Evit ar gorreou hac ar gommunion spirituel

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 117-120)


CANTIC EVIT AR GORREOU.

Var an Ave, verum, hac an Ave, vere Sanguis. Var an ear gallec, Hé ! qu’est-ce que j’entends ? Amis, je vous réveille.

M’Hoc’h ador, guir gorf sacr,
Gant ar Verc’hes bet ganet,
C’houi hoc’h eus ur maro hacr
Evit an den gouzanvet ;
Pa edoc’h ouz ar groas,
Euz ho costez toullet
Dour ha coad a redas
D’hor goalc’hi diouz pec’het ;
Bezit deomp viatic
Pa finissimp hor buez ;
Jesus douç, map Mari, bis.
Sellit ouzomp a druez.

AVe, verum corpus natum de Mariâ Virgine. Verè passum, immolatum in cruce pro homine, cujus latus perforatum undâ fluxit cum sanguine. Esto nobis prægustatum mortis in examine. O dulcis ! o pie ! o Jesu ! Fili Mariæ, miserere nobis ! Amen.

M’Hoc’h ador gant respet,
O goad sacr ha precius,
A so bet sortiet
Gant dour a gostez Jesus.
C’houi bezit cusul d’in,

AVe, vere sanguis Domini nostri Jesu-Christi, qui de latere ejus cum aquâ fluxisti,

tu mihi sis consilium, protectio atque defectio corporis et animæ in præsenti vitâ et in futuro sæculo.

Amen.

Ha guir protection,
Evit ma resistin
Ouz peb tentation ;
D’am c’horf ha d’am ene
Bezit er vuez presant,
Hac ive he goude, bis.
Un difenner puissant. Amen.


CANTIC VAR UN ADORATION

Hac ur bedennic devot da Jesus, pa vez gorroet pe savet an hostif hac ar chalir en oferen d’ar gonsecration, ha pa ve roet ar venediction gant ar Sacramant. Var an ear gallec : Venez, venez, Esprit Saint, dans nos cœurs.

ME hoc’h ador, va Doue, va Salver,
Er sacramant divin eus an auter,
Eleac’h m’ema gant ho tivinite
Ho corf santel, ho coad hac hoc’h ene.
O Jesus-Christ, c’houi hoc’h eus lavaret,
Diouzan douar pa visac’h exaltet,
Penaus an oll a densac’h davedoc’h,
Gant graçou cre oc’h ho sacha gueneoc’h.
Rac-se p’oc’h bet diouz an douar savet,
Ouz ur croas prenn goude ma oac’h staguet,
Hor c’halonou ni ho ped da c’horren
Var-zu an eê diouz an traou terrien.
Tennit gueneoc’h bepret hor volontez
Gant ar chaden eveus ho carantez,
Na vezimp mui diouzoc’h separet,
Ha na vanquimp birviquen d’ho caret.
Hor goalc’hit neat diouz hon oll bec’hejou
Gant ar goad sacr eveus ho couliou ;
O va Jesus, dre verit ho maro
Bezit ouzomp trugarerus ato. Amen.


CANTIC VAR AR GOMMUNION

Spirituel, pa gommuni ar belec ivez en oferen. Var en ear gallec : Chrétien, si vous êtes prudent.

ME a gred enoc’h, va Doue,
Me hoc’h ador gant ur feiz gre ;
Enoc’h epquen ec’h esperan,
C’houi dreist peb tra oll a garan.
Desir am be, 8alver ar bed,
D’ho receo brema en efet,
Evit imprima em c’halon
Ho maro hac ho passion.
Mæs, va Jesus, ne d’oun quet dîn
E teuac’h da antren em peultrin ;
Livirit ur guer couscoude,
Hac e reot salo va ene.

Queuz am eus d’ho peza offancet,
Va Doue, dîn da veza caret ;
Me a bropos ferm da dec’het
Gant ho sicour diouz peb pec’het
Deut, va Jesus, deut, va Doue,
Gant ho craç divin em ene.
D’he maga spirituelamant
Dre’r vertu eus ho sacramant.
Meulet ra viot, va Salver,
Er sacramant eus an auter
Gant an oll æles benniguet
Hac an oll sænt ha sænteset. Amen.

Avis evit ar gommumon spirituel.

Ar re-se a gommuni spirituelamant, eme catekismou a c’honcil a Drant, pere o caout ur feiz beo hac ardant en carantez Doue, a zeu dre ho desir hac ho c’hoant da zibri ar bara celestiel-se a so proposet deomp er sacramant adorabl eus an auter ; da lararet eo deus un desir carantezus d’en em unissa gant Jesus-Christ ha d’en em vagan anezan er gommunion, pe deus a hini e recevont ar c’hraç evit ha na recevont ar sacramant ; ha ma na dennont, eme ar c’hatekismou santel-mâ, eus ar gommunion spirituel-se an oll frouez a eller da dennâ eus ar gommu- nion reel ha sacramantel, e tennont anezi couscoude certenamant ur profit bras meurbet evit ho silidiguez. El levr ar Gombat spirituel [1] e queffot ive un avis profitabl epit ar gommunion spirituel hac ar fæçon d’he ober alies.


CANTlC VAR UN ACTION A C’HRAÇ

Da drugarecaat Doue goude an Oferen. Var an ear gallec. Esprit divin, venez repandre.

GRaçgou deoc’h, va Doue, a rentan
Evit ar sacñfiç divin
M’hoc’h eus grêt d’in assista ennan,
Daoust peguement m’az oun indîn.
Ho trugar[e]cat a ran ivez
Da veza squillet evidon
Ho coad, pa immolsoc’h ho puez
En sacrifiç ho passion.
Dre’r maro criz, hoc’h eus bet souffret,
Grit ma rin eus ar graçou-se
Un usaj mad, pa’z int deoc’h coustet
Quer ker, va Jesus, va Doue.
Pardonnit d’in an distraction
Am be arretet em speret,
Ha roït d’in ur guir devotion

Da zont en oferen bepret.
Dre verit ho coad sacr, va Salver,
Hoc’h eus bet squillet ouz ar groas,
Hac hoc’h eus offret var an auter,
Ma mirit hirio diouz peb noas.
Evit senti ouz ho volontez,
Grit ma vevin en ho toujanç,
Ha m’ho servijin gant carantez
Epad an deiz bep neglijanç.
Meulet ra viot, o va Jesus,
Eus ho madelez admirabl,
Gant hoc’h oll sænt hac ælez eürus
En ho sacramant adorabl. Amen.

  1. Lorenzo Scupoli, Il Combattimento spirituale..., emban. orin : Venezia, 1589 ; troid. 1añ e galleg : 1660 (ademb. lies a wech war-lerc'h). N'eus keloù ebet eus a droidigezh e brezhoneg kent an hini aozet gant J.-F. Roux bet moullet e Landerne e 1842 ; merket eo kouskoude "Edition nevez".