Mont d’an endalc’had

Pedennou pa vez roet benediction ar sacr

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 451-454)


CANTIC VAR UN ORÆSON DEVOT,
Evit adori Jesus-Chrisi er Sacramant adorabl eus an auter, pa vez exposet pe roet ar venediction ganta er salud, hac a so excellant ivez evit ober ur gommunion spirituel, hac evit en em recommandi, d’hor Salver er myster divin-ma gant feiz ha gant humilite evel ar Gananeen. Var ton guers Santes Agnes , pe Sacris solemniis.

VA Jesus, va Doue,
Me a gred fermamant
Emaoc’h presant a-se
Cuzet er Sacramant ;
Ama’ta prosternet
Dirac ho majeste,
M’hoc’h ador gant respet
Ha gant humilite.
Certen, Va Salver eo ,
P’hoc’h eus-en discleriet,
Ez oc-h ar bara beo
Eus an eê disquennet,
Evit hor mesur ni
Ac’hanoc’h h[oc’h]-unan [1],
O reï deomp da zibri
Ho corf sacr er bed-man.
Me vel ê bras ho c’hoant
Da vezur hon ene,
P’ezoc’h er Sacramant
Evit ar sujet-se.
En em leset gueneomp
Dindan speçou dister ;
Elec’h m’en em roït deomp
Gant quement a zouçder
O peguen bras tensor

A c’hraçou ranfermet
Gueneoc’h va Redamtor,
Er myster-se chomet,
Evit quement christen
Ho receo ervad ?
Rac-se’ta e carren
Ouzoc’h ive tostaat.
O Jesus, o guir oan,
C’houi hoc’h eus bet galvet
Quement à so en poan
Hac en em guef sammet,
Da vont davedoc’h-oll
Da gaout soulajamant,
Na d’aï nicun da goll
Gant digourajamant.
Dirazoc’h chetu-me
Sammet a bec’hejou,
Hac em infirmite
Accablet à boaniou ;
Allas ! pa em guelit
Em izom ar brassa,
Va Doue, ma soulajit
Hervez ho promessa.
Pa’z oc’h dent er bed-mâ
Evit clasq ar pec’her ,

P’hor galvit oll brema
Davedoc’h, va Salver,
Em eus fizianç enoc’h,
Ha n’en rebutot quet,
Mar dinesan ouzoc’h,
Paour ha leun a bec’het.
Gouzout a ran ervat
Ez oun, siouas ! indîn
Ouzoc’h-hu da dostaat,
Va Redamtor divin ;
Ne veritan quet caout
Bara ho pugale ;
Pa dlean en em anaout
Henvel ouz ar chraç ive.
Hoguen da viana
Roït d’in an demorant
Goude rassasia.
Ho pugale fervant;
Crial a ran ouzoc’h
Evel ar Gananeen ;
Na zifferit pelloc’h,
Clevit ouz va feden.
Pa’z oc’h [eus] [2] bet ivez
Dre ho maro santel
Prenet ar guir vuez
D’ar bed universel ;
Roït ar vuez a c’hraç
D’am ene, va Jesus,
Dre voyen ho corf sacr
Hac ho coad precius.
Gant an distera guer
Ho pezo lavaret,
E vezin , va Salver,
En instant soulajet,
Hac e vezo rentet
Va ene paour salo
Diouz quement seurt clenvet

He c’hundu d’ar maro.
Dre’r serpant quevr mar boa,
Evit sellet outan,
Grêt salo nep a ïoa
Flammet gant serpant tân ;
Enoc’h-hu ur feiz gre
Ha ne rento-hi quet quent
Va ene-ma pare
Diouz flam an erevent ?
Ouz bord ho sea epquen
Gueichal nep a douche,
Dreizi neuse souden
Iec’het a receve;
Penaus eta na vo
Va ene iac’h rentet,
O touch ouzoc’h ive
Dre zesir em speret ?
Mar boe capabl soquen
Ar squeud a corf sant Per
Da zilivra peb den
Diouz clenvet tamporel,
Hac en so nep clenvet,
Va Salver, em ene,
Na ve ivez chasseet
Gant squeud ho majeste ?
Deut ata, va Doue,
Da reï d’in ar iec’het,
O renta va ene
Pur ha neat a bec’het ;
Roït dezi ouz he naon
Ar guir vagadurez ;
Na list quet ac’hanon
Gant va sempladurez.
Grit pelloc’h ma trec’hin
An dentationou ,
Evit ma observin

Hoc’h oll gourc’hemennou ;
Rac en creis va c’halon,
Va Doue, em eus regret
Da veza en nep fæçon,
Siouaz d’in ! ho zorret.
Va c’halon a offran
Pelloc’h d’ho carantez,
Hac en em resolvan
D’ober ho volontez :
Grit d’in perseveri,
Va Jesus , d’ho caret,

Na vezin diouzoc’h mui
Biquen dispartiet.
Hac evit va c’hreat
Em resolution,
Roït d’in brema, va Zad,
Ho penediction ;
Ra viot benniguet
Hoc’h-unan, va Salver,
Ha gant an oll meulet
En myster an auter.
Amen.

Goude ar chantic-ma, grit an amand enorabl da Jesus er sacramant, pehini so diaraoc ; hac er fin, mar ho pez amser, e leverrot an actou a adoration pere so evit ar gorreou en oferen, hac an tri c’hantic evit an exposition, pere so ama diaraoc ; hac e concluot assambles gant ar belec dre an teir oræson-ma : da guenta, dre Oræson ar Sacramant gant Panem de cœlo, etc. evelse en fin Gousperou ar Sacramant ; d’an eil, dre Orceson ar Verches, Concede nos, goude ar recommandation dezi, pehini a gueffot diaraoc en fin he Litaniou er Pedennou diout an nôs, p. 67 ; ha d’an trede, dre an Oræson pehini so ama evit ar roue, goude ar versedou-ma.

V/. Autrou Doue, plijet gueneoc’h , sauvetei ar roue.

R/. Hac hon exaucit d’ar poent ma teuimp d’hoc’h invoqui.

V/. Va Doue, astennit ho preac’h da broteji den ho tourn-deou

R/. Ha quemerit dindan ho protection map an den pehini hoc’h eus etablisset evidoc’h.

V/. Va Doue, exaucit va oræson

R/. Ha grit ma erruo ar c’hri eus va feden betec enoc’h.

V/.Domine, salvum fac regem.

R/. Et exaudi nos in die quâ invocaverimus te.

V/. Fiat manus tua super virum dexteræ tuæ.

R/. Et super filium hominis quem confirmâsti tibi.

V/. Domine exaudi orationem meam.

R/. Et clamor meus ad te veniat.

Oremus.

QUæsumus, omnipotens Deus, ut, etc.

Oræson.

O Va Doue, oll-galloudec, dre drugarez pehini en deveus, etc.

Mar bez lavaret Oræson ar peoc’h, e c’heffot tu-ma varlerc’h enfin ar gommemorationou commun dirac Complidou.


  1. Moullet : hu-unan.
  2. Lezet e-maez en embann.