Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/71

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

hen digeri follenn ha follenn. Kaer en doa trei, dre ma troe ne wele nemet paper bet gwenn, amzer a oa, ha brema melenet ha hanter-zebret gant ar prenved. Evelato e tro ar follennou beteg an diveza, ha war an diveza follenn e kav d’ezan ez eus skrivet eun dra bennak. Ne wel ket a-walc’h petra ; ma rank rnont er-meaz evit sellet pisoc’h petra ’oa, ha ma lenn :

« Neb a eo perc’hen d’in-me en deus ar pez a gar, hag a ra kement tra a falvez d’ezan da ober : n’en deus nemet goulenn. »

— E feiz, a zo mat ! eme ar martolod. N’eus ket kalz a leoriou hag a dalvezfe heman. Sada eun taol kaer great ganen-me avad hirio, mar deo gwir am eus lennet. Red eo gwelet.

Ha heman dioc’htu, ha naon du ha sec’hed d’ezan, a lavar :

— Ra vo ama dioc’htu peadra d’in da zibri ha da eva !

Ha n’en doa ket peurlavaret, ma ’z oa eno kement tra en doa goulennet. Hag hor Breizad lakaat al leorig en e c’hodell kempenn, ha staga ganti dioc’htu. Eur c’hofad a reas ma ’z oa spontus, ha kement en doa evet, ma horelle war e zivesker.

Pa voe echu e bred gantan, ez eas ac’hano gant e leor, laouen hag en eur gana.

— Me am eus kavet peadra da zibri ha da eva ! emezan.

— Hast affo dont ’ta, eme ar re all o youc’hal warnan E pelec’h out-te chomet ?

Heman a gane atao « An hini goz ».

— Me am eus kavet peadra da zibri ha da eva ! emezan.

— E pelec’h, eme ar re all, ec’h eus-te kavet kemend-all a draou ?