Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/69

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AL LEORIG BURZUDUS


————


Gwechall-goz ez eas eul lestr eus a Vreiz evit an Indez. El lestr-ze ez oa eur martolod ginidik a Landerne, eur paotr dispont ha dioc’htu mar doa den. Bed ’oa evit mont d’an Indez beza war vor ’lied c’houec’h miz da vihana. Mat ! n’eo ket c’houec’h miz e voe al lestr o vont di, eun tri bloaz bennak pe war-dro e voe : an avel, ar mor, ar wall-amzer, pep tra a enebe outan, ha ne voe ket pell ma teuas diouer da dud al lestr. Pell edont c’hoaz dioc’h pep douar ha ne ouient ket penaos e c’hellchent beva bete tizout an douar kenta. Edo an holl oc’h ober kaon war gement-se, pa voe gwelet eun enezenn.

— Mat eo ar stal ! eme e-leiz a vartoloded; marteze a-hont e vezo kavet eun dra bennak, ha, pa na ve nemet dour a gavfemp e ve, ne ve ket kollet hor poan, rak dare omp gant ar zec’hed.

Dioc’htu ez a al lestr war-zu an enezenn, ha diskenn enni martoloded mar gouient. En o zouez edo an hini a zo bet hano anezan, hag er penn kenta gant ar ve all zoken.