Mont d’an endalc’had

Gwechall-goz e oa…/a-bezh

Eus Wikimammenn


Gwechall-goz e oa… ; Marvailhou dastumet gant G. Milin ; Éditions de la Revue “ Buhez Breiz ” ; E Kemper ; E ti Ad. LE GOAZIOU, leorier ; 7, Streat Sant-Fransez ; 1924




GWECHALL-GOZ E OA…


————








Moullet a zo bet


tregont leor war baper Holland


niverennet eus a 1 da 30








GWECHALL-GOZ E OA…


MARVAILHOU DASTUMET


gant


G. MILIN



Éditions de la Revue “ Buhez Breiz ”


E Kemper
E ti Ad. LE GOAZIOU, leorier
7, Streat Sant-Fransez
1924





Gabriel MILIN

(1822-1895)


――――――


Gabriel Milin a c’hanas d’an 3 a viz gwengolo 1822, e Kastell-Paol, e-lec’h m’edo e dud merourien e maner Kermoruz. E gerent, hag a oa kristenien ha Bretoned eus an dibab, a zeskas d’ezan « meur a dra vat » :

Da bevar bloaz lenn ar brezounek
Ha karet ar paour ezommek,

evel ma lavar hen e-unan en eur varzoniez, embannet, goude e varo, gant unan eus e vignoned, an aotrou Alfred Bourgeois.

War-dro e c’houec’h vloaz ez eas da Zantek : eno edo person eur breur d’e dad. Er barrouz-ze, G. Milin a greskas dindan skoazell e eontr, hag a renas eur vuhez henvel tre ouz hini ar vugale all eus e oad : « C’hoari ar gornigell », « paka an aod en eur redek » evit « c’hoari beza martolod » pe « lammet dreist mein ha bizin », c’hoari oc’h ar baotred hag ar paotrezed all, « toulla e vragez hag e rokedenn », hag all…

Eurusoc’h egedoun n’oa den,
Dindan an heol pa bar laouen,
Eurus meurbed gant va eontr koz
Eus ar mintin beteg an noz.
Pep deiz er bed a c’houlaoue,
Me ’lamme, ’c’hoarie, a c’hoarze.

Ar person koz a reas ar skol d’ar paotr bihan, hag, ouspenn kenteliou al latin, ar gregach hag ivez… ar galleg, e teskas d’e niz « kreski eun tamm e skiant bugel », ha

[Deski] traou kaeroc’h eged aour,
Evel er gear, karet ar paour.

Deuet ar mare, G. Milin a voe kaset da skolaj Kastell-Paol : studi val a reas eno. Goude beza peurachuet e zeskadurez e Kastell, hor paotr yaouank, c’hoant d’ezan da veza beleg evel e eontr, a yeas da Gloerdi-bras Kemper, e-lec’h na chomas nemet triouec’h miz, dre n’en em gave ket galvet da genderc’hel war hent ar velegiach, hag e teuas da chom da Vrest, er bloavez 1847. Eno e oa bet digemeret da gomiz e bureoiou ar porz-mor.

G. Milin, zoken er skolaj, a oa stag da skriva brezoneg, met e porz Brest eo e kavas an tu d’en em rei d’ar brezoneg, o veza m’en em gave eno bemdez oc’h henta kenlabourerien ha micherourien deuet di eveldan da c’hounit o bara diouz pep korn a Vreiz : nep lec’h all ne c’helle kaout gwelloc’h e du da glevout, dre zigouez pe dre serr-klask, marvailhou koz hor Bro. Hag eno, a-zehou hag a-gleiz e furchas, e selaouas, hag eno e boan ne oa ket dispignet en aner ; eno e kavas, e klevas hag e skrivas eun toullad marvailhou hag a rede da neuze c’hoaz beo dre envor ar bobl, hag a anavezomp breman ni, abalamour ma boanias d’o dastum e Brest.

Eun tanva eus ar marvailhou-ze a roas G. Milin, er bloavez 1870, a-gevret gant ar c’horonal Troude, unan all eus e vignoned, en eul leor hanvet : Ar Marvailher brezounek pe Marvailhou brezonek (J.-B. hag A. Lefournier, leorierien, Brest). El leor-ze, deuet da veza rouez, siouaz ! pell zo, e kaver marvailhou eus an dibab, evel : Labous ar wirionez, Barvouskenn ar roue Fortunatus, Yann e vaz houarn, Ar Chorf hep ene, Kristof, marvailhou anavezet, hep lavaret gaou, gant pep Breizad, paket breman gantan e dregont pe zaou-ugent vloaz.

E-pad an amzer a dremenas e Brest, G. Milin a labouras kalz war ar brezoneg. Ouspenn dastum marvailhou, ec’h embannas e-unan pe a-gevret gant ar c’horonal Troude, leoriou a dalvougedez hag a jom ker beo ha ker yaouank ha pa zeujont diouz ar wask, evel Marvailhou grac’h koz (1867), Furnez ar Geiz (1868), Jezuz, skouer ar Gristenien (1864), Eun teskad gwirioneziou (1867), hag all…

Goude beza echuet e amzer evel komiz e porz-mor Brest (1882), ha goude beza bet, e-pad bloaz (1883-1884), rener Feiz ha Breiz koz e Kemper, G. Milin a zeuas da chom d’an Enez Vaz, e-lec’h m’he devoa e wreg eun tamm peadra. Hanvet e voe eno da vear gant e genvroïz, met, goude eur pennad, abalamour d’an tregas a c’houzanvas er garg-ze, e roas e zilez hag en em roas adarre hag a-grenn d’ar brezoneg.

Pa varvas d’ar 27 a viz du 1895, paket gantan e 73 vloaz, G. Milin a leze war e lerc’h meur a oberou diembann, e skridou-dourn, en o zouez eun niver bras a varvailhou hag Ar Psalmou troet e brezoneg.

Goude e varo, e wreg a werzas d’eur mignon bennak eur toullad eus skridou-dourn he fried. Evel-se eo e teuas gant an aotrou F. Vallée — mignon bras ar brezoneg, an holl her goar — ar skridou-dourn, enno ar marvailhou moulet el leorig-man, goude beza bet embannet er gelaouenn Buhez Breiz. Ar marvailhou-man n’int nemet eun tanva : re all a zeuy war o lerc’h, mar plij gant Doue.

Ma c’hellomp hirio moula eul lodenn eus oberou G. Milin — unan eus ar skrivanierien dispar en hon yez-ni, Bretoned — ha m’hon deus gallet kas da benn ken brao hon labour, d’an aotrou F. Vallée eo e tleomp kement-se. Ra vezo meulet ha trugarekaet en hano Breiz hag en hano ar Vretoned a gemero plijadur o lenn ar marvailhou-man !




MAP ROUE AN HIBERNI


————





MAP ROUE AN HIBERNI


————


Gwechall-goz e oa eun tad hag eur vamm ; a ouenn uhel e oant hag an eil a varvas goude egile, en eur lezel war an douar eur map hag eur verc’h. Herri hag Henori a read eus an daou-man. An tad a varvas da ziveza. Pa welas n’en doa mui da zale dre ama, e c’halvas e vugale d’e gaout. Dont a reont o daou, hag o zad a lavar d’ezo :

— Klevit, bugale, a-barz nemeur e vezoc’h hoc’h-unan war an douar, rak mont a ran diganeoc’h ; a-raok mervel avad, e c’houlennan ouzoc’h ma en em garfoc’h ho taou e-pad ho puhez, ha ma chomfoc’h atao an eil gant egile.

Ar map neuze a lavar d’e dad e kar re e c’hoar evit lezel birviken anezi he-unan :

— Arabad eo ho pe aon rak an dra-ze, va zad ; chom a rin gant va c’hoar atao ; ne vezo ket diês d’iu ober ar pez a c’houlennit.

Maro an tad, an daou zen yaouank-ma (ar map en devoa triouac’h vloaz hag ar verc’h seitek), o veza ma en em garent e gwirionez, n’o devoe ket a boan o chom an eil gant egile.

Ahend-all, danvez a-walc’h o doa ivez evit beva en o êz. Setu ma oant eürus. An dra-ma ne badas ket pell : an den, pa vez an eürusa war an douar, a rank dont d’en em zieza gant eun dra pe eun all bennak.

A-benn eur pennad, Herri, skuiz o chom atao er gear, en em daolas da vont da chaseal, ha dibaot deiz a c’houlaoue, ne veze er gear namet dioc’h an noz evit debri e goan ha mont d’e wele. Antronoz e veze war vale kerkent hag a-raok an deiz adarre. Setu a oa e vuhez brema. E c’hoar, eun dervez, a lavaraz d’ezan :

— Ne rez ket mad, va breur ; eur wech en amzer ne lavaran ket e ve fall d’it mont da ober eun dro da aveli da benn ; hogen, beza atao o redek dindan an amzer, o terri da gorf evit netra, ne gavan ket e ve fur d’it. Ouspenn zo c’hoaz, a pad ma vezez er-mêz evel-se e c’hell tud a bep seurt dont ama da ober droug, hep na ven-me va-unan evit miret tamm outo. Bez’ e tlefez eta dont ennout da-unan ha derc’hel atao d’ar pez en deus lavaret d’eomp hon tad, truez Doue oud o ene !

Ar c’homzou-man ha re all c’hoaz a lavaras Henori d’he breur a c’hounezas war heman a zeiz da zeiz. Gwelet ervad a rea ne lavare e c’hoar d’ezan ar pez a rea nemet evit e vad. Setu eta ma chomas krenn hep mont mui eus ar gear.

O chom evel-se bemdez evel eur c’hi stag, an den yaouank-ma nea voe ket pell evit dont adarre da enoui ; ne ouie petra da ober eus e gorf hag eus e spered. C’hoant a deuas d’ezan en eun taol da vont da vale bro ha lavaret a ra e frouden d’e c’hoar. Houman a ouel hag a lavar d’ezan adarra petra oa bet d’ezo gourc’hemenn o zad, a-raok mervel.

— Ya, eme ar paotr yaouank, gwir a leverez, Henori ; evelato petra a dalv d’it ? Me a zo re yaouank, ha re e verv va gwad em gwasied evit chom ama da zellet oc’h an oabl o tremen ; mont da ober eun dro a rankan, ne vezin ket pell, hag, a-raok ma vezi skuiz ouz va gortoz, me a vezo distro adarre d’ar gear. Evelato, evit miret na deufen da ankounac’haat ac’hanout, e karfen kas ganen da batrom a zo aze, mar kerez rei anezan d’in.

— Ya, a galon vad, emezi, rak ar pez a zo d’in a zo d’it ivez ; kas ganez kement az peus ezomm, gant na vezi ket pell, ne c’houlennan ken.

Herri neuze a gemer ar pez a gar ; kas a ra aour hag arc’hant gantan, ha goude pokat d’e c’hoar a ouele, ma oa eun truez ! heman a ya en hent.

Treuzi ar mor a reas hag o veza en em gavet en eur vro bell, e-lec’h ne anaveze kristen-Doue, e teuzas e berr amzer kement a oa eat gantan. Brema, setu eur paotr brao anezan, hep gwenneg en e c’hodell da gaout an distera tamm da derri e naon. Red eo beva koulskoudo pe vervel, hag, e feiz, an den yaouank-ma ne oa ket boaz da gaout diouer, na da labourat kennebeud ivez. Ne felle ket d’ezan dizeria evelato. Ebat a-walc’h eo lavaret mervel, pa vezer kant leo dioc’h eno ; pa vez red avad, ez eo eur c’hoari all. An naon a zo dishegar ha diês da c’houzanv.

Heman, an den yaouank-man, gwisket evel eun aotrou, evel ma oa, ae vije ket bet êz d’ezan kaout labour, ma c’houlennje; ne c’houlennas ket.

Trei e spered eo a reas da c’houzout da genta petra da ober. En Hiberni edo, pell dioc’h Breiz-Izel, e kear-veur ar vro-ze. Eno, war a glevas, edo ar Roue o chom. Petra ra heman ? O veza ma oa eur paotr koant ha dilastez, hag ahend-all desket e pep giz, e lakeas mont da lez ar Roue hag ez eas dioc’htu da c’houlenn komz outan. Ma voe lavaret d’ezan pignat war-laez.

Eat d’an nec’h, ec’h en em gavas ano a-benn-kaer dirak map ar roue hag e c’houlennas outan, hep e anaout, ha ue c’hellje ket ar roue kaout eun dra pe eun all bennak da rei d’ezan da ober.

— Petra, eme ar prins, labour a c’houlennit ? En em gavet mad oc’h, ha mar kirit lavaret d’in piou hag eus a belec’h oc’h, neuze, dioc’h a glevin ganeoc’h hag ivez dioc’h ma ho pezo c’hoant, me a ouezo petra da ober ouzoc’h.

— E feiz, eme an den yaouank, me ne doun kat eus ar vro-ma, eus a Vreiz-Izel oun ginidik. Va zud a oa a ouenn vad hag en o êz; goude ma varvas hon tad hag hor mamm, ni hon daou, va c’hoar ha me, a voe lakeat en hon tra. Neuze, a-benn eur pennad, deut da veza skuiz er gear, me am beus bet c’hoant da anaout ar bed hag oun deut ama, arc’hant a-walc’h ganen evit beva eur pennad. Evel a lavarer a zo gwir, tenna hep lakaat, nebeut e pad. Evel-se e c’hoarvezas ganen; n’eo ket kreski a rea an traou ganen bemdez, ha brema eat ganto war netra, o welan ez eo red mad d’in ober eun dra pe eun all evil beva. Setu e berr gomzou, aotrou, petra oun ha petra eo va buhez; n’em beus ken da lavaret d’eoc’h.

— Mad ! mad ! eme ar prins; deut ganen da gaout va zad; n’ho pezo ket a geuz, a gredan, da veza lavaret d’in ar wirionez diwar-benn zo en em gavet ganeoc’h.

Hag i ha mont o daou. Pa voent dirak Roue an Hiberni, ar prins a lavaras :

— Va zad, gouzout a rit ez eo eat va eil kuit, a-nevez zo. Setu ama eun den yaouank eus a Vreiz-Izel hag a chomo ganen hiviziken, mar fell d’eoc’h ?

— Ma plij d’it a zo kement hag a ranker, eme ar roue; gra ar pez a gavi gwella erkenver an dra-ze; me ne virin ket ouzit.

— A zo mad ! eme ar prins. Brema, den yaouank, deut ganen d’am c’hampr, ma komzimp eur pennadig.

Pa voent er gampr, ar prins a c’houlennas ouz paotr Breiz ha chom gantan a raje evit he heulia e pop lec’h : n’en divije ken tra da ober.

— Ya avad, eme an den yaouank, chom a rin, ha laouen hras zo-mui-ken, pa ho peus ar vadelez da gemeret ac’hanoun.

— Mad eo ! eme ar prins. N’ho pezo ket a geuz; evit ho kobr me a roio d’eoc’h kement hag a roen d’egile en ho raok : daou c’hant skoed pep miz !… Hag a-walc’h eo ?…

— Ya da, eme Herri, a-walc’h eo, hag ho trugarekaat a ran !

Brema, setu an den yaouank oc’h heulia map Roue an Hiberni e pep lec’h ma ’z ea, hag o tont, e berr amzer, da veza ker mignon d’ezan, ma veze diês penn ar prins pep tro ma ranke Herri mont dioutan aur pennadig hepken. Eürus e oa hor Breizad keit ha ma c’helle beza, nia vije bet evit kas sonj e ekoar diwar e spered. Noz-deiz e kave d’ezan klevet e dad o lavaret : — « Breur fall ha map dizent, ma ’z out ! E pe lecli ez peus-te lezet da c’hoar ? » Klevet a rea ivez mouez e c’hoar garantezus o c’hervel anezan da zont d’he c’haout, ha bemnoz, dre e gousk, e wela anezi glac’haret o ouela hag o klemm outi he-unau, hep eur c’hristen beo war he zro.

Kement-ma a vourreve spered ar Breizad yaouank hag a lakea anezan da gaout aon na vije kouezet klanv e c’hoar, pe maro gant he glac’har.

Bemnoz, pa veze eat d’e gampr, kenta tra a rea Herri eo prenna e zor war e gein hag eno, neuze, gouela gwalc’h e galon en eur zellet ouz patrom e c’hoar hag o pokat d’ezan peb eil.

Map Roue an Hiberni a oa e gampr harp-stok oc’h kampr heman. Klevet a rea anezan o klemm liag o ouela; ha goulenn outan a reas eun deiz :

— Asa ! va mignon, lavarit d’in petra eo ar c’hlemmou-ze a glevan ganeo’h bemnoz, pa vezit eat en ho kampr ? Na nac’hit, me ho ped, netra ebet ouzin; lavarit d’in petra a zo oc’h ober poan d’eoc’h, ha, mar gellan, me a viro.

— Ho trugarekaat ; netra ebet ama ne ra poan d’in, ha mar klevit ac’hanoun o klemm, ez eo, me gred, dre va c’housk. Piou na petra a c’hellfen-me da damall ama, ken eürus ha ma ’z oun ganeoc’h ?

— Gwell a ze ! eme ar prine, ma ne deus netra o tieza ac’hanoc’h, rak eur boan hag eur c’hlac’har vras e ve d’in rankout beza pell diouzoc’h ; ne ven birviken evit ho tilezel !

Paotr Breiz a ouie ervad e oa gwir ar pez a lavare ar prins, ha pegement bennak ma oa eürus gantan, e kava diês chom eno ha lezel e c’hoar he-unan. Ne zizonje ket anezi na noz, na deiz, ha, dre ma tize kaout hed o c’har, e rede d’e gampr da zellet ouz he fatrom.

Ar prinz yaouank, o welet e oa eun dra bennak war spered e vignon ha ne grede ket lavaret petra oa, a lakeas evez piz hag a anavezas e tlie eun dra bennak a vras beza o c’hoari gantan. Pep tro ma ’z ea Herri d’e gampr, ar prins, pa zistroe, a lavare d’ezan :

— C’houi a zo bet pell ! Petra eo d’eoc’h mont ken aliez-all diouzin ?

Paotr Breiz a wel ervad brema e vezo diês d’ezan distrei da welet e c’hoar, hag an dra-ze, pa zonje, a greske e zoan Kleinm, gouela hag hirvoudi a rea bemnoz gwasoc’h-gwaz en e gampr, dirak skouer e c’hoar.

Eun dervez, ar prins a glevas anezan adarre hag a falvezas d’ezan gouzout petra a c’hoarie gant e vignon.

— Marteze, emezan, az eo klanv ha ne gred ket lavaret Bed eo gwelet.

Hag hen ha mont. Ne deas ket pell, rak, en em gavet e-kichen an nor, e rankas chom eno, prennet hag alc’houezet e oa en diabarz.

Antronoz, kenta a eure a voe goulenn ouz paotr Breiz :

— Va mignon, emezan, eun dra bennak a zo hag a guzit ouzin, ha ma n’ho pije ket prennet ho tor, em bije gouezet. Dec’h da noz e klevjoun ac’hanoc’h (ha ne deo ket ar wech kenta eo d’in), o klemm kement hag eur Vadalen. Mar doc’h klanv, pe mar ho peus anken, lavarit, ha, mar gellan, me a raio eur vad bennak evidoc’h. N’eo ket brao tamm ebet e kuzfac’h ouzin ar pez a zo war ho kalon : gouzout ervad a rit e karan ac’hanoc’h kement, ne ve netra hag a virfe ouzin da ober vad d’eoc’h, ma ve gouezet petra eo.

— Ne deo netra, netra ebet, eme an den yaouank, hag ho madelez evidoun a zo re vras. Evel am beus bet lavaret d’eoc’h c’hoaz, ar c’hlemmou-ze a glevit ganen, red eo ma laoskfen anezo pa vezan kousket, rak, evel ma tihunan, n’em beus ket eur zonj eus a netra ebet.

Gevier a lavare evel-se ha fall a rea nac’h, rak mar en divije bet lavaret penn-da-benn kement a oa oc’h ober poan spered d’ezan, pell a zo e vije bet diboaniet ha dinec’het.

Ar prins evelato a wele ervad e kuze e vignon eun dra bennak outan pell a oa, rak kastiza a rea bemdez ha deut e oa ken treut hag eur skoul. Map ar roue, evit gouzout ar wirionez, a lakeas ober eun alc’houez da zigeri dor kampr paotr Breiz. Hag, eun nozvez, a-greiz ma ’z edo heman oc’h hirvoudi gwasa adarre, patrom e c’hoar gantan en e zourn, ar prins a ya goustad war zoliou e lêrou da gaout an nor, a zigor anezi en eun taol hag a wel e vignon beuzet en e zaerou, o sellet oc’h eun dra bonnak a stlapas dioc’htu dindan e wele.

— Petra a oa ganeoc’h aze, en ho tourn, emezan, ha perak ho peus-hu hen taolet dindan ho kwele ? Me a rank gwelet petra eo, rak brema eo anat d’in ne lavarit ket ar wirionez atao.

Setu ma rankas Herri neuze kemeret skouar e c’hoar ha diskouez anezan d’ar prins yaouauk.

— Patrom piou eo heman ? eme vap ar roue, mantret o welet pegen kaer e oa. Lavarit d’in da vihana ar wirionez en dro-ma.

— Patrom va c’hoar, eme ar Breizad. Hiviziken, ne dalv ket d’in nac’h ouzoc’h netra eus ar pez a guzen a-raok. Dre ma karac’h kalz ac’hanoun, e kave d’in n’ho pije ket va lezet birviken da vont kuit diouzoc’h ; koulskoude em boa doan leiz va c’halon, ha ma klevac’h ac’hanoun oc’h hirvoudi hag o ouela evel a rean, e oa dre na c’hellen ket distrei da welet va c’hoar. Setu perak. Va zad, a-raok mervel, en devoa lavaret d’eomp hon daou chom an eil gant egile ; evelato, me a zo bet diskiant a-walc’h evit mont eus ar gear, ha hrema, pell a zo e klevan bemnoz mouez va zad ha va c’hoar o rebech d’in ez oun digalon. Va c’hoar a garan hag am beus karet hed ar wech, ha pa ’z oun bet eat diouti, na greden ket e vijen eat keit-all, na chomet ker pell hep distrei d’he gwelet. Ne ouzoun ket brema, siouaz d’in ! pe ez eo yac’h pe glanv, beo pe varo, ha ma ve ho madelez lezel ac’hanoun da vont, ez afen buhan d’he c’haout.

— N’ ho peus netra gwelloc’h da ober, ha ma karjac’h e vijec’h bet eat pell a zo beza lavaret d’in diwar-benn petra ho poa doan. Kit eta, buhana ha ma c’helloc’h. Setu arc’hant d’eoc’h da vont ha da zistrei ama ganti, rak klevit ervad : mar deo ho c’hoar henvel oc’h ar patrom-ma, me a zimezo ganti, pe n’am bezo pried ebet.

— Ar patrom-ze, eme baotr Breiz, a zo henvel a-walc’h ouz va c’hoar, petra bennak n’en deus nemet eur skeud eus he gened ; va c’hoar Henori a zo eun tamm brao kaeroc’h, ha pa ho peus c’hoant e teufe ama da zimezi ganeoc’h, e teuio, mar fell d’ezi dont; ma ne fell ket d’ezi avad, gwaz a ze ! Ha mar chom er gear, me a chomo ivez ganti : ne oufen ket lavaret gwelloc’h d’eoc’h, prins.

— Mad ! mad ! eme ar prins; kit atao, ha digasit kemenn d’in mar chom er gear. Mar teu avad, deut en he raok ama, evit ma ’z in ganeoc’h da zigemeret anezi, pa en em gavo.

— A zo mad ! eme baotr Breiz. Kenavezo neuze aotrou !

— Kenavezo, eme ar prins, ha kefridi vad ! Arabad eo, me ho ped, dale da zigas eur c’helou pe gelou d’in !

— Bez’ ho pezo, bezit hep aon, kenavezo eta ha yec’hed ! Ha paotr Breiz en hent etrezek ar gear.

An den yaouank-man, evel a c’hellit kredi, ne voe ket red pedi anezan da vont skanv en hent. Eul lestr sternet mad a gavas da gas anezan dioc’htu d’e vro. Al lestr-ze a dlie chom en eur porz-mor e Breiz, e Montroulez, da c’hortoz petra vije ar c’helou a vije da gas da vap roue an Hiberni : kamenn en devoa da ze.

Herri en em gavas hep dale e ti e c’hoar. Houman a voe souezat ouz e welet, hag en eur hokat d’ezan e lavaras dre he daerou e oa bet kalz re bell oc’h ober e dro, hag e vije marvet hep dale gant an doan, ma vije bet chomet pelloc’h.

Goude taol pep hini e boan diwar e galon, goude en em vriataat, ar breur a lavaras d’e c’hoar :

— Asa : kleo brema ganen, va c’hoar, n’eo ket a-walc’h, nevezenti all a zo c’hoaz. Te, ne ouzout ket petra en deus lavaret d’in map roue an Hiberni, a-raok ma teujoun kuit dioutan ?

— Nann da ! emezi Petra eo ?

— Dioc’htu ma welas da batrom-te, ne voe ket evit miret ouz e galon da garet ac’hanout, ha lavaret en deus d’in da zigas ganen, evit ma timezche ganez ; anez kaout ac’hanout-te, emezan, n’en devezo pried all ebet ken. Setu an nevezenti zo, ha roet en deus d’in aour hag arc’hant da rei d’it, hag, ouspenn, eul lestr a zo e Montroulez o c’hortoz ac’hanout, mar fell d’it beza rouanez an Hiberni, eun deiz a vezo. Gwel brema, va c’hoar, petra lavar da galon d’it. Evidoun-me n’em beus ken tra war gement-ma da alia ac’hanout, nemet e kredan e vezi eürusa rouanez e vezo dindan tro an heol. Evelato, gra evel a fell d’it, ha ma n’az peus ket a c’hoant da vont, me a chomo ama ganez, pe, mar fell d’it mont, me a yelo ivez d’az heul.

Ar verc’h yaouank-ma a lavaras neuze d’he breur :

— Selaou, emezi, ama zo eun dra : gwelet a rez ganen o chom va magerez hag he merc’h. E-pad ma ’z edos-te o foeta bro, me am beus kemeret anezo em zi ; hag o veva evel-se hon teir, me a gave berroc’h an amzer. Petra vijen-me deut da veza anez, lavar ? Mad ! en eur zelaou va c’halon hag o kreidi e vezin eürus, evel a leverez, me ne c’houlennan ket gwell evit mont ganez da gaout map roue an Hiberni, gant ma teuio ivez, ganeomp hon daou, va magerez hag he merc’h ; brema oun deuet, emezi c’hoaz, ne oufen ket pennad ebet beza pell diouto.

Dre gement-ma ar verc’h yaouank a ziskoueze he devoa kalon vad kement ha ma oa kaer he gened.

— Mad ! mad ! eme ar breur, ma ne deus nemet an dra-ze a gement a ve o viret ouzit da zont ganen, ar re-ze a c’hell dont ivez ; kavet e vezo, me a gred, peadra d’o beva ha labour ouspenn, ma ne fell ket d’ezo chom vak hed an deiz.

Ar pevar-ma neuze a ra o fak, ha petra ’ta, hag a yeas ac’hano hep dale da Vontroulez. Eno e pignjont el lestr a c’hortoze anezo, ha dioc’htu ma voent diloc’h ha dindan gouel ez ejont etrezek ar mor doun.

Eun daou pe dri dervez goude, al lestr a voe darbet d’ezan mont da goll ; eur gwall-amzer spontus a oa savet, hag anez m’en devoa al lestr paour gallet paka an douar tostan a gavas, e vije bet eat a-bez d’ar oueled. Stoket ha distoket e oa bet evelato gant ar mor ha gant an avel ; ar goueliou a oa bet freget holl ha grêt evel dantelez anezo, ar gwerniou a oa bet torret, hag an heor, laosket da vont er mor evit klask herzel ouz ar barrad, a oa bet chomet war-lerc’h, goude terri e fard.

Brema, en em gavet en douar, breur ar verc’h yaouank kaer-man, evit kas kelou buan da vap ar roue diwar-benn o c’hoar, a yeas atao a-raok hep gortoz ma vije aozet ha kempennet al lestr. Lavaret a reas d’ar prins ez edo e c’hoar o tont, hag e oa bet daleet gant ar gwall-amzer.

Ar prins laouen holl a deuas neuze gant e vignon d’ar porz-mor en devoa war eun treiz, e-lec’h ma tlie al lestr dont da zouara.

Pa voe aozet al lestr, ez eas adarre er mor evit kas ar re-man d’al lec’h ma oa lavaret d’ezo mont. Eur pennad mad o oa eat diouz an douar adarre, pa gouezas ar plac’h yaouank klanv gant ar droug-mor. Ne deo ket eun droug êz, tamm ebet ; hag Henori a zave he c’halon en he c’hreiz pep lamm a rea al lestr ; dre ma c’helle, e tistaole er-mêz kement he devoa debret. Neuze he magerez hag he merc’h a lavaras d’ezi mont ganto en eun tu pe du eus al lestr evit gallout êsoc’h a ze strinka er mor ar pez a rea poan d’ezi.

Ar plac’h yaouank-ma, n’he devoa disfisians ebet, a zentas ouz he magerez, hag a-greiz ma ’z edo gwella oc’h en em zikour, stouet he fenn ganti, ar wreg fall-ma hag he merc’h a grogas en he zreid, a zibradas krenn anezi dioc’h al lestr hag he zaolas er mor hep gouzout da zen ebet. Ar verc’h yaouank a gollas he fenn en eur goueza en dour, hag a yeas ac’hano gant ar mor, ne ouie nemet Doue da belec’h. Ne voe ket beuzet evelato ha divezatoc’h e vezo klevet hano anezi c’hoaz.

Al lestr, goude an dra-ma, a gerze evel diagent, ha ne zaleas ket d’en em gaout er porz-mor ma ’z edo map roue an Hiberni ouz her gortoz, mall gantan gwelet c’hoar e vignon.

War ar c’hae edo, pa harpas al lestr er porz. Dioc’htu an diou wreg fall a lamm er-mêz, hag ar vamm a lavar d’he merc’h, pa wel ar prins o tont etrezek enno :

— Kea brema d’e gaout ha lavar d’ezan ez out c’hoaz e vignon.

Houman a yeas hag a lavaras hervez ali he mamm ; bet e oa kelennet evel-se ganti, ha mar o devoa taolet, o diou, Henori er mor, ne oa nemet evit ma c’hellje merc’h ar vagerez dimezi gant map ar roue.

Heman a voe mantret, pa welas e oa houman ken dishenvel diouz he fatrom ; ne oa ket tost d’ezi beza ken kaer hag ar patrom-ze ; penaos e vije ?

Map ar roue a zavas neuze droug ennan ouz e vignon hag a lavaras d’ezan :

— Eur gaouiad out ! Da c’hoar ne deo ket eur skeud d’he fatrom. Hag ezomm az poa-te da zont, evel az peus grêt, da lakaat doan em c’halon ha da ober fall em, c’henver-me, n’em beus grêt nemet mad biskoaz ouzit ? Va mignon e oas hag ez peus treuzet va c’halon gant eur c’hleze a anken hag a c’hlac’har.

Paotr Breiz, o welet e c’hoar diank, a voe ivez sebezet, ne glevas ger eus a gement a lavare ar prins d’ezan, ha dre-ze n’en em zidamallas tamm ; nemet gouela ne rea, en eur gredi e oa beuzet e c’hoar.

Map ar roue a lavaras d’ezan evelato :

— Pegement bennak a boan a rez d’in, va mignon out, ha chom a ri ganen, hag ouspenn e timezin gant da c’hoar, pegen divalo bennak ma ’z eo. Ne vezo ket lavaret birviken oun-me bet eat a-enep va ger. Evit gwir, ne vezo ket ken eürus ganen, evel ma vije bet ha te ivez, ma na vije ket bet diwanet a c’hevier eus da c’henou.

An den yaouank a glevas mad en dro-man ar pez a lavaras ar prins hag e kement-se ne glaskas digarez ebet, petra bennak ne vije ket bet diês d’ezan diskouez ne oa ket hounnez e c’hoar.

War gement-ma, ar re-ma a ya ac’hano, hag a-benn eur pennad goude e voe grêt an eured ha dimezet merc’h ar vagerez gant map roue an Hiberni. Heman a lakeas dioc’htu kas e wreg hag he mamm en eun ti an devoa e penn liorz e lez hag er-mêz anezan ; hag abaoe deiz an eured, hini ebet eus an diou-man ne weljont ket anezan.

Ar prins yaouank, evel pa ne vije ket bet dimezet, a yea kouls ha diagent ama hag a-hont, hep preder ebet eus e wreg, e vignon avad atao oc’h he heul evel a-raok.

Heman, paotr Breiz, ne rea mui laouenedigez ebet oc’h netra, hag ar prins ivez, petra bennak ma oa koazet eun draig e garantez outan, a wele anezan gant truez o tizec’ha bemdez diwar e dreid hag o tont treutoc’h-treuta. Brema Herri en divije karet mont pell diouz an dud ha diouz ar bed.

Ar pez a greskas c’hoaz e anken a voe eur gouli a zavas en e c’har ; ne ouie ket penaos e oa deut. Gant ar gouli-ze ne c’helle bale, nemet dre galz a boan ha diwar-bouez flac’hou ; e nerz a yea digantan a zeiz da zeiz, hag o welet edo ar maro tost d’e zeuliou, e lavaras eun dervez da vap ar roue :

— Brema me ne doun mad mui da netra ebet evidoc’h ; gwella a c’houfac’h eta da ober eo lezel ac’hanoun da vont da vervel el lec’h ma karo Doue va c’has. Mar kavfen eul lec’h distro a-walc’h ha ne ve darempredet gant den, di e karfen gwella mont da chom ha da denna va huanad diveza.

— Mar ho peus c’hoant, eme ar prins yaouank, gant truez outan, pa fell d’eoc’h mont diouz an dud, kit teir leo ac’halen, en eur c’hoad am beus-me eno. Ne gredan ket az afe di den ebet d’ho kaout : eno e c’helloc’h mont bemdez da loja en eur c’hoz chapel a zo e-kreiz ar c’hoad, evit gallout en em c’houdoria dioc’h ar gwall-amzer hag en em ziwall diouz al loened gouez hag ar re fall, mar teufe d’ezo klask ober droug d’eoc’h.

— Bennoz Doue ! prins mad, eme an den yaouank, evit ar vadelez ho peus em c’henver. Mont a ran d’al lec’h a lavarit. Kenavezo evit mad, emezan, rak dibaot eo ec’h en em welfemp ken !

— Marteze ! eme ar prins mad, c’hoant d’ezan c’hoaz da zizoania kalon an hini a oa bet e vignon, hag a garie atao ; nemet Doue, den ne oar petra a zo da c’hoarvezout gant pep hini ac’hanomp.

Goude kimiada diouz ar prins en eur ouela, Herri a ya ac’hano gant kalz a boan etrezek ar c’hoad a oa bet lavaret d’ezan. En em gavet eno a-benn ar pardaez, ha skuiz-maro gant ar pennad bale en devoa grêt, ez eas dioc’htu d’ar chapel hag ec’h azezas eno war eur maen, en eur ouela gwalc’h e galon hag o lavaret :

— Ker yen hag ar maen-man eo ar bed evidoun hiviziken ; va zad, va mamm a zo maro ha va c’hoar ivez, siouaz ! Ha petra a rin-me dre ama ? Gwell eo d’in mervel ha mall eo d’in mont da gaout ar re am beus karet hag o deus karet ac’hanoun.

Trei a rea an traou-ze gant doan war e spered, pa glev dor ar chapel, en doa prennet mad diabarz, o tigeri en eun taol hag o tont dirazan, ker kaer hag an heol pa vez o c’houlaoui un deiz, e c’hoar a laka anezan da sponta.

— Mar dont spez va c’hoar, eme Herri, dent d’am c’herc’hat da vont d’he c’haout, deut mad ra vezi ! Hast affo digas ar maro d’in !

— Ro peoc’h, va breur, emezi, me n’eo ket eur spez oun, da c’hoar avad, korf hag ene, hag evel m’az peuz anavezet anezi a-viskoaz. Atao oun beo, n’az pez ket aon eta ; klevet em beus pegen truezus eo da stad ha deut oun d’az parea.

Neuze an den yaouank a lamm da bokat d’e c’hoar, brema eur barr kaeroc’h evit na oa a-raok. Meska e zaerou a ra gant he re, en eur lavaret d’ezi :

— Eus a belec’h e teuez-te, va c’hoar ger ?

— Klev, emezi, me a ya da lavaret d’it ; da c’hortoz avad, va breur, deus d’in da c’har, ma welin petra a c’hoari ganti.

Neuze houman a denn eus he godell daou vigorn kaer evel arc’hant, a laka anezo war eun douzier lien gwenn-kann a oa ganti, hag o veza dizoloet gouli he breur e lavar d’ezan :

— Lez ac’hanoun brema ; en eur labourat me a lavaro d’it kement a zo bet c’hoarvezet ganen, abaoe ma ’z omp bet eat an eil diouz egile.

Neuze, ar plac’h yaouank a walc’h ar gouli hag a denn anezan al lin-wad, gant an dour a laka da zivera eus a unan eus ar bigorned arc’hant, hag e lavar evel-hen :

— Goude ma oas eat kuit, pa voe aozet al lestr, ni a yeas ivez ; hag eat our pennad mat, me a gouezas klanv gant an droug-mor. Va magerez hag he merc’h a lavaras d’in neuze tostaat oc’h eun tu d’al lestr evit plega va fenn ha taol er mor ar pez a rea poan d’in. Heulia o ali a rejoun hag eur pennadig goude e voen taolet ganto o diou er mor war va fenn. En eur goueza a rejoun eur skrijadenn hag e kolljoun evit doare, ar skiant ac’hanoun va-unan, rak ne oufen ket lavaret petra a c’hoarvezas ganen, ken a deujoun ennoun va-unan adarre. Neuze, o sellet en-dro d’in e weljoun ez edoun en eur c’hastell kristal ken kaer, ne ve den war an douar evit kredi pegement e lugerne kement tra a oa e-barz. Ne welen ennan a bep tu nemet aour hag arc’hant. Em c’hichen e oa eur wreg kaer ha koant ivez. Hi a lavaras d’in : — « N’ho pezet aon ebet, me am beus saveteat ac’hanoc’h eus ar mor, goude ma ’z oc’h bet taolet e-barz gant ho magerez hag he merc’h : me eo am beus digasat ac’hanoc’h ama ; gleb e oa ho tilhad, me am beus tennet anezo diwar ho tro ha, goude sec’ha ho korf paour a grene gant ar riou, em beus astennet ac’hanoc’h aze war blunv gwenn an alarc’h mor ; diganan-me ivez eo ho peus bet al louzou en deus ho tigaset ennoc’h hoc’h unan, ha brema e chomoc’h ganen da ober-al louzeier a ran gant ar geot mor a zastuman. Ne deus ket gwelloc’h evito, emezi, da barea dioc’h pep seurt klenvejou ; n’ho pezet ket aon eta, ama e vezoc’h eürus. Arabad eo d’eoc’h avad klask mont ac’han, rak na dafac’h ket a-bell hep beza beuzet. Bez’ emaoc’h ama en eul lez kristal a zo daouzek kant goured dindan ar mor. A-zioud al lez-ma zo eun enezen ha di ez an va-unan ker buan ha lavaret hag evel ma karan, e labous pe e pesk, da barea gouliou ar re am c’har hag a garan. Va hano-me a zo Morgan, ha mar fell d’eoc’h chom ama a galon vat ganen, me a zesko d’eoc’h an nerz o deus da ober droug pe vad kement louzaouen a zo er mor ha war an douar ; ne deus netra na ouzoun ; ne deus gouli na klenved na barefen ; va galloud a diz tro-war-dro d’ar bed, en nenv hepken ne c’hellan netra. Pa ho pezo tremenet dek vloaz o teski bemdez eun dra bennak a nevez, ne ouezoc’h ket c’hoaz nemeur a dra e-skoaz a ouzoun. Anez va gouiziegez-me, Arzur ne vije ket bet pare birviken, nag Arzur na kant all am beus-me digaset nerz ha yec’hed d’ezo, evit ma c’helljent, gwelloc’h a ze, dispenna ar Zaozon milliget ! » — Setu, eme ar plac’h yaouank, petra a lavaras Morgan, ar wreg kaer-ze d’in neuze, ha brema ez eus eun nebeut deiziou e c’halvas ac’hanoun da vont d’ha c’haout. En he c’hampr edo, el lec’h ma rea he louzeier. Eno, dirak eur pez fourn dan, goloet gant eur baeron arem vras, e oa en he c’hichen eur bern geot a daole e-barz, hini ha hini, hag a veske goude, peb an amzer, gant eur wialenn ruz-glaou, great, emezi, gant mein kaer. — « Va merc’h, galvet em beus ac’hanoc’h ama, evit ma klevfoc’h ganen petra a zo a nevez gant ho preur. Gouzout ervad a ran e karit kalz anezan hag e kar ivez ac’hanoc’h. Anken ho peus abaoe ma ho peus kollet ar gwel anezan. Mad ! emezi, dare oc’h da goll anezan evit mad, rak ho preur a zo gwall-glanv hag a dise mervel hep dale gant ar c’heuz en deus d’eoc’h, ma na dit ket da barea eur gouli a zo deut d’ezan en a c’har. Ho preur a zo brema du-ze en eur c’hoz chapel e-kreiz eur c’hoad bras ; e-unan ema eno, ha red eo d’eoc’h mont d’he gaout en noz kenta-ma. Diou heur hanter bo pezo da chom gantan, hag e pad an diou heur hanter-ze e rankoc’h, da genta, gwalc’hi e c’har gant an dour a zivero eur ar bigorn-ma a rean d’eoc’h ; ha goude, leda war e c’houli al louzou a zo er bigorn all-ma. Gant al louzou-ze e pareo a-benn ma vezo bet lakeat teir gwech war e c’har. Pa vezo deut ar mare da zont dioutan, e sachin war ar sug-ma a stagan ouz ho troad kleiz, ha neuze e tistrofoc’h buanoc’h evit an avel. Eur sklerijenn gaer, evel goulou-deiz, a lakin da lugerni en-dro d’eoc’h, ha, gant aon na c’hoarvezfe ganeoc’h netra a gement a ve evit miret ouzoc’h da vont da gaout ho preur pe da zont en-dro, setu eur c’hleze-falc’h, krenva kleze a zo bet biskoaz. Great eo bet evit Arzur ha d’ezan hepken eo bet hag e vezo adarre, pa zistroio a-enep ar Zaozon. Gantan en ho tourn, den na tra ne harzo ouzoc’h. Brema, va merc’h, emezi d’in, kit da wiska an dilhad kaer am beus lakeat d’eoc’h en ho kampr ha bremaik me va-unan a yelo d’ho kas d’an aod. Ac’hano ez eoc’h war-eeun hag en em gavfoc’h gant ar c’hoz chapel em beus lavaret : eno ema ho preur, eun truez he welet. » — Setu, va breur, emezi, penaos oun bet saveteat eus ar mor ba penaos ez oun deut ama d’az parea. Brema me a ya da leda va louzou war da c’houli ha dioc’htu da boan a zigresko hag a yelo kuit. A-benn ma vezin-me bet ama teir gwech, e vezi pare klok. Diou nozvez all am beus da zont c’hoaz ; goude-ze avad ne c’hellimp marteze en em welet ken.

— Petra, eme he breur d’ezi, ha ne ve ket gallet tenna ac’hanout eus a zaouarn Morgan ? Ma ouezfe map roue an Hiberni emaout ama hag ez out ken kaer all, ne gredan ket e tistrofez ken d’ar mor, rak dont a-benn a rafe da viret ouzit, kement e kar ac’hanout !

— Allaz ! emezi, en eur denna eun huanad, diês e ve d’ezan va c’haout ; gwelet a rez ar sug-ma stag ouz va gar ; great eo bet gant houarn, gant dir ha diamant : setu penaos eo, pa fell d’it klevet. Evit miret na zistrofen ken da lez Morgan, e ve red trouc’ha anezi e meur a damm, e-pad ma sko an heur a zo bet lakeat d’in da vont kuit, ha ne gredan ket e ve bouc’hal na benveg krenv ha lemm a-walc’h evit he zrouc’ha en eun taol; koulskoude en eun taol, en taol kenta eo e rank beza torret, pa anez an eil taol a yelo e-biou.

A-benn eur pennad goude m’he devoe lavaret an dra-ze d’he breur, e pokas d’ezan ha dioc’htu ez eas ac’hano evel eul luc’hedenn, eur sklerijenn gaer en-dro d’ezi.



Brema, lezomp Henori da zistrei da oueled ar mor hag ha breur d’he gortoz betek antronoz.

E-pad ma oa bet an daou-ma an eil gant egile, eur paotr-saoud en devoa klevet ha gwelet kement a oa bet ganto hag e pe c’hiz.

Ar paotr-saoud-ma, diank darn eus e chatal d’ezan, a oa bet chomet pell an uoz d’o c’hlask dre ar c’hoad. Bez’ ez edo war-dro ar chapel, pa welas eur sklerijenn vras o sevel hag o tont etrezeg ennan. Da genta, e kredas e oa an heol; o kement-se, pa deuas da zonj d’ezan ne oa nemet diou heur c’hoaz abaoe ma oa serret an noz, e lavaras outan e-unan :

— Eun dra bennak a nevez a zo dre ama, rak evit an heol n’eo ket, re vuan en defe great e dro neuze; n’eo ket al loar ivez.

Hag heman a zelle hag a vvele e tostae atao ar sklerijenn outan. Petra ra neuze ? Mont da guzat a-drenv ar chapel, hag ac’hano, oc’h astenn e zaoulagad, e welas e oa eun demezel guer, hag e oa eat e-barz. Ar paotr-man, kivioul an tamm anezan, ha dispont gant an dra-ze c’hoaz, a dosta evit gouzout petra eo ba petra ra an demezel er chapel. Sellet a ra dre doull an nor ha gwalet ar plac’h yaouauk o pokat d’eun den yaouank droulivet a oa eno. Gwelet a ra anezi o walc’hi e c’har hag e c’houli d’ezan; he c’hlevet a ra o komz ouz he breur hag heman o lavaret : — « Ma ouezfe map roue an Hiberni emaout ama e ve eürus ha laouen, hag e teufe evit klask da gaout. » — Ar c’homzou-ma ha kement en devoa gwelet ha klevet ar paotr-ma ne voent ket kollet gantan.

Mont a reas achano ha ne oa ket da glask e loened, d’ar gear eo ez eas, ha tiz gantan, da lavaret d’e vamm petra en doa gwelet er c’hoad. Ar vamm a gelennas he map da vont, kenta ha ma chellje, da gaout map roue an Hiberni ha da lavaret da zen, nemet d’ezan e-unan, ar pez en doa gwelet ha klevet. Ar paotr-man neuze, eun daouzek vloaz bennak d’ezan, kenta a eure pa zavas, a voe mont da lez ar roue. Goulenn a ra oc’h ar gwardou beza lezet da vont el lez.

— Va list, eme ar paotr, ha n’ho pezo ke’t a geuz; eun dra vras am beus da lavaret d’ezan, ha ne c’hell klevet den ebet pemetan; hen avad a vezo laouen, pa glevo.

Neuze, setu ma voe lezet gant ar zoudarded. Pa oa eat el lez, ei c’houlennas komz oc’h map ar roue hag e voe lavaret d’ezan pignat d’he gaout. Eat d’an nec’h, ar paotr a sko war an nor hag a zigor anezi dioc’htu. Gwelet a ra eun den yaouank kaer, hag hep troidellat tamm, e c’houlenn outan ha map ar roue eo. — Ya da, eme ar prins ; petra a zo, va faotrig ?

— Eun dra am boa da lavaret d’eoc’h.

— Lavar.

— Ne rin ket ama, Aotrou, gant aon na ven klevet gant unan bennak. Ha n’ho peus-hu ket eur gampr all pelloc’h du-ze ? eme ar paotr, o sellet oc’h eun nor a oa prennet. Deomp e-barz, mar plij, Aotrou, hag e klevfoc’h va c’hefridi ganen ; rak arabad eo, eme va mamm, e klevfe den nemedoc’h ar pez am beus da lavaret, eun dra eo hag a zell ouzoc’h-hu hepken.

Ar prins yaouank, souezet o klevet ar paotr, a zigor an nor a oa diskouezet d’ezan hag a ya e-barz. Ar paotrig war e lerc’h. Heman, goude prenna an nor, a zistro ouz ar prins hag a lavar d’ezan penn-da-benn kement tra en devoa gwelet ha klevet.

Map ar roue a anavezas dioc’htu e oa ar plac’h yaouank-ze, a oa hano anezi gant ar paotr, c’hoar e vignon deut da welet anezan ha d’her parea, mar gellche.

— Me a rank gouzout, eme ar prins d’ar paotr, ha gwir a leverez d’in ; chom a ri ama betek emberr da noz ha neuze ez aimp hon daou hag e welin va-unan, pa dle dont diou wech c’hoaz, eme-te.

— Ya da, Aotrou, ganti he-unan eo em beus klevet, ha mar deo gaou, war he lerc’h e lavaran.

— Mat eo neuze, eme vap ar roue.

Deut an noz, an daou-ma a yeas d’ar c’hoad hag emberr, war-dro dek heur, setu eur sklerijenn gaer o sevel hag o tont war-zu enno.

— Gwelet a rit, eme ar paotr, ema-hi o tont; tec’homp a-drenv ar chapel, ha goude e c’helloc’h gwelet ha klevet, evel a glevjoun hag a weljoun dec’h.

Hervez kelenn ar paotr, map ar roue a ya a guz hag ar plac’h yaouank adarre a ya ivez er chapel hag a ra d’he breur, evel he devoa great an noz a-raok. Ar prins a zell piz outi hag a wel brema ez eo henvel-buez ouz ar patrom en devoa bet digant he breur hag eur barr kaeroc’h zoken, evel a lavare.

— E c’hoar eo, emezan. Me wel ervad brema n’eo ket hen eo a dlie beza tamallet, an diou a zo du-ze eo ; kavet e vezint. Ar c’henta tra a zo eo kaout houman eus al lec’h m’ema.

Neuze e selaou piz hag e klev petra a lavar he breur d’ezi ha petra a lavar hi d’he breur.

— Ma ouezfe map ar roue !… emezan.

— Ha pa ouezfe ! eme ar plac’h yaouank; ne ve biken evit va c’haout eus a-dre daouarn Morgan. Kouls ha ma oar houman parea dioc’h pep seurt klenvejou, ez eo sorsarez ivez.

— Gwelet e vezo, eme ar prins outan e-unan.

Neuze, pa voent distro ac’hano, ar prins a lavaras d’ar paotr :

— Ar wirionez az peus lavaret d’in ha brema e rankez dont ganen adarre, ma welin hirio ha me a c’hello kaout tud ha benvegou krenv a-walc’h evit dont a-benn, en taoliou kenta a vezo skoet war ar sug, da drouc’ha anezi e meur a damm.

Distro d’e lez, man ar roue a gemenn da gement gofeller a zo e kear dont d’he gaout. Pa voent en em gavet, e voe roet da zarn anezo houarn, dir ha diamant, gant gourc’hemenn da ober eur sug kalz tevoc’h evit an hini en devoa gwelet stag ouz troad an demezel ; ha da zarn all, houarn ha dir ha diamant ivez da ober eun hanter dousen bouc’hili dremmet kalet a-walc’h evit trouc’ha ar sug a vije great.

Bouc’hili ha sug a ranke beza eno a-benn diou heur goude kreisteiz ; arabad e oa na vijent ket, pe anez e vije bet bec’h war groc’hen unan bennak.

Kroc’hen den ne zamantas ba great e voe sug ha bouc’hili er mare ma oa bet lakeat hag evit doare great mat, rak dioc’htu c’houec’h den eus ar re grenva, lakeat eno en eur renkad hed-a-hed ar sug, a zarc’hoas a-daol o c’houec’h, hag a reas seiz tamm anezi.

— Mat ar stal ! eme vap ar roue. C’houi, va zud, ho peus darc’hoet aze, a chomo ama ken a vezo emberr ha neuze ez aimp en tu bennak koment hini a zo ac’hanomp.

Great e voe evel a lavaras, ba, da guz-beol, ec’h en em gavent er c’hoad tost d’ar chapel. An dud a voe kuzet gant ar paotr da c’hortoz ar plac’h yaouank da zont.

Pa welas ar paotr bag ar prins ez edo Henori er chapel gant he breur, ez ejont o daou da renka o zud. Ar paotr bihan a chomas gant ar re-ma hag a lavaras d’ezo :

— Brema, en em lakait aze a-zoare ha pep hini diouz e du, evit gallout darc’hoi a-daol hag a nerz korf war ar sug a welit, pa ziskouezin d’eoc’h. Bezet gant pep hini e vouc’hal er vann. Arabad eo avad e ve unan war-lerc’h egile; evez ouzin brema !

Sini a ra hanter-noz, hanter-noz hanter a zo o vont da skei hag ar c’hoar a zo dare da vont evit mat diouz he breur.

Heman a ouel hag a huanad, hag e c’hoar, glac’har ivez leiz he c’halon, a zo red d’ezi c’hoaz rei nerz d’he breur. Ne c’hello mui, siouaz ! gwelet anezan, ne vezo mui evit dont eus a oueled ar mor, ha dalc’het e vezo eno hiviziken gant Morgan da ober louzeier ne vezint ket evit parea anezi diouz he doan hag he c’heuz. Ya, doan he deus, ar c’hoar vafe, o vont diouz he breur ha kouls lavaret diwar an douar. Pegen eürus bennak e vezo, e ve gwelloc’h ganti chom hep mont, ha kaout poan, mar deo red, evel ar re all. Siouaz d’ezi ! Ne dalv ket lavaret, pokat a ra d’he breur, briata a ra anezan en eur skuilha daerou hag en eur lavaret kenavezo d’ezan.

Mall e oa d’ezi rak ar sug a denn war he gar. Dioc’htu ar paotr-saoud a zo er-mêz a ziskouez d’e dud skei, ha dioc’htu e voe klevet c’houec’h taol bouc’hal o koueza, ken a zoune, war ar sug a voe trouc’het eno e seiz tamm. An tamm dioc’h ar mor a riklas kuit ha ne voe gwelet mui

Ar plac’h yaouank, ne ouie doare eus a netra, a zo souezet ha laouen o welet petra a zo c’hoarvezet. Map ar roue a grog en he dourn hag a deu ganti da gaout e vignon, en eur lavaret :

— Brema me wel ervad n’ho peus ket drouk-c’hreat em c’hever. Setu ho c’hoar, anaout a ran anezi diouz he fatrom, ha ma kar, me a vezo he fried.

Ar plac’h yaouank, laouen o welet ne rankche mui distrei d’ar mor hag e c’hellche chom hiviziken gant he breur, a lavaras da vap ar roue he devoa bet lavaret ya a-raok ba n’en em zislavarche ket brema.

— Mat eo ! Pep tra a c’hoarvez evit ar gwella, eme ar prins yaouank. Deomp holl brema d’al lez.

Ar prins a glevas bed an bent gant e vignon petra a oa bet c’hoarvezet gant e c’hoar, ha penaos e oa bet taolet er mor gant he magerez hag he merc’h. Dre-ze, dioc’htu ma en em gavas er gear e lakeas gori eur fourn en devoa ha strinka enni e wreg hag he mamm. N’o devoa ket laeret o gobr, an diou bez-fall ma oant !

A-houn nebeut deiziou goude, e voe great an eured nevez gant ar prins yaouank hag ar plac’h koant-ma eus hor bro.

Fest a voe e-pad daou viz hep distaga, ha klevet a zo. lavaret e voe pedet gant ar brinsez nevez eur c’halz a dud eus a Vreiz da vont d’an Hiberni. Mont a rejont ha pa zistrojont, ne gleved anezo nemet o kana meuleudi da dud ar vro-ze, tud vat evit doare hag eus a ouenn ar Vretoned koz.

Ar brud eus ar pez a oa bet c’hoarvezet a redas buan dre gement bro a oa tro-war-dro, ha setu war zigarez ma oa bet devet an diou wreg fall, ne dalie ket eur gwenneg kroc’hen pep hini, setu eur brezel spontus o tigeri gant ar Zaozon fall a-enep roue an Hiberni. Eun abeg fall a oa hennez, hag eun dra bennak all eo a c’hoarie ganto.

Ar roue deut koz hag izilh a lakeas e vap e penn e zoudarded evit difenn e vro. Ar prins yaouank a oa eur paotr stard hag a galon. Pa glevas petra a oa ne deas ket war a-drenv, petra bennak ma oa rankout d’ezan raont diouz e bried ha lezel anezi er gear gant e dad. Hema, ar roue koz-ma, a oa eun den eus ar re wella. Evelato ar prins a lavaras d’ezan taol evez na c’hoarvezje droug ebet gant e bried yaouank.

— Ne raio ket, n’az pez ket a aon rak kememt-se, ha gant ma c’helli en em viret da-unan diouz ar Zaozon kouls ha ma vezo hi miret diouz pep droug ganen, ec’h en em welimp hep dale laouen hag eürus.

Lavaret mat a rea an tad. Heman a gare re e verc’h-kaer evit gouzanv an distera poan da zont d’he c’haout.

Ar prins yaouank a oa eat eur miz pe zaou a oa eus ar gear, hag e bried a yea bemdez da ober eun dro-vale dre al liorz gant he zad-kaer. Henori a daole evez ouz pep tra, evit anaout an ardemez dre eno. Eun dervez e savas abred hag ez eas d’al liorz. An nor a oa digor, hag houman dioc’htu ac’hano, ganti ar c’hleze he devoa bet digant Morgan. Mont a ra da di eur miliner a oa eno tost hag e c’houlenn eur marc’h digantan. Ar miliner a roas d’ar wreg yaouank eur c’hoz marc’h en devoa eno er c’hraou hag hi ha mont war e gein ha yao kuit. Kaer he devoa klask lakaat he marc’h da vont buan, ne rea pep kammed nemet koueza war e benn.

— Sad’ ama eur c’hoari vrao am beus-me kavet ama ! eme ar brinsez. Mar talc’han-me hewian, ne din ket a-bell, feteiz ! Deport, emezi, aze zo eur prad glas.

Hag hi ha diskenn eno ha leuskel he marc’h er prad. Houman a ouie ervad petra rea ha ne vije ket bet eat eus ar gear, ma n’he divije ket gouezet petra oa nerz he c’hleze-falc’h. Perc’hen ar c’hlaze-ze n’en devoa nemet goulenn evit kaout. Ar brinsez a anaveze an dra-ze hag a lavaras :

— Dre va c’hleze, ra ve ama dioc’htu ar c’haera marc’h a zo bet biskoaz !

Ha setu eno eur marc’h eus ar seurt ne weler mui, dibr war e gein ha kabestr arc’hant en e benn. Ar brinsez a bign war e gein ha kuit. Ne voe kel pelll ma en em gavas el lec’h ma ’z edo he fried. Houman, ar brinsez-ma, evit miret na vije anavezet gant den, a oa gwisket evel eur brezeller kaer.

An diou arme a oa an eil dirak eben ha c’hoari a-zevri-beo a oa ganto. Koueza a rea tud he fried evel kelien, ha kaer o devoa klask stourm hag herzel ouz o enebourien, ne oant seurt-Doue d’ezo.

Neuze ar brinsez a lamm war ha marc’h, e-kreiz an emgann ruz. Tenna a ra he c’hleze, hag, evel eur falc’her e-kreiz eur prad, ne dennas eun alanad ken a voe lakaat a-stok ganti eur c’harden Zaozon, an hanter pe war-dro eus ar re a zalc’he penn ouz map roue an Hiberni.

Heman hag e zoudarded koulskoude ne choment ket a-drenv kennebeut, lammet a reont, evel en taoliou kenta, ha kaer o devoa evelato, ar Zaozon a stoke anezo, ha bec’h o devoa an Hibernied o c’hounit warnezo. Ar prins yaouank, o welet pe labour a zo digor, a zired evel eun taro gouez da deurka ar Zaozon. Kaout a reas harp d’e gernel ha d’e daoliou ha panevet e wreg en divije ranket koll ha tenna a-gil ; great e oa adarre o stal d’e dud, pa en em gavas c’hoaz ar brezeller yaouank (ar brinsez eo e oa hennez adarre), da harpa anezo evit an eil gwech. Tost d’an hanter eus ar re a choma a voe lazet gantan c’hoaz, hag evelato dre ma laze anezo, ar re all, evel moc’h-gouez, ne dec’hent ket en e raok.

Map roue an Hiberni a lavaras da lod eus e dud ober an dro d’ar brezeller yaouank ha derc’hel anezan er penn kenta, evit ma c’hellje dont da anaout piou e oa. Kaer o devoe klask dont a-benn a gement-se, tec’het a eure hema eus o daouaro ha mont kuit hep na ouient e pe lec’h. Neuze prins an Hiberni a stagas eur wech c’hoaz gant ar Zaozon a oa dirazan, kalon a-walc’h en devoa heman hag e dud ivez, ma vijo bet hanter anezo d’ar re all ; pegement bennak ma oa bet lazet d’ar Zaozon marteze ouspenn an diou zrederenn wella eus o zud, ar re a oa beo c’hoaz a oa anezo muioc’h evit eus an Hibernied.

Neuze ar brezeller a zistro eur wech c’hoaz da staga gant ar Zaozon ; an dro-ma eo an diveza d’ezo, rak dre ma ’z ea heman a-raok, ne weled a-gleiz hag a-zehou nemet ar pennou o tistaga, an dud o koueza hag ar gwad o poullada ken doun, ma oa ruz-glaou bruched marc’h bras ar brezeller.

Spontus hag euzus e oa gwelet kemend-all a dud oc’h en em laza, klevet eun trouz hag a lakaje kalonou mammou da frailha en o c’hreiz. Perak an dud, p’o deus skiant, n’ int-i ket evit en em glevet etrezo, hep dont d’ en em laza, gwasoc’h evit al loened gouez ? Allaz netra ! E-pad ma vezo daou zen beo ha pa ve unan anezo en eur penn eus ar bed hag egile er penn all, atao e vezo brezel ganto, mar gellont.

En dro-ma ar Zaozon a oa bet flemmet ken doun gant ar brezeller, ma rankchont goulenn ar peoc’h. Red mat e oa d’ezo, rak kement den a vrezel a oa e Bro-Zaoz a oa deut d’an Hiberni, o kredi, emezo, e teuje ganto en distro kement vad a oa e-barz. Eun distro kaer o devoe, ha mad a voe great d’ezo. Biskoaz den ne voe paket evel ar re-man a rankas leuskel o c’hroc’hen eno da zec’hi betek ar varn. Hed eul leo hag ouspenn an douar a oa goloet gant korfou ar Zaozon. Gwad Saoz, a lavar darn zo, ne deo ket mat da drempa an douar, o veza ma sav diwarnan loustoni ha gwriziou fall e-leiz. Mat pe fall, a-walc’h a oa bet skuilhet a wad eno; a-walc’h, ken a dride kalonou an Hibernied holl.

Great ar peoc’h brema, ar prins yaouank en devoa mall da zistrei da welet e bried. Laouen e oa, o welet e oa bet trec’h. Eun dra a oa evelato hag a rea poan d’ezan, hag an dra-ze dre n’en devoa ket gallet anaout piou e oa ar brezeller en devoa great kement-all a vad d’ezan ha d’e dud. An dro ziveza ma oa bet hennez trec’h d’ar Zaozon, ar prins yaouank en devoa gallet tostaat ha komz outan, goulenn a reas piou e oa.

— Ha forz zo d’eoc’h, emezan, piou oun-me ? Ne vec’h ket tamm ebet gwelloc’h evit gouzout va hano. Trec’h oc’h, bezit laouen ; me am boa bet kefridi da rei kennerz d’eoc’h, ha roet em beus. Setu zo a-walc’h.

— Ne deo ket, eme ar prins, a zistag neuze e groaz diouz o vruched hag a ro anezi d’ezan evit diskouez e galon vat.

Egile a gemeras ar groaz ha kuit ac’hano ganti, hep lavaret ger. Ar brezeller-ma, a oar an holl piou eo, ne voe ket pell evit bale d’ar gear, ha kredi a c’hellit ne chomas ket da c’hoari en hent. En em gavet en distro dirak ar prad, e pelec’h e oa bet lakeat marc’h koz ar miliner da beuri, ar brinsez yaouank, rak hi eo, a voe souezet o welet e oa deut kel lard ha ma oa treut a-raok, ken en devoe bec’h e berc’hen oud hen anaout, pa en em gavas er gear.

Brema houma, goude trugarekaat ar miliner, a yeas ac’hano buan d’al lez. Pa en em gavas gant he zad-kaer a oa nec’het eur pennad mat a oa ganti, heman, e feiz, a voe laouen ouz he gwelet hag a c’houlennas e pelec’h e oa bet keit-all.

— Eun dervez bennak zo, emezi, e oan bet eat da ober eur bale el liorz, hag, o veza kavet digor an nor, ez ejoun er c’hoad a zo tost aze, ha pa glaskjoun an hent da zont er-mêz, kaer am boe klask, ne gaven hent ebet. Hirio hepken eo em beus gallet dont er-mêz eus ar c’hoad ha distrei d’al lez.

— Mat az peus great, eme ar roue koz, rak ma pije daleet pelloc’h, da bried a vije en em gavet er gear en da raok, ha me, neuze, am bije klevet trouz gantan, ha na vije ket bet hep abeg, p’ en devoa lavaret d’ in da ziwall.

— Mat ! mat ! va zad. List an traou-ze, brema, ha bezomp laouen, mar deo gwir am beus klevet eo great ar peoc’h.

— Eo da, eme ar roue koz, great eo ! Da bried en deus skrivet d’in an dra-ze war al lizer-ma. Sell hag e weli. Evidout eo kement ha muioc’h zoken eget na deo evidoun-me. Ar gwella zo eo yac’h, a drugare Doue ! Dioc’h ma lavar, e vezo distro a-benn emberr da noz, pe warc’hoaz vintin da zivezata.

— Mall am beus, emezi, da welet anezan ha da glevet gantan an taoliou kaer a zo bet great, hag evit doare ez eus bet, rak hano a zo gantan, war e lizer, diwar-benn eur brezeller ne deus ket kalz eveltan.

Ne oa ket a-vec’h lavaret mat ar c’homzou-ma ganti, ma en em gavas eur c’hannad da zigas ar c’helou ez edo tost map ar roue. Ar roue koz hag e verc’h-kaer a ya d’he ziambroug. Ne voent ket pell ma en em gavchont gantan. Distrei a reont o zri d’al lez.

E-pad ma ’z edont gant koan, merc’h-kaer ar roue a c’houlennas ouz he fried piou e oa hennez, ar brezeller bras-ze, a oa hano anezan war e lizer, hag en devoa great taoliou ken kaer a lavare.

— E feiz, eme ar prins, diês e ve d’in lavaret piou eo, pa ne ouzoun va-unan. Goulennet a-walc’h em beus e hano ; hen avad ne falveze ket d’ezan e vije anavezet gant den, evit doare. Ne gav ket d’ in e ve eus ar vro-ma, rak ne anavezan den ebet dre ama a gement a ve ken krenv ha ma ’z eo.

Ar wreg yaouank a ra an neuz da veza souezet ; sellet a ra ouz ha fried, hag, en eur zellet, e wel, evel kement hini a zo eno, n’ ema mui e groaz ouz e vruched gantan.

— Asa ! emezi, petra ho peus-hu great eus ho kroaz ? Pe gollet pe betra eo ganeoc’h ?

— Red eo ma ve ! eme vap ar roue, ne felle ket d’ezan lavaret ar wirionez war gement-man. Tizet eo bet, me oar vat, gant eun taol goaf pe eun taol kleze bennak, e-kreiz an emgann, ha neuze eo kouezet ha kollet, hep gouzout d’ in.

— Diwallit, va fried, eme ar wreg yaouank, na ve gaou a lavarfac’h ! Roet eo ho peus anezi da unan bennak, ha marteze houman eo, emezi, o tenna eus he godell hag o tiskouez d’ ezan ar groaz he devoa bet digantan.

— Gwir eo, eme vap ar roue, hounnez eo va c’hroaz, ha penaos ho peus-hu bet anezi ?

— Penaos, emezi, em bije-me bet gallet he c’haout, ma n’ ho pije ket c’houi roet anezi d’ in !

Neuze ar prins hag ar re all a oa eno, kouls hag ar roue koz e-unan, a anavezas ervad e oa hi eo a oa bet eat d’ an emgann hag he devoa bet great an taoliou kaer a oa hano anezo war al lizer. Map ar roue a zavas dioc’htu diouz taol da bokat d’e bried dirak an holl.

Ar wreg yaouank a lavaras neuze :

— Mar doc’h bet trec’h ha m’am beus-me great eur vad bennak d’eoc’h ez eo, kredit ervad, dre nerz ar c’hleze-falc’h a oa ganen. Ar c’hleze-ze ne harz den na tra outan, pa vez ar gwir gant an hini a zougen anezan. Bet em beus-hen digant Morgan, hag, hervez am beus klevet ganti, ne deo bet betek-hen nemet da unan eus ar vrezellerien vrasa a zo bet biskoaz ; roet e oa bet d’ezan gant Marzin. D’eoc’h-hu, va fried, e roan anezan brema, dalc’hit d’ezan hag ar Zaoz birviken ne vezo evidoc’h. Arabad eo e ve kollet, rak klevit mat : c’hoari a ranko c’hoaz ha c’hoari stard a-enep ar Zaozon, a-benn e-leiz a vloaveziou ama. Ya, emezi, eun amzer a dle beza ma vezo gwasket ha gwall-gaset ar ouenn villiget-ze. Evel bleizi e vezint kaset eus ar vro pe lazet, unan a zaou. Eus ar pevar avel e savo an dud en o enep. Ar brini gouez a nijo hag a grio, bodet a vandenn a-zioud ar Zaozon astennet maro a-steiou. Dispenna a raint anezo tamm ama, tamm a-hont. Dalc’hit mat d’am c’homzou, ne deo ket gevier int. Klevet em beus ar pez a lavaran ama, pa ’z edoun el lez kristal e goueled ar mor gant Morgan hec’h-unan.

Goude-ze, e-pad ma vevas map roue Hiberni hag e bried, ar Zaozon ne deujont ket eur wech zo-mui-ken da glask netra en o bro. Mat a rejont, rak o ler en divije damantet. Ne oant ket hep gouzout an dra-ze ha n’ o devoa ket ankounac’heat ar gwall lamm a oa bet distaget diouto gant Merc’h Breiz-Izel. Tud ar vro-ze a zo gwad dindan o ivinou, ha n’eo ket Saozon fall a rafe da verc’hed Breiz zoken tec’het birviken en o raok.



Evel am beus klevet gant va zud koz, am beus lavaret d’ eoc’h. Pa ne deus netra ebet ken, lakeomp peb a gornad butun brema !




AR PESKETAER BIHAN


————






AR PESKETAER BIHAN [1]


————


Mab eur pesketaer paour ha pesketaer ivez n’en doa c’hoaz nemet eun daouzek pe drizek vloaz pa ’z eas e-unan eun dervez da besketa. Paka eur pesk brao a eure, ha neuze ez eas da gas anezan da eur roue a oa eun teir pe beder leo ac’hano.

Ar paotrig-man a oa gwisket fall, ha, dre e dammou dilhad e weled e groc’hen paour. Ar roue a zigemeras mat anezan pa glevas ; n’en doa digantan ken tra avad nemet bennoz Doue evit e besk.

— N’em eus ket roet kalz a dra d’ar roue, a lavare ar paotr outan e-unan ; evelato e kave d’in em bije bet ouc’hpenn bennoz Doue. Marteze n’en deus ket kredet, a lavare ar paotr, rei netra d’in ; eur wech all e roio.

Ha heman d’ar gear, hag a-benn eur pennad goude, muioc’h pe nebeutoc’h, e pakas eur pesk all adarre hag ez eas gantan d’al lez. En dro-man ’vad, kenta a welas ar paotr ’voe merc’h ar roue a oa eus e oajou. En he fenestr edo, ha, pa welas ar pesketaer bihan o vont en ti, e tiskennas da welet da betra ’oa deuet.

— Sada eur pesk, eme ar paotr, am eus paket en aod, n’eus ket pell, fresk-beo eo c’hoaz.

— Piou, eme ar verc’h, en deus lavaret d’it digas anezan ama ?

— Den ebet, eme ar paotr. Deut oun va-unan, evel an dro genta.

— Bet out c’hoaz ? eme ar verc’h prinsez.

— Ya, eme ar pesketaer.

— Ha petra ac’h eus bet evit da besk ?

— Bennoz Doue.

— En dro-man, eme houman d’ezan, ne chomi ket war bennoz Doue. Del ! emezi, sada tri c’hant skoed hag ar yalc’h. Kas anezo d’az tad a zo paour evit doare. Deport c’hoaz ; bremaik az pezo c’hoaz. Arabad avad lavaret ez pe bet netra diganen.

Ha houman mont da gaout ar roue ha dont gantan d’an traon da gaout ar pesketaer bihan.

— Deut out adarre, va faotr ? emezan. Mad ac’h eus great, rak ma n’ac’h eus bet netra er wech kenta, en dro-man ne di ket goullo d’ar gear : del tri c’hant skoed evit da besk.

— Brema, eme ar verc’h yaouank d’ezan, e ranki en em wiska kempennoc’h an dro genta ma teui. Mont d’ar skol a ranki ivez ha deski mat, ha me, neuze, am bezo sonj ac’hanout.

Ar paotr a zistroas laouen d’ar gear, leun e c’hodel baour a aour hag arc’hant. Evel a oa lavaret d’ezan a reas : mont a reas d’ar skol ha deski muia ma c’helle. Evelato ez ea a-wechou da besketa, hag, eun devez m’en doa paket eur pesk, kalz kaeroc’h eged an daou genta en doa kaset d’ar roue, ez eas gantan adarre,

En dro-man ’oa kempenn ha, dre ma ’z oa eur paotr brao, hardiz oa a-hend-all.

Merc’h ar roue, p’ her gwelas adarre er c’hiz, ne voe ket evit miret oc’h he c’halon d’e garet. Gwelet a eure anezan, ha dioc’htu e tiskennas d’ar red d’e gaout.

— Deut out adarre ’ta ? emezi.

— Ya, ya, eme ar paotr. N’oan ket evit ankounac’haat ho madelez, hag evit-se oun deut da zigas eur pesk d’eoc’h adarre : n’em eus ken evit ho trugarekaat.

— A-walc’h eo, emezi, ac’h eus great. Gwelet a ran ez out brema gwisket kempenn hag eur paotr koant ac’hanout. Pa n’ankounac’haez ket ac’hanon, me n’az ankounac’hain ket ivez. Kemer, emezi, ar pevar c’hant skoed-man diganen, ha na lavar ger ; digant va zad ez pezo ivez eun dra bennak bremaïk.

Ar roue, pa glevas edo eno ar pesketaer bihan adarre, a lakaas rei d’ezan ivez pevar c’hant skoed.

- Sada, va faotr, out pinvidik en da zere ; Brema arabad d’it lezel an arc’hant-se da goll. Evel am eus lavaret, kea d’ar skol, ha, pa vezi desket mat, e klevi hano ac’hanon-me.

Ar paotr a zistroas d’ar gear hag a yeas d’ar skol evel ma ’z oa boaz. Diski a rea af pez a gare, hag, a-benn nebeut bloaveziou goude, oa den yaouank ha gouiziek e-kever pep tra.

Lavaret ez eus, a gredan, ez oa merc’h ar roue hag ar pesketaer bihan ker yaouank un eil hag egile. Triouac’h vloaz, a gredan, ’oa pep-hini, pa lavaras eun dervez ar roue d’e verc’h ez oa pred d’ezi kemeret pried.

— Pa gerot, va zad ! a lavaras.

— Pa giri da-unan eo, eme ar roue ; priejou a-walc’h a vezo kavet. Ama ez eus daou zen yaouank a ouenn uhel ha pinvidik, hag a zo deut da c’houlenn da gaout da zimezi.

— Mad ! eme ar verc’h. Mar dimezan-me, emichans, va zad, e lezot ac’hanon da heulia va c’halon : me a gar unan, pell a zo, ha marteze e vezo diês d’eoc’h rei ac’hanon d’ezan.

— Lavar d’in ma klevin piou eo hennez a garez.

— Hennez, eme ar verc’h yaouank, a zo ar pesketaer bihan hoc’h eus gwelet ama. Her c’haret a ran, abaoe an eil tro ma teuas, an dro genta m’her gwelis. Hennez, ma teurvez ganeoc’h va lezel d’her c’hemeret, a vezo va fried ; evit hini all ebet ne vezo.

— Petra ! eme ar roue. Mab eur pesketaer ne deo ket dioc’h da zere, hep ober fae war e ouenn.

— N’eus dere dioc’h dere d’ar galon, eme ar verc’h. Ha kaer hoc’h eus lavaret, fae a rit warnan, o veza ma ’z eo paour, Evelato e talv muioc’h eged ar re vras-se a fell d’eoc’h da rei d’in. Ya, emezi, me glaoustrfe, ma ve lekeat ganeoc’h da vont da glask eun dra bennak, ar pez a gerot, e teufe gwelloc’h a-benn a ze eged an daou all a zo hano anezo ganeoc’h.

— Mad eo ! eme ar roue. Gwelet e vezo, pa leverez, rak me ya da rei da bep-hini anezo o-zri peb a lestr, hag, o veza ma ’z eo an daou a fell d’in pinvidik, e roïn d’ezo peb a lestr nevez, ha da vab ar pesketaer, hag a zo paour, eul lestr koz. Ha neuze e fell d’in ez afent pep-hini gant e lestr da glask ha da gerc’hat d’in ar c’haera tra a gavint er broiou all. Dioc’h ar pez a zigasint, e vezo gwelei peseurt tud int.

— Mad eo ! eme ar verc’h, a lakaas kemenn kement-man dioc’htu da vab ar pesketaer ha lavaret d’ezan ec’h en em gavche gant he zad er porz-mor ma tlient en em gaout hag eus a belec’h e tlient mont.

Lavaret a reas ivez war he lizer ez aje d’e lestr evit gwelet peseurt martoloded a gemerche.

— Rak arabad eo, emezi, ho pe tud yaouank ganeoc’h : ar re-ze n’int ket gouiziek a-walc’h dioc’h ar mor, ouc’hpenn ma ’z int alies pennou skanv hag hedro. Kemerit martoloded a vezo krenv, daoust ma vent war an oad : ar re wella int peurvuia.

Ar brinsez yaouank, eur pennad goude kemenn kement-man da vab ar pesketaer, a yeas gant he zad d’ar porz-mor he doa lavaret. P’ en em gavas, edo an tri lestr sternet mat ha dare da vont.

Mab ar pesketaer, pa glevas petra a oa, a yeas war ar c’hae da welet piou a gemerche da vartoloded da vont gantan, Dioc’htu ma ’z eas, e teuas d’e gaout eur martolod koz.

— Doare hoc’h eus, emezan, da glask unan bennak da vont ganeoc’h ?

— Ya da, eme an den yaouank. Ha c’houi a fellfe d’eoc’h dont ganen ?

— Mont a rin, mar kirit.

— Mad eo ! Deut, eme an den yaouank a lavaras neuze d’ezan kement en doa kemennet merc’h ar roue.

Ha heman ha mont ha lavaret neuze :

— Hastit affo, kemerit an dud hoc’h eus ezomm da gaout evit ho lestr, ha neuze, mar kirit va lezel-me, me a renko anezo evel ma ’z eo red.

— Grit evit ar gwella, eme vab ar pesketaer. Va eil e viot, ha dre-ze e rankomp beza dare da vont kuit ar c’henta ar gwella, pa vezo bet ama ar roue hag e verc’h.

— N’ho pezet aon ebet, eme ar martolod koz ; gouzout a ran ervad kement a zo red da ober. Ha petra bennak ma ’z eo koz ho lestr ha nevez-flamm re an daou all-ze, ar re-ze, ma na geront diwall, a vezo tud kollet ha torret o listri d’ezo war ar c’herreg ; n’eus ganto nemet martoloded yaouank, kalz re arc’hant a vez roet d’ezo. Diskenn bemdez en douar a ra an darnvuia anezo ; ni avad a zo gwell d’eomp chom el lestr hag, ouc’hpenn, petra rafemp-ni en douar ? N’hon eus gwenneg.

Ne voe ket pell m’en em gavas ar roue hag e verc’h er porz-mor. Ar brinsez yaouank a deuas da lestr mab ar pesketaer, hag, hep gouzout d’ezan, a lakaas eur c’hi bihan he doa dindan e benn-wele, hag en eur vont kuit goude, e lavaras d’ezan kaout sonj enni, ha kenavezo an distro.

Dioc’htu ma voe deut en douar ar brinsez, e voe disheoriet, dispaket ar goueliou, hag ez eas al lestr evel eur pesk war an dour.

— N’eo ket a-walc’h mont, eme ar martolod koz. Da belec’h ez eomp ? a c’houlenn oc’h mab ar pesketaer.

— Choui, eme heman, hoc’h eus foetet broiou e-leiz, a dle gouzout gwelloc’h egedon-me e pe vro eo ar gwella d’eomp mont, evit kaout eun dra gaer bennak.

— Neuze ez aimp, eme ar martolod, d’eun enezenn a zo e-kreiz ar mor hag a zo eur menez aour en he c’hreiz. Ac’hano e teuio ganeomp eun dra bennak hag a vezo en tu all da gement a zigaso an daou all. Va list ’ta da sturia al lestr hag ec’h en em gavimp en enezenn-ze hep kalz a boan.

Ma voe lekeat ar martolod koz-ma da ren al lestr : al levier ne rea netra nemet dioutan.

Setu i en hent hag o vont. N’edont ket pell c’hoaz, ma lavaras un hini koz dastum al lien.

— Eun taol-amzer a zo o tont warnomp.

Hag a-vec’h ’voe great evel a lavare, ma c’houezas an avel ha ma savas ar mor ken na gave d’ar re-man diskenn eus a greiz an oabl betek goueled ar mor. Al lestr a yeas atao evel kent, hep dale kalz ; an avel a gase anezan.

E-pad ma ’z edont evel-se, e klevont eun trouz spontus, hag i o tistrei a wel an daou lestr all, diwerniet koulz lavaret, o vont tu-man tu-hont hag o c’houlenn sikour.

— Deomp d’o c’haout, eme vab ar pesketaer, rag aon na dafent da goll.

— Nann, nann ! eme ar martolod koz. Ma vijec’h en o lec’h, e lezchent ac’hanoc’h ; list-i ivez ha deomp atao. Lavaret em oa d’eoc’h o divije poan ; gwelet ha n’eo ket gwir a lavaran.

A-benn eun nebeut goude, e torras an avel hag e sioulaas ar mor. Al lestr neuze a gerze eas ha diskuiz, hag, a-benn eur miz pe war-dro goude ar barr-amzer-man, ec’h en em gavchont dirag an enezenn en doa lavaret an hini koz. Mont a reas da gaout mab ar pesketaer da lavaret d’ezan ez oant en em gavet.

— Ha ne welet ket a-hont, e-kreiz an enezenn-ze, eur pez menez aour o lugerni oc’h an heol ?

— Eo da, eme vab ar pesketaer, gwelet a ran.

— A-hont eo d’eoc’h mont. Pa ’z eot e teuio teir brinsez kaer a-zirazoc’h ; mont a raint ganeoc’h en o liorz hag eno e tiskouezint d’eoc’h a bep seurt traou kaer. N’eus forz avad peger kaer e vezint, arabad a vezo d’eoc’h sellet outo. En eur c’holei ho taoulagad, a-vec’h ma lavarint : « Sellit, aotrou, nag a draou kaer ! » livirit d’ezo : « Ya ! me oar pelec’h ez eus kaeroc’h ! » Setu ho pezo da ober, ha taolit evez mat.

Goude m’en doa ar martolod koz great skol da heman evel-se, ez eas d’an enez. Ha dioc’htu an teir brinsez a deuas d’e gaout.

— Yec’hed, emezo, mab-kaer Roue Breiz !

— Yec’hed d’eoc’h, va demezelled ! eme heman.

— Deut ganeomp, emezo, da ober eun dro.

Hag hen ha mont. Pa voent en em gavet o fevar el liorz, an teir-man a droe en-dro d’ezan, en eur lavaret an eil goude eben :

— Mab-kaer Roue Breiz, sellit peger brao traou ’zo ama ! Heman, o kas e zourn war e zaoulagad, a lavare :

— Ya da, demezelled. Me oar pelec’h ez eo kaeroc’h ! N’oa ken komz ganto.

— Sellit, sellit, nag a draou kaer !

Ha mab ar pesketaer, pep tro ivez a lavare :

— Ya, me oar pelec’h ez eus kaeroc’h !

— Asa ! eme unan eus ar prinsezed, neuze, ’m eus aon, ne c’hellimp ket paka heman. Tostaomp oc’h ar puns, ha gwelomp, en ear vonl e-biou, petra a raio.

An dra-man a oa bet lavaret gouestad ha n’oa ket bet klevet gant mab ar pesketaer.

Evelato, pa voe en em gavet eno, an demezelled a lavaras :

Diwallit, aotrou, na gouezfac’h : aze ez eus eur puns.

Mar kouezan-me e-barz, emezan, c’houi a raio ivez.

Ar re-man a oa souezet o welet o doa great an dro d’al liorz hep beza gallet paka ar paotr yaouank.

— Deomp da goania brema ! eme unan anezo.

Hag i ha mont, ha pa voe debret koan ha distaliet, e leverchont :

— Brema e rankomp c’hoari.

— M’ hoc’h eus amzer da c’hoari fenoz, demezelled, me n’am eus ket : mont d’am lestr da loja a rankan. Warc’hoaz avad hag antronoz e c’hellin c’hoari ganeoc’h, mar kirit.

— A zo mad ! emezo.

— Brema ez an d’am lestr.

Ha setu hen eat kuit.

Antronoz e tiskennas en douar adarre hag e lavaras e ranke dont gantan an hanter eus e dud ; an hanter all a chomo el lestr, ha warc’hoaz e teuint d’o zro.

Sada neuze an hanter eus ar vartoloded o tont gant mab ar pesketaer en douar. P’ en em gavchont, edo an teir zemezell o lakaat da virvi eur vasin, ha leun a draou, ne ouie ket ar re-man petra oa. Ma lavaras unan eus an demezelled d’ar c’habiten :

— Taolit ho martoloded aze er vasin an eil goude egile, hag e welot penaos e vezint goude.

Ma lavaras ne raje ket, rag aon d’o lakaat da vervel.

— Evit mervel ne raint ket, eme an teir verc’h d’ezan. Hag, evit diskouez d’eoc’h, eme unan, me ya e-barz ha n’am bezo poan ebet.

Houman a reas eul lamm er vasin vras hag a chomas e-barz eur pennad, ha, pa deuas er-meaz, ez oa alaouret holl he dilhad a oa bet en dour.

Ar vartoloded en-dro d’ar vasin, pa weljont kement-se, a lammas ivez e-barz, ha, dre ma teuent er-meaz, goude en em zouba mat. ez oant gwisket en aour, penn-kil-ha-troad, hag evel jeneraled.

Goude-ze, mab ar pesketaer a yeas gant an teir zemezell d’o zi, hag a c’hoarias ganto eur pennad mat. Pep tro e c’houneze, ma lavarent d’ezan c’hoari atao hed an noz.

— Ne ran ket, emezan ; mall eo d’in mont gant va martoloded d’am lestr.

Hag hen ha lavaret d’ezo :

— Kenavezo warc’hoaz !

Antronoz ’oa an deiz diveza d’ezan, rak ne c’helle den chom ouc’hpenn tri dervez en enezenn-ze, hep beza paket gant an teir verc’h-man.

Deut antronoz, e teuas gant mab ar pesketaer eun hanter all eus e vartoloded. Ar re-man a oa mall ganto dont, evit beza lekeat ivez e jeneraled. Pa ziskennjont en deiz-ze en douar, e voent souezet holl o welet eur vandennad zenved en eur park e-kichen an aod. Biskoaz n’o doa gwelet denved ker bras ha ker kaer : gloan aour a oa warnezo holl. Raktal m’o gwelas, mab ar pesketaer, en eur dremen, a lavaras :

— Na pebez bandennad zenved !

— Ya, eme unan, ar brasa anezo, a glevas anezan. Ha warc’hoaz e vezo muioc’h,

— Perak ? eme an den yaouank.

— C’houi a gresko ar vandenn.

— Mar kirit, diana, ne raimp ket. Livirit d’eomp penaos miret, ma ve gallet ober.

— Da ziwall hoc’h eus, eme ar maout bras aour. War an hent mat emoc’h da zont. Selaouit ac’hanon ha me ’raio skol d’eoc’h evit miret, mar gellit. A-raok mont da c’hoari gant an teir brinsez-ze, o deus lekeat ac’hanomp-ni evel m’emomp, grit d’ar vartoloded-man evel d’ar re all, ha, neuze, kasit anezo d’ho lestr, ha livirit d’ho martolod koz dont ama e-unan ganeoc’h. Arabad avad e vezo d’ezan mont larkoc’h eged ar park-man. Neuze, eme ar maout, c’houi a yelo gand ar plac’hed yaouank hag a c’hoario outo. Koll pep tro a raint, ha, p’o devezo kollet o danvez holl, e c’hoariint ivez ouzoc’h o lestr aour, a gollo evel pep tra. Neuze ne vezo ket achu c’hoaz, rak n’eo ket lavaret e c’hellfac’h tec’hel war al lestr-ze kuit. Evit dont a-benn a ze, e vezo red trouc’ha gant eun taol bouc’hal hepken ar chadenn a zalc’h al lestr ouc’h ar goueled, hag a-raok dispaka ar goueliou, hag hel lakaat e doare da vont kuit buana ma c’hello mont. Arabad eo ivez e ve lavaret ger gant aen ebet, ken na viot keit dioc’h an enezenn ma na welot mui anezi. Mar gellit ober an traou-ze holl, evel a lavaran d’eoc’h, eme ar maout aour, ne deuot ket da greski hor bandenn. Da ziwall hoc’h eus avad, vak, dioc’htu ma welo an teir-man e viot eat en o lestr, ez aint war ho lerc’h gwasoc’h eget tri diaoul, ha ne c’hellot tec’het ma vefec’h paket ganto war-n-hed dek leo tro-war-dro.

Ar c’habiten neuze a lavaras d’e vartoloded :

— Klevet hoc’h eus eveldon-me ; dre-ze ’ta livirit d’ar re all ar pez a zo da ober. Pa viot distro, tennit eus va lestr koz kement a zo em c’hambr da lakaat el lestr aour, ha goude goueledit anezan hag it en egile. Likit pep tra e doare, evit m’en em gavimp.

Sada neuze ar re-man a ya da gaout an teir brinsez a oa adarre eno gant o basin. Ma voe gwisket ar vartoloded-man ivez evel ar re all, ha kuit ac’hano dioc’htu, ha digaset an hini koz.

Neuze, mab ar pesketaer a yeas gant an teir-ma, a goanias ganto, ha goude a c’hoarias outo peb eil. Koll a rejont kement tra o doa, ha, pa n’o doe ken nemet o lestr aour, e c’hoarijont anezan ivez, hag her c’hollchont ouz mab ar pesketaer. Heman neuze, pa voe deut eiz eur, a lavaras kenavezo d’ezo, ha kuit evit distrei d’e lestr.

Ar martolod koz en em gavas gantan en hent, eur pez bouc’hal war e skoaz.

— Piou, eme vab ar pesketaer, en deus roet ar vouc’hal-ze d’eoc’h ?

— N’ouzoun ket, emezan. Chomet ’oan dre ama, evel ma ’z oa lavaret d’in, hag o trei em spered edon penaos hon divije gallet mont ac’han, pa welis eur maout bras eus ar vandenn zenved a zo aze o skei gant e dreid, hag o pigosat war an douar. Ma ’z is betek-hen da welet petra a oa, ha ma kavis eno ar vouc’hal-man dizoloet gantan eus an douar. Neuze me gemeras anezi, en eur zonjal ez oa ar vouc’hal-man a dlie marteze trouc’ha chadenn al lestr aour.

— Kredabl eo, eme vab ar pesketaer. Deomp buan ac’han da welet, ha digasit-hi ganeoc’h.

Ma ’z ejont ha kuit. P’ en em gavas an daou-man tost d’o lestr koz, ne c’hortozed nemeto evit hen toulla hag her c’has d’ar goueled. Pa voe great e stal ez ejont d’al lestr aour, diamant e werniou ha seiz ar goueliou hag ar c’herdin a oa war e dro.

Neuze an hini koz a gemer ar vouc’hal en doa kavet, hag, en eun taol krenn, a drouc’h ar chadenn. Al lestr, a oa dindan gouel, a redas ac’hano dioc’htu, evel douget gant an avel. Mont a rea ha ne gleved grik na trouz ebet, nemet trouz ar mor o reuga a bep tu, evel eun ero gant eun alar.

Eur martolod, e beg ar wern vras, a dlie leuskel eur griadenn, pa ne welje mui kern ar menez aour o steredenna oc’h al loar a bare. Eat ’oa al lestr pell, pell-bras, pa glevas ar vartoloded holl eun trouz spontus o tont war o lerc’h : an teir zemezell e oa. Re zivezat avad e oant en em gavet, rak ne c’hellchont ket paka al lestr, e-pad m’o doa galloud warnezan. Trec’het ’oant bet ar wech-man.

Neuze e voe klevet dre an avel eur vouez skiltr o lavaret :

— Eürus oc’h da veza eat er-meaz eus va rouantelez ; great ez eus bet skol d’eoc’h, rak anez ho pije kresket va bandenn zenved.

Brema ar re-man a zistro buan ac’hano da Vreiz : ar mor hag an avel a oa mat d’ezo. Ha, p’en em gavchont war lenn ar porz-mor, a belec’h e oant eat, e voe an holl souezet o welet eul lestr aour ker bras o chom, hep goueledi, war ar mor.

N’eo ket eus ar vro al lestr-ze ! a lavare an dud.

Ha n’oa ket gaou a lavarent. An dud a oa e-barz a oa avad ac’hano.

Al lestr, dioc’htu ma voe en em gavet, a c’houlenn d’e welet ar roue hag e verc’h hepken. Evelato ’oa bet lezet a-raok da vont er bourz mestr bras al listri er porz-mor-ze.

An daou zen yaouank all a oa distro eur pennad a oa evit doare, rak o listri a oa e-kreiz al lenn. Evito avad n’edont ket eno : bez’ ez edont moarvad oc’h ober al lez d’ar brinsez, a-benn m’en em gavche heman, mab ar pesketaer.

Pa voe kemennet d’ar roue ha d’e verc’h ez oa deut eul lestr aour hag ez oa goulennet da zont d’e welet gant e verc’h, houman a lammas he c’halon en he c’hreiz hag a lavaras :

— Mab ar pesketaer eo en dro-man ! Me ’ouie ervad na deuje ket hennez d’ar gear goullo evel an daou all. Va zad ne grede ket ac’hanon-me, divezatoc’h e raio.

Hag ar roue hag e verc’h oc’h en em gaout er porz-mor. Klevet a eure eno ez oa martoloded al lestr aour gwisket holl evel jeneraled, ha n’oa den evit lakaat kemm dioc’h kemm etrezo.

— Gwelet a raimp heb-dale, eme ar roue hag e verc’h o vont.

A-raok ar re-man ’oa bet an daou zen yaouank, o doa c’hoant da gaout ar brinsez, evit gwelet petra a oa, ha kaer o doa ne weljont netra, rak, pa ’z ajont evit mont er vag, e voe lavaret d’ezo mont kuit, war zigarez n’oa ket i eo a c’heded. Neuze ar re-man a reas gwelloc’h : kemeret a rejont eur vag er porz, ha mont ganti beteg al lestr. Edont o pignat e-barz, pa voent stlapet er mor ; beuzet e vijent bet anez tud ar vag a zastumas anezo bag o digasas d’ar porz en distro.

Neuze ec’h en em gav ar roue hag e verc’h er c’hae, e-kichen ar vag.

— Bonjour, jeneral ! a lavar.

— Me n’oun ket jeneral, me ’zo martolod. Ha c’houi piou oc’h ? emezan.

— Me ’zo roue ar vro-man, ha setu va merc’h.

— Deut e-barz neuze, eme ar vartoloded.

Hag i dioc’htu etrezek al lestr. Dre ma tostaent, ez oant soue zet o welet peger kaer ’oa korf al lestr, a oa aour, e werniou diamant, hag e oueliou hag e gerdin seiz.

— Na kaera pez labour ! eme ar roue. Biskoaz n’em eus gwelet e bar !

Neuze e pignchont el lestr hag e weljont ar vartoloded henvel holl oc’h jeneraled.

— Piou eo ar mestr el lestr-man ? eme ar roue.

— Sad’ ama an eil mestr ! eme eur martolod, o tiskouez an hini koz ; ar mestr kenta a zo en e gambr, aze, d’an traon.

Merc’h ar roue, dioc’htu ma klevas, a ziskennas el lec’h ma ’z oa lavaret, hag a yeas da guzat a-drenv an nor. Mab ar pesketaer, galvet da vont da gaout ar roue, a ya eus e gambr ha ne wel ket ar brinsez.

Houman, dioc’htu ma voe pignet egile d’an nec’h, a ya er gambr, a glask dindan ar penn-wele hag a gav he c’hi bihan. Kregi a ra ennan, hau d’ur red du gaout he zad, en eur lavaret d’ezan :

— Sellit, va zad, setu va c’hi. Heman eo mab ar pesketaer hag a vezo va fried, mar kirit rei brema anezan d’in.

— Bez’ ez pezo anezan, ne virin ket.

— Brema, eme ar brinsez, e welet ervad e talv heman muioc’h eged an daou all, ha daoust m’ ho pou roet d’ezan eul lestr koz ha re nevez d’an daou-ze, ez eo deut a-benn da gaout eul lestr na oar den pegement e talv.

— Gwir a leverez, va merc’h. Eun den eo mab ar pesketaer, evit doare. Brema, eme ar roue, n’eus ken tra da ober nemet kas al lestr d’ar porz, rei d’an dud-man o gopr, ha c’houi, va mab-kaer, emezan, deuit ganeomp brema, ma vezo great an eured.

— Evel a livirit a zo mad ! eme vab ar pesketaer.

Ha dioc’htu e voe kaset al lestr d’ar porz, e voe laosket ar vartoloded goude ma voe bet gopreat mat pep-hini anezo, ha dreist-holl ar martolod koz. Heman a voe pedet gant mab ar pesketaer da zont ganto d’e eured, ha mont a reas.

Eur fest a voe, am eus klevet, ne voe biskoaz fest eveltan. An daou bried yaouank a voe eürus, ha neuze ar pesketaer, deut da vab-kaer ar roue, a voe roue war e lerc’h en hor bro.





AL LEORIG BURZUDUS


————






AL LEORIG BURZUDUS


————


Gwechall-goz ez eas eul lestr eus a Vreiz evit an Indez. El lestr-ze ez oa eur martolod ginidik a Landerne, eur paotr dispont ha dioc’htu mar doa den. Bed ’oa evit mont d’an Indez beza war vor ’lied c’houec’h miz da vihana. Mat ! n’eo ket c’houec’h miz e voe al lestr o vont di, eun tri bloaz bennak pe war-dro e voe : an avel, ar mor, ar wall-amzer, pep tra a enebe outan, ha ne voe ket pell ma teuas diouer da dud al lestr. Pell edont c’hoaz dioc’h pep douar ha ne ouient ket penaos e c’hellchent beva bete tizout an douar kenta. Edo an holl oc’h ober kaon war gement-se, pa voe gwelet eun enezenn.

— Mat eo ar stal ! eme e-leiz a vartoloded; marteze a-hont e vezo kavet eun dra bennak, ha, pa na ve nemet dour a gavfemp e ve, ne ve ket kollet hor poan, rak dare omp gant ar zec’hed.

Dioc’htu ez a al lestr war-zu an enezenn, ha diskenn enni martoloded mar gouient. En o zouez edo an hini a zo bet hano anezan, hag er penn kenta gant ar ve all zoken.

P’ en em gavchont e-kreiz an enez, n’oa ket bras anezi, ne welchont seurt tra na den, nemet eur c’hoz ti bihan a oa bec’h d’ezo mont e-barz. N’eus forz, mont a reont evit gwelet ha n’oa netra da chaokat na da eva. Foeltr tamm ne gavchont, hag ar baotred-man kuit nemet paotr Breiz. Heman a chom eno war-lerc’h ar re all, a dro, a zistro, a glask, a furgut : ne lez kogn hep gwelet petra a oa. Kaer en devoe ne gavas netra. Bez’ ez edo o vont kuit evel ar re all ivez, pa wel eun toull a-drenv an nor, hag eun dra bennak ennan.

— Petra ’zo ama ? emezan. Gwelomp.

Hag hen hag astenn e vrec’h ha tenna ac’hano eun arc’hig dister a-walc’h da welet.

— Deport, deport, eme ar martolod. Mar deus eun arc’h ama, ne dle ket beza goullo, a gredan. Gwelomp.

Hag hen ha trei an arc’hig ha gallout sevel ar goulc’her. Petra ’gavas e-barz, a gav d’eoc’h ? Eul leorig bihan-bihan.

Neuze heman a voe souezet, rak, kredi a rea e tlie beza e-barz eun dra kaeroc’h eget al leor-ze. Teurel a ra anezan eno hep hen digeri, ha mont kuit, o lezel digor an ti, hag arc’h hag all.

Evelato, en eur vont kuit, a-barz distrei d’al lestr, e sonjas ennan e-unan e tlie beza lekeat al leor-ze eno evit eun dra bennak.

— Marteze, emezan, ez eus skrivet eun dra bennak kaer warnan, ha n’ouzoun ket petra, dre n’am eus ket sellet outan. Mat, mat ! n’eus forz, pa ouzoun lenn, e rankan gouzout petra ’zo el leor-ze.

Ha heman neuze ha distrei war e giz ha kaout al leor hag hen digeri follenn ha follenn. Kaer en doa trei, dre ma troe ne wele nemet paper bet gwenn, amzer a oa, ha brema melenet ha hanter-zebret gant ar prenved. Evelato e tro ar follennou beteg an diveza, ha war an diveza follenn e kav d’ezan ez eus skrivet eun dra bennak. Ne wel ket a-walc’h petra ; ma rank rnont er-meaz evit sellet pisoc’h petra ’oa, ha ma lenn :

« Neb a eo perc’hen d’in-me en deus ar pez a gar, hag a ra kement tra a falvez d’ezan da ober : n’en deus nemet goulenn. »

— E feiz, a zo mat ! eme ar martolod. N’eus ket kalz a leoriou hag a dalvezfe heman. Sada eun taol kaer great ganen-me avad hirio, mar deo gwir am eus lennet. Red eo gwelet.

Ha heman dioc’htu, ha naon du ha sec’hed d’ezan, a lavar :

— Ra vo ama dioc’htu peadra d’in da zibri ha da eva !

Ha n’en doa ket peurlavaret, ma ’z oa eno kement tra en doa goulennet. Hag hor Breizad lakaat al leorig en e c’hodell kempenn, ha staga ganti dioc’htu. Eur c’hofad a reas ma ’z oa spontus, ha kement en doa evet, ma horelle war e zivesker.

Pa voe echu e bred gantan, ez eas ac’hano gant e leor, laouen hag en eur gana.

— Me am eus kavet peadra da zibri ha da eva ! emezan.

— Hast affo dont ’ta, eme ar re all o youc’hal warnan E pelec’h out-te chomet ?

Heman a gane atao « An hini goz ».

— Me am eus kavet peadra da zibri ha da eva ! emezan.

— E pelec’h, eme ar re all, ec’h eus-te kavet kemend-all a draou ?

— En ti-soul-hont, emezan. Mar karjec’h beza klasket mat eveldon-me, ho pije kavet ivez. C’houi a zo tud diod, ha nemet lekeat e ve dirak ho kinou, ne gavfec’h tamm da vezur ho korf. Evidon-me am eus great eur zac’had, hag a raio c’hoaz pa girin.

Ar re-man a oa mantret o welet hag o klevet petra lavare paotr Breiz d’ezo. Ha kaer o doa, n’oant ket evit nac’h en doa debret hag evet : tammou bara a oa gantan, ha tommet mat e oa d’e fri.

Pa zistrojont d’al lestr, kenta tra a voe great, e voe goulenn outo petra o doa gwelet ha kavet en enezenn.

— N’hon eus, emezo, kavet seurt Doue, nemet heman a zo bet chomet war hor lerc’h du-ze, e-kreiz an enez, en eur c’hoz ti-soul; eno, evit doare, en deus kavet ar pez hon eus klasket hep kaout biskoaz. Debret hag evet en deus ma ’z eo hanter-vezo.

Pa voe klevet kement-man, ez eas daou pe dri da gaout ar c’habiten da lavaret d’ezan petra a oa.

Galvet d’e gaout, paotr Breiz a lavar en deus great eur c’hofad a bep tra vat ’zo hag e raio, « pa girin adarre ». Ne lavare ket gant petra avad, n’oa ket diod anezan.

— Te n’eo ket drouk d’it neuze, eme ar c’habiten; ar re all a chomo da zellet ouzit.

— Ya da, mar karan, eme ar martolod; evelato, mar karan ivez, o devezo peadra da zibri ha da eva kement ho poa pa ’z ejoc’h eus a Vreiz. Ne rin ket an dra-ze avad anez beza laosket ganeoc’h da vont d’ar gear.

— Hag e vezi, eme ar c’habiten, mar kargez d’in va lestr a gement am eus ezomm.

— Gwelet a reot, emezan, mar kirit dont, a-benn eur pennad ama, war va lerc’h.

Ha heman ha mont ha lavaret :

— Bezel el lestr-man kement a draou da zibri ha da eva ha ma ’z oa, pa ’z eas a Vreiz !

Ha dioc’htu e voe leun. Hag e welas ar c’habiten ez oa gwir en doa lavaret paotr Breiz d’ezan.

— Va list-me, brema, da vont kuit, emezan.

— N’oun ket ken diskiant-ze ! eme ar c’habiten. Te a zo re vat da gaout el lestr, evit ma laoskfen ac’hanout.

— Evel-se a rit, eme ar martolod. Gwelet a raimp divezatoc’h, mar bez ezomm ac’hanon.

Ezomm a voe pell a-raok m’en em gavas al lestr en Indez. Debret hag-evet ’oa adarre kement vad a oa el lestr, ma ’z eas ar c’habiten da gaout va gwaz da lavaret d’ezan nevezi ar mezur.

— Ya emezan, pa vezin laosket ganeoc’h dre skrid da vont kuit, anez seurt !

— Ha ma na rez ket goude ar pez a lavarez ?

— Grin da, emezan. Me n’oun ket eveldoc’h-hu, n’em eus ket va lavar ha va dislavar !

Sada ma rankas ar c’habiten ober d’ar paotr ar pez a c’houlenne, ha, goude, e voe adarre karget al lestr a beadra da zibri ha da eva.

— Ha breman, eme ar c’habiten, penaos a ri-te evit distrei da-unan d’ar gear ? Emomp tost d’en em gaout en Indez.

— Arabad d’eoc’h kaout nec’h gant an dra-ze, eme heman. Me ’vezo er gear eun tamm brao a-raok ma viot-hu, a-raok zoken m’ho pezo great diou leo.

Ar martolod-man a yeas dioc’h ar c’habiten, ha, pa na zonje mui den ennan, a lavaras :

— Ra vezin-me er gear, e Landerne, e ti va mamm !

Ha dioc’htu ne voe gwelet mui, hag ec’h en em gavas e ti e vamm e Landerne.

An hini goz-man n’edo ket war-c’hed anezan, pell dioc’h eno, hag e voe sonezet o welet he mab o tigeri an nor. Chom a reas mantret.

— Penaos, emezi, out-te deut d’ar gear ? Me ’gave d’in edos en Indez.

— Tost oun bet, va mamm. Evelato, setu me ama, distro evit mat. Me ne din ken war ar mor, emezan o pokat d’ezi ha d’e voereb koz a oa o chom gant e vamm.

An diou-man laouen a lavaras :

— Red eo d’eomp kerc’hat eun dra bennak d’it.

Eur gwenneg bennak a oa en ti, daoust ma ’z oa paour an diou goz. Ma lavaras ar vamm d’he c’hoar :

— Kemer ar voutailh ’zo aze, ha kea da gerc’hat eur voutailhad win, pa ’z eo distro va mab.

— It ho-tiou, eme heman, me a ziwallo an ti, endra ma viot o vont

Hag an diou goz ha mont neuze. N’oant ket distro ma ’z, oa war daol an ti bihan eur friko a bep seurt traou hag e-c’hiz n’o doa debret na gwelet biskoaz. Staget da zibri ez oa, pa zistrojont, hag e voent souezet o welet kemend-all a draou.

Brema, va mamm ha va moereb, eme heman, debrit hag evit. Diouer a-walc’h hoc’h eus bet, ha mall eo d’eoc’h tanva eun dra bennak vat.

— Penaos, emezo, eo deut an traou-man ama ?

— An dra-ze, eme heman, ne oar den nemedon-me. Evelato, kredit ervad n’int ket laeret. A-barz nemeur ne chomot er c’hoz toull kampr, ha me a lakaio sevel eun ti kaer d’eoc’h.

N’oa ket gaou a lavaras. A-benn eiz dervez goude, an diou goz hag o mab a oa eat da chom en eun ti kaer, ar c’haera a oa war-dro Landerne, ha savet eno ne ouie den penaos. Ma lavare an dud ez oa sorser ar martolod.

Chom a reas eno eur pennad gant an diou goz, bete ma klevas en doa embannet roue Breiz, dre ar vro, e c’helle an dud yaouank a lignez uhel hag a ouenn vad dont da ober al lez d’e verc’h. Ar brud-ze a lekeas eur stultenn da zont e penn hor martolod, a lavaras d’e vamm neuze e ranke mont bete Naoned evit gwelet ha ne deuje ket a-benn da gaout merc’h ar roue.

— Gwell eo d’it, emezi, chom ama ganeomp, ha kemeret unan bennak a blijo d’az kalon, evit na deo mont da glask e lec’h all merc’hed ne ouezi ket na petra int na petra ’dalont.

An hini goz a gomze fur a-walc’h. He mab, avad, dre ma c’helle brema ober ar pez a gare, a gave d’ezan ivez e lakaje kalon an hini a gemerche da dridal outan.

Mont a reomp da welet petra a c’hoarvezas.

Heman ’ta a ya eus a Landerne eun drouin garrosiou oc’h he heul. Biskoaz ne voe gwelet kemend-all : n’oa anezo nemet aour hag arc’hant. Lugerni a reont oc’h an heol, ker brao n’oa den evit sellet outo.

Er c’hiz-man ec’h en em gavas e Naoned. Ma lavare an dud dre eno ez oa deut eur prins kaer e kear.

Martolod Landerne a oa gwisket evel eun aotrou kaer. Evelato ne c’hellas ket mont ker buan ha ma krede da gaout ar roue. Neuze heman, evit tenna warnan daoulagad ar roue, a zavas dirak lez ar roue, eun nozvez, eul lez kaeroc’h egetan.

Pa zavas roue Breiz antronoz, e voe souezet (piou ne vije ?) o welet eul lez ker kaer, ha ma vire, kouls lavaret, oc’h an heol da bara war e hini. Goulenn a eure dioc’htu da biou ’oa al lez-ze. Ma voe lavaret d’ezan e tlie beza d’eur prins yaouank a oa deut da Naoned, a-nevez a oa, ha gantan eun drouin garrosiou, ar seurt n’en doa ket ar roue e-unan.

— Mat ! eme ar roue. Me ’garfe gwelet anezan.

Ma voe klasket ha kavet va gwaz, ha lavaret d’ezan mont da gaout ar roue.

— Mont a rin, eme heman, hep dale.

Ha pa ’z eas, e voe digemeret el lez evel eur prins eus ar re vrasa. — Gant ma viot pinvidik e vezo great stad ac’hanoc’h.

Ar roue a voe laouen o klevet heman o prezeg : eun teod distaget ’oa. Hag a-barz mont kuit, e lavaras eur ger pe zaou

a roas da glevet d’ar roue ez oa deut di evit kaout e verc’h digantan.

Neuze ar roue a lavaras :

— Mar hoc’h eus c’hoant da gaout va merc’h, livirit d’in freaz, emezan.

Ma lavaras hor martolod n’en doa ken mennoz

— Mat eo ! eme ar roue. Bez’ ho pezo anezi. Me ya d’he gervel ania.

Deut ar brinsez eno, an tad a c’houlennas outi ha dimezi a raje d’an den yaouank-ze a oa deut d’he goulenn.

— Laouen e ven, eme ar roue, mar kemerfes anezan

— Ar pez a fell d’eoc’h a rin, eme ar verc’h, a garie eun all pell a oa evelato hag he doe keuz en he c’halon o vont gant heman.

Mont a reas evelato. Ne voe ket pell ma oant eureujet. Ha laouen ar roue hag e vab-kaer. Ar brinsez n’oa tamm avad, ha, dre ma c’helle, e wele, evel a-raok, he mignon all. Heman, souezet evel an holl o welet kement a draou kaer a rea mab-kaer ar roue, a anavezas avad ne rea ket kement-se drezan e-unan.

— Eun dra bennak a rank da gaout, a lavare alïes d’ar brinsez, evit gallout ober kement a ra. Bez’ e tlefec’h goulenn digant ho pried petra eo, ha neuze e ouiot e gemeret, hep gouzout d’ezan, hag e rei d’in-me. Neuze e vezimp eürus hon-daou, rak me ’wel ervad hoc’h eus keuz ha glac’har en ho kalon, o veza dimezet gantan.

Merc’h ar roue ne nac’has netra, hag a lavaras e c’houlennche oud e Eried, hag e ouije dioutan gant petra e rea kemend-all a draou. Goulenn a eure, evel he doa lavaret. Evelato ne deuas ket buan a-benn he zaol : trei ha distrei a rankas, ober he mitouik a rankas meur a wech a-raok mac’h anzavas heman outi petra ’oa. Evelato eun nozvez m’he doa pedet anezan ha goulennet kaeroc’h evit he doa great a-raok, heman, diod ma ’z oa, a lavaras n’en divije ket muioc’h a c’halloud evit peb-unan, anez eul leorig bihan-bihan en doa.

— Gantan, emezan, eo e ran kement am eus c’hoant, n’em eus nemet ar boan da c’houlenn.

— Hag e pelec’h, eme ar brinsez, e likit-hu al leorig-ze ?

— Atao e vez em c’herc’hen, noz-deiz. Bez’ ema ganen aze, em bruched, ha birviken den n’en devezo, emezan, nemet laeret e ve d’in.

Houman neuze ne lavaras netra, hag a reas an neuz da gousket. Mab-kaer ar roue a gouskas ivez ; ha, pa glevas e bried anezan o roc’hal, e risklas goustad he dourn en e vruched hag e kemeras al leorig-ze digantan.

Houman ne voe ket didalvez da zevel antronoz, ha da gas al leorig bihan d’he mignon.

Egile ne daolas evez ez oa laeret, ken na voe divezat d’ezan. Eat ’oa da ober eun dro chase d’ar c’hoad, ha pa voe distro d’ar gear, pa c’houlennas pelec’h edo e bried, e voe lavaret d’ezan n’ en doa gwelet den anezi abaoe ma ’z oa savet.

— Emaoun tizet ganti en taol-man !

N’oa ket gaou. Merc’h ar roue, dioc’htu ma roas al leorig bihan d’he mignon o lavaret d’ezan ez oa drezan eo e rea pez a garie n’en doa nemet goulenn, bennez a lavaras :

— Ra vemp-ni aon daou, daou vil leo ac’han, en eur maner kaer e-kreiz eun enezenn, a vezo eur c’hoad bras enni, ha den ebet, nemet gozed, razed ba logod !

N’oa ket lavaret mat e c’her ma ’z oant en em gavet eno o-daou.

Ar roue, pa welas ’oa eat kuit e verc’h, a lavaras d’e vab- kaer ’oa d’èzan mont da glask e bried, ha, ma na gavche ket anezi, n’en doa nemet ar maro da gaout. Hag hor martolod ac’hano da glask e bried : labour-klask en doa. Bale, bale a ra endra bad e dreid outan. Kaer en doa goulenn oc’h heman, oc’h hen-hont, den n’en doa klevet hano eus e brinsez. N’en em zigalonekaas ket evelato. Mont a eure atao, hag eun dervez, dioc’h an abardaez-noz, ec’h en em gavas, naon ha sec’hed gantan, e-kreiz eur waremm vras he doa ouc’hpenn c’houec’h leo tro-war-dro. Mont a ra e-barz evit treuzi anezi, hag, a-barz ma ’z oa en em gavet e-kreiz, ’oa noz tenval, pa zigouezas d’ezan steki oc’h eun dra bennak ha koueza eno.

Pa zavas, e welas oc’h sklear al loar ez oa eur voger taouarc’h ’oa ha goloet evel eun ti. N’oa ket avad eun ti evel ar re all peurvuia, ouc’hpenn dek dervez arat a oa dindanan.

Hag hen souezet ha mont da ober an dro evit klask digor en tu bennak. Bale pell amzer a rankas, a-raok kaout an nor. Skei a eure warni p’ en em gavas, hag e teuas da zigeri d’ezan, en he daoubleg, eur pez hini goz, keit he dent ha pep brec’h d’in-me.

— Petra ’glaskit-hu dre ama ? emezi.

— Me ’garfe, eme ar martolod, beza lojet, m’ho pe ar vadelez.

— Me ’rofe a-walc’h, emezi, Lojeiz d’eoc’h. Gwasa a zo eo. ne gredan ket, rag aon na vec’h debret gant va mab ne vezo ket pell na deuy d’ar gear. Hennez, eme an hini goz, a zebr kement hini a deu ama : n’en deus truez ebet oc’h den.

— M’ho pe ar vadelez d’am c’huzat, emezan, en eur c’horn bennak eus ho ti, marteze ne zebrfe ket ac’hanon.

— Kaer am be, emezi, ne ven evit ho kuzat e nep lec’h na ouezo dioc’htu e viot ama dioc’h ar c’houez. Ha nemet oc’h e gerent hepken ne deo mat.

— Oc’h e gerent ? eme ar martolod. Ho mab ha c’houi a zo kar-nes d’in-me, rak va mamm-goz-me hag ho mamm-goz-c’houi a oa diou vamm-goz.

— Gwir eo ! eme houman. Mat ar stal neuze ! Deut e-barz ha deut da zibri, marteze hoc’h eus naon, eme an hini goz.

— Ya da, eme heman, naon am eus gwalc’h va c’halon.

— Mat ! emezi. Tostait oc’h an daol. Sad’ aze krampoez a-walc’h ha sad’ ama leaz.

Ne lavare ket a c’haou. Eur bern krampoez a oa eno, ma ’z oa spontus. Pep krampoezenn a oa ker ledan ha leur-gear Landerne, ha heman, kaer en doa sacha warnezi evit he zostaat outan, dre ma tebre, ne voe biskoaz evit dont a-benn, hag hen naon du d’ezan, da lonka eur palevarz eus ar grampoezenn. E skudellad leaz a oa ker bras hag eur vod [2], hag e loa brasoc’h eget eur vasin vras, ma rankas dibri sec’h e dammou krampoez.

N’oa ket distaget mat dioc’h e goan ma klevas eun trouz hag eun avel a oa spontus.

— Petra ’zo ? emezan d’an hini goz.

— Va mab eo a zo o tont d’ar gear, va mab an Avel-draon. Kea da guzat du-ze en eur c’horn bennak.

Hag ar martolod ha mont e dillo.

Neuze e teuas mab an hini goz en ti. Euzus e oa da welet : e zivrec’h, e gorf hag e dreid, leun a vellou, a astenne hag a verrae evel a gare ; teir askell vras bag outo askellou bihan all en doa ivez, pleget ’hed e liven, ha pegement bennak ma c’helle dont stumm evel a gare, e ranke c’hoaz staga e benn war e c’houzoug ; e vleo hirr a oa tortiset en-dro d’e gorf ; e zaoulagad evel re eun taro gouez hag e c’henou brasoc’h eget dor fourn ebet,

N’oa ket deut mat en ti, ma lavaras :

— Ama ez eus unan bennak, va mamm.

— Ya da, emezi, da genderv bihan a zo deut d’az kaout da c’houlenn eun dra bennak diganez.

— Va c’henderv, emezan, penaos livirit ?

— Da genderv eo zur, rak e vamm-goz ha da hini-te a oa diou vamm-goz.

— Gwir eo ! eme au Avel-draon, ne deas ket dounoc’h e spered da glask e pe c’hiz an dra-ze. Ha da betra eo deut ama ?… Deuz ama, ma welin ac’hanout ! eme an Avel, oc’h astenn e vrec’h da dizout ar martolod.

— Da c’houlenn diganeoc’h, eme heman, ha n’ho pe ket gwelet va gwreg, oc’h ober ho troiou, dre ar bed.

— Me, eme an Avel-draon, ne redan ket dre ar bed, n’em eus nemet eur palevarz anezan da welet bemdez, ha n’em eus ket gwelet anezi em c’hordennad tro-war-dro.

— Gwir eo, moarvad, a livirit, va c’henderv, eme ar martolod. Marteze, evelato, n’hoc’h eus ket eveseat mat. Er c’hiz m’ema honnez a dle beza eat en eul lec’h distro bennak, pell dioc’h an dud, gant he mignon, hag eno, n’ouzoun pelec’h, e tleont beza savet eur maner kaer d’ezo.

— Mar ac’h eus c’hoant da welet, mar kerez, eme an Avel, e teui ganen warc’hoaz da welet, ha ma na gavez ket anezi, me a gaso ac’hanout d’am breur Gwalarn, hag e weli goude en e gordennad ivez.

— Mont a rin ganeoc’h, p’ ho peus ar vadelez d’am c’has.

Hag antronoz hag an Avel-draon en ear hag ar martolod war e gein. Mar kave d’ezan ez ea buan gwechall war ar mor, pa c’houeze an avel en e lestr, n’oa ket an dra eur skeud eus an herr a oa gant an Avel. Souezet e voe pa welas heman peger bras oa, pa voe dispak e zivesker, e zivrec’h hag e askellou, a nije dre an nenv ker buan na gleved nemet an trouz a rea en eur vont. An Avel-draon a yeas dre gordennad ar bed a oa roet d’ezan da welet bemdez, hag ar martolod, kaer en doe klask e wreg dre bep lec’h ma tremen, ne gavas ket anezi. Lavaret a reas d’an Avel-draon ; ha heman, a-raok peur-achui e dro, a gasas anezan daved ar Gwalarn, unan eus e dri breur all.

— Sad’ ama, a lavaras d’ezan, eur c’henderv bihan d’eomp, a zo o klask e wreg dre ar bed. Eat eo dioutan gant eur mignon he doa, ha red eo e ve eat pell gantan da chom, pa n’hon eus ket kavet anezi. Lak anezan warc’hoaz war da gein, evel am eus-me great hirio, ha ma na deu ket a-benn eus e daol warc’hoaz kennebeut, kas anezan da gaout unan eus hon daou vreur all. Eur c’henderv d’eomp eo, a lavar va mamm, rak e vamm-goz hag hon hini-ni a oa diou vamm-goz.

— Gwir eo, eme ar Gwalarn ; neuze eo kar-tost d’eomp. Deus ’ta, paotr bihan, eme ar Gwalarn, war va c’hein, ha dalc’h mat d’am bleo, rag aon na gouezfes diwar va c’hein.

Va breur a zo eur paotr sioul em skoaz-me. Netra ne harz ouzin pa vez droug ennon : me a ziskar ar gwez er c’hoajou, a dorr gwern al listri, me a laka ar mor da lammet beteg an nenv. Diwall ’ta. Mont buan a rankan, ha mall eo d’in en em gaout er gear.

Kear heman a oa war gern pe gribell ar menez uhela a oa er bed, dindan eur roc’h vras ha ledan, goloet he fenn gant an erc’h. En eur vont e-barz e stouas stumm evel e vreur hag e reas eur zoroc’h gant e alan, ma kase en e raok an erc’h rodellet a verniou hirr.

Goude koania eno gant an Avel-gwalarn, hor martolod a gouskas c’houek, pa deuas an domder d’ezan, rak riou en doa bet, ken na skrije, ar pennad ma ’z oa bet war gein ar Gwalarn.

Antronoz mintin mat e voe dihunet gant alan an Avel o c’houeza.

— Mall eo, emezan, mont en hent. Hast affo.

Hag hor gwaz, o krapa e moue gwenn an Avel, ker yen hag hinkiniou skourn, a ya a-c’haoliad war e c’houzoug.

— Dalc’h mat, a lavar d’ezan c’hoaz, ha sell piz evit gwelet e pelec’h ema da wreg fall.

Neuze heman a ya ac’hano, eun dregarn gantan, ken na grene ar meneziou tro-war-dro. Hag, a-benn diou eur goude, en doa great an dro d’e gordennad, hep n’en doa ar martolod gwelet pelec’h edo e bried.

— Ac’hanta ! emezan, n’ec’h eus-hi ket gwelet e nep lec’h ?

— Nann da ! emezan. ’M eus aon, n’ema ket en da barrez.

— Mat ! Neuze, mar kerez, me ya d’az kas d’am breur Avel-uhel. N’eo ket divezat anezi c’hoaz, hag amzer ac’h eus da ober eun dro gantan dre e rann, a-barz an n[env.][3]

Ma voe kaset gant ar Gwalarn da gaout an Avel-uhel.

— Kea, emezan, da ober eun dro gant heman dre da rann. da welet hag hen ne gavo e wreg ema o klask, eur pennad mat zo, hep gallout he c’haout. Eur c’henderv d’eomp eo, hervez am eus klevet gant va breur Avel-draon.

— Neuze, eme an Avel-uhel, e c’hell dont buan, rak me a rank beza great va zro ganen hirio a-raok kuz-heol. Kemenn am eus bet [4] eus an Nec’h da viret oc’h listri Saozon, a zo karget a vrezellourien, d’en em gaout hirio en Indez. Goueledi an darnvuia a rankan, ha kas ar re all lod ama, lod a-hont.

Sada hag hor martolod ha mont war gein an Avel-uhel, ha pa ’z, edo o tremen a-zioc’h an Indez, hag hen sellet dre eno ha gwelet er porz al lestr ma ’z oa bet warnan. Neuze ez eas a-benn-kaer ganl an Avel d’al listri Saozon ha laouen e wele frigasa ha koll anezo. Sellet piz a rea en eur vont dre ar mor gant aon na ’z aje e-biou da di e wreg, hep gwelet pelec’h e vije, Kaer avad en doa sellet, ae welas ardremez ebet anezi.

— Asa, emezan, skuiz o vont dre an ear, em eus aon, a lavare d’an Avel-uhel, em eus aon na deo eat gant an diaoul !

— Evit em lod-me n’ema ket evit breman, rak n’em eus gwelet e nep lec’h savet maner nevez ebet a bell zo. Emaomp, emezan, tost d’am breur Gevred. Mar kerez, ez i gantan ; eur pennad mat en deus da ober c’hoaz a-barz en em gaout er gear.

— Marteze en deus gwelet eun dra bennak.

— Klev ’ta, Gevred, a lavaras an Avel-uhel, p’oa tost d’e vreur, ha n’ec’h eus-te ket gwelet netra a nevez en da barrez pell zo ? Sada eur c’henderv d’eomp a zo o klask e wreg dre ar bed, ha n’eo ket evit he c’haout. Ema o paouez lavaret d’in e kred ez eo eat gant an diaoul, pa n’eo ket evit gouzout e pe du ema.

— Ya, eme ar martolod, souezet-maro oun gant an dra-ze. Koulskoude me ’gred e rank beza entre peder moger, ha mar dema war an douar ne vezo ket pell m’he c’havin, rak gwelet em eus tri balevarz eus ar bed.

— Penaos eo ? eme ar Gevred.

— Bez’ e rank beza eat, eme ar martolod, en eur vro distro bennak ; e-lec’h ne dle ket beza tud, marteze, en eur enezenn e-kreiz ar mor, piou a oar ?

— Lavaret mat ec’h eus, eme ar Gevred. Pegeit zo eo eat kuit ?

— C’houec’h zizun ’zo hirio.

— Neuze, eme an Avel-man, me ’oar pelec’h ema. Gwir eo. c’houec’h zizun ’zo abaoe m’am eus gwelet en eun enezenn vras e-kreiz ar mor, n’eus nemet eur c’hoad bras tro-war-dro d’ezi, eur maner ar c’haera, savet e-kreiz ar gwez. Eno ’oan diskennet en deiz-ze da ehana, pa welis eun itron gaer evel eur brinsez hag eun aotrou ganti o vont hag o tont dre ar c’hoad, en eur redek war neuz c’hoari an eil war-lerc’h egile. Evit doare int laouen hag eürus eno o-unan, rak n’eus den all ebet en enez-ze ; razed, gozed ha logod e-leiz a zo avad. Ha nemet al loened a zebrfent, n’ouzoun ket penaos e c’hellfont beva eno.

— Ar re-ze, eme ar martolod, a zo re figus o beg evit dibri razed na logod ; ha c’houi na me ne zebromp moarvad kouk friko hag i.

— Mat avad, eme an Avel-gevred. Deus war va c’hein. A-barz ma vezo pell, ec’h en em gavimp eno hag e weli pe ez eo gwir pe n’eo ket ar pez a lavaran d’it.

Sada hag hor martolod o vont hag oc’h en em gaout eno hep dale. Pa ’z edo a-zioc’h an ti, an Avel a lavaras d’ezan :

— Sell, pleg da benn eun draïg, ha me a zo o vont da dremen ganez e-rez ar c’hamprou, ma weli e diabarz ar maner.

Hag i o-daou ha mont, ha heman, dioc’htu ma sellas, ha gwelet e wreg hag egile oc’h taol er zal.

— Ac’hanta ! emezan, va c’henderv Gevred, sell ama ’ta, hag e weli petra ’zebront, n’eo ket razed int. Sell, emaint o staga gant eur yar, gwelet a rez. Evidon-me n’em eus netra da lakaat dindan va dent, ba koulskoude eo red d’in diskenn ama, pa ’c’h eus bet ar vadelez d’am digas, Da drugarekaat a ran, te ha ba da vreudenr. Keit ha ma vevin em bezo sonj ac’hanoc’h, hag e vezin anaoudek d’eoc’h ho-pevar.

— Me ya d’az tiskenn ama neuze, pa fell d’it, eme an Avel-gevred, Evelato em eus truez ouzit, o welet ec’h eus naon ha netra da zibri. Me n’am eus nemet eur grampoezenn ganen, me ya da rei an hanter d’it, mar kerez.

— Bennoz Doue ! eme ar martolod. Gant an drederenn em be a-walc’h.

Hag an Avel-gevred ha diskenn heman tost d’ar maner ha rei an drederenn eus e grampoezenn d’ezan, peadra ha re zoken en doa da garga e gof ; bec’h en doa o tougen anezi, kement ’oa.

Azeza a ra da zibri eun tamm, hag, e-pad ma tebr, e tilamm en-dro d’ezan razed ha logod, ker stank hag eur c’hrubuilh merien. Ha heman ha distaga tammouigou dio’c’h e grampoezenn, ha rei, dre ma c’helle, da bep-hini anezo. Ar razed hag al logod-man, p’o deveze gallet tizout eun tamm, a rede dioc’htu eus an engroez, evit he zibri, gant aon na ’z aje gant ar re all. Evelato, dre ma roe d’ezo, e tigreske e vec’h krampoez, na petra ’ta. Eat ’oa ar razed holl hag al logod dioutan, pa zigouez eur raz koz war gein eur raz dall.

— Petra eo an dra-man ? eme ar martolod-man.

— Petra eo ? eme ar raz. Eur paour keaz koz, deut war an oad ; ne deo mui evit bale hag a zo douget gant e vab dall. Setu eno petra ’zo, anez ni a vije bet en em gavet ama gant ar re all, o deus bet peb a damm diganeoc’h. Mar kirit rei d’eomp-ni ivez, ni ’raio eur vad bennak evidoc’h, mar geller

— Souezet oun e c’hellfec’h prezeg evel a rit.

— Me hepken ama a c’hell prezeg, nemet kefridi bennak o deufe ar re all diganen. Me a zo roue war ar razed, ar gozed ha war al logod a zo en enez-man.

Neuze ar martolod a ro d’an daou-man, n’eo ket eun tamm hepken, leiz o c’hof da zibri. Neuze ar raz koz a c’houlennas outan petra ’raje evitan.

— Eur vad a c’houlennfen ouzoc’h, eme ar martolod, ma ve en ho kalloud.

— Petra eo ? Livirit, eme ar raz koz.

— Kaout a garfen eul leorig bihan-bihan a zo er maner-ze, e bruched an aotrou, nemet en noz ne ve easa e gaout ac’hano, mar gellit.

— Deportit, eme ar raz, bremaïk e welin.

Neuze heman a laoskas eur griadennig, ha dioc’htu e teuas eur pez raz, eur c’hoz hag eul logodenn d’e gaout.

— Petra ’zo a nevez ? emezo.

— Sad’ ama, eme ar raz koz, eun den mat hag en deus ezomm da gaout eul leorig bihan a zo er maner-ze, e bruched an aotrou ; en noz, pa vezo en e wele, eo e rank beza kemeret digantan. Piou ac’hanoc’h a ve evit e gaout ?

— Me, eme ar c’hoz, a doullo eas beteg ar gambr m’ema.

— Ha me, eme ar raz, a bigno war ar gwele.

— Ha me ivez, eme al logodenn, a lakaio anezan da strefia e-pad ma vezo ar raz o labourat da gaout al leorig-ze.

— Mat eo neuze, eme ar martolod. It da welet petra a c’hellot da ober, ha mar teuit a-benn d’e gaout, n’eo ket eun tamm ho pezo diganen : bevet mat e viot diwar neuze, keit ha ma vevot A-barz mont, evelato, e kav d’in e ve mat staga oc’h gouzoug ar raz eur vuredadig pebr a zo ganen ama. Al logodenn n’he devezo nemet lakaat he lost enni, hag an aotrou a strefio ken na vezo distag d’ezan.

Ma voe staget ar vuredad pebr oc’h gouzoug ar raz, ha ma ’z ejont o-zri ac’hano, ar c’hoz er penn a-raok. Houman a skrabas hag a durias ker buan ha ker brao ne voe ket pell evit en em gaout en ti, e kambr an aotrou hag an itron. Toulla a eure war-dro hanter-noz dindan ar gwele, ha dioc’htu ar raz hag al logodenn a oa war-lerc’h ar c’hoz, a reas eul lamm er gambr hag a bign dioc’htu war ar gwele.

An aotrou hag an itron a roc’he leiz o bouzellou.

— Deport, eme ar raz goustad d’al logodenn, ma c’hlebin em genou beg da lost, a-raok ma vezo red d’it c’hoari gantan. Brema en em laka war-nez taol da fourra anezan en e c’henou, pa weli e tihuno. Ken na vezo neuze, na ra seurt tra, lez ac’hanon ; me ya da welet e pe du ema al leorig-ze.

Hag ar raz da rei taol dant ama, taol dant a-hont. Pa zantas edo war al leor, e toull treuz-didreuz, e freug gwella ma c’hell.

Toullet eo roched an aotrou hep na zihun. Da bep taol dant a ro ar raz, an toull a gresk. Pa wel al leor hag ez eo tost an toull da veza bras a-walc’h d’ezan da zont er-meaz. e sav eur stultenn en e benn da reuga ar roched en eun taol. Gwasa a c’hoarvezas neuze eo e tihunas an aotrou.

— C’hoari brema, logodenn ! a lavar ar raz.

Hag al logodenn dioc’htu ha fourra he lost pebret, penn- da-benn e fronellou an aotrou a zirollas da strefia, ken na grene ar gwele hag ar gampr gantan.

— Petra c’hoari ganeoc’h ? eme an itron o tihuna ivez oc’h e glevet.

— N’ouzoun ket, emezan. Me ’gave d’in dre va c’housk… strr, strr… ez oa… strr, strr, strr… eun dra bennak… strr, strr…

— Choari ’ta, logodenn ! a lavar ar raz atao.

Strr, strr… warnon… strr, strr…

— Me ne welan netra, eme an itron. Ha klanv oc’h ?

Strr, strr… eme an aotrou.

— Lez-hen brema, logodenn ; ha deomp kuit, eme ar raz. Al leorig a zo ganen.

Hag ar re-man d’an traon hag a-zindan ar gwele, ha kuit ac’hano. Edont tost da veza distro ma strefie atao an aotrou. Pa baouezas, e taolas e zourn da glask e leor ha ne gavas nemet e roched drailhet.

— Tizet oun, emezan d’an itron : iaeret eo va leorig diga- nen. Eun dra bennnk a vras a c’hoarvezo liep dale ama.

N’en doa ket lavaret mat, ma ’z eas ac’hano ne ouie da belec’h; nemet pa gouezas e-kreiz ar mor doun e pelec’h e voe beuzet. Ar c’hastelï pe ar maner a oa ivez evel teuzet eno, ha ne chomas ken war al lec’h, nemet an itron en he hiviz.

— Ac’hanta ! prinsez kaer, eme ar martolod oc’h en em gaout ganti, brao oc’h aze ? Me ’ouie ervad em bije kavet ac’hanoc’h en tu pe du, Brema, emezan, it da gaout ho tad em raok-me, da lavaret d’ezan ne vezin ket pell war ho lerc’h.

Ha setu ar brinsez kaset war nij ivez da lez he zad hag en e gambr, ken na voe spontet oc’h he gwelet.

— Eus a belec’h e teuez-te ? emezan.

— N’ouzoun ket, emezi o nac’h. Digaset oun ama gant va fried en em gavo ivez bremaïk, en deus lavaret d’in.

N’oa ket gaou, rak n’oa ket a-vec’h deiz anezi, ma teuas ar martolod, mab-kaer ar roue, d’e gaout, ha gantan tri raz, eur c’hoz hag eul logodenn. Lavaret en doa d’ar pemp-man o divije ar pez a garchent hed o buez, mar gellchent digas d’ezan al leorig a glaske. Digaset o doa, ha rak-se eo e reas lakaat ar pemp loenig-man en eur gambr great d’ezo hag o beva eno gant an traou a vije gwella d’ezo.

Brema mab-kaer ar roue a lavar d’ezan eus a belec’h e teu gant e verc’h. Gwelet en deus e pe zoare edo pa ’z eo en em gavet. Hag e lavar d’ezi n’he doa ket laeret beza digaset er c’hiz-ze d’ar gear.

Neuze ar roue koz a c’houlennas e penaos en doa gellet digas e wreg ha dont e-unan eus a geid-all.

— An dra-ze, emezan, am eus great dre eul leorig am eus kavet e-kreiz ar mor en eun enezenn. An enezenn-ze n’oa e-barz nemet eur c’hoz ti, hag en ti-ze nemet eun arc’hig, hag en arc’h nemet al leorig bihan-ze, ar c’henta a zo bet moullet biskoaz. Laeret e oa bet diganen gant ho merc’h, ha roet ganti d’he mignon. Da glask al leor-ze eo ez oan eat, n’eo ket da glask ho merc’h, na dalv ket ar boan e chomfen mui ganti. Brema, p’ema ganeoc’h, grit anezi ar pez a gerot. Kenavezo ! N’am gwelot mui.

Ha heman ha dont da Vreiz da chom, el lec’h ma ’z eo bet marvet.

Al leorig bihan-ze a zo ar ouiziegez skignet eus a Vreiz goude dre ar bed holl.





AR PEVAR ZROAD BIOC’H


————






AR PEVAR ZROAD BIOC’H


————


Eur wech ’oa eun den paour, gwreg d’ezan ha bugale leiz an ti : ar re-man n’o doa ket boued da zibri leiz o c’hof bemdez, hag o zad en doa poan o welet penaos edo e dorrad en dienez. Eun deiz ez oa eat d’ar c’hoad da zastum keuneud sec’h : eur bec’h en doa dastumet tost, p’en em gav gantan eur bourc’hiz. An den paour a c’houeze kement e laboure.

— Petra ’rit aze ? eme ar bourc’hiz d’ezan.

— O tastum eun tamm keuneud sec’h emaoun, emezan, evit aoza hor c’hoz tammou boued ha tomma va bugaligou.

— Paour oc’h evit doare ?

— Ya, paour omp sur hep gaou, ha poan hon eus o veva diwar an aluzen :

Paourentez n’eo ket pec’hed,
Gwell evelato tec’het.


— Mar kirit, eme an aotrou, e viot pinvidik.

— Ne c’houlennan ket beza pinvidik : gant m’am be peadra da veva va zorrad en o eas a zo a-walc’h… Petra ’ve red da ober evit se, aotrou ?

— Nebeud a dra, mar hoc’h eus eur vioc’h.

— Eo da, aotrou, eur c’hoz tamm bioc’h am eus.

— Mat eo neuze. N’hoc’h eus ken tra da ober, mar fell d’eoc’h beza en hoc’h eas, nemet laza ho pioc’h ha teurel he fevar zroad er-meaz, dre ho siminal, an eil goude egile, en eur c’houlenn ar pez ho pezo c’hoant da gaout bewech.

— N’eus ken, aotrou, nemet an dra-ze da ober, evit kaout ar pez am eus c’hoant ?

— Netra ken ! eme an aotrou.

— Great e vezo hag ho trugarekaat ! eme an den-man, o lezel eno e vec’h keuneud hag o vont d’ar red d’ar gear.

P’en em gavas, e c’houeze hag ez oa berr warnezan. E wreg a oa o rei da zena d’he mab, pa ’z eas en ti.

— Petra ’zo a nevez ma ’z eus kement a herr warnout ? emezi.

— Mont a ran, eme heman, da laza va bioc’h. E pelec’h ema ar vouc’hal ?

— Petra ! kollet ec’h eus da benn ?… ha petra ’raimp-ni goude ?

Heman a lavaras e daou c’her petra en doa klevet.

— Ha mar deo gevier a zo lavaret d’it ?… Gwelloc’h az pije great digas keuneud d’ar gear evit selaou komzou diskiant ar seurt…

— N’eus forz ! eme an ozac’h ; gwelet a rankan hag ez eo gwir.

Hag hen ha krapa er vouc’hal, mont d’ar c’hraou, laza e vioc’h, ha trouc’ha dioc’htu he fevar zroad diouti. Dont a ra ganto d’an ti.

— Brema, emezan, goulenn ar pez ac’h eus c’hoant.

— Gwella am be da c’houlenn eo e teufe skiant d’it… Brema ec’h eus great eun taol kaer !

— Lavaret a ran d’it goulenn ar pez ac’h eus c’hoant hag hast affo !

— Pa ’z eo great, gwelomp ! emezi… Ra vezo ama, leiz eur zac’had, aour hag arc’hant, war an daol !…

N’oa ket a-vec’h lavaret ganti hag eat an troad er-meaz, ma ’z oa eno leiz eur zac’had a aour hag arc’hant.

— Ac’hanta ! Diskiant oun-me, Jaketa ?

— N’out ket da, emezi : n’eus ket lavaret gaou d’it.

— Gwelomp brema an eil troad !… Ra vezo ama e-lec’h hon ti taouarc’h-ni eur maner eus ar re gaera, ha loened ha traou ennan, ha, war e dro, kement hag a zo e nep maner all ebet !…

Dioc’htu ma voe eat an troad kuit, setu eno neuze eur maner evel a oa bet goulennet.

— Brema, eme ar wreg, eo va zro-me da c’houlenn… Ra vezo va bugale, kement ’zo anezo, savet bras ha tud fur eus ar re fura !…

Hag an trede troad en ear.

Ma voe gwelet ar vugale, paotred ha merc’hed, — bete zoken an hini a roe ar vamm da zena d’ezan, — savet tud eno dioc’htu, tud vrao ha fur.

— N’eus mui nemet eun troad ken. Petra ’c’houlennimp brema ? a lavar an ozac’h.

— Da dro eo, eme ar wreg. Goulenn ar baradoz evidomp holl.

— Ar baradoz a zo da neb a c’hounez anezan. Perak ’ta neuze goulenn mont di ?… Gwell eo kaout eun dra bennak all.

— Netra ebet ken, eme ar wreg ; a-walc’h a draou hon eus brema. Taol an troad-ze, emezi, me ’c’houlenno.

Sada ma voe taolet, hag ar wreg a c’houlennas mont, hi hag he zud, d’ar baradoz pa varvchent.

N’ouzon ket avad ha bet int eat di : kredi a-walc’h a rafen, mar dint bet chomet fur gant o madou. Eun dra eo hag a zo diês a-walc’h a glevan, rak Jezuz-Krist e-unan, pa ’z edo war an douar, en deus bet lavaret ez aje kentoc’h eun dremedal dre graouenn eun nadoz eget eur pinvidik d’ar baradoz. An hent-se, a zo eun tamm brao strisoc’h eget na doa siminal an ti-soul ne da ket treid saoud drezan.

Setu ’ta ar re-man eurus, a c’hellit kredi. Piou ne vije ket en o lec’h ?

*
* *

Eur pennad goude an dra-man, an den-man en em gavas gant eur breur en doa, ker paour ha ma ’z oa hen ivez a-raok. Gwreg ha bugale en doa ivez. Mantret ’voe pa welas penaos ’oa gwisket e vreur, ha bec’h en doe oc’h e anaout.

Petoa ! emezan, te eo a zo er c’hiz-ze ?… Asa, lavar d’in penaos out deut ker pinvidik, e ker berr amzer !

Penaos ? eme egile, n’eo ket diês, ba, mar kerez, e teui ker pinvidik ba me.

— Mar karan ? Ne c’houlennan ken tra digant Doue

— Mat ! selaou. Breman ez eus c’houec’h sizun ez is da zastum keuneud d’ar c’hoad ’zo aze, p’en em gavas eun aotrou ganen hag a c’houlennas ouzin ha c’hoant beza pinvidik am boa. — « Ya da ! emeve, ma ve gallet. — N’eus netra easoc’h, emezan. Laz da vioc’h ha taol he fevar zroad er-meaz dre ar siminal, an eil goude egile, en eur c’houlenn ar pez ac’h eus c’hoant. » Ober a ris ar pez a lavaras d’in, ha setu penaos oun deut ker pinvidik ba ma ’z oun… Gra eveldoun, mar gellez.

— Kea atao. Ober a rin, ma kavan an dro, evit klask gwelet penaos e troio ar stal war gement-se.

Neuze dioc’htu breur egile a ya d’ar c’hoad, ober a ra an neuz da glask keuneud, ha dastumet en doa diou pe deir brochenn bennak, — evelato n’eo ket gant an dra-ze ez oa touellet, e lagad a glaske ha furche ar c’hoad tro-war-dro, — pa welas an aotrou, a glaske pell a oa, o tont etrezeg ennan.

— Ema-hen o tont, gwell a ze !

Hag hor gwaz neuze, berr warnan, a glask tizout tamm keuneud ama, tamm all a-hont.

— o klask keuneud emaeur ’ta ? eme an aotrou.

— Ya da, aotrou. Red mat eo, pa n’oun ket evit prena, re baour oun evit se, anez va bugale a varvfe gant ar riou ha gant an naon : keuneud fall pe vat a zo red da aoza ar boued.

— Pa ’z oc’h ker paour-ze, mar kirit, ne viot ket pell.

— Karet a-walc’h, aotrou ! Ha penaos ?

— Eas eo, mar hoc’h eus eur vioc’h da laza. Pa vezo lazet, trouc’het he fevar zroad diouti, ha taolet-i goude er-meaz dre ar siminal, an eil goude egile, en eur c’houlenn pep tro ar pez hoc’h eus c’hoant, hag ho pezo ar pez a gerot.

— N’eus ken da ober ?

— Netra ebet ken ! eme an aotrou.

— Va bennoz d’eoc’h ! eme heman neuze, o vont kuit ez dillo.

Mar doa eat ar c’henta buan d’ar gear, heman a yeas buanoc’h c’hoaz, rak gouzout ervad a rea dioc’h e vreur ez oa gwir en doa lavaret an aotrou d’ezan.

E wreg, p’en em gavas, a oa ivez o rei da zena d’he merc’h. Heman, hep lavaret ger d’ezi, a gemer e vouc’hal, eun difre warnan. Ma lavaras e wreg :

— Mont a ran, emezan, p’oa e lost an ti, da laza va bioc’h.

Houman, pa glev, a grap en he merc’h hag ez a war-lerc’h he gwaz

— Petra am eus klevet ? emezi. Da laza da vioc’h ?… Ke vi ket pe me ’welo !

— Ne weli ket da ! emezan, rak great an taol,

Gwir ’oa. Kaer he doa bet mont buan, heman, en eun taol, en doa pilet ar vioc’h keaz : n’oa ket bet diês d’ezan, rak ken treut ’oa ma ’z oa e doare eur garnel pe eur zac’had eskern.

— Sad’ ama eur c’hoari hirio gant an den diboell-man ? emezi. Ha me ha da vugale, petra ’raimp-ni brema, pa n’hor bezo mui berad leaz ?.,.

— Ro peoc’h d’in ! Gwelet a ri petra ’raimp !… Pep troad a vezo strinket er-meaz dre ar siminal, ne vezo nemet goulenn ar pez a vezo c’hoant da gaout hag e vezo digaset dioc’htu.

— Te ac’h eus kredet traou ar seurt-se, dorgen ma ’z out ?… Na piou, lavar d’in, a zo bet o fourra ar seurt traou fall-ze ez penn ?

— Pe forz zo ! eme an ozac’h, o tiframma, endra c’hell, ar c’hroc’hen dioc’h e vioc’h.

Pa voe diskroc’hennet penn-da-benn gantan, e trouc’has he fevar zroad diouti, e kasas anezo d’an ti hag e lavaras d’e wreg :

— Brema me ya en eur redadenn da Landerne (n’oa ket pell ac’hano o chom) ; bremaïk e vezin distro ; foar ’zo hirio ha me a oar e vezo reked war ar c’hrec’hin. Gortoz ’ta eur pennad ken na vezin distro. Neuze a welimp petra da ober.

Hag hen ober gaol kuit, o rampa da Landerne. Dioc’htu ma voe eat kuit, e wreg, droug enni o welet ar pevar zroad bioc’h war an daol eno, a c’hrosmol etre he dent :

— Setu ni lekeat reuzeudik, brema n’hon eus bioc’h mui. Hag an dra-ze evit petra ?… Evit kaout pevar zroad na roint foeltr seurt vad ebet d’eomp !…. Na petra rofent-i ?… Bed eo ma ve kollet e benn gant Fanch hirio !… Biskoaz n’em eus gwelet anezan er c’hiz-ze. Ma n’eo ket diskiantet evelato, en deus bet eun abeg vat bennak da ober an dra-man. Gwella zo eo gwellet hag ez eo gwir a lavar.

Hag ar wreg ba kregi neuze en eun troad gant an dourn, e-pad ma talc’he he merc’h en he brec’h all.

— Evit unan a vezo kollet, mar deo gwir, e vezo tri all da c’houlenn ar pez a vezo c’hoant goude.

Neuze ar wreg-man a lavar, en eur stlepel an troad er-meaz dre ar siminal :

— Ra vezo d’am merc’h eur varo henvel oc’h baro he zad !

Ha dioch'tu setu eur pez baro savet oc’h ar verc’hig paour, ma ’z oa da welet ken euzus ha ker blevek hag eun ourz. Ar wreg a zo mantret ha glac’haret brema, divezat eo d’ezi kaout keuz : kemeret a ra he zizailh da drouc’ha bleo ha baro, ha, dre ma trouc’he, e savont gwasoc’h-gwaz, hirroc’h-hirra. Ker stoufouilhek oant ne weled mui daoulagad ar verc’h paour ; eat oa evel eul loenig gouez.

— Deport, deport ! emezi ; p’en deus eun troad digaset baro d’am merc’h, eun all o c’haso kuit.

Hag eun troad all er vann er siminal, ha setu eat ar baro diwar ar baotrezig vihan, deut evel ma ’z oa kent.

Neuze ar vamm a roas d’ezi da zena, hag, a-vec’h ma ’z oa-hi lekeat en be c’havell da gousket, m’en em gavas Fanch er gear. Kenta tra a eure ’voe klask treid e vioc’h : e-lec’h pevar n’oa mui nemet daou.

— E pelec’h ema an daou all ? emezan d’e wreg.

— E fedoue ! emezi, emaint eat du-ze er-meaz dre ar siminal.

Neuze houman n lavaras penn-da-benn kement he doa great ha lavaret.

Fanch, krog en trede ha savet e vrec’h gantan, a strink anezan dre ar siminal, en eur lavaret :

— Ra ve eun troad bioc’h a-dreuz da c’henou, foranez !... Hag ezomm az poa da c’hoari gant an treid-ze ?… Lavaret em oa d’it va gortoz ; n’ec’h eus ket great, gwaz a ze evidout !

Pell-bras a-raok ma ’z oa echu e gomz gantan, e oa stanket kloz genou e wreg : n’oa evit prezeg na krial.

Sacha a rea gant he daou zourn war an troad hag e chaokat gwaz evit eur c’hi war eun askourn.

— Sad’ a zo kavet labour d’az teod brema ! eme Fanch. Mar karjes beza tavet da c’henou ha gortozet ken na vijen-me bet distro, ne vije ket en em gavet an dro-man ganez. Evel-se e tlefe beza great da gement teod fall a wreg a zo !…

Evelato houman a lekea kement he foan da glask distaga an troad, ma kouezas war al leur-zi, eur c’houezenn warnezi ma ’z oa spontus. Neuze e savas truez gant Fanch oc’h e wreg, ha, goude beza he zavet en he zav, e lavaras :

— Evelato, mar chomfes evel-se, Janed, e ve mez d’in mont ganez e nep lec’h, hag ouspenn poan a-walc’h ac’h eus bet !

Neuze Fanch a daol ar pevare troad er-meaz, en eur lavaret :

— Ra 'z aio an troad bioc’h eus a c’henou va gwreg !

Sada ma ’z eas kuit ha ma oa kollet gant an daou-man ar mad o divije gallet kaout, ma vijent bet fur an eil hag egile.

Setu penaos a c’hoarrez gant e-leiz a dud paour ’zo, ne dleont tamall da zen nemet d’ezo o-unan, rak, ma karfent beza fur ha lakaat da dalvout ar galloud o deus bet digant Doue da zastum madou er bed-man hag er bed all, e vent eurusoc’h eget na dint. Tud a zo ha n’o deus ket skiant al loened zoken.



TAOLENN


ar


MARVAILHOU


————





Peurvoullet gant


Ti-moullerez


« la Dépêche de Brest »


25, rue Jean Macé


Ar 20 a viz meurz 1924




  1. Ce conte ressemble presque à la Conquête de la Toison d’or. (Note de G. Milin).
  2. Bod (Haut-Léon), fem., cuve pour la lessive ; grosse futaille de quatre barriques environ et faite exprès pour servir dans les campagnes à couler les buées. Teo evel eur vod (cette personne est) grosse comme une futaille. (Milin.) (Ernault, Roll geriou, in Kroaz ar Vretoned, 17-9-1916.)
  3. Notenn Wikimammenn : Ur fazi moullañ a zo amañ.
  4. Ces mots sont soulignés dans le manuscrit.