Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/95

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AR PEVAR ZROAD BIOC’H


————


Eur wech ’oa eun den paour, gwreg d’ezan ha bugale leiz an ti : ar re-man n’o doa ket boued da zibri leiz o c’hof bemdez, hag o zad en doa poan o welet penaos edo e dorrad en dienez. Eun deiz ez oa eat d’ar c’hoad da zastum keuneud sec’h : eur bec’h en doa dastumet tost, p’en em gav gantan eur bourc’hiz. An den paour a c’houeze kement e laboure.

— Petra ’rit aze ? eme ar bourc’hiz d’ezan.

— O tastum eun tamm keuneud sec’h emaoun, emezan, evit aoza hor c’hoz tammou boued ha tomma va bugaligou.

— Paour oc’h evit doare ?

— Ya, paour omp sur hep gaou, ha poan hon eus o veva diwar an aluzen :

Paourentez n’eo ket pec’hed,
Gwell evelato tec’het.