Mont d’an endalc’had

Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 6 —


SKLAERIJENN
————

Komzou an Hini Goz a zo bet dastumet er bloaz 1876 gand Abgralled Kerloarec, eus a Lambaol-Wimiliau ; kavet int bet etouez paperou koz an Aotrou Y. V. Abgrall, dean chalonied Kemper marvet er bloaz 1926.

Koublad kenta Gavrig an hanv a zo bet dastumet e Sant Nouga, breman ez eus pemp bloaz war nugent ; ar re all a zo bet savet gant Rener Feiz ha Breiz.

An eosterien a zo bet savet gand an A. Dujardin, medesin e Lokournan.

Ar werzid arc’hant. Ar werzid = le fuseau, e galleg. E Leon n’anavezer ket kals nemed ar ger hinkin ; hogen, heman n’eo, e gwirionez, nemed ar vaz houarn a zo e kreiz ar werzid.

Ar goulenn-eured a zo bet savet gant Yann Wilhou Herry, beleg retred Kemperle 1803-1880 ; an A. Perennes, beleg hospital Kemper, eo en deus degaset d’eomp ar c’homzou bet kaset d’ezan gand an A. Cabioc’h, person Sant Gwazeg. An ton a zo bet degaset d’eomp gand an A. Boulic, beleg Retred Kemper goude m’oa bet skrivet gand an A. Mayet, ograouer iliz-veur sant Kaourintin.

Laou ar brabanser a zo savet, diwar skouer « Le Franc archer de Bagnolet », eur farwellerez koz bet graet war-dro ar bloaz 1470. C’hoariet eo bet evid ar wech kenta e Folgoad, gand Andre Pronost, eus a Blougerne, d’ar 25 a viz meurz 1930.

Ton ha diou linenn genta ar ganaouenn a zigor ar pez a zo bet roet d’in gant Y. an Drezen eus a Vrest.

Ar ger serch = cercueil, a gaver er pez-ze a zo anavezet mat e Kerne hag er parreziou tro-war-dro da Lokourman ha da Witalmeze ; an hini en defe aoun n’a vefe ket anavezet ar ger serch gand e zelaouerien a c’hellfe lakat : krog eo en da ler, e lec’h : krog eo en da zerch.

Toniou Yann paotr ar gêr, a zo bet savet gand an A. Conq, (Paotr Treoure), person Lok-Gwennole.

Toniou Soniou Feiz ha Breiz a zo bet skrivet gand an A. Barraine, unan eus gwella sonerien ar vartoloded, e Brest.