Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/96

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Mar kirit, eme an aotrou, e viot pinvidik.

— Ne c’houlennan ket beza pinvidik : gant m’am be peadra da veva va zorrad en o eas a zo a-walc’h… Petra ’ve red da ober evit se, aotrou ?

— Nebeud a dra, mar hoc’h eus eur vioc’h.

— Eo da, aotrou, eur c’hoz tamm bioc’h am eus.

— Mat eo neuze. N’hoc’h eus ken tra da ober, mar fell d’eoc’h beza en hoc’h eas, nemet laza ho pioc’h ha teurel he fevar zroad er-meaz, dre ho siminal, an eil goude egile, en eur c’houlenn ar pez ho pezo c’hoant da gaout bewech.

— N’eus ken, aotrou, nemet an dra-ze da ober, evit kaout ar pez am eus c’hoant ?

— Netra ken ! eme an aotrou.

— Great e vezo hag ho trugarekaat ! eme an den-man, o lezel eno e vec’h keuneud hag o vont d’ar red d’ar gear.

P’en em gavas, e c’houeze hag ez oa berr warnezan. E wreg a oa o rei da zena d’he mab, pa ’z eas en ti.

— Petra ’zo a nevez ma ’z eus kement a herr warnout ? emezi.

— Mont a ran, eme heman, da laza va bioc’h. E pelec’h ema ar vouc’hal ?

— Petra ! kollet ec’h eus da benn ?… ha petra ’raimp-ni goude ?

Heman a lavaras e daou c’her petra en doa klevet.

— Ha mar deo gevier a zo lavaret d’it ?… Gwelloc’h az pije