Mont d’an endalc’had

Al leorig burzudus

Eus Wikimammenn
◄   Ar pesketaer bihan Al leorig burzudus Ar pevar zroad bioc’h   ►



AL LEORIG BURZUDUS


————


Gwechall-goz ez eas eul lestr eus a Vreiz evit an Indez. El lestr-ze ez oa eur martolod ginidik a Landerne, eur paotr dispont ha dioc’htu mar doa den. Bed ’oa evit mont d’an Indez beza war vor ’lied c’houec’h miz da vihana. Mat ! n’eo ket c’houec’h miz e voe al lestr o vont di, eun tri bloaz bennak pe war-dro e voe : an avel, ar mor, ar wall-amzer, pep tra a enebe outan, ha ne voe ket pell ma teuas diouer da dud al lestr. Pell edont c’hoaz dioc’h pep douar ha ne ouient ket penaos e c’hellchent beva bete tizout an douar kenta. Edo an holl oc’h ober kaon war gement-se, pa voe gwelet eun enezenn.

— Mat eo ar stal ! eme e-leiz a vartoloded; marteze a-hont e vezo kavet eun dra bennak, ha, pa na ve nemet dour a gavfemp e ve, ne ve ket kollet hor poan, rak dare omp gant ar zec’hed.

Dioc’htu ez a al lestr war-zu an enezenn, ha diskenn enni martoloded mar gouient. En o zouez edo an hini a zo bet hano anezan, hag er penn kenta gant ar ve all zoken.

P’ en em gavchont e-kreiz an enez, n’oa ket bras anezi, ne welchont seurt tra na den, nemet eur c’hoz ti bihan a oa bec’h d’ezo mont e-barz. N’eus forz, mont a reont evit gwelet ha n’oa netra da chaokat na da eva. Foeltr tamm ne gavchont, hag ar baotred-man kuit nemet paotr Breiz. Heman a chom eno war-lerc’h ar re all, a dro, a zistro, a glask, a furgut : ne lez kogn hep gwelet petra a oa. Kaer en devoe ne gavas netra. Bez’ ez edo o vont kuit evel ar re all ivez, pa wel eun toull a-drenv an nor, hag eun dra bennak ennan.

— Petra ’zo ama ? emezan. Gwelomp.

Hag hen hag astenn e vrec’h ha tenna ac’hano eun arc’hig dister a-walc’h da welet.

— Deport, deport, eme ar martolod. Mar deus eun arc’h ama, ne dle ket beza goullo, a gredan. Gwelomp.

Hag hen ha trei an arc’hig ha gallout sevel ar goulc’her. Petra ’gavas e-barz, a gav d’eoc’h ? Eul leorig bihan-bihan.

Neuze heman a voe souezet, rak, kredi a rea e tlie beza e-barz eun dra kaeroc’h eget al leor-ze. Teurel a ra anezan eno hep hen digeri, ha mont kuit, o lezel digor an ti, hag arc’h hag all.

Evelato, en eur vont kuit, a-barz distrei d’al lestr, e sonjas ennan e-unan e tlie beza lekeat al leor-ze eno evit eun dra bennak.

— Marteze, emezan, ez eus skrivet eun dra bennak kaer warnan, ha n’ouzoun ket petra, dre n’am eus ket sellet outan. Mat, mat ! n’eus forz, pa ouzoun lenn, e rankan gouzout petra ’zo el leor-ze.

Ha heman neuze ha distrei war e giz ha kaout al leor hag hen digeri follenn ha follenn. Kaer en doa trei, dre ma troe ne wele nemet paper bet gwenn, amzer a oa, ha brema melenet ha hanter-zebret gant ar prenved. Evelato e tro ar follennou beteg an diveza, ha war an diveza follenn e kav d’ezan ez eus skrivet eun dra bennak. Ne wel ket a-walc’h petra ; ma rank rnont er-meaz evit sellet pisoc’h petra ’oa, ha ma lenn :

« Neb a eo perc’hen d’in-me en deus ar pez a gar, hag a ra kement tra a falvez d’ezan da ober : n’en deus nemet goulenn. »

— E feiz, a zo mat ! eme ar martolod. N’eus ket kalz a leoriou hag a dalvezfe heman. Sada eun taol kaer great ganen-me avad hirio, mar deo gwir am eus lennet. Red eo gwelet.

Ha heman dioc’htu, ha naon du ha sec’hed d’ezan, a lavar :

— Ra vo ama dioc’htu peadra d’in da zibri ha da eva !

Ha n’en doa ket peurlavaret, ma ’z oa eno kement tra en doa goulennet. Hag hor Breizad lakaat al leorig en e c’hodell kempenn, ha staga ganti dioc’htu. Eur c’hofad a reas ma ’z oa spontus, ha kement en doa evet, ma horelle war e zivesker.

Pa voe echu e bred gantan, ez eas ac’hano gant e leor, laouen hag en eur gana.

— Me am eus kavet peadra da zibri ha da eva ! emezan.

— Hast affo dont ’ta, eme ar re all o youc’hal warnan E pelec’h out-te chomet ?

Heman a gane atao « An hini goz ».

— Me am eus kavet peadra da zibri ha da eva ! emezan.

— E pelec’h, eme ar re all, ec’h eus-te kavet kemend-all a draou ?

— En ti-soul-hont, emezan. Mar karjec’h beza klasket mat eveldon-me, ho pije kavet ivez. C’houi a zo tud diod, ha nemet lekeat e ve dirak ho kinou, ne gavfec’h tamm da vezur ho korf. Evidon-me am eus great eur zac’had, hag a raio c’hoaz pa girin.

Ar re-man a oa mantret o welet hag o klevet petra lavare paotr Breiz d’ezo. Ha kaer o doa, n’oant ket evit nac’h en doa debret hag evet : tammou bara a oa gantan, ha tommet mat e oa d’e fri.

Pa zistrojont d’al lestr, kenta tra a voe great, e voe goulenn outo petra o doa gwelet ha kavet en enezenn.

— N’hon eus, emezo, kavet seurt Doue, nemet heman a zo bet chomet war hor lerc’h du-ze, e-kreiz an enez, en eur c’hoz ti-soul; eno, evit doare, en deus kavet ar pez hon eus klasket hep kaout biskoaz. Debret hag evet en deus ma ’z eo hanter-vezo.

Pa voe klevet kement-man, ez eas daou pe dri da gaout ar c’habiten da lavaret d’ezan petra a oa.

Galvet d’e gaout, paotr Breiz a lavar en deus great eur c’hofad a bep tra vat ’zo hag e raio, « pa girin adarre ». Ne lavare ket gant petra avad, n’oa ket diod anezan.

— Te n’eo ket drouk d’it neuze, eme ar c’habiten; ar re all a chomo da zellet ouzit.

— Ya da, mar karan, eme ar martolod; evelato, mar karan ivez, o devezo peadra da zibri ha da eva kement ho poa pa ’z ejoc’h eus a Vreiz. Ne rin ket an dra-ze avad anez beza laosket ganeoc’h da vont d’ar gear.

— Hag e vezi, eme ar c’habiten, mar kargez d’in va lestr a gement am eus ezomm.

— Gwelet a reot, emezan, mar kirit dont, a-benn eur pennad ama, war va lerc’h.

Ha heman ha mont ha lavaret :

— Bezel el lestr-man kement a draou da zibri ha da eva ha ma ’z oa, pa ’z eas a Vreiz !

Ha dioc’htu e voe leun. Hag e welas ar c’habiten ez oa gwir en doa lavaret paotr Breiz d’ezan.

— Va list-me, brema, da vont kuit, emezan.

— N’oun ket ken diskiant-ze ! eme ar c’habiten. Te a zo re vat da gaout el lestr, evit ma laoskfen ac’hanout.

— Evel-se a rit, eme ar martolod. Gwelet a raimp divezatoc’h, mar bez ezomm ac’hanon.

Ezomm a voe pell a-raok m’en em gavas al lestr en Indez. Debret hag-evet ’oa adarre kement vad a oa el lestr, ma ’z eas ar c’habiten da gaout va gwaz da lavaret d’ezan nevezi ar mezur.

— Ya emezan, pa vezin laosket ganeoc’h dre skrid da vont kuit, anez seurt !

— Ha ma na rez ket goude ar pez a lavarez ?

— Grin da, emezan. Me n’oun ket eveldoc’h-hu, n’em eus ket va lavar ha va dislavar !

Sada ma rankas ar c’habiten ober d’ar paotr ar pez a c’houlenne, ha, goude, e voe adarre karget al lestr a beadra da zibri ha da eva.

— Ha breman, eme ar c’habiten, penaos a ri-te evit distrei da-unan d’ar gear ? Emomp tost d’en em gaout en Indez.

— Arabad d’eoc’h kaout nec’h gant an dra-ze, eme heman. Me ’vezo er gear eun tamm brao a-raok ma viot-hu, a-raok zoken m’ho pezo great diou leo.

Ar martolod-man a yeas dioc’h ar c’habiten, ha, pa na zonje mui den ennan, a lavaras :

— Ra vezin-me er gear, e Landerne, e ti va mamm !

Ha dioc’htu ne voe gwelet mui, hag ec’h en em gavas e ti e vamm e Landerne.

An hini goz-man n’edo ket war-c’hed anezan, pell dioc’h eno, hag e voe sonezet o welet he mab o tigeri an nor. Chom a reas mantret.

— Penaos, emezi, out-te deut d’ar gear ? Me ’gave d’in edos en Indez.

— Tost oun bet, va mamm. Evelato, setu me ama, distro evit mat. Me ne din ken war ar mor, emezan o pokat d’ezi ha d’e voereb koz a oa o chom gant e vamm.

An diou-man laouen a lavaras :

— Red eo d’eomp kerc’hat eun dra bennak d’it.

Eur gwenneg bennak a oa en ti, daoust ma ’z oa paour an diou goz. Ma lavaras ar vamm d’he c’hoar :

— Kemer ar voutailh ’zo aze, ha kea da gerc’hat eur voutailhad win, pa ’z eo distro va mab.

— It ho-tiou, eme heman, me a ziwallo an ti, endra ma viot o vont

Hag an diou goz ha mont neuze. N’oant ket distro ma ’z, oa war daol an ti bihan eur friko a bep seurt traou hag e-c’hiz n’o doa debret na gwelet biskoaz. Staget da zibri ez oa, pa zistrojont, hag e voent souezet o welet kemend-all a draou.

Brema, va mamm ha va moereb, eme heman, debrit hag evit. Diouer a-walc’h hoc’h eus bet, ha mall eo d’eoc’h tanva eun dra bennak vat.

— Penaos, emezo, eo deut an traou-man ama ?

— An dra-ze, eme heman, ne oar den nemedon-me. Evelato, kredit ervad n’int ket laeret. A-barz nemeur ne chomot er c’hoz toull kampr, ha me a lakaio sevel eun ti kaer d’eoc’h.

N’oa ket gaou a lavaras. A-benn eiz dervez goude, an diou goz hag o mab a oa eat da chom en eun ti kaer, ar c’haera a oa war-dro Landerne, ha savet eno ne ouie den penaos. Ma lavare an dud ez oa sorser ar martolod.

Chom a reas eno eur pennad gant an diou goz, bete ma klevas en doa embannet roue Breiz, dre ar vro, e c’helle an dud yaouank a lignez uhel hag a ouenn vad dont da ober al lez d’e verc’h. Ar brud-ze a lekeas eur stultenn da zont e penn hor martolod, a lavaras d’e vamm neuze e ranke mont bete Naoned evit gwelet ha ne deuje ket a-benn da gaout merc’h ar roue.

— Gwell eo d’it, emezi, chom ama ganeomp, ha kemeret unan bennak a blijo d’az kalon, evit na deo mont da glask e lec’h all merc’hed ne ouezi ket na petra int na petra ’dalont.

An hini goz a gomze fur a-walc’h. He mab, avad, dre ma c’helle brema ober ar pez a gare, a gave d’ezan ivez e lakaje kalon an hini a gemerche da dridal outan.

Mont a reomp da welet petra a c’hoarvezas.

Heman ’ta a ya eus a Landerne eun drouin garrosiou oc’h he heul. Biskoaz ne voe gwelet kemend-all : n’oa anezo nemet aour hag arc’hant. Lugerni a reont oc’h an heol, ker brao n’oa den evit sellet outo.

Er c’hiz-man ec’h en em gavas e Naoned. Ma lavare an dud dre eno ez oa deut eur prins kaer e kear.

Martolod Landerne a oa gwisket evel eun aotrou kaer. Evelato ne c’hellas ket mont ker buan ha ma krede da gaout ar roue. Neuze heman, evit tenna warnan daoulagad ar roue, a zavas dirak lez ar roue, eun nozvez, eul lez kaeroc’h egetan.

Pa zavas roue Breiz antronoz, e voe souezet (piou ne vije ?) o welet eul lez ker kaer, ha ma vire, kouls lavaret, oc’h an heol da bara war e hini. Goulenn a eure dioc’htu da biou ’oa al lez-ze. Ma voe lavaret d’ezan e tlie beza d’eur prins yaouank a oa deut da Naoned, a-nevez a oa, ha gantan eun drouin garrosiou, ar seurt n’en doa ket ar roue e-unan.

— Mat ! eme ar roue. Me ’garfe gwelet anezan.

Ma voe klasket ha kavet va gwaz, ha lavaret d’ezan mont da gaout ar roue.

— Mont a rin, eme heman, hep dale.

Ha pa ’z eas, e voe digemeret el lez evel eur prins eus ar re vrasa. — Gant ma viot pinvidik e vezo great stad ac’hanoc’h.

Ar roue a voe laouen o klevet heman o prezeg : eun teod distaget ’oa. Hag a-barz mont kuit, e lavaras eur ger pe zaou

a roas da glevet d’ar roue ez oa deut di evit kaout e verc’h digantan.

Neuze ar roue a lavaras :

— Mar hoc’h eus c’hoant da gaout va merc’h, livirit d’in freaz, emezan.

Ma lavaras hor martolod n’en doa ken mennoz

— Mat eo ! eme ar roue. Bez’ ho pezo anezi. Me ya d’he gervel ania.

Deut ar brinsez eno, an tad a c’houlennas outi ha dimezi a raje d’an den yaouank-ze a oa deut d’he goulenn.

— Laouen e ven, eme ar roue, mar kemerfes anezan

— Ar pez a fell d’eoc’h a rin, eme ar verc’h, a garie eun all pell a oa evelato hag he doe keuz en he c’halon o vont gant heman.

Mont a reas evelato. Ne voe ket pell ma oant eureujet. Ha laouen ar roue hag e vab-kaer. Ar brinsez n’oa tamm avad, ha, dre ma c’helle, e wele, evel a-raok, he mignon all. Heman, souezet evel an holl o welet kement a draou kaer a rea mab-kaer ar roue, a anavezas avad ne rea ket kement-se drezan e-unan.

— Eun dra bennak a rank da gaout, a lavare alïes d’ar brinsez, evit gallout ober kement a ra. Bez’ e tlefec’h goulenn digant ho pried petra eo, ha neuze e ouiot e gemeret, hep gouzout d’ezan, hag e rei d’in-me. Neuze e vezimp eürus hon-daou, rak me ’wel ervad hoc’h eus keuz ha glac’har en ho kalon, o veza dimezet gantan.

Merc’h ar roue ne nac’has netra, hag a lavaras e c’houlennche oud e Eried, hag e ouije dioutan gant petra e rea kemend-all a draou. Goulenn a eure, evel he doa lavaret. Evelato ne deuas ket buan a-benn he zaol : trei ha distrei a rankas, ober he mitouik a rankas meur a wech a-raok mac’h anzavas heman outi petra ’oa. Evelato eun nozvez m’he doa pedet anezan ha goulennet kaeroc’h evit he doa great a-raok, heman, diod ma ’z oa, a lavaras n’en divije ket muioc’h a c’halloud evit peb-unan, anez eul leorig bihan-bihan en doa.

— Gantan, emezan, eo e ran kement am eus c’hoant, n’em eus nemet ar boan da c’houlenn.

— Hag e pelec’h, eme ar brinsez, e likit-hu al leorig-ze ?

— Atao e vez em c’herc’hen, noz-deiz. Bez’ ema ganen aze, em bruched, ha birviken den n’en devezo, emezan, nemet laeret e ve d’in.

Houman neuze ne lavaras netra, hag a reas an neuz da gousket. Mab-kaer ar roue a gouskas ivez ; ha, pa glevas e bried anezan o roc’hal, e risklas goustad he dourn en e vruched hag e kemeras al leorig-ze digantan.

Houman ne voe ket didalvez da zevel antronoz, ha da gas al leorig bihan d’he mignon.

Egile ne daolas evez ez oa laeret, ken na voe divezat d’ezan. Eat ’oa da ober eun dro chase d’ar c’hoad, ha pa voe distro d’ar gear, pa c’houlennas pelec’h edo e bried, e voe lavaret d’ezan n’ en doa gwelet den anezi abaoe ma ’z oa savet.

— Emaoun tizet ganti en taol-man !

N’oa ket gaou. Merc’h ar roue, dioc’htu ma roas al leorig bihan d’he mignon o lavaret d’ezan ez oa drezan eo e rea pez a garie n’en doa nemet goulenn, bennez a lavaras :

— Ra vemp-ni aon daou, daou vil leo ac’han, en eur maner kaer e-kreiz eun enezenn, a vezo eur c’hoad bras enni, ha den ebet, nemet gozed, razed ba logod !

N’oa ket lavaret mat e c’her ma ’z oant en em gavet eno o-daou.

Ar roue, pa welas ’oa eat kuit e verc’h, a lavaras d’e vab- kaer ’oa d’èzan mont da glask e bried, ha, ma na gavche ket anezi, n’en doa nemet ar maro da gaout. Hag hor martolod ac’hano da glask e bried : labour-klask en doa. Bale, bale a ra endra bad e dreid outan. Kaer en doa goulenn oc’h heman, oc’h hen-hont, den n’en doa klevet hano eus e brinsez. N’en em zigalonekaas ket evelato. Mont a eure atao, hag eun dervez, dioc’h an abardaez-noz, ec’h en em gavas, naon ha sec’hed gantan, e-kreiz eur waremm vras he doa ouc’hpenn c’houec’h leo tro-war-dro. Mont a ra e-barz evit treuzi anezi, hag, a-barz ma ’z oa en em gavet e-kreiz, ’oa noz tenval, pa zigouezas d’ezan steki oc’h eun dra bennak ha koueza eno.

Pa zavas, e welas oc’h sklear al loar ez oa eur voger taouarc’h ’oa ha goloet evel eun ti. N’oa ket avad eun ti evel ar re all peurvuia, ouc’hpenn dek dervez arat a oa dindanan.

Hag hen souezet ha mont da ober an dro evit klask digor en tu bennak. Bale pell amzer a rankas, a-raok kaout an nor. Skei a eure warni p’ en em gavas, hag e teuas da zigeri d’ezan, en he daoubleg, eur pez hini goz, keit he dent ha pep brec’h d’in-me.

— Petra ’glaskit-hu dre ama ? emezi.

— Me ’garfe, eme ar martolod, beza lojet, m’ho pe ar vadelez.

— Me ’rofe a-walc’h, emezi, Lojeiz d’eoc’h. Gwasa a zo eo. ne gredan ket, rag aon na vec’h debret gant va mab ne vezo ket pell na deuy d’ar gear. Hennez, eme an hini goz, a zebr kement hini a deu ama : n’en deus truez ebet oc’h den.

— M’ho pe ar vadelez d’am c’huzat, emezan, en eur c’horn bennak eus ho ti, marteze ne zebrfe ket ac’hanon.

— Kaer am be, emezi, ne ven evit ho kuzat e nep lec’h na ouezo dioc’htu e viot ama dioc’h ar c’houez. Ha nemet oc’h e gerent hepken ne deo mat.

— Oc’h e gerent ? eme ar martolod. Ho mab ha c’houi a zo kar-nes d’in-me, rak va mamm-goz-me hag ho mamm-goz-c’houi a oa diou vamm-goz.

— Gwir eo ! eme houman. Mat ar stal neuze ! Deut e-barz ha deut da zibri, marteze hoc’h eus naon, eme an hini goz.

— Ya da, eme heman, naon am eus gwalc’h va c’halon.

— Mat ! emezi. Tostait oc’h an daol. Sad’ aze krampoez a-walc’h ha sad’ ama leaz.

Ne lavare ket a c’haou. Eur bern krampoez a oa eno, ma ’z oa spontus. Pep krampoezenn a oa ker ledan ha leur-gear Landerne, ha heman, kaer en doa sacha warnezi evit he zostaat outan, dre ma tebre, ne voe biskoaz evit dont a-benn, hag hen naon du d’ezan, da lonka eur palevarz eus ar grampoezenn. E skudellad leaz a oa ker bras hag eur vod [1], hag e loa brasoc’h eget eur vasin vras, ma rankas dibri sec’h e dammou krampoez.

N’oa ket distaget mat dioc’h e goan ma klevas eun trouz hag eun avel a oa spontus.

— Petra ’zo ? emezan d’an hini goz.

— Va mab eo a zo o tont d’ar gear, va mab an Avel-draon. Kea da guzat du-ze en eur c’horn bennak.

Hag ar martolod ha mont e dillo.

Neuze e teuas mab an hini goz en ti. Euzus e oa da welet : e zivrec’h, e gorf hag e dreid, leun a vellou, a astenne hag a verrae evel a gare ; teir askell vras bag outo askellou bihan all en doa ivez, pleget ’hed e liven, ha pegement bennak ma c’helle dont stumm evel a gare, e ranke c’hoaz staga e benn war e c’houzoug ; e vleo hirr a oa tortiset en-dro d’e gorf ; e zaoulagad evel re eun taro gouez hag e c’henou brasoc’h eget dor fourn ebet,

N’oa ket deut mat en ti, ma lavaras :

— Ama ez eus unan bennak, va mamm.

— Ya da, emezi, da genderv bihan a zo deut d’az kaout da c’houlenn eun dra bennak diganez.

— Va c’henderv, emezan, penaos livirit ?

— Da genderv eo zur, rak e vamm-goz ha da hini-te a oa diou vamm-goz.

— Gwir eo ! eme au Avel-draon, ne deas ket dounoc’h e spered da glask e pe c’hiz an dra-ze. Ha da betra eo deut ama ?… Deuz ama, ma welin ac’hanout ! eme an Avel, oc’h astenn e vrec’h da dizout ar martolod.

— Da c’houlenn diganeoc’h, eme heman, ha n’ho pe ket gwelet va gwreg, oc’h ober ho troiou, dre ar bed.

— Me, eme an Avel-draon, ne redan ket dre ar bed, n’em eus nemet eur palevarz anezan da welet bemdez, ha n’em eus ket gwelet anezi em c’hordennad tro-war-dro.

— Gwir eo, moarvad, a livirit, va c’henderv, eme ar martolod. Marteze, evelato, n’hoc’h eus ket eveseat mat. Er c’hiz m’ema honnez a dle beza eat en eul lec’h distro bennak, pell dioc’h an dud, gant he mignon, hag eno, n’ouzoun pelec’h, e tleont beza savet eur maner kaer d’ezo.

— Mar ac’h eus c’hoant da welet, mar kerez, eme an Avel, e teui ganen warc’hoaz da welet, ha ma na gavez ket anezi, me a gaso ac’hanout d’am breur Gwalarn, hag e weli goude en e gordennad ivez.

— Mont a rin ganeoc’h, p’ ho peus ar vadelez d’am c’has.

Hag antronoz hag an Avel-draon en ear hag ar martolod war e gein. Mar kave d’ezan ez ea buan gwechall war ar mor, pa c’houeze an avel en e lestr, n’oa ket an dra eur skeud eus an herr a oa gant an Avel. Souezet e voe pa welas heman peger bras oa, pa voe dispak e zivesker, e zivrec’h hag e askellou, a nije dre an nenv ker buan na gleved nemet an trouz a rea en eur vont. An Avel-draon a yeas dre gordennad ar bed a oa roet d’ezan da welet bemdez, hag ar martolod, kaer en doe klask e wreg dre bep lec’h ma tremen, ne gavas ket anezi. Lavaret a reas d’an Avel-draon ; ha heman, a-raok peur-achui e dro, a gasas anezan daved ar Gwalarn, unan eus e dri breur all.

— Sad’ ama, a lavaras d’ezan, eur c’henderv bihan d’eomp, a zo o klask e wreg dre ar bed. Eat eo dioutan gant eur mignon he doa, ha red eo e ve eat pell gantan da chom, pa n’hon eus ket kavet anezi. Lak anezan warc’hoaz war da gein, evel am eus-me great hirio, ha ma na deu ket a-benn eus e daol warc’hoaz kennebeut, kas anezan da gaout unan eus hon daou vreur all. Eur c’henderv d’eomp eo, a lavar va mamm, rak e vamm-goz hag hon hini-ni a oa diou vamm-goz.

— Gwir eo, eme ar Gwalarn ; neuze eo kar-tost d’eomp. Deus ’ta, paotr bihan, eme ar Gwalarn, war va c’hein, ha dalc’h mat d’am bleo, rag aon na gouezfes diwar va c’hein.

Va breur a zo eur paotr sioul em skoaz-me. Netra ne harz ouzin pa vez droug ennon : me a ziskar ar gwez er c’hoajou, a dorr gwern al listri, me a laka ar mor da lammet beteg an nenv. Diwall ’ta. Mont buan a rankan, ha mall eo d’in en em gaout er gear.

Kear heman a oa war gern pe gribell ar menez uhela a oa er bed, dindan eur roc’h vras ha ledan, goloet he fenn gant an erc’h. En eur vont e-barz e stouas stumm evel e vreur hag e reas eur zoroc’h gant e alan, ma kase en e raok an erc’h rodellet a verniou hirr.

Goude koania eno gant an Avel-gwalarn, hor martolod a gouskas c’houek, pa deuas an domder d’ezan, rak riou en doa bet, ken na skrije, ar pennad ma ’z oa bet war gein ar Gwalarn.

Antronoz mintin mat e voe dihunet gant alan an Avel o c’houeza.

— Mall eo, emezan, mont en hent. Hast affo.

Hag hor gwaz, o krapa e moue gwenn an Avel, ker yen hag hinkiniou skourn, a ya a-c’haoliad war e c’houzoug.

— Dalc’h mat, a lavar d’ezan c’hoaz, ha sell piz evit gwelet e pelec’h ema da wreg fall.

Neuze heman a ya ac’hano, eun dregarn gantan, ken na grene ar meneziou tro-war-dro. Hag, a-benn diou eur goude, en doa great an dro d’e gordennad, hep n’en doa ar martolod gwelet pelec’h edo e bried.

— Ac’hanta ! emezan, n’ec’h eus-hi ket gwelet e nep lec’h ?

— Nann da ! emezan. ’M eus aon, n’ema ket en da barrez.

— Mat ! Neuze, mar kerez, me ya d’az kas d’am breur Avel-uhel. N’eo ket divezat anezi c’hoaz, hag amzer ac’h eus da ober eun dro gantan dre e rann, a-barz an n[env.][2]

Ma voe kaset gant ar Gwalarn da gaout an Avel-uhel.

— Kea, emezan, da ober eun dro gant heman dre da rann. da welet hag hen ne gavo e wreg ema o klask, eur pennad mat zo, hep gallout he c’haout. Eur c’henderv d’eomp eo, hervez am eus klevet gant va breur Avel-draon.

— Neuze, eme an Avel-uhel, e c’hell dont buan, rak me a rank beza great va zro ganen hirio a-raok kuz-heol. Kemenn am eus bet [3] eus an Nec’h da viret oc’h listri Saozon, a zo karget a vrezellourien, d’en em gaout hirio en Indez. Goueledi an darnvuia a rankan, ha kas ar re all lod ama, lod a-hont.

Sada hag hor martolod ha mont war gein an Avel-uhel, ha pa ’z, edo o tremen a-zioc’h an Indez, hag hen sellet dre eno ha gwelet er porz al lestr ma ’z oa bet warnan. Neuze ez eas a-benn-kaer ganl an Avel d’al listri Saozon ha laouen e wele frigasa ha koll anezo. Sellet piz a rea en eur vont dre ar mor gant aon na ’z aje e-biou da di e wreg, hep gwelet pelec’h e vije, Kaer avad en doa sellet, ae welas ardremez ebet anezi.

— Asa, emezan, skuiz o vont dre an ear, em eus aon, a lavare d’an Avel-uhel, em eus aon na deo eat gant an diaoul !

— Evit em lod-me n’ema ket evit breman, rak n’em eus gwelet e nep lec’h savet maner nevez ebet a bell zo. Emaomp, emezan, tost d’am breur Gevred. Mar kerez, ez i gantan ; eur pennad mat en deus da ober c’hoaz a-barz en em gaout er gear.

— Marteze en deus gwelet eun dra bennak.

— Klev ’ta, Gevred, a lavaras an Avel-uhel, p’oa tost d’e vreur, ha n’ec’h eus-te ket gwelet netra a nevez en da barrez pell zo ? Sada eur c’henderv d’eomp a zo o klask e wreg dre ar bed, ha n’eo ket evit he c’haout. Ema o paouez lavaret d’in e kred ez eo eat gant an diaoul, pa n’eo ket evit gouzout e pe du ema.

— Ya, eme ar martolod, souezet-maro oun gant an dra-ze. Koulskoude me ’gred e rank beza entre peder moger, ha mar dema war an douar ne vezo ket pell m’he c’havin, rak gwelet em eus tri balevarz eus ar bed.

— Penaos eo ? eme ar Gevred.

— Bez’ e rank beza eat, eme ar martolod, en eur vro distro bennak ; e-lec’h ne dle ket beza tud, marteze, en eur enezenn e-kreiz ar mor, piou a oar ?

— Lavaret mat ec’h eus, eme ar Gevred. Pegeit zo eo eat kuit ?

— C’houec’h zizun ’zo hirio.

— Neuze, eme an Avel-man, me ’oar pelec’h ema. Gwir eo. c’houec’h zizun ’zo abaoe m’am eus gwelet en eun enezenn vras e-kreiz ar mor, n’eus nemet eur c’hoad bras tro-war-dro d’ezi, eur maner ar c’haera, savet e-kreiz ar gwez. Eno ’oan diskennet en deiz-ze da ehana, pa welis eun itron gaer evel eur brinsez hag eun aotrou ganti o vont hag o tont dre ar c’hoad, en eur redek war neuz c’hoari an eil war-lerc’h egile. Evit doare int laouen hag eürus eno o-unan, rak n’eus den all ebet en enez-ze ; razed, gozed ha logod e-leiz a zo avad. Ha nemet al loened a zebrfent, n’ouzoun ket penaos e c’hellfont beva eno.

— Ar re-ze, eme ar martolod, a zo re figus o beg evit dibri razed na logod ; ha c’houi na me ne zebromp moarvad kouk friko hag i.

— Mat avad, eme an Avel-gevred. Deus war va c’hein. A-barz ma vezo pell, ec’h en em gavimp eno hag e weli pe ez eo gwir pe n’eo ket ar pez a lavaran d’it.

Sada hag hor martolod o vont hag oc’h en em gaout eno hep dale. Pa ’z edo a-zioc’h an ti, an Avel a lavaras d’ezan :

— Sell, pleg da benn eun draïg, ha me a zo o vont da dremen ganez e-rez ar c’hamprou, ma weli e diabarz ar maner.

Hag i o-daou ha mont, ha heman, dioc’htu ma sellas, ha gwelet e wreg hag egile oc’h taol er zal.

— Ac’hanta ! emezan, va c’henderv Gevred, sell ama ’ta, hag e weli petra ’zebront, n’eo ket razed int. Sell, emaint o staga gant eur yar, gwelet a rez. Evidon-me n’em eus netra da lakaat dindan va dent, ba koulskoude eo red d’in diskenn ama, pa ’c’h eus bet ar vadelez d’am digas, Da drugarekaat a ran, te ha ba da vreudenr. Keit ha ma vevin em bezo sonj ac’hanoc’h, hag e vezin anaoudek d’eoc’h ho-pevar.

— Me ya d’az tiskenn ama neuze, pa fell d’it, eme an Avel-gevred, Evelato em eus truez ouzit, o welet ec’h eus naon ha netra da zibri. Me n’am eus nemet eur grampoezenn ganen, me ya da rei an hanter d’it, mar kerez.

— Bennoz Doue ! eme ar martolod. Gant an drederenn em be a-walc’h.

Hag an Avel-gevred ha diskenn heman tost d’ar maner ha rei an drederenn eus e grampoezenn d’ezan, peadra ha re zoken en doa da garga e gof ; bec’h en doa o tougen anezi, kement ’oa.

Azeza a ra da zibri eun tamm, hag, e-pad ma tebr, e tilamm en-dro d’ezan razed ha logod, ker stank hag eur c’hrubuilh merien. Ha heman ha distaga tammouigou dio’c’h e grampoezenn, ha rei, dre ma c’helle, da bep-hini anezo. Ar razed hag al logod-man, p’o deveze gallet tizout eun tamm, a rede dioc’htu eus an engroez, evit he zibri, gant aon na ’z aje gant ar re all. Evelato, dre ma roe d’ezo, e tigreske e vec’h krampoez, na petra ’ta. Eat ’oa ar razed holl hag al logod dioutan, pa zigouez eur raz koz war gein eur raz dall.

— Petra eo an dra-man ? eme ar martolod-man.

— Petra eo ? eme ar raz. Eur paour keaz koz, deut war an oad ; ne deo mui evit bale hag a zo douget gant e vab dall. Setu eno petra ’zo, anez ni a vije bet en em gavet ama gant ar re all, o deus bet peb a damm diganeoc’h. Mar kirit rei d’eomp-ni ivez, ni ’raio eur vad bennak evidoc’h, mar geller

— Souezet oun e c’hellfec’h prezeg evel a rit.

— Me hepken ama a c’hell prezeg, nemet kefridi bennak o deufe ar re all diganen. Me a zo roue war ar razed, ar gozed ha war al logod a zo en enez-man.

Neuze ar martolod a ro d’an daou-man, n’eo ket eun tamm hepken, leiz o c’hof da zibri. Neuze ar raz koz a c’houlennas outan petra ’raje evitan.

— Eur vad a c’houlennfen ouzoc’h, eme ar martolod, ma ve en ho kalloud.

— Petra eo ? Livirit, eme ar raz koz.

— Kaout a garfen eul leorig bihan-bihan a zo er maner-ze, e bruched an aotrou, nemet en noz ne ve easa e gaout ac’hano, mar gellit.

— Deportit, eme ar raz, bremaïk e welin.

Neuze heman a laoskas eur griadennig, ha dioc’htu e teuas eur pez raz, eur c’hoz hag eul logodenn d’e gaout.

— Petra ’zo a nevez ? emezo.

— Sad’ ama, eme ar raz koz, eun den mat hag en deus ezomm da gaout eul leorig bihan a zo er maner-ze, e bruched an aotrou ; en noz, pa vezo en e wele, eo e rank beza kemeret digantan. Piou ac’hanoc’h a ve evit e gaout ?

— Me, eme ar c’hoz, a doullo eas beteg ar gambr m’ema.

— Ha me, eme ar raz, a bigno war ar gwele.

— Ha me ivez, eme al logodenn, a lakaio anezan da strefia e-pad ma vezo ar raz o labourat da gaout al leorig-ze.

— Mat eo neuze, eme ar martolod. It da welet petra a c’hellot da ober, ha mar teuit a-benn d’e gaout, n’eo ket eun tamm ho pezo diganen : bevet mat e viot diwar neuze, keit ha ma vevot A-barz mont, evelato, e kav d’in e ve mat staga oc’h gouzoug ar raz eur vuredadig pebr a zo ganen ama. Al logodenn n’he devezo nemet lakaat he lost enni, hag an aotrou a strefio ken na vezo distag d’ezan.

Ma voe staget ar vuredad pebr oc’h gouzoug ar raz, ha ma ’z ejont o-zri ac’hano, ar c’hoz er penn a-raok. Houman a skrabas hag a durias ker buan ha ker brao ne voe ket pell evit en em gaout en ti, e kambr an aotrou hag an itron. Toulla a eure war-dro hanter-noz dindan ar gwele, ha dioc’htu ar raz hag al logodenn a oa war-lerc’h ar c’hoz, a reas eul lamm er gambr hag a bign dioc’htu war ar gwele.

An aotrou hag an itron a roc’he leiz o bouzellou.

— Deport, eme ar raz goustad d’al logodenn, ma c’hlebin em genou beg da lost, a-raok ma vezo red d’it c’hoari gantan. Brema en em laka war-nez taol da fourra anezan en e c’henou, pa weli e tihuno. Ken na vezo neuze, na ra seurt tra, lez ac’hanon ; me ya da welet e pe du ema al leorig-ze.

Hag ar raz da rei taol dant ama, taol dant a-hont. Pa zantas edo war al leor, e toull treuz-didreuz, e freug gwella ma c’hell.

Toullet eo roched an aotrou hep na zihun. Da bep taol dant a ro ar raz, an toull a gresk. Pa wel al leor hag ez eo tost an toull da veza bras a-walc’h d’ezan da zont er-meaz. e sav eur stultenn en e benn da reuga ar roched en eun taol. Gwasa a c’hoarvezas neuze eo e tihunas an aotrou.

— C’hoari brema, logodenn ! a lavar ar raz.

Hag al logodenn dioc’htu ha fourra he lost pebret, penn- da-benn e fronellou an aotrou a zirollas da strefia, ken na grene ar gwele hag ar gampr gantan.

— Petra c’hoari ganeoc’h ? eme an itron o tihuna ivez oc’h e glevet.

— N’ouzoun ket, emezan. Me ’gave d’in dre va c’housk… strr, strr… ez oa… strr, strr, strr… eun dra bennak… strr, strr…

— Choari ’ta, logodenn ! a lavar ar raz atao.

Strr, strr… warnon… strr, strr…

— Me ne welan netra, eme an itron. Ha klanv oc’h ?

Strr, strr… eme an aotrou.

— Lez-hen brema, logodenn ; ha deomp kuit, eme ar raz. Al leorig a zo ganen.

Hag ar re-man d’an traon hag a-zindan ar gwele, ha kuit ac’hano. Edont tost da veza distro ma strefie atao an aotrou. Pa baouezas, e taolas e zourn da glask e leor ha ne gavas nemet e roched drailhet.

— Tizet oun, emezan d’an itron : iaeret eo va leorig diga- nen. Eun dra bennnk a vras a c’hoarvezo liep dale ama.

N’en doa ket lavaret mat, ma ’z eas ac’hano ne ouie da belec’h; nemet pa gouezas e-kreiz ar mor doun e pelec’h e voe beuzet. Ar c’hastelï pe ar maner a oa ivez evel teuzet eno, ha ne chomas ken war al lec’h, nemet an itron en he hiviz.

— Ac’hanta ! prinsez kaer, eme ar martolod oc’h en em gaout ganti, brao oc’h aze ? Me ’ouie ervad em bije kavet ac’hanoc’h en tu pe du, Brema, emezan, it da gaout ho tad em raok-me, da lavaret d’ezan ne vezin ket pell war ho lerc’h.

Ha setu ar brinsez kaset war nij ivez da lez he zad hag en e gambr, ken na voe spontet oc’h he gwelet.

— Eus a belec’h e teuez-te ? emezan.

— N’ouzoun ket, emezi o nac’h. Digaset oun ama gant va fried en em gavo ivez bremaïk, en deus lavaret d’in.

N’oa ket gaou, rak n’oa ket a-vec’h deiz anezi, ma teuas ar martolod, mab-kaer ar roue, d’e gaout, ha gantan tri raz, eur c’hoz hag eul logodenn. Lavaret en doa d’ar pemp-man o divije ar pez a garchent hed o buez, mar gellchent digas d’ezan al leorig a glaske. Digaset o doa, ha rak-se eo e reas lakaat ar pemp loenig-man en eur gambr great d’ezo hag o beva eno gant an traou a vije gwella d’ezo.

Brema mab-kaer ar roue a lavar d’ezan eus a belec’h e teu gant e verc’h. Gwelet en deus e pe zoare edo pa ’z eo en em gavet. Hag e lavar d’ezi n’he doa ket laeret beza digaset er c’hiz-ze d’ar gear.

Neuze ar roue koz a c’houlennas e penaos en doa gellet digas e wreg ha dont e-unan eus a geid-all.

— An dra-ze, emezan, am eus great dre eul leorig am eus kavet e-kreiz ar mor en eun enezenn. An enezenn-ze n’oa e-barz nemet eur c’hoz ti, hag en ti-ze nemet eun arc’hig, hag en arc’h nemet al leorig bihan-ze, ar c’henta a zo bet moullet biskoaz. Laeret e oa bet diganen gant ho merc’h, ha roet ganti d’he mignon. Da glask al leor-ze eo ez oan eat, n’eo ket da glask ho merc’h, na dalv ket ar boan e chomfen mui ganti. Brema, p’ema ganeoc’h, grit anezi ar pez a gerot. Kenavezo ! N’am gwelot mui.

Ha heman ha dont da Vreiz da chom, el lec’h ma ’z eo bet marvet.

Al leorig bihan-ze a zo ar ouiziegez skignet eus a Vreiz goude dre ar bed holl.



  1. Bod (Haut-Léon), fem., cuve pour la lessive ; grosse futaille de quatre barriques environ et faite exprès pour servir dans les campagnes à couler les buées. Teo evel eur vod (cette personne est) grosse comme une futaille. (Milin.) (Ernault, Roll geriou, in Kroaz ar Vretoned, 17-9-1916.)
  2. Notenn Wikimammenn : Ur fazi moullañ a zo amañ.
  3. Ces mots sont soulignés dans le manuscrit.