Mont d’an endalc’had

Un eil fæçon da glevet an Oferen

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 97-110)



UN EXERCIÇ ALL PE UN EIL FÆÇON
da glevet an oferen devotamant.

Cantic ac Oræson devot evit anaout ar garantez eus hor Salver en hon andret er sacrifiç divin-mâ, hac evit en em excita da ur guir devotion ebarz, oc’h he ofr da Zoue gant an intantion a so requis, Var ar ton dreist-ordinal eus ar Stabat Mater.


PEguer bras ê, o va Salver

Ho trugarez en hor c’hêver,

O veza instituet
Ar sacrifiç benniguet.
Ur veich oc’h bet sacrifiet,
Pa oac’n ive crucifiet,
Evit dre un seurt moyen,
Hor prena-ni pec’herien.
Mæs ne doac’h quet c’hoaz bet contant
Gant ur sacrifiç quer sanglant,
Na institusoc’h ouzpen
Sacrifiç an Oferen.
Bemdez eta, ô va Salver,
En em offrit var an auter,
Eguis an oan egarad,
Evidomp-ni oll d’ho Tad.
Evit calmi en hor c’hêver
Eveus he justiç ar goler,
Hac a goueze var bor pen
Paneved hoc’h Oferen.
Admirabl eo ho madelez,
Ho touçder hac ho carantez,
En hon andret, va Doue,
Oc’h en em offr evelse.
Ha ni, siouaz ! peguen ingrad
Omp-ni ouz hoc’h, ha c’houi quer mad !
Pa deuomp quement heb cessi,
Va Doue, d’hoc’h offansi.
Rac-se bremâ m’em eus regret

Eus va fec’hejou tremenet,
Balamour d’ec’h-hu epquen,
O madelez souveren !
C’hoant am eus d’en em amanti
Gant ho craç, ha d’ho contanti,
O satisfia bemdez
D’ho justiç hed va buez.
Ma recevit en ho craç vad
Dre ho poaniou hac hoc’h oll goad :
Pardonit d’in va maliç
Dre verit ho sacrifiç.
Perac n’am eus-me em c’halon
Un hevelep devotion
Eguis a ve necesser
Da gaout en quer bras myster ?
Eus ho maro ha passion
Eo ur representation,
O tigaç en hor speret
Quement hoc’h eus anduret.
Ur memor eo eus ho furnez,
Eus ho callout ha madelez :
Ennâ hoc’h eus comprenet
Hoc’h oll mysteriou secret.
Amâ dirac ho majeste
Ec’h asist un infinite
Eus a sperejou eürus,

Oc’h ho meuli, va Jesus.
Desir am eus gant ho ive
D’hoc’h enori, o va Doue,
O clevet en ho presanç
An Oferen gant reveranç.
Rac-se me ofr ur sacrifiç
Gant hor mam santel an Ilis
Ha gueneoc’h, va Redamtor,
Evit ho brassa enor.
Me rentin d’ho Tad eternel,
D’ec’h-hu ha d’ar Speret a Santel,
Tri ferson en un Doue,
Ur c’hloar ar vrassa ive.
Evit anaout en peb fæçon
Varnomp ho tomination,
Hac ez oump antierament
Diouzoc’h-hu dependant.
Evit caout sonj eus ho maro,
Hac eus an tourmanchou garo
A soufrsoc’h evidomp oll,
Da viret na daëmp da goll.
M’en ofr ivez evit renta
Dre ar voven excellanta
Graçou deoc’h, o va Autrou,
Eus hoc’h oll mad-oberou ;
Evit caout ar remission,
Ha rei deoc’h satisfaction,
Eus a guement seurt pec’het

Hon eus, siouaz ! cometet
Evit ma obtenimp er fin
Digant ho madelez divin,
Ar graçou spirituel
Hac ar g[ra]çou [1] tamporel.
M’en ofr deoc’h c’boaz da enori
Ho mam sacr ar Verc’hes Vari,
Hoc’h oll ælez benniquet,
Hoc’h oll sænt ha sænteset.
Evit ma teuint evidomp-ni
Dirazoc’h da intercedi,
Evel m’hon eus-ni memor
Da renta dezo enor.
M’en ofr evit an anaon
D’ho dilivra eus ho frison,
M’az aïnt en ho parados
D’ho meuli ha da repos.
M’en ofr evit quement hini
M’az oun oblijet d’ho pidi,
Ouen evit ar re veo,
Quen evit ar re varo.
Plijet gueneoc’h, o va Salver
Rei d’in ar c’hraç hac ac faver
D’assista er sacrifiç
Quen dîn ha ma’z eo requis.

Dreizoc’h, Guerc’hes, her goulennan,
Digant ho Map divin breman,
Ma vezin participant
En Oferen devotamant.
Va Æl-mad a so em c’hêver,
Va faëron, va maërones

guer,
Oll sænt hac ælez eürus,
Ma recommandit da Jesus.
Er sacrifiç, o va ene,
Chomomp attantif gant Doue,
Lesomp sourciou ar bet,
Ma vezimp ennan parfet.
Amen.


CANTIC HAC ORÆSONOU DEVOT

Var bep articl eus a bassion hor Salver, appliquet var bep articl ivez eus an Oferen, evit assista enni gant ur profit bras. Var ton ar Cananeen, O fils de David débonnaire.

Pa’z a ar belec e-trese an auter, e represant Jesus oc’h antren er jardin Olivet.

O Va Jesus ! a oue afflijet
Gant un dristidiguez mortel
Oc’h antren er jardin Olivet,
Er guel eus ho poaniou cruel ;
En union d’ho tristidiguez,
Ec’h offran deoc’h va oll boaniou
Ma servijint d’am silvidiguez,
Dre verit hoc’h oll anqueniou.

Pa gommanç ar belec an oferen, d’ar Gonfiteor e represant Jesus o c’houesi ar goad en he oræson.

O va Jesus ! en em brosternet
Ouz an douar dirac ho Tad,
Oc’h he bidi gant cals a respet
Ha gant ur c’houesen vras a c’hoad,
Grit ma rin ato va fedennou
Gant ferveur hac attantion,
Hac eleac’h goad ma scuillin daëlou
D’am pec’het gant contrition.

Livirit amâ ive ho Confiteor devotamant gant ar belec evit receo an absolven general digantâ eus ho pec’hejou.

Pa bign ar belec ouz an auter da boquat dezi, Jesus a so

O va Jesus ! hoc’h eus gouzanvet
Ar poq treitour eus a Iudas,
Bete soquen m’hoc’h eus en galvet

Ho mignon gant un douçder vras :
Na bermetit quet ho trahissen
Gant pog ur goal gommunion,
Nac ouz va nessa e tisquezen
Nep droug [h]a nep disunion. Am.

trahisset gant Iuda dre ur poq

O va Jesus! a oue garrotet,
Ha treinet gant ar re vechant,
Torrit ar chaden eus va fec’het
Am dalc’h sujet d’an ærouant;
Ha gant liamou ho carantez
Erenit quer stard va c’halon,
N’am bezo jamæs ar volontez
D’hoc’h offansi en nep fæçon. A.

Pa za ar belec etrese al levr da gorn an auter, Jesus a so garrotet ha treinet da di Anna.

O va Jesus ! hoc’h eus gant douçder
Un seurt javedad anduret,
Hac a so bet evit un trompler
Abalamour d’in quemeret;
Grit ma souffrin gant patiantet,
Abalamour d’ec’h-hu ivez,
Quement a vezo gret em andret,
A zroug hac a gontroliez. Am.

D’an Introït pa ra ar belec sin ar groas var al levr, Jesus a receo ur javedad dirac ar pontif.

O va Jesus ! en court Caïfas
Gant hoc’h Abostol renoncet,
Dre’n occasion m’en em gafas
Da doma etouez soudardet,
Ma mirit diouz goal gompagnunez
Na ve dre aon pe gomplesanç
E couezen en nep sempladurez
Hep caout egard ouz ho presanç. Amen.

Pa zistro ar belec da greis an auter, o lavaret Kyrie, eleïson, Jesus a so cacet da di Caïfas, eleac’h ma oue renoncet gant Per, he abostol.

O va Jesus! hoc’h eus a druez
Ouz Per hoc’h abostol sellet,
Hac e lequeat epad he vuez
Da vouela dourec d’he bec’het,
Roït d’in an daëlou a binijen
Hac ur guir resolutiom

Pa zistro ar belec ouz an assistantet, o lavaret Dominus vobiscum, Jesus a zistro ouz Per evit ober dezâ anaout ha regreti he bec’het.

 

Da zerc’hel mat deoc’h hiviziquen
Ma rin ur guir gonfession. Am.

Pa’z a ar belec da lavaret an oræsonou hac an abostol, Jesus a so cacet da di Bilat.

O va Jesus ! a oe faussamant
Dirac Ponç-Pilat accuset,
Hep e resoc’h na man na seblant
Evit beza calomniet,
Grit d’in, hep en em formalisa,
Soufr beza hep ræson blamet,
Ha perseveri d’ho servija
Hep digourajamant ebet. Am.

Pa’z a ar belec eus an abostol d’an aviel, Jesus a so cacet eus a di Bilat da di Herodes, pehini er goapeas ac a lequeas guisca dezo ur saë lian, oc’h he zisprijout evel un innoçant.

C’houi, va Jesus, en ti Herodes,
So bet bafoet ha disprijet
Gantâ couls ha gant tud he bales,
En ur fæjon exquis meurbet ;
Bete ma viscoas deoc’h, va Salver,
Ur saë innoçant ha mezus,
Deffot ha na respontac’h ur guer
Ouz he c’houlennou curius.
Roït d’in ar gourej da soufr ive
Beza goapeet gant an dud fall,
Ha da zisprijout ar vanite
Quen en dillad quen en traou all;
N’am dilesit quet da lavaret
Na da ober netra biquen
Evit beza ganto istimet ;
Mæs evit plijout deoc’h epquen.

Pa zistro ar belec eus an aviel da greis an auter, Jesus zistro eus a di Herodes da di Bilat.

O va Jesus ! a oe digacet
Digant Herodes da Bilat,
Pere a oue goude mignonet
Divar ho coust, Oan egarad ;
Grid ne rin forz evit tud vechant
D’en em ober a enep d’in,
Hac eus a bep seurt goall dretamant
Diouz oc’h exempl ma profitin.

Pa zeu ar belec da zisôlôi ar c’halir goude an aviel, Jesus a so divis-

O va Jesus ! hoc’h eus acceptet
Ar vez hac ar gonfusion
Da veza bet en noaz divisquet
Gant cals a outraj evidon ;

Roït d’in ar c’hras d’en em divisca
Diouz ar pec’bet hac ar viçou
Ha na d’inn quet da gomparissa
Dirazoc’h noaz a vertuziou. Am.

quet en noaz evit beza fouetet.

O va Jesus ! a oue tourmamet
Quer criz er flagelation,
Grit ma souffrin gant patiantet
Ar fouet eus ho correction,
Ha na zeuin dre nep pec’net marvel,
Ispicial a impurete,
D’hoc’h afflija biquen, va Salver,
M’ho servijin ganr purete. Am.

D’an offertor, pa offr ar belec da Zoue an hostif var ar bladen hac ar guin er c’halir, Jesus o veza staguet ouz ar pillier a so fouetet.

O va Jesus ! a so bet toullet
Ho pen dre va superbite,
Gant ur gurunen a spern calet,
Da rei d’in an humilite :
Grit ma teuin d’en em humilia
En peb fæçon var an douar,
Ma teuot en eê d’am glorifia
Gant ur gurunen a c’hloar. Am.

Pa c’holo ar belec ar c’balir abars dont da voualc’hi he visiat, pen Jesus a oue goloet gant ur gurunen a spern calet.

O va Jesus ! a oue poursuivet
Gant ar Iudevien d’ar maro,
Ha c’houi divlamn ha just discleriet
Gant Pilat memes dirazo,
Na bermetit quet e poursuiven
Enep hoc’h inspiration,
Da dransgressi nepret ho lesen
O c’heul va inclination. Amen.

Pa voualc’h ar belec he visiat, Pilat a voualc’h he zaouarn diouz Jesus, oc’h he anaout evit un den just ha santel dirac ar Iudevien.

O va Jesus ! a oue disqueset
D’ar Iudevien casi en noaz,
Ho corf gant ar fouetou dispennet,
Ur goz vantel dreist ho tiouscoaz
En ho torn deou lequêt ur gorsen
Ha stag ouz ho pen adorabl
Un tourquet spern eguis curunen,
Beuzet ho pisaj en ho coad.

Pa zisfro ar belec ouz an assistantet, o lavaret : Orate, fratres, Pilat a zisquez Jesus d’ar Iudevien, o lavaret: Ecce Homo.

Neuse ar Iudevien a zeu da breferi Barrabas da Jesus.

Ha c’houi en ur stad quen truezus
N’ho deoue truez ebet ouzoc’h,
Quent-se ar laer seditius
Barrabas a brefersont deoc’h ;
Me so bet, siouaz ! quen dinatur
Ha quen barbar en no quêver,
O preferi deoc’h va flijadur
Ha va inrerest, va Salver.
Rac-se me c’houlen pardon ousoc’h
Eus an hevelep disprijanç :
Na bermetii quet e teuen pelloc’h
D’ober deoc’h ur seurt preferanç :
Ha grit ma chomin deoc’h quer fidel
Na vezo netra eus ar bed
Capabl d’ober d’in ho tilesel
Evit plijout da den ebet. Am.

D’ar Prefaç, Per omnia sæcula sæculorum, Jesus a so condaounet d’ar maro.

O va Jesus ! a so bet barnet
Ouz ur groas iffam da vervel,
Grit ma vezin ive preparet
D’ar maro pa zeuot d’am guervel,
Ha grit d’in douja ho jujamant,
Non pas jujamant faus an den,
Ha na varnin quet injustamant
Va nessa ive birviquen. Amen.

D’ar Memento, goude Sanctus, pa bed ar belec evit ar re veo, Jesus a zoug he groaz.

O va Jesus ! hoc’h eus bet douguet
Ur groas poner evidon-me,
Grit ma touguin a calon barfet,
Va c’hroas evidoc’h-hu ive,
Oc’h en em vortifia bemdez
Hac o renonç d’in va-unan,
Hac oc’h andurin gant carantez
Peb seurt trevel ha peb seurt poan.

Greomp hor Memento ive gant ar belec evit ar re veo

M’ho ped, va Jesus, da gaout memor
Eus vâ [sic] oll mad oberourien,
Evit bo cloar, o va Redamptor

Conservit ho servijerien;
Me recommand d’hoc’h va mignonet,
Va cherent ha quement hini
M’ouzoc’h erfat ez on oblijet
Evito, va Doue, d’ho pidi. Am.


O va Salver ! hoc’h eus en tri fleg
A c’houel ar Veronic eürus
Ho portret adorahl imprimet,
Pa sec’has ho faç truezus ;
En teir puissanç eus va ene
Ho passion imprimet doun,
M’em hezo sonj ac’hanoc’h ive,
Ha ma ho quirin em c’halon. A.
O va Jesus ! a so bet t[a]chet [2]
Ouz ur groas iffam evidon,
Hac hoc’h eus bet dreizan effacet
Hor scrit a gondaonation
Toullit va c’halon dre an doujanç
Rac ho jujamanchou divin,
Evit bepret en obeissanç
D’ho courc’hemenou ma vevin.
Amen.

Pa vez astennet gant ar belec he zaouarn a ziouc’h an hostif hac ar c’balir ebars ho c’honsacri, an Veronic a zeuas da asten he gouel evit sec’hi he visaj da Jesus.

Pa vez ar belec oc’h ober sin ar groas a-ziouc’h an hostif hac ar c’halir abars ho c’honsacri, Jesus a so staguet ouz ar groas gant tacbou.

M’hoc’h ador hac ho car, va Salver,
So bet gant ar c’hruella gloas,
Var boes an tachou ho corf poner
Savet a ispill ouz ar groas,
Diouz traou ar bet sivit va c’halon
Tennit-hi varzu-ac enoc’h,
N’en em stago quet en nep fæçon
Ouz netra bet nemet ouzoc’h. A.

Pa vez savet a huel an hostif consacret gant ar belec, Jesus crucifiet a so savet a-ispill ouz ar groas.

Evel ma red ho coad precius
Ouz ho couliou digoret,
Eus anezo ive, va Jesus,
Ar funteun eus ho craç a red :
Var va ene’ta grit ma redo
D’he goalc’hi diouz va fec’hejo,

Pa vez savet ar c’halir ive goude ma vez consacret, goad Jesus a red eus he c’houliou digoret ouz ar groas.

 

Ha ma quifin ar remed eno
Ouz ar goall dentationo. Amen.

D’ar Memento goude ar gorreou, pa bed ar belec evit ar re varo, Jesus a bed ous ar groas evit an natur humen ha memes evit he vourrevien.

O va Jesus ! a bedas ho Tad,
Pa edoc’h ouz ar groas staguet,
Da rei pardon d’an dud ingrad,
Memes d’ho pourrevien galet ;
Roit d’in ar vertu eus an douçder,
Da bardoni a galon vad,
Ha diouz hoc’h exempl, o va Salver,
Eleac’h an droug da renta ar mad.

Greomp hor Memento ive gant ar belec evit recommandi da Zoue ar re varo pere so er purcator.

Er Memento-mâ, o va Jesus !
Ho supplian da gaout memor
Eus an oll anaon hirvoudus
A so en tân ar purcator ;
Dre ho maro hac ho passion
Dilivrit-hi eus o zourmant
Ar re m’em eus obligation
Dezo particulieramant. Araen.

Pa lavar ar belec, Nobis quoque peccatoribus, al laër deou en em gonvertis ouz Jesus.

O va Jesus ! c’houi a brometas
Ho parados d’al laër-deou ,
En heur ar maro pa regretas
Gant ur guir gueuz he oll grimou ;
Roït d’in ar c’huez-se var ma maro
Ma clevin gueneoc’h couls hac en
Ar c’bomsou-mâ : c’houi vezo hirio
Eürus em barados guenen.
Amen.

Pa lavar ar belec ar Bater, a so seiz goulen enni, e re-presant ar seiz guer a brononças Jesus ous ar groas.

Etre ar seiz guer, o va Jesus !
Hoc’h eus ous ar groas prononcet
Da sant Ian ho Mam garantezus
C’houi hoc’h eus bet recommandet,
Hac hoc’h ene d’ho Tad eternel,
P’edoc’h var ar poent d’he renta ;
Va ene deoc’h, pa zeuin da vervel,
A recomandan dreist peb tra. A.

O Guerc’hes sacr mam drugarezus,
Paz oun en personnaj sant Ian
Recomandet deoc’h gant va Jesus
Ho quemeran evit va mam :
Ha rac-se evel eus ho crouadur
Ho pêt ac’hanon ar sourci
En quement poan ha displijadur
A ouffe ma inquieti. Amen.

Evit en em recomandi d’ar Verc’hes sacr ive.

O va Jesus ! hoc’h eus anduret
Er groas evidon ar maro,
Grit ma teuin da vervel a speret
Da draou ar bed-mâ var un dro,
Evit, pa deui va c’horf da vervel,
Ma’z aï va ene da repos,
O receo ar vuez eternel
Digueneoc’h en ho parados. Am.

Pa rann ar belec an hostii a ziouc’h ar c’halir, o tispartiaan eil pez diouz eguile, ene Jesus a zisparti diouz he gorf o vervel er groas.

O va Jesusl c’houi a zisquennas
Da zilaç an eneou santel
Eus al lymbou, hac a chadennas
Satan hon adversour cruel ;
Grit m’en trec’hin ha ma tisquenno
Eus ho coad sacr ar vertus vras
Er purcator evit ma tenno
An anaon eus an tân grisias.

Pa lez ar belec un tamic eus an hostif da zisquenn er c’halir, ene Jesus a zisquenn ebars el lymbou goude he varo.

O Jesus hoc’h eus dre ho maro
Darn eus ho pourrevien touchet
Da regreti gant ur c’hueuz garo
D’ho peza ouz ar groas staguet ;
Dre ar merit eus ho passion,
Grit ma vezin convertisset
Gant ur guir gueuz ha contrition
D’ho peza, siouaz ! offancet. Am.

Pa lavar ar belec Agnus Dei, darn a oue convertisset eus ar vourrevien dre ar maro a Jesus.

communion spirituel.

O Va Jesus ! en ur bez nevez
C’houi pîni a oue sebeliet,
Grit ma teuin d’ho sebelia ivez

Pa gommuni ar belec, o lavaret, Domine, non sum

dignus, etc. Va Autrou, n’edoun quet dîn ec’h antreac’h em estomac, Jesus a so sebeliet en ur bez nevez.

En ur galon purifiet:
N’edoun quet dîn e teuac’h em ene,
Clan eo ha louz gant ar pec’het ;
Mæs livirit ur guær, va Doue,
Hac e vezo salo rentet.
En creis va c’halon em eus regret
D’ho peza offancet, va Jesus,
Hac e proposan d’en em viret
Gant ho craç diouz pec’het grevus ;
Enoc’h e credan hac e esperan,
M’en em resin d’ho volontez
C’houi hoc’h-unan eo a zesiran,
C’houi epquen eo va c’harantez.
Deut em ene’ta, deut, va Jesus,
Dre ho craç spirituelamant,
O c’hortos ma vezin quen eürus
D’ho receo ive realamant ;
Ha grit ma vezin chenjet enoc’h
M’hor bezo ur memes speret,
Ha na vezin biquen diouzoc’h
Dre nepseurt pec’het separet. A.

Pa zeu ar belec da voalc’hi he visiat a-ziouc’h ar c’halir ha d’ho sec’hi gant ar purificator, corf Jesus a voue goalc’het, ongantet ha lienet.

Goude mervel ho corf, va Jesus,
A oue goalc’het hac ongantet
Gant Joseph ha gant Nicomedus,
En ul lincer ve[n] lienet ;
Em c’halon grit ma hoc’h ongantin
Dre’r pratic eus ar vertuziou ?
Ha dre ar fervor m’h[o] [3] contantin
Em oll œuvrou hac oll boaniou. Amen.

Pa zeu ar belec da gaout al levr goude ar communion, Jesus a so ressuscitet a varo da veo.

Va Salver eus ar bez sortiet
Ha ressuscitet glorius,
Eus a bep viç ar bed milliguet
Grit ma quitaïn victorius ;
Hac dre ho cras ma ressuscitin
O cunduin ur vuez nevez.
Hac en ho cloar ma apparissin

Unan an deziou-mâ ivez. Am.

 

Va Jesus, hoc’h eus rejouisset
Hô Mam quer hac hoc’h ebestel,
Pa’z oc’h bet dezo apparisset
Gant ur gloar vras hac imortel;
Pa n’allan er vuez-mâ ho quelet,
Roït d’in an eur, me ho supli,
Gant ho sænt hsec ho Mam benniguet ,
Er vuez all d’ho contempli. Am.

Pa zistro ar belec ouz an assistantet, o lavaret Dominus vobiscum, Jesus a so apparisset d’he zisquibien o lavaret dezo ive : ar peoc’h ra vezo gueneoc’h.

O va Jesus, ho poe’r vadelez
Da chom da rei instruction
D’ho tisquibien epad daouguent dez
Goude ho ressurection ,
Plijet gueneoc’h ato va c’helen,
Ma rin bepret ho volontez,
Hep terri jamæs nep gourc’hemen
Eus ho lesen a garantez. Amen.

Pa zeu ar belec d’ar c’hollectou d’an oræsonou diveza, Jesus a chom gant he zisquibien e spaç a zaouguent dez, goude ma voa ressuscitet, evit ho instrui.

O va Jesus, a so bet pignet
Gant gloar na triomph bras en eê
Dirac ho tisquibien benniguet,
Grit m’az aïmp-ni d’ho c’heul ive ,
Ha ma raïmp hon oll antretien
Gueneoc’h ha gant ho sænt eno,
O tisprisout [a]n [4] traou terrien ,
Pa na de hou-mâ ê hor bro. Am.

Pa zistro ar belec da lavaret Ite, Missa est, Jesus, goude beza lavaret d’he zis-quibien, iit da brezec an Aviel dre’r bed, a bignas en ho fresanç en eê.

Va Jesus, hoc’h eus bet digacet
Ar Speret-Glan d’ho tisquibien,
Pa edont assambles unisset
O perseveri d’he c’houlen ;
Grit ma teui gant he seiz doneson
D’ober em ene he zemeuranç,
Evit ma roi d’in en oræson
Hac er mad ar berseveranç. Amen.

Pa ro ar belec ar venediction en fin an oferen, Jesus a zigaç ar Speret Santel d’he zisquibien.

----

Action a chraç evit trugarecat Jesus goude an Oferen, oc’h en suplia d’hon renta fidel en he servij epad an deiz.

M’Ho trugareca, o va Salver !
M’ho meul, va Autrou souveren ,
Da vezâ grêt d’in quer bras faver
Da assisla en oferen :
Ma n’am eus quet assistet enni
Gant an devotion requis,
Ho pedan ive d’am pardoni
Dre’r vertuz eus ho sacrifiç.
Me bed ho mam ar Verc’hes Vari,
An æles hac ar sænt eürus,
Da renta deoc’h gloar ha meuleudi
Evidon ato, va Jesus :
Meulet ra viot da virviquen
Eus ar faveriou admirabl
A zigacit d’ho servijerien
Dre ho sacrifiç adorabl.
N’em eus quet ho quiteet, va Salver,
Hep caout ho penediction,
Digant ar belec ouz an Auter,
Ma rin erfat peb action ;
Rac-se bremâ me ia gant fizianç

Elec’h ma fell d’ho polontez,
Evit labourat gant dilijanç
Da gontanti ho carantez.
Epad an deiz em bezo memor
Eus ar c’hraç am eus recevet
Da veza hirio, va Redamtor,
En hoc’h oferen assistet ;
Diouall a rin diouz an danjerou
Ha diouz peb seurt occasion
Da goll ar froez eus ho mysteriou
Hac eus ho penediction.
Hoguen me ho supli, va Jesus,
Dre veritou ho passion,
Grit d’in rebarb ato courajus
Ouz pep seurt goall tentation,
M’ho servijin gant fidelite
Hirio hac epid va buez,
Ha ma c’hilin ur eternite
Ho meuli gant ho sænt ivez.
Amen.

  1. Moullet : garçou.
  2. Moullet : tarchet.
  3. Moullet : hon.
  4. Moullet : en.