100
Exerciçou evit an Oferen.
Dreizoc’h, Guerc’hes, her goulennan,
Digant ho Map divin breman,
Ma vezin participant
En Oferen devotamant.
Va Æl-mad a so em c’hêver,
Va faëron, va maërones
|
guer,
Oll sænt hac ælez eürus,
Ma recommandit da Jesus.
Er sacrifiç, o va ene,
Chomomp attantif gant Doue,
Lesomp sourciou ar bet,
Ma vezimp ennan parfet.
Amen.
|
CANTIC HAC ORÆSONOU DEVOT
Var bep articl eus a bassion hor Salver, appliquet var bep articl ivez eus an Oferen, evit assista enni gant ur profit bras. Var ton ar Cananeen, O fils de David débonnaire.
Pa’z a ar belec e-trese an auter, e represant Jesus oc’h antren er jardin Olivet.
|
O Va Jesus ! a oue afflijet
Gant un dristidiguez mortel
Oc’h antren er jardin Olivet,
Er guel eus ho poaniou cruel ;
En union d’ho tristidiguez,
Ec’h offran deoc’h va oll boaniou
Ma servijint d’am silvidiguez,
Dre verit hoc’h oll anqueniou.
|
Pa gommanç ar belec an oferen, d’ar Gonfiteor e represant Jesus o c’houesi ar goad en he oræson.
|
O va Jesus ! en em brosternet
Ouz an douar dirac ho Tad,
Oc’h he bidi gant cals a respet
Ha gant ur c’houesen vras a c’hoad,
Grit ma rin ato va fedennou
Gant ferveur hac attantion,
Hac eleac’h goad ma scuillin daëlou
D’am pec’het gant contrition.
|
Livirit amâ ive ho Confiteor devotamant gant ar belec evit receo an absolven general digantâ eus ho pec’hejou.
Pa bign ar belec ouz an auter da boquat dezi, Jesus a so
|
O va Jesus ! hoc’h eus gouzanvet
Ar poq treitour eus a Iudas,
Bete soquen m’hoc’h eus en galvet
|