107
Exerciçou evit an Oferen.
O Guerc’hes sacr mam drugarezus,
Paz oun en personnaj sant Ian
Recomandet deoc’h gant va Jesus
Ho quemeran evit va mam :
Ha rac-se evel eus ho crouadur
Ho pêt ac’hanon ar sourci
En quement poan ha displijadur
A ouffe ma inquieti. Amen.
|
Evit en em recomandi d’ar Verc’hes sacr ive.
|
O va Jesus ! hoc’h eus anduret
Er groas evidon ar maro,
Grit ma teuin da vervel a speret
Da draou ar bed-mâ var un dro,
Evit, pa deui va c’horf da vervel,
Ma’z aï va ene da repos,
O receo ar vuez eternel
Digueneoc’h en ho parados. Am.
|
Pa rann ar belec an hostii a ziouc’h ar c’halir, o tispartiaan eil pez diouz eguile, ene Jesus a zisparti diouz he gorf o vervel er groas.
|
O va Jesusl c’houi a zisquennas
Da zilaç an eneou santel
Eus al lymbou, hac a chadennas
Satan hon adversour cruel ;
Grit m’en trec’hin ha ma tisquenno
Eus ho coad sacr ar vertus vras
Er purcator evit ma tenno
An anaon eus an tân grisias.
|
Pa lez ar belec un tamic eus an hostif da zisquenn er c’halir, ene Jesus a zisquenn ebars el lymbou goude he varo.
|
O Jesus hoc’h eus dre ho maro
Darn eus ho pourrevien touchet
Da regreti gant ur c’hueuz garo
D’ho peza ouz ar groas staguet ;
Dre ar merit eus ho passion,
Grit ma vezin convertisset
Gant ur guir gueuz ha contrition
D’ho peza, siouaz ! offancet. Am.
|
Pa lavar ar belec Agnus Dei, darn a oue convertisset eus ar vourrevien dre ar maro a Jesus.
|
communion spirituel.
O Va Jesus ! en ur bez nevez
C’houi pîni a oue sebeliet,
Grit ma teuin d’ho sebelia ivez
|
Pa gommuni ar belec, o lavaret, Domine, non sum
|