Ar gouel principal eus ar vreuriez-ma eo ar sul quenta varlerc’h gouel ar Sacramant ; hac eo a propos e communie d’a rsul-se quement hini so er vreuriez, hac ar re ne allint quet ober d’ar sul, a raï da un devez all [en] [1] eizvet ar sacramant.
1. BEp mintin ha bemnos troït etrese un ilis bennac eleac’h ma repos ar sacramant, ha grit ar reveranç deza, en ur lavaret : Meulet ra vezo Jesus er Sacramant adorabl eus an auter
2. Clevit bemdez, mar guillit, an Oferen devotamant ; ha mar d’oc’h tost d’an ilis, grit ur visit goude lein pe var an abardaëz d’ar sacramant adorabl, hac e c’hounezot dre ar visit-se uguent devez a induljançou.
3. Pa dremennot e-biou un ilis eleac’h ma idi ar sacramant, antreit ebars evit he adori, mar hoc’h eus ar commodite, pe da viana saludit-hen a galon en ur dremen e-biou oc’h ober ar reveranç deza, hac e c’hounezot ive uguent devez a induljançou, evel ma ê merquet el levr an adoration.
4. Assista un nebeut amser dirac ar Sacramant pa vez exposet, ha mar d’iit d’he heul gant devotion pa vezo cacet da un den clan, e c’hounezot tregont devez a induljançou, nemet e viot en graç Doue evel a so lavaret diaraoc.
5. Na dremenit quet ur mis hep mont da gofes ha da gommunia, o caout memor penaus, mar lojit brema gant un disposition vad hor Salver enoc’h hoc’h-unan alies, ho lojo ive en he varados unan an deiziou-ma evit un eternite.
Peb-hini en devezo ar sourci da gonservi he villet,
- ↑ Moullet : ne.