Un drede fæçon da glevet an Oferen

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 111-117)



un drede fæçon pe exerciç
Pehini so berroc’h da glevet devotamant an Oferen.

Cantic evit ofr da Zoue ar sacrifiç divin eus an Oferen, hervez intention an Ilis. Var an ton : Presantomp oll guitibunan

Offromp da Zoue ar sacrifiç,
Netra na deus a guer bras pris
Evel Jesus crucifiet
En oferen represantet.
A greis va c’hlon ec’h offran
Da Zoue an oferen-man,
Evit adori an Dreindet
Hac he drugarecat parfet.
Da drugarecat an Autrou
Eveus he oll mad-oberou,
Hac evit caout memor ato
Eus he boaniou hac he varo.
Evit obteni he c’hraçou,
Hac effaci va fec’hejou,
Ouspen evit an anaon
D’ho dilivra eus ho frison.
Offr a ran c’hoaz ar sacrifiç
Evit ezomou an Ilis ;
D’ar fin evit quement hini

Ma’z oun oblijet da bidi.
Guerc’hes Vari, o va itron,
Va Æl gardien, va faëron,
Va maërones ha sænt eürus,
Ma recommandit d’am Jesus.
Bremâ-souden, o va Salver,
En em gueffot var an auter,
Grit ma vezo’ta preparet
Va c’halon d’ho tiguemeret.
Er sacrifiç, o va ene,
Chomomp attantif gant Doue,
Lesomp sourciou ar bed-mâ
Evit epquen entent outâ..
Amen.

Evel ma’z eo an oferen ur memor hac ur represantation eus a vuez hac a varo Jesus-Christ, ne ouffac’h quet evel am eus roet dija da entent diaroc, exerci guel devotion enni eguet sonjal devotamant petra en deveus grêt hac anduret evidoc’h adalec ar gommança- mant bete ar fin eus he vuez. Quement-se eo en deveus recommandet deomp he-unan, quellies gueich ma offrimp ar sacrifiç divin-mâ pe ma assistimp enna, mar er graïmp en coun hac en memor anezan. Evit ar fin-se’ta e leguear deoc’h amâ c’hoaz en ur c’hantic un explication all berroc’h eus a guement articl so en oferen, eleac’h ma vellot penaus eo represantet er sacrifiç-mâ non pas epquen an histor eus a bassion hor Salver, mæs ive an nistor eus he vues en abreje, ha petra dleit da sesirout ha da c’houlen digant Doue var peb-hini eus an articlou a so expliquet deoc’h amâ en ur fæçon profitabl, dious an hini tost-da-vad a ro sant Frances de Sal en he Introduction d’ar Vues devot, da glevet an oferen.

Goude ma ho pezo’ta offret da Zoue ar sacrifiç divin-mâ dre ar c’hantic diaraoc, ha lavaret gant gueus d’ho pechejou ar Gonfiteor assambles gant nep a respont ous an oferen, evit receo an absolven general, pehini a ro neuse ar belec da guement a ves presant, mar besont disposet mad, e commançot da vedita en articlou pere ro er c’hantic-mâ varlerc’h, o lavaret ur Pater hac un Ave, Maria, mar quirit, var peb-hini anezo evit goulen ar c’hraç pehini so merquet deoc’h da c’houlen dindan peb articl.


Cantic var un explication devot

Eus an Oferen, conformamant da vues ha da varo hor Salver. Var an ear gallec : En vain résistez-vous, pe, O renonç d’am squiant, etc.

AN oferen santel a so un abreje
A vuez Jesus-Christ, map unic da Zoue :
Selaouit anezi ar guir explication,
Ma assistot enni gant mui a zevotion.

Livirit ur Bater evit peb-hini eus ar goulennou so amâ.

Dre an Introït, pe ar commançamant
Eveus an oferen, ententit sclæramant

Da guement a zesir ho devoa’n tadou santel
Eus an donediguez a Vap an Tad eternel.

Goulennit ur desir bras d’he zoniguez a c’hloar ive.

Kyrie, eleïson quellies repetet
A ro deoc’h da entent mouez ar batriarchet
Ha mouez ar brophetet, o c’houlen a bell amser
An donediguez-se a Jesus-Christ hor Salver.

Goulennit he zonediguez a chraç en hoc’h ene.

Gloria in excelsis' a ro deoc’h da gompren
Ar c’hinivelez sacr a Jesus Doue ha Den ;
Hac an Oræsonou a vez goude lavaret
A sinifi e oe d’he Dad en templ presantet.

Livirit ive gant ar belec ar Gloria in excelsis, pehini a gueffot en latin hac en brezonnec varlerc’h ar c’hantic mâ, da veuli Doue ; ha goulennit ma receo ho calon oc’h he fresanti dezâ.

An Abostol ive a zigaç en memor
Ar bredication a sant Ian-Vadezour,
O prepari an hent araoc he Vestr benniguet,
Ma vise gant ar bobl guell a se diguemeret.

Goulennit ma en em breparot d’he ziguemeret ive.

Varlerc’h an Abostol e len ar Graduel,
Hac a disquez e teuas cals a dud infidel
Touchet dre ar c’homsou a sant ian ar precursor,
D’en em gonvertissa ouz Jesus hon Redamtor.

Goulennit m’en em gonvertissot dre ur guir binijen.

Ret e c’houffac’h erfat penaus an Aviel,
O veza lavaret en tu-deou d’an auter,
A so ur merc anat eus ar bredication
A eureu Jesus-Cbrist quent eguet he bassion.

Goulennit ar c’hraç da brofita eus a gomsou Doue.

Dreizi eus an tu-cleiz eo ez omp tremenet
D’an tu-deou, me lavar, d’ar c’hraç eus ar pec’het ;
Tremenet omp dreizi eveus an traou tamporel
Hac eveus an traou vean d’ar pez a so eternel

Goulennit sevel ho calon diouz an douar etrese an eê.

Pa’z ear d’an Aviel, sivit en ho sa,

Evit disquez ez oc’h prest da obeissa
Da lesen Jesus-Christ en Aviel discleriet,
Ha da drec’hi ar c’hic, ar bed hac an drouc-speret.

Goulennit ar c’hraç da drec’hi an tri adversour-mâ.

Oc’h ober sin ar groas, liquit ho meud a-blat
Var ho tal, ho quenou ha var hoc’h estomac,
Da zisquez n’hoc’h eus quet a vez o veza c’hristen,
Nac evit heul Jesus o veva diouz he lesen.

Goulennit beza fidel da heul Jesus ha d’he servija.

Ar Gredo a zisquez e troas ous hor Salver
Nombr bras a zisquibien ouspen an ebestel
Hac en heulie ar bobl o velet he viraclou,
Hac oc’h ajouti feiz d’he bredicationou.

Goulennit ur feiz gre hac ur feiz beo en lesen hac en intantion-se livirit en andret-mâ ho Credo brezonnec, pehini so en commançamant al levr-mâ [1].

D’an Offertor, sonjit penaus en em offras
Hor Salver evidoc’h da vervel en ur groas,
Sacrifiç an oferen a offrot dezâ ive,
Oc’h he drucarecât eveus ar faveur vras-se.

Goulennit ur resination antier da volentez Doue.

Ar Secretou goude iselic lavaret,
A ro deoc’h da anaout ar c’hollectou secret
A reas ar Iudevien assambles quen-entrezo,
Evit gout p’e fæçon lacât Jesus d’ar maro.

Goulennit na gonsantot jamæs d’ar pechet marvel.

Hoguen ar Prefaç cre, pehini a finis
Dre ar c’homsou joaius Hosanna in excelsis,
A represant a reas he antre aieurbet solem Jesus dissul Bleuio er guear a Jerusalem.

Goulennit ma antreo dre ur gommunion vad en ho calon.

Epad ar Secretou pere a so goude,
E tleit consideri passion Map Doue :
Gorreou an hostif bac ar c’halir consacret
En represant er groas pa oue d’an nec’h gorroet.

Goulennit an devotion da bassion hor Salver, ha livrit an Ave verum hac an Ave, vere sanguis, pere a so amâ varlerc’h [2], evit he adori.

Dre ar Pater noster ê deoc’h sinifiet
Oræson Jesus-Christ pa oe crucifiet :
Ar maro anezan considerit attantif,
Pa vellot separi etre daou bez an hostif.

Goulennit mervel ive d’ho couall inclinationou.

Pa gleffot lavaret teir gueic’h Agnus Dei,
Meditit ar gouelvan eveus an teir Mari,
O velet maro mic Jesus ho muia caret,
Hac he gorf precius eveus ar groas disquennet.

Goulennit ar c’hraç da vouela gant regret d’ho pec’hejou.

Dre ar Gommunion eo an anterramant
Eus a gorf hor Salver sinifiet patant,
Ha dre ar Postcommun canot gant rejouissanç
He ressurrection pîni ê hon esperanç.

Goulennit ressuscita gantâ spirituelamant, ha grit ive amâ ur gommunion spirituel pehini a guiffot en ur fæçon eas amâ varlerc’h an adoration d’ar gorreou [3].

Pa lavar ar belec en ur distrei ouzoc’h,
Dominus vobiscum : Doue ra vô gueneoc’h,
Sonjit e roas Jesus, goude ma ressuscitas,
Ar peoc’h d’he zisquibien, dezo p’en em disquezas.

Goulennit ar peoc’h hac ar repos a gonsianç.

An Ite Missa est, oc’h avertis ive
Eus an ascançion [sic] a Jesus-Christ en eê ;
Ha Benediction ar celebrant a zisquez
E reas ar Speret-Glan gueichal he zonediguez.

Goulennit benediction ha donæsonou ar Speret Santel.

Ar bredication eveus an ebestel,
O veza rentet leun eus ar Speret Santel,
O sarmon d’ar bed oll evit ho c’honvertissa,
So deoc’h represantet dre’n Aviel divezâ.

Goulennit m’en em gonvertisso ar bec’herien ous Doue.

Evit goulen ar c’hraç conform da bep unan
Eus an articlou discleriet deoc’h aman.

GLoria in excelsis Deo, et in terrâ pax hominibus bonæ voluntatis.

Laudamus te.

Benedicimus te.

Adoramus te.

Glorificamus te.

Gratias agimus tibi propler magnam gloriam tuam.

Domine Deus, rex cœlestis, Deus pater ommpotens.

Domine, Fili unigenite, Jesu Christe.

Domine Deus, Agnus Dei, Filius Patris.

Qui tollis peccata mundi, miserere nobis.

Qui tollis peccata mundi, suscipe deprecationem nostram.

Qui sedes ad dex-

GLoar deoc’h, va Doue, hon Autrou,
En huela eus an êvou,
Ha var an douar ur peoc’h guirion
D’an dud a so a volontez vad :
Ni ho meul gant benediction
Hac a zeu d’ho trugarecât.
Gant reveranç ni hoc’h ador,
Ni ho glorifi gant enor,
Ni a rent deoc’h graçou eternel,
Rac ma’z ê bras ho cloar meurbet,
Autrou Doue, roue celestiel,
Doue an Tad oll-galloudec.
Autrou map unic da Zoue,
O Jesus-Christ, Doue ive,
Oan Doue, map an Tad eternel,
A effaç pec’hejou ar bed,
Ho pêt truez ouz ho pobl fidel,
Hac hor pardonit, ni ho ped.
C’houi pehini dre ho poaniou
A effaç hon oll pec’hejou, bis.
Plijet gueneoc’h receo hon requet
Ha caout truez ouzomp erfad,
C’houi pehini a so asezet
An tu deou da Zoue ho Tad.
C’houi hoc’h-unan a so santel,

Ha dreist an oll meurbet huel ;
C’houi hoc’h unan ê hor guir Autrou,
Assambles gant ar Speret-Glan,
En gloar Doue ho Tad en evou
Bezit meulet gant peb unan.
Evelse bezet grêt.

teram Patris, miserere nobis.

Quoniam tu solus Sanctus, tu solus Dominus, tu solus, Altissimus, Jesu-Christe, cum Sancto Spiritu in gloria Dei Patris. Amen.

Eleac’h Credo pehini a vez canet en oferen, ec’h ellot recita d’ar memes poent ar c’hantic pehini a gomprcn un abreje eus ar feiz catholic, hac a gueffot en commançamant al levr-mâ [4] , varlerc’h Offiç an Hano a Vari, peautramant ar Gredo simpl pehini sa araoc ar memes Offiç [5].


  1. Gw. p. 2.
  2. Gw. p. 117.
  3. Gw. p. 119.
  4. Gw. p. 19.
  5. Gw. p. 2.