Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/125

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
105
Exerciçou evit an Oferen.

Conservit ho servijerien;
Me recommand d’hoc’h va mignonet,
Va cherent ha quement hini
M’ouzoc’h erfat ez on oblijet
Evito, va Doue, d’ho pidi. Am.


O va Salver ! hoc’h eus en tri fleg
A c’houel ar Veronic eürus
Ho portret adorahl imprimet,
Pa sec’has ho faç truezus ;
En teir puissanç eus va ene
Ho passion imprimet doun,
M’em hezo sonj ac’hanoc’h ive,
Ha ma ho quirin em c’halon. A.
O va Jesus ! a so bet t[a]chet [1]
Ouz ur groas iffam evidon,
Hac hoc’h eus bet dreizan effacet
Hor scrit a gondaonation
Toullit va c’halon dre an doujanç
Rac ho jujamanchou divin,
Evit bepret en obeissanç
D’ho courc’hemenou ma vevin.
Amen.

Pa vez astennet gant ar belec he zaouarn a ziouc’h an hostif hac ar c’balir ebars ho c’honsacri, an Veronic a zeuas da asten he gouel evit sec’hi he visaj da Jesus.

Pa vez ar belec oc’h ober sin ar groas a-ziouc’h an hostif hac ar c’halir abars ho c’honsacri, Jesus a so staguet ouz ar groas gant tacbou.

M’hoc’h ador hac ho car, va Salver,
So bet gant ar c’hruella gloas,
Var boes an tachou ho corf poner
Savet a ispill ouz ar groas,
Diouz traou ar bet sivit va c’halon
Tennit-hi varzu-ac enoc’h,
N’en em stago quet en nep fæçon
Ouz netra bet nemet ouzoc’h. A.

Pa vez savet a huel an hostif consacret gant ar belec, Jesus crucifiet a so savet a-ispill ouz ar groas.

Evel ma red ho coad precius
Ouz ho couliou digoret,
Eus anezo ive, va Jesus,
Ar funteun eus ho craç a red :
Var va ene’ta grit ma redo
D’he goalc’hi diouz va fec’hejo,

Pa vez savet ar c’halir ive goude ma vez consacret, goad Jesus a red eus he c’houliou digoret ouz ar groas.

  1. Moullet : tarchet.