— Hag e vezi, eme ar c’habiten, mar kargez d’in va lestr a gement am eus ezomm.
— Gwelet a reot, emezan, mar kirit dont, a-benn eur pennad ama, war va lerc’h.
Ha heman ha mont ha lavaret :
— Bezel el lestr-man kement a draou da zibri ha da eva ha ma ’z oa, pa ’z eas a Vreiz !
Ha dioc’htu e voe leun. Hag e welas ar c’habiten ez oa gwir en doa lavaret paotr Breiz d’ezan.
— Va list-me, brema, da vont kuit, emezan.
— N’oun ket ken diskiant-ze ! eme ar c’habiten. Te a zo re vat da gaout el lestr, evit ma laoskfen ac’hanout.
— Evel-se a rit, eme ar martolod. Gwelet a raimp divezatoc’h, mar bez ezomm ac’hanon.
Ezomm a voe pell a-raok m’en em gavas al lestr en Indez. Debret hag-evet ’oa adarre kement vad a oa el lestr, ma ’z eas ar c’habiten da gaout va gwaz da lavaret d’ezan nevezi ar mezur.
— Ya emezan, pa vezin laosket ganeoc’h dre skrid da vont kuit, anez seurt !
— Ha ma na rez ket goude ar pez a lavarez ?
— Grin da, emezan. Me n’oun ket eveldoc’h-hu, n’em eus ket va lavar ha va dislavar !
Sada ma rankas ar c’habiten ober d’ar paotr ar pez a c’houlenne, ha, goude, e voe adarre karget al lestr a beadra da zibri ha da eva.