne d-euz ken d’ober, ho kefridi a vezo great. — Netra ken, eme Iann, ha bennoz Doue d’e-hoc’h, aotrou mad !
Hep dale oe gwelet eur bagad mevellou o tont a benn herr da glask Iann, hep sellet oc’h den all e-bed. Ha Iann gant-ho rak-tal d’ar palez. — Sellit, eme Iann d’ar porsier, me lakaio va bazik ama enn eur c’horn ; ne d-aio ket gant al laer a-vad, rak pounnerik eo hag a briz bihan. Dizale ho pezo euz va c’helou, hag e wezot piou ounn. — M’oar-vad brema n’hoc’h ket den dister. evel m’hoc’h euz doare. — Arc’hant ar butun a vezo da nebeuta digant ann den-ma, eme ar porsier, o frota he zaouarn.
Iann a oe kaset enn eur gampr, ha lekeat d’ezhan dillad unan euz ar brinsed kenta euz ann Hiberni, hag a oe kaset dirak ar roue hag he verc’h.
Kerkent ha ma welaz Iann, merc’h ar roue a lavaraz d’ezhan mont war-lerc’h he zad enn eur gampr all. — Iann geaz, eme ar brinsez, anken ha glac’har am boa em c’haloun, gant aoun na vijac’h ket erruet e poent er palez, rak ann holl a zo war c’hed da welet ac’hanoun o timezi d’ar jeant milliget-ze. Brema va c’haloun a zo barr a levenez. Hogen penaoz dont a-benn da lakaat anezhan da zistrei diwar he vennoz ? Goest eo d’hor laza holl, pe d’am zamma adarre, ha d’am c’has gant-han d’he gastell, rak lavaret en deuz oa hen eo en doa va zennet euz a grabanou ar roufl, hag ann holl a gred e kemerinn anezhan hep dale evit pried ; n’her grinn biken. — List ac’hanoun da gas ann taol da benn, eme Iann, rak louzou ar jeant-ma a zo gan-en ive, hag hep dale e vezo kaset da glask roudou he zaou vreur all.
Ar roue a lekeaz Iann enn he gichenn da goania, hag ar jeant a oe lekeat enn tu deou. d’ar brinsez ; hag eunn niver braz a dudchentil euz ar vro a oe pedet ive da goania oc’h taol ar roue.
Ar jeant a gare he vanne, hag e oe roet d’ezhan ar pez a gare, ma teuaz mezo-dall. Neuze merc’h ar roue a lekeaz ar velchenenn a bemp delienn, e devoa bet digant Iann, e gwerenn ar jeant. Hema n’en devoa ket lounket anezhi a weac’h, ma kouezaz d’ann traon war leur ar zal, maro-mik evel eur pez ejenn kountellet. Kaset e oe ac’hano he gorf d’ar prenved ha d’al loened all da zibri.
Iann hag ar brinsez, seder brema ha laouen ho daou, a oe dimezet ann eil gant egile. Ar brud zo e oent euruz hag ho devoe eunn torrad bugale a zo c’hoaz ar wenn anezho enn Hiberni.
- ↑ Kiliet, participe de kilia ou kelc’hia, entourer dans un cercle, par allusion aux opérations préliminaires des magiciens avec leur baguette.
Le conteur de l’histoire suivante a, pour conjuguer les verbes être et avoir et quelques autres verbes, une méthode qui n’est pas celle de Le Gonidec ; mais, pour lui être agréable, nous n’avons pas cru devoir modifier sa manière de dire. Il habite une petite commune du Léon qui n’est pas la seule, au reste, où l’on prononce comme il le fait.
— Toutes ces variantes dans la conjugaison sont indiquées aux mots être, avoir, savoir, venir, faire, futur, du nouveau Dictionnaire 1869.
Etre Kastel ha Kleder, e parrez Siberil, ema maner Kerouzere. Eno gwechall-goz e voa eunn dijentil a noblanz vraz o choum. Intaon e voa, teir verc’h d’ezhan, ha madou leiz ann ti. Evelalo ne gave ket d’ezhan en devoa traou a-walc’h c’hoaz, hag o veza kavet eunn demezell dizher ha koz evel-d-han, e teuaz d’ezhan c’hoant da zimezi gant-hi. — War ann traou-ze, ar re goz a c’hoar en em glevet koulz hag ar re iaouank, evit doare. — Dre-ze ’ta ec’h en em glevaz brao-braz ann daou goz-ma diwar-benn dimezi, ha tost e voa d’ar stal da veza great etre-z-ho, nemet ann dijentil a lavaraz ne zimezche ket a-enep he vugale. — Goulenn a rinn out-ho, eme-z-han, ha kredi a rann ne virint ket ouz-in.
War gement-ma, ez a ann dijentil-ma da gaout he deir verc’h da c’houlenn out-ho, ha da glevet petra a lavarchent war ann dra-ze. Ann teir verc’h-ma a reat Glodina, Anna ba Mari anezho. Da gaout Glodina, ar gosa, ez a ann dijentil da genta, ha lavaret a ra d’ezhi en deuz lakeat dimezi eur weach c’hoaz.
Ar verc’h dioc’h-tu a lavaraz d’he zad : — Ker koz ha ma’z oc’h, ha bugale d’e-hoc’h enn oad dimezi zo-ken, ne gav ket d’in e ve fur d’e-hoc’h tamm e-bed klask eil-zimezi. Daoust ha n’oc’h ket euruz evel ma’z oc’h brema, ma kav d’e-hoc’h e vec’h eurusoc’h gant eur c’hrek evit gant ho pugale ? Ma ve-ni a ve bugale fall c’hoaz, bugale digaloun evel a zo re brema, bugale n’ho deuz vad e-bed da ober d’ar vamm, d’ann tad ho deuz bet kalz a boan o sevel anezho, hag a lezfe anezho da gaout diouer euz a bep tra, evit mont da heul ann estren, ha rebech d’ezho ez int koz, pe galz a draou fall evel a glever brema ; ia neuze, eme C’hlodina, ne ve netra da lavaret, hag ho pefe eunn abek-bennag da zimezi. Evit brema a-vad n’ho peuz ket[1], rak ne c’heller ket lavaret e ve hini ac’hanomp-ni hon teir hevel oc’h ar vugale-ze a lavarenn bremaik.
— Gwir eo a leverez, eme ann tad, ha n’eo ket evit ann droa-ze eo em beuz-me sonjet kennebeud dimezi a nevez ; evit kreski ho mad d’e-hoc’h eo, rak gwezit er-vad, ann hini a gemerfenn e defe danvez keit ha me, ha dre-ze e vec’h eurusoc’h ha pinvidikoc’h eunn deiz da zont ; ha ne gredann ket ho pe ezomm da gaout aoun, rak enn oad ma’z omp hon daou, ne vezo dibaot a vugale.
— Ar pez a vezo a vezo, eme ar verc’h hena ; lavaret
em beuz d’e-hoc’h brema petra a zo em spered
ha war va c’haloun, hag ann dra-ze ne raio netra
e-bed, me a c’hoar [2] er-vad, nemet e kement-se
e vije bet gwelloc’h, me zonj, beva evel a reomp
gant ar pez hor beuz ; a-walc’h eo, ha kalz a zo
ha n’ho deuz ket c’hoaz kement ha ni, na tost
zo-ken, hag a zo euruz evel-kent. Ne dalv netra
e-bed d’in lavaret ann traou-ze d’e-hoc’h, va zad ;
lakeat eo enn ho penn, ha ne c’hellinn. ket miret
ouz-hoc’h da zimezi, pa ho peuz c’hoant. — Ha
ma rofenn d’id ar pez as pe c’hoant da gaout, eme
ann tad, ne aotrefez ket kennebeud gan-en ?
— Eo, eme-z-hi, mar karfac’h rei d’in eur c’hillek
aour hag a ganfe ker kouls ha killek all e-bed.
— Va merc’h, eme ann dijentil, nemet e vezo
kavet evit arc’hant, es pezo anezhan enn da lavar.
Hag ann tad ac’hano da gaout Anna, he eil verc’h hena. Hou-man ne lavaraz d’ezhan nemet ar pez e devoa lavaret he c’hoar, ha pa voe lavaret d’ezhi gant he zad goulenn ivez ar pez a garche evit aotrea gant-han eil-zimezi, Anna a c’houlennaz kaout eur iar arc’hant a ganje hag a zozvje evel ar ier all.
Ann tad a lavar d’ezhi e devezo ivez he iar, mar bez kavet evit arc’hant. Brema ez a da gaout he verc’h muia karet, Mari, ar iaouanka. Digant hou-man, eme-z-han, eo e vezo ann diesa d’in en em denna. Setu hag hen ha mont evel-kent, ha lavaret he gefridi. — Va zad, eme Vari, n’em beuz ket a c’halloud da viret na eil-zimesfac’h, mar ho peuz c’hoant ; evit lavaret a-vad ec’h aotrefenn kement-se gan-e-hoc’h, ne rinn birviken, rak ne vezinn ha ne c’hellann ket beza eurusoc’h, na ken euruz zo-mui-ken, ha ma’z ounn brema. — Goulenn ouz-in, eme ann tad, ar seurt a giri, evel da c’hoarezed, hag es pezo digan-en. Sada da c’hoar hena e deuz goulennet eur c’hillek aour ha da eil c’hoar eur iar arc’hant, beo da gana ha da zozvi evel ar re all ; hag ho goulenn ho devezo, ha pa ve diez-braz. — Evid-oun-me, va zad, mar goulennann eunn dra-bennag digan-e-hoc’h pa lavarit d’in goulenn, ne gousto d’e-hoc’h nemet ar boan d’he glask ha d’he gaout : eunn delienn euz al lore a gan eo a garfenn a rofac’h d’in. — Bez’ as pezo, mar d-euz anezhi war ann douar, eme ann tad. — Eo da, eme ar verc’h, bez’ ez euz anezhi ; klevet em beuz lavaret a-vad n’ema ket er vro-ma, ha n’eo ket lavaret ho pefe anezhi d’in hep kaout kalz a boan ; ha koulskoude e rankann he c’haout abarz ma timezoc’h[3].
Ann tad neuze a ia da gaout be vevellien, hag a lavar d’ezho starna he garronz, ba lakaat ebarz aour hag arc’hant leiz he valetenn, rak ezomm en devezo, a c’hoar er-vad. Brema e kimiad diouz he deir verc’h, ha mont da genta da Vro-C’hall euz ann eil gear d’eben. Mont a reaz, bale a eure, mont euz a Vro-C’hall d’ar Spagn, euz ar Spagn d’ann Itali, hag ac’hano ne c’houzounn da be vro ; ha tost e voa d’ezhan da veza great tro ar bed gant-han, p’en em gavaz enn eul lastez kearik vihan. Eno e klevaz tud o lavaret e voa er vro eunn den hag en devoa eur spered dispar ha dreist, eunn den a ijin hag, eme ann dud, ne voa bet biskoaz klevet en divije bet c’hoant da ober eunn dra, hep na vije bet deuet a-benn. Dre-ze, e c’hellit kredi, ne voa enn tu all d’ezhan nemet ann Aotrou Doue pe ann diaoul a vije. Pa glevaz hon dijentil koz kement-se, e lavaraz : — Sada kavet va goaz gan-en ; deomp d’he welet. Hag enn hent, ha da c’houlenn oc’h ann den-ze ha bez’ e vije evit ober d’ezhan eur c’hillek aour hag eur iar arc’hant hag a ganje hag a zozvje kouls ha ier all e-bed ! — Ia da, eme hen-nez, ober d’e-hoc’h a c’hellfenn ar pez a c’houlennit, nemet a-vad e vezo ker. — Ne c’houlennann ket pegement, gant ma vezo great.
Setu ma lavaraz ann den-ze e vije dister d’ezhan eiz dervez da ober he labour, hag a-benn ann amzer-ze, eme-z-han, deut ama, aotrou, hag ho pezo ho killek hag ho iar. He-ma ’ta a choumaz eno, a c’hortozaz eiz dervez, en devoe he gillek aour hag he iar arc’hant, hag a zistroaz ac’hano dioc’h-tu d’ar gear da zigas anezho d’he ziou verc’h.
Ar re-ma a voe laouen, a c’hellit kredi, hag ho zad laouenoc’h c’hoaz. Evelato ne voa ket echu, na tost zo-ken, he valeou gant-han, rak bez’ en devoa c’hoaz da gaout d’he verc’h iaouanka eunn delienn euz al lore a gan. Mont a ra euz ar gear, ha goude beza baleet e-pad pell amzer, goude beza eat d’ar fraostou donna zo-ken, ne gave d’en em vaga enn-ho nemet dour c’houero hag eur frouezenn drenk-bennag, ha nebeud c’hoaz anezho, e welaz eur c’hoat braz a zira-z-han. Mont a ra ebarz, ha goude troidellat a gleiz hag a zeou, e wel dira-z-han eul lochenn great gant skourrou gwez, ha goloet a zeliou.
Ne c’houfenn ket lavaret d’e-hoc’h ama abaoue pegeid amzer n’en devoa ann dijentil-ma gwelet den, hag e c’hellit kredi e voe euruz ha laouen pa welaz al lochenn, o kaout fisians e kavo ebarz unan-bennag hag a lakaio anezhan marteze war ann hent mad da vont da gaout al lore a gan. Ne voa tamm gaou ar pez a grede, rak kaout a eure el lochenn-ze eunn den koz, koz-meurbed, he vleo hag he varo d’ezhan gwenn-kann evel eunn duill lin ha keid, ken a stokent oc’h ann douar a bep tu.
— Va den mad, eme ann dijentil, hag ar vadelez ho pe-c’houi da lavaret d’in eunn dra-bennag diwar-benn ar pez emaounn o klask dre ama ? — Ia vad, eme ann den koz, lavarit d’in neuze petra eo a glaskit ? Me a c’hoar er-vad emaoc’h, pell zo enn hent, o klask d’ar iaouanka euz ho merc’hed hag ar fura ivez, eunn delienn euz al lore a gan. — Petra, eme ann dijentil, c’houi a anavez va merc’hed-me ive ’ta ? — Ho merc’hed a anavezann pell a zo, kouls ha kalz a draou all n’em beuz ket ezomm, da lavaret d’e-hoc’h petra int ; re a labour em befe. Ar wezenn lore a glaskit, ha n’emaoc’h ket pell diout-hi, rak n’ho peuz ket tregont kammed da ober evit mont d’he c’haout. Kit ’ta dre ar wenodenn a zo aze a zeou, ha goude e pignoc’h dre skalierou a gavoc’h ha, war-n-hed pemzek troatad hueloc’h, e weloc’h eunn ti a zo digor ann or war-n-han. Mont a reoc’h ebarz, ha goude ez eoc’h gant ann diri, oc’h kreac’h, hag e weloc’h eno eur gampr a zo ar gaera tra a c’hellfe lagad da welet ha spered den da zonjal. A-raok mont er gampr-ze a-vad, selaouit ha klevit mad ar gelenn am beuz da rei d’e-hoc’h.
Meur a hini all, enn ho raok, a zo bet o klask kaout al lore-ze a gan, ha dre n’en deuz sentet hini anezho ouz-in, ez int choumet hep distrei ; ha c’houi a choumo ivez, ma na rit ket ar pez a zo da ober.
Bremaik. ema kresteiz o vont da skei, hag ann hini a zo lekeat da ziwall al lore a gousko beteg eunn heur. Neuze e tihuno, ha gwaz a ze d’e-hoc’h mar bezit war-nez taol d’ezhan. Eul loen eo hag a zo ken heuzuz da welet, ne d-euz bet biskoaz he bar ; teuler tan a ra, evel eunn diaoul, euz he c’henou hag euz he fronellou. Er gampr ma’z eoc’h ebarz, e weloc’h ar wezenn lore a glaskit, ha pa ho pezo kemeret eunn delienn anezhi, ar re all a gano enn eur vouez ken dudiuz, ne vioc’h ket evit mont ac’hano, ma na brennit ket ho tiskouarn da glevet. Diwallit mad eta, mar kirit, pe ne c’helloc’h distrei mui.
— Diwall a rinn, eme ann dijentil. — Ia a lavarit, eme ann hini koz, c’houi n’oc’h ket gwelloc’h evit ar re all a zo deut ama.
Setu neuze hag he-man ha mont ac’hano, kelennet mad, da gemeret eunn delienn, ha da zont war he c’hiz kerkent ha ma vezo bet kutuillet gant-han. P’en em gavaz, kenta tra a reaz a voe kregi enn dosta a c’hellaz da baka. Hag ar re all neuze da gana ker koant ha ker kaer, ma choumaz da zelaou anezho, ken na zihunaz al loen heuzuz.
— Asa, eme he-ma, me gred oud-te deut d’am laerez e-pad ma kouskenn ; ar maro a zo dleet d’id, petra-bennag ma c’houzounn er-vad ez oud deut da glask ann delienn lore-ze as peuz kemeret evit da verc’h iaouanka, ar fura euz da verc’hed, evit-ho da veza fur ho zeir.
Mad ! selaou ac’hanoun ha taol evez ouz ar re all-ma a zo maro, hag ouz ar pez ez ann da lavaret d’id. Evel a zo bet c’hoarvezet gant ar e-ze, a c’hoarvezo gan-ez, ma na rez ket ar pez a c’hourc’hemennann d’id brema. P’as peuz kutuillet ann delienn lore-ze, kea d’ar gear gant-hi hag, a-benn bloaz hag eunn dervez, e ranki beza distro ama gant unan euz da verc’hed, pe n’am bezo damant e-bed d’id ; rak ma na zistroez ket d’ar c’houls ma lavarann, me a c’hwezo petra da ober ouz-id hag oc’h da vugale ha da vugale-vihan. Kea brema enn da hent, ha n’ankounac’ha ket va c’homzou, rak dioc’h a ri a gavi.
Deomp brema d’ar gear da welet petra lavar ar merc’hed etre-z-ho. Ann diou gosa a voa laouen o veza m’ho devoa bet ho c’hoant ; eunn tammik nec’h ho devoa ivez evelato, o welet en doa dispignet ho zad ann darn vuia euz he vadou evit rei d’ezho ho goulenn. Berraat a rea ar stal bemdez, hag o welet edo he c’hoarezed e poan gant ann dra-ze, ar iaouanka a lavaraz d’ezho n’ho devoa ket bet a skiant : — Ma ho pije goulennet, eme-z-hi, evel am beuz-me great, eunn dra ha n’en divije ket bet va zad nemet ar boan d’he c’haout, hep na vije koustet netra e-bed d’ezhan, ne vije ket brema ho lod ker bihan ha ma vezo eunn deiz. Oc’h-penn zo, eme-z-hi, ar pez am beuz-me goulennet a denno ar c’hoant dimezi euz va zad, ha pa vezo distro d’ar gear, e weloc’h pe ez eo gwir pe c’haou a lavarann-me d’e-hoc’h brema.
Ne lavaraz ger gaou e-bed, rak he zad, pa zistroaz euz a di al loen heuzuz, en doa kemend a nec’h hag a enkrez, ma voa eat ar c’hoant dimezi pell diout-han.
Enn eur zont enn dro d’ar gear, ann dijentil a voe red d’ezhan tremen dre lochenn ann den koz-meurbed hor beuz komzet anezhan ama a-raok : — Ac’hanta, eme he-ma, ha n’em boa-me ket lavaret d’e-hoc’h petra a c’hoarvezche gan-e-hoc’h ? N’oc’h ket bet furoc’h evit ar re all, me wel, ha dont a rankoc’h, a-benn bloaz hag eunn dervez ama, da zigas unan euz ho merc’hed. Mar karjac’h beza sentet ouz-in, n’ho pije ket brema kement a nec’h evel ho peuz, o tistrei d’ar gear. Gwaz a ze d’e-hoc’h, rak kaer ho pezo, ober a rankoc’h ar pez a zo bet gourc’hemennet d’e-hoc’h gant al loen. It d’ar gear, hag affo, n’ho peuz ket a amzer da goll.
Neuze ann dijentil o welet ne voa netra evit her
parea, a ieaz etrezek ar gear, eur boan spered
vraz d’ezhan. Evelato, a forz da vale ec’h en em
gavaz, hag he deir verc’h a zilammaz da boket
d’ezhan peb eil, ha d’he vriata. He verc’h hena
neuze a c’houlenn out-han pegouls en deuz lakeat
ann deiz da eureuji : — Dimezit pa gerroc’h, eme-z-hi
d’ezhan, evit gouzout petra a lavarche.
— Dimezet a-walc’h ounn-me, eme he zad ; ma n’as
peus-te birviken muioc’h a c’hoant dimezi evit
n’am beuz-me brema, birviken dimezi ne ri. Me
garje ne vije deut ar froudenn fall-ze em fenn
biskoaz !
— Me wel er-vad brema, eme ar gosa, eo gwir a lavare va c’hoar iaouank, ha war a welann e deuz kavet, gwelloc’h evid-omp-ni hon diou, ann dro da zont a-benn anezhan ; ha deuet eo evit doare, rak eunn dra-bennag a vraz a rank beza c’hoarvezet gant hon tad, abaoue ma’z eo bet eat euz ar gear ; kastiza bemdez a ra, ha dizec’hi diwar he dreid.
— Asa, va zad, eme-z-hi eunn dervez-bennag goude, lavarit d’in petra a c’hoari gan-e-hoc’h ? Treutaat a rit bemdez, ha truez am beuz oc’h ho kwelet. — He zad neuze, pa c’houlenne out-han, a lavaraz d’ezhi petra voa en em gavet gant-han. — E feiz, eme-z-hi, pa glevaz, evid-oun-me ne d-inn ket da gaout al loen-ze ; d’ann hini e deuz goulennet ann delienn lore eo mont, a gav d’in, da baea anezhi ; a-walc’h eo d’in va c’hillek aour.
Ann eil gosa o welet he zad o wela eunn deiz, a c’houlennaz ivez out-han perak e wele, ha petra a rea poan d’ezhan : — Va zad, eme-z-hi, lavarit d’in, eunn dra-bennag a bounner a rank beza war ho spered. — Ia da, va merc’h, eunn dra-bennag a zo, ha setu ama petra eo. — Lavaret a eure d’ezhi neuze ar pez en devoa lavaret d’he verc’h hena, ha ne voa ket keal a zimezi eo, a c’hellit kredi. Hou-man ne voe ket, muioc’h evit ar genta, e chal da vont da gaout al loen, ha ne d-aje ket zo-ken, eme-z-hi, nag evit aour nag evit arc’hant.
Ann tad neuze a deuaz he benn da veza tenvaloc’h-tenvala, ha kredi a rea e rankje distrei he-unan, rak tostaat a rea ar mare d’ezhan, pa deuaz d’he gaout ar iaouanka euz he verc’hed. — Va zad, eme-z-hi, pell a zo emaounn,o teuler evez ouz-hoc’h, hag e welann abaoue ma’z oc’h distroet d’ar gear gant ann delienn lore am boa goulennet, ne d-euz mui hano a zimezi gan-e-hoc’h ; enn enep eo a c’hoarvez, ha bemdez e welann e teuit da veza treutoc’h-treuta ; n’euz ac’hanoc’h brema nemet spez eunn den, kouls lavaret. Mar ho peuz nec’h pe boan evit eunn dra pe eunn all-bennag, perak ne lavarit ket d’in, ha me ho tenno a boan, mar d-ounn evit ober.
— Ober a c’hellez, eme ann tad, a zisplegaz neuze d’ezhi penn-da-benn kement tra a voa bet c’hoarvezet gant-han. Pa en devoe peur-lavaret, he verc’h, merc’h a galoun vad mar boe biskoaz, a c’houlennaz out-han perak en devoa dalc’het keid all ann nec’h-ze war he galoun. — Petra am bije-me great, eme ann tad ? D’as tiou c’hoar em boa lavaret petra a voa en em gavet gan-en, hag hini e-bed anezho ne falvezaz d’ezhi mont, o lavaret e voa d’ann hini e devoa goulennet al loreenn a gan, mont da gaout al loen-ze.
— Mad a lavare va c’hoarezed, eme ar verc’h-ma,
hag abek ho devoa ; mont a rinn, hag oc’h-penn
zo, kredi a rann er-vad n’em bezo drouk e-bed,
evit mont gant-han, pa lavar. Dre-ze n’em beuz
nec’h e-bed gant kement-se, ha c’houi ivez, va
zad, a dlefe beza ken dinec’h ha ma’z ounn-me
e-kever ann dra-ze.
Setu brema ann tad laoueneat he ene. Lavaret a rea evelato : — Eur boan vraz e vezo d’in dont kuit dioc’h va merc’h muia-karet.
— Na mui na meaz, ne dalvez ket d’ezhan hirvoudi na klemm ; tostaat a ra ann amzer, ha mont a reont ho daon war-zu bro al loen. En em gavet er mare lakeat e ti ann hini koz, he-man a lavaraz d’ann dijentil : — Ac’hanta, deut oc’h eta gant ho merc’h ? — Ia da, eme ann tad, deut ounn, pa voa red mad, ne dalie ket digarezi. — Nann, eme ann hini koz, ha plijet gant Doue e ve great, ha great mad, ar pez emaoc’h o vont da ober. Sad’ aze nao c’hant vloaz m’emaounn-me ama, o c’hortoz ma teuio eur verc’h-bennag da veza treac’h d’al loen, ha da c’hallout he garet. Ken na vezo neuze[4], eo red d’in choum ama da hincha ha da gelenn ar re a deu, evel-d-hoc’h, da glask kaout eunn delienn euz al lore a gan : n’em beuz ken kefridi.
Neuze ann tad hag ar verc’h a ieaz ac’hano da di
al loen ; he-man en em gavaz gant-ho pa’z edont
o pignat da gaout ar wenodenn. — Deut oc’h eta,
eme-z-han d’ann tad ? — Ia, eme-z-han, en em
gavet ounn, aotrou. — Diwallit petra a lavarit ;
me a zo eul loen ha n’ounn ket eunn aotrou.
Pignit war-laez, traou a zo war ann daol, debrit
hag efit hep damant.
Ann daou-man skuiz-maro, naoun ha sec’hed d’ezho, a bignaz rak-tal ; dibri hag efa a rejont ar pez a rea vad d’ezho ; na petra ’ta ? Ha goude ho fred, ann tad a choumaz eunn diou pe deir heur gant he verc’h, hep na dostea al loen. Evelato, war-dro peder heur goude kresteiz, e voe klevet o tont, hag e lavaraz d’ann tad : — Debr hag ef adarre, abarz mont kuit, rak n’es peuz mui pell amzer da choum ama gant da verc’h.
Traou a voa war ann daol, hag al loen o welet ne grede ket tad, na merc’h kennebeud all, dibri tamm nag efa banne dira-z-han, a lavaraz : — Ha kredi a rit-hu eo bet lakeat ann traou-ze war ann daol evit ober poan d’e-hoc’h ? N’ho pezet aoun e-bed. Evid-oud-te, tad ar plac’h koant-ma, poent eo d’id tec’het ac’han, ha lavaret ken na vezo joaiou ar baredoz d’as verc’h [5], rak n’he gweli birviken mui. Arabad eo d’id eta lakaat da dreid da zont ama, ne d-afez ket beo er-meaz.
Neuze ann tad a gimiadaz, enn eur wela, dioc’h
he verc’h, hag hou-man, evit rei nerz d’he galoun,
a lavaraz d’ezhan : — Red eo, va zad, ober ar pez
a lavar al loen ; kit ’ta buhan gant aoun n’ho pefe
keuz. Me vezo euruz ama ; arabad eo d’e-hoc’h
gwela war va stad.
Sada neuze ann tad o vont kuit ac’hano, ann daelou leiz he zaoulagad ; ne dalie ket d’ezhan lenva hiviziken, great e voa ar stal.
En em gaout a ra er gear, ha goude displega d’he ziou verc’h kosa penaoz e voa bet digemeret gant al loen, ne voa ket ken drouk anezhan ha ma voa da welet, e lavaraz : — Sada me brema, va bugale, dizounet mad er weach-man dioc’h ar stultenn am boa bet da zimezi. Hiviziken n’ho peuz ezomm e-bed da gaout aoun e venn-me ken diot all ha ma voann enn amzer zo bet ; ho c’hoar iaouank e deuz pareet ac’hanoun dioc’h ar c’hlenved fall-ze.
Lezomp brema ar re-ma er gear da ober ha da lavaret ar pez a garint, ha distroomp da welet penaoz ez a ann dro gant ar verc’h iaouanka du-ze. Kerkent ha ma voa eat ann tad kuit, al loen a lavaraz da Vari : — Brema ez oc’h ar rouanez ama ; setu aze dillad, levriou ha binviou a bep seurt d’en em wiska, da lenn ha da gana, hervez ma ho pezo c’hoant. Pa vezoc’h skuiz, n’ho pezo nemet lavaret d’al lore kana d’ho zro, hae raint ; pep tra a zo ama. dindan ho kalloud, ha me zo-ken ivez evel ar re all ; evelato e karfenn ho pe ar vadelez da lezel ac’hanoun da zont ama d’ho kaout, e-pad ma vezoc’h o leina bemdez, rak nemet er mare-ze euz ann deiz n’ounn vak. Kredit ac’hanoun, me am beuz mistri ive da ober diout-ho, evel ma rankit ober diouz-in-me.
Pa deuaz ann noz, ar plac’h iaouank a ia d’he gwele, na petra ’ta ? Fichet mad e voa bet ar gwele, ha pep tra a voa ebarz ; golc’hejou plunv, dillad fresk, pevar pe bemp pluek dindan be fenn ; n’e devoa, enn eur ger, diouer euz a netra. Euruz e vije bet evel eur rouanez, nemet e veze atao he-unan, ken na deue d’he gwelet ann hini a rea brema he loenik anezhan ; rak o veza en em voazet dioc’h al loen, hag o welet ivez e voa donvoc’h ha gwelloc’h evit n’en devoa ann doare da veza, e leac’h kaout aoun ra-z-han hag heuz evel e devoa da genta, brema e deveze mall da welet anezhan o tont d’he c’haout ; ha pa deue ar mare ma ranke mont kuit diout-hi, ec’h en em gave nec’het ha doaniet. Ann dra-ze a ziskouez n’eo ket great ann den evit beza he-unan.
Al loen a wele ann dra-ze hag a deue donvoc’h-donva,
laouenoc’h-laouena bemdez, rak fisians en
devoa e teuje ar verc’h-ma da garet anezhan ; ha
dont a reaz nebeud-a-nebeud.
Eunn dervez, e-pad ma’z edont ho daou o tiviz, ne c’houzounn diwar-benn petra, al loen, a-raok mont kuit, a lavaraz da hou-man en devoa eur c’helou da rei d’ezhi. — Petra eo, eme ar plac’h iaouank ; hag euz ar gear e ve ? — Ia da, eme al loen, da c’hoar hena eo a zo o vont da zimezi, ha marteze ivez e karfez gouzout gant piou e timez ? — Ia a-vad ; marteze ec’h anavezann anezhan ? — Mad, eme al loen ; n’as peuz nemet kemeret ar mellezour a zo aze, hag e weli ebarz piou eo. — Hag hou-man ha mont hep dale, na petra ’ta, ha kemeret ar mellezour ha gwelet ann hini a voa o vont da zimezi gant he c’hoar. — Anaout mad a rann anezhan, eme-z-hi. — Ia, eme al loen, he anaout a rez marteze dioc’h he welet ; ne c’houzoud ket a-vad pe seurt goaz eo : ann diaveaz euz ann dud n’eo ket hevel oc’h ann diabarz, hag he-ma a vezo pried da c’hoar, pegement-bennag m’en deuz doare. vad, a zo eur galoun dishevel enn he greiz. Taol evez oc’h ar pez a lavarann : da c’hoar a vezo ken euruz n’e devezo nemet daou dra da ober : dastum he c’hoef, dre ma kouezo diwar he fenn, ha sec’hi he daoulagad, dre ma tiverint.
Warc’hoaz, eme al loen, ema ann eured, ha m’as peuz c’hoant da vont, ez aimp hon daon. — Laouen-braz e venn da vont d’ar gear ; mar d-eo a-vad warc’hoaz ann eured, penaoz ec’h en em gavimp-ni eno, nemet war ann divezadou ? — N’as pez ket a nec’h gant ann dra-ze, eme al loen ; en em gaout abred a-walc’h a raimp, gant ma vezo great da bak gan-ez warc’hoaz da c’houlou deiz. — Great e vezo, eme ar plac’h iaouank.
— Mad eo neuze, eme al loen, da unnek heur ema ann eured, hag abarz dek heur e vezimp eno. Pa en em gavimp a-vad, eme-z-han c’hoaz, em beuz da gelenn ac’hanoud diwar-benn na boko den d’id, na da dad nag hini euz da c’hoarezed ; den e-bed enn eur ger. Lavar d’ezho ar pez a gari evit en em zigarezi, rak mar pokfe unan-bennag d’id, me da lazfe dioc’h-tu. Diwall eta oc’h ann dra-ze.
Antronoz, mintin mad, ar plac’h iaouank, great he fakad gant-hi, a lakeaz anezhan war gein he loenik, hag enn hent. Ker buhan ez ejont neuze ne glevaz hou-man ha n’e devoe amzer da welet netra, ken na voe en em gavet tost d’ar gear. — Emaomp e-kichenn ti va zad, eme-z-hi, sad’ a-hont va c’hoar, ema o tont d’am c’haout. — Diwall na bokfe d’id, me as ped, nag hi na den all e-bed. — He zad a deu d’he c’haout ive, ha pa’z int tost e lammont evit poket d’ezhi. — Arabad eo, eme ar plac’h iaouank, difenn a zo great ouz-in ; na ve ket eta dont a rafe den evit poket d’in, na goaz na maouez, rak falla tra a rafent hed ho buez e ve ann dra-ze.
Pa voe diskennet enn ti, hou-man, a voa gant-hi aour hag arc’hant, a roaz eunn dra-bennag kaer da bep-hini euz a dud ann ti, kouls d’ar plac’hed ha d’ar mevellien, evel ma’z eo ar c’hiz pa zimez unan-bennag.
N’em beuz ket lavaret c’hoaz beteg-hen e voa ar verc’h-ma, koant ha kaer pa voa eat euz ar gear ; pe mar d-eo bet lavaret ne voa gened hou-ma neuze netra e-skoaz ma voa brema ; hag ar pez a lakea ann dud souezet, eo dre ma welent anezhi gant eul loen ken heuzuz ha ken divalo. Ann dra-ma a lakeaz daou zen iaouank a voa enn eured da lavaret etre-z-ho e voa eur pec’hed marvel gwelet anezhi evel-se oc’h heul eul loen ken iskiz, hep na c’helle den poket d’ezhi. — Evid-oun-me a raio zur, eme unan anezho, ha pa c’houfenn beza lazet. — Diwall, eme egile, gant aoun n’as pe keuz war-lerc’h ! — Gwaz a ze, lakeat eo em fenn gan-en, hag ober a rinn evel a lavarann.
Sada he-man em-berr hag o vont da guzet enn deresiou, evit ober gwelloc’h a ze he dro, pa vije ar plac’h iaouank kaer o tont. Kaer en devoe, gwelet e voe gant hou-man, a lavaraz d’ezhan — Mar d-oc’h eaz enn ho tillad, it ac’halesse pa lavarann d’e-hoc’h. — He-man, e leac’h mont kuit, a zilammaz a benn herr o kredi poket d’ezhi, pa strinkaz out-han flammou tan hag her loskaz eno rak-tal. He vignoun a voa o sellet, a voe darbet d’ezhan beza devet ivez.
Al loen dioc’h-tu a ia da gaout ar plac’h iaouank, ha kregi enn-hi, hag he zeuler war he gein evel eunn arreval, ha kuit gant-hi ac’hano, evel eunn diaoul gant he dra. Ne voe ket pell enn hent, hag ar plac’h iaouank-ma, eur fallaenn war-n-ezhi, ne zizemplaz ken na voe enn he c’hampr. Eno e voe servichet evel ma voa bet a-raok, nemet da boent he fred ne deue ket he loenik da welet anezhi ; pemzek dervez a dremenaz evel-se.
Goude ar pemzek dervez-ze e kement-se, ar plac’h iaouank-ma a voa souezet ha nec’het, a c’hellit kredi, pa deuaz he loenik adarre. Goulenn a reaz out-hi ha ne voa ket nec’het. — Eo da, eme-z-hi, nec’het ounn bet o welet ne deuac’h ken d’am gwelet. — Gouzout a rann ez eo gwir a leverez, ha dre n’am boa ket da damall ac’hanoud evit ar pez a zo c’hoarvezet, ez ounn choumet d’ann traon da uza ann drouk a voa enn-oun, rag anez, eme-z-han, ne vijenn ket bet marteze evit miret d’as laza.
Hou-ma, ar verc’h-ma, ne voa ket eunn diodez, na tost zo-ken, hag a wele er-vad ma komze al loen evel-se out-hi, ne voa emichans nemet dre ma karie anezhi, ha dre m’en devoa eunn tammik marc’h rouz. Dre-ze eta ne reaz van e-bed oc’h he glevet, hag e devoa fisians enn-han atao, evel a-raok.
Sada a-benn bloaz, pe evel-se, ma lavaraz al loen d’ezhi ez edo he eil c’hoar o vont da zimezi ivez, hag e voa red ez aje d’ann eured. — Da ober petra, eme-z-hi, ez inn-me ? Gwelloc’h eo gan-en choum ama, gant aoun na c’hoarvezfe gwasoc’h c’hoaz evit ann dro genta. — Ne d-euz fors petra a c’hoarvezo, mont a ri, eme al loen. — Mont a rejont, hag en em gaout e poent hag enn amzer, evel ann dro genta.
Brema a-vad ann tad a ra difenn na ve den ken aliet fall evit mont da glask poket d’he verc’h iaouanka. — Petra dalvez difenn netra oc’h ar iaouankiz ? Neuze eo ez int douget gwasa da heul ho fenn, evel a reaz eunn den iaouank a voa eno enn eured. Dre ma voa bet difennet ann dra-ze oc’h ann holl, e lavaraz ha pa vije devet kik ha kroc’henn, e pokje d’ar plac’h iaouank-ze ; hag a greiz ne zonje den e netra, ha dirak ann holl, e lammaz evit poket d’ezhi, pa gouezaz eno devet e ludu, evel ann hini kenta. Al loen neuze a zammaz ar plac’h iaouank adarre, hag a ieaz gant-hi d’ar gear.
Pa en em gavaz, e lakeaz anezhi enn he c’hampr, ha ne deuaz goude d’he c’haout nemet a-benn eur miz. Ar verc’h-ma a voa nec’het hag enouet o choum evel-se he-unanik, hep gwelet he loenik ; ha pa zistroaz he-ma d’he c’haout, e voe laouen, evel a c’hellit kredi, hag al loen ivez, rak gwelet er-vad a rea brema e voa karet gant-hi.
Koulskoude, evit anaout gwelloc’h peger braz e voa he c’harantez out-han, a-benn eur pennad amzer goude ma voa tremenet ann traou-ze, hag er mare na zonje hou-ma e netra e-bed, setu hag hen ha goulenn out-hi : — Daoust ha te a gar ac’hanoun-me evel ma karann ac’hanoud ? — Ha perak, eme-z-hi, ne rafenn-me ket ? Abaoue m’emaoun ama ne glaskit nemet ober vad d’in ; hag evit diskouez d’e-hoc’h ne lavarann ket a c’hevier, e karfenn eureuji d’e-hoc’h. Ne dalv ket d’in lavaret a-vad, rak ne ve ket kavet beleg e-bed er vro-ma. — Ma na vez ket kavet ama, e vezo kavet e leac’h all, ha kredi a rann, eme al loen, ne c’hellfet ket miret ne eureujfemp, pa’z ounn evit lavaret ar pez am beuz c’hoant.
Setu neuze hag hi ho daou ha dont adarre da di ann tad da c’houlenn out-han aotrea dimezi. He-man ne viraz ket, dre ma wele e voa red mad d’ezhan. Kredi a rea oc’h-penn, eur weach ma vije dimezet he verc’h gant al loen, e choumje er vro, pe da vihana e c’hellje hen, he zad, mont da choum gant-hi d’he zi. Ann dra-ze a roe kalz a fisians d’ezhan, he dre-ze ez eaz gant he verc’h hag al loen da gaout ann aotrou persoun, da c’houzout diout-han hag hen a eureujfe anezho.
Ann aotrou persoun, pa glevaz petra voa, a lavaraz ne voa ket evit kemeret ar garg-ze dindan he galotenn, hag e voa red mont hueloc’h. Ar re-man neuze a ieaz da gaout ann aotrou ’nn eskop a lavaraz ive ne voa ket evit ober traou er c’hiz-ze. Ann arc’heskop goude a lavaraz, evel ar re all, ne voa ket roet ar garg d’ezhan da zimezi eur gristenez gant eul loen iskiz.
— Mad ! mad ! eme al loen neuze ; gwella tra a c’houfemp da ober, hag ar berra ivez, eo mont da Rom da gaont ann Tad sentel ar Pab ; hag ar re-man enn hent hep dale. P’en em gavchont dirak ar Pap, he-man a c’houlennaz digant ar plac’h iaouank da genta ha dimezi a raje gant al loen-ze. — Ia, eme-z-hi, dimezi gant-han a rafenn, ha me zo-ken eo am beuz kinniget ann dra-ze d’ezhan da genta, o veza ma c’houzounn er-vad ez eo eunn den, pa gomz ha pa lavar ar pez en deuz c’hoant. Dre-ze, eme-z-hi c’hoaz, ne gav ket d’in e ve netra evit miret na eureujfenn gant-han.
Ar Pab, o klevet ar plac’h iaouank, a anavezaz e voa gwir a lavare, hag e voa al loen-ze eunn den bet lakeat evel-se gant eur sorser-bennag. — Mad, eme ar Pab, eureujet e vioc’h, pa fell d’e-hoc’h ho taou. — Setu ma voent eureujet, ha laouen-braz o tont ac’hano d’ar gear. Eur fest ouz ar re gaera a voe, rak ne ket aour hag arc’hant a vanke d’ezho. Eunn dud a deuaz na voe gwelet biskoaz kemend all ; deut e voant, na petra ’ta, da eunn eured ne voa ket evel eunn all tamm e-bed, rak bete neuze ne voa ket bet gwelet biskoaz eur plac’h koant, nag eur plac’h iskiz zo-ken, o timezi gant eul loen. Ha pa na vije ket bet gwelet c’hoaz bete neuze, ann dra-ze a voa gwir ha sklear breman eno d’ann dud dirak ho daoulagad.
Ann deiz kenta a dremenaz brao-braz ; ann holl laouen beteg ar pardaez. Neuze a-vad e teuaz nec’h d’ar c’hrek nevez, dreist-holl pa voe red mont da gousket ; he nec’h ne badaz ket pell. Ann daou-ma, pa voent laosket ho daou ho-unan, al loen a lavaraz d’he c’hrek : — Aze ema ho kwele ; it ebarz ; me a choumo ama e starn ann daol. — Emichans ne choumoc’h ket, eme ar c’hrek nevez, re a riou ho pe ; ha, goude c’hoaz, ann dra-ze ne zere ket. Ha ma ve gwelet pe glevet, e ve chaog diwar hor penn ?
— Me, eme al loen, n’em beuz riou morse, hag oc’h-penn ne rann van euz a gement a c’hellfe teodou an dud da lavaret ; pa vez tremenet nao c’hant vloaz er-meaz, e traon eur wezenn, n’euz forz pe seurt amzer a veze, e c’hellit kredi ne reer forz euz a netra. Rak-se ’ta bezit e peoc’h diwar-benn traou ar seurt-ze, ha list ac’hanoun da vont, pa fell d’in ha pa’z eo red oc’h-penn.
Hou-ma, ar c’hrek nevez-ma, hep beza tamm drouk enn-hi, a lezaz neuze anezhan da vont e starn ann daol ; ha d’he gwele. Evelato, kaer e devoe, ne voe ket evit kousket muioc’h evit ki milin, da lavaret eo e devoa eul lagad prennet hag eunn all digor, da welet petra a vije a nevez. Kaer e devoe ivez ne voe ket evit kas an nec’h kuit diout-hi. Ober van ha neuz a rea da gousket, enn eur zellet dre gornik he lagad, ha setu e-verr hag hi gwelet al loen oc’h en em astenn hag oc’h en em drei war he gein ha war he gof, evel pa en divije gwentr. — Bremaik, eme-z-hi, e vezo ama eunn dra bennag a nevez, am beuz aoun.
Hou-man, enn eur lavaret ann dra-ze out-hi he-unan, ne flach na ne finv ; atao e sell a gorn, pa wel penn eunn den o tont er meaz euz a zindan ar c’hroc’henn. Ar penn-ze a voa ker kaer, ne voa gwelet kaeroc’h. Ar c’hrek iaouank ne zistro ket kornik he lagad diwar-n-han, ker mantret eo gant kemend all. Al loen a rodell hag a zirodell atao, ken a deuaz euz ar c’hroc’henn penn-da-benn ar brava den iaouank a c’hellfet da welet.
Ann den iaouank-ma neuze a grog er c’hroc’henn, a bleg anezhan e pevar, ha goude he lakeat war goubl he vreac’h, e teu da gaout ar gwele. Ar c’hrek nevez neuze, pegement-bennag ma c’hwie piou e voa, a ra neuz da veza spountet ; eul lamm a ra enn he c’hoazez, enn eur lavaret a boez he fenn : — Piou oc’h-hu ? Kit ac’halesse, ne ket c’houi eo va fried : va fried-me a zo dindan ann daol, va fried a zo eul loenik ; kit kuit eta, pa lavarann d’e-hoc’h.
— N’ho pezet aoun e-bed, eme he-man, me eo ho pried, ha tennet ho peuz ac’hanoun a boan. Abaoue nao c’hant vloaz zo emaounn dindan kroc’henn eul loen hudur, ha choumet e vijenn ken n’am bije kavet eur verc’h evel-d-hoc’h d’am c’haret ha da zimezi gan-en. Lakeat e voann bet gant eur sorserez koz enn doare ma ho peuz gwelet ac’hanoun. Setu aze va c’hroc’henn, ha brema taolit evez mad oc’h ar pez ma’z ann da lavaret d’e-hoc’h diwar he benn. Brema ni hon daou a vezo euruz, ken euruz ha ne vezo bet den beteg-hen c’hoaz, ha mar kirit e choumimp evel ma’z omp brema atao, mar grit ar pez a livirinn. Lakit ar c’hroc’henn-ze enn eur gampr, ha taolit evez mad na stokfe out-han birviken na dour, na tan, rak neuze, siouaz d’e-omp ! e vemp kaset ann eil dioc’h egile, ha n’en em welfemp mui. Setu eno ar pez ho pezo da ober ha da ziwall ; ne d-eo ket diez, evel a welit.
C’hoarezed hou-ma a voa deut d’ann eured a voa merc’hed, ha kivioul mar d-oa ; ne voant ket deut evit ho c‘hoar hep-ken ha dre garantez out-hi. Merc’hed evel-d-ho n’int kre da garet, nemet-ho ho-unan a rafent. Deut e voant a-vad evit gouzout pe seurt c’hoari a vije gant ann daou-ma enn nozvez kenta euz ho eured. Hag ar c’hoant-ze ho devoa da welet petra vije ; a reaz d’ezho lakaat, hep gouzout da zen, ober daou doull talar er zolier ma’z edont, a-ziouc’h kampr ann daou zen nevez. Dre ann daou doull-ze, ann diou-ma ho devoa gwelet kement a voa bet, ha klevet ivez petra voa bet lavaret.
Pa welaz ann diou c’hoar peger brao den e voa he-ma brema, ho doe gwarisi oc’h ho c’hoar. Bravoc’h den e deuz bet evid-omp-ni, eme-z-ho, hag eurusoc’h e vezo ivez gant-han evid-omp-ni gant hor goazed, ma na deuomp a-benn da gas anezho ann eil dioc’h egile. — Setu penaoz e vez goret drouk er galoun !
Eunn eiz dervez-bennag a dremenaz er c’hiz-ze. A benn eunn nao dervez, setu ar pried nevez ha mont da chaseal, ha lezel he c’hrek er gear gant he c’hoarezed. Ar re-ma neuze a ieaz da gaout ho c’hoar iaouank, hag a lavaraz d’ezhi : — Kleo ’ta, Mari ; a-raok ma’z aimp kuit, e tlefez diskouez d’e-omp eunn dra-bennag. — Petra eo, eme Vari ? — Gouzout er-vad a rez, pa oud bet dimezet, ne voa ket da zen evel hirio ; neuze edo dindan kroc’henn eul loen divalo. Petra eo deut ar c’hroc’henn-ze da veza ? Ne d-eo ket kollet, ha ne kwir, ha te a c’hoar e pe leac’h ema ? Diskouez anezhan d’e-omp, rak eunn dra gaer e tle beza da welet. Biskoaz kemend all ne d-eo bet c’hoarvezet gant den, nag e nep leac’h. Talvezout a ra eta ar boan e ve gwelet, da c’houzout pe groc’henn eul loen eo, pe groc’henn ann diaoul marteze. Deuz ’ta, eme-z-ho, da ziskouez anezhan d’e-omp, e-pad ma’z eo eat da chaseal.
Ar c’hrek iaouank, o kredi ne c’hoarvezje drouk e-bed, pa ne voa ket bet difennet out-hi diskouez ar c’hroc’henn, hag o kredi c’hoaz oc’h-penn ne c’hwie he c’hoarezed netra euz a gement en devoa lavaret he fried d’ezhi diwar-benn ar c’hroc’henn-ze, a ieaz gant ann diou bez fall-ze, ha tenna dira-z-ho ar c’hroc’henn er-meaz euz ar c’houfr ma’z edo.
Ann diou c’hoar a dro hag a zistro ar c’hroc’henn a gleiz hag a zeou da genta, ha goude eur pennad, unan anezho a ia kuit hag a zistro gant eur c’henaouad dour a strink war-n-han, hep koll eur diveradenn. Setu neuze ar c’hrek iaouank o skuilla daelou, o welet fallagriez he c’hoarezed a c’hoarze a boez ho fenn. — N’es peuz ket ezomm da wela evit ken nebeud a dra, eme-z-ho ; ne d-euz c’hoarvezet drouk e-bed. Ni a zec’ho ar pez a zo glebiet euz ar c’hroc’henn. Hag hi ho diou neuze ha kregi enn-han hag hen teuler enn tan da zec’hi ha da zevi.
Kerkent eunn dalm kurun a darzaz, hag a strinkaz ann diou c’hoar war ho genou d’ann douar ; hag ar pried en em gavaz eno dioc’h-tu. — Sada me deut reuzeudik gan-ez, eme-z-han ; ni a voa ken euruz ! — Hag hen ha diaveli gant-hi eur javedad, ken a strinkaz diout-hi tri vanne goad war he roched.
Ar c’hrek iaouank neuze a c’houlennaz digant ann Aotrou Doue hag ar Werc’hez, he vamm, ma choumje ann tri vanne goad-ze enn he roched, ken na deuje hi he-unan da lamet anezho. Goude ma e devoe lavaret ann dra-ze d’he fried, he-man d’he dro a lavaraz d’ezhi : — Me a ia kuit brema, ha ne c’houzoc’h ket da be leac’h ; a-raok ma kavoc’h ac’hanoun-me, ho pezo kalz a boan, hag ec’h uzoc’h daou re voutou houarn hag eur re voutou dir o vale.
Neuze ar c’hrek iaouank a wel he fried o vont ac’hano enn eur c’harr arc’hant hag aour, ha tennet enn ear gant peder goulm wenn-kann ; a-benn eunn nebeud goude ma voa nijet, ne welaz mui netra.
He c’hoarezed brema a c’hoarze hag a dride ho c’haloun, O welet e voant deut a-benn da ober ho zaol. — Brema, eme ar c’hrek iaouank, enn eur wela leiz he daoulagad, brema e rankinn mont war-lerc’h va fried ken her c’havinn, pe ken na vezinn maro, rak lakeat eo e tle ar pried beza gant ar pried, ha bez’ e vijenn bet gant-han c’hoaz, mar karjenn beza choumet hep diskouez kroc’henn e-bed d’am c’hoarezed fall. Piou en divije kredet birviken ho divije bet kemend all a fallagriez hag a zroug ouz-inn ? Biskoaz me n’am beuz great drouk, na poan d’ezho. Pa’z int bet eta ken digaloun ouzin, ha pec’hed e ve d’in laerez, diwar ho c’houst, ar c’hillek aour hag ar iar arc’hant ?
Hou-man, o kavout he zro, a ra evel a lavar, ha kuit gant-ho ac’hano hep lavaret kenavezo d’ezho. Lakaat a ra ober eur re voutou dir da genta, ha goude kemeret eur pennad bazik d’he harpa enn hent, ez a da vale bro. Kaset e devoa ive gant-hi aour hag arc’hant, muia ma c’hellaz.
Setu ’ta brema ar c’hrek iaouank-ma o vont, ha na c’hoar da be leac’h nag etrezek pe vro. Mont a ra ha bale a reaz ken na voe toull he boutou dir. Neuze e laka ober eur re all, eur re houarn a-vad enn dro-ma. Freuzet ha dispenseliet eo he dillad o vont ama hag a-hont, euz ann doullenn d’ar c’hoat, euz ar c’hoat d’ar menez, ha gwelet a ra he eil re voutou toull adarre. Evit brema a-vad, e-leac’h liou ar gened, ne d-euz war ar c’hrek paour-ma nemet liou ann amzeriou fall, liou ann naounegez hag ar riou ; brema n’eo ken nemet eskern ha kroc’henn.
Lakaat a ra ober he zrede re voutou, re houarn adarre, ha goude beza paeet anezho, ne choumaz gant-hi nemet triouac’h diner ; hag hi evelato da vale adarre. Poan e deuz, siouaz ! o sevel he zreid dioc’h ann douar, ker skuiz ha ken toc’hor eo deut da veza. He nerz a ia digant-hi, ha piou en defe souez ; aliez n’e deuz da zibri nemet koz frouez diwar ann henchou ; evit gwele da gousket, nemet korn eur c’hleuz-bennag ; da zisglavi pe da zisheolia, nemet deliou ar gwez, pa c’hell kaout c’hoaz. Setu, tud keiz, buez ar c’hrek iaouank ma, abaoue pevar bloaz zo ma’z eo eat euz ar gear da glask he fried. Piou euz ar merc’hed hirio a rafe kemend all ? Ne ve ket kavet eunn all marteze evel-d-hi dre ar bed.
Goude ann amzer-ze, ar c’hrek iaouank en em gav e-c’harz treid eur menez huel, hag enn eur zellet out-han, e lavar : — Pegouls e vezinn-me pignet war he gribell ? Seiz leo zo da bignat hep hent e-bed, netra nemet rec’hier, mein ha drez. Red eo mont evelato dre ann hent-ze, rak seul vui eo garo, seul-vuanoc’h a ze ec‘h uzo va boutou ha va c’horf ivez, ha nemet en em gavinn gant va fried, ne d-euz forz e-bed pegemend e vezo va foan.
Ar c’hrek iaouank-ma a bignaz e-pad tri dervez ha peder nozvez, ne lavarann ket heb ehana ; diskuiza a rankaz, piou ne raje, harpet oc’h meur a roc’h, hag he c’haloun dizeac’h gant ann naoun hag ar zec’hed. Pa voe war lein ar menez e welaz eur gear gaer enn tu all. — Ne d-inn ket pelloc’h evit ar gear-ze, eme-z-hi, enn eur zellet out-hi a bell. N’ounn ket evit mont hirroc’h, ha nemet ez inn beteg enn-hi a zo a-walc’h. Er gear-ze e rankinn mont enn eunn ti-bennag da zervicha, ha goude, p’am bezo dastumet eur gwennek-bennag, ez inn adarre gant va hent.
Pa en em gavaz Mari e traon ar menez enn tu all, ez eaz da ziskuiza war ar pount a voa a-ziouc’h ar ster a iea, dre eno, hag hi gwelet eunn toullad merc’hed o walc’hi, eur ragach gant-ho gwasoc’h evit na vez gant eur vandenn biged. Mari a zell out-ho hep lavaret ger. Petra a lavarche ? Great e vije bet goap anezhi. Choum a reaz eno koulskoude eur pennad mad, hag em-berr hag hi gwelet eur vaouez all o tont euz a gear, hag a voa, dioc’h ann doare anezhi, mestrez war ar re all ; rak pa en em gavaz e lavaraz d’ar merc’hed a voa o kanna : — Diwallit mad na ve kollet eur roched zo ama d’ar prins, hag a zo tri vanne goad war he bruched ; hirio e rank beza kaset d’ezhan, hag he c’haout a rankann da vont gan-en. Gant piou ema-hi ? — Gan-en-me, eme eur plac’h iaouank ; gwalc’het eo, ha gwalc’het mad zo-ken ; n’eo ket didachet a-vad, ha kaer am beuz bet he frota, he c’hanna, he zaouna, n’ounn ket bet, me nag ar re all a zo ama kennebeud, evit dont a-benn da gas kuit ann tri vanne goad-ze.
Mari a glev petra a laver houn-nez, hag a domm he goad enn he c’hreiz. Tostaat a ra oc’h ar merc’hed hag e sant ez eo toull he zrede re voutou. Pa en em gavaz e-kichenn ar gannerezed, e lavaraz : — Roit d’in, me he ped, eme-z-hi, roched ar prins a voa hano anezhi gan-e-hoc’h bremaik, ma welinn ivez ha ne c’hellfenn ket didacha anezhi. — C’houi, kaillarenn louz, eme unan d’ezhi, pellait ac’han, flear a zo gan-e-hoc’h.
— Petra zo, eme ar vestrez pa glevaz ? Petra ! ar c’hrek-ma a gomz a zoare ouz-hoc’h, hag e komzit trenk out-hi. Dalit, eme-z-hi, enn eur rei d’ezhi eur grabanad eskern, eur weach all e vioc’h furoc’h, diwallit mar kirit ! Hag ar vestrez neuze ha kemeret ar roched hag he rei d’ar c’hrek iaouank-ma.
Kerkent ha ma voe bet soubet gant Mari enn dour ha frotet eunn draik, ez eaz anezhi ann tri vanne goad. — Euz a be leac’h oc’h, eme ar vestrez d’ezhi neuze ? — Me ne d-ounn ket ac’han, nag a dost zo-ken ; me a zo ganet e Breiz-Izel a zo war-dro tri C’hant leo euz ar vro-ma, dioc’h tu ar c’hresteiz ; hag o veza ma teuann euz a geid all, e c’hellit kredi ez ounn skuiz, hag ez ounn choumet ama da ehana eur pennad, pa’z oc’h en em gavet. Naonn du am beuz, ha ma ho pe ar vadelez da rei d’in eunn dra-bennag da zibri, e rafac’h d’in kalz a vad.
— Deut gan-en, eme ar vestrez, d’ann ti-kouez ; labour hor beuz hag eno eo e vezann o choum endra bad al labour brasa, evel brema. Dre ma tle ar prins dimezi hep dale, emaomp gant ar c’houez braz. Deut gan-en eta ha bezit heb aonn, me a roio d’e-hoc’h kement ho pezo ezomm, hag eunn tamm dillad a gavinn ive, rak ho re-c’houi a zo eunn truez ; ken toull ha ken dispenseliet int, ma weler ho kroc’henn dre-z-ho.
Setu hag ar c’hrek iaouank ha mont neuze gant ar vestrez d’ann ti-kouez, hag eno e voe roet d’ezhi da zibri ba da efa ; en em domma a reaz goude he fred, ha pell braz a voa ne voa ket bet ken euruz. Pa welaz peger mad e voa out-hi mestrez ar gannerezed, e lavaraz e karje beza plac’h e lez ar roue, n’euz forz da betra e vije lakeat. Me a welo e-verr, eme ar vestrez ; ha mar d-euz eur plas vak-bennag, ho pezo anezhan, rak me a zo kar d’ann hini a zo mestr braz ar mevellien.
Ar vestrez a c’houlennaz, evel ma e devoa lavaret, ha ne gavaz da rei d’ar c’hrek iaouank nemet plas paotrez ar ier a voa maro neizur. — Dister eo ar plas, eme ar vestrez ; koulskoude ho pezo ho lojeiz hag ho poed, ha divezatoc’h ho pezo gwelloc’h.
Ar c’hrek iaouank a ia da viret ar ier, ha gwelet a ra bemdez eunn itronn pe eunn dimezel iaouank, ne c’hwie ket petra voa, o vont d’al lez douget enn eur gador-bortez. Oc’h he gwelet bemdez o vont hag o tont, Mari a c’houlennaz eunn deiz piou o voa. Setu ma klevaz e voa ann hini a iea war he boutou, da lavaret eo ann hini a dlie dimezi d’ar prins abars nemeur. — Mar gellann-me, ne raio ket, eme Vari enn he c’haloun. — Hag hi neuze ha lakaat he c’hillek aour enn avel e-touez ar ier all.
Ar brinsez-ma, rak eur brinsez e voa, o welet
ar c’hillek kaer-ze, pa dremenaz dre ar porz. a
voe souezet ; ne voa nemet-han gant ar ier, o veza
ma voa bet treac’h d’ar c’hilleien all, ha m’en devoa
kaset anezho da vale gant he vek aour, kaletoc’h,
evit doare, evit na voa begou ar re-ze.
— Da biou ar c’hillek kaer-ze, eme ar brinsez ?
— D’in-me, eme plac’h ar ier ; bez’ am beuz bet
anezhan a-berz va zad. — Mad, eme ar brinsez,
me a garfe he gaout, ha bez’ am bezo anezhan.
— Ne c’houzounn ket, eme ar c’hrek iaouank, ha me
a werzo anezhan d’e-hoc’h ; n’em beuz ket kalz a
c’hoant ho pe va c’hillek. — Goulenn anezhan ar
pez a giri. — Ma werzann anezhan, ne roinn ket
a vihanoc’h evit nao mil skoed hag eunn nozvez
da dremen e kampr hoc’h hini koz [6]. Mar d-eo
mad d’e-hoc’h evel-se, kemerit-hen ; evit a vihanoc’h n’ho pezo ket anezhan.
Aotrea a reaz ar brinsez gant-hi ar pez a c’houlenne ; evelato e voa souezet e devoa hou-man lakeat tremen eunn nozvez e kampr ar prins. Lavaret a reaz ann dra-ze d’he zad, gant aoun na vije eunn dra-bennag etre-z-ho. Ar prins koz-ma a roaz neuze gwin-kousket d’ar prins iaouank, abarz ma’z eaz d’he wele, ha neuze e voe laosket plac’h ar ier da vont enn he gampr. Hou-ma neuze a stag gant he Oremus : — Sada me deut, eme-z-hi, d’as kwelet, hag uzet em beuz va daou re voutou houarn hag eur re voutou dir oc’h da glask ; didachet em beuz da roched, ar roched-ze a voa enn-hi tri vanne euz va goad, ha ne c’hellaz den ho c’has kuit nemed-oun.
— Ar prins ne rea van ; mik e voa, ha ne gleve ket anezhi, na netra a gement a lavare d’ezhan. Hou-man neuze a ra he c’hlemmou krevoc’h-kreva ; eunn truez he c’hlevet. — Brema, eme-z-hi, e rez ar skouarn vouzar ; ne voaz ket evel-se gwechall, pa’z edoz dindan kroc’henn eul loen heuzuz. — Adalek ann noz pardaez beteg ann deiz, ec’h hirvoudaz er c’hiz-ze oc’h diskouarn ar prins ne c’helle ket klevet anezhi, ha na rea van, kaer e devoa hou-ma heja anezhan.
Da c’houlou-deiz e voe great d’ezhi mont da gaout he ier, hag hi neuze ha lakaat he iarik arc’hant e-touez ar ier all. Ar brinsez, pa dremenaz dre ar porz, a welaz anezhi hag e devoe c’hoant d’he c’haout, da lakaat gant he c’hillek aour. Paotrez ar ier he gwerzaz ive evit nao mil skoed, hag eunn nozvez da dreman e kampr ar prins iaouank. C’hoarvezout a eure gant-hi evel ma voa c’hoarvezet enn nozvez kanta, nemet ar mevell a gouske er gampr tosta, a glevaz hou-ma oc’h ober he c’hlemmou, hag antronoz e lavaraz d’he vestr : Me ne c’hwienn ket, eme-z-han, e voac’h bet dindan kroc’henn eul loen. — Piou en deuz lavaret ann dra-ze d’id-te, eme ar prins ? — Eur plac’h iaouank a zo bet aze, enn ho kampr, o tremen ann noz-ma hag ann noz all a-raok ; hi eo a lavar e deuz tennet ac’hanoc’h a boan, e deuz uzet daou re voutou houarn hag eur re voutou dir, oc’h ho klask dre gement bro a zo, hag e deuz didachet ive eur roched d’e-hoc’h a voa enn-hi tri vanne goad.
Ha penaoz, eme ar prins, eo deut ama ? — Gwerzet e devoa deac’h d’ar brinsez eur c’hillek aour evit nao mil skoed, hag oc’h-penn eunn nozvez da dremen enn ho kambr. Klemmet e deuz ouz-hoc’h e-pad ann noz kenta-ze. C’houi a-vad ne glavac’h ket anezhi, o veza ma ho poa efet gwin-kousket en devoa roet d’e-hoc’h ho tad kaer, mar bez. Enn noz-ma diveza eo bet adarre, o veza ma e devoa gwerzet d’ar brinsez eur iar arc’hant, ha n’ho peuz ket klevet muioc’h anezhi eget n’ho poa neizur. Me a-vad em beuz klevet anezhi ; eunn truez e voa.
— Tao war gement-se, eme ar prins d’he vevell, ha mir na ve da c’henou a zigorfe da lavaret ger. Va zad-kaer, mar bez, evel a leverez, eo a ziskarg d’in ar gwin-kousket. Pa vezo deuet da noz evit hen diskarga hag he rei d’in, setu petra a ri-te, pa zalc’hez ar goulou d’ezhan. Diskregi a ri euz ar c’hantolor, hag e lezi anezhan da goueza, ha neuze, pa vezo maro ar goulou, me a c’hello teuler kuit ar gwin-kousket, hag ann tad-kaer ne welo banne. Diwall a-vad na rafez ket ar pez a lavarann d’id, rak e-verr da noz e tenio adarre plac’h ar ier, evel ma’z eo deut ann diou nozvez diveza.
Ar mevell a reaz evel a voa bet lavaret d’ezhan, pa deuaz ann tad-kaer gant ar gwin-kousket dioc’h ann noz. Da c’hortoz, paotrez ar ier ne voa laouen tamm e-bed, o welet ne voa ket bet evit rei da glevet d’ar prins ar pez e devoa c’hoant. Mont a reaz gant ar ier, ha dispaka ann delienn euz al lore a gan. Ar brinsez o tremen, a glevaz kana dudiuz al loreenn hag a voe souezetoc’h c’hoaz evit na voa bet a-raok. Gouienn a reaz kaout ann delienn-ze digant plac’h ar ier, hag hou-ma a lavaraz d’ezhi ne roje ket he loreenn a vihanoc’h evit triouac’h mil skoed hag eunn nozvez adarre e kampr ar prins. — Mad, eme-z-hi, ne rann forz ; bez’ e rankann he c’haout, koustet pe gousto. — Sada ma voe prenet adarre digant paotrez ar ier. Hou-ma evit gwir e devoa bet arc’hant ha kalz zo-ken ; n’e devoa ket bet he c’hoant a-vad, hag ann dra-ze eo a nec’he gwasa anezhi.
Dont a ra ann noz, ha setu ma’z ear adarre da rei ar gwin-kousket d’ar prins. Ar mevell, war zigarez ma voa evel morgousket, a laoskaz ar goulou da goueza d’ann traon, hag ar prins neuze ha strinka ar gwin diout-han ha mont d’he wele dioc’h-tu, Ober a rea neuz da gousket ; ne rea banne koulskoude, pa glevaz ann or o tigeri, ha paotrez ar ier o tont enn he gampr.
— Sada me deut ama, eme-z-hi, evit ar weach divezan d’as kwelet. Petra dalv d’in-me lavaret ha klemm, evel am beuz graet ann diou nozvez a-raok, pa na rez van e-bed oc’h va c’hlevet. Koulskoude me eo am beuz da dennet a boan ; me am beuz didachet ar roched-ze a voa enn da gerc’henn, p’as poa lakeat va goad da strinka out-hi gant eur javedad as poa roet din. Gwaz a ze, eme-z-hi, del ivez, pa ne zihunez, eur javedad digant va dourn, evit n’am bezo netra da rebech, d’id. — Hag hi neuze ha diaveli gant-han eur palfad, gwella ma c’hellaz.
Ar prins a zao neuze euz he wele, hag oc’h anaout he c’hrek, e pokaz d’ezhi enn eur wela. Gervel a ra he vevell a deu gant ar goulou ; lakaat a ra ar prins rei dillad d’ezhi, enn eur lavaret : — Warc’hoaz ema va eured, a lavarer ; hogen n’as pez ket a aoun, me ne eureujinn ket, ha te hep-ken eo a vezo va fried.
Antronoz setu ann holl o tont evit ann eured, abarz mont d’ann iliz, evel ma voa ar c’hiz er vro-ze. Ar brinsed ar re vrasa euz ar rouantelez hag ann tad-kaer a voa eno, evel a c’hellit kredi, hag he verc’h enn he gichenn, na petra ’ta ! Laouen e voa ann holl, pa zao ar prins iaouank enn he za da lavaret : — Pa’z eo ann dervez-ma evid-oun, me a garfe goulenn eur gelenn digant va zad-kaer, ama dirak ann holl. Lavarit d’in, prins, eme-z-han, petra rafac’h ma vec’h em leac’h-me ; sada diwar-benn petra eo. Gouzout a ra ann holl ama ez ounn bet sklaf e-pad pell amzer. Enn amzer ma voann eat d’ar vro fall-ze, em boa eur c’houfr war alc’houez, eur c’houfr e voa hen-nez euz ar re gaera. Digwezout a reaz d’in koll ann alc’houez ; petra rejounn ’ta pa zistrojounn d’ar gear ? Lakaat ober eunn alc’houez nevez, ha pa voe digaset d’in, a-raok lakaat anezhan er potaill, setu ma kavjounn va alc’houez koz. Brema e c’houlennann petra da ober, pe derc’hel va alc’houez koz ha leuskel ann hini nevez, pa ne c’houzounn ket c’hoaz hag ez eo mad he-man pe fall ?
— Pa n’ho peuz ket gwelet c’hoaz petra eo ann hini nevez, pe mad pe fall, eme ann tad-kaer, gwella tra ho peuz da ober, mar kredit ac’hanoun, eo lakaat ann hini nevez enn tu-bennag, hag en em zervicha, evel a-raok, euz ann hini koz. — Ia, ia, eme eunn arc’heskop a voa eno ; ar gwella da ober eo ann dra-ze.
— Ho trugarekaat a rann euz hoc’h ali, eme ar prins iaouank. N’em beuz ket perc’hennet ho merc’h c’hoaz ; hi eo a zo ann alc’houez nevez. Hag enn eur zigas plac’h ar ier er zal, e lavaraz : — Setu ama ann alc’houez koz am beuz kavet ; hi eo a zo va grek kenta, hag hi eo a dleann da zerc’hel ; hag he derc’hel a rinn. Brema eta, prins, dalc’hit ivez ho merc’h, pa n’am beuz netra da ober gant-hi. Evit hou-ma a-vad a zo hag a vezo va grek ; poan a-walc’h en deuz bet oc’h va c’haout, ha leal, eo ne gollfe ket kemend all a boan, ha ne raio ket, pa lavarann.
Pa voe lavaret gant ar prins, ann holl a voe mantret, hag ann darn vuia euz ann dud a riklaz sioul er-meaz ac’hano ; enn ho zouez, ar prins-koz hag he verc’h, great kazek gant-hi e-kreiz ar porz.
En em gavet mad e voa ann taol, ha mall e voa gwelet o tont da vad madelez ha karantez eur verc’h, eur c’hrek ne voa ket enn amzer-ze, na breman ivez kalz a verc’hed hevel out-hi, Brema anavezet mad gant ar prins evit he bried, Mari a voe euruz gant-han bete ma marvaz, pell amzer goude. Bugale ho devoe ha bugale-vihan ; hag ann daou-ma a welaz ar re-ma braz, ha kaer, ha brudet a bell bro evit ho madelez hag ho lealded.
Setu, va zud vad, penaoz, em beuz klevet ar marvaill-ma. Grit brema ho mad gant-han, ha kredit pe ne gredit ket ez eo gwir.
- ↑ N’ho peuz ket, pour n’hoc’h euz ket. Voy. le nouveau dictionnaire 1869, au mot avoir.
- ↑ Me a c’hoar, pour me a oar, je sais. Voy. le nouveau dictionnaire 1869, au mot Savoir.
- ↑ Timezoc’h, pour timezot, 2e pers. plur. du futur de Dimezi, se marier. Voy. le nouveau dictionnaire 1869, au mot Futur.
- ↑ Ces mots ken na vezo neuze constituent à eux seuls une phrase, car ils signifient : dès lors et tant que cela ne sera pas arrivé, il me faut, etc.
- ↑ Ce membre de phrase forme une figure des plus remarquables de concision et de précision. Il est temps de dire à ta fille : Tant que ne seront pas arrivées les joies du paradis, je ne te reverrai plus ; c’est dire, en termes aussi distingués que chrétiens, ce que l’on appelle communément un éternel adieu.
- ↑ Hoc’h hini koz. Expression familière des bretonnes pour dire votre mari, votre amoureux.
Eur zoudard oa he-man ; euz a barrez Plougouloum oa ginidik, am euz klevet, hag Ivon a reat anezhan. Pell hag hirr e oa bet enn arme, hag atao soudard evel-kent ; ma teuaz da skuiza, petra bennag ma’z oa gant ar re wella a vije kavet e pevar c’horn ar vro. Klemm a reaz eunn deiz oc’h he gabiten, hag he-man a lavaraz d’ezhan e teuje da veza eunn dra-bennag gant ann amzer. — A gav d’e-hoc’h, eme Ivon ; gwelet e vezo. Da c’hortoz a vad, va c’habiten, livirit d’in, me ho ped, petra ra d’e-hoc’h kredi pe lavaret ar pez a rit ? — O veza eo, eme he-man, ma’z oud, Ivon, eur zoudard heb he bar, eur zoudard n’euz ket enn tu all d’id, ha ma talc’her ac’hanoud soudard atao evit na d-aio ket ar wenn da goll. — Arabad ober goap, me a oar petra ounn, pell a zo, ha marteze n’eo ket gaou a livirit.
Goude kement-man, eiz pe nao dervez pe war-dro, Ivon a dec’h kuit, hag enn hent ha tiz war-n-han. Kuiteat en devoa ann arme evit-mad, ha ne c’houlenne netra ken nemet choum hep distrei biken. Setu hor soudard o vale endra ma c’hell padout ann hent dindan he dreid, ken a zeuaz ann noz war-n-han.
Pellik brao e oa eat dioc’h ar gear ma’z edo ar rejimant ; ha dre ne gavaz ti nag hostaleri da loja, enn aoun na vije taget gant tud fall pe gant laeroun, Ivon a zell enn-dro d’ezhan, hag o welet kalzennou foenn enn eur prad hed-da-bed ann hent, ez a da gousket enn unan anezho. Eur vorenn vad en dea great dijaik, ha tost e oa da hanter-noz, pa glev eunn trouz, spountuz war-dro eno, evel ma vije bet Paotred ar Zabbat o c’hoari ar vaz. Ne ket hi a ioa eno, tra a-vad ; eur vandenn loened gouez a-vad deut di, evit doare, da zibri eur c’hoz ejenn maro.
Ivon a zelaou anezho hag a glev, dreist mouez ar re all, al leon o krial forz, hag o c’houlenn oc’h eur verienenn perak e rea kemend a boan d’ezhan evel a rea ? — Perak, eme hou-man o flemma beg lost al leon, e-leac’h ober eur jolori evel a rit aze, evit kaout pep-hini ac’hanoc’h he damm euz ann ejenn maro-ze, ne d-it-hu ket da zihuna Ivon a zo kousket eze, enn eur galzenn foenn ? Hen-nez zo eur c’hleze gant-han, ba ne vezo ket pell evit ranna he lod da bep-hini ac’hanoc’h. — Gwir a lavar ar verienenn, eme al leon. — Hag he-man dioc’h-tu ha mont da gaout Ivon, ha lavaret d’ezhan dont gant-han da ober ho lod d’ezho. Ivon, pedet brao gant al leon, ne c’hellaz ket lavaret nann. Mont a reaz dioc’h-tu, ha pa en em gavaz, e welaz eno leoned, tigred, louparded, bleizi. merienn ha brini zo-ken. — Ac’hanta, eme Ivon krog enn he gleze, list ac’hanoun da dostaat, evit ma welinn ha me a vezo evit ranna hoc’h ejenn etre-z-hoc’h. Klevit gan-en ; gwella ma c’hellinn e rinn, hag arabad e vezo klemm, rak evid-oun-me n’am euz ezomm euz a damm e-bed.
Neuze Ivon a stag gant ar penn, hag hen distag dioc’h ar c’horf e daou pe dri daol kleze. Pa en devoe trouc’het anezhan, her roaz d’ar merienn da lipat pe da grignat. Goude e roaz ann divorzed d’al leon ; ann divesker a-raok d’ann tigred, ann diou gostezenn d’ar bleizi, d’ann ourzed ha d’ar re all, hag ar bouzellou d’ar brini ; ma oe ar baotred laouen boll, pep-bini gant he lod. — Breman, eme Ivon, me ia da gousket ; kenavezo !
Edo o vont da brenna he zaoulagad, pa glev trouz adarre o sevel, hag al leon o krial gwasoc’h eget biskoaz oc’h ar verienenn. — Lez ac’hanoun, eme-z-han, pe lavar d’in petra ec’h euz c’hoant da gaout. — Petra am euz c’hoant, eme ar verienenn, netra e-bed nemet e kav d’in ez oc’h holl loened digaloun, ha te dreist-holl ; rak evit ar pez en deuz great Ivon d’e hoc’h, hini ac’hanoc’h, na te kennebeud. n’hoc’h euz roet netra e-bed d’ezhan, na lavaret zo-ken bennoz Doue. C’houi ne ouzoc’h ket petra eo beva. Kaout a ra d’in koulskoude e vije bet mad d’e-hoc’h rei d’ezhan eunn dra pe eunn dra all, dioc’h galloud pep-hini ac’hanoc’h. Oto ! korfata ne glaskit ken, ha n’eo ket heb abek ez oc’h aliez tamallet gant ann dud ; n’oc’h tamm gwelloc’h evit-ho.
— Mad ! mad ! lez da c’hlabouz, eme al leon ! ma ne d-eo nemet ann dra-ze eo a zo ezomm da ober, n’eo ket diez. — Hag al leon dioc’h-tu ha gervel ar re all enn-dro d’ezhan, hag ac’hano da glask Ivon adarre. Pa oent deut, al leon a lavaraz : — Bremaik, paotr, oud bet ama o ranna ar c’haign-man etre-z-omp, ha rannet mad eo bet gan-ez, rak hini ac’hanomp n’en deuz kavet netra e-bed da glemm. Breman eta ez eo leal, a gav d’in, es pe digan-e-omp eunn dra-bennag evit da c’hobr. — Roit ar pez a gerrot, eme Ivon, ar pez a vezo e vezo, ne rann forz petra. — Setu ar pez a roann-me d’id, eme al leon. Keit ha ma vezi beo, p’as pezo ezomm, lavar : — Ra vezinn-me leon ; hag e vezi rak-tal eul leon c’houeac’h gweach brasoc’h, krevoc’h ha galloudusoc’h evit na d-ounn-me.
War-lerc’h al leon, ar re all a lavaraz ive da Ivon e c’hellje, pa garche, dont tigr, loupard, bleiz, ourz, louarn, c’houeac’h gweach brasoc’h, krevoc’h ha galloudusoc’h evit na oa pep-hini anezho. Goude al loened-ze e teuaz roue ar merienn, hag a lavaraz : — Me, eme-z-han, a roio d’id, Ivon, dishevel dioc’h ar re all, rak marteze e vezo mad d’id ivez beza bihan-bihan, dioc’h a c’hellfe c’hoarvezout gan-ez. Mad ! kleo : Pa giri, e vezi eur verienenn c’houeac’h gweach mistroc’h ha lijeroc’h evit pep hini ac’hanomp-ni. Ar brini ivez d’ho zro a lavaraz da Ivon e roent d’ezhan ar galloud da zont, pa garche, e bran, ha da nijal c’houeac’h gweach buanoc’h evit ann holl laboused a nij etre ann env hag ann douar.
Setu ma oe Ivon laouen oc’h ho c’hlevet ; ha piou ne vije ket bet enn he leac’h ? Ma lavaraz he-man out-han he-unan : — Mar d-eo gwir em euz me bet kemend all a c’halloud digant ar re-man, me a vezo eur paotr ac’hanoun abarz nemeur. Setu neuze hag Ivon ober eur vorenn c’hoaz, rak ne oa ket deiz anezhi. Pa zavaz ann heol dioc’h ar mintin, Ivon a ioa dihun ha seder he lagad. Poent eo d’in mont ac’han, eme-z-han, ma welinn hag ez eo gwir ho deuz lavaret ar baotred vrao-ze d’in enn noz-man.
Sellet a ra enn-dro d’ezhan, hag o welet o tont war ann hent pemp pe c’houeac’h soudard, a ioa, m’oar-vad, oc’h he glask, Ivon a lavar : — Ra, vezinn-me leon c’houeac’h gweach brasoc’h evit ar brasa zo, c’houeac’h gweach krevoc’h ha galloudusoc’h evit ar c’hreva hag ar galloudusa.
Sada hag hen deut dioc’h-tu leon evel a lavare, ha mont a-benn-kaer dirak ar zoudarded. Ar re-man, pa weljont anezhan, ne choumjont ket d’her gortoz ; skara a rejont ac’hano, ken a stoke ho zeuliou oud ho reor ; hag Ivon a iea atao gant he hent o c’hoarzin etre he zent leon, hag oc’h ober ann neuz da veza rok out-ho, dre ma tistroent da zellet out-han.
Pa en devoe kaset anezho war ho c’hiz eur pennad mad, e lavaraz : — Ra vezinn-me bran ; hag e oe dioc’h-tu, hag ez eaz enn eur red-nij da Naonet (eno edo he rejimant), ha diskenn dirak lez roue Breiz. — Ra vezinn-me den breman ; hag Ivon den o vont timad d’eunn hostaleri vraz a ioa eno dirak al lez, ha goulenn kaout eur gampr ; ma oe roet d’ezhan, ha petra ’ta ?
E-verr da noz, Ivon enn he gampr a ia da zellet dre ar prenestr oc’h maner ar roue, o klask gwelet ar brinsez iaouank a anaveze dioc’h he gwelet, hag en devoa c’hoant da gaout da bried. Ivon, klevit, ne zell ket breman oc’h ann dud euz he gen-dere ; eur brinsez eo a rank Ivon da gaout.
Ankounec’heat em euz lavaret ez oa he-man eur paotr brao ba kempenn, hag e-pad ma oa bet soudard, pa veze oc’h ober gward el lez, nousped gweach, en devoa gwelet ar brinsez iaouank o sellet out-han a gorn. Ann dra-man en doa digaset da zonj da Ivon aliez ez oa marteze karet gant ar brinsez iaouank-flamm-ze. Ha marteze ez oa karet ; piou a oar, nemet Doue, petra dremen e kaloun ar merc’hed iaouank, prinsezed ha re all ? Ar re-ze evel ar re-man a zo great da garet.
— P’am euz kemend a c’halloud evel am euz, eme Ivon, marteze me zeuio a-benn euz va zaol. — Hag o kredi kement-se, ne zistroe lagad diwar al lez, o c’hortoz ma welje ar brinsez o tont. — Dont a reaz hou-man, dioc’h ann abardaez, ha digeri he frenestr, emichans evit kemeret ann ear noz, rak ne gredann ket e divije mennoz pe zonj euz a Ivon, He-man evelato, pa welaz anezhi, a oe laouen a c’hellit kredi. Piou ne vije ket bet ?
Setu em-berr, pa oe skuiz ar brinsez o sellet, hag ive dre ma’z oa noz-tenval anezhi, e prenn he frenestr hag ez a da gousket. Ivon a zell atao oud he c’hampr, ha pa gav d’ezhan ez eo pred ober eunn dra-bennag, e lavar : — Ra vezinn-me bran. — Hag hen e bran ha nijal dioc’h-tu da brenestr ar brinsez. Terri a ra eur werenn gant he bek, hag er gampr. — Ra vezinn-me den, eme-z-han. — Hag hen e den dioc’h-tu.
Ar brinsez ne oa ket kousket c’hoaz, ha pa welaz eur goaz enn he c’hampr, e laoskaz eur griadenn skiltruz, ma oe spontet ann holl gant-hi. — Al laer ! al laer ! eme-z-hi. Hag ar roue hag he dud o tont da welet. P’en em gavehont er gampr, ne oa den nemet ar brinsez enn-hi, rak Ivon, eat e merienenn, a oa redet enn eunn toull preon a gavaz e penn ar gwele. — Petra a zo, va merc’h, eme ar roue ? — Aman, eme-z-hi, am euz gwelet eur goaz bremaik dira-z-oun ; eat eo da guzet, emichans. — Ma oe furchet ha difurchet ar gampr ; ne choumaz koign na leac’h na oe gwelet petra a oa enn-ho, ha kaer a oe klask, den ne oe kavet. Ma rankaz ann holl mont kuit neuze hag ar roue ivez o lavaret d’he verc’h : — Alteri a rez ha brellet eo da zaoulagad, rak ne ouzoud ket petra ec’h euz gwelet. Aman ne d-euz den, hag hen kuit.
Kerkent ha ma oent eat er-meaz, Ivon a zo adarre e den, hag ar brinsez da grial gwasoc’h eget biskoaz. — Va merc’h a goll he fenn, eme ar roue o pignat a nevez gant ann diri buhana ma c’hell. Pa zeuaz er gampr, ar brinsez a lavaraz d’ezhan : — Klaskit mad, va zad, rak evel ma’z oc’h bet eat kuit, em euz gwelet anezhan adarre. — Hag ar roue da glask ha da furcha adarre. Tennet e oe ar gwele, furgutet e oe dindan-han, tennet e oe ar golc’hejou ha kemend a ioa ebarz, hep biskoaz kaout den. — Ivon euz he doull preon a zelle out-han enn eur c’hoarzin. — Ne dalv ket d’in klask, eme ar roue d’he verc’h, ha red eo ma ve eat da skiant vad digan-ez ; hiviziken, kaer as pezo krial, me ne zeuinn ken, rak diodez oud.
Setu ma’z eaz ar roue ac’hano adarre, drouk enn-han enn dro-man. Hag Ivon a zeu den adarre, hag a zav sounn dirak ar brinsez. Er veach-man ar brinsez ne griaz ket, goude sellet out-han, hag o welet ne oa ket ker spountuz ha ma kave d’ezhi, e c’houlennaz petra a glaske eno. — Arabad ho pe aoun ra-z-oun, eme Ivon, me ne fell ket d’in ober drouk e-bed d’e-hoc’h ; enn enep eo. Setu evit petra ounn deuet : Sonj hoc’h euz, m’oar-vad, euz ar zoudard iaouank a zellac’h out-han, breman ez euz eur miz, pe war-dro, pa veze e gward, d’ann traon ama, e-c’harz dor ho tad ? Ia da, eme-z-hi, sonj am euz. — Mad, eme Ivon ; me eo hen-nez, ha mar d-ounn deut ama d’ho kaout, ez eo evit lavaret d’e-hoc’h e karann ac’hanoc’h, pell a zo, hag e karfenn dimezi gan-e-hoc’h.
— Diez e vezo ann dre-ze d’e-hoc’h, eme ar brinsez ; evelato me a welo penaoz ober. — Hag o lavaret ann dra-ze, hou-man a zelle oc’h Ivon, hag o welet ez oa eur paotr lipet-brao, koant-hardiz zo-ken, e lavaraz d’ezhan : — Ne d-euz ket gwall-bell e teuaz ama euz a Vro C’hall eur prins iaouank evit dimezi gan-en. Daou zervez goude ma oa en em gavet, e kouezaz klanv hag e varvaz ; ha dre ma kare kalz ac’hanoun, e roaz d’in a-raok mervel, he baperiou, he zillad kaer ha kemend vad en devoa. Aze emaint er pres, ha me a roio anezho d’e-hoc’h, mar fell d’e-hoc’h, ha neuze warc’hoaz pe antronoz e teuot aman dindan hano ar prins a gerrot, hag o veza gwisket kaer, e c’houlennot digant va zad dimezi gen-en. Kredi a rann ho pezo ho koulenn. Sad’ ama ouspenn diou ialc’had aour hag arc’hant a roann d’e-hoc’h, evit ma c’hellot mont e pep leac’h he derc’hel ar renk huel ho pezo kemeret.
Ma oe Ivon laouen-meurbed o vont ac’hano gant paperiou ha dillad ar prins ha gant ann diou ialc’had en doa bet digant ar brinsez. Hep dale pelloc’h, antronoz vintin, setu hag Ivon ha kemeret eur c’harronz kaer, ha dont gant-han d’al lez ha goulenn komz oc’h ar roue. Digemeret mad e oe, ha p’en devoe he-man lavaret he gefridi, ar roue a aotreaz he c’houlenn, gant ma vije great hervez ma c’hoantea he verc’h.
Hou-ma a lavaraz ia, ha war-benn nebeud amzer goude, e oe great ann eured, ar c’haera a oe gwelet biskoaz er vro-ze.
Eunn dervez-hennag goude, roue Breiz a lavaraz d’he vap-kaer dont gant-han da chaseal. — Ne c’houlennann ket gwell, eme he-man. — Setu hag hi ha mont ho daou gant ar brinsez iaouank, pried Ivon, da eunn ti en devoa ar roue e-kreiz eur c’hoat. Antronoz e savjont abred evit mont da chaseal. Ar brinsez iaouank en em lakeaz enn he frenestr da zellet penaoz e vije ann dro gant-ho ; hag Ivon, o veza ma karie meurbed he c’hrek, e leac’h chaseal, a zistroe, dre ma c’helle, da zellet out-hi. Ne ket gant ar c’hirvi na gant ar gedon edo he spered, ha nebeutoc’h c’hoaz he galoun ; ha m’en divije kredet lezel eno koat ha chas, e vije distroet da gaout he garantez.
Er zonj-man edo, pa zistro a nevez da zellet oc’h ar brinsez, ha pa wel anezhi sammet gant eur pez den a nije evel eul labous, o vont kuit ac’hano, Ivon a c’halv he dad-kaer enn eur grial, hag a ziskouez d’ezhan he verc’h laeret, o vont d’ann ampoent-ze a zioud-ho, war nij, gant ar pez korf den. — Va zad, eme Ivon, me a ia war-lerc’h al laer, ha ne zistroinn aman, ken na vezo bet paket gan-en.
Ma’z eaz Ivon enn eur pez leon c’houeac’h gweach brasoc’h ha lijeroc’h evit ann holl leoned. Heulia a reaz he bried diwar lerc’h, evit gouzout e pe leac’h e tiskennje, p’en em gavjont e-c’harz ar mor. Neuze Ivon a ia enn eur vran ; ha petra-bennag ma’z ea buanoc’h evit kement labous a zo, ne oa ket evit tizout, na tost zo-ken, ar c’horf-ze en devoa laeret he bried d’ezhan. — N’euz forz, a lavare Ivon, gant ma c’hellinn gwelet e pe du e tiskenno, m’hen talvezo d’ezhan, pe e vezo diez.
P’ho devoe ar re-man nijet e-pad pell amzer, Ivon a welaz ar c’horf o tiskenn war eur roc’h vraz, enn eunn enezenn e-kreiz ar mor, ha dioc’h-tu, o sevel ar roc’h-ze evel eur goulc’her-pod, hag o vont dindan-hi gant ar brinsez. Ivon, kaer en devoe nijal buhana ma c’helle, en em gavaz re zivezad. Diskenn eno a reaz evelato, ha pa en devoe great ann dro d’ar garrek, da welet pe zoare e devoa, e c’houlennaz mont enn eur verienenn ker moan ha ker mistr hag ar vlevenn voana a zo.
Ma oe dioc’h-tu enn eur verienenn ; ober a ra neuze ann dro d’ar roc’h a-benn teir gweach, ha ken na oe ar bederved ne gavaz eunn toullik bihan-bihan. Dre-z-han e c’hellaz, gant kalz a boan, mont dindan ar roc’h. Pa oe eno, e oe souezet o welet peger kaer e oa, ha peger sklear ive, pegement bennag ne oa goulou na sklerijenn o para e nep leac’h. Ivon a-vad n’edo ket gant ann traou-ze ; gant he bried eo.
Hou-man, pa’z eaz Ivon ebarz, a ioa o kribat penn ar c’horf gant eur grib olifant gwenn kann. Ivon, pe mar d-eo gwelloc’h, ar verienenn neuze, pa wel, a skramp oc’h ar brinsez hag a ia enn he skouarn. A raok mont enn-hi e lavaraz d’ezhi goustad : — Na skrab ket, me eo Ivon a zo deut aman enn eur verienenn, evit tenna ac’hanoud digant al loen fall-man ; goulenn out-han penaoz en deuz gallet dougen ac’hanoud beteg aman, ha flour anezhan gwella ma c’helli, evit klevet gant-han e pe leac’h ema he nerz.
Neuze ar brinsez, oc’h ober ann neuz da grafat he benn d’ezhan, a lavar : — Piou oc’h-hu, ha penaoz a reer ac’hanoc’h ? — Me, eme-z-han, a zo ganet diwar eur c’hrek-vor hag eunn den-vleiz ; va hano a zo ar C’horf heb ene. — Petra, eme ar brinsez, eur c’horf heb ene ? Penaoz e c’hellit-hu beva neuze ? — Dre nerz eur spered braz en deuz roet d’in kalz a c’halloud ; ha c’hoaz ar galloud am euz ne d-eo netra e skoaz ma vije bet, m’am bije bet gallet kaout va ene. — Bez’ hoc’h euz ’ta eunn ene ha n’ema ket gan-e-hoc’h ? — Nann, eme ar c’horf, n’ema ket va ene gan-en, siouaz ! ma vije, n’euz netra o gement na zeujenn-me a-benn anezho. Gant va ene, me am bije distroet ar bed war he c’henou. — Diez eo d’e-hoc’h eta kaout hoc’h ene, dioc’h a welann ? — Re ziez, siouaz ! rak klasket a-walc’h em euz he gaout meur a weac’h, heb biskoaz he dizout. Enn abek da ze eo ez ounn bet lekeat aman da choum, enn enezenn-man, e-kreiz ar mor. Koulskoude va ene n’ema ket gwall bell ac’hanen. — E pe leac’h ema-hen, eme ar brinsez ?
— War-n-hed eunn dek leo pe war-dro, enn eunn enezenn all hag a zo braz. Diwallet mad eo eno, ha na me, na den ne c’hello he gaout.
Ar brinsez, dre ma lavare ar c’horf diwar-benn he ene, a floure skanv he benn d’ezhan, hag he-man neuze a lavaraz : — Va ene-me a zo enn eur vi ruz-glaou, hag ar vi-ze a zo e-kreiz eur goulm ; ar goulm e-kreiz eul louarn ; al louarn e-kreiz eur bleiz ; ar bleiz e-kreiz eur penn-moc’h gouez ; ann houc’h gouez e-kreiz eul loupard ; al loupard e-kreiz eunn tigr, ann tigr e-kreiz eul leon ; al leon e-kreiz eur pez roufl ne d-eo na den na loen.
Ar roufl-man a zo ar c’hreva a zo etre
ann env hag ann douar ; dre-ze den ne c’hello
birviken dont a-benn anezhan. Evelato ma ve eunn
den goest da laza ar roufl-ze, da laza al leon, ann
tigr, al loupard, ann houc’h gouez, ar bleiz hag
al louarn, a-raok m’en defe lazet ar goulm, e ve
red d’in-me mont kuit ac’hanen. pep loen a ve
lazet, ez afe va nerz digan-en, evel ma’z a digant
eunn den, dre ma red ar goad euz he wazied ; ha
mar choumfenn aman da c’hortoz ma ve lazet ar
goulm, ne venn ket neuze evit sevel ar roc’h-man,
hag e rankfenn choum enn-hi da vervel.
Setu eno, eme ar c’horf, petra eo va ene hag e e leac’h ema. — Brao, brao, eme ar verienenn e devoa selaouet pisa ma c’helle, ha klevet mad petra en devoa lavaret ar c’horf d’ar brinsez. Gortoz eur pennad, eme-z-han d’ezhi, me a ia breman kuit, da welet ha me a c’hello da denna euz a zaouarn ar c’horf daonet-man ; gortoz ac’hanoun, ha gra gwella ma c’helli d’ezhan ; me welo divezatoc’h.
Sada neuze ar verienenn ha mont kuit ac’hano dre ann hent ma oa deut. Pa oe er-meaz : — Ra vezinn-me bran ; ha setu Ivon e bran, ha war-nij a-benn herr etrezek ann enezenn en doa lavaret ar c’horf heb ene. En em gaout a reaz eno hep dale, ha diskenn hag e den dioc’h-tu ha mont, evel eur paour keaz, da c’houlenn e pe leac’h edo ar roufl en devoa klevet hano anezhan. — N’hoc’h euz, eme eunn den d’ezhan, nemet mont er maner a welot aze pelloc’h, hag e viot kaset d’he gaout. — Ivon a ieaz neuze d’ar maner hag a c’houlennaz ha ne gavje ket eunn dra-bennag da ober. Kaset e oe da gaout ann aotrou, hag he-man a c’houlennaz out-han petra a felle d’ezhan da ober.
— N’euz forz petra, eme Ivon, ha pa na ve nemet miret ar zaout a rafenn zo-ken. — Miret ar zaout aman a zo diesoc’h evit na gav d’e-hoc’h, rak e lez ar c’hoat, er mesiou ma vezont o peuri, ez euz eur roufl hag a ia gant-han bemdez unan euz al loened korn da vihana, hag a-wechou daou pe dri.
— N’euz forz, eme Ivon, marteze me a viro out-han hiviziken da gemeret hini e-bed. — Mar grit, eme ann aotrou, e viot eunn den evel ne weler ket dre aman. — Gwelet e vezo warc’hoaz, eme Ivon, — Hag he-man antronoz ha mont ha kas ar zaout, dre eunn ode a ioa war ar mesiou, pella ma c’helle ho c’has. Goude beza ho c’haset evel-se, e tistroaz war he c’hiz hag e choumaz a-dreuz da zellet enn ode.
Ne oe ket pell ma welaz ar roufl o tibourcha dioc’h ar c’hoat hag o tont rag-eeun etrezek enn-han. — Bremaik, eme Ivon, me a welo pe seurt goaz oud. — Hag he-man neuze ha mont enn eul leon c’houeac’h gweach krevoc’h ha galloudusoc’h evit al leon kreva ha galloudusa, ha lammet raktal gant penn ar roufl ; ha setu eno eunn trouz o sevel gant ann daou-man oc’h en em ganna, ken a grene ann douar dindan-ho. Mevellien ann aotrou a ziredaz da welet, hag a oe ker spountet, ma tec’hjont ac’hano enn eur grial forz.
Al leon hag ar roufl a c’hoarie atao hag a ziskolpe a besiou tammou kik ha kroc’henn ann eil diwar egile. Ann douar a oa ruz gant ar goad, ar vein a fraille hag a vruzune dindan ho zreid, ar gwez tosta d’ezho a zic’hrisiennent, ha kaer en devoa ar roufl darc’hai gant he skilfou hag he ivinou kaletoc’h evit ann dir, freuzet e oe gant al leon, ha rankout d’ezhan ehana, ker feaz e oa. — Ehan keit ha ma kavi mad, eme al leon ; evid-oun-me a zo diskuiz a-walc’h, ha bremaik pa staginn gan-ez, me as lazo evel eur vuzugenn. — Mar gellfenn-me, eme ar roufl, kaout eunn tamm kik ejenn da zibri hag he c’hoad da zuna, me a lakafe ac’hanoud-te ker munud hag ar brenn gwiniz. — Mar ec’h euz naoun, eme al leon, debr da groc’henn a zo a-ispill oc’h da gorf iskiz hag hudur ; ha mar ec’h euz sec’hed, lip da c’houliou hag ef da c’hoad a zifrunk anezho. Evid-oun-me, me n’am euz ken naoun nemet d’as tispenna-te, ha da zispenna a rinn gant va ivinou, evel dispenna stripou. Ehana ac’h euz goulennet, ehan eta bete warc’hoaz, ha kreva da gorf a-benn neuze, mar gellez, rak ma ne rez ket, ne ri ket divezatoc’h ken-nebeud, rak warc’hoaz ne weli ket ann heol o kuzet.
Setu neuze hag al leon ha kas al loened enn he raok d’ar gear, hep na oe bet debret hini anezho. Ann aotrou a wel ped a zo anezho, hag o kaout ez edont holl gwitibunan, e lavaraz da Ivon : — Ne d-euz ket kalz a dud evel-d-oud ; te a zo bet, am euz klevet, oc’h en em ganna oc’h ar roufl hag o lakaat anezhan feaz. — Ia da, eme lvon, en em ganna out-han am euz great hirio, ha warc’hoaz her lazinn ; Lezet em euz anezhan beo evit diskouez d’ezhan oc’h piou edo o c’hoari hag en deuz kavet he bar. Karet a rafenn e c’hellfe beza, a-benn warc’hoaz, ann hanter krevoc’h evit na d-oa hirio ; ha pa c’hellfe beza pare, ha teir gweach zo-ken krevoc’h, warc’hoaz e c’hellot dont da welet ac’hanoun o rei d’ezhan he lamm diveza. — Mad eo, eme ann aotrou a lakeaz digas d’he baotr saout pe wella en devoa enn he di da zibri ha da efa. Goude he goan, Ivon a ieaz da gousket, hag antronoz a-raok sao heol, e oa savet, hag ez ea da gas he vandennad saout d’ar mesiou.
P’en doe kaset anezho pell, e ten adarre war he c’hiz hag e wel ar roufl o tiredek war-n-han. — Ac’hanta, eme Ivon eat e leon dioc’h-tu, ehanet a-walc’h ec’h euz, emichans, ha brema e tenez adarre da c’hounid pe da goll ; koll a ri, m’hen tou. — Bremaik me da vrevo, eme ar roufl. — Goustad, paotr brao, n’oud ket pare mad a-walc’h c’hoaz hag ec’h euz c’hoant da vervel ? — A-raok ma varvinn, te as pezo beac’h, eme ar roufl, oc’h astenn evel dent eur gribin houarn he skilfou lemm ha stank enn he c’henou, ker ledan ha ker ruz hag eur fourn vraz e gor. Al leon dioc’h-tu, o tiskolpa eur pez taouarc’henn, a strink anezhi oc’h daoulagad ar roufl, hag enn eul lamm war he c’houzoug. Mouga a ra anezhan ken a astenn he deod er-meaz keit ha lost hirr eur marc’h. Ar roufl reuget he c’houzouk penn-da-benn a rank koueza ha mervel eno etre ivinou al leon. He-man goude, gant eunn taol pao, a zigor kof ar roufl ken a zifoup he vouzellou heuzuz er meaz ; hag o tont anezho eul leon kaer eno raktal.
Al leon-ze ne oe ket pell evit beza lazet ive d’he dro ha digoret, evel ar roufl. Eunn tigr a lamm neuze er-meaz, ha kaer en devoe lammet ha nijal, kouls lavaret, enn-dro d’al leon, ne choumaz ket pell enn he bez. — Evit diverraat : euz ann tigr e teuaz eul loupard ; euz al loupard, eunn houc’h gouez ; euz ann houc’h gouez, eur bleiz ; euz ar bleiz, eul louarn, hag euz al louarn eur goulm a nijaz ac’hano ker buhan hag ann avel. Ivon neuze eat e bran ne oe ket pell evit tizout ar goulm ha plaouia war-n-ezhi, evel eur sparfel war eur pintik, he laza ha tenna anezhi ar vi ruz a ioa enn he c’hof hag a ioa ene ar C’horf heb ene.
Dioc’h-tu e tistro d’ann enezenn, hag e den e tastum ar vi hag ez a da gaout ann aotrou a ioa bet eat da zellet oc’h Ivon o c’hoari gant ar roufl. Oc’h-pernn ma oa souezet-braz ann aotrou-man o welet penaoz e c’helle Ivon dont da leon, da digr, da loupard, da houc’h gouez, da vleiz, da louarn, da vran, e oe souezetoc’h c’hoaz o welet e teue hep taol a-benn euz al loened all a ioa choumet eno, a stok ho c’horf ha toullgofet pep-hini anezho. — Eunn den oud, Ivon, eme ann aotrou, ha choum aman a rankfez gan-en. — Ne rinn ket, e feiz a-vad, eme he-man, rak mar d-ounn-me deut aman, ne d-eo ket enn distro euz a bep leac’h nag evit choum. Me am euz eur gefridi all da ober, ha ken na vezo great, ne chouminn ket. C’houi a-vad breman a c’hell beza didrouz hag e peoc’h, rak birviken ken ar roufl ne raio drouk e-bed d’ho loened. Me a ia breman d’al leac’h m’am euz ezomm da vont, ha mall braz eo d’in en em denna. — Enn eur lavaret ann dra-ze, Ivon e bran a nij ac’hano, ar vi ruz gant-han, hag a-benn eur pennad goude e tiskenne e den enn enezenn ar C’horf heb ene.
He-man, ar c’horf-man, a ioa war ar roc’h gant ar brinsez ann he gichenn, ha petra-bennag ma oa digor frank ha diskramaill he vruched gant-han, en devoa beac’h c’hoaz o kaout he alan, hag astennet eno evel pa vije bet stag oc’h ar roc’h. Ivon a dosta out-han, ar vi gant-han enn he zourn. — Deuz d’in ar vi-ze, eme ar C’horf heb ene, pe me da lazo bremaik. — Mar ec’h euz ezomm euz ar vi-man, eme Ivon, deuz d’he gerc’hat. Petra a roi-te d’in evit ar boan am euz-me bet oc’h he gaout hag oc’h hen digas beteg aman ? — Ar maro mar gellann, eme ar c’horf. — Ia, ar maro mar gellez, eme Ivon, ha te beac’h d’id o kaout da alan. Sao ’ta enn da goazez, ma welinn ha te a zo braz ; sao ’ta korf digaloun ha dilambrek ; ma ne zeuez ket da gerc’hat ar vi-man, me a zo o vont d’he derri. — Arabad, arabad eo d’id, eme ar c’horf, o klask sevel enn he zav. Kaer en devoe, rankout mad e oe d’ezhan choum gourvezet eno, astennet he zivreac’h hirr a bep tu d’ar roc’h. — Mad, eme Ivon, laouen o welet pegen toc’hor e voa ar c’horf ; me n’am euz ket amzer da c’hortoz keid all. Pa na zeuez ket, me a ia d’as kaout, rak truez am euz ouz-id. — Hag Ivon ha tostaat oc’h ar c’horf ha pignat oc’h ar roc’h ha lavaret d’ar c’horf : — Mont a rann da roi da ene d’id, digor da c’henou. — Ar c’horf a ioa digor ha dispourbellet zo-ken he zaoulagad, hep gwelet berad gant-ho. Digeri a reaz he c’henou pa lavaraz Ivon. He-man a-vad e leac’h lakaat ar vi d’ezhan eno da lounka, a flastraz anezhan war dal ar c’horf a varvaz eno dioc’h-tu, enn eur ober eur skrijadenn penn kil ha troad ; hag ar roc’h ha faouta rak-tal dre ann hanter gant eunn trouz spountuz, ha lounka ar c’horf, evel ma lounkfe eur moroc’h eur zilienn vihan.
Ar brinsez hag Ivon a ioa diskennet, hag he-man, eat enn eunn er braz, a zougaz he bried kuit ac’hano. N’edont ket c’hoaz eat pell dioc’h ann enezenn, ma klevjont war ho lerc’h evel eur pez talm kurun o tregerni ; hag hi ho-daou, o tistrei da zellet, a welaz flammou tan o tislounka euz a greiz ar mor hag o tevi ann enezenn, Ar C’horf heb ene ne oe gwelet mui eur skeud anezhan war ann douar.
Ivon hag ar brinsez, he bried, ne oent ket pell enn hent ; en em gavout a rejont e-tro ann noz digor e Naonet, e ti ar roue ho zad. He-man a oe laouen mar boe den biskoaz, O welet he verc’h hag he vap-kaer distro. Great en doa ho c’haon, rak kredi a rea e oant maro. Eur fest kaer a oe great evit lida ho distro ; ha goude ma oent diskuizet, Ivon hag he hried a oe euruz e-pad ho huez. Goude ma oe maro he dad-kaer, Ivon a oe lakeat da roue enn he leac’h, hag o veza en em gavet gant he gabiten koz, e lavaraz d’ezhan : — Ne oa ket gaou a lavarac’h ; deut ounn da veza eunn den gant ann amzer. C’houi ne wiec’h ket neuze e vije deut he ker da wir, ne me kennebeud ; Doue a-vad a wie. Hen eo a gas ann den, a zao pe a ziskar anezhan, kouls roue ha tiek. Evelse a zo c’hoarvezet gan-en, eme Ivon a roaz eur pez ialc’had arc’hant d’he gabiten koz, enn eur lavaret d’ezhan, p’en divije ezomm, n’en doa nemet goulenn.
Setu penn-da-benn buez ar C’horf heb ene, evel
am euz klevet anezhi, pa oann bugel, gant va
mamm-goz.
Tost da Zouarnenez ez oa o choum gwechall eunn intanvez koz ; brema ez euz nousped kant vloaz. Hou-ma, ann intanvez-ma, n’e doa nemet eur map a reat Kristof anezhan. Ar vamm a glaske he barea dioc’h he ziegi, rak Kristof, war zigarez ma lavaret ez oa diot a-vihanik, n’en doa great netra biskoaz euz he gorf, nemet beb enn amzer dastum tammouigou keuneud d’he vamm. Evel-se, en doa paket ar paotr-ma he c’houezek vloaz pe war-dro, hep beza biskoaz torret he gorf gant al labour. Kenta tra a rea bemdez pa zave, a oa redek d’ann aot gant eur vaz penn-kamm en doa ; gant-hi e taole meinigou er mor.
Eunn dervez, ar vamm a lavaraz da Gristof : — Mar kerez mont da glask keuneud d’in hirio, me a raio d’id krampouez gant ar bleud am boa bet deac’h enn aluzenn digant ann dud vad. — Kristof a lavaraz : — N’em euz ket a naoun, va mamm ; ha kuit ac’hano adarre gant he vaz d’ann aot. Tre a ioa ; Kristof a ia da gaout ar mor, diskenn a ra pell enn aot hag en em gaout a ra gant eur poull-mor ; c’hoari a ra eno ha teurel mein enn dour, enn eur c’hoarzin hag o kana peb eil. Eur pennad a ioa ma’z edo evel-se o c’hoari, pa gemer eur meanik gwenn-kann enn eur lavaret : — Sad’ ama eur mean hag a ielo bremaik war gorre ar poull-ze. Teurel a ra anezhan gant he vaz, ker brao ha tra (eur c’hoarier mad oa deuet da veza), ma rikl ar mean evel eur zilienn wenn war ann dour. Kristof a zell out-han, enn eur c’hoarzin a-bouez he benn, hag a wel eur peskik bihan o lammet hag o neunv endra c’hall war-lerc’h he vean. — Deport, deport, eme Gristof, va mamm bremaik a lavare e raje krampouez d’in mar karjenn klask keuneud d’ezhi ; ne ket krampouez a vezo ; c’houi, peskik, eo ; Kristof en devezo pesked, pe e vezo diez-braz. Kristof neuze a dronz he vragez, a ia er poull hag a red war-lerc’h ar pesk. He-man a rikl euz a zindan eur mean dindan eunn all, ha Kristof he vaz gant-han, ne ro ehan e-bed d’ar pesk, ken na oe paket. — Ac’hanta, va feskik-me, n’em boa-me ket lavaret d’e-hoc’h e vijec’h paket ? — Ia da, paket ounn gan-ez, eme ar pesk da Gristof. Evelato e ve gwell d’id leuskel ac’hanoun er mor eget va dibri, rak n’as pe ket kalz a dra diouz-in ; e leac’h mar kerez va leuskel er mor, me a roio d’id kement tra as pezo c’hoant da gaout, kement tra a c’houlenni digan-en.
Kristof, souezet o klevet ar pesk, hag hep sonjal hirroc’h, a daol anezhan dioc’h-tu enn dour hag a choum eno da c’hoari eur pennad c’hoaz. Enn eur c’hoari, e teu naoun d’ar paotr, ha da zonj d’ezhan e krampouez he vamm, hag er c’heuneud a ioa bet lavaret d’ezhan dastum. — Sell, sell eme Gristof, ma ve gwir en deuz lavaret ar pesk bihan d’in, va mamm e defe keuneud evit eur pennad mad. — Ha Kristof da redek ac’hano, buhana ma c’hell, war-zu kear Is a ioa tost. P’en em gavaz, e oa tre braz anezhi atao ha dizec’h war-dro kear. Kristof a ioa eat di evit kaout eur pez pikol gwezenn zero a ioa, a lavaret, e-kreiz ar mor, dirak kear Is, nousped kant vloaz a ioa, ha n’en doa gellet den e-bed biskoaz kaout anezhi. N’oa ken hano nemet euz ar wezenn zero vraz-ze. Houn-nez, eme ar re wisiek, a ioa bet ar penn kenta ha, kouls lavaret, ann diazez euz ar gear vraz-ze. — Dre nerz va fesk bihan, eme Gristof, ma teufe ar wezenn-ze ama er-meaz euz ar mor — N’oa ket peur-lavaret he c’her gant Kristof, ma welaz he-ma korf ha skourrou hag all ar wezenn-ze o sevel war ar mor evel eul lestr, o neunv hag o tont etrezek enn-han war ar zeac’h. — Gwir eo en deuz lavaret ar pesk ; hen-nez ne ket gaouiad evel ann dud ; brema va mamm e devezo keuneud da ober krampouez. Kristof a rea ann dro d’ar wezenn, a zelle out-hi, souezet o welet peger braz oa. E leac’h deliou, he brankou a ioa out-ho kregin histr, meskl, brennik ha rigadell, hag oc’h he grisiou kemend all. — N’euz forz, eme-z-han ; ne ket a-walc’h e ve deut euz ar mor, red eo ivez e teufe da di va mamm. — Kas anezhi, va feskik bihan, eme Gristof, ha me a c’haoliad war-n-ezhi, evel war gein eur marc’h. Baleet eta dindan-oun, dre ruiou kear Is, ha ra zeuio ann holl da zellet ouz-in o tremen, hag ar roue Gradlon ive gant ar re all.
Dioc’h-tu Kristof en em gavaz war ar wezenn zero a loc’haz a zindan-han, ne wie penaoz. Mont a ra dre ruiou kear Is a zo leun gant-hi bete lein ann tiez ; ann holl a zo mantret o welet kemend all. — Sell, sell, eme-z-ho, Kristof war eur pez gwezenn zero ; bale a ra dindan-han, evel pa ve eur marc’h beo e ve ; biskoaz tra ker burzuduz Kristof ! Kristof ! eme ann holl, choum eur pennadik a zav ! — Kristof a-vad war he wezenn zero a iea atao, eun eur c’hoarzin oc’h ho c’hlevet.
En em gavet dirak lez ar roue Gradlon, he-ma O klevet ann trouz a ioa, a ia ivez da zellet, he verc’h Ahez enn he gichenn. — Gwelit, va zad, eme hou-ma ; Kristof eo a zo o tremen war eur wezenn ; O c’hoari marc’hik ema, a gav d’in, he vaz penn-kamm gant-han. — Ia da, eme Gristof, me eo, plac’h koant ; ha dre nerz va peskik bihan, pe emoc’h oc’h ober goap, me garfe e vec’h-hu dougerez a-vrema.
Goude lavaret ann dra-ze, Kristof a ia ac’hano war he wezenn da di he vamm. Ne oe ket pell enn hent ; diskenn a ra d’ann traon, ha da gaout he vamm da lavaret d’ezhi dont da zellet. — Sada deuet keuneud d’e-hoc’h, va mamm, da ober krampouez. — Digas anezho enn ti, eme hou-ma. — Ah ! ia, eme Gristof, c’houi lavar a-walc’h, va mamm ; deut da welet pebez beac’h keuneud a zo aze er-meaz. — Ar vamm a ia da heul he map, hag a choum sebezet holl dirak eur wezenn zero spountuz, ker braz eo. Hueloc’h oa c’houeac’h gweach evit ti zoul ann intanvez. — Gant piou, eme-z-hi, eo deuet ar wezenn-ma ama ? Ne ket gan-ez-te, emichans ? — Eo da, va mamm, gan-en-me eo deuet, ha bremaik e welot e vezo faoutet ha berniet aze dirak ho ti. — Ar pez a lavaraz Kristof a oe great dioc’h-tu, ha n’en doe ken poan nemet goulenn ann dra-ze digant he besk bihan. Pa oe great ar bern keuneud, ez oa teir gweach ledanoc’h hag hueloc’h evit ti ann intanvez paour. — Ac’hanta, eme Gristof, brema ho pezo keuneud a-walc’h da ober krampouez kement hag a gerrot. — Ar c’hrampouez a oe great neuze ha debret, ha Kristof d’ann aot adarre da c’hoari gant he vaz kamm.
Evit-han da veza lekeat diot gant ann dud, Kristof n’oa tamm diot anezhan, evel a welot. Brema, o veza n’en doa ezomm e-bed da vont da glask keuneud, Kristof a c’hoarie gwalc’h he galoun, he besk bihan ankounec’heet krenn gant-han ; ha biskoaz ne zeuaz enn he benn lakaat he besk bihan da rei d’ezhan arc’hant, na boed d’he vamm ha d’ezhan he-unan. Evel a rea a-raok a reaz goude, ha nemet e vije he vaz penn-kamm gant-han d’he harpa ha da c’hoari, ne zonje e netra e-bed ken.
A-benn eur pevar pe bemp miz goude-ze, e savaz brud dre ar vro oa dougerez merc’h ar roue Gradlon ; n’oa ken hano nemet euz ann dra-ze, hag ar pez a ioa gwir eo e teue ar brinsez Ahez tevoc’h-teva bemdez. Kement-ma a ieaz e berr amzer a-c’henou-da-c’henou beteg ar roue Gradlon. He-ma, da genta, n’oe ket evit kredi ez oa gwir a lavaret. — Biskoaz, eme-z-han, n’euz bet goaz, nemed-oun-me, war-dro Ahez ; va aked a zo bet atao, abaoue ma’z eo ganet, da ziwall anezhi dioc’h pep darempred fall, hag oc’h-penn, re fur ha re zantel eo, karet ac’hanoun a ra re evit dont da ober biken eur pec’hed ker braz all, hag a rafe d’in kemend a boan. Nann, nann, gaou eo kement-se, ha teodou fall hep-mui-ken eo a lavar ann dra-ze.
Evelato a zeiz da zeiz ar brinsez a stegne he dillad enn-dro d’ezhi, ha bemdez ivez ar brud a greske kemend ma lavaraz ar roue ez oa red gwelet. Mont a ra da gaout he verc’h, ha lavaret a ra d’ezhi petra a zo a nevez diwar he fenn. — E feiz, va zad, eme-z-hi, souezet ounn va-unan gant ar pez a c’hoarvez, rak brasaat bemdez a ra va c’hof, ha ne venn ket evit lavaret d’e-hoc’h petra a zo o c’hoari gan-en. Gradlon a gare meurbed he verc’h hag a lezaz anezhi c’hoaz eur pennad bete gouzout petra vije divezatoc’h. Diskred en deuz evelato ha lavaret a ra out-han he unan : — Ne fell ket d’ezhi ansao ouz-in ar wirionez, na lavaret da biou eo ; gwelet e vezo, pa vezo ar mare.
Deut he amzer, Ahez a c’hwilioudaz, hag e devoe eur map. Neuze Gradlon a lavaraz d’he verc’h Brema ne dalv ket d’id nac’h ouz-in ; deuet eo ar brud da wir. Sada te gwilioudet, ha ganet ec’h euz eur map bihan ; lavar brema d’in piou eo he dad. — Mar goufenn, va zad, ne ve ket diez d’in lavaret d’e-hoc’h ; hogen, gwasa a zo, ne ouzounn ket, kennebeut ha ma ouzoc’h hoc’h-unan, penaoz eo c’hoarvezet ann dra-ma gan-en. — Ahez oa ar verc’h a ouele o komz evel-se oc’h he zad ; he-man hep lavalet ger, a ieaz ac’hano nec’het hag o skrabat he benn. — Gwir eo marteze a lavar va merc’h d’in, ha kredi a-walc’h a rafenn e ve, rak goaz e-bed n’en deuz morse lekeat he dreid enn he c’hampr ; evelato eo red d’in gouzout, mar gellann, piou eo tad ar bugel. — Neuze Gradlon a gas kemenn da eunn drouiz koz-koz, a ioa peder leo pe war-dro ac’hano, da zont d’he gaout ar c’henta ar gwella. Hen-nez a ioa o choum enn eur c’hoat braz ; kuiteet en doa Gradlon eur pennad mad a ioa, petra-bennag ma’z oa bet he-ma skoliet ha desket gant-han. Belek braz ann doueou faoz oa, ha dioc’h klevet ann dud, n’oa netra a gement na ouie, ken enn amzer dremenet, ken enn amzer da zont.
En em gavet eta ann drouiz koz, Gradlon a lavar d’ezhan petra zo : — Va merc’h a zo deuet brazez, hag e deuz ganet, daou zervez zo, eur bugel ne oar ket, eme-z-hi, piou eo he dad. Goulennet em euz out-hi va-unan, ha be weach em euz klevet gant-hi ne ouie penaoz oa c’hoarvezet ann dra-ze. Koulskoude ez eo arabad e choumfe ar bugel-ze hep tad, pa dle beza unan pe unan. — Ia da, eme ann drouiz koz, ne c’hell beza bugel hep tad, na netra hep krouer. Selaouit, roue, mar fell d’e-hoc’h anaout piou eo tad map ho merc’h, stagit ho kurunenn etre daou bost koat gant eunn neudenn lin gwenn, e kreiz leur gear, ha neuze lakit, d’ann deiz kenta euz al loar nevez, kemend hini a zo e kear ha war-dro da dremen dindan-hi. Arabad eo miret oc’h den e-bed a-vad, gant aoun na ve hen-nez eo a ve tad ar bugel, a anavezot eaz, rak war he benn e kouezo ar gurunenn, dioc’h-tu, ma’z aio dindan-hi. Rak-se eta evesait mad, ha grit penn-da-benn ar pez a lavarann ama d’e-hoc’h.
Goude kement-ma ann drouiz koz a zistroaz d’he goat, ha ne oe mui klevet hano e-bed anezhan. Gradlon hep dale a laka embann da dud kear ha d’ann holl tro-war-dro en em gaout war leur gear Is ann deiz-man-deiz. — Ann holl a c’houlenn ann eil oc’h egile : — Petra a zo a nevez, ha diwar-benn petra eo ? — Kristof, pa glevaz gant he vamm petra a ioa, a lavaraz : — Mar d-eo galvet ann holl da vont da gear Is, me a ielo ivez da c’houzout petra a zo.
Mont a reaz Kristof ; eunn tammik evelato oa
divezad. Pa en em gavaz, e oe souezet o welet
kurunenn ar roue a-ispill. Meur a hini a ioa tremenet
dindan-hi, hep na zistage tamm. Ar re vraz ho
doa kargou e lez ar roue a ioa eat da genta, ar
vourc’hisien goude, ha da ziveza ar re diwar ar
meaz hag ar beorien. — Mad, eme Gristof, pa’z a
ann holl, me c’hell mont ivez, emichans ? — Hag
he-ma neuze ha tostaat. Edo o vont da dremen,
pa grogaz enn he vreac’h unan euz ar zoudarded
a ioa e gwardou ar roue : — Da be leac’h ez
ez-te, diot ma’z oud ? N’euz ezomm e-bed ac’hanoud
ama ! — List-hen, eme ar roue, en doa gwelet
pellaat Kristof, ne fell ket d’in e ve miret oc’h
den e-bed da dremen dindan va c’hurunenn hirio.
Ha Kristof ha mont neuze. Dioc’h-tu m’en em
gavaz dindan, e kouezaz kurunenn ar roue Gradlon
war he benn. Setu ann holl souezet mar boe
biskoaz : — Kristof eo, eme e-leiz, Kristof a zo tad
map Ahez. — N’eo ket, n’eo ket, eme ar re all,
hag ar roue evel-d-ho. Eunn diot evel hen-nez
n’en deuz komzet biskoaz oc’h Ahez. Eur
brinsez evel-d-hi hag hi a garfe biken eur paour
keaz, eur genaouek evel Kristof. Tra, tra ; red
eo gwelet eur weach c’hoaz. Ma oe staget ar
gurunenn adarre, ha lekeat Kristof da vont
dindan-hi.
Dioc’h-tu ma oe eno, ann neudenn a dorr hag ar gurunenn a gouez adarre war benn Kristof. Evit brema, eme ann holl, ne dalv ket lavaret mui ne ve ket Kristof tad map bihan Ahez, rak bez’ ez eo. Ma oe kroget dioc’h-tu e Kristof ha kaset da lez ar roue da gaout ar brinsez. Gradlon neuze a lavaraz da Ahez : — Setu kavet tad da vap. Hen-nez, ann diot-ze, eme ar brinsez, ne d-eo ket tad d’am map-me. Anaout anezhan a rann, evit gwir ; biskoaz a-vad n’em euz bet darempred gant-han na gant goaz all e-bed.
N’euz forz petra a liviri, eme ar roue ; he-ma zo kouezet va c’hurunenn a-benn diou weach war he benn, ha gant-han eo a ranki dimezi. — Kouls e ve gan-en mervel, eme Ahez. — Pe e varvi, pe ne ri ket, dimezi gant-han a ri, hag hep dale c’hoaz !
Great e oe ann eured ha dimezet Kristof gant Ahez. A-benn eur pennad goude-ze, Gradlon o welet petra oa he vap-kaer, evit miret na welche mui anezhan dirak be zaoulagad, na pec’hed he verc’h ivez, a lekeaz ober eur c’hombaot koat, ha pa oe great, e lekeaz ebarz Ahez, he map bihan ha Kristof, ha goude ho stlapa ho zri er mor da veuzi, pe evel a garche ann Aotrou Doue da ober anezho. Ahez ne rea nemet gwela, enn eur lavaret e rankche mervel eno. — Kristof, ankounec’heet he besk gant-han bete neuze, a lavaraz d’ar brinsez : — Ho pezet fisians, ne varvot ket, na me kennebeut, hag hen ha lavaret goude : — Va feskik bihan, ra vemp-ni er c’hombaot-ma war ar zeac’h enn eunn enezenn, a zavo tost ama. — Ma en em gavchont enn enezenn-ze dioc’h-tu. — Kaout a ra d’in, eme Ahez, ne loc’h mui ar c’hombaot. — Nann da, eme Gristof, ne loc’h mui ; bez’ ema war eunn enezenn. — Ra vezo ar c’hombaot e ludu, va feskik ? — Ma oe gwelet ar c’hombaot evel o teuzi, ha ma savaz ann tri-man ac’hano, Ahez souezet, a c’hellit kredi, o welet petra a c’hoarveze gant-ho.
Ar re-ma eat d’ann enezenn hag o welet n’oa enn-hi na ti na tra, Ahez a lavaraz da Gristof : — Ama e rankimp mervel gant ann naoun dindan ann amzer. — Ne raimp ket, eme-z-han ; kaout a raimp, abarz ann noz, peadra da veva, ha ti da choum ebarz. — Bezet ama dioc’h-tu, eme Kristof, eur maner kaeroc’h evit na d-eo lez ar roue Gradlon e kear Is, hag ebarz, peadra da veva, ha tud da zervicha Ahez, ha tro-war-dro gwez ha liorsou ar re gaera a ve gwelet. Bezet ivez eur pount kaer ac’hann da gear Is. Ha setu great dioc’h-tu kement tra a c’houlennaz Kristof ; ann dra-ma a ioa d’ar pardaez.
Ahez, naoun d’ezhi, a zebraz hag a evaz, hag a ieaz da gousket ; n’oa ket war ar c’holo oa a-vad. Kristof a ieaz ive, goude ober eur bale dre he enezenn.
Antronoz, kenta tiz en doe Gradlon oe klevet dont[1] d’he gaout unan euz ar re vraz euz he lez da lavaret d’ezhan : — Deut, roue, da zellet er meaz ; du-ze ez euz savet, abaoue deac’h, eur pount hag a laka ann holl souezet ; biskoaz n’euz bet gwelet kaeroc’h pount ; ha kaera zo c’hoaz eo gwelet er penn all d’ezhan, enn eunn enezenn, ne oar den hano anezhi, eul lez ker kaer n’omp ket evit gwelet petra eo, kement e lugern ann heol diwar-n-han.
Gradlon ne oe ket divezad da vont da zellet, ha pa welaz petra oa, e kasaz unan euz he dud da c’houzout piou a ioa o choum ebarz. He-ma, p’en em gav enn enezenn, a wel ar maner kaer ; mont a ra ebarz ha gwelet Kristof, he vaz kamm enn he zourn. Kannad ar roue a lavaraz da Gristof : — C’houi eo, a gredann, mestr ann enezenn-ma ? — Ia da, eme Gristof, me eo ar mestr ama, a gredann ; ha n’eo ket c’houi, na den e-bed a ve evit lakaat he wir e leac’h va hini-me. — N’eo ket ann dra-ze eo, eme ar c’hannad ; me zo deut da lavaret d’e-hoc’h dont da gaout ar roue Gradlon da gear Is. — Mont da gaout ar roue Gradlon, eme Gristof ? mar en deuz ezomm ac’hanoun-me, e teuio he-unan ama, rak evid-oun-me ne rinn gammed da vont etrezek enn-han. It enn dro eta, ha livirit petra eo ho kefridi.
Kannad Gradlon a ieaz ac’hano hag a lavaraz petra en doa gwelet ha petra a ioa bet lavaret d’ezhan gant Kristof. — Petra, eme ar roue, Kristof diot eo a zo eno el lez kaer-ze ? Deut eo rok ann tamm anezhan, evit doare ; me welo pe baotr eo bremaik. Ha Gradlon neuze kemenn da zoudarded mont d’ann enezenn da zigas d’ezhan Kristof diwar bouez he ziskouarn.
Kristof a ioa war c’hed anezho. Pa ho gwelaz o tout, ez eaz da zellet out-ho euz he brenestr, ha pa oent en em gavet, e c’houlennaz : — Ac’hanta, va zud, petra zo a-nevez gant Gradlon, e kear Is ? — Ar pez a zo a nevez eo e rankot dont gan-e-omp, pe ma ne deuit ket bremaik, ni grogo enn ho kabiez. — C’houi, koz paotred fall ; me lavar ne vezo ket eaz d’e-hoc’h. — Ar re-man neuze a glask ann dro da gaout Kristof. He-ma a-vad a laka eur vandenn zoudarded all da zont eno da c’hoari oc’h paotred ar roue, ha ker brao e c’hourinchont out-ho, ma oe teurket tud ar roue ha lazet, nemet unan a ieaz da gas ar c’helou da gear Is. Gradlon, pa glevaz petra a ioa bet, a ieaz eunn drouk spountuz enn-han. — Petra, eme-z-han, eur c’hoz diot evel hen-nez a harzo ouz-in ! Mil den ama dioc’h-tu, ha war-lerc’h Kristof, da zigas anezhan d’in, beo pe varo. — Kristof, war c’hed atao, a welaz anezho o tout : — Peskik, eme-z-han, digas d’in tud da flastra tud Gradlon. Mall eo digas skiant e penn ar roue diot-ze ; kaout a ra d’ezhan, m’oar-vad, n’en deuz nemet lavaret evit ober evel a fell d’ezhan. Gwelet e vezo piou a vezo ar mestr etre z-omp-ni hon daou. — Ha setu tud o tout eno da Gristof. — P’en em gavaz tud Gradlon, e savaz ar c’hoari. Ar re-ma diveza a oe eur frota war-n-ezho, ma rankchont koueza eno a stok ho c’horf, ha mervel holl nemet unan adarre. — Ac’hanta, eme Gristof, gwelloc’h oc’h brema, va zud ? me am boa lavaret d’e-hoc’h ; ne fell ket d’e-hoc’h senti ouz-in ; gwaz a ze !
Ar roue Gradlon, pa glevaz pe seurt c’hoari a ioa bet adarre, a lavaraz : — Kentoc’h evit beza trec’het gant ann diot-ze, me fell d’in ez afe kement soudard am euz brema d’he gerc’hat d’in. — Lekeat e oe ar re vrasa euz al lez da ren anezho, hag ez ejont rak-tal. — Deut atao, eme Gristof, o sellet out-ho. Ne viot ket gwelloc’h evit ar re all, ha kaer en devezo ho mestr, dont a raio he-unan d’am c’haout ha pa na fellfe ket d’ezhan. Evid-oun-me ne loc’hinn ket euz va enezenn. — Ar re-ma, ar zoudarded-ma, da C’hradlon, a oe lazet holl adarre, ha ne zistroaz hini enn dro nemet unan da lavaret d’ar roue ne vije birviken treac’h da Gristof, ha mont he-unan d’he gaout, mar en doa c’hoant da gomz out-han.
— Pa’z eo red mad d’in mont, ez inn, eme ar roue ; gwelet a rankann petra a zo o c’hoari gant Kristof. — Ar roue Gradlon en em gavet gant tud he lez enn enezenn, a oe souezet, mar boe biskoaz, o welet peger kaer maner a ioa eno. Kavout a ra Kristof, hag he-ma krog enn he vaz, hag hep lamet he voned diwar he benn, a lavar d’ar roue : — Ac’hanta, deut oc’h ’ta d’am c’haout, roue ; mad hoc’h euz great, rak evid-oun-me n’em euz ezomm e-bed ac’hanoc’h, ha ne vijenn eat birviken d’ho kear, pa hoc’h euz kaset ac’hanoun kuit. — Petra eo d’id, eme ar roue, laza va zud evel a rez ? — Laza ho tud, eme Gristof, me n’em euz great drouk e-bed d’ezho. Setu emint aze morfilet, ha mar karchent beza choumet sioul hag e peoc’h, ne vije c’hoarvezet drouk e-bed gant-ho. Klevit mad, roue, ne ket ar boan da zen, na d’e-hoc’h, na da re all klask ober trouz ama ; me eo ar mestr ha ne bleginn da zen e-bed. Evelato, mar kirit, me zo o vont da gerc’hat ho merc’h d’e-hoc’h, evit ma’z eot gant-hi da ober eunn dro dre al liorsou hag ar c’hoajou a zo dre aze, da c’hortoz dibri ho lein, rak pidi a rann ac’hanoc’h da leina em zi. — Peadra hoc’h euz da rei d’e-omp, eme ar roue ? — Peadra a-walc’h a zo, hag emichans e vezo c’hoaz war ho lerc’h, a drugarez Doue. — Mad eo neuze, eme ar roue, leina a rinn ama, me ha va zud.
Neuze Kristof a ia d’he gear hag a ra eul lein euz ar seurt ne vez ket aliez, zo-ken e tiez ar rouanez. Nemet aour hag arc’hant ne welet ken war ann daol, ha da zervicha e teuaz eur maread a blac’hed iaouank, gwisket e gwenn-kann holl. Gradlon, great he dro dre ar c’hoajou, a zeu d’ar maner, mont a ra oc’h taol, hen hag he dud ; mantret int holl o welet kemend all a draou kaer. Gradlon a c’houlenn ouz he verc’h penaoz e c’hell Kristof kaout kemend all a binvidigesiou. — Ne c’houfenn ket lavaret d’e-hoc’h, va zad, eme-z-hi, rak ne ouzounn ket va-unan ; me gred, Kristof en deuz pep tra dioc’h he c’houlenn. Sada tousierou lien gwenn, arc’hanteri, anafou aour hag arc’hant da eva gwin euz ar gwella, ha boed da zibri, ha biskoaz n’int bet prenet gant Kristof. D’ezhan int deuet a-vad ; penaoz ? Ne ouzounn doare kennebeut ha c’houi.
— N’euz fors penaoz eo, eme ar roue, naoun hon euz, traou zo da zibri, stagomp gant-hi. Kristof en em gav gant he vamm, hag a lavar : — Brema, Gradlon, deomp oc’h taol ; azezit aze e-kichenn va mamm, rak evit-hi da veza grek eur pesketaer paour, ne vezo ket mez d’e-hoc’h leina gant-hi ; ne vije ket brao lezel va mamm da zibri he boed diwar ann aluzenn, pa’z eo dimezet he map da verc’h ar roue.
Gradlon, daoust ma kare ar re baour ha dister, a vije bet gwelloc’h gant-han beza pell dioc’h ann hini goz-ze ; evelato ne gredaz ket lavaret ger, rak douja eunn draik a rea da Gristof. He-ma a azezaz er penn huela euz ann daol ; Ahez enn tu deou d’ezhan ; he vamm enn tu kleiz, ha Gradlon war he lerc’h.
Pa vez naoun ha traou da zibri, ne vez ket diez
ann doare. Gradlon hag ar re all a stagaz gant
hi ; ar re-ma a zebraz hag a evaz gwalc’h ho c’haloun,
ha pa oent savet dioc’h ann daol, Kristof a
lavaraz : — Mar kirit, roue, ez aimp da ober eunn
dro dre al lez, ha da welet hag hen a zo ker
goullo, ken avelek ha ma’z eo braz. Lavaret a reer
ez eo gwelloc’h eunn ti bihan ha boedek evit eunn
ti braz hag avelek.
Maner Kristof, klevit mad, ne ket eur c’hoz maner oa ; peder gampr war-n-ugent a ioa ebarz, hag e pep kampr pevar brenestr troet oc’h ar pevar avel ; ne welet nemet berniou aour hag arc’hant, nemet goloennou seiz, nemet taolennou kaer ar seurt n’oa bet biskoaz e ti ar roue he-unan. He-ma a zigore he c’henou dre ma’z ea, hag a choume da zellet out-ho. — Ac’hanta, eme Gristof, pe va zi-me, pe hoc’h-hini-c’houi, roue, eo ar c’haera ? — Da-hini eo, eme ar roue ; ia, mar d-eo d’id eo ? — Ne gredann ket e ve da zen all e-bed, na d’e-hoc’h kennebeut all. Kaout a rea d’e-hoc’h, m’oarvad, e vijenn-me bet beuzet, hag ho merc’h ive gan-en, pa hoc’h euz great teurel ac’hanomp er mor. Brema oc’h souezet, ha n’eo gwir ? Mad ! mad ! gwell a ze ; ann dra-ma a zesko skiant d’e-hoc’h. — Ar roue, skuiz o klevet komzou freaz Kristof, a lavaraz neuze mont kuit.
— Pa gerrot, eme Gristof. Dre ann hent m’oc’h deut e c’hellit distrei d’ho kear ; evelato e kav d’in, pa vez debret ha pa vezer bet boetet mad, ne d-eo ket brao laerez tud ann ti-ze. — Piou a zo laer, eme ar roue, ar goad o tont dindan he ivinou. — Ne ouzounn muioc’h evid-hoc’h-c’houi piou eo al laer, ha gouzout a garfenn evelato. — Gwezet e vezo, eme ar roue, ha dioc’h-tu zo-ken. Petra zo diank d’id, Kristof ? — Ann anaf kaera am boa eo ; ann hini a ioa great gant eur mean kaer hep-ken. Bremaik edo gan-e-hoc’h oc’h eva oc’h taol. — Gwelet gant piou eo bet kemeret a zo red. Ma lekeaz Gradlon furcha e godellou ar re a ioa gant-han oc’h he heul. Kaer a-vad a oe furcha ha difurcha, anaf e-bed ne oe kavet. — Gant unan bennag e rank beza, koulskoude, eme Gristof. Klaskit enn ho kodellou, c’houi brema, roue. — Gan-en-me n’euz bet kemeret netra, eme he-ma, ha kredi a rez-te, diot fall ma’z oud, ez ounn-me eul laer ? — Ne lavarann ket d’e-hoc’h e vec’h laer, evelato e kav d’in e ve brao, pa’z eo bet furchet ann holl, e vec’h furchet ivez. — Ma n’euz nemet ann dra-ze da ober, ne vezo ket pell ann abadenn. Ha Gradlon ha planta he zaou zourn enn he c’hodellou a bep tu, ha tenna gant he zourn deou ann anaf a ioa leiz he graban anezhi. — Ac’hanta, eme Gristof, o c’hoarzin goap ; piou eo al laer brema ? — Kredi a ve great, eme ar roue, eo me eo, ha koulskoude ne ket me eo am euz lekeat ann anaf-ze em godell. — Kaer ho pe nac’h. roue, eme Gristof, piou a ve evit kredi ac’hanoc’h, ma na lavarfenn-me ket ar wirionez ? Ar pez hoc’h euz lavaret a zo gwir ; n’eo ket c’houi hoc’h euz lekeat ann anaf-ze enn ho kodell. Eat eo ebarz evel ma’z eo eat e kof ho merc’h ar map e deuz ganet.
Gradlon a oe neuze eur pennad he spered e zav, o trei hag o tistrei war ar pez en doa klevet gant Kristof. Pa zeuaz enn-han he-unan, e oa laouen hag e lavaraz : — Muioc’h a skiant hag a spered ac’h euz, te Kristof, evit kement hini ma’z omp ama, ha mar kerez dont gan-en da gear Is, te ha da c’hrek hag he map, e vezi roue war va lerc’h. — Ne d-inn ket, eme Gristof, it d’ho kear pa gerrot ; me a choumo ama, gwelloc’h eo gan-en. Ho kear Is, roue, ne bado ket pell amzer mui, rak me am euz tenmet ar wezenn zero vraz a ioa o viret oc’h ar mor da zilammet war-n-ezhi, kenta reverzi a vezo. Roue, n’ankounac’hait ket ar pez a lavarann d’e-hoc’h : Kear Is a vezo goloet holl gant ann dour mor.
Ar pez a lavaraz Kristof da C’hradlon a c’hoarvezaz, hag anez he varc’h, he-ma a vije bet kollet evel ma oe tud ar gear a Is. Evit Kristof, n’euz bet hano anezhan abaoue, ha ne oar den da be leac’h eo eat gant ar vamm hag he map.
- ↑ Charmante locution. Voyez la note au texte français.
Gwechall Brest a ioa eur gear vihan ; ne oa eno, kouls lavaret, nemet eunn toulladik tiez. D’ar c’houls-ze, evit doare, ann diaoul en doa kalz a labour da ober e leac’h all, ha n’en doa ket bet amzer da zellet dioc’h ann tu-ma d’hor bro.
Eunn dervez evelato, he-ma, ann aotrou-ma, ann diaoul eo a lavarann, goude beza bet great gant-han he droiou dre he bark braz, da welet ha diwana a rea he ed, a lavar out-han he-unan : — Sell, ar c’hoz kastell-hont n’ouzounn ket petra eo, ha ma’z afenn da welet piou a zo o choum ebarz ha war he dro ? Ha setu Gwillou goz neuze hag en em wiska evel eunn aotrou kaer, gant-han, klevit, eur rokedenn voulouz hirr ha lostek, eunn tok seiz kern huel war be benn, hag enn he zourn, ne ket eur penn-baz, eur wialennik koant eo hag a froume dre ma skoe gant-hi tro-war-dro, evel da gas diout-han c’houez ann ifern.
Gwisket Gwillou evel-se hag a bep tu d’he fri evel daou lost maillard, savet ho fenn enn ear, e tiskennaz du-ze war zu Treiz Plougastel, enn eur wenodenn a welaz eno.
Neuze e sell oc’h ar wenodenn hag e wel roudou o vont war-zu Brest. — O ! eme Willou. pa’z int eat, e tistroint, ha marteze ec’h en em gavo unan bennag gan-en hep dale. — Enn dro-ma n’en doa ket lavaret gevier, rak n’en doa ket great daou c’hant kammed (he-ma brema a iea war he bouez evel eunn aotrou ma’z oa), pa en em gavaz gant-han eur c’hrek ha ne oa na koz, na iaouank. — Grek vad, eme-z-han, ar vadelez ho pefe da lavaret d’in euz a be leac’h e teuit ? — Ia da, aotrou, euz a Vrest a zo a-hont d’ann traon. — Hag oc’h ober petra oc’h bet eno ? — Me a zo bet e Brest o werza viou brein ha dour-leaz. — Petra, eme Willou, ha n’hoc’h euz ket a aoun da veza daonet ? — Mar bezann daonet evit ann dra-ze, meur a hini a vezo estreged-oun hag evit meur a dra all. Ama ez euz gan-en c’hoalen ha mel am euz prenet e Brest, ha bremaik o tanva anezho, em euz gwelet e oa leun [a] c’hrouan ar c’hoalen ha bleudennek ar mel. Gwelit dioc’h se, aotrou, ez euz bet great d’in evel a rann d’ar re all. — Dioc’h a glevann gan-e-hoc’h, e werzer kalz a draou e Brest, eme Willou. Ma vent traou mad, e teufe abred ar varc’hadourien da veza pinvidik ; ne deuint ket avad oc’h ober evel a reont. — Ha forz zo, gwerz a zo, gwerza a reer, ha mar teufe zo-ken ann diaoul da Vrest, e kredann e ve gwerzet ivez, evit-han da gaout spered hag ijin.
— Me eo hen-nez, grek, ha ne vezinn ket gwerzet e Brest, rak ne d-inn ket di ; a-walc’h zo hep-d-oun. Evelato, kredit ez aio ar stal da fall, kouls gan-e-hoc’h ha gant marc’hadourien ar gear-ze. — Hag ann diaoul kuit ac’hano, o leuskel flear war he lerc’h.
Ar c’hrek-ma a ioa euz a Gerhor, eunn torrad bugale d’ezhi. Abaoue he zaout, dre ne gavent nemet geot fall da beuri, ne veze gant-ho nemet dour e leac’h leaz, hag he ier ivez ne zozvent nemet viou brein. He bugale a rankaz mont da besketa evit gounid ho boed ; anezho, a lavarer, eo deut gwenn besketerien Kerhor. Marc’hadourien Brest kennebeut ne zeuaz ket abaoue kalz a dra gant-ho da vad.
Ha setu penaoz ann diaoul en deuz lavaret ar wirionez eur weach enn he vuez. Abaoue n’eo ket bet e Brest, ha ne zeuio ket ar weach-ma c’hoaz.