Pedennou pa vez exposet ar Sacr

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 448-451)


EVIT EXPOSITION AR SACR.

Pa vezo exposet ar Sacramant e c’hellot lavaret devotamant evit he adori, [a]n [1] tri c’hantic-ma so varlerc’h ama.

Cantic var O salutaris hostia ! Var an ear Gallec : O sainte et salutaire hostie !

O Salutaris hostia! quæ coeli pandis hostium : bella premunt hostilia ; da robur, fer auxilium.

O Hostif sacr a silvidiguez,
A zigor deomp ar barados !
Emaomp en bresel deiz ha nôz ;
Roït nerz deomp en hor sempladurez.
Hac hor sicourit pront, evit dre ho moyen
Ma trec’himp hon adversourien. bis.

Uni trinoque Domino sit sempiterna gloria, qui vitam sine termino nobis donet in patriâ.

Amen.

Gloar ha meuleudi evit biquen
R’en devezo diouz peb-unan
An Tad, ar Map, ar Speret-Glan,
Tri ferson en un Doue hepmuiquen,
Plijet ganta hor c’haç d’hor bro celestiel,
Da gaout ar vuez eternel. bis.

Cantic var an actou principal en andret hor Salver er Sacramant. Var an ear Gallec : Non, je ne vois plus rien, etc.

VA Doue, va Salver,
Me a gred fermamant
Emaoc’h var an auter
Cuzet er sacramant ;
Abalamour d’in-me
Pa’z oc’h en em rentet
Dister er myster-se,
M’hoc’h ador gant respet.
Digueneoc’h ar pardon
Ivez a esperan,
Hac a greiz va c’halon,
Va Jesus, ho caran,

O caout ur guir regret
Da veza, siouaz d’in !
Quellies offanset
Ho majeste divin.
Dre ar garantez vras
M’hoc’h eus bet anduret
Evidomp ouz ar groas
Ur maro criz meurbet,
Na bermetit nepret,
M’ho supli, va Jesus,
E raën en hoc’h andret
Nep seurt pec’het grevus.

Cantic var un homaij devot d’hor Salver er Sacramant, hac a ell servijout ive da gommunion spirituel. Var an ear gallec : Doux Jésus, venez dans nos cœurs.

O Va Jesus, va esperanç !
M’hoc’h ador en hostif consacret,
Eleac’h ma rit ho temeuranç,
O va Jesus, va esperanç,
Desir am eus gant reveranç
Da dostaat ouzoc’h dre ho caret ;
O va Jesus, va esperanç,
M’hoc’h ador en hostif consacret.
Evel d’am roue ha d’am Doue
Var an auter e ran deoc’h homaij,
Hac en em ofran deoc’h ive
Evel d’am roue ha d’am Doue
Oc’h adori en hostif-se
Ho corf sar.r ha non pas he imaij ;

Evel d’am roue ha d’am Doue
Var an auter e ran deoc’h homaij.
En hostif-se, me gred certen,
Ne deus mui a vara, va Jesus,
Mæs ho majeste souveren ;
En hostif-se m’her c’hred certen,
A so comprenet hepmuiquen,
Gant ho corf hac ho coad precius,
En hostif-se, me gred certen
Ne deus mui a vara, va Jesus.
O peguen douç eo ar banquet
Eleac’h ma’z ê Doue magadur !

Realamant e vez bepret ;
O peguen douç eo ar banquet !
Ar C’hrouer so en em rentet
Ur boet he-unan d’he grouadur ;
O peguen douç eo ar banquet
Eleac’h ma’z ê Doue magadur !
Deut eta gant ho pouet divin
Da renta d’am ene ar iec’het ;
D’ho receo me n’edoun quet dîn,
Hoguen deut gant ho pouet divin,
Ha sellit a druez ouzin ;
Rac detesti a ran va fec’het,
Deut eta gant ho pouet divin
Da renta d’am ene ar iec’het.
Deut, va Jesus, deut em ene,
Ha liquit enni ar vertuziou ;
Deut ma chomo ato guene,
Deut, va Jesus, deut em ene,
Na souffrit mui e languisse ;

Lammit anezi an oll viçou.
Deut, va Jesus, deut em ene,
Ha liquit enni ar vertuziou.
C’houi so, va Salver benniguet,
Un erres eus ar c’hloar eternel,
C’houi eo guiniz ar re choaset ;
C’houi so, va Salver benniguet,
Dindan ar speçou-se cuzet,
D’hon eneou ur remed santel ;
C’houi so, va Salver benniguet,
Un erres eus ar c’hloar eternel.
P’eur e c’hellimp-ni ho quelet ,
Va Jesu ,en ho rouantelez
Evit beza gueneoc’h bepret
P’eur e c’hellimp ni ho quelet,
Evit da jamæs ho caret
Gant hoc’h oll Sænt hac hoc’h oll Ælez ?
Roït deomp an eur-se d’ho quelet,
Va Jesus, en ho rouantelez. Amen.

evit ar salut.

Pa vezo roet benediction ar Sacramant, ec’h ellot lavaret an teir Hymn Sacris solemniis, Verbum su- pernum ha Pange, lingua, evel ma int lequeet diaraoc en latin hac e bresonec ; ha goude-se en leverrot an oræson devot-ma.


  1. Moullet : en.