Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/459

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
439
An Adoration perpetuel.

ha d’he zerc’hel en he zorn, pe d’he gaout dirac ho zaoulagat en heur ar maro, gant ur fizianç humbl, penaus o veza bet er bed-ma en breuriez an adoration perpetuel eus hon Autrou J.-C. er Sacramant an auter, en devezo ivez an eur, moyennant he c’hraç ha dre ar pedennou eus an oll breudeur ha c’hoareset, da veza recevet etouez an nombr eus ar re so oc’h he adori perpetuelamant ebarz an eê.

Evelse bezet grêt.


ACT A ADORATION pe AMAND ENORABL
da jesus-christ er sacramant santel eus an auter,

Hac a ve mad ha profitabl da ober, pe o renta bisit deza en ilis, pe oc’h he heul pa vez cacet d’an dud clan, pe oc’h assista er Salud pa vez roet benediction ar Sacramant, pe autramant er guear so-quen, o trei var-zu an ilis ma idi ar Sacramant ebarz.

VA Doue ha va Autrou J.-C., me a gred emaoc’h realamant er sacramant santel eus an auter, quer presant ha ma emaoc’h en eê an tu-deou da Zoue ho tad ; me hoc’h ador a greis va c’halon er myster adorabl-se gant un desir bras da repari en ur faepon bennac quement irreveranç ha quement disprijang ha profanation a souffr ho madelez infinit er sacramant divin-se, abaoue ma ê plijet gueneoc’h he institui dre un exces a garantez evidomp, hac a souffrot c’hoaz bete fin ar bed. Me a c’houlen ouzoc’h ardon, hac a ra deoc’h ama un amand enorabl gant brassa humilite a so possubl d’in, eus an irreverançou am eus coumetet va-unan en andret ar sacramant adorabl-se, hac eus an oll bec’hejou all am eus great epad va buez ; hac e proposan fermamant d’en em zioual diouto hivisiquen, moyennant ho craç santel, pehini a esperan hac a c’houlennan digueneoc’h, va Jesus.