Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/70

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



P’ en em gavchont e-kreiz an enez, n’oa ket bras anezi, ne welchont seurt tra na den, nemet eur c’hoz ti bihan a oa bec’h d’ezo mont e-barz. N’eus forz, mont a reont evit gwelet ha n’oa netra da chaokat na da eva. Foeltr tamm ne gavchont, hag ar baotred-man kuit nemet paotr Breiz. Heman a chom eno war-lerc’h ar re all, a dro, a zistro, a glask, a furgut : ne lez kogn hep gwelet petra a oa. Kaer en devoe ne gavas netra. Bez’ ez edo o vont kuit evel ar re all ivez, pa wel eun toull a-drenv an nor, hag eun dra bennak ennan.

— Petra ’zo ama ? emezan. Gwelomp.

Hag hen hag astenn e vrec’h ha tenna ac’hano eun arc’hig dister a-walc’h da welet.

— Deport, deport, eme ar martolod. Mar deus eun arc’h ama, ne dle ket beza goullo, a gredan. Gwelomp.

Hag hen ha trei an arc’hig ha gallout sevel ar goulc’her. Petra ’gavas e-barz, a gav d’eoc’h ? Eul leorig bihan-bihan.

Neuze heman a voe souezet, rak, kredi a rea e tlie beza e-barz eun dra kaeroc’h eget al leor-ze. Teurel a ra anezan eno hep hen digeri, ha mont kuit, o lezel digor an ti, hag arc’h hag all.

Evelato, en eur vont kuit, a-barz distrei d’al lestr, e sonjas ennan e-unan e tlie beza lekeat al leor-ze eno evit eun dra bennak.

— Marteze, emezan, ez eus skrivet eun dra bennak kaer warnan, ha n’ouzoun ket petra, dre n’am eus ket sellet outan. Mat, mat ! n’eus forz, pa ouzoun lenn, e rankan gouzout petra ’zo el leor-ze.

Ha heman neuze ha distrei war e giz ha kaout al leor hag