Mont d’an endalc’had

Barvouskenn ar roue Fortunatus

Eus Wikimammenn
Lefournier - Brest, 1870  (p. 64-130)



BARVOUSKENN


AR ROUE FORTUNATUS


————


Gwechall-goz ez oa e Lannuon eur plac’h ia­ouank a wenn vad hag eur paotr iaouank a gouls wenn. Ann daou-man a zeuaa d’en em anaout, d’en em garet ha da zimezi ; na petra ’ta ! Goude ho eured ez ejont da choum war ar meaz, e pe leac’h e vevchont euruz e-pad eunn nebeud bloa­vesiou, ken na zeujont d’en em enoui dre veza bep bugale. Neuze e savaz trouz etre-z-ho ha ne baoueze, bep tro, nemet dre ar rebechou hag ar c’homzou trenk a lavarent ann eil d’egile. Ar c’hrek a damalle ann ozac’h, hag he-man d’he dro a daole ar beac’h war he c’hrek.

Eunn dervez evelato hag ann ozac’h ha dont da zonjal ne c’helle ket ar vuez-ze padout gant-ho, hag hen ha mont da gaout eunn den brudet-kaer evit he furnez, hag a lavare ann dud eunn tammik sorser anezhan ; ha kredi a-walc’h a rafenn.

Sada ann ozac’h eta o vont da gaout hen-nez ha lavaret d’ezhan petra oa he vuez gant he c’hrek, ha diwar-benn petra oa buez fall gant-ho. Dreist­-holl, eme-z-han, abaoue ann triouec’h miz diveza hor c’hear-ni a zo eunn ifern, ha ne c’hell ket padout er c’hiz-ze gan-e-omp. Deut ounn d’ho kaout, eme ann ozac’h d’ar fur, da c’houlenn kelenn digan-e-hoc’h evit beza tennet a boan, va greg ha me. — Bez’ e viot, eme egile ; evit eunn nebeud bloavesiou e vezo hep-ken a-vad. Deut gan-en el liors, va mignoun.

Setu neuze ar sorser ha kas ann ozac’h war he lerc’h el liors da gichenn eur wezenn a ioa enn­-hi tri aval : unan glaz, unan melen hag unan gwenn. Lavaret a ra goude d’ezhan : — Va mi­gnoun, kemerit ann hini a fell d’e-hoc’h ha de­brit hen. — He-man a gemeraz ann aval gwenn, ha pa oe debret gant-han, ar sorser a lavaraz : — Debret hoc’h euz ann aval a raio d’e-hoc’h ka­out eur map a-benn nao miz hag eunn dervez ama. Neuze c’houi hag ho kreg a vezo euruz ha laouen, ken euruz ha ma c’hell beza tad ha mamm gant bugel. Ann dervez a-vad ma vezo krog enn he bemzek vloaz, ann dervez-ze ez aio euz ar gear ha n’her gwelot mui. Abarz ma’z aio kuit, kaer ho pezo kinnig d’ezhan a bep seurt, ne gemero netra digan-e-hoc’h, ha lavaret zo-ken a raio : — Deut ounn hep netra enn ho ti, hag hep netra ez inn kuit, evel ma’z ounn deut. Ne falvezo ket d’ez­han zo-ken ez afac’h d’he ambroug, ha war ge­ment-se e leverot d’ezhan : — Kemer dihana, va map, ar pez a weli er c’hoz ti kouezet a zo du-ze e penn ar vali.

Sad’ aze, eme ar sorser, kernent am euz da la­varet d’e-hoc’h ; it d’ar gear breman ha kredit ez eo gwir kemend am euz lavaret d’e-hoc’h.

Ann ozac’h a zistro d’ar gear ker laouen hag ann heol ; lavaret a ra d’he c’hreg e devezo eur map a-benn nao miz. — Gwell a ze, eme hou­-man ne wie ket petra a dlie c’hoarvezout diveza­toc’h, rak he fried, a c’hellit kredi, n’oa ket bet ken diskiant da lavaret d’ezhi ar pez en doa klevet gant ann den fur.

Tremen a ra daou, tri miz, gwellaat a ra d’ann itronn. — Mad ar stal, eme ann aotrou, gwir am euz klevet. — Ha gwir oa, rak a-benn ann nao miz hag eunn dervez, ar c’hreg a c’hanaz eur map kaer-meurbed ha ker kre ma vije lavaret en doa bloaz. Brema ar bugel-man a zo maget gant he vamm ha diwallet gant pep seurt aked, a c’hellit kredi. Ann tad hag ar vamm ho doa madou, ha ne espernchont netra evit sevel ho map gwella ma c’hellent.

Dre ma teue ar bugel-man enn oad, ann tad a zizec’he, kouls lavaret, diwar he dreid. He c’hreg, o welet he gastiz, a c’houlennaz out-han petra a c’hoarie gant-han : — Ar pez, eme-z-han, a c’hoarvezo gan-e-hoc’h ivez a-benn nebeud aman, siouaz ! Ne lavare ket gaou, rak tost oa he vap da baka he oad.

Ann deiz a-raok ma oe paket he bemzek vloaz gant-han, ez eaz da gaout he dad hag he vamm : — Pemzek vloaz a zo, eme-z-han, abaoue m’e­mounn enn ho ti ; euruz ounn bet gan-e-hoc’h hag ho trugarekaat a rann ; n’hoc’h euz lezet ac’hanoun hep gonuout netra a gement a c’hell da zeski ha da c’houzout eur bugel evel-d-oun. Ho trugarekaat eta a rann enn eur lavaret d’e-hoc’h ez eo warc’hoaz ann deiz d’in da vont kuit diouz­-hoc’h.

Ha petra-bennag m’ho doa bet ann tad hag ar vamm kalz a aked da viret na glevche pe oad en doa, ne dalvezaz netra ann dra-ze d’ezho, o veza ma’z oa bet lekeat ann deiz ma ranke ho map mont kuit d’ar c’houls-ze. — He vamm a ginnigaz aour hag arc’hant d’ezhan da vont enn hent ; ne geme­raz gwennek a-vad, ha lavaret a reaz d’ezhi : — Va mamm, pa’z ounn bet ganet gan-e-hoc’h ez oann noaz-glez ; rak-se ive ez eo red d’in mont kuit hep kemeret netra. Dalc’hit ho madou ha grit gant-ho ar pez a gerrot ; evid-oun-me a ia brema, mall eo d’in ; n’am gwelot hivizikenn ken, m’oar-vad ; kenavezo !

Antronoz da c’houlou-deiz, evel m’en doa gwisket he zillad, e teuaz da gaout he vamm hag he dad ; poket a reaz d’ezho pep eil, ha kenavezo er bed all ! — Red eo d’id dibri eunn tamm-bennag a-raok mont, eme he vamm. — Seurt e-bed, eme-z-han, n’em euz ket a naoun. — Ann tad a falvezaz d’ezhan mont d’he ziambroug, ha deut oa war ann treuzou evit se, pa lavaraz : — Va zad, ne fell ket d’in e teufac’h pelloc’h ; it da gaout va mamm ha list ac’hanoun da vont va-unan d’al leac’h ma’z eo rankout d’in. — Va map, eme ann tad, pa ne fell ket d’id ez afenn pelloc’h, ha pa ne gemerez netra a gement hon euz c’hoant, kas gan-ez dihana ar pez a gavi er c’hoz ti zoul a zo kouezet e penn ar vali. — Gwelet a rinn, eme ar map ; kenavezo ! kenavezo ! hag enn hent.

Ar paotr-man en em gavet e penn ar vali, a ioa o vont e-biou d’ann ti zoul, pa zeu da zonj d’ez­han ar pez en doa lavaret he dad ; sellet a ra ebarz ha p’en devoe poulzet ann or, e wel eno eur marc’h dibret ha sternet. — Em euz aoun va zad ne felle ket d’ezhan e vijenn eat war droad, hag e feiz, pa’z ema ar marc’h-man aman, ez ann d’he gemeret ha d’he vareka.

Brema setu hor paotr, great he gimiad gant­-han hag enn hent. O veza n’en doa diner na gwennek enn he c’hodell, ne ra nemet bale hep dibri, nag eva, nag ehana.

Eunn dervez en em gavet e penn eul lannek vraz, ez eaz da dreuzi anezhi, ha pa’z edo e-kreiz al lan­nek, setu e kleo eunn trouz enn ear kement ma sao he benn da zellet, hag hen ha gwelet diou vran oc’h en em ganna. E-pad ma selle piz out-ho evit gou­zout diwar-benn petra oa, e wel eunn dra-bennag o koueza digant-ho. — Daoust petra eo, eme he­-man, red eo d’in mont da c’houzout. — Gwelloc’h, eme he varc’h, e ve d’id mont gant da hent hep dis­trei da goll da amzer. — Petra ! eme ar paotr, te oar komz ivez ’ta ? — Ia da, eme ar marc’h, ker kouls ha te, ha marteze eunn draik gwelloc’h. — Mad ! mad ! n’euz forz, feteiz ne d-inn ac’han n’am bezo gwelet petra zo kouezet digant ar re-hont.

— Keuz as pezo, eme ar marc’h, ha divezad e vezo d’id. Evelato, pa fell d’id mont da heul da benn, e lezann ac’hanoud da vont ; gwaz a ze evid-oud !

Hor paotr en em gav el leac’h ma’z oa koue­zet, hag o welet ez oa eur varvouskenn, e krog enn-hi enn eur c’hoarzin hag o lavaret : — Hou­-man a vezo mad eunn deiz pe zeiz, ha pa na ve ken nemet d’en em zic’hiza e deisiou Morlarjez. — Lez ar varvouskenn-ze, eme ar marc’h, ha kred ac’hanoun hag e ri mad. — Foeltr tamm ne rinn ; mont a raio gan-en. — Hag he-man neuze, p’en doe troet ha distroet anezhi, a welaz skrivet e lizerennou aour ez oa barvouskenn ar roue Fortunatus oa. Dastum a ra anezhi enn he c’hodell hag ac’hano da vale adarre, ken a en em gavaz enn eur vro bell.

Tremen a rea dre eur c’hoat braz, hag eno he varc’h a lavaraz d’ezhan : — Asa, paotr, me ve mad d’in choum aman, mar karfez sevel d’in eul lochenn gant brankou gwez. Pa vezo great, e lezi ac’hanoun hag ez i da-unan. Tost aman ez euz eur gear vraz, eur roue a zo enn-hi, ha mar kerez mont d’he di da c’houlenn servicha anezhan, e kavi tro, a gredann, da gaout labour. Gra ar pez a vezo lavaret d’id, n’euz forz petra vezo, ha neuze e teui ama d’am gwelet eur wechik enn amzer ; me roio d’id aliou mad.

He-man a reaz kemend en doa lavaret ar marc’h d’ezhan, ha pa oe en em gavet e lez ar roue,e c’hou­lennaz oc’h mestr ar mevellien ha n’en doa labour e-bed da rei d’ezhan. — Nemet ho kemeret a ra­fenn da baotr mechosi ; n’em euz netra ken da ginig d’e-hoc’h. — A-walc’h eo, eme ar paotr, me ne rann forz petra da ober.

Sada ma oe kaset d’ar mechosi ha diskouezet d’ezhan ann daou varc’h en divije da voeta ha da skrivella. Ar paotr-man, evel am euz lavaret, a ioa eunn dremm kaer a zen ; bravoc’h evit-han a vije bet diez da gaout. Ann dra-man a lekeaz kemend hini a ioa el lez da gaout avi out-han, ha dreist-holl ar baotred mechosi all. Oc’h-penn a oe c’hoaz : he gezek da he-man a wellae, ma’z oa eunn drugar ho gwelet, hag eunn tamm brao muioc’h evit ar re all. Ma teue neuze ar baotred mechosi da lavaret etre-z-ho ez oa red e laerche boed ho c’hezek da rei d’he re. Kaer ho doe teurel evez out-han, ne c’hellchont ket morse kaout tro d’he damall, hag a be leac’h ho divije gallet, pa n’oa ket gwir ? rak ne rea tamm gwelloc’h d’he gezek evit na rea ar re all ; ha mar larteant er c’hiz-ze ez oa, m’oar-vad, o veza ma’z oant a wenn da lartaat ; na petra ’ta !

Ar baotred mechosi-man a veze roet da bep-hini anezho eur c’houlaouenn bemdez da zevi ; ha d’hor paotr e veze roet kemend all. He-man a-vad na zeve hini e-bed, ha setu perak. Ann noz kenta ma kouskaz er mechosi a-zioc’h he gezek, e oe dihunet gant ar sklerder a ioa enn he gampr, hag o sellet petra a strinke kemend all a sklerijenn, e welaz ez oa ar varvouskenn a ioa deut gant-han oa ; hou-man kouezet enn noz euz he c’hodell a sklerijenne ar gampr gant-hi kemend ha gant ann heol e-kreiz ann deiz. — A zo mad, eme ar paotr, ha c’hoaz, eme-z-han, e lavare va marc’h d’in lezel ar varvouskenn-man. Breman me wel em euz great mad derc’hel anezhi, rak n’em bezo ket ezomm da gaout goulou er mechosi hed ann noz gant va barvouskenn. Kement-se muioc’h a ielo em godell, o veza ma c’hellinn derc’hell ann ar­c’hant a vezo roet d’in da brena goulou.

Mad ar stal ; hag he-man da zastum he var­vouskenn. Kousket a eure, hag antronoz da bar­daez e stagaz anezhi oc’h ann treust, ma oa kaeroc’h gant-hi ar mechosi evit na d-oa lez ar roue.

Eur miz pe zaou a ia eon dro er c’hiz-ze, ma teuaz deisiou Morlarjez. Petra ra hor paotr ? Mont d’en em zic’hiza pa oe echu he labour, hag hen ha lakaat ar varvouskenn-ma da vont da ober eunn dro dre gear. Eur wiskamant kaer a lekeaz ive, ma oa ann holl souezet ha ma lavarent : — Red eo e ve he-man eur prins braz ha brasoc’h zo-ken evit hor roue-ni, rak eul lugern a strink diout-han ma’z eo sklerijennet kear gant-han dre ma’z a.

Ar roue a glev tud o lavaret petra a ioa hag a ia da welet. Souezet d’he dro, ez a da gaout he baotr mechosi hag e ped anezhan da vont gant-han d’al lez. Ne wie tam piou oa, na petra ’ta ! Ar paotr mechosi, fouge ha lorc’h enn-han leiz he reor, a ra digorou d’ar roue a c’houlenn out-han piou eo hag euz a be leac’h. — Me, eme-z-han, a zo Iann va hano ; ginidik ounn euz a eur vro bell ac’han hag aman ounn deut da choum eur pennad zo. — Enn eur lavaret ann dra-man, Iann a vous­c’hoarze o welet ne anaveze ket ar roue anezhan. — Ker kaer ha ma’z oc’h, eme ar roue, e tleit beza map eur prins braz-bennag ! — A gav d’e­-hoc’h, erme Iann ? War gement-se ’ta, c’houi gred n’euz nemet ar rouanez hag ho bugale a gement a ve kaer ; distroit diwar ho mennoz, aotrou ; ar re all a c’hell, me gred, n’euz forz a be wenn int, beza ker kaer hag hi ; hag oc’h-penn zo, me gred ez euz paotred mechosi hag a dalv rouanez war gement-se, ma ne dalvezont ket muioc’h zo-ken. — Paotred mechosi, eme ar roue, n’int ket gwis­ket kaer evel ma’z oc’h, ha n’ho deuz ket barvous­kennou evel ann hini a zougit-hu.

— Koulskoude, eme Iann, me zo paotr mechosi, ha red eo e vec’h dall pa na anavezit ket ac’hanoun. — Petra, eme ar roue, te eo Iann, va faotr me­chosi ! — Ia da, roue, me eo Iann ! kenavezo breman. — Deport, deport, eme ar roue a grap er varvouskenn ; sad’ ama unan hag a garfenn gwelet he ferc’henn, rak bez’ en deuz eur verc’h, war am euz klevet, hag a zo ar gaera a zo war ar bed. Euz a be leac’h, eme ar roue, ec’h euz-te bet barvouskenn ar roue Fortunatus ? — E feiz, eme Iann, kavet em euz anezhi du-ze e-kreiz eur park, laosket eno gant diou vran louet a ioa eur jolori gant-ho diwar he fenn.

Ar baotred mechosi all o veza klevet petra a ioa bet diwar-benn ar varvouskenn, a ieaz da lavaret d’ar roue ec’h anaveze Iann ar-roue Fortunatus, hag en doa lavaret aliez d’ezho en divije bet, mar karje, he verc’h digant-han. Ar re-man a lavare ann dra-ze evit kaout tro d’en em zizober anez­han. — Mad ar stal neuze, eme ar roue, me welo ha gwir a lavar ; hag ar roue gervel Iann da vont d’he gaout.

— Petra am euz klevet, Iann ? Evit doare e c’heuz lavaret es pije, mar karjez, merc’h ar roue Fortu­natus. — Piou ar gaouiad, eme Iann, a zo bet o lavaret ann dra-ze d’e-hoc’h ? Biskoaz, a c’hellit kredi, n’em euz bet eur zonj a gement-se. — Na d-a ket da zislavaret ar pez a zo gwir, eme ar roue, rak ar baotred mechosi ho deuz klevet ac’hanoud­-te aliez o komz diwar he fenn hag o lavaret ez oaz gwest, mar karjez, da gaout anezhi. — Konchou int ha netra ken, eme Iann, konchou n’euz nemet liou ar gevier war-n-ezho. Ne gredit ket eta em be-me kavet ar varvouskenn-ze e-kreiz eur waremm ? Oh tra ! gwell eo gan-e-hoc’h ez afenn da glask d’e-hoc’h eur verc’h n’em euz foeltr biskoaz klevet hano diwar he fenn. Sad’ ama eur c’hoari d’in-me a-vad evit eur varvouskenn ne wienn ket piou oa he ferc’henn. — N’euz forz pe c’hoari eo, eme ar roue, mont a rankez da ger­c’hat houn-nez d’in ; hag he c’herc’hat a ri, ha pa ve diez, pe da ler a zamanto.

Iann, bete neuze, n’en doa bet sonj e-bed euz he varc’h ; neuze en devoe a-vad hag ez eaz trumm ha trumm d’he gaout enn eur wela evel eul leue. — Ac’hanta, eme ar marc’h, pa welaz anezhan o tont ; me wie er-vad e tliez dont hep dale d’am gwelet, ha setu oud deut. N’em boa-me ket lavaret d’id ? n’ec’h euz ket sentet ouz-in, setu petra en em gav gan-ez brema. Mad ! mad ! eme ar marc’h, ke da gaout ar roue ha lavar d’ezhan pourchas timad tri lestr d’id ; tri lestr, kleo, hag a vezo euz ar re gaera ; unan karget a ejenned palefarzet pe drouc’het pep-hini e peder rann ; ann eil karget a gerc’h hag ann trede a vill ; ha goude ez aimp, te ha me, d’al leac’h ma’z eo red.

Iann a ieaz da gaout ar roue hag a c’houlennaz digant-han kemend enn doa lavaret he varc’h d’ezhan. P’en doe bet he c’houlenn, ez eaz da ger­c’hat he varc’h, ha kuit gant-han ha gant he listri. Ar mor hag ann avel a ioa mad, ma reugjont hent eunn drugar, ha mac’h en em gavchont e penn eur ster hag a ioa enk ha red mad d’ezho mont ebarz. war a lavare ar marc’h. — Aman eo. eme he-man. e tigor ar c’hoari gan-e-omp, Iann. Taol evez mad ha laka brema teurel er mor, dre ma’z aimp, ann ejenned palefarzet. tamm ama, tamm a-hont. Al loened gouez a zo o tont d’e-omp hag em-berr hor bezo c’hoari. ma na vezomp ket evit stanka mad ho genou d’ezho.

Sada ma oe stlapet ejenned palefarzet d’al loened a oe laouen-braz, ha roue al loened ivez. He-man, leun he gof, goude lipat he vourenn ker mad oa ar bevin, a lavaraz da Iann : — Eur paotr mad oud, ha brema pac’h euz roet d’e-omp peadra da stanka hor gouzouk hag hor c’hof, ez eo leal, a gav d’in, e vez digollet eunn draik gan­ e-omp ; ar re all a raio ar pez a garint ; evid-oun­-me, sada zo : tenn eur reunenn euz a voedenn va lost ha gorro hi mad, ha p’as pezo ezomm ac’ha­noun, n’es pezo nemet va gervel dre ar reunenn­-ze, hag ec’h en em gavinn gan-ez. me ha va ban­denn.

— A zo mad, eme Iann, bennoz Doue ha kena­vezo ! Ha Iann kuit ac’hano.

Pa oent en em gavet pelloc’hik, marc’h Iann a lavaraz d’ezhan : — Brema eo teurel ar mill er­-meaz, rak ema ar merienn o tont d’hon dibri, nemet peadra a vez ivez da stanka anezho bete toull ho gouzouk. — Ha mont Iann ha teurel d’ezho sac’had enn tu-man, sac’had enn tu-hont, hag ar merienn a lamm war-n-ezho ker buhan, ma oent goullonderet hep na oe kollet eur c’hreu­nenn. Ar re-man n’ho doa ket bet eur seurt boeta pell a ioa.

Roue ar merienn a oe kel laouen ma lavaraz da Iann : — N’euz den par d’id, paotr, hag evit da zigoll, kemer unan euz va zreid adre ha lak hen e-touez eunn tamm paper, ha dre ann troad-ze, p’as pezo ezomm, n’ec’h euz nemet va gervel hag e teuinn me ha va c’hruc’hell d’as kaout.

Iann hag he varc’h a ia breman adarre gant ho hent, hag abarz nemeur ec’h en em gavchont e bro ar gwazi. Eno he varc’h a lavaraz da Iann dis­karga he gerc’h d’ezho ; ma oe great, hag ar gwazi laouen, hag ho roue o tont neuze d’he gaout ha lavaret d’ezhan : — Kemer eur bluenn euz va lost, ha dre-z-hi goulenn ac’hanoun, p’as pezo ezomm, hag e vezi tennet a boan. — Trugarekaat, eme Iann o vont kuit.

Brema ar re-man en em gav er gear m’ema o choum ar roue Fortunatus. Iann dioc’h-tu a ia d’al lez da ober he gefridi : — Asa, eme-z-han, aman ez euz eur c’hoari ; ne ouzoc’h ket, m’oar­-vad, da betra ounn-me deut d’ho kaout ? — A be leac’h ec’h oufenn-me, pa n’am euz ket klevet ? — Selaouit mad neuze, eme Iann : evit doare, roue, hoc’h euz kollet ho parvouskenn ? — Ia da, kollet am euz anezhi hag, e feiz, e vije bet gwell gan-en koll ann hanter euz va rouantelez evit he c’haout. — Mad ! me oar gant piou ema ; eur pennad ema ac’han, du-ze er c’huz-heol, gant roue Breiz. Me am boa kavet anezhi e-kreiz eur waremm, pa’z edo o paouez koueza euz a c’henou diou vran a zache war-n-ezhi, evel pa vije bet kollet ho fenn gant-ho ; en em ganna a reant diwar he fenn ken a zistage ar plun diout-ho ker stank hag ann erc’h o koueza. A-benn eur pennad, e kouezaz ho parvouskenn euz ho bek, ha me a zastumaz anezhi hag a ieaz gant-hi ac’hano da di roue Breiz. He­-man a-vad o welet peger kaer oa (lugerni a rea evel ann heol), a gemeraz anezhi digan-en, ha pa lennaz hoc’h hano a ioa skrivet dindan he c’hern, e lavaraz d’in e rankenn mont da gerc’hat d’ezhan ho merc’h. Eur verc’h hoc’h euz, a lavar, n’euz ket enn tu all d’he gened war douar hor Zalver. Deuet ounn eta d’he c’herc’hat, ha dont a raio gan-en emichans, eme Iann.

— Ia, ia, eme ar roue Fortunatus, mont a raio gan-ez, mar grez ar pez a livirinn d’id — Mar gellann, roue, e vezo great — Mad ! mad ! eme ar roue Fortunatus, gwelet e vezo warc’hoaz ; evelato da c’hortoz, ke da zibri ha da eva ar pez a raio vad d’as kaloun, rak skuiz e tleez beza o tont euz a geid all, ha naoun ec’h euz ivez, m’oar-vad. — Eunn tamm hag eur banne a iafe gan-en, eme Iann, a stagaz gant-hi dibismig.

P’en doe debret hag evet, e oe kaset d’he wele. — Warc’hoaz, eme ar roue, o vont d’he gas, me lavaro d’id petra am euz c’hoant a rafez.

Iann eat d’he lala, ne oe ket rankout luskella he garavell, ha kousket dibreder a eurehep divorfila tamm beteg antronoz. Evelato Iann a zihunaz eunn draik abarz tarz ann deiz hag a ieaz da gaout ar roue. — Ac’hanta, roue, eme-z-han, setu me ama ; petra a zo da ober ? — Nebeud a dra : deuz gan-en. Hag ar roue Fortunatus ha kas Iann enn eur vagazenn vraz leun a c’hreun touesiet mesk-e­-mesk. — Sad’ ama da labour, paotr ; ar greun­-man a rank beza didouesiet euz ann eil heol d’egile. Iann pa wel petra zo, a lavar out-han he­ unan : — Hou-man zo eur gudenn d’in-me da zi­fuilla ! — N’euz forz, eme-z-han d’ar roue Fortu­natus, ma n’hoc’h euz nemet labouriou er c’hiz-ze da rei d’in-me, ne vezo ket diez d’in kaout ho merc’h. — Hag ar roue kuit enn eur c’hoarzin, ha Iann hag en em astenn a stok he gorf war eur bern drazed da gousket.

Deut mare kresteiz, Iann a ioa mik atao hag a roche evel eur moroc’h, pa zeuaz ar plac’h da zigas he lein d’ezhan ; rankout mad e oe d’ezhan dihuna. — Mar d-eo evel-se e labourez-te, eme­-z-hi, ne vezo ket pell ar stal gan-ez ama ; diwall oc’h da groc’henn, mar kerez ; dont a raio ann noz war-n-oud ha ne vezo great netra. — Digas va lein d’in, eme Iann, ha lez da stolok brema, ne ket te a zamanto emichans. Ha Iann ha dibri he lein, fumi eur c’hornad butun ha dao adarre war he livenn [1] da gousket.

Tost oa ann heol da guzet, pa zihunaz : — Asa eve­lato, eme-z-han, pred eo ober eunn dra-bennag, a gredann, gant aoun na venn gwasoc’h. — Roue ar merienn, eme Iann, te as poa lavaret d’in ez pije dizammet ae’hanoun euz va foan, m’am bije. Deuz ’ta, te ha da vandenn ; deuz affo da renka ar greun-man pep-hini enn he vern, evel ma’z euz lavaret d’in. — Hag ar merienn, o tont dioc’h-tu euz a bep korn, a zastum ar greun buhanoc’h evit ma lavarann d’e-hoc’h. Kement a ioa anezho, ma choumaz unan da zellet oc’h Iann drouk enn-hi, o veza n’e doa kavet greunenn e-bed da zougen ; eat oant holl gant ar re all.

Great al labour, ar roue Fortunatus en em gav da guz-heol, hag o welet ez oa deut Iann a benn euz he daol, e skrabe he benn hep kaout debron. Iann a-vad a ioa laouen ha fouge enn-han. — Ac’hanta, roue, koan a vezo emichans ! — Ia, ia, eme ar roue, deuz, rak naoun a dleez da gaout. — Eunn nez-damant ; gwasoc’h labour am euz great, ne d-eo nemet eur belbiach hoc’h euz roet d’in.

Iann a zebr neuze he goan, a ev eur banne hag a gousk divorfil. — Brao ! Antronoz vintin ar paotr a ia seder da gaout ar roue Fortunatus hag a lavar : — Petra zo c’hoaz da ober dre ama, livirit ? Arabad eo d’e-hoc’h lezel ac’hanoun da c’hoari, evel deac’h. — Nann, nann, eme ar roue, ne c’hoarie ket ; deuz gan-en. Hag ar roue Fortunatus ha kas Iann e-c’harz eul lenn vraz ; evel eur mor oa al lenn-ze. Setu petra zo da ober, eme ar roue : teurel ann dour euz al lenn-man aze, enn tu all, gant ar skudell-man, ha lakaat dioc’h eunn tu ar pesked a zo mad da zibri, hag ar re vihan a lezi da veva dioc’h eunn tu all. Labour brema ac’han da noz pe evel a giri, rak da guz-heol e ranko beza great ar pez a lavarann d’id. — Ne vezo ket red d’in c’houezi, eme Iann : It atao, roue, kaer ho pezo, ho merc’h a vezo d’in, pa lavarann.

Ar roue war gement-man a ia kuit ac’hano ha Iann a grog enn he skudell. — Pet diaoul ! eme­-z-han o trei hag o tristrei he skudell a ioa eur grogenn vrennik toull. Ia, e feiz, eme-z-han, sad’ ama eur benvek da labourat ! N’euz forz, great e vezo al labour, p’am bezo amzer e-verr a-raok kuz-heol. Ha Iann ha gourvez eno dindan eur we­zenn fao da ober eur vorenn bete lein. Ar plac’h a zeu da zigas he bred d’ezhan, ha Iann a oe red he zihuna adarre. — Sad’ ama eunn oristal a-vad, eme ar plac’h ; ne ra nemet dibri boed ha kousket peb eil, hag evelato e vez great he labour e poent hag enn amzer ; red eo ma ve eur sorser ha n’ema ket he-unan. — Daoust ha piou a ve ama nemed­-oun-me, eme Iann ? Tavit ho kenou, me ho ped, va flac’hik-me, rak ha pa na rafenn-me foultr vad, petra ra ze d’e-hoc’h ? Iann neuze a zebr he lein, a fum he gornad butun hag en em laka da gousket koulz ha biskoaz.

Dihuna a reaz war-dro eunn heur a-raok kuz­ heol. — Asa, eme-z-han, kaout a ra d’in eo divezad anezhi ; red eo obet eunn dra-bennag. Hag hen ha gervel d’he gaout roue ar gwazi, ha lavaret d’ezhan diwar-benn petra oa. — Pa oe deut ar vandenn, ar gwazi a lavaraz da Iann : — Ne vezo ket pell ann abadenn, ma n’euz nemet dizec’ha al lenn-ze. Hag ar gwazi ha mont ha dizec’ha al lenn gant peb a vekad dour, kement a ioa anezho. Ar pesked braz a oe taolet war ar zeac’h hag ar re vihan e dour al lenn nevez.

Ar roue Fortunatus en em gavaz da guz-heol hag o welet ez oa great gant Iann kemend en doa gourc’hemennet, e teuaz poan spered d’ezhan.­ — Em euz aoun, eme-z-han, na rankinn koll va merc’h en taol-man. Evelato gwelet e vezo c’hoaz, ha mar bez da roue Breiz, e c’hounezo anezhi. — Iann a zelle oc’h ar roue Fortunatus enn eur c’hoarzin goap ; egile a-vad a c’hoarze melen hag en doa nec’h, ha n’oa ket heb abek, rak Iann a wie e teuje a-benn euz he daol, n’euz forz petra vije roet d’ezhan da ober.

Ar paotr Iann a zebraz hag a evaz hag a gous­kaz evel ann dervesiou a-raok. Antronoz vintin e oe kaset gant ar roue da eur c’hoat braz, hag eno e oe roet d’ezhan binviachou euz ar re wella : eur bal, eunn tranch hag eur vouc’hal brenn evit dis­kar ar c’hoat, he fagodi, he faouta hag he gor­denna abarz ann noz ; kant devez arat-bennag a ioa dindan ar c’hoat-ze. — Ar roue-man a zo eunn den diot, eme Iann, ha kredi a ra d’ezhan ez inn­-me da derri va c’horf da ober va labour ? — Hag ar paotr ha foultri he bal, he dranch hag he vou­c’hal oc’h ar wezenn genta en em gavaz eno ha terri anezho, ker bresk oant. — Kea atao, koz roue, kaer as pezo klask miret na zeufe da verc’h gan-en-me, dont a raio, m’hen tou, ha pa ve drouk enn-oud. Da c’hortoz, me ia da ober eur vorenn. — Ha Iann da gousket dioc’h-tu. Goude dibri he lein, e kouskaz adarre beteg ar pardaez, ha pa welaz ez oa ann heol izel, e klaskaz reunenn roue al loened hag e c’halvaz anezhan. — He-man en em gav diwar herr : — Petra zo, Iann eme-z-han ? — Ar c’hoat-man da ziskar, da faou­ta, da fagodi, da vernia. — N’euz ken, eme roue al loened. — Nann, eme Iann, goude ec’h ehani. — Neuze ne vezo ket hirr ar pennad labour, eme roue al loened, rak ema great brema ha great mad. — Gwell a ze, eme Iann, hag ho trugare­kaat.

Ann heol a ioa o vont da guzet, p’en em gav ar roue Fortunatus enn eur skrabat he benn, evel pa vije bet o ranvat lin. — Foutouillenn, ne dalv ket d’in, eme-z-han, klask c’hoari ouz-id, kaoc’h ounn gan-ez, mestr ann dud oud, va faotr, ha birviken n’em bije kredet e vije bet eunn den evit ober traou ker burzuduz. Eur maout oud, a lavarann d’id, ha gounezet ec’h euz va merc’h, n’ounn mui evit miret ouz-id da gas anezhi gan-ez d’as pro.

Iann laouen, a c’hellit kredi, o klevet ar roue Fortunatus, a zebraz evel daou, a evaz evel c’hou­eac’h hag a gouskaz evel eur varrikenn. Pa zavaz antronoz, ann heol a ioa huel. Merc’h ar roue For­tunatus a ia neuze d’he gaout hag a lavar d’ez­han : — Red mad eo d’in, eme-z-hi, kuitaat va zad evit mont gan-e-hoc’h da gaout roue Breiz, en deuz va goulennet da bried. Evelato, abarz m’en devezo ac’hanoun-me e vezo souezet, rag arabad eo kredi ne gavinn-me ket labour d’ezhan da ober, ha d’he dud ivez.

Iann hag he brinsez a ieaz ac’hano neuze war-zu Breiz, e pe leac’h ec’h en em gavchont abred. Digemeret mad e oent, rag er vro-ze a-viskoaz euz bet great enor d’ar merc’hed. Evelato, ar brin­sez e devoa keuz, gwalc’h he c’haloun, o veza eat kuit euz he bro ha dioc’h he zad. Enn eur vont e tifrunke puill ann dour euz he daoulagad hag e lavare : — Kenavezo va zad, kenavezo tud va bro, kenavezo va c’hastell kaer, te zo douget gant peder chadenn aour ha gant pevar leon ar re greva a zo er bed ! Enn-oud-te ounn bet ken euruz ! Ha da al­c’hueziou aour, da betra e vent-hi mad d’in-me hiviziken, nemet da greski va glac’har ha va an­ken ? — Enn eur lavaret ann dra-ze, e stlapaz anezho pell diout-hi er mor.

Roue Breiz, pa welaz ar brinsez kaer-man, a oe laouen he galoun hag a lavaraz d’ezhi e karje beza karet gant-hi. — Fisians am euz, eme-z-han, e vezimp eureujet abarz nemeur ama, pa’z oc’h deut d’am zi. — Salokras, eme ar brinsez, ne vezinn ket c’hoaz, rak a-raok m’ho pezo ac’hanoun-me, e ka­fot hirr ann amzer. Abarz dimezi, me a rank kaout ama va c’hastell kaer a zo douget war beder cha­denn aour ha gant pevar leon. — Penaoz a livirit, prinsez, eme roue Breiz ? Piou a ve birviken evit digas d’e-hoc’h ho kastell ama ? — Digaset e vezo, roue, eme-z-hi, pe anez ne zimezot gan-en birvi­ken. Ann hini a zo bet oc’h va c’herc’hat-me da zont ama, a zo den a-walc’h evit digas va c’hastell ivez, me gred. — Neuze, eme ar roue, e ranko mont pe astenn he c’houzoug dindan ar gountell.

— Grit evel a gerrot war gement-se, hogen evit ar pez a lavarann-me a vezo great, pe ne vezinn bir­viken pried d’e-hoc’h. Neuze roue Breiz a c’halvaz Iann da zont d’he gaout. — Asa, eme ar roue d’ezhan, ama ez euz eur c’hoari all ; red eo d’id, paotr, mont da gerc’hat kastell aour merc’h ar roue Fortunatus. — Red eo, roue, e ve kollet ho skiant gan-e-hoc’h ; mont da gerc’hat euz a geid all ama eur c’hastell enn he bez ! Piou en deuz roet d’e-hoc’h da gredi e venn evit ober traou er c’hiz-ze ? — Ne ket a-walc’h komzou, eme ar roue ; mont a rankez, pe a-benn tri dervez hag hirio e varvi ; gra brema ar pez a giri, n’em euz mui netra da lavaret d’id. Iann a oe neuze nec’hetoc’h evit na oa bet bis­koaz : — Evit doare, eme-z-han, ne vezo distag e-bed d’al labouriou. — Hag ar paotr da gaout he varc’h adarre, enn eur skuilla daelou hag o lavaret d’ezhan e varvche enn dro-man. — Hag evit petra, eme ar marc’h ? — O veza ma’z eo red d’in mont da gerc’hat kastell aour merc’h ar roue Fortuna­tus, a zo dindan-han peder chadenn aour ha pevar leon ar re greva a zo er bed.

— Kelennet mad am boa ac’hanoud, eme ar marc’h ; me wie er-vad petra vije en em gavet gan-ez ; dizent oud bet ha brema oud kastizet, gwaz aze ! Warc’hoaz ez aimp enn hent, hag e we­limp ha ni a vezo evit kaout d’ar roue ar pez en deuz goulennet.

Antronoz ar re-man a ieaz ac’hano, hag o veza en em gavet e-kichenn kear ar roue Fortunatus, ar marc’h a lavaraz da Iann klask he reunenn ha gervel roue al loened. Iann a reaz dioc’h lavar ar marc’h, ha setu al loened oc’h en em gaout gant ho roue. — Setu ni ama, Iann, petra zo da ober ? — Eunn tamm labour ha n’eo ket ebad, rak ar pevar leon braz a zo dindan kastell ar brinsez a rank beza lazet, mar d-oc’h evit-ho, eme Iann.­ — Mar d-omp evit-ho, eme roue al loened, bremaik e welot, ne vezo ket pell ann abadenn.

Sada neuze dioc’h-tu eur brezel hag eur freuz digounnar o tigeri gant ar baotred vrao-man ; ficha a rea gant-ho ar bleo hag ar c’hik ma’z oa eunn drugar, hag eunn trouz oc’h-penn ma krene gant-ho ar vro tro-war-dro. Sada lazet unan euz a leoned ar c’hastell ; frigas a zo gwasoc’h c’hoaz, daou leon all a zo blonset, koueza ha mervel a reont ; brema n’euz mui nemet unan. Ne oe ket hirr he abadenn, ha ne c’hellaz herzel pell oc’h ar re all.

Pa oe lazet ar pevar leon, e oe sachet war ar c’hastell diwar bouez ar peder chadenn aour hag ez eaz etrezek ar mor ha choum eno war ann dour, kompez evel eul lestr. Ma oe staget neuze gant ar peder chadenn oc’h diadre lestr Iann a dennaz anezhan d’he heul, ker brao ha tra. Ann avel neuze o tont da c’houeza mad d’ho c’has d’ar gear, ec’h en em gavchont abretoc’h evit na oant gortozet.

Roue Breiz, o veza ma veze bemdez enn he bre­nestr o sellet hag hen a welche Iann o tont, a welaz da genta al lestr hag ar c’hastell war he lerc’h ; diredet a eure da lavaret d’ar brinsez. — Deut da welet, eme ar roue, sellit, gwelet a rit a-hont ho kastell kaer ; ema o tont a-hont enn tu all da enez Benniget. Dent ’ta buhan da welet hag e welot ez eo gwir a lavarann. Hou-man ne grede ket, ha pa welaz e lavaraz : — Gwir eo, eme-z-hi, va c’hastell-me eo, anaout mad a raon anezhan ; en em gaout a raio hep dale, rak ann avel hag ar mor a zo mad d’ezhan da zont.

— Brema emichans, eme ar roue, n’euz netra e-bed ken a gemend a virfe ouz-hoc’h da eureuji gan-en. — A gav d’e-hoc’h, eme ar brinsez ? Me wel er-vad ema va c’hastell aze ; na petra dalv ? Sellit mad out-han, roue Breiz, ha ne welit-hu ket eo prennet ann dorojou ? Koulskoude, penaoz ez inn-me ebarz, ma n’euz ket a alc’houesiou ? Ha ne d-euz hini, rak taolet int bet gan-en er mor, n’ouzounn pe leac’h, pa’z edounn o tont. Kasit unan euz ho perz da glask anezho e rouantelez ar pesked ha d’ho digas d’in ; anez m’her lavar d’e­-hoc’h, birviken ne eureujinn.

— Sad’ ama eur c’hoari all, eme ar roue ; foeltr biskoaz n’em euz gwelet merc’h par da hou-man. Ha perak ann diaoul ounn-me bet ken diot da vont keid all da glask eur c’hrek, p’am bije kavet dre ama koulz ha gwelloc’h eunn tamm brao ? Evelato, ha pa ne fellfe ket d’ezhi, eureujet e vezimp, pe e vezo gwelet, rak e feiz, n’ounn ket eat bete keit­-man evit choum brema a zav krenn e-kreiz ann hent. Lavaret ne vezo ket war va lerc’h ez eo bet eur verc’h rok ha morgant treac’h d’in-me.


Ar roue a lavare ann traou-ze etre he zent, a c’hellit kredi, rak n’oa ket diot anezhan da vont da glemm kre diwar-benn ar pez brao-ze ; keuz en divije bet. — Ha penaoz, eme-z-han neuze kre d’ezhi, penaoz e vezo kavet ann alc’houesiou­-ze, mar d-emaint du-ze e gweled ar mor, ne oar den e pe leac’h, nemet Doue hag ar pesked ? Gwelloc’h e ve, a gav d’in, lakaat ober alc’houesiou nevez, alc’houesiou aour evel ar re all ha kouls hag hi, pa c’hellot gant-ho serra ha prenna doro­jou ho kastell. — Me n’em euz ezomm e-bed euz a alc’houesiou all, va alc’houesiou-me eo a fell d’in ha bez’ em bezo anezho, pe ni welo. Ma ne fell ket d’e-hoc’h, n’hoc’h euz nemet lavaret ha leuskel ac’hanoun da zistrei da di va zad. — Oto ! oto ! eme ar roue, hoc’h alc’houesiou ho pefe digan-en, ma venn evit rei anezho d’e-hoc’h ; ne gav ket d’in e c’hallfenn, gwasa zo ! rak n’euz den em rouantelez hag a ve evit ho c’haout hag ho digas d’in euz a weled ar mor. — Ha n’hoc’h euz ket aze Iann, eme-z-hi neuze, gwest a-walc’h eo d’ho c’haout, emichans, p’en deuz digaset ac’ha­noun-me ama ha va c’hastell ivez ; n’euz nemet­-han a gement a ve evit ober ar pez a lavarann, hag ober a raio, pe birviken me ne zimezinn gan­-e-hoc’h : grit brema evel a gerrot, eur weach evit-mad.

Great e vezo, eme ar roue, ha dioc’h-tu ha kemenn Iann da zont d’he gaout. — Eunn dra­-bennag a nevez a zo adarre, eme-z-han, ha n’em bezo peoc’h nag ehan e-bed evit doare, ken na vezinn maro ; deomp da welet, pa’z eo red. Ha Iann ha mont hag ar roue ha lavaret d’ezhan : — Ama, paotr, ez euz eur c’hoari all ; kalz a droiou ac’h euz great beteg-hen, hag ann dro-man ne vezo ket ar vihana ; ann diveza e vezo, a gredann, a-vad. Setu petra zo. Digaset ec’h euz ama kastell merc’h ar roue Fortunatus ; ha ne kwir ; — Ia da, eme Iann. — Eveseat ec’h euz out-han, prennet kloz e oa war-n-han ann doriou hag ar prenestrou, ha da zigeri anezho n’euz alc’houez e-bed. Ann alc’houesiou-ze a ioa gant ar brinsez p’ac’h euz di­gaset anezhi ama, hag, enn eur zont, e stlapaz anezho er mor, ha brema e lavar e ranko ho c’haout, petra-bennag ne oar den e pe leac’h emaint. — Ha penaoz, roue, e kavinn-me anezho ? — Me ne rann forz penaoz ho c’havi ; kavet e vezint pe diwall oc’h da groc’henn. — Mad ! mad ! eme Iann, pa’z eo red, ez inn. — Ha kuit ac’hano da gaout he varc’hik, enn eur grafat kostez he benn.

En em gavet er c’hoat ma’z edo, Iann a lavaraz : — Asa, va marc’h keaz, eme-z-han, me garfe beza maro pa zonjann e kement a zo red d’in da ober. Brema ez euz lavaret d’in gant ar roue e rankann kaout alc’houesiou aour ar brinsez, a zo kollet du-ze er mor, taolet gant-hi ne oar ket e pe leac’h. — Kea atao, Iann, eme ar marc’h, n’oud ket tost da baouez. Lavaret em boa d’id es pije bet keuz da veza kaset gan-ez ar c’hoz varvouskenn-ze. N’ec’h euz ket sentet ouz-in, ha brema e welez pe­tra zo. Warc’hoaz, eme ar marc’h, ez aimp adarre enn hent evit gwelet ha ni a c’hello kaout ann alc’houesiou-ze.

Antronoz, sada int-hi war ar mor glaz, hag ar marc’h ha lavaret da Iann : — Kleo gan-en, laka karga da ganoliou ha tenn hep distag, dioc’h ann daou du, ken na zeuio roue ar pesked da c’houlenn digan-ez petra a fell d’id. — Iann neuze a ra tenna gant he ganoliou, ken a gren ann douar hag ar mor, pesked hag all. Roue ar pesked a zeu d’he gaout hag a lavar : — Asa, Iann, pe seurt drouk hon euz-ni great d’id, lavar, evit dont da denna war-n-omp evel a rez ? — N’hoc’h euz great drouk e-bed d’in, eme Iann, ha mar tennann, evel a rann, eo dre m’am boa c’hoant da welet ac’hanoc’h ha da glevet gan-e-hoc’h eunn dra-bennag diwar-benn alc’houesiou aour a zo kollet er mor. Daoust ha n’ho pe ket kavet anezho ? — E feiz, Iann, ne oufenn lavaret ger d’id war gement-man ; meur a dra a vez kollet bemdez er mor ha labour a ve da glask ma ve rankout kaout anezho. Evelato, me ia da welet ha ne vezo ket gallet kaout ann alc’houe­siou a c’houlennez, mar gellez lavaret d’in e pe du int kouezet er mor. — Penaoz e lavarfenn, eme Iann, ne ouzounn ket va-unan. Ann alc’houesiou­-ze a ioa gant merc’h ar roue Fortunatus, pa’z edo o tont euz a di he zad da Vreiz, hag o veza ma oa drouk enn-hi, m’oar-vad eo e deuz strinket anezho er mor.

— Mad ! mad ! eme roue ar pesked, mar kerez lezel ac’hanomp e peoc’h hivizikenn, me a lakaio digas anezho d’id, pe ne raio den, a gredann. — Peoc’h ho pezo, eme Iann, n’hoc’h euz brema ne­met labourat. — Ha roue ar pesked gant eur zutadenn ha gervel ar re all d’he gaout, hag hi dioc’h-tu ha dont enn-dro d’ezhan stankoc’h evit gwenan enn eur gestad. Lavaret a ra d’ezho : — Tostait ama ann eil goude egile, ma welinn piou oc’h. Hag hi ha dont, hag ar roue, o sellet piz, a welaz n’edo ket ar miner enn ho zouez. — E pe leac’h eo choumet ann treineller fall-ze adarre, eme ar roue ? Hen-nez ne d-eo morse evit en em gaout gant ar re all, pa vez ezomm.— Ema hen o tont, eme unan euz ar pesked, eunn difred zo war he gorf[2], evel pa ve o sacha eur pez karrek war he lerc’h. — Asa, eme ar roue, petra eo d’id beza ken divezad o tont, lochore braz ma’z oud ! — E feiz, eme ar miner, me a ioa o sevel va lojeiz, hag evit ober va labour, e rankenn klask danvez ; sammet ounn c’hoaz, evel a welit, gant ar pez am euz kavet evit ober va c’hastell evel ma’z eo dleet. — Ha petra eo ann dra-ze ac’h euz kavet, eme ar roue d’ezhan ? — N’ounn dare, eme ar miner, gwelit hoc’h-unan. — Ar roue, pa zellaz out-han, a welaz ez oa ann alc’houesiou a glaske Iann anezho oant. — Sell, eme roue ar pesked da Iann, sad’ ama ann alc’houesiou a c’houlennez, m’oar-vad ; kemer anez­ho pa ec’h euz ezomm. Arabad eo dont hiviziken a-vad da ober poan e-bed d’e-omp, rak ni ne reomp gaou oc’h den hag a lez ann dud war ann douar, ha ne c’houlennomp digant-ho nemet ma lezint ac’hanomp ivez er mor, da veva ha da vervel. — Gwir a livirit, ha mar gellann, eme Iann, n’ho pezo drouk e-bed mui euz va ferz ; m’am euz great eunn tammik trouz d’e-hoc’h, oa rankout d’in ober evit kaout ann alc’houesiou-man. Ho tru­garekaat eta, roue ; kenavezo ! — Ha da zistrei da Vreiz gant he alc’houesiou hag he varc’h.

P’en em gavaz, e oe mall gant-han mont da gaout ar roue a oa lorc’h enn-han, pa welaz Iann distro ken abred. — Petra, eme-z-han, distro oud, Iann ? — Ia da, roue, ha gan-en, gwella a zo, ann alc’houesiou aour hoc’h euz goulennet. — Eunn den oud, Iann, eme ar roue, ha ne ou­zounn ket petra da rei d’id evit kemend all a boan ec’h euz bet evid-oun. — Gwella a gavchenn a ve mad, eme Iannik, eo m’ho pe ar vadelez d’am lezel hiviziken da ziskuiza ; gwall dorret eo va c’horf gant al labouriou am euz great pell zo. Ne ve ket drouk d’in brema, a gredann, choum er gear hep mont da foeta hent dre gement bro a zo. — Hiviziken, eme ar roue, n’es pezo mui bale e-bed da ober, ha pa vezinn-me eureujet gant merc’h ar roue Fortunatus, me a zigollo ac’hanoud evit kement ac’h euz great evid-oun. Evit brema, e gwirionez, ez ounn re douellet gant ar brinsez-ze evit gallout ober netra all e-bed. Gortoz eta, Iann, da boan ne d-aio ket da goll. — Hag ar roue ha kemeret ann alc’houesiou aour, ha Iann kuit ac’hano.

Ar roue a ieaz dioc’h-tu gant ann alc’houesiou­-ze da gas anezho da verc’h ar roue Fortunatus. — Enn taol-man, eme-z-han, ez oc’h d’in, rak ne gredann ket e c’hellfac’h digarezi pelloc’h beza va fried. — Nann, eme-z-hi ; n’em euz ken nemet eunn dra da gaout digan-e-hoc’h a-raok dimezi, ha kredi a rann em bezo ann dra-ze, p’am euz bet ann traou all. Ar reked-ze am euz da c’houlenn eo ma vezo devet e-beo Iann, e-kreiz leur gear.

— Petra, eme roue Breiz ! Penaoz a rinn-me evit devi eur paotr en deuz great kemend a vad evid-oun, goude m’emounn o paouez lavaret d’ezhan e vije digollet mad divezatoc’h evid ke­ment en deuz great. — Gwaz a ze, eme ar brin­sez, mar hoc’h euz c’hoant d’am c’haout, eo red e ve great kement-se. — Mad ! mad ! pa’z eo red, e vezo great, rak n’eo ket eunn den a viro ouz-in da gaout ac’hanoc’h.

Sada beac’h, enn taol-man, war gorf Iann adar­re ! Ar roue a laka kemenn d’ezhan dont d’he ga­out. Iann, pa glev ez eo galvet gant ar roue, a zo lorc’h enn-han o kredi, war he vennoz, ez eo evit kaout he c’hobr eo enn dro-man. Paour keaz Iannik ! Distroet e vezo da benn d’id bremaik, pa glevi petra zo a nevez.

Sounn he benn gant-han, ez eaz da gaout ar roue ; izel e tistroaz ac’hano. — Petra zo, roue, eme Iann ; galvet ounn gan-e-hoc’h, am euz kle­vet. — Ia da, Iann, hag eur boan vraz eo d’in lavaret petra zo ; goude kement ac’h euz great, ne oufe c’hoarvezout gwasoc’h gan-ez, kleo : Merc’h ar roue Fortunatus a c’houlenn ma vezi devet e beo e-kreiz leur gear, ha barnet oud da veza de­vet ; rak-se ’ta gra brema da bak, kenta ma c’helli ; ne dalv ket d’id klask gina, devet e vezi, pa fell d’ar verc’h vrao-ze. — A zo mad, roue, eme Iann ; evelato, astenn d’in va huez e-pad daou zer­vez hed-a-hed a gavfenn a ve mad da ober va fakad. Ouspenn zo, ne ket brao distalia diwar ar bed ker buhan ha lavaret, rak marteze ne venn ket digemeret mad er bed all. — Daou zervez as pezo, Iann, dioc’h da c’houlenn. — Ho trugare­kaat, roue, eme Iann, a ia ac’hano ker sioul ha tra, da gaout he varc’h d’ar c’hoat. Enn eur vont, e lavar out-han he-unan : — Sad’ ama penaoz ema ar rouanez, setu va gobr-me ; talvezout a ra ar boan mont d’en em laza evit ober vad da seurt­-ze ; enn ho c’hreiz, evit doare, n’euz nemet mein e leac’h kaloun.

Iann en em gavet gant he varc’h, a lavaraz d’ez­han : — Deut ounn er weach-man da gimiada diouz-id evit-mad ; great ar stal gan-en, ha barnet ounn gant ar roue da veza devet e-beo e-kreiz leur gear. Kenavezo ’ta, va marc’hik keaz, en em guitaat a rankomp brema ; a-benn daou zervez hag hirio ne vezo mui nemet ludu ac’hanoun. — Sad’ aze petra eo choum hep senti ; ma n’as pije ket kemeret ar c’hoz varvouskenn-ze, e vijez kuit brema da veza devet. Evelato marteze ne vezi ket devet c’hoaz. Selaou gan-en : Ha n’ec’h euz-te ket eur mignoun-bennag e mechosi ar roue ? — Eo da, eme Iann ; unan am euz hag a rafe eur vad-bennag evid-ounn. — Mad ! eme ar marc’h ; kea d’he gaout ha lavar d’ezhan klask d’id eur voutaill, eur stouf d’he bounta, eur skrivell hag eur bros pe balouer. Ne d-euz ezomm netra e-bed ken. P’as bezo bet ann traou-ze digant-han, deuz ama affo d’am c’haout, ha me a lavaro d’id petra as pezo da ober.

Iann dioc’h-tu a zistro ac’hano da gaout he vi­gnoun d’ar mechosi, hag en devoe digant-han ar pez a c’houlennaz ; ha d’ar red, kuit war he c’hiz, da gaout he varc’h d’ar c’hoat. He-man a lavar da Iann : — Skrivell mad ac’hanoun ha dastum er voutaill, gant ar palouer, ar boultreun ha kement a gouezo diouz-in. — P’en devoe great Iann ar pez a lavare he varc’h d’ezhan, ar voutaill ne oa ket hanter leun, na tost zo-ken. — N’euz forz, eme ar marc’h, laka dour ebarz da beur-garga anezhi, ha diwall d’he c’holl a-vad. Breman n’as pezo mui ken tra da ober nemet mont da gaout ar roue, ha lavaret d’ezhan e karfez ober da lochenn e-kreiz ar bern keuneud a zo dastumet da zevi ac’hanoud ; ha gou­lenn ive digant-han amzer da ober da bedennou, a-raok ma’z i da glask rouantelez ar Baradoz. Kas gan-ez eur skabell da azeza. Neuze, eat ebarz, e tenni da roched diwar da dro, ha gant ar pez a zo er voutaill e walc’hi da izili hag e froti anezho endra c’helli. Goude m’as pezo en em c’hlebiet evel-se penn kil ha troad, gant ar pez a choumo er voutaill, e walc’hi ive da roched, ha p’as pezo ket mad anezhi enn-dro d’id, e lavari d’ar roue c’houeza ann tan, pa garo, war-n-oud.

Iann a reaz penn-da-benn kement a ioa bet la­varet d’ezhan gant he varc’h, ha p’en devoe lava­ret d’ar roue c’houeza ann tan, ar flamm dioc’h-tu a lammaz ker buhan gant ar c’heuneud, ma oent devet buhanoc’h evit n’am euz lekeat da skriva ann dra-ze ama.

Pa’z edo ann holl o keusia da Iann hag o lava­ret ez oa pec’hed devi eur seurt paotr koant, eur paotr a galoun vad evel-d-han, setu neuze ha Iann hag ober eul lamm euz a douez ar glaou ruz, enn eur grena enn he holl izili gant ar riou ; n’oa ket evit herzel, eme-z-han. — Burzud ! burzud ! a la­varaz ann holl, eur zant eo pe eunn diaoul. — Ne ket eunn diaoul eo, eme ann dud o voda enn-dro d’ezhan ; sellit out-han peger kaer eo ! Ann hanter eo koantoc’h evit na d-oa a-raok. — Ha gwir a-vad, hag ann holl a ioa eno souezet ha mantret, a c’hellit kredi.

Ar brinsez, deut da zellet, a oe souezet ive ke­ment hag ar re all, hag he c’haloun neuze o tont enn eunn taol da garet Iannik, o welet peger koant oa deut da veza, ar brinsez a lavaraz d’ar roue : — Sad’ aze eur paotr a-vad ! Ma vijec’h-hu bet ker brao den ha Iann, e vijec’h bet mellezour va daou­-lagad, hag e vijenn bet euruz war ann douar.­ — Ha ma rafenn-me evel-d-han, eme ar roue d’ar brinsez, marteze e teufenn ive ker kaer ba ma’z eo ? — E c’hallfac’h dont marteze ; eme ar brinsez.

Hou-man ne lavare ann dra-ze nemet evit paka ar roue, dre m’e devoa brema muioc’h a c’hoant da zimezi gant Iannik eget da vont d’ann dour d’en em veuzi.

Ar roue, ken diot hag eul leue briz, a laka digas di eur pez bern keuneud ; mont a ra enn he greiz evel Iann, ha dioc’h-tu e oe c’houezet ann tan war-n-han. Ne badaz ket pell tantad ar roue ; enn eunn taol-kount e oe mouget, devet ha pulluc’het kik, kroc’henn, eskern hag all, hep na choumaz anezhan nebeutoc’h evit netra. Evel-se e oe great eur paotr koant anezhan !

Neuze ar brinsez laouen a lavaraz da Iann : — Te eo ec’h euz great ann taoliou kaera, te eo dre-­ze a dle beza roue brema, ha roue e vezi, ha me da rouanez.

Hep dale e oe great ann eured gant-ho gant pep seurt lid ha levenez ; ha kredi a c’hellit e oe gant­-ho eur friko ar seurt ne oa ket bet gwelet pell a ioa. Goude ma oe distaget dioc’h ann eured, Iann a ieaz da gaout he varc’h d’he gastell brankou, da lavaret d’ezhan petra a ioa c’hoarvezet, ha d’he drugarekaat evit kement vad en doa great d’ezhan abaoue ma oa deut euz a di he gerent. Ar marc’h neuze a lavaraz : — Brema me ia da zistrei d’am bro, n’am gweli mui hiviziken, rak hiviziken ken­-nebeud n’es pezo ezomm ac’hanoun. Kenavezo ’ta evit-mad ! Lavaret em boa em bije great vad d’id endra c’helljenn ; great em euz, a gredann, hervez va galloud ; kenavezo da viken !

Hag ar marc’h ac’hano kuit d’ar gear, ha Iann d’he lez da gaout he rouanez iaouank.

War am euz klevet e oe euruz gant-hi e-pad he vuez, hag e oe ker mad out-han ha ma’z oa bet rok a-raok oc’h ar roue.

Evit peur-lavaret brema : Ar marc’h a zo bet kemend all a hano anezhan er marvaill-man, a ioa tad Iannik, deut da zeski skiant d’ezhan ha d’he ren dre hent poaniuz ar vuez.



————
  1. Livenn ar c’hein, échine du dos.
  2. Difreta, détirer, faire allonger.