Ann diaoul o tont da Vrest
Gwechall Brest a ioa eur gear vihan ; ne oa eno, kouls lavaret, nemet eunn toulladik tiez. D’ar c’houls-ze, evit doare, ann diaoul en doa kalz a labour da ober e leac’h all, ha n’en doa ket bet amzer da zellet dioc’h ann tu-ma d’hor bro.
Eunn dervez evelato, he-ma, ann aotrou-ma, ann diaoul eo a lavarann, goude beza bet great gant-han he droiou dre he bark braz, da welet ha diwana a rea he ed, a lavar out-han he-unan : — Sell, ar c’hoz kastell-hont n’ouzounn ket petra eo, ha ma’z afenn da welet piou a zo o choum ebarz ha war he dro ? Ha setu Gwillou goz neuze hag en em wiska evel eunn aotrou kaer, gant-han, klevit, eur rokedenn voulouz hirr ha lostek, eunn tok seiz kern huel war be benn, hag enn he zourn, ne ket eur penn-baz, eur wialennik koant eo hag a froume dre ma skoe gant-hi tro-war-dro, evel da gas diout-han c’houez ann ifern.
Gwisket Gwillou evel-se hag a bep tu d’he fri evel daou lost maillard, savet ho fenn enn ear, e tiskennaz du-ze war zu Treiz Plougastel, enn eur wenodenn a welaz eno.
Neuze e sell oc’h ar wenodenn hag e wel roudou o vont war-zu Brest. — O ! eme Willou. pa’z int eat, e tistroint, ha marteze ec’h en em gavo unan bennag gan-en hep dale. — Enn dro-ma n’en doa ket lavaret gevier, rak n’en doa ket great daou c’hant kammed (he-ma brema a iea war he bouez evel eunn aotrou ma’z oa), pa en em gavaz gant-han eur c’hrek ha ne oa na koz, na iaouank. — Grek vad, eme-z-han, ar vadelez ho pefe da lavaret d’in euz a be leac’h e teuit ? — Ia da, aotrou, euz a Vrest a zo a-hont d’ann traon. — Hag oc’h ober petra oc’h bet eno ? — Me a zo bet e Brest o werza viou brein ha dour-leaz. — Petra, eme Willou, ha n’hoc’h euz ket a aoun da veza daonet ? — Mar bezann daonet evit ann dra-ze, meur a hini a vezo estreged-oun hag evit meur a dra all. Ama ez euz gan-en c’hoalen ha mel am euz prenet e Brest, ha bremaik o tanva anezho, em euz gwelet e oa leun [a] c’hrouan ar c’hoalen ha bleudennek ar mel. Gwelit dioc’h se, aotrou, ez euz bet great d’in evel a rann d’ar re all. — Dioc’h a glevann gan-e-hoc’h, e werzer kalz a draou e Brest, eme Willou. Ma vent traou mad, e teufe abred ar varc’hadourien da veza pinvidik ; ne deuint ket avad oc’h ober evel a reont. — Ha forz zo, gwerz a zo, gwerza a reer, ha mar teufe zo-ken ann diaoul da Vrest, e kredann e ve gwerzet ivez, evit-han da gaout spered hag ijin.
— Me eo hen-nez, grek, ha ne vezinn ket gwerzet e Brest, rak ne d-inn ket di ; a-walc’h zo hep-d-oun. Evelato, kredit ez aio ar stal da fall, kouls gan-e-hoc’h ha gant marc’hadourien ar gear-ze. — Hag ann diaoul kuit ac’hano, o leuskel flear war he lerc’h.
Ar c’hrek-ma a ioa euz a Gerhor, eunn torrad bugale d’ezhi. Abaoue he zaout, dre ne gavent nemet geot fall da beuri, ne veze gant-ho nemet dour e leac’h leaz, hag he ier ivez ne zozvent nemet viou brein. He bugale a rankaz mont da besketa evit gounid ho boed ; anezho, a lavarer, eo deut gwenn besketerien Kerhor. Marc’hadourien Brest kennebeut ne zeuaz ket abaoue kalz a dra gant-ho da vad.
Ha setu penaoz ann diaoul en deuz lavaret ar wirionez eur weach enn he vuez. Abaoue n’eo ket bet e Brest, ha ne zeuio ket ar weach-ma c’hoaz.