Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/76

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

64
AR MARVAILLER BREZOUNEK


BARVOUSKENN


AR ROUE FORTUNATUS


————


Gwechall-goz ez oa e Lannuon eur plac’h ia­ouank a wenn vad hag eur paotr iaouank a gouls wenn. Ann daou-man a zeuaa d’en em anaout, d’en em garet ha da zimezi ; na petra ’ta ! Goude ho eured ez ejont da choum war ar meaz, e pe leac’h e vevchont euruz e-pad eunn nebeud bloa­vesiou, ken na zeujont d’en em enoui dre veza bep bugale. Neuze e savaz trouz etre-z-ho ha ne baoueze, bep tro, nemet dre ar rebechou hag ar c’homzou trenk a lavarent ann eil d’egile. Ar c’hrek a damalle ann ozac’h, hag he-man d’he dro a daole ar beac’h war he c’hrek.