Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/72

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



— En ti-soul-hont, emezan. Mar karjec’h beza klasket mat eveldon-me, ho pije kavet ivez. C’houi a zo tud diod, ha nemet lekeat e ve dirak ho kinou, ne gavfec’h tamm da vezur ho korf. Evidon-me am eus great eur zac’had, hag a raio c’hoaz pa girin.

Ar re-man a oa mantret o welet hag o klevet petra lavare paotr Breiz d’ezo. Ha kaer o doa, n’oant ket evit nac’h en doa debret hag evet : tammou bara a oa gantan, ha tommet mat e oa d’e fri.

Pa zistrojont d’al lestr, kenta tra a voe great, e voe goulenn outo petra o doa gwelet ha kavet en enezenn.

— N’hon eus, emezo, kavet seurt Doue, nemet heman a zo bet chomet war hor lerc’h du-ze, e-kreiz an enez, en eur c’hoz ti-soul; eno, evit doare, en deus kavet ar pez hon eus klasket hep kaout biskoaz. Debret hag evet en deus ma ’z eo hanter-vezo.

Pa voe klevet kement-man, ez eas daou pe dri da gaout ar c’habiten da lavaret d’ezan petra a oa.

Galvet d’e gaout, paotr Breiz a lavar en deus great eur c’hofad a bep tra vat ’zo hag e raio, « pa girin adarre ». Ne lavare ket gant petra avad, n’oa ket diod anezan.

— Te n’eo ket drouk d’it neuze, eme ar c’habiten; ar re all a chomo da zellet ouzit.

— Ya da, mar karan, eme ar martolod; evelato, mar karan ivez, o devezo peadra da zibri ha da eva kement ho poa pa ’z ejoc’h eus a Vreiz. Ne rin ket an dra-ze avad anez beza laosket ganeoc’h da vont d’ar gear.