Ar C’horf heb ene

Eus Wikimammenn
Lefournier - Brest, 1870  (p. 260-300)



AR C’HORF HEB ENE


————


Eur zoudard oa he-man ; euz a barrez Plougouloum oa ginidik, am euz klevet, hag Ivon a reat anezhan. Pell hag hirr e oa bet enn arme, hag atao soudard evel-kent ; ma teuaz da skuiza, petra bennag ma’z oa gant ar re wella a vije kavet e pevar c’horn ar vro. Klemm a reaz eunn deiz oc’h he gabiten, hag he-man a lavaraz d’ezhan e teuje da veza eunn dra-bennag gant ann amzer. — A gav d’e-hoc’h, eme Ivon ; gwelet e vezo. Da c’hortoz a vad, va c’habiten, livirit d’in, me ho ped, petra ra d’e-hoc’h kredi pe lavaret ar pez a rit ? — O veza eo, eme he-man, ma’z oud, Ivon, eur zoudard heb he bar, eur zoudard n’euz ket enn tu all d’id, ha ma talc’her ac’hanoud soudard atao evit na d-aio ket ar wenn da goll. — Arabad ober goap, me a oar petra ounn, pell a zo, ha marteze n’eo ket gaou a livirit.

Goude kement-man, eiz pe nao dervez pe war-dro, Ivon a dec’h kuit, hag enn hent ha tiz war-n-han. Kuiteat en devoa ann arme evit-mad, ha ne c’houlenne netra ken nemet choum hep distrei biken. Setu hor soudard o vale endra ma c’hell padout ann hent dindan he dreid, ken a zeuaz ann noz war-n-han.

Pellik brao e oa eat dioc’h ar gear ma’z edo ar rejimant ; ha dre ne gavaz ti nag hostaleri da loja, enn aoun na vije taget gant tud fall pe gant laeroun, Ivon a zell enn-dro d’ezhan, hag o welet kalzennou foenn enn eur prad hed-da-bed ann hent, ez a da gousket enn unan anezho. Eur vorenn vad en dea great dijaik, ha tost e oa da hanter-noz, pa glev eunn trouz, spountuz war-dro eno, evel ma vije bet Paotred ar Zabbat o c’hoari ar vaz. Ne ket hi a ioa eno, tra a-vad ; eur vandenn loened gouez a-vad deut di, evit doare, da zibri eur c’hoz ejenn maro.

Ivon a zelaou anezho hag a glev, dreist mouez ar re all, al leon o krial forz, hag o c’houlenn oc’h eur verienenn perak e rea kemend a boan d’ezhan evel a rea ? — Perak, eme hou-man o flemma beg lost al leon, e-leac’h ober eur jolori evel a rit aze, evit kaout pep-hini ac’hanoc’h he damm euz ann ejenn maro-ze, ne d-it-hu ket da zihuna Ivon a zo kousket eze, enn eur galzenn foenn ? Hen-nez zo eur c’hleze gant-han, ba ne vezo ket pell evit ranna he lod da bep-hini ac’hanoc’h. — Gwir a lavar ar verienenn, eme al leon. — Hag he-man dioc’h-tu ha mont da gaout Ivon, ha lavaret d’ezhan dont gant-han da ober ho lod d’ezho. Ivon, pedet brao gant al leon, ne c’hellaz ket lavaret nann. Mont a reaz dioc’h-tu, ha pa en em gavaz, e welaz eno leoned, tigred, louparded, bleizi. merienn ha brini zo-ken. — Ac’hanta, eme Ivon krog enn he gleze, list ac’hanoun da dostaat, evit ma welinn ha me a vezo evit ranna hoc’h ejenn etre-z-hoc’h. Klevit gan-en ; gwella ma c’hellinn e rinn, hag arabad e vezo klemm, rak evid-oun-me n’am euz ezomm euz a damm e-bed.

Neuze Ivon a stag gant ar penn, hag hen distag dioc’h ar c’horf e daou pe dri daol kleze. Pa en devoe trouc’het anezhan, her roaz d’ar merienn da lipat pe da grignat. Goude e roaz ann divorzed d’al leon ; ann divesker a-raok d’ann tigred, ann diou gostezenn d’ar bleizi, d’ann ourzed ha d’ar re all, hag ar bouzellou d’ar brini ; ma oe ar baotred laouen boll, pep-bini gant he lod. — Breman, eme Ivon, me ia da gousket ; kenavezo !

Edo o vont da brenna he zaoulagad, pa glev trouz adarre o sevel, hag al leon o krial gwasoc’h eget biskoaz oc’h ar verienenn. — Lez ac’hanoun, eme-z-han, pe lavar d’in petra ec’h euz c’hoant da gaout. — Petra am euz c’hoant, eme ar verienenn, netra e-bed nemet e kav d’in ez oc’h holl loened digaloun, ha te dreist-holl ; rak evit ar pez en deuz great Ivon d’e hoc’h, hini ac’hanoc’h, na te kennebeud. n’hoc’h euz roet netra e-bed d’ez­han, na lavaret zo-ken bennoz Doue. C’houi ne ouzoc’h ket petra eo beva. Kaout a ra d’in kouls­koude e vije bet mad d’e-hoc’h rei d’ezhan eunn dra pe eunn dra all, dioc’h galloud pep-hini ac’hanoc’h. Oto ! korfata ne glaskit ken, ha n’eo ket heb abek ez oc’h aliez tamallet gant ann dud ; n’oc’h tamm gwelloc’h evit-ho.

— Mad ! mad ! lez da c’hlabouz, eme al leon ! ma ne d-eo nemet ann dra-ze eo a zo ezomm da ober, n’eo ket diez. — Hag al leon dioc’h-tu ha gervel ar re all enn-dro d’ezhan, hag ac’ha­no da glask Ivon adarre. Pa oent deut, al leon a lavaraz : — Bremaik, paotr, oud bet ama o ranna ar c’haign-man etre-z-omp, ha rannet mad eo bet gan-ez, rak hini ac’hanomp n’en deuz kavet netra e-bed da glemm. Breman eta ez eo leal, a gav d’in, es pe digan-e-omp eunn dra-bennag evit da c’hobr. — Roit ar pez a gerrot, eme Ivon, ar pez a vezo e vezo, ne rann forz petra. — Setu ar pez a roann-me d’id, eme al leon. Keit ha ma vezi beo, p’as pezo ezomm, lavar : — Ra vezinn-me leon ; hag e vezi rak-tal eul leon c’houeac’h gwe­ach brasoc’h, krevoc’h ha galloudusoc’h evit na d-ounn-me.

War-lerc’h al leon, ar re all a lavaraz ive da Ivon e c’hellje, pa garche, dont tigr, loupard, bleiz, ourz, louarn, c’houeac’h gweach brasoc’h, krevoc’h ha galloudusoc’h evit na oa pep-hini anezho. Goude al loened-ze e teuaz roue ar merienn, hag a lavaraz : — Me, eme-z-han, a roio d’id, Ivon, dishevel dioc’h ar re all, rak marteze e vezo mad d’id ivez beza bihan-bihan, dioc’h a c’hellfe c’hoarvezout gan-ez. Mad ! kleo : Pa giri, e vezi eur verienenn c’houeac’h gweach mistroc’h ha lijeroc’h evit pep hini ac’hanomp-ni. Ar brini ivez d’ho zro a lavaraz da Ivon e roent d’ezhan ar galloud da zont, pa garche, e bran, ha da nijal c’houeac’h gweach buanoc’h evit ann holl laboused a nij etre ann env hag ann douar.

Setu ma oe Ivon laouen oc’h ho c’hlevet ; ha piou ne vije ket bet enn he leac’h ? Ma lavaraz he-man out-han he-unan : — Mar d-eo gwir em euz me bet kemend all a c’halloud digant ar re-man, me a vezo eur paotr ac’hanoun abarz nemeur. Setu neuze hag Ivon ober eur vorenn c’hoaz, rak ne oa ket deiz anezhi. Pa zavaz ann heol dioc’h ar mintin, Ivon a ioa dihun ha seder he lagad. Poent eo d’in mont ac’han, eme-z-han, ma welinn hag ez eo gwir ho deuz lavaret ar baotred vrao-ze d’in enn noz-man.

Sellet a ra enn-dro d’ezhan, hag o welet o tont war ann hent pemp pe c’houeac’h soudard, a ioa, m’oar-vad, oc’h he glask, Ivon a lavar : — Ra, vezinn-me leon c’houeac’h gweach brasoc’h evit ar brasa zo, c’houeac’h gweach krevoc’h ha galloudusoc’h evit ar c’hreva hag ar galloudusa.

Sada hag hen deut dioc’h-tu leon evel a lavare, ha mont a-benn-kaer dirak ar zoudarded. Ar re­-man, pa weljont anezhan, ne choumjont ket d’her gortoz ; skara a rejont ac’hano, ken a stoke ho zeuliou oud ho reor ; hag Ivon a iea atao gant he hent o c’hoarzin etre he zent leon, hag oc’h ober ann neuz da veza rok out-ho, dre ma tistroent da zellet out-han.

Pa en devoe kaset anezho war ho c’hiz eur pennad mad, e lavaraz : — Ra vezinn-me bran ; hag e oe dioc’h-tu, hag ez eaz enn eur red-nij da Naonet (eno edo he rejimant), ha diskenn dirak lez roue Breiz. — Ra vezinn-me den breman ; hag Ivon den o vont timad d’eunn hostaleri vraz a ioa eno dirak al lez, ha goulenn kaout eur gampr ; ma oe roet d’ezhan, ha petra ’ta ?

E-verr da noz, Ivon enn he gampr a ia da zellet dre ar prenestr oc’h maner ar roue, o klask gwe­let ar brinsez iaouank a anaveze dioc’h he gwelet, hag en devoa c’hoant da gaout da bried. Ivon, klevit, ne zell ket breman oc’h ann dud euz he gen-dere ; eur brinsez eo a rank Ivon da gaout.

Ankounec’heat em euz lavaret ez oa he-man eur paotr brao ba kempenn, hag e-pad ma oa bet sou­dard, pa veze oc’h ober gward el lez, nousped gweach, en devoa gwelet ar brinsez iaouank o sellet out-han a gorn. Ann dra-man en doa digaset da zonj da Ivon aliez ez oa marteze karet gant ar brinsez iaouank-flamm-ze. Ha marteze ez oa karet ; piou a oar, nemet Doue, petra dremen e kaloun ar merc’hed iaouank, prinsezed ha re all ? Ar re-ze evel ar re-man a zo great da garet.

— P’am euz kemend a c’halloud evel am euz, eme Ivon, marteze me zeuio a-benn euz va zaol. — Hag o kredi kement-se, ne zistroe lagad diwar al lez, o c’hortoz ma welje ar brinsez o tont. — Dont a reaz hou-man, dioc’h ann abardaez, ha digeri he frenestr, emichans evit kemeret ann ear noz, rak ne gredann ket e divije mennoz pe zonj euz a Ivon, He-man evelato, pa welaz anezhi, a oe laouen a c’hellit kredi. Piou ne vije ket bet ?

Setu em-berr, pa oe skuiz ar brinsez o sellet, hag ive dre ma’z oa noz-tenval anezhi, e prenn he frenestr hag ez a da gousket. Ivon a zell atao oud he c’hampr, ha pa gav d’ezhan ez eo pred ober eunn dra-bennag, e lavar : — Ra vezinn-me bran. — Hag hen e bran ha nijal dioc’h-tu da brenestr ar brinsez. Terri a ra eur werenn gant he bek, hag er gampr. — Ra vezinn-me den, eme-z-han. — Hag hen e den dioc’h-tu.

Ar brinsez ne oa ket kousket c’hoaz, ha pa welaz eur goaz enn he c’hampr, e laoskaz eur griadenn skiltruz, ma oe spontet ann holl gant-hi. — Al laer ! al laer ! eme-z-hi. Hag ar roue hag he dud o tont da welet. P’en em gavehont er gampr, ne oa den nemet ar brinsez enn-hi, rak Ivon, eat e merienenn, a oa redet enn eunn toull preon a gavaz e penn ar gwele. — Petra a zo, va merc’h, eme ar roue ? — Aman, eme-z-hi, am euz gwelet eur goaz bremaik dira-z-oun ; eat eo da guzet, emichans. — Ma oe furchet ha difurchet ar gampr ; ne choumaz koign na leac’h na oe gwelet petra a oa enn-ho, ha kaer a oe klask, den ne oe kavet. Ma rankaz ann holl mont kuit neuze hag ar roue ivez o lavaret d’he verc’h : — Alteri a rez ha brellet eo da zaoulagad, rak ne ouzoud ket petra ec’h euz gwelet. Aman ne d-euz den, hag hen kuit.

Kerkent ha ma oent eat er-meaz, Ivon a zo adarre e den, hag ar brinsez da grial gwasoc’h eget biskoaz. — Va merc’h a goll he fenn, eme ar roue o pignat a nevez gant ann diri buhana ma c’hell. Pa zeuaz er gampr, ar brinsez a lavaraz d’ezhan : — Klaskit mad, va zad, rak evel ma’z oc’h bet eat kuit, em euz gwelet anezhan adarre. — Hag ar roue da glask ha da furcha adarre. Tennet e oe ar gwele, furgutet e oe dindan-han, tennet e oe ar golc’hejou ha kemend a ioa ebarz, hep biskoaz kaout den. — Ivon euz he doull preon a zelle out-han enn eur c’hoarzin. — Ne dalv ket d’in klask, eme ar roue d’he verc’h, ha red eo ma ve eat da skiant vad digan-ez ; hiviziken, kaer as pezo krial, me ne zeuinn ken, rak diodez oud.

Setu ma’z eaz ar roue ac’hano adarre, drouk enn-han enn dro-man. Hag Ivon a zeu den adarre, hag a zav sounn dirak ar brinsez. Er veach-man ar brinsez ne griaz ket, goude sellet out-han, hag o welet ne oa ket ker spountuz ha ma kave d’ezhi, e c’houlennaz petra a glaske eno. — Arabad ho pe aoun ra-z-oun, eme Ivon, me ne fell ket d’in ober drouk e-bed d’e-hoc’h ; enn enep eo. Setu evit petra ounn deuet : Sonj hoc’h euz, m’oar-vad, euz ar zoudard iaouank a zellac’h out-han, breman ez euz eur miz, pe war-dro, pa veze e gward, d’ann traon ama, e-c’harz dor ho tad ? Ia da, eme-z-hi, sonj am euz. — Mad, eme Ivon ; me eo hen-nez, ha mar d-ounn deut ama d’ho kaout, ez eo evit lavaret d’e-hoc’h e karann ac’hanoc’h, pell a zo, hag e karfenn dimezi gan-e-hoc’h.

— Diez e vezo ann dre-ze d’e-hoc’h, eme ar brinsez ; evelato me a welo penaoz ober. — Hag o lavaret ann dra-ze, hou-man a zelle oc’h Ivon, hag o welet ez oa eur paotr lipet-brao, koant-hardiz zo-ken, e lavaraz d’ezhan : — Ne d-euz ket gwall-bell e teuaz ama euz a Vro C’hall eur prins iaouank evit dimezi gan-en. Daou zervez goude ma oa en em gavet, e kouezaz klanv hag e varvaz ; ha dre ma kare kalz ac’hanoun, e roaz d’in a-raok mervel, he baperiou, he zillad kaer ha kemend vad en devoa. Aze emaint er pres, ha me a roio anezho d’e-hoc’h, mar fell d’e-hoc’h, ha neuze warc’hoaz pe antronoz e teuot aman dindan hano ar prins a gerrot, hag o veza gwisket kaer, e c’houlennot digant va zad dimezi gen-en. Kredi a rann ho pezo ho koulenn. Sad’ ama ouspenn diou ialc’had aour hag arc’hant a roann d’e-hoc’h, evit ma c’hellot mont e pep leac’h he derc’hel ar renk huel ho pezo kemeret.

Ma oe Ivon laouen-meurbed o vont ac’hano gant paperiou ha dillad ar prins ha gant ann diou ialc’had en doa bet digant ar brinsez. Hep dale pelloc’h, antronoz vintin, setu hag Ivon ha kemeret eur c’harronz kaer, ha dont gant-han d’al lez ha goulenn komz oc’h ar roue. Digemeret mad e oe, ha p’en devoe he-man lavaret he gefridi, ar roue a aotreaz he c’houlenn, gant ma vije great hervez ma c’hoantea he verc’h.

Hou-ma a lavaraz ia, ha war-benn nebeud amzer goude, e oe great ann eured, ar c’haera a oe gwelet biskoaz er vro-ze.

Eunn dervez-hennag goude, roue Breiz a lavaraz d’he vap-kaer dont gant-han da chaseal. — Ne c’houlennann ket gwell, eme he-man. — Setu hag hi ha mont ho daou gant ar brinsez iaouank, pried Ivon, da eunn ti en devoa ar roue e-kreiz eur c’hoat. Antronoz e savjont abred evit mont da chaseal. Ar brinsez iaouank en em lakeaz enn he frenestr da zellet penaoz e vije ann dro gant-ho ; hag Ivon, o veza ma karie meurbed he c’hrek, e leac’h chaseal, a zistroe, dre ma c’helle, da zellet out-hi. Ne ket gant ar c’hirvi na gant ar gedon edo he spered, ha nebeutoc’h c’hoaz he galoun ; ha m’en divije kredet lezel eno koat ha chas, e vije distroet da gaout he garantez.

Er zonj-man edo, pa zistro a nevez da zellet oc’h ar brinsez, ha pa wel anezhi sammet gant eur pez den a nije evel eul labous, o vont kuit ac’hano, Ivon a c’halv he dad-kaer enn eur grial, hag a ziskouez d’ezhan he verc’h laeret, o vont d’ann ampoent-ze a zioud-ho, war nij, gant ar pez korf den. — Va zad, eme Ivon, me a ia war-lerc’h al laer, ha ne zistroinn aman, ken na vezo bet paket gan-en.

Ma’z eaz Ivon enn eur pez leon c’houeac’h gweach brasoc’h ha lijeroc’h evit ann holl leoned. Heulia a reaz he bried diwar lerc’h, evit gouzout e pe leac’h e tiskennje, p’en em gavjont e-c’harz ar mor. Neuze Ivon a ia enn eur vran ; ha petra-bennag ma’z ea buanoc’h evit kement labous a zo, ne oa ket evit tizout, na tost zo-ken, ar c’horf-ze en devoa laeret he bried d’ezhan. — N’euz forz, a lavare Ivon, gant ma c’hellinn gwelet e pe du e tiskenno, m’hen talvezo d’ezhan, pe e vezo diez.

P’ho devoe ar re-man nijet e-pad pell amzer, Ivon a welaz ar c’horf o tiskenn war eur roc’h vraz, enn eunn enezenn e-kreiz ar mor, ha dioc’h-tu, o sevel ar roc’h-ze evel eur goulc’her-pod, hag o vont dindan-hi gant ar brinsez. Ivon, kaer en devoe nijal buhana ma c’helle, en em gavaz re zivezad. Diskenn eno a reaz evelato, ha pa en devoe great ann dro d’ar garrek, da welet pe zoare e devoa, e c’houlennaz mont enn eur verienenn ker moan ha ker mistr hag ar vlevenn voana a zo.

Ma oe dioc’h-tu enn eur verienenn ; ober a ra neuze ann dro d’ar roc’h a-benn teir gweach, ha ken na oe ar bederved ne gavaz eunn toullik bihan-bihan. Dre-z-han e c’hellaz, gant kalz a boan, mont dindan ar roc’h. Pa oe eno, e oe souezet o welet peger kaer e oa, ha peger sklear ive, pegement bennag ne oa goulou na sklerijenn o para e nep leac’h. Ivon a-vad n’edo ket gant ann traou-ze ; gant he bried eo.

Hou-man, pa’z eaz Ivon ebarz, a ioa o kribat penn ar c’horf gant eur grib olifant gwenn kann. Ivon, pe mar d-eo gwelloc’h, ar verienenn neuze, pa wel, a skramp oc’h ar brinsez hag a ia enn he skouarn. A raok mont enn-hi e lavaraz d’ezhi goustad : — Na skrab ket, me eo Ivon a zo deut aman enn eur verienenn, evit tenna ac’hanoud digant al loen fall-man ; goulenn out-han penaoz en deuz gallet dougen ac’hanoud beteg aman, ha flour anezhan gwella ma c’helli, evit klevet gant-han e pe leac’h ema he nerz.

Neuze ar brinsez, oc’h ober ann neuz da grafat he benn d’ezhan, a lavar : — Piou oc’h-hu, ha penaoz a reer ac’hanoc’h ? — Me, eme-z-han, a zo ganet diwar eur c’hrek-vor hag eunn den-vleiz ; va hano a zo ar C’horf heb ene. — Petra, eme ar brinsez, eur c’horf heb ene ? Penaoz e c’hellit-hu beva neuze ? — Dre nerz eur spered braz en deuz roet d’in kalz a c’halloud ; ha c’hoaz ar galloud am euz ne d-eo netra e skoaz ma vije bet, m’am bije bet gallet kaout va ene. — Bez’ hoc’h euz ’ta eunn ene ha n’ema ket gan-e-hoc’h ? — Nann, eme ar c’horf, n’ema ket va ene gan-en, siouaz ! ma vije, n’euz netra o gement na zeujenn-me a-benn anezho. Gant va ene, me am bije distroet ar bed war he c’henou. — Diez eo d’e-hoc’h eta kaout hoc’h ene, dioc’h a welann ? — Re ziez, siouaz ! rak klasket a-walc’h em euz he gaout meur a weac’h, heb biskoaz he dizout. Enn abek da ze eo ez ounn bet lekeat aman da choum, enn enezenn-man, e-kreiz ar mor. Koulskoude va ene n’ema ket gwall bell ac’hanen. — E pe leac’h ema-hen, eme ar brinsez ?

— War-n-hed eunn dek leo pe war-dro, enn eunn enezenn all hag a zo braz. Diwallet mad eo eno, ha na me, na den ne c’hello he gaout.

Ar brinsez, dre ma lavare ar c’horf diwar-benn he ene, a floure skanv he benn d’ezhan, hag he-man neuze a lavaraz : — Va ene-me a zo enn eur vi ruz-glaou, hag ar vi-ze a zo e-kreiz eur goulm ; ar goulm e-kreiz eul louarn ; al louarn e-kreiz eur bleiz ; ar bleiz e-kreiz eur penn-moc’h gouez ; ann houc’h gouez e-kreiz eul loupard ; al loupard e-kreiz eunn tigr, ann tigr e-kreiz eul leon ; al leon e-kreiz eur pez roufl ne d-eo na den na loen.

Ar roufl-man a zo ar c’hreva a zo etre ann env hag ann douar ; dre-ze den ne c’hello birviken dont a-benn anezhan. Evelato ma ve eunn den goest da laza ar roufl-ze, da laza al leon, ann tigr, al loupard, ann houc’h gouez, ar bleiz hag al louarn, a-raok m’en defe lazet ar goulm, e ve red d’in-me mont kuit ac’hanen. pep loen a ve lazet, ez afe va nerz digan-en, evel ma’z a digant eunn den, dre ma red ar goad euz he wazied ; ha mar choumfenn aman da c’hortoz ma ve lazet ar goulm, ne venn ket neuze evit sevel ar roc’h-man, hag e rankfenn choum enn-hi da vervel.

Setu eno, eme ar c’horf, petra eo va ene hag e e leac’h ema. — Brao, brao, eme ar verienenn e devoa selaouet pisa ma c’helle, ha klevet mad petra en devoa lavaret ar c’horf d’ar brinsez. Gortoz eur pennad, eme-z-han d’ezhi, me a ia breman kuit, da welet ha me a c’hello da denna euz a zaouarn ar c’horf daonet-man  ; gortoz ac’hanoun, ha gra gwella ma c’helli d’ezhan  ; me welo divezatoc’h.

Sada neuze ar verienenn ha mont kuit ac’hano dre ann hent ma oa deut. Pa oe er-meaz : — Ra vezinn-me bran ; ha setu Ivon e bran, ha war-nij a-benn herr etrezek ann enezenn en doa lavaret ar c’horf heb ene. En em gaout a reaz eno hep dale, ha diskenn hag e den dioc’h-tu ha mont, evel eur paour keaz, da c’houlenn e pe leac’h edo ar roufl en devoa klevet hano anezhan. — N’hoc’h euz, eme eunn den d’ezhan, nemet mont er maner a welot aze pelloc’h, hag e viot kaset d’he gaout. — Ivon a ieaz neuze d’ar maner hag a c’houlennaz ha ne gavje ket eunn dra-bennag da ober. Kaset e oe da gaout ann aotrou, hag he-man a c’houlennaz out-han petra a felle d’ezhan da ober.

— N’euz forz petra, eme Ivon, ha pa na ve nemet miret ar zaout a rafenn zo-ken. — Miret ar zaout aman a zo diesoc’h evit na gav d’e-hoc’h, rak e lez ar c’hoat, er mesiou ma vezont o peuri, ez euz eur roufl hag a ia gant-han bemdez unan euz al loened korn da vihana, hag a-wechou daou pe dri.

— N’euz forz, eme Ivon, marteze me a viro out-han hiviziken da gemeret hini e-bed. — Mar grit, eme ann aotrou, e viot eunn den evel ne weler ket dre aman. — Gwelet e vezo warc’hoaz, eme Ivon, — Hag he-man antronoz ha mont ha kas ar zaout, dre eunn ode a ioa war ar mesiou, pella ma c’helle ho c’has. Goude beza ho c’haset evel-se, e tistroaz war he c’hiz hag e choumaz a-dreuz da zellet enn ode.

Ne oe ket pell ma welaz ar roufl o tibourcha dioc’h ar c’hoat hag o tont rag-eeun etrezek enn-han. — Bremaik, eme Ivon, me a welo pe seurt goaz oud. — Hag he-man neuze ha mont enn eul leon c’houeac’h gweach krevoc’h ha galloudusoc’h evit al leon kreva ha galloudusa, ha lammet raktal gant penn ar roufl ; ha setu eno eunn trouz o sevel gant ann daou-man oc’h en em ganna, ken a grene ann douar dindan-ho. Mevellien ann aotrou a ziredaz da welet, hag a oe ker spountet, ma tec’hjont ac’hano enn eur grial forz.

Al leon hag ar roufl a c’hoarie atao hag a ziskolpe a besiou tammou kik ha kroc’henn ann eil diwar egile. Ann douar a oa ruz gant ar goad, ar vein a fraille hag a vruzune dindan ho zreid, ar gwez tosta d’ezho a zic’hrisiennent, ha kaer en devoa ar roufl darc’hai gant he skilfou hag he ivinou kaletoc’h evit ann dir, freuzet e oe gant al leon, ha rankout d’ezhan ehana, ker feaz e oa. — Ehan keit ha ma kavi mad, eme al leon ; evid-oun-me a zo diskuiz a-walc’h, ha bremaik pa staginn gan-ez, me as lazo evel eur vuzugenn. — Mar gellfenn-me, eme ar roufl, kaout eunn tamm kik ejenn da zibri hag he c’hoad da zuna, me a lakafe ac’hanoud-te ker munud hag ar brenn gwiniz. — Mar ec’h euz naoun, eme al leon, debr da groc’henn a zo a-ispill oc’h da gorf iskiz hag hudur ; ha mar ec’h euz sec’hed, lip da c’houliou hag ef da c’hoad a zifrunk anezho. Evid-oun-me, me n’am euz ken naoun nemet d’as tispenna-te, ha da zispenna a rinn gant va ivinou, evel dispenna stripou. Ehana ac’h euz goulennet, ehan eta bete warc’hoaz, ha kreva da gorf a-benn neuze, mar gellez, rak ma ne rez ket, ne ri ket divezatoc’h ken-nebeud, rak warc’hoaz ne weli ket ann heol o kuzet.

Setu neuze hag al leon ha kas al loened enn he raok d’ar gear, hep na oe bet debret hini anezho. Ann aotrou a wel ped a zo anezho, hag o kaout ez edont holl gwitibunan, e lavaraz da Ivon : — Ne d-euz ket kalz a dud evel-d-oud ; te a zo bet, am euz klevet, oc’h en em ganna oc’h ar roufl hag o lakaat anezhan feaz. — Ia da, eme lvon, en em ganna out-han am euz great hirio, ha warc’hoaz her lazinn ; Lezet em euz anezhan beo evit diskouez d’ezhan oc’h piou edo o c’hoari hag en deuz kavet he bar. Karet a rafenn e c’hellfe beza, a-benn warc’hoaz, ann hanter krevoc’h evit na d-oa hirio ; ha pa c’hellfe beza pare, ha teir gweach zo-ken krevoc’h, warc’hoaz e c’hellot dont da welet ac’hanoun o rei d’ezhan he lamm diveza. — Mad eo, eme ann aotrou a lakeaz digas d’he baotr saout pe wella en devoa enn he di da zibri ha da efa. Goude he goan, Ivon a ieaz da gousket, hag antronoz a-raok sao heol, e oa savet, hag ez ea da gas he vandennad saout d’ar mesiou.

P’en doe kaset anezho pell, e ten adarre war he c’hiz hag e wel ar roufl o tiredek war-n-han. — Ac’hanta, eme Ivon eat e leon dioc’h-tu, ehanet a-walc’h ec’h euz, emichans, ha brema e tenez adarre da c’hounid pe da goll ; koll a ri, m’hen tou. — Bremaik me da vrevo, eme ar roufl. — Goustad, paotr brao, n’oud ket pare mad a-walc’h c’hoaz hag ec’h euz c’hoant da vervel ? — A-raok ma varvinn, te as pezo beac’h, eme ar roufl, oc’h astenn evel dent eur gribin houarn he skilfou lemm ha stank enn he c’henou, ker ledan ha ker ruz hag eur fourn vraz e gor. Al leon dioc’h-tu, o tiskolpa eur pez taouarc’henn, a strink anezhi oc’h daoulagad ar roufl, hag enn eul lamm war he c’houzoug. Mouga a ra anezhan ken a astenn he deod er-meaz keit ha lost hirr eur marc’h. Ar roufl reuget he c’houzouk penn-da-benn a rank koueza ha mervel eno etre ivinou al leon. He-man goude, gant eunn taol pao, a zigor kof ar roufl ken a zifoup he vouzellou heuzuz er meaz ; hag o tont anezho eul leon kaer eno raktal.

Al leon-ze ne oe ket pell evit beza lazet ive d’he dro ha digoret, evel ar roufl. Eunn tigr a lamm neuze er-meaz, ha kaer en devoe lammet ha nijal, kouls lavaret, enn-dro d’al leon, ne choumaz ket pell enn he bez. — Evit diverraat : euz ann tigr e teuaz eul loupard ; euz al loupard, eunn houc’h gouez ; euz ann houc’h gouez, eur bleiz ; euz ar bleiz, eul louarn, hag euz al louarn eur goulm a nijaz ac’hano ker buhan hag ann avel. Ivon neuze eat e bran ne oe ket pell evit tizout ar goulm ha plaouia war-n-ezhi, evel eur sparfel war eur pintik, he laza ha tenna anezhi ar vi ruz a ioa enn he c’hof hag a ioa ene ar C’horf heb ene.

Dioc’h-tu e tistro d’ann enezenn, hag e den e tastum ar vi hag ez a da gaout ann aotrou a ioa bet eat da zellet oc’h Ivon o c’hoari gant ar roufl. Oc’h-pernn ma oa souezet-braz ann aotrou-man o welet penaoz e c’helle Ivon dont da leon, da digr, da loupard, da houc’h gouez, da vleiz, da louarn, da vran, e oe souezetoc’h c’hoaz o welet e teue hep taol a-benn euz al loened all a ioa choumet eno, a stok ho c’horf ha toullgofet pep-hini anezho. — Eunn den oud, Ivon, eme ann aotrou, ha choum aman a rankfez gan-en. — Ne rinn ket, e feiz a-vad, eme he-man, rak mar d-ounn-me deut aman, ne d-eo ket enn distro euz a bep leac’h nag evit choum. Me am euz eur gefridi all da ober, ha ken na vezo great, ne chouminn ket. C’houi a-vad breman a c’hell beza didrouz hag e peoc’h, rak birviken ken ar roufl ne raio drouk e-bed d’ho loened. Me a ia breman d’al leac’h m’am euz ezomm da vont, ha mall braz eo d’in en em denna. — Enn eur lavaret ann dra-ze, Ivon e bran a nij ac’hano, ar vi ruz gant-han, hag a-benn eur pennad goude e tiskenne e den enn enezenn ar C’horf heb ene.

He-man, ar c’horf-man, a ioa war ar roc’h gant ar brinsez ann he gichenn, ha petra-bennag ma oa digor frank ha diskramaill he vruched gant-han, en devoa beac’h c’hoaz o kaout he alan, hag astennet eno evel pa vije bet stag oc’h ar roc’h. Ivon a dosta out-han, ar vi gant-han enn he zourn. — Deuz d’in ar vi-ze, eme ar C’horf heb ene, pe me da lazo bremaik. — Mar ec’h euz ezomm euz ar vi-man, eme Ivon, deuz d’he gerc’hat. Petra a roi-te d’in evit ar boan am euz-me bet oc’h he gaout hag oc’h hen digas beteg aman ? — Ar maro mar gellann, eme ar c’horf. — Ia, ar maro mar gellez, eme Ivon, ha te beac’h d’id o kaout da alan. Sao ’ta enn da goazez, ma welinn ha te a zo braz ; sao ’ta korf digaloun ha dilambrek ; ma ne zeuez ket da gerc’hat ar vi-man, me a zo o vont d’he derri. — Arabad, arabad eo d’id, eme ar c’horf, o klask sevel enn he zav. Kaer en devoe, rankout mad e oe d’ezhan choum gourvezet eno, astennet he zivreac’h hirr a bep tu d’ar roc’h. — Mad, eme Ivon, laouen o welet pegen toc’hor e voa ar c’horf ; me n’am euz ket amzer da c’hortoz keid all. Pa na zeuez ket, me a ia d’as kaout, rak truez am euz ouz-id. — Hag Ivon ha tostaat oc’h ar c’horf ha pignat oc’h ar roc’h ha lavaret d’ar c’horf : — Mont a rann da roi da ene d’id, digor da c’henou. — Ar c’horf a ioa digor ha dispourbellet zo-ken he zaoulagad, hep gwelet berad gant-ho. Digeri a reaz he c’henou pa lavaraz Ivon. He-man a-vad e leac’h lakaat ar vi d’ezhan eno da lounka, a flastraz anezhan war dal ar c’horf a varvaz eno dioc’h-tu, enn eur ober eur skrijadenn penn kil ha troad ; hag ar roc’h ha faouta rak-tal dre ann hanter gant eunn trouz spountuz, ha lounka ar c’horf, evel ma lounkfe eur moroc’h eur zilienn vihan.

Ar brinsez hag Ivon a ioa diskennet, hag he-man, eat enn eunn er braz, a zougaz he bried kuit ac’hano. N’edont ket c’hoaz eat pell dioc’h ann enezenn, ma klevjont war ho lerc’h evel eur pez talm kurun o tregerni ; hag hi ho-daou, o tistrei da zellet, a welaz flammou tan o tislounka euz a greiz ar mor hag o tevi ann enezenn, Ar C’horf heb ene ne oe gwelet mui eur skeud anezhan war ann douar.

Ivon hag ar brinsez, he bried, ne oent ket pell enn hent ; en em gavout a rejont e-tro ann noz digor e Naonet, e ti ar roue ho zad. He-man a oe laouen mar boe den biskoaz, O welet he verc’h hag he vap-kaer distro. Great en doa ho c’haon, rak kredi a rea e oant maro. Eur fest kaer a oe great evit lida ho distro ; ha goude ma oent diskuizet, Ivon hag he hried a oe euruz e-pad ho huez. Goude ma oe maro he dad-kaer, Ivon a oe lakeat da roue enn he leac’h, hag o veza en em gavet gant he gabiten koz, e lavaraz d’ezhan : — Ne oa ket gaou a lavarac’h ; deut ounn da veza eunn den gant ann amzer. C’houi ne wiec’h ket neuze e vije deut he ker da wir, ne me kennebeud ; Doue a-vad a wie. Hen eo a gas ann den, a zao pe a ziskar anezhan, kouls roue ha tiek. Evelse a zo c’hoarvezet gan-en, eme Ivon a roaz eur pez ialc’had arc’hant d’he gabiten koz, enn eur lavaret d’ezhan, p’en divije ezomm, n’en doa nemet goulenn.

Setu penn-da-benn buez ar C’horf heb ene, evel am euz klevet anezhi, pa oann bugel, gant va mamm-goz.