Eun deiz ma kerzen war bont ar vilin, gé (2 wech.)
E oan o neza, o neza, o neza,
E oan o neza va stec’henn lin (2 w.)
2
E oan o neza va stec’henn lin, gé (2 w.)
Kouezas va gwerzid, va gwerzid, va gwerzid,
Kouezas va gwerzid arc’hant diouzin (2 w.)
3
Kouezas va gwerzid arc’hant diouzin, gé (2 w.)
Eur paotrig koantik, ha koantik, ha koantik,
Eur paotrig koantik hen tapas d’in (2 w.)
4
Eur paotrig koantik hen tapas d’in, gé (2 w.)
Hen a c’houlennas, c’houlennas, c’houlennas,
Hen a c’houlennas eur pok ouzin. (2 w.)
5
Eur pok, den yaouank, n’ho pezo ket, gé (2 w.)
Rak ma oar va mamm, va mamm vat, va mamm vat,
Ma oar va mamm vat, e vin fouetet. (2 w.)
6
Rak ma oar va mamm, e vin fouetet, gé (2 w.)
Ma oar va zad paour, va zad paour, va zad paour,
Ma oar va zad paour e vin kannet. (2 w.)
7
Piou ’zo war an dro hag a ouesfe ? gé (2 w.)
Nemed an evned, an evned, an evned,
Nemed an evned, e lein ar gwe. (2 w.)
8
An evnedigou a zo skoliet mat, gé (2 w.)
Int a oar galleg, ha galleg, ha galleg,
Int a oar galleg ha latin mat. (2 w.)
9
Int a oar galleg ha latin mat, gé (2 w.)
Hag a yel d’ar gêr, ha d’ar gêr, ha d’ar gêr,
Hag a yel d’ar gêr da flateat, gê (2 w.)
10
Hag a yel d’ar gêr da flateat, gé (2 w.)
Hag a ray kanna, ha kanna, ha kanna,
Hag a ray kanna merc’hig va zad. (2 w.)
|