Mont d’an endalc’had

Ar pevar zroad bioc’h

Eus Wikimammenn
◄   Al leorig burzudus Ar pevar zroad bioc’h   ►



AR PEVAR ZROAD BIOC’H


————


Eur wech ’oa eun den paour, gwreg d’ezan ha bugale leiz an ti : ar re-man n’o doa ket boued da zibri leiz o c’hof bemdez, hag o zad en doa poan o welet penaos edo e dorrad en dienez. Eun deiz ez oa eat d’ar c’hoad da zastum keuneud sec’h : eur bec’h en doa dastumet tost, p’en em gav gantan eur bourc’hiz. An den paour a c’houeze kement e laboure.

— Petra ’rit aze ? eme ar bourc’hiz d’ezan.

— O tastum eun tamm keuneud sec’h emaoun, emezan, evit aoza hor c’hoz tammou boued ha tomma va bugaligou.

— Paour oc’h evit doare ?

— Ya, paour omp sur hep gaou, ha poan hon eus o veva diwar an aluzen :

Paourentez n’eo ket pec’hed,
Gwell evelato tec’het.


— Mar kirit, eme an aotrou, e viot pinvidik.

— Ne c’houlennan ket beza pinvidik : gant m’am be peadra da veva va zorrad en o eas a zo a-walc’h… Petra ’ve red da ober evit se, aotrou ?

— Nebeud a dra, mar hoc’h eus eur vioc’h.

— Eo da, aotrou, eur c’hoz tamm bioc’h am eus.

— Mat eo neuze. N’hoc’h eus ken tra da ober, mar fell d’eoc’h beza en hoc’h eas, nemet laza ho pioc’h ha teurel he fevar zroad er-meaz, dre ho siminal, an eil goude egile, en eur c’houlenn ar pez ho pezo c’hoant da gaout bewech.

— N’eus ken, aotrou, nemet an dra-ze da ober, evit kaout ar pez am eus c’hoant ?

— Netra ken ! eme an aotrou.

— Great e vezo hag ho trugarekaat ! eme an den-man, o lezel eno e vec’h keuneud hag o vont d’ar red d’ar gear.

P’en em gavas, e c’houeze hag ez oa berr warnezan. E wreg a oa o rei da zena d’he mab, pa ’z eas en ti.

— Petra ’zo a nevez ma ’z eus kement a herr warnout ? emezi.

— Mont a ran, eme heman, da laza va bioc’h. E pelec’h ema ar vouc’hal ?

— Petra ! kollet ec’h eus da benn ?… ha petra ’raimp-ni goude ?

Heman a lavaras e daou c’her petra en doa klevet.

— Ha mar deo gevier a zo lavaret d’it ?… Gwelloc’h az pije great digas keuneud d’ar gear evit selaou komzou diskiant ar seurt…

— N’eus forz ! eme an ozac’h ; gwelet a rankan hag ez eo gwir.

Hag hen ha krapa er vouc’hal, mont d’ar c’hraou, laza e vioc’h, ha trouc’ha dioc’htu he fevar zroad diouti. Dont a ra ganto d’an ti.

— Brema, emezan, goulenn ar pez ac’h eus c’hoant.

— Gwella am be da c’houlenn eo e teufe skiant d’it… Brema ec’h eus great eun taol kaer !

— Lavaret a ran d’it goulenn ar pez ac’h eus c’hoant hag hast affo !

— Pa ’z eo great, gwelomp ! emezi… Ra vezo ama, leiz eur zac’had, aour hag arc’hant, war an daol !…

N’oa ket a-vec’h lavaret ganti hag eat an troad er-meaz, ma ’z oa eno leiz eur zac’had a aour hag arc’hant.

— Ac’hanta ! Diskiant oun-me, Jaketa ?

— N’out ket da, emezi : n’eus ket lavaret gaou d’it.

— Gwelomp brema an eil troad !… Ra vezo ama e-lec’h hon ti taouarc’h-ni eur maner eus ar re gaera, ha loened ha traou ennan, ha, war e dro, kement hag a zo e nep maner all ebet !…

Dioc’htu ma voe eat an troad kuit, setu eno neuze eur maner evel a oa bet goulennet.

— Brema, eme ar wreg, eo va zro-me da c’houlenn… Ra vezo va bugale, kement ’zo anezo, savet bras ha tud fur eus ar re fura !…

Hag an trede troad en ear.

Ma voe gwelet ar vugale, paotred ha merc’hed, — bete zoken an hini a roe ar vamm da zena d’ezan, — savet tud eno dioc’htu, tud vrao ha fur.

— N’eus mui nemet eun troad ken. Petra ’c’houlennimp brema ? a lavar an ozac’h.

— Da dro eo, eme ar wreg. Goulenn ar baradoz evidomp holl.

— Ar baradoz a zo da neb a c’hounez anezan. Perak ’ta neuze goulenn mont di ?… Gwell eo kaout eun dra bennak all.

— Netra ebet ken, eme ar wreg ; a-walc’h a draou hon eus brema. Taol an troad-ze, emezi, me ’c’houlenno.

Sada ma voe taolet, hag ar wreg a c’houlennas mont, hi hag he zud, d’ar baradoz pa varvchent.

N’ouzon ket avad ha bet int eat di : kredi a-walc’h a rafen, mar dint bet chomet fur gant o madou. Eun dra eo hag a zo diês a-walc’h a glevan, rak Jezuz-Krist e-unan, pa ’z edo war an douar, en deus bet lavaret ez aje kentoc’h eun dremedal dre graouenn eun nadoz eget eur pinvidik d’ar baradoz. An hent-se, a zo eun tamm brao strisoc’h eget na doa siminal an ti-soul ne da ket treid saoud drezan.

Setu ’ta ar re-man eurus, a c’hellit kredi. Piou ne vije ket en o lec’h ?

*
* *

Eur pennad goude an dra-man, an den-man en em gavas gant eur breur en doa, ker paour ha ma ’z oa hen ivez a-raok. Gwreg ha bugale en doa ivez. Mantret ’voe pa welas penaos ’oa gwisket e vreur, ha bec’h en doe oc’h e anaout.

Petoa ! emezan, te eo a zo er c’hiz-ze ?… Asa, lavar d’in penaos out deut ker pinvidik, e ker berr amzer !

Penaos ? eme egile, n’eo ket diês, ba, mar kerez, e teui ker pinvidik ba me.

— Mar karan ? Ne c’houlennan ken tra digant Doue

— Mat ! selaou. Breman ez eus c’houec’h sizun ez is da zastum keuneud d’ar c’hoad ’zo aze, p’en em gavas eun aotrou ganen hag a c’houlennas ouzin ha c’hoant beza pinvidik am boa. — « Ya da ! emeve, ma ve gallet. — N’eus netra easoc’h, emezan. Laz da vioc’h ha taol he fevar zroad er-meaz dre ar siminal, an eil goude egile, en eur c’houlenn ar pez ac’h eus c’hoant. » Ober a ris ar pez a lavaras d’in, ha setu penaos oun deut ker pinvidik ba ma ’z oun… Gra eveldoun, mar gellez.

— Kea atao. Ober a rin, ma kavan an dro, evit klask gwelet penaos e troio ar stal war gement-se.

Neuze dioc’htu breur egile a ya d’ar c’hoad, ober a ra an neuz da glask keuneud, ha dastumet en doa diou pe deir brochenn bennak, — evelato n’eo ket gant an dra-ze ez oa touellet, e lagad a glaske ha furche ar c’hoad tro-war-dro, — pa welas an aotrou, a glaske pell a oa, o tont etrezeg ennan.

— Ema-hen o tont, gwell a ze !

Hag hor gwaz neuze, berr warnan, a glask tizout tamm keuneud ama, tamm all a-hont.

— o klask keuneud emaeur ’ta ? eme an aotrou.

— Ya da, aotrou. Red mat eo, pa n’oun ket evit prena, re baour oun evit se, anez va bugale a varvfe gant ar riou ha gant an naon : keuneud fall pe vat a zo red da aoza ar boued.

— Pa ’z oc’h ker paour-ze, mar kirit, ne viot ket pell.

— Karet a-walc’h, aotrou ! Ha penaos ?

— Eas eo, mar hoc’h eus eur vioc’h da laza. Pa vezo lazet, trouc’het he fevar zroad diouti, ha taolet-i goude er-meaz dre ar siminal, an eil goude egile, en eur c’houlenn pep tro ar pez hoc’h eus c’hoant, hag ho pezo ar pez a gerot.

— N’eus ken da ober ?

— Netra ebet ken ! eme an aotrou.

— Va bennoz d’eoc’h ! eme heman neuze, o vont kuit ez dillo.

Mar doa eat ar c’henta buan d’ar gear, heman a yeas buanoc’h c’hoaz, rak gouzout ervad a rea dioc’h e vreur ez oa gwir en doa lavaret an aotrou d’ezan.

E wreg, p’en em gavas, a oa ivez o rei da zena d’he merc’h. Heman, hep lavaret ger d’ezi, a gemer e vouc’hal, eun difre warnan. Ma lavaras e wreg :

— Mont a ran, emezan, p’oa e lost an ti, da laza va bioc’h.

Houman, pa glev, a grap en he merc’h hag ez a war-lerc’h he gwaz

— Petra am eus klevet ? emezi. Da laza da vioc’h ?… Ke vi ket pe me ’welo !

— Ne weli ket da ! emezan, rak great an taol,

Gwir ’oa. Kaer he doa bet mont buan, heman, en eun taol, en doa pilet ar vioc’h keaz : n’oa ket bet diês d’ezan, rak ken treut ’oa ma ’z oa e doare eur garnel pe eur zac’had eskern.

— Sad’ ama eur c’hoari hirio gant an den diboell-man ? emezi. Ha me ha da vugale, petra ’raimp-ni brema, pa n’hor bezo mui berad leaz ?.,.

— Ro peoc’h d’in ! Gwelet a ri petra ’raimp !… Pep troad a vezo strinket er-meaz dre ar siminal, ne vezo nemet goulenn ar pez a vezo c’hoant da gaout hag e vezo digaset dioc’htu.

— Te ac’h eus kredet traou ar seurt-se, dorgen ma ’z out ?… Na piou, lavar d’in, a zo bet o fourra ar seurt traou fall-ze ez penn ?

— Pe forz zo ! eme an ozac’h, o tiframma, endra c’hell, ar c’hroc’hen dioc’h e vioc’h.

Pa voe diskroc’hennet penn-da-benn gantan, e trouc’has he fevar zroad diouti, e kasas anezo d’an ti hag e lavaras d’e wreg :

— Brema me ya en eur redadenn da Landerne (n’oa ket pell ac’hano o chom) ; bremaïk e vezin distro ; foar ’zo hirio ha me a oar e vezo reked war ar c’hrec’hin. Gortoz ’ta eur pennad ken na vezin distro. Neuze a welimp petra da ober.

Hag hen ober gaol kuit, o rampa da Landerne. Dioc’htu ma voe eat kuit, e wreg, droug enni o welet ar pevar zroad bioc’h war an daol eno, a c’hrosmol etre he dent :

— Setu ni lekeat reuzeudik, brema n’hon eus bioc’h mui. Hag an dra-ze evit petra ?… Evit kaout pevar zroad na roint foeltr seurt vad ebet d’eomp !…. Na petra rofent-i ?… Bed eo ma ve kollet e benn gant Fanch hirio !… Biskoaz n’em eus gwelet anezan er c’hiz-ze. Ma n’eo ket diskiantet evelato, en deus bet eun abeg vat bennak da ober an dra-man. Gwella zo eo gwellet hag ez eo gwir a lavar.

Hag ar wreg ba kregi neuze en eun troad gant an dourn, e-pad ma talc’he he merc’h en he brec’h all.

— Evit unan a vezo kollet, mar deo gwir, e vezo tri all da c’houlenn ar pez a vezo c’hoant goude.

Neuze ar wreg-man a lavar, en eur stlepel an troad er-meaz dre ar siminal :

— Ra vezo d’am merc’h eur varo henvel oc’h baro he zad !

Ha dioch'tu setu eur pez baro savet oc’h ar verc’hig paour, ma ’z oa da welet ken euzus ha ker blevek hag eun ourz. Ar wreg a zo mantret ha glac’haret brema, divezat eo d’ezi kaout keuz : kemeret a ra he zizailh da drouc’ha bleo ha baro, ha, dre ma trouc’he, e savont gwasoc’h-gwaz, hirroc’h-hirra. Ker stoufouilhek oant ne weled mui daoulagad ar verc’h paour ; eat oa evel eul loenig gouez.

— Deport, deport ! emezi ; p’en deus eun troad digaset baro d’am merc’h, eun all o c’haso kuit.

Hag eun troad all er vann er siminal, ha setu eat ar baro diwar ar baotrezig vihan, deut evel ma ’z oa kent.

Neuze ar vamm a roas d’ezi da zena, hag, a-vec’h ma ’z oa-hi lekeat en be c’havell da gousket, m’en em gavas Fanch er gear. Kenta tra a eure ’voe klask treid e vioc’h : e-lec’h pevar n’oa mui nemet daou.

— E pelec’h ema an daou all ? emezan d’e wreg.

— E fedoue ! emezi, emaint eat du-ze er-meaz dre ar siminal.

Neuze houman n lavaras penn-da-benn kement he doa great ha lavaret.

Fanch, krog en trede ha savet e vrec’h gantan, a strink anezan dre ar siminal, en eur lavaret :

— Ra ve eun troad bioc’h a-dreuz da c’henou, foranez !... Hag ezomm az poa da c’hoari gant an treid-ze ?… Lavaret em oa d’it va gortoz ; n’ec’h eus ket great, gwaz a ze evidout !

Pell-bras a-raok ma ’z oa echu e gomz gantan, e oa stanket kloz genou e wreg : n’oa evit prezeg na krial.

Sacha a rea gant he daou zourn war an troad hag e chaokat gwaz evit eur c’hi war eun askourn.

— Sad’ a zo kavet labour d’az teod brema ! eme Fanch. Mar karjes beza tavet da c’henou ha gortozet ken na vijen-me bet distro, ne vije ket en em gavet an dro-man ganez. Evel-se e tlefe beza great da gement teod fall a wreg a zo !…

Evelato houman a lekea kement he foan da glask distaga an troad, ma kouezas war al leur-zi, eur c’houezenn warnezi ma ’z oa spontus. Neuze e savas truez gant Fanch oc’h e wreg, ha, goude beza he zavet en he zav, e lavaras :

— Evelato, mar chomfes evel-se, Janed, e ve mez d’in mont ganez e nep lec’h, hag ouspenn poan a-walc’h ac’h eus bet !

Neuze Fanch a daol ar pevare troad er-meaz, en eur lavaret :

— Ra 'z aio an troad bioc’h eus a c’henou va gwreg !

Sada ma ’z eas kuit ha ma oa kollet gant an daou-man ar mad o divije gallet kaout, ma vijent bet fur an eil hag egile.

Setu penaos a c’hoarrez gant e-leiz a dud paour ’zo, ne dleont tamall da zen nemet d’ezo o-unan, rak, ma karfent beza fur ha lakaat da dalvout ar galloud o deus bet digant Doue da zastum madou er bed-man hag er bed all, e vent eurusoc’h eget na dint. Tud a zo ha n’o deus ket skiant al loened zoken.