106
Exerciçou evit an Oferen.
|
Ha ma quifin ar remed eno
Ouz ar goall dentationo. Amen.
|
D’ar Memento goude ar gorreou, pa bed ar belec evit ar re varo, Jesus a bed ous ar groas evit an natur humen ha memes evit he vourrevien.
|
O va Jesus ! a bedas ho Tad,
Pa edoc’h ouz ar groas staguet,
Da rei pardon d’an dud ingrad,
Memes d’ho pourrevien galet ;
Roit d’in ar vertu eus an douçder,
Da bardoni a galon vad,
Ha diouz hoc’h exempl, o va Salver,
Eleac’h an droug da renta ar mad.
|
Greomp hor Memento ive gant ar belec evit recommandi da Zoue ar re varo pere so er purcator.
|
Er Memento-mâ, o va Jesus !
Ho supplian da gaout memor
Eus an oll anaon hirvoudus
A so en tân ar purcator ;
Dre ho maro hac ho passion
Dilivrit-hi eus o zourmant
Ar re m’em eus obligation
Dezo particulieramant. Araen.
|
Pa lavar ar belec, Nobis quoque peccatoribus, al laër deou en em gonvertis ouz Jesus.
|
O va Jesus ! c’houi a brometas
Ho parados d’al laër-deou ,
En heur ar maro pa regretas
Gant ur guir gueuz he oll grimou ;
Roït d’in ar c’huez-se var ma maro
Ma clevin gueneoc’h couls hac en
Ar c’bomsou-mâ : c’houi vezo hirio
Eürus em barados guenen.
Amen.
|
Pa lavar ar belec ar Bater, a so seiz goulen enni, e re-presant ar seiz guer a brononças Jesus ous ar groas.
|
Etre ar seiz guer, o va Jesus !
Hoc’h eus ous ar groas prononcet
Da sant Ian ho Mam garantezus
C’houi hoc’h eus bet recommandet,
Hac hoc’h ene d’ho Tad eternel,
P’edoc’h var ar poent d’he renta ;
Va ene deoc’h, pa zeuin da vervel,
A recomandan dreist peb tra. A.
|