Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/117

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
97
Exerciçou evit an Oferen.


Eus e guement disfraction
Am eus bet enni em speret,
Ha n’am be quet buan chasseet.
Grit dre ho sacrifiç divin
Diouz peb pec’het ma divoallin,
Dreist peb tra diouz pec’het marvel,

Ha ma rin un dervez santel.
Guerc’hes Vari, o va itron,
Va æl-gardien, va faëron,
Oll sænt hac oll ælez eürus,
Meulit evidon va Jesus. Amen.

Remerguit penaus, ma n’ho pe quet a spaç da gonsideri quement articl a so amâ diaroc epad an Oferen, e ve a oualc’h consideri un darn epquen anezo, ha lezet an demorant evit ur veich-all. Ar memes tra a dleit da remercout evit an eil fæçon da glevet an oferen, pehini ha velit amâ varlerc’h, oc’h en em gontanti da gonsideri erfat ivez un darn eus ar poenchou a so represantet ebars : rac ne de quet necesser ho consideri oll : quent-se guell eo en em arreti da vedita erfat un arlicl epquen, eguet na ve tremen re vuan dreizo tout hep an devotion a ve requis. Hoguen evit an articl eus ar gommunion spirituel ne ranquer jamæs he dremen ; rac en peb oferen e tleer communia spirituelamant ato, ma n’her greer realamant.




UN EXERCIÇ ALL PE UN EIL FÆÇON
da glevet an oferen devotamant.

Cantic ac Oræson devot evit anaout ar garantez eus hor Salver en hon andret er sacrifiç divin-mâ, hac evit en em excita da ur guir devotion ebarz, oc’h he ofr da Zoue gant an intantion a so requis, Var ar ton dreist-ordinal eus ar Stabat Mater.


PEguer bras ê, o va Salver

Ho trugarez en hor c’hêver,