Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/272

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

260
AR MARVAILLER BREZOUNEK


AR C’HORF HEB ENE


————


Eur zoudard oa he-man ; euz a barrez Plougouloum oa ginidik, am euz klevet, hag Ivon a reat anezhan. Pell hag hirr e oa bet enn arme, hag atao soudard evel-kent ; ma teuaz da skuiza, petra bennag ma’z oa gant ar re wella a vije kavet e pevar c’horn ar vro. Klemm a reaz eunn deiz oc’h he gabiten, hag he-man a lavaraz d’ezhan e teuje da veza eunn dra-bennag gant ann amzer. — A gav d’e-hoc’h, eme Ivon ; gwelet e vezo. Da c’hortoz a vad, va c’habiten, livirit d’in, me ho ped, petra ra d’e-hoc’h kredi pe lavaret ar pez a rit ? — O veza eo, eme he-man, ma’z oud, Ivon, eur zoudard heb he bar, eur zoudard n’euz ket enn tu all d’id, ha ma talc’her ac’hanoud soudard atao