Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/119

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
99
Exerciçou evit an Oferen.

Oc’h ho meuli, va Jesus.
Desir am eus gant ho ive
D’hoc’h enori, o va Doue,
O clevet en ho presanç
An Oferen gant reveranç.
Rac-se me ofr ur sacrifiç
Gant hor mam santel an Ilis
Ha gueneoc’h, va Redamtor,
Evit ho brassa enor.
Me rentin d’ho Tad eternel,
D’ec’h-hu ha d’ar Speret a Santel,
Tri ferson en un Doue,
Ur c’hloar ar vrassa ive.
Evit anaout en peb fæçon
Varnomp ho tomination,
Hac ez oump antierament
Diouzoc’h-hu dependant.
Evit caout sonj eus ho maro,
Hac eus an tourmanchou garo
A soufrsoc’h evidomp oll,
Da viret na daëmp da goll.
M’en ofr ivez evit renta
Dre ar voven excellanta
Graçou deoc’h, o va Autrou,
Eus hoc’h oll mad-oberou ;
Evit caout ar remission,
Ha rei deoc’h satisfaction,
Eus a guement seurt pec’het

Hon eus, siouaz ! cometet
Evit ma obtenimp er fin
Digant ho madelez divin,
Ar graçou spirituel
Hac ar g[ra]çou [1] tamporel.
M’en ofr deoc’h c’boaz da enori
Ho mam sacr ar Verc’hes Vari,
Hoc’h oll ælez benniquet,
Hoc’h oll sænt ha sænteset.
Evit ma teuint evidomp-ni
Dirazoc’h da intercedi,
Evel m’hon eus-ni memor
Da renta dezo enor.
M’en ofr evit an anaon
D’ho dilivra eus ho frison,
M’az aïnt en ho parados
D’ho meuli ha da repos.
M’en ofr evit quement hini
M’az oun oblijet d’ho pidi,
Ouen evit ar re veo,
Quen evit ar re varo.
Plijet gueneoc’h, o va Salver
Rei d’in ar c’hraç hac ac faver
D’assista er sacrifiç
Quen dîn ha ma’z eo requis.

  1. Moullet : garçou.