Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/51

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AR PESKETAER BIHAN [1]


————


Mab eur pesketaer paour ha pesketaer ivez n’en doa c’hoaz nemet eun daouzek pe drizek vloaz pa ’z eas e-unan eun dervez da besketa. Paka eur pesk brao a eure, ha neuze ez eas da gas anezan da eur roue a oa eun teir pe beder leo ac’hano.

Ar paotrig-man a oa gwisket fall, ha, dre e dammou dilhad e weled e groc’hen paour. Ar roue a zigemeras mat anezan pa glevas ; n’en doa digantan ken tra avad nemet bennoz Doue evit e besk.

— N’em eus ket roet kalz a dra d’ar roue, a lavare ar paotr outan e-unan ; evelato e kave d’in em bije bet ouc’hpenn bennoz Doue. Marteze n’en deus ket kredet, a lavare ar paotr, rei netra d’in ; eur wech all e roio.

Ha heman d’ar gear, hag a-benn eur pennad goude, muioc’h pe nebeutoc’h, e pakas eur pesk all adarre hag ez eas gantan d’al lez. En dro-man ’vad, kenta a welas ar paotr ’voe merc’h

  1. Ce conte ressemble presque à la Conquête de la Toison d’or. (Note de G. Milin).