◄ Map roue an Hiberni | Ar pesketaer bihan | Al leorig burzudus ► |
Mab eur pesketaer paour ha pesketaer ivez n’en doa c’hoaz nemet eun daouzek pe drizek vloaz pa ’z eas e-unan eun dervez da besketa. Paka eur pesk brao a eure, ha neuze ez eas da gas anezan da eur roue a oa eun teir pe beder leo ac’hano.
Ar paotrig-man a oa gwisket fall, ha, dre e dammou dilhad e weled e groc’hen paour. Ar roue a zigemeras mat anezan pa glevas ; n’en doa digantan ken tra avad nemet bennoz Doue evit e besk.
— N’em eus ket roet kalz a dra d’ar roue, a lavare ar paotr outan e-unan ; evelato e kave d’in em bije bet ouc’hpenn bennoz Doue. Marteze n’en deus ket kredet, a lavare ar paotr, rei netra d’in ; eur wech all e roio.
Ha heman d’ar gear, hag a-benn eur pennad goude, muioc’h pe nebeutoc’h, e pakas eur pesk all adarre hag ez eas gantan d’al lez. En dro-man ’vad, kenta a welas ar paotr ’voe merc’h ar roue a oa eus e oajou. En he fenestr edo, ha, pa welas ar pesketaer bihan o vont en ti, e tiskennas da welet da betra ’oa deuet.
— Sada eur pesk, eme ar paotr, am eus paket en aod, n’eus ket pell, fresk-beo eo c’hoaz.
— Piou, eme ar verc’h, en deus lavaret d’it digas anezan ama ?
— Den ebet, eme ar paotr. Deut oun va-unan, evel an dro genta.
— Bet out c’hoaz ? eme ar verc’h prinsez.
— Ya, eme ar pesketaer.
— Ha petra ac’h eus bet evit da besk ?
— Bennoz Doue.
— En dro-man, eme houman d’ezan, ne chomi ket war bennoz Doue. Del ! emezi, sada tri c’hant skoed hag ar yalc’h. Kas anezo d’az tad a zo paour evit doare. Deport c’hoaz ; bremaik az pezo c’hoaz. Arabad avad lavaret ez pe bet netra diganen.
Ha houman mont da gaout ar roue ha dont gantan d’an traon da gaout ar pesketaer bihan.
— Deut out adarre, va faotr ? emezan. Mad ac’h eus great, rak ma n’ac’h eus bet netra er wech kenta, en dro-man ne di ket goullo d’ar gear : del tri c’hant skoed evit da besk.
— Brema, eme ar verc’h yaouank d’ezan, e ranki en em wiska kempennoc’h an dro genta ma teui. Mont d’ar skol a ranki ivez ha deski mat, ha me, neuze, am bezo sonj ac’hanout.
Ar paotr a zistroas laouen d’ar gear, leun e c’hodel baour a aour hag arc’hant. Evel a oa lavaret d’ezan a reas : mont a reas d’ar skol ha deski muia ma c’helle. Evelato ez ea a-wechou da besketa, hag, eun devez m’en doa paket eur pesk, kalz kaeroc’h eged an daou genta en doa kaset d’ar roue, ez eas gantan adarre,
En dro-man ’oa kempenn ha, dre ma ’z oa eur paotr brao, hardiz oa a-hend-all.
Merc’h ar roue, p’ her gwelas adarre er c’hiz, ne voe ket evit miret oc’h he c’halon d’e garet. Gwelet a eure anezan, ha dioc’htu e tiskennas d’ar red d’e gaout.
— Deut out adarre ’ta ? emezi.
— Ya, ya, eme ar paotr. N’oan ket evit ankounac’haat ho madelez, hag evit-se oun deut da zigas eur pesk d’eoc’h adarre : n’em eus ken evit ho trugarekaat.
— A-walc’h eo, emezi, ac’h eus great. Gwelet a ran ez out brema gwisket kempenn hag eur paotr koant ac’hanout. Pa n’ankounac’haez ket ac’hanon, me n’az ankounac’hain ket ivez. Kemer, emezi, ar pevar c’hant skoed-man diganen, ha na lavar ger ; digant va zad ez pezo ivez eun dra bennak bremaïk.
Ar roue, pa glevas edo eno ar pesketaer bihan adarre, a lakaas rei d’ezan ivez pevar c’hant skoed.
- Sada, va faotr, out pinvidik en da zere ; Brema arabad d’it lezel an arc’hant-se da goll. Evel am eus lavaret, kea d’ar skol, ha, pa vezi desket mat, e klevi hano ac’hanon-me.
Ar paotr a zistroas d’ar gear hag a yeas d’ar skol evel ma ’z oa boaz. Diski a rea af pez a gare, hag, a-benn nebeut bloaveziou goude, oa den yaouank ha gouiziek e-kever pep tra.
Lavaret ez eus, a gredan, ez oa merc’h ar roue hag ar pesketaer bihan ker yaouank un eil hag egile. Triouac’h vloaz, a gredan, ’oa pep-hini, pa lavaras eun dervez ar roue d’e verc’h ez oa pred d’ezi kemeret pried.
— Pa gerot, va zad ! a lavaras.
— Pa giri da-unan eo, eme ar roue ; priejou a-walc’h a vezo kavet. Ama ez eus daou zen yaouank a ouenn uhel ha pinvidik, hag a zo deut da c’houlenn da gaout da zimezi.
— Mad ! eme ar verc’h. Mar dimezan-me, emichans, va zad, e lezot ac’hanon da heulia va c’halon : me a gar unan, pell a zo, ha marteze e vezo diês d’eoc’h rei ac’hanon d’ezan.
— Lavar d’in ma klevin piou eo hennez a garez.
— Hennez, eme ar verc’h yaouank, a zo ar pesketaer bihan hoc’h eus gwelet ama. Her c’haret a ran, abaoe an eil tro ma teuas, an dro genta m’her gwelis. Hennez, ma teurvez ganeoc’h va lezel d’her c’hemeret, a vezo va fried ; evit hini all ebet ne vezo.
— Petra ! eme ar roue. Mab eur pesketaer ne deo ket dioc’h da zere, hep ober fae war e ouenn.
— N’eus dere dioc’h dere d’ar galon, eme ar verc’h. Ha kaer hoc’h eus lavaret, fae a rit warnan, o veza ma ’z eo paour, Evelato e talv muioc’h eged ar re vras-se a fell d’eoc’h da rei d’in. Ya, emezi, me glaoustrfe, ma ve lekeat ganeoc’h da vont da glask eun dra bennak, ar pez a gerot, e teufe gwelloc’h a-benn a ze eged an daou all a zo hano anezo ganeoc’h.
— Mad eo ! eme ar roue. Gwelet e vezo, pa leverez, rak me ya da rei da bep-hini anezo o-zri peb a lestr, hag, o veza ma ’z eo an daou a fell d’in pinvidik, e roïn d’ezo peb a lestr nevez, ha da vab ar pesketaer, hag a zo paour, eul lestr koz. Ha neuze e fell d’in ez afent pep-hini gant e lestr da glask ha da gerc’hat d’in ar c’haera tra a gavint er broiou all. Dioc’h ar pez a zigasint, e vezo gwelei peseurt tud int.
— Mad eo ! eme ar verc’h, a lakaas kemenn kement-man dioc’htu da vab ar pesketaer ha lavaret d’ezan ec’h en em gavche gant he zad er porz-mor ma tlient en em gaout hag eus a belec’h e tlient mont.
Lavaret a reas ivez war he lizer ez aje d’e lestr evit gwelet peseurt martoloded a gemerche.
— Rak arabad eo, emezi, ho pe tud yaouank ganeoc’h : ar re-ze n’int ket gouiziek a-walc’h dioc’h ar mor, ouc’hpenn ma ’z int alies pennou skanv hag hedro. Kemerit martoloded a vezo krenv, daoust ma vent war an oad : ar re wella int peurvuia.
Ar brinsez yaouank, eur pennad goude kemenn kement-man da vab ar pesketaer, a yeas gant he zad d’ar porz-mor he doa lavaret. P’ en em gavas, edo an tri lestr sternet mat ha dare da vont.
Mab ar pesketaer, pa glevas petra a oa, a yeas war ar c’hae da welet piou a gemerche da vartoloded da vont gantan, Dioc’htu ma ’z eas, e teuas d’e gaout eur martolod koz.
— Doare hoc’h eus, emezan, da glask unan bennak da vont ganeoc’h ?
— Ya da, eme an den yaouank. Ha c’houi a fellfe d’eoc’h dont ganen ?
— Mont a rin, mar kirit.
— Mad eo ! Deut, eme an den yaouank a lavaras neuze
d’ezan kement en doa kemennet merc’h ar roue.
Ha heman ha mont ha lavaret neuze :
— Hastit affo, kemerit an dud hoc’h eus ezomm da gaout evit ho lestr, ha neuze, mar kirit va lezel-me, me a renko anezo evel ma ’z eo red.
— Grit evit ar gwella, eme vab ar pesketaer. Va eil e viot, ha dre-ze e rankomp beza dare da vont kuit ar c’henta ar gwella, pa vezo bet ama ar roue hag e verc’h.
— N’ho pezet aon ebet, eme ar martolod koz ; gouzout a ran ervad kement a zo red da ober. Ha petra bennak ma ’z eo koz ho lestr ha nevez-flamm re an daou all-ze, ar re-ze, ma na geront diwall, a vezo tud kollet ha torret o listri d’ezo war ar c’herreg ; n’eus ganto nemet martoloded yaouank, kalz re arc’hant a vez roet d’ezo. Diskenn bemdez en douar a ra an darnvuia anezo ; ni avad a zo gwell d’eomp chom el lestr hag, ouc’hpenn, petra rafemp-ni en douar ? N’hon eus gwenneg.
Ne voe ket pell m’en em gavas ar roue hag e verc’h er porz-mor. Ar brinsez yaouank a deuas da lestr mab ar pesketaer, hag, hep gouzout d’ezan, a lakaas eur c’hi bihan he doa dindan e benn-wele, hag en eur vont kuit goude, e lavaras d’ezan kaout sonj enni, ha kenavezo an distro.
Dioc’htu ma voe deut en douar ar brinsez, e voe disheoriet, dispaket ar goueliou, hag ez eas al lestr evel eur pesk war an dour.
— N’eo ket a-walc’h mont, eme ar martolod koz. Da belec’h ez eomp ? a c’houlenn oc’h mab ar pesketaer.
— Choui, eme heman, hoc’h eus foetet broiou e-leiz, a dle
gouzout gwelloc’h egedon-me e pe vro eo ar gwella d’eomp mont,
evit kaout eun dra gaer bennak.
— Neuze ez aimp, eme ar martolod, d’eun enezenn a zo e-kreiz ar mor hag a zo eur menez aour en he c’hreiz. Ac’hano e teuio ganeomp eun dra bennak hag a vezo en tu all da gement a zigaso an daou all. Va list ’ta da sturia al lestr hag ec’h en em gavimp en enezenn-ze hep kalz a boan.
Ma voe lekeat ar martolod koz-ma da ren al lestr : al levier ne rea netra nemet dioutan.
Setu i en hent hag o vont. N’edont ket pell c’hoaz, ma lavaras un hini koz dastum al lien.
— Eun taol-amzer a zo o tont warnomp.
Hag a-vec’h ’voe great evel a lavare, ma c’houezas an avel ha ma savas ar mor ken na gave d’ar re-man diskenn eus a greiz an oabl betek goueled ar mor. Al lestr a yeas atao evel kent, hep dale kalz ; an avel a gase anezan.
E-pad ma ’z edont evel-se, e klevont eun trouz spontus, hag i o tistrei a wel an daou lestr all, diwerniet koulz lavaret, o vont tu-man tu-hont hag o c’houlenn sikour.
— Deomp d’o c’haout, eme vab ar pesketaer, rag aon na dafent da goll.
— Nann, nann ! eme ar martolod koz. Ma vijec’h en o lec’h, e lezchent ac’hanoc’h ; list-i ivez ha deomp atao. Lavaret em oa d’eoc’h o divije poan ; gwelet ha n’eo ket gwir a lavaran.
A-benn eun nebeut goude, e torras an avel hag e sioulaas
ar mor. Al lestr neuze a gerze eas ha diskuiz, hag, a-benn eur
miz pe war-dro goude ar barr-amzer-man, ec’h en em gavchont
dirag an enezenn en doa lavaret an hini koz. Mont a reas da gaout
mab ar pesketaer da lavaret d’ezan ez oant en em gavet.
— Ha ne welet ket a-hont, e-kreiz an enezenn-ze, eur pez menez aour o lugerni oc’h an heol ?
— Eo da, eme vab ar pesketaer, gwelet a ran.
— A-hont eo d’eoc’h mont. Pa ’z eot e teuio teir brinsez kaer a-zirazoc’h ; mont a raint ganeoc’h en o liorz hag eno e tiskouezint d’eoc’h a bep seurt traou kaer. N’eus forz avad peger kaer e vezint, arabad a vezo d’eoc’h sellet outo. En eur c’holei ho taoulagad, a-vec’h ma lavarint : « Sellit, aotrou, nag a draou kaer ! » livirit d’ezo : « Ya ! me oar pelec’h ez eus kaeroc’h ! » Setu ho pezo da ober, ha taolit evez mat.
Goude m’en doa ar martolod koz great skol da heman evel-se, ez eas d’an enez. Ha dioc’htu an teir brinsez a deuas d’e gaout.
— Yec’hed, emezo, mab-kaer Roue Breiz !
— Yec’hed d’eoc’h, va demezelled ! eme heman.
— Deut ganeomp, emezo, da ober eun dro.
Hag hen ha mont. Pa voent en em gavet o fevar el liorz, an teir-man a droe en-dro d’ezan, en eur lavaret an eil goude eben :
— Mab-kaer Roue Breiz, sellit peger brao traou ’zo ama ! Heman, o kas e zourn war e zaoulagad, a lavare :
— Ya da, demezelled. Me oar pelec’h ez eo kaeroc’h ! N’oa ken komz ganto.
— Sellit, sellit, nag a draou kaer !
Ha mab ar pesketaer, pep tro ivez a lavare :
— Ya, me oar pelec’h ez eus kaeroc’h !
— Asa ! eme unan eus ar prinsezed, neuze, ’m eus aon, ne c’hellimp ket paka heman. Tostaomp oc’h ar puns, ha gwelomp, en ear vonl e-biou, petra a raio.
An dra-man a oa bet lavaret gouestad ha n’oa ket bet klevet gant mab ar pesketaer.
Evelato, pa voe en em gavet eno, an demezelled a lavaras :
Diwallit, aotrou, na gouezfac’h : aze ez eus eur puns.
Mar kouezan-me e-barz, emezan, c’houi a raio ivez.
Ar re-man a oa souezet o welet o doa great an dro d’al liorz hep beza gallet paka ar paotr yaouank.
— Deomp da goania brema ! eme unan anezo.
Hag i ha mont, ha pa voe debret koan ha distaliet, e leverchont :
— Brema e rankomp c’hoari.
— M’ hoc’h eus amzer da c’hoari fenoz, demezelled, me n’am eus ket : mont d’am lestr da loja a rankan. Warc’hoaz avad hag antronoz e c’hellin c’hoari ganeoc’h, mar kirit.
— A zo mad ! emezo.
— Brema ez an d’am lestr.
Ha setu hen eat kuit.
Antronoz e tiskennas en douar adarre hag e lavaras e ranke dont gantan an hanter eus e dud ; an hanter all a chomo el lestr, ha warc’hoaz e teuint d’o zro.
Sada neuze an hanter eus ar vartoloded o tont gant mab ar
pesketaer en douar. P’ en em gavchont, edo an teir zemezell o
lakaat da virvi eur vasin, ha leun a draou, ne ouie ket ar re-man
petra oa. Ma lavaras unan eus an demezelled d’ar c’habiten :
— Taolit ho martoloded aze er vasin an eil goude egile, hag e welot penaos e vezint goude.
Ma lavaras ne raje ket, rag aon d’o lakaat da vervel.
— Evit mervel ne raint ket, eme an teir verc’h d’ezan. Hag, evit diskouez d’eoc’h, eme unan, me ya e-barz ha n’am bezo poan ebet.
Houman a reas eul lamm er vasin vras hag a chomas e-barz eur pennad, ha, pa deuas er-meaz, ez oa alaouret holl he dilhad a oa bet en dour.
Ar vartoloded en-dro d’ar vasin, pa weljont kement-se, a lammas ivez e-barz, ha, dre ma teuent er-meaz, goude en em zouba mat. ez oant gwisket en aour, penn-kil-ha-troad, hag evel jeneraled.
Goude-ze, mab ar pesketaer a yeas gant an teir zemezell d’o zi, hag a c’hoarias ganto eur pennad mat. Pep tro e c’houneze, ma lavarent d’ezan c’hoari atao hed an noz.
— Ne ran ket, emezan ; mall eo d’in mont gant va martoloded d’am lestr.
Hag hen ha lavaret d’ezo :
— Kenavezo warc’hoaz !
Antronoz ’oa an deiz diveza d’ezan, rak ne c’helle den chom ouc’hpenn tri dervez en enezenn-ze, hep beza paket gant an teir verc’h-man.
Deut antronoz, e teuas gant mab ar pesketaer eun hanter all eus e vartoloded. Ar re-man a oa mall ganto dont, evit beza lekeat ivez e jeneraled. Pa ziskennjont en deiz-ze en douar, e voent souezet holl o welet eur vandennad zenved en eur park e-kichen an aod. Biskoaz n’o doa gwelet denved ker bras ha ker kaer : gloan aour a oa warnezo holl. Raktal m’o gwelas, mab ar pesketaer, en eur dremen, a lavaras :
— Na pebez bandennad zenved !
— Ya, eme unan, ar brasa anezo, a glevas anezan. Ha warc’hoaz e vezo muioc’h,
— Perak ? eme an den yaouank.
— C’houi a gresko ar vandenn.
— Mar kirit, diana, ne raimp ket. Livirit d’eomp penaos miret, ma ve gallet ober.
— Da ziwall hoc’h eus, eme ar maout bras aour. War an hent mat emoc’h da zont. Selaouit ac’hanon ha me ’raio skol d’eoc’h evit miret, mar gellit. A-raok mont da c’hoari gant an teir brinsez-ze, o deus lekeat ac’hanomp-ni evel m’emomp, grit d’ar vartoloded-man evel d’ar re all, ha, neuze, kasit anezo d’ho lestr, ha livirit d’ho martolod koz dont ama e-unan ganeoc’h. Arabad avad e vezo d’ezan mont larkoc’h eged ar park-man. Neuze, eme ar maout, c’houi a yelo gand ar plac’hed yaouank hag a c’hoario outo. Koll pep tro a raint, ha, p’o devezo kollet o danvez holl, e c’hoariint ivez ouzoc’h o lestr aour, a gollo evel pep tra. Neuze ne vezo ket achu c’hoaz, rak n’eo ket lavaret e c’hellfac’h tec’hel war al lestr-ze kuit. Evit dont a-benn a ze, e vezo red trouc’ha gant eun taol bouc’hal hepken ar chadenn a zalc’h al lestr ouc’h ar goueled, hag a-raok dispaka ar goueliou, hag hel lakaat e doare da vont kuit buana ma c’hello mont. Arabad eo ivez e ve lavaret ger gant aen ebet, ken na viot keit dioc’h an enezenn ma na welot mui anezi. Mar gellit ober an traou-ze holl, evel a lavaran d’eoc’h, eme ar maout aour, ne deuot ket da greski hor bandenn. Da ziwall hoc’h eus avad, vak, dioc’htu ma welo an teir-man e viot eat en o lestr, ez aint war ho lerc’h gwasoc’h eget tri diaoul, ha ne c’hellot tec’het ma vefec’h paket ganto war-n-hed dek leo tro-war-dro.
Ar c’habiten neuze a lavaras d’e vartoloded :
— Klevet hoc’h eus eveldon-me ; dre-ze ’ta livirit d’ar re all ar pez a zo da ober. Pa viot distro, tennit eus va lestr koz kement a zo em c’hambr da lakaat el lestr aour, ha goude goueledit anezan hag it en egile. Likit pep tra e doare, evit m’en em gavimp.
Sada neuze ar re-man a ya da gaout an teir brinsez a oa adarre eno gant o basin. Ma voe gwisket ar vartoloded-man ivez evel ar re all, ha kuit ac’hano dioc’htu, ha digaset an hini koz.
Neuze, mab ar pesketaer a yeas gant an teir-ma, a goanias ganto, ha goude a c’hoarias outo peb eil. Koll a rejont kement tra o doa, ha, pa n’o doe ken nemet o lestr aour, e c’hoarijont anezan ivez, hag her c’hollchont ouz mab ar pesketaer. Heman neuze, pa voe deut eiz eur, a lavaras kenavezo d’ezo, ha kuit evit distrei d’e lestr.
Ar martolod koz en em gavas gantan en hent, eur pez bouc’hal war e skoaz.
— Piou, eme vab ar pesketaer, en deus roet ar vouc’hal-ze d’eoc’h ?
— N’ouzoun ket, emezan. Chomet ’oan dre ama, evel ma ’z oa lavaret d’in, hag o trei em spered edon penaos hon divije gallet mont ac’han, pa welis eur maout bras eus ar vandenn zenved a zo aze o skei gant e dreid, hag o pigosat war an douar. Ma ’z is betek-hen da welet petra a oa, ha ma kavis eno ar vouc’hal-man dizoloet gantan eus an douar. Neuze me gemeras anezi, en eur zonjal ez oa ar vouc’hal-man a dlie marteze trouc’ha chadenn al lestr aour.
— Kredabl eo, eme vab ar pesketaer. Deomp buan ac’han da welet, ha digasit-hi ganeoc’h.
Ma ’z ejont ha kuit. P’ en em gavas an daou-man tost d’o lestr koz, ne c’hortozed nemeto evit hen toulla hag her c’has d’ar goueled. Pa voe great e stal ez ejont d’al lestr aour, diamant e werniou ha seiz ar goueliou hag ar c’herdin a oa war e dro.
Neuze an hini koz a gemer ar vouc’hal en doa kavet, hag, en eun taol krenn, a drouc’h ar chadenn. Al lestr, a oa dindan gouel, a redas ac’hano dioc’htu, evel douget gant an avel. Mont a rea ha ne gleved grik na trouz ebet, nemet trouz ar mor o reuga a bep tu, evel eun ero gant eun alar.
Eur martolod, e beg ar wern vras, a dlie leuskel eur griadenn, pa ne welje mui kern ar menez aour o steredenna oc’h al loar a bare. Eat ’oa al lestr pell, pell-bras, pa glevas ar vartoloded holl eun trouz spontus o tont war o lerc’h : an teir zemezell e oa. Re zivezat avad e oant en em gavet, rak ne c’hellchont ket paka al lestr, e-pad m’o doa galloud warnezan. Trec’het ’oant bet ar wech-man.
Neuze e voe klevet dre an avel eur vouez skiltr o lavaret :
— Eürus oc’h da veza eat er-meaz eus va rouantelez ; great ez eus bet skol d’eoc’h, rak anez ho pije kresket va bandenn zenved.
Brema ar re-man a zistro buan ac’hano da Vreiz : ar mor hag an avel a oa mat d’ezo. Ha, p’en em gavchont war lenn ar porz-mor, a belec’h e oant eat, e voe an holl souezet o welet eul lestr aour ker bras o chom, hep goueledi, war ar mor.
N’eo ket eus ar vro al lestr-ze ! a lavare an dud.
Ha n’oa ket gaou a lavarent. An dud a oa e-barz a oa avad ac’hano.
Al lestr, dioc’htu ma voe en em gavet, a c’houlenn d’e welet ar roue hag e verc’h hepken. Evelato ’oa bet lezet a-raok da vont er bourz mestr bras al listri er porz-mor-ze.
An daou zen yaouank all a oa distro eur pennad a oa evit doare, rak o listri a oa e-kreiz al lenn. Evito avad n’edont ket eno : bez’ ez edont moarvad oc’h ober al lez d’ar brinsez, a-benn m’en em gavche heman, mab ar pesketaer.
Pa voe kemennet d’ar roue ha d’e verc’h ez oa deut eul lestr aour hag ez oa goulennet da zont d’e welet gant e verc’h, houman a lammas he c’halon en he c’hreiz hag a lavaras :
— Mab ar pesketaer eo en dro-man ! Me ’ouie ervad na deuje ket hennez d’ar gear goullo evel an daou all. Va zad ne grede ket ac’hanon-me, divezatoc’h e raio.
Hag ar roue hag e verc’h oc’h en em gaout er porz-mor. Klevet a eure eno ez oa martoloded al lestr aour gwisket holl evel jeneraled, ha n’oa den evit lakaat kemm dioc’h kemm etrezo.
— Gwelet a raimp heb-dale, eme ar roue hag e verc’h o vont.
A-raok ar re-man ’oa bet an daou zen yaouank, o doa c’hoant da gaout ar brinsez, evit gwelet petra a oa, ha kaer o doa ne weljont netra, rak, pa ’z ajont evit mont er vag, e voe lavaret d’ezo mont kuit, war zigarez n’oa ket i eo a c’heded. Neuze ar re-man a reas gwelloc’h : kemeret a rejont eur vag er porz, ha mont ganti beteg al lestr. Edont o pignat e-barz, pa voent stlapet er mor ; beuzet e vijent bet anez tud ar vag a zastumas anezo bag o digasas d’ar porz en distro.
Neuze ec’h en em gav ar roue hag e verc’h er c’hae, e-kichen ar vag.
— Bonjour, jeneral ! a lavar.
— Me n’oun ket jeneral, me ’zo martolod. Ha c’houi piou oc’h ? emezan.
— Me ’zo roue ar vro-man, ha setu va merc’h.
— Deut e-barz neuze, eme ar vartoloded.
Hag i dioc’htu etrezek al lestr. Dre ma tostaent, ez oant soue zet o welet peger kaer ’oa korf al lestr, a oa aour, e werniou diamant, hag e oueliou hag e gerdin seiz.
— Na kaera pez labour ! eme ar roue. Biskoaz n’em eus gwelet e bar !
Neuze e pignchont el lestr hag e weljont ar vartoloded henvel holl oc’h jeneraled.
— Piou eo ar mestr el lestr-man ? eme ar roue.
— Sad’ ama an eil mestr ! eme eur martolod, o tiskouez an hini koz ; ar mestr kenta a zo en e gambr, aze, d’an traon.
Merc’h ar roue, dioc’htu ma klevas, a ziskennas el lec’h ma ’z oa lavaret, hag a yeas da guzat a-drenv an nor. Mab ar pesketaer, galvet da vont da gaout ar roue, a ya eus e gambr ha ne wel ket ar brinsez.
Houman, dioc’htu ma voe pignet egile d’an nec’h, a ya er gambr, a glask dindan ar penn-wele hag a gav he c’hi bihan. Kregi a ra ennan, hau d’ur red du gaout he zad, en eur lavaret d’ezan :
— Sellit, va zad, setu va c’hi. Heman eo mab ar pesketaer hag a vezo va fried, mar kirit rei brema anezan d’in.
— Bez’ ez pezo anezan, ne virin ket.
— Brema, eme ar brinsez, e welet ervad e talv heman muioc’h eged an daou all, ha daoust m’ ho pou roet d’ezan eul lestr koz ha re nevez d’an daou-ze, ez eo deut a-benn da gaout eul lestr na oar den pegement e talv.
— Gwir a leverez, va merc’h. Eun den eo mab ar pesketaer, evit doare. Brema, eme ar roue, n’eus ken tra da ober nemet kas al lestr d’ar porz, rei d’an dud-man o gopr, ha c’houi, va mab-kaer, emezan, deuit ganeomp brema, ma vezo great an eured.
— Evel a livirit a zo mad ! eme vab ar pesketaer.
Ha dioc’htu e voe kaset al lestr d’ar porz, e voe laosket ar vartoloded goude ma voe bet gopreat mat pep-hini anezo, ha dreist-holl ar martolod koz. Heman a voe pedet gant mab ar pesketaer da zont ganto d’e eured, ha mont a reas.
Eur fest a voe, am eus klevet, ne voe biskoaz fest eveltan. An daou bried yaouank a voe eürus, ha neuze ar pesketaer, deut da vab-kaer ar roue, a voe roue war e lerc’h en hor bro.
- ↑ Ce conte ressemble presque à la Conquête de la Toison d’or. (Note de G. Milin).