Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/314

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

302
AR MARVAILLER BREZOUNEK



KRISTOF


————


Tost da Zouarnenez ez oa o choum gwechall eunn intanvez koz ; brema ez euz nousped kant vloaz. Hou-ma, ann intanvez-ma, n’e doa nemet eur map a reat Kristof anezhan. Ar vamm a glaske he barea dioc’h he ziegi, rak Kristof, war zigarez ma lavaret ez oa diot a-vihanik, n’en doa great netra biskoaz euz he gorf, nemet beb enn amzer dastum tammouigou keuneud d’he vamm. Evel-se, en doa paket ar paotr-ma he c’houezek vloaz pe war-dro, hep beza biskoaz torret he gorf gant al labour. Kenta tra a rea bemdez pa zave, a oa redek d’ann aot gant eur vaz penn-kamm en doa ; gant-hi e taole meinigou er mor.

Eunn dervez, ar vamm a lavaraz da Gristof :