Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/118

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
98
Exerciçou evit an Oferen.

O veza instituet
Ar sacrifiç benniguet.
Ur veich oc’h bet sacrifiet,
Pa oac’n ive crucifiet,
Evit dre un seurt moyen,
Hor prena-ni pec’herien.
Mæs ne doac’h quet c’hoaz bet contant
Gant ur sacrifiç quer sanglant,
Na institusoc’h ouzpen
Sacrifiç an Oferen.
Bemdez eta, ô va Salver,
En em offrit var an auter,
Eguis an oan egarad,
Evidomp-ni oll d’ho Tad.
Evit calmi en hor c’hêver
Eveus he justiç ar goler,
Hac a goueze var bor pen
Paneved hoc’h Oferen.
Admirabl eo ho madelez,
Ho touçder hac ho carantez,
En hon andret, va Doue,
Oc’h en em offr evelse.
Ha ni, siouaz ! peguen ingrad
Omp-ni ouz hoc’h, ha c’houi quer mad !
Pa deuomp quement heb cessi,
Va Doue, d’hoc’h offansi.
Rac-se bremâ m’em eus regret

Eus va fec’hejou tremenet,
Balamour d’ec’h-hu epquen,
O madelez souveren !
C’hoant am eus d’en em amanti
Gant ho craç, ha d’ho contanti,
O satisfia bemdez
D’ho justiç hed va buez.
Ma recevit en ho craç vad
Dre ho poaniou hac hoc’h oll goad :
Pardonit d’in va maliç
Dre verit ho sacrifiç.
Perac n’am eus-me em c’halon
Un hevelep devotion
Eguis a ve necesser
Da gaout en quer bras myster ?
Eus ho maro ha passion
Eo ur representation,
O tigaç en hor speret
Quement hoc’h eus anduret.
Ur memor eo eus ho furnez,
Eus ho callout ha madelez :
Ennâ hoc’h eus comprenet
Hoc’h oll mysteriou secret.
Amâ dirac ho majeste
Ec’h asist un infinite
Eus a sperejou eürus,