Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/192

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

180
AR MARVAILLER BREZOUNEK


Le conteur de l’histoire suivante a, pour conjuguer les verbes être et avoir et quelques autres verbes, une méthode qui n’est pas celle de Le Gonidec ; mais, pour lui être agréable, nous n’avons pas cru devoir modifier sa manière de dire. Il habite une petite commune du Léon qui n’est pas la seule, au reste, où l’on prononce comme il le fait.

— Toutes ces variantes dans la conjugaison sont indiquées aux mots être, avoir, savoir, venir, faire, futur, du nouveau Dictionnaire 1869.


————


AR C’HILLEK AOUR


AR IAR ARC’HANT HAG ANN DELIENN EUZ AL LORE


A GAN


————


NOZVEZ KENTA


————


Etre Kastel ha Kleder, e parrez Siberil, ema maner Kerouzere. Eno gwechall-goz e voa eunn dijentil a noblanz vraz o choum. Intaon e voa, teir verc’h d’ezhan, ha madou leiz ann ti. Evelalo ne gave ket d’ezhan en devoa traou a-walc’h c’hoaz, hag o veza kavet eunn demezell dizher ha koz evel-d-han, e teuaz d’ezhan c’hoant da zimezi gant­-hi. — War ann traou-ze, ar re goz a c’hoar en em glevet koulz hag ar re iaouank, evit doare. —